Buhez ar Sent/1837/Pascal Belon
◄ Ubald | Pascal Belon | Felix a Gantaliç ► |
r Sant-mâ a oa guinidic eus ar Rouantelez Arragon.
E guerent, pere a oa labourerien douar hac a veve
var boez o divrec’h, a admire an natur vad hac
an inclination gaër a remerquent ennàn evit ar vertuz.
C’hoant bras o devoa d’en lacaat er scol, mæs beza
ez oant quer paour ma ouent obliget d’e lacât etouez
an estren evit divoal al loenet.
Pascal, pehini eus e gostez a oa ive c’hoantec da zisqui, o veza cavet ar voyen da gaout un A B C, ne vanque quet da vont liessa ma alle da gaout ar re a ouïe lenn, gueich unan, gueich un-all, ha d’o fidi en hàn-Doue d’en disqui ; er fæçoun-ze e tesquas souden lenn mad. Goudese ne vize muy guelet en dro d’e loenet nemet gant ul levr devot bennâc en e zorn, pe e Rosera pehini a recite bemdez en enor d’ar Verc’hes Vari, evit pehini en devoa un devotion special ha tener meurbet.
Petra bennâc ma seblante e stad besa propr ha commod evit conservi e innocanç, cousgoude e cave difficulteou ennàn. Ar re gant pere e oa obliget da veva ne oant quet quer reservet na quer modest evel-dàn en o c’homsou nac en o actionou. Quemense a reas dezâ quemeret ar resolution da guitât ar bed, e pehini e cave cals a zangerou evit e silvidiguez. Mont a reas eta da ur Gouent eus a urz Sant Frances, taust d’ar Guær a Montfort, e pelec’h e oue recevet d’an oad a naontec vloas. Miret a ree ar reglen gant ur fervor vras, hac e lequee e oll studi da ober pep-tra, an traou distera memes, gant un intention santel hac er fæçoun ar Parfeta.
Ouspen, ober e labour hac e servich e-unan, en em-gargue c’hoas eus a labour ar breudeur-all quentre ma remerque o devoa an distera incommodite ; hac e ober a ree gant un ær quer countant ha quer joaüs ma vige ravisset : pep-unan oc’h e velet. Dre-ze ive e Superioret er c’hassas da chom e meur a gouent evit servichout da squêr ha da exempl d’ar religiuset ; hac e bresanç a excitas e pep lec’h an devotion hac ar fervor.
Var fin e vuez e vihe bepret guelet, gant e Rosera en e zorn ; hac e gonversation ordinal a oa var an dinite hac an excellanç eus ar Verc’hes Vari. Erfin, goude ur c’hlènvet a eiz dez, pere a dremenas oll en un oræsoun douç ha fervant, e rentas e Ene d’e Grouer er bloas 1592 d’an oad a zaou vloaz hac hanter-cant. Ar Pap Paul pempet er bloaz 1618, hac ar Pap Alexandre eizvet en disclerias sant er bloas 1690.
Pascal Belon, en amser ne voa c’hoas nemet ur c’hrouadur, a lavare bemdez ar Rosera en ur zivoal e loenet. C’hui bugaliou paour, pere a dremen an darn-vuya eus hoc’h amser o tivoal ar chatal evel-dàn, deut ive d’e imita, da viana en ur lavaret ho Chapeled ur veich bemdez. Pebes sourcen a c’hraçou na ve quet evidoc’h epad ho puez an devotion gaër-ze e quêver an Itron Varia !
Eil Reflexion. Ar Sant-mâ n’en em gontante quet da ober e labour hac e servich e-unan, en em garga a ree c’hoas gant joa eus a labour e vreudeur, quentre ma o guele dindan bec’h pe incommodet un draïc benâc. C’hui servicherien guæz, ma ne illit quet ober traou bras evit Doue nac evit ho nessa, bezit da viana serviabl ha carantezus ; sicourit a galon vad ar servicherien-all gant pere e chommit. Quemense consideret ennâ-e-unan a seblant beza dister ha bian, mæs ar garantez gant pehini er greot en rento bras hac agreabl meurbet da Zoue.