Buhez ar Sent/1837/Perpetua
n Ampalaer Seveer, o veza ordrenet ma vize lequeet
d’ar maro ar Gristenien pere ne falvize quet dezo
adori Doueou ar Rouantelez, ,e voe arretet er Guær a
Gartage Santes perpetua, pehini a oa un Itron yaouanc
ha devot bras, petra bennâc ma oa he zad payen.
Perpetua a oa bet dimezet hac e devoa ur c’hrouadur
pehini a vague e-unan.
Evel ma scrivas ar Santes-mâ, en deiz quen ma varvas, an Histor eus he Verzerinti, e raportimp amâ he c’homsou. Abars, emezi, ma voen lequet er prison, e teuas va zad d’am c’haout, oc’h esperout ober din renonç d’ar Feiz. Goude m’en devoa græt e oll effort evit quemense, e leviris dezâ erfin, en ur zisquez dezàn ur pôd a oa eno var an douar : va zad, ha guelet a rit-hu ar pôd-se a so ase ? Ya, emezàn ; ajouti a ris : hac èn a eller rei dezàn quen hano nemet e hini ? Na eller quet, a respontas-èn : na me quen neubeut ne allàn quet lavaret e venn nernet ar pez ma zoun, da lavaret eo, Cristenes. Neuse e saillas guenê, ma goal-dreti a reas, ha, goude m’en devoa ma injuriet e peb fæçoun, ez eas en e roud.
Un neubeut goudese e voen lequeet er prison : esclami a ris en ur antren, rac biscoas n’en boa guelet un dra quen têval ha quen horrubl. An cer fall hac ar c’hoes eus an nombr bras a dud a oa dija ranfermet eno ; an diguemer rust pehini a voe grast din, hac an nec’h am boa dre na vouien quet peleac’h e oa ma c’hrouadur, quemense-oll. a ree din ur boan estranch. Da benn ur maread amser couscoude em boa conge da gaout ma c’hrouadur guenê er prison : neuse en em gonsolis hac en em bligis eno.
Pa glevas va zad e tlien bezâ interroget, e teuas en ur vouela d’ar prison, hac e lavaras din caout ur gonsideration bennâc evit e oad bras, ha rei dezâ ur gonsolation bennâc goude m’en devoa va quelennet gant quement a sourci, ha va c’haret ha cherisset quement e pep amser. En em santout a ris touichet, hac evit e gonsoli e liviris dezàn hebquen, penaus pa visen var ar chafot, e arruze guenê ar pez a blicheze gant Doue : en em retira a eureu trist bras.
Pa voan casset dirac ar Barner evit beza interroget, va zad en em bresantas dirazòn gant va c’hrouadur etre e zivrec’h, en ur lavaret din : sell a druez ous da vab, ma na c’heus truez ebel ouzôn-ne. Ar Barner, goude beza græt d’am zad sortial, am c’hondaonas da veza exposet d’al loenet. Ar c’homsou-mâ diarauc a so re ar Santes, evel m’er gueler er scridou ancien.
Pa voe digouêt an deiz eus ar gombat, ar Santes a sortias eus ar prison evit mont d’an Theatr, joaüs evel evit mont d’an Eê. E exposi a rezeur da ur veuoc’h fuloret, pehini a hegeas anezi diveich hac e fistigas ; mæs, evel na varve quet evit quemense, unan eus ar Gladiatoret e zreuzas gant un taul cleze. He Vefzerinti glorius a erruas er bloaz 203.
Sant Augustin en deus græt teir Bredication en e enor hac e meuleudi ar Santes-mâ. E froposi a ree alies d’e bobl evit o excita da drec’hi an difficulteou a gaver o pratica ar vertuz ; hac an Ilis dre ur merc a zistinction e deus lequeet e hano er C’hanon Sacr eus an Oferen.
Ar Santes-mâ persecutet gant he zad ha gant an Tirant evit ober dezi renonç d’ar Feiz, a chomas bepret ferm ha constant er résolution e devoa quemeret da veza fidel da Jesus-Christ ; mæs peguen neubeut a dra a ra deomp-ni, siouaz ! Mancout d’hon resolutionou mad. Ober a reomp cant propos ha cant resolution da veza fidel da Zoue ; mæs pa zigouez an occasion da rei dezan ur merq eus hor fidelite, ez-oump digouraich, e plegomp hac en em lesomp da veza trec’het gant an demptation. Ar seurt resolutionou-ze ne dint quet guir-resolutionou nac ur guir volontez memes ; ne dint nemet ur c’hoanteguez sempl, væn hac inutil. An Ifern a so leun eus ar seurt resolutionou-ze, rac ne deus den quer mechant ha quen impi n’en deffe aviziou ur c’houant bennâc da zench buez ha d’en em savetei. Dre an euvrou e aznavezer ar font hac an disposition eus ar galon un den, evel ma aznavezer an natur vad eus ur vezen dre he frouez. Ur vezen, evit-i da deul bleùn pep bloaz, ma na zoug quet a frouez, a vezo troc’het ha taulet en tan. Ar resolutionou a so hènvel ous ar bleùn, hac an actionou a so ec’his ar frouez. Disfiziomp eus ar sincerite hon resolutionou, mar doump infidel en occasionou.