Buhez ar Sent/1837/Paul, escop, ha patron eus a escopti Leon

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Perpetua Paul, escop, ha patron eus a escopti Leon Gregor, pap ha doctor eus an ilis   ►


An daouzecvet devez a viz Meurs.


SANT PAUL, ESCOP HA PATRON,
EUS AN ESCOPTY LEON.


————



Sant Paul, leshanvet Aurelian, a oa guinidic eus a Vro-Sauz. E guerent, tud a zistinction hac a vertuz, en lequeas abred er scol gant ur personaich santel hanvet Eldut, pehini a oa bet e-unan Disquibi Sant Germen Auxer. En ur scol quer mad, e reas e ber amser ur profil quer bras er squianchou hac er vertuziou ma teuas souden da veza an admiration eus e Væstr, pehini n’er c’honsideras muy nemet evel ur Sant.

D’an oad a bemzec vloaz en em dennas en un deserz, e pelec’h e cunduas ur vuez angeliq, en ur dremen e oll amser en Oræsoun hac er gontemplation. Goude beza en em zisposet d’an Urzou Sacr, hac o recevet gant ur fervor nevez, e quemeras gantàn daouzec Bælec vertuzus-bras, gant pere e veve en ur santelez admirabl. Celebri a ree bemdez Sacrifiç santel an Oferen gant ur respet hac un devotion dreist-ordinal ; beza ez-oa quer mortifiet ma veve gant un neubeut bara-hey ha dour, hac alies e tremene an deiz heb dibri nac eva.

Ar Roue a Vro-Sauz, o veza clevet ar brud eus e santelez, a c’hoanteas e velet, hac a gassas tud d’e glasq. Ar Sant, pa voa deut e palæs ar Prinç, a brofitas eus an occasion-ze evit proculi gloar Doues hac a reas eno ur mad infinit etouez an Noblanç hac etouez ar bobl, quen dre an exempl eus e vuez santel, quen dre au nerz eus e sarmoniou leun a onction hac a zêl.

Goudeze, hervez an avertissamant roet dezâ gant un Æl, e tremenas ar mor evil dont e Breiz da brezeg an aviel. Evel m’en devoa ur c’hoar Leanes en ur Gouent var bord ar mor, ne fallas quet dezâ tremen heb e guelet. Goude beza bet ur gonversation santel assambles, e c’hoar a gomsas dezàn eus an diæsamant hac an drouc a ree d’all leaneset ar mor gant e drous hac e dourmant. Ar Sant, o vezâ græt e beden da Zoue, a gommandas d’ar mor en em dennâ, hac abaoue ne zeuas muy bete ar Gouent. Ar zêl ardant en devoa evit silvidiguez an eneou, a reas dezàn chom ur maread-amser e Enes ouessan e pelec’h edo c’hoas cals a dud divadez ; labourat a reas gant e zaouzec Compaignon d’o instrui var ar Mysteriou eus ar Feiz ; o c’honvertissa a eureu dre ar vertuz a roe Doue d’e gomsou, ha dre an nerz eus ar miraclou pere a ree e peb lec’h ; ha bezâ en devoe ar gonsolation d’o badeza-oll.

O veza bet goudese choaset evit escop, e fallas dezâ revus ar garg, mæs ret oue dezân senti ous Childebert Roue a Franç, pehini en em interessas en affer-ze. Juduval, Roue Breiz, a reas presant dezàn eus ar Guær a Leon e pelec’h e etablissas e zemeuranç.

Ar Pastor santel-mâ a veille bepret var e bobl hac er bisite alies. Ober a eureu sevel ilisou e meur a blaç, ha dre e exhortationou douç ha carantezus excite un devotion fervant e calonou an oll. Erfin, goude beza gouarnet pell amser, hac en ur fæçoun santel meurbet, an Ilis a Leon, ez eas da receo en Eê ar recompanç eus e labourou apostoliq, d’an daouzecvet a viz meurs eus ar bloaz 594, oaget a zaou vloaz ha cant.

REFLEXION.

Ar pastor santel-mâ en deus labouret gant ur zêl infatigabl evit silvidiguez an eneou, ha proculet evei-se cals a c’hloar da Zoue. Ne ma oump er bed nemet evit glorifia Doue ; proculomp eta silvidiguez hon nessa, peb-unan herves e stat hac e gondition, rac ne ellomp ober netra a guement a ve agreaploc’h da Zoue, hac a brocule dezàn muy a c’hloar : hennes eo e vrassa desir : evit savetei an eneou eo ez ê disquennet eus an eê varan douar, hac anduret en deus bete ar maro. Ha c’hui ho pe ar galon da lesel da berissa dre ho faut pe dre ho lezireguez un ene a behini ar pris a so infinit hac e deus coustet quement da Vab Doue ? Ma ve couezet un anneval en ur fos, en tenfac’h ac’hano : Ho preur a so couezet er pec’het hac a so en danger da goueza en Ifern, ha ne astennot quet ho torn evit e sicour !

Mar en deus prometet Doue ur recompanç quer caër evit un tam bara, pe ur verennat dour memes, roet da ur paour evit asten e vuez, pebes recompanç n’o devezo quet ar re a broculo d’o nessa ar vuez eternel ? Labourit eta dious ho callout evit silvidiguez ho preudeur ; ampechit na vezo Doue offancet ; grit ho possubl evit ma vezo enoret ; liquit urz vad en ho ty, etouez ho servicherien ; quelennit ho pugale e dougeanç Doue, ha roït e peb lec’h exempl vad d’an oll.