Buhez ar Sent/1837/Gregor, pap ha doctor eus an ilis

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Paul, escop, ha patron eus a escopti Leon Gregor, pap ha doctor eus an ilis Batild   ►


An trizecvet devez a viz Meurs.


SANT GREGOR, PAP HA DOCTOR
EUS AN ILIS.


————



Ar Sant-mâ a oa Mab da Gordian, Senator romen, ha da Santes Silvia, pere a roas dezàn un descadurez caër ha cristen ; ha pep-unan a admiras souden e speret excellant e locanç vras hac e vertuz dreist-ordinal. Goude maro e dad, a reas batissa divar e goust e-unan c’huec’h couent e Siciil, hac un-all e Rom, hanvet Sant Andre, e pehini en em rentas Religius hac e cunduas ur vuez angeliq.

Ar Pap Pelage o veza maro, e voe choaset en e blaç. Quentre ma clevas quemense, e humilite a reas dezâ mont d’en em guzet e creiz ur c’hoat bras ; mæs caër en devoe, cavet e voe ha cunduet da Rom, e pelec’h e voe sacret d’an drede a viz Guengolo eus ar bloaz 690.

Diæz eo compren an oll vad en deus græt ar Pap bras-mâ er guær a Rom ha dre an oll bed cristen. Derc’hel a ree scrivet en ul Levr hanoïou an oll beaurien eus a Rom ha divar dro, da bere e roe an alusen hervez o necessite hac o c’hondition. O veza clevet ez oa caet maro ur paour, e voe quen touichet, ma reas evit-se-pinigen epad tri devez, gant aoun na vize maro ar paour-ze gant an dienez, dre e faut. Bemdez e roe da zibri ous e daul d’ar Belerinet paour, maga a ree e Rom tri mil Leanes, hac e lavare penaus o fedennou a denne var ar Guær benedictionou an Eê. O velet ar sourci a guemere da regli ar Guær a Rom, ha da soulagi an oll beaurien, e vige bet credet n’en devise quen affer na quen studi ; cousgoude an Ilis Universel, bete ar Broïou pella, a admire ar sourci en devoa anezo, hac a sante an effejou eus e vadelez. Caç a ree tud habil ha santel da labourad evit conversion an Heretiquet, ar Yusevien hac ar Bayanet ; ha beza en devoe ar gonsolation da velet uu nombr infinit anezo convertisset. An Ampalaer Mauriç o veza roet un urz dre behini e tifenne ous ar soudardet en em renta Religiuset, ar sant-mâ en alias da derri an urz-ze evel control da Lesen Doue. Labourad a reas bete da refurmi ar c’han eus an Ilis, hac e renta e eureu caëroc’h evit na voa a ziaguent. Ouspen-se e composas cals a Levriou admirabl, leun a zoctrin hac eus an tenera devotion, hac an oll labourou-ze gant ar sourci hac ar fatig en devoa o regli pep-tra hac o pourvei da bep-tra, ne droublent morse ar peoc’h eus e Ene, ha ne virent quet ma voa bepret o sonch hac e speret e Doue.

En em gaout a rêr soueset pa songer penaus en deus gallet caout an amser da scriva quement a Levriou, en pehini ne gave casi tam yec’het, hac a oa quen occupet a hent-all gant gouarnamant an Ilis Universel. Certenamant n’en deus gallet e ober nemet dre ma receve sclerigen ha gracou dreist-ordinal eus an Eê ; hac ive an Diacr Pêr en deus assuret beza guelet alies ar Speret-Santel e furm ur Goulm a zioc’h penn an Doctor santel-mâ, en amser ma scrive e Levriou.

Erfin, goude beza gouarnet an Ilis epad trizec vloaz c’huec’h miz ha dec devez, ez eas da receo en Eê ar recompanç eus e oll labourou, er bloaz 604, oaget etro tri-uguent vloaz.

Maximou Spirituel Sant Gregor.

1. An nep a vouel e bec’hejou, hac a zeu goude da goueza facil er pec’het, a ra seblant da ober pinigen, pe ne ouar quet e ober.

2. Ar guir garantez eo caret e vignon e Doue, hac e adversour evit Doue.

3. An nep en deus carantez Doue en e galon a labour evit Doue hac evit broculi e c’hloar ; an nep eta ne ra netra n’en deus quet ur guir garantez.

4. Beza mad gant ar re vad, na vilit quet cals beza meulet ; mæs beza mad gant ar re pere a so control, a vilit ur meuleudi bras.

5. Doue a fell dezàn beza pedet alies ha casi contraignet dre an importunite eus an nep e ped.

REFLEXION.

Al labour vras en devoa bepret Sant Gregor hac an oll sourciou a guemere var e speret ne virent quet ne voa atau un den interior. Conservi a ree bepret ar speret a zevotion, non pas hebquen en e Oræsonou, mæs c’hoaz e creiz e oll labourou ; mæs peguen neubeut a dra a ra deomp-ni coll an devotion a galon ! peguent neubeut a dra a rent hor speret-ni disonch en hor pedennou memes ! Petra a so caus a guemense ? Allas ! n’hon eus nemeur a garantez evit Doue, hor c’halon n’e d’ê quet distag dious traou ar bed, ne d’ê quet evit Doue e labouromp. Ar remed eta ous an drouc-se eo ober hon labour evit pligeout da Zoue hebquen, ha, petra bennâc e zigouesse goude-ze, en em gountanti eus e volontez santel.