Buhez ar Sent/1837/Paulin
◄ Lois Gonzag | Paulin | Mary Oignies ► |
Sant Paulin, guinidic a Hebromage, pedir leo dious Bourdel, a veritas dre an excellanç eus e speret ha dre e loquanç vras caout ar Garg enorabl a gonsul er guær ha Rôm. Mæs o veza deut da anaout peguen tromplus eo grandeuriou ar bed, e reas an diles eus e garg evit en em retira er solitud, e pelec’h ne songeas muy nemet d’en em sanctifia dre ar beden, dre ar yun ha dre al lectur eus ar scritur sacr. Guerza a eureu ivez e vadou bras, fond hac all, hac a roas an arc’hant d’ar beaurien. An oll a admiras ur garantez quer generus, hac ar brud eus e santelez a yeas quer pell, ma oue estimet gant ar brassa hac ar santela esqueb eus an ilis sant Martin, sant Ambroas ha sant Augustin.
Goude maro an Escop eus ha Nool e voe choaset en despet d’e humilite evit e successor. An habitantet ha Nool a santas souden an effejou eus e vigilanç, eus e charite hac eus e vertuziou bras ; ha remerqui a rezeur sclaer petra a ell ur prelat santel var e bobl.
En amser ma c’houarne e escopty gant ur furnez admirabl, ha ma veve e peoc’h gant e oll bobl, e teuas ar Vandalet da droubli o repos. An dud barbar-ze o veza en em lequeet da billa ha da zistruja ar c’harter, ar Pastor santel n’en em gontantas quet da visita, da exhort ha da gonsoli e bobl en e affliction, guerza ha reas e c’hoas quement munud mad en devoa evit e soulagei.
Er memes amser-ze, eme sant Gregor, e roas sant Paulin d’ar bed-oll un exempl eus ar parfeta ha generussa carantez. Un intànves paour, desolet bras, en em strincas d’e dreit, oc’h e bidi da rei dezi peadra da racquita he mab pehini a oa captif. Ar sant pehini en doa dija roet quement en devoa, a velas ne oa quet possubl dezà sicour ar vam affliget-ze, mæs e garantez dreist-vusul a reas dezàn cavout ur voyen admirabl da bourvei da un ezom quer pressant. N’am eus muy netra, emezâ d’an intànves, nemet va c’horf, ha contant oùn da vont e plaç ho mab. Ar vreg-se en em gavas soueset, hac a gavas estrainch ober quemense ; mæs ec’his m’e devoa un deneridiguez vras evit he mab, ha ma songe dezi e cafse atau an escop ur voyen bennâc da gaout e liberte, ne reusas quet an offr a ree dezi ; hac an Escop carantezus en em rentas en effet captif e plaç he mab. Ar brud eus ar garantez vras-se en devoa exercet ar pastor santel o veza eet bete mab caër ar Roue eus ar Vandalet, ar prinç-se ha zeuas da gaout quement a istim evintàn, ma roas dezâ e liberte ha d’an oll gaptivet eus e vro. Æz eo compren gant pebes joa ha pebes triomf e oue recevet, pa zistroas d’e escopti.
Neubeut amser goudese e clànvas : epad e glènvet
ne heane o veuli Doue, oc’h e drugarecât eus an oll
graçou en devoa græt dezàn, o rei avisou mad da
guement hini a zeue d’e velet, oc’h exhorti pep-unan da
gundui ur vuez devot ha santel ; ec’hisse eo e varvas
er bloaz 431, oaget a bevarzec vloaz ha tri-uguent.
Penaus e rofac’h-u o puez nac o liberte evit o nessa, mar reusit e sicour eus ar pez a illit aez ha facil ober evintâ, mar reusit memes rei dezàn ar pez a illit da zivoueret ? O va Doue, mar anavezer ho cuir servicherien dious o c’harantez en andret an nessa, peguer bian ê an nombr anezo !
Imitomp carantez vras ha generus Sant Paulin, en ur garêt da neubeuta hon nessa eveldomp hon unan, en ur ober evintâ ar pez a garremp a ve græt evidomp, ma vemp en e blaç.