Buhez ar Sent/1837/Euzen
◄ Felix a Gantaliç | Euzen | Bernardin a Sieen ► |
r Sant-mâ, guinidic eus a Escopti Treguer, ha
mab da un digentil hanvet Helori, Autrou a Guermartin,
en deus militet an hano caër eus a advocat
ar beaurien, dre e garantez vras ha dre ar sourci
en deus bet e pep rancontr da sicour an dud paour
en o ezomou spirituel ha temporel.
E guerent, o remerqui an disposition gaër en devoa evit ar squianchou, er c’hassas da Baris ha da Orlean evit studia. Ar studi hac ar beden a bartageas bepret e oll amser. Ne guemere quen recreation na quen divertissamant nemet o lenn buez ar Sænt, gant ur c’hoant bras d’o imita ; castia a ree e gorf evit conservi ar burete hac e innoçanç etouez an dangerou quer commun ebars ar bed. Goude beza en em rentet Bælec, e celebrer an Offerenn bemdez, ha bepret gant ur fervor nevez. Santout a ree un douçder quer bras, oc’h ober oræsoun ma chomme alies heb songeal memes na da zibri na da eva.
An Archidiacr eus a Roazon pehini a aznaye e squiant hac e santelez, er goulennas evit e official ; Sant Euzen a guemeras ar garg-se abalamour ma vele en devize enni ar voyen da renta muy a servich d’an dud paour, d’an intànveset ha d’an orfelinet. An oll a admiras souden e speret lem, e galon disinteresset, hac e lealdet, dre ar justiç mad ha prount a rente da bep-unan ; ha nicun eus ar re a golle o Froces dre an Officialite n’en em glemme eus ar setanç roet gant ar Sant en o enep. Pa gave tud var ar poent da vont e proces, e assamble an daou barti en e dy hac e roe dezo da entent quer sclær, o affer, ma teuent peurvuya d’en em renta justiç o-unan ha d’en em accomodi ; ha bep-unan en em gave countant.
An escop eus a Dreguer, o clevet ar brud anezàn, a c’hoanteas e gaout en e escopty, hac er greas e Official. Ar Sant en em acquitas eus ar garg-ze gant ar memes garantez hac ar memes zêl evel m’en devoa grêt e Roazon.
O veza bet lequeet da Berson e pares Lohanet, e labouras gant ur zêl infaligabl evit silvidiguez e barosianis, hac e terminas an oll procesou. Preseg a ree gant cals a onction, ha beza en devoa un donæsoun particulier evit touich ar c’halonou. Un usurer bras, hanvet Thomas Querimal, a voe quen touichet ma teuas, o sortial eus ar sarmon, da zistribui e oll vadou d’ar re ous pere en devoa graet gaou dre an interest en devoa recevet ; hac, en ur guitaat ar bed, en em rentas Religius en Abati Begar. Sant Euzen n’en em gountanle quet da brezeg en e barres hepquen, e ober a ree c’hoas er paresiou di-var-dro, hac alies e ree meur a sarmon en ur memes devez. Ouspen-ze en em rente advocat e favor ar beaurien, an intanvezet hac an emzinvadet ; difen a ree o c’haus, pledi a ree e-unan evito, hac e fournisse c’hoas ar pez a oa rêt evit pea misou ar proces.
Un den pehini a ree quement a enor d’an Ilis hac a rente quement a servich d’an dud paour ha d’an oll, a vilite beva meur a gant vloaz ; mæs Doue en em hast alies da recoumpansi e fidela servicherien. Sant Euzen n’en devoa nemet hanter-cant vloaz pa aznavezas e oa taust e fin. Oc’h en em santout clàn, peguer sempl bennâc m’en em gave, e reas un exhortation d’e bobl ; hac e coessaas c’hoas ar re a c’houlennas ar c’hraç-ze digantâ. Mont a eureu goudese d’en em deul var e vele ha, goude beza recevet e Sacramanchou diveza, n’en devoe muy quen antrefien nemet gant Doue. Er gommunication douç-ze gant e Grouer eo e varvas d’an naontecvet a vis maë, er bloaz 1303.
Cals a dud a guemer Sant Euzen evit o fatron ; mæs peguen neubeut anezo, sioaz er c’hemer evit squêr hac evit exempl eus o buez !
Mar fell deomp caout ar Sant evit intercessoret hac advocadet evidomp dirac Doue, labouromp d’en em renta din eus o frotection, dre an imitation eus o vertuziou.