Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Yan-Badezour

Eus Wikimammenn
◄   Mary Oignies Yan-Badezour Febronii   ►


Ar bevare-var-nuguent a viz Even.


SANT YAN-BADEZOUR.
————

C’huec’h miz abars an incarnation eus a Salver ar bed, e plijas da Zoue rei d’ar bed ar profet bras-mâ, ha muy eguet profet, precursor santel ar Messias, sant Yan-Badezour map da Zacharii ha da santes Elizabet, eus a behini ar c’hinivelez hac ar vuez a so bet quer burzudus.

Zacharii o veza en oræsoun ebars an templ, un Æl a apparissas dirazàn, hac ha lavaras dezâ : Beza ho pezo ur mab hac a hanvot Yan, pehini a vezo bras dirac Doue, hac a vezo ur sujet bras a joa hac a gonsolation d’ar bobl a Israël. Zacharii ha respontas : Elisabet ha me o veza quen avancet en oad evel ma oump, penaus allàn-me esperout e arrufe quemense ? An Æl ha replicas : Abalamour ma oc’h eus douetet ha disfiziet eus ar pez am eus discleriet deoc’h abers Doue, e collot ar prezeg adalec ar moment-mâ bete an devez ma vezo accomplisset quement am eus annoncet deoc’h. Elisabet ha goncevas en effet ; ha goude ma oue ganet ar c’hrouadur admirabl-se, he c’houlenzeur digant e dad pe hano a vize roet dezan. E dad a guemeras ur bluen, hac ervez m’en devoa discleriet dezâ an Æl, e scrivas : Yan eo e hano. Neuse e teuas ar prezeg da Zacharii ; pehini en em lequeas da veuli Doue abalamour d’ar burzudou en devoa grêt en e faver ; ha ne heane o publia a visericord a Zoue pehini a zeue da zilivra e bobl eus ar gaptivite e peini e hirvoude aboue queit amser, ha da accomplissa erfin ar bromessaou en devoa græt da Abraham var sujet ar Messias. An oll a chomas soueset ha leun a admiration, ha ne barlante enep lec’h nemet eus a vab Zacharii.

Sant Yan o veza c’hoas yaouanc, en em retiras en deserz, e pelec’h e praticas ur binigen extraordinal : n’en devoa evit guiscamant nemet croc’hen ur chanval : e yun hac e oræsoun a oa continuel, evit en em zisposi d’ar fonction santel da behini ez oa destinet gant Doue.

D’an oad a nao bloaz varn-uguent e sortias dre un inspiration divin eus e zeserz, evit prezeg ar binigen. An dud a zirede a bartout evit guelet hac evit clevet an den burzudus-se. Cals er c’hemere evit ar Messias, mæs respont a eure dezo penaus ne oa nemet e Brecursor, ha penaus ne oa quet dign da zilaça memes e voutou dezàn.

Ar Sant bras-mâ en devoe an enor da vadeza Jesus-Christ : neuse eo e publias hac e roas da aznaout d’an oll dud assamblet ar Messias desiret gant an oll nationou, esperanç an oll bobl, evit donediguez pehini quement a Batriarchet, a Brofetet hac a Rouane o devoa huanadet gant quement a ardor d’e velet.

Erfin, Sant Yan o veza reprenet ar Roue Herodes eus ar goall vuez a gundue gant Herodias, ar Roue-se en em gavas offancet hac a reas derc’hel ar Sant en ur prison. Un devez ma ree Herodes ur banquet bras da dud e balæs ha d’e officerien, ur verc’h da Herodias a zanças dirag ar gompaignunez, hac a bligeas quement da Herodes, ma lavaras dezi goulen ar pez a garze, hac èn e roze dezi, pa vize memes an hanter eus e Rouantelez. Ar plac’h-se a yeas da gavout he mam evit gouzout petra a dlie da c’houlen ; ha dre he aly a c’houlennas penn Sant Yan-Badezour en ur plad. Herodes a gassas var an heur un officer d’ar prison gant urz da zigaç dezâ penn Sant Yan. Ec’his-se eo e echuas e vuez ar sant incomparabl-mâ, an diveza profet eus al lesen ancien, hac ar c’henta eus al lesen nevez.

REFLEXION.

Sant Yan, a behini ar vuez a so bet quer pur ha quer santel, pehini a voa santifiet abars memes beza ganet, en deus tremenet casi e oll vuez en deserz, pell dious ar bed, hac er pratiq eus ar rusta pinigen ; hac ar pec’her, goude ur vuez direglet ha criminal, ne fell quet dezàn clevet prezeg a binigen, ha dre un dallentez estrainch n’en deus quen sonch na quen desir nemet d’en em zivertissa gant ar bed ; redec a ra d’an ebatou ha d’an divertissamanchou, en em bligeont a ra etouez ar c’hompaignunezou dangerus, hac e clasq an occasionou maleürus e pere ez eo en em gollet quen alies a veich.