Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Felix a Gantaliç

Eus Wikimammenn
◄   Pascal Belon Felix a Gantaliç Euzen   ►


An trivec’hvet devez a viz Maë.


SANT FELIX A GANTALIÇ, CAPUCIN.


————


Ar Sant-mâ, guinidic eus ur Guær vian hanvet Gantaliç en Ombrii, a oa mab da dud paour, mæs tud honest bras, pere en lacaas da zivoal al loenet e ty un digentil. Alies en deiz e vize guelet ar c’hrouadur yaouanc-se var e zaoulin o lavaret e chapeled ehars ur vezen dero var behini en devoa merquet ur Groas.

Quentre m’en em velas capabl da labourat an douar, en em lequeas da servicha tud var ar mæs. O clevet lenn e ty e vestr buez ar Religiuset hac an Hermitet santel eus an deserz, e santas un desir bras d’en em retira en ur gouent, ha d’an oad a eiz vloaz var-nuguent ez eas d’en em offr d’an Tadou capucinet, pere en recevas. Goude beza græt e noviciat gant fervor, ha roet exemplou caër a humilite hac a bininigen, e voe cacet da Rom, e pelec’h e voe roet dezàn ar garg da guestal. E ober a eureu epad daou-uguent vloaz gant un humilite hac ur vodesti quer bras ma oa an oll edifiet oc’h e velet. E oræsoun a oa continuel : en ur guestal, memes e speret a oa atau unisset gant Doue ; hac, eguis oa lavaret d’e gompagnun : dalc’homp hon daoulagat var an douar, hor c’halonou en eê, hac hor chapeled en dorn.

Bemdez a responte an Offerenn guenta gant ur fervor pehini a inspire devotion d’ar re-all. Sacramanti a ree ordinal teir gueich ar sizun, mæs er bloaziou diveza eus e vuez a sacramante bemdez, gant un transport quer bras a garantez na elle muy lavaret ar Gonfiteor, dre an abondanç a zaelou a scuille.

Yun a ree divar bara ha dour, an tri c’hoaraïz eus e Urz. Petra bennâc ma oa poanius e garg, ispicial var fin e vuez, ha ma oa uset e gorf gant al labour, gant e vortificationou ha gant e infirmiteou, ne felle morse dezâ caout soulageamant ebet. Unant ens ar religiuset o veza represantet e oa poent exanti ar breur Felix da vont da guestal, a respontas : ur soudard a renq mervel ar c’hleze en e zorn, hac an asen a dle mervel dindan e garg.

Ober a reas e Rom aznaoudeguez, hac un amitie special gant Sant Philip a Neri. An daou Sant-se n’en em rancontrent jamæs na zeuze o c’harantez evit Doue da receo un ardor nevez. En em saludi a reent en ur fæçoun particulier : Breur Felix, a lavare Sant Philip a Neri, souheti a ràn e teue an tân eus a garantez divin d’ho lesqui bete mel an esquern ; ha me, a responte ar Sant-mâ, pidi a ràn Doue, Tad Philip, ma viot quen anflamet anezan ma vezo ho corf rentet e ludu. Pa en em guiteent e lavarent c’hoas, gant ar simplicite-ze pehini ne apparchant nemet ous ar Sænt : adieu, va breur, Doue ra roï deoc’h ar c’hraç da veza tourmantet var ar rôd, pe var ar chevalet ; adieu, va zad, a responte breur Felix, ra plige gant Doue e allemp hon daou souffr quement o deus anduret an oll Verzerien. Sant Felix, o caout var fin e amser un infirmite vras, ar medicin a c’houlennas digantâ perac n’en em serviche quet eus an hano a Jesus evit caout soulageamant, eguis m’en doa rentet pare quement a re-all dre ar memes moyen, respont a eureu, gant un ær joaüs : re avantajus, ha re agreabl eo din ar fleur, hac ar rôs-mâ eus an Eê.

Ar servicher fidel-mâ da Zoue a zesire ivez gant ardor silvidiguez e nessa. Evel ma clevas un deiz coms eus ur goal intantion o devoa tud libertin, ez eas d’o c’haout ; en em strinca a reas d’o zreit, o lavaret en ur vouela : me ho suppli, va breudeur, da gaout truez ous hoc’h ene. Ar guær-mâ hepquen a reas dezo cench santimant, hac o c’honvertissas. O velet d’an deziou-Ened e rede ur foul vras a dud d’an ebad ha d’an divertissamanchou profan, e pedas un Tad eus ar gouent, pehini a oa ur predicator bras, da zont gantâ evit distrei ar bobl-se. Ar presanç ar breur Felix, pehini a zougue ur Groas pouner var e guein, hac ur penn maro en e zorn, a touichas an oll assamble ; hac an instruction gaër a reas dezo an Tad o distroas eus an assambleou-ze, an nemorant eus an Ened.

Erfin, ar Sant-mâ o veza couezet clàn, a lavaras : couezet ê al loen samm, ha ne savo muy ; hac en effet trivec’h devez goudese e varvas, er bloas 1587, oaget a zaouzec vloas ha tri-uguent.

REFLEXION.

Sant Felix, en ur vont dre ar ruïou eus a Rom, a ree Oræsoun gant un attention hac un devotion admirabl, heb beza distroet gant an trous na gant tra-all ebet. Ha ni peguement a zistractionou n’hon eus-ni quet pa reomp hor pedennou en hon ty, en ilis memes ! N’en em iscusomp quet var digare an tregas eus an tiegues ; na var digare an ambaras eus hon afferiou. An distractionou, an dissipationou eus ar speret a zeu muy eus ar galon, eguet eus an traou a so en dro deomp. Ma clasquemp Doue en hor pedennou gant simplicite, gant ur galon pur hac ardant, ne ve quet quen disonch hor speret ; ma ve hor c’halon oll da Zoue, hor speret a sonche ivez parfet e Doue. Mar deo eta partaget hor c’halon etre Doue hac ar bed, ne d’ê quet souez e ve dibarfet hor speret e creiz hor pedennou memes.