Buhez ar Sent/1837/An daou-uguent Merzer
n Tirant Licinius o veza en em lequeet da bersecuti
ar Gristenien er bloaz 319, a ordrenas d’e oll
sugidi adori an Doueou faus. An urz o veza bet publiet
er Guær a Sebast, daou-uguent soudard yaouanc
ha couraichus, pere a oa eno e goarnison, a
zisclerias e voant Cristenien, ha penaus ne oa tourmant
ebet capabl da ober dezo renonç d’ar Feiz.
Ordrenet e voe var an heur o disarmi hac o lacât
er prisoun, carguet a chadennou. Seiz devez goude
e voe roet urz d’o lacât epad an nos var ul lenn
pehini a oa sclacet gant nerz ar goàn.
Pa glefsont o setanç, e teuzont d’en em gouraichi an eil eguile. Pet gueich, emezo, hon eus-ni dispriget ar maro e creiz ar gombat ? E pet rancontr rihan eus-ni quet exposet hor buez evit hor Prinç ? Pebes gloar, pebes eur-vad evidomp souffr ha mervel evit an hini en deus roet e Goad hac e Buez evit hor prena ! Neuse, en ur sevel o daouarn hac o daoulagat etresec an Eê, e leversont : daou-uguent oump antreet el Liç, accordit deomp ive, Salver, daou-uguent Curunen.
N’o devoa quet aichuet mad o feden, na voent casset d’ar plaç eus o zourmant, e-hars pehini an Tirant en devoa græt prepari dour clouar evit ar re anezo a zeuzie da renonç d’ar Feiz.
Unan eus ar soudardet pere a voa lequeet d’o divoal a oue soueset bras o velet etro hanter-nos ur sclerigen gaër var al Lenn. Sevel a reas e zaoulagat evit guelet a belec’h e tue ar selerigen-ze, hac e remercas ur vanden Ælet en nombr a nao ha tregont, pere a zalc’he peb hini ar Gurunen. Compren a reas souden e voa ar guir Doue eus an Eê hac an douar a zigaec ar sperejou celestiel-ze evit curini ar gouraich ha fidelite e servicherien ; mæs, emezàn, daou-uguent int, ha perac eta ne deus nemet nao Gurunen ha tregont ? O clasq compren quemense emedo, pa velas ur maleürus anezo pehini, trec’het gant an annoed, a gollas couraich hac a zeuas da glasq an dour clouar ; mæs querquen ha ma en em daulas ebarz, e collas hac e vuez hac e Ene, sioaz dezâ !
Doue ne fallas quet dezàn couscoude e chomze hep caout e effet ar beden fervant o devoa græt ar Merzerien Santel-mâ. Ar soudard-se touichet gant quement en devoa guelet, en em gonvertissas d’ar Feiz. Dihuna a reas ar soudardet-all pere a oa cousquet equichen an tan ; discleria a eureu dezo ez-oa cristen, ha penaus e renonce a greis e galon d’an oll superstitionou payen ; goudese en ur bidi ar Verzerien santel da obteni evitàn digant Jesus-Christ ar c’hraç da vervel evit e c’hano hac e c’hloar, ez eas da guemer plaç ar malheürus pehini en devoa collet couraich, ha dre e berseveranç e vilitas receo ar Gurunen a Verzerinti hac ar memes recompanç evel ar re-all.
Considerit couraich an daou-uguent Merzer-mâ pere en em gouraiche an eil eguile, en ur lavaret : antreet omp daou-uguent er gombat, quemeromp couraich oll, dihouallomp na zeue nicun ac’hanomp da vancout a galon. Disquit gant-o da gouraichi ar re-all da bratica ar vertuziou, dre ho comsou mad ha dre hoc’h exempl.
Eil Reflexion. En ho poaniou excitet ho couraich dre an esperanç eus ar Gurunen a so preparet deoc’h en Eê. Ma velfac’h ar gloar a behini e recompanç Doue ar soufrançou, e teufac’h d’en em rejouissa pa en em bresant un ocasion bennâc da souffr. Na songit quet quement er boan a so en hent an Eê, mæs sellit ous an termen da behini e cundu.
Trede Reflexion. Grit reflexion var al lachete hac ar maler eus ar soudard-se pehini a gollas couraich casi e fin ar gombat, ha pehini o veza en em daulet en dour clouar a varvas eno quer buan. Maleürus, pehini a gollas ar recompanç eus a guement a boan, abalamour ma vancas da berseveri, ha pehini ne gavas countantamant ebet en e grim, pa gollas e vuez er memes amser. Perseverit er praliq eus ar vertuz : marteze n’hoc’h eus muy nemet neubeut a zeveziou da veva ; mar deut da goll couraich, d’en em relachi, un all a lamo ho Curunen digueneoc’h.
Pebes queuz evit an den maleürus-se en Ifern guelet ar gurunen a oa bct destinet evit-àn, ha pehini en deus collet ! Pebes calonat queuz n’en deus-èn quet pa gonsider penaus ez-ê en em brecipitet e tourmanchou eternel gant aoun da souffr c’hoaz e boan e spaç un heur amser, ha marteze neubeutoc’h !