Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Mary Oignies

Eus Wikimammenn
◄   Paulin Mary Oignies Yan-Badezour   ►


An trede varn-uguent devez a viz Even.


SANTES MARY OIGNIES.
————

Ar Santes-ma leshanvet Oignies abalamour m’e deus aichuet eno he buez, ha ma e deus ar guær-ze an avantaich da bossedi he relegou, a voe ganet e Brabant. Guelet a rezeur enni en e yaouanctis signou caër eus ar santelez vras da behini e tlie arruout un deiz. Ur furnez e devoa dreist e oad, un devotion tener hac ur vodesti rar. Ar guiscamanchou caër pere a blich quement d’ar vugale yaouanc, a zisplige dezi, he flijadur oa beza en e fart he unan ; hac un adres admirabl e devoa evit en em denna dious ar c’hompaignunezou, evit gallout en em antreteni gant Doue ebquen dre an Oræson.

C’hoant bras e devoa da veza leanes, mæs he c’herent, pere o devoa ur santimant-all a reas quement ma rezont dizi dimizi en amzer ma oa c’hoas yaouanc. O veza eet d’he zy a gostez gant he fried, pell dious diminui netra eus e exerciçou devot, e teuas d’o c’hrisqui ha da bratica cals a vortificationou. He fried ravisset o velet he douçder hac e speret bepret ingal, a leze ganti pep liberte evit e exerciçou a zevotion. E exhorti a ree cousgoude da voderi he mortificationou, mæs coms a eure dezàn eus an necessite ar binigen gant quement a nerz, ma teuas da heulia e exempl. Ar santes o velet e zispositionou mad, a broposas dezàn beva o daou assambles evel breur ha c’hoar. Consanti a reas ganti, hac eus a-neuse an daou bried-ze pur ha chast n’o devoe quen desir na quen sonch nemet da avang bemdez en hent eus ar erfection. Goude beza roet d’ar beaurien an darnvuya eus o madou, en em lequezont da servicha an dud lôr eus ar guær a Nivel. Ar bed a zeuas souden da gavout abec en o fæçon da veva : darn o zrete a fals devodet, darn all a lavare ez oa sempleet o speret, hac ar re-all o c’honsidere evel tud lôr abaoue ma oant en em roêt da servicha ar re affliget gant ar c’hlènvet-se. Dispriget e oant gant an oll ; o c’herent memes na felle quet dezo o guelet. Receo a reent o daou an injuriou-ze gant joa, en ur veuli an autrou Doue dre ma o c’have din da soufr un dra bennâc evit e c’hloar.

Ar santes-mâ en em dennas goudeze en un ty bian ha paour hènvel ous un hermitaich, e pelec’h e tremenas pevar bloaz en un oræson casi continuel, hac e pelec’h e praticas ur binigen quer bras, ma teu an den venerabl a respectabl Jacques a Vitry he director, pehini a oue goudeze Cardinal, ha pehini en deus scrivet he buez, da raporti penaus he mortificationou a oa ur miracl. Na guemere a vagadurez nemet ec’his ur remed evit souten ar sempladurez eus he c’horf, yun a ree epad ar bloaz divar bara ha dour, ha ne zebre nemet ur veich an deiz var-dro pedir heur d’an abardaë.

Quentre ma teuas ar bobl da anaout santelez ar servicheres vras-mâ da Zoue, e coumanças ur foul a dud da zont d’e guelet ; mæs he humilite a reas dezi en em retira en ur guær vian hanvet Oignies, evit gallout beva eno dianaveet. Clènvel a eure da benn neubeut amser goude ; he c’hlènvet a oue anquennius, hac a badas pellic ; mæs ar souffrançou a ree e brassa joa. He ene santel a yeas da receo en Eê ar recompans caër dleet d’e innoçanç ha d’he mortificationou bras, er bloaz 1213, er c’huec’hvet bloavez ha tregont eus he oad.

Escop Namur dre urz ar pap Paul pemvet a reas sevel he c’horf a zindan an douar hac e lacât var an auter gant ur solanite vras, er bloaz 1609.

REFLEXION.

Ar stad a briedelez na ziminuas e netra devotion ar santes-mâ, er c’hontrol, servichout ha reas da grisqui he fervor. Peguement a verc’het yaouanc a goll o devotion querquent a ma zint angaget er briedelez, ispicial mar o deus dre valeur rancontret ur pried colerus pe debauchet ! Pebes cenchamant, pebes disurz na veler quet enno, sioaz ! Bezit furoc’h eguet ar re-ze. Mar be digoueet gueneoc’h dre goalchanç ober un hevelep fortun, dalc’hit mad d’o tevotionou, ho pêt un devotion humbl, patiant hac exant a bep goal humor ; ha gant ar sicour eus ar c’hraç e teufot da c’hounit ho pried, ha da veva e peoc’h Doue hac en e garantez. Pried ar santes-mâ, touichet o velet e devotion hac he vertuz, a zeuas e ber amser vertuzus ha devot evel-di.