Buhez ar Sent/1837/Bernardin a Sieen
◄ Euzen | Bernardin a Sieen | Per Celestin ► |
r Sant-mâ, guinidic eus a Sieen e Toscaan, o veza
crouadur yaouanc, en em blige o clevet en ilis comsou Doue, hac e vrassa pligeadur oa repeli goudeze
d’ar vugale-all ar pez en devoa clevet.
En ur ober e studi, e cundue ur vuez quen humbl, quer modest ha quen devot ma oa caret gant au oll scolærien, ha respetet en hevelep-fæçoun na grede nicun lavaret en e bresanç ur goms fall, na memes coms ebet re libr. Ne vanque devez ebet da vont da visita ur chapel devot d’an Itron Varia, en ur lavaret e yee da velet e væstres vad, ha bep sadorn e yune en he enor.
D’an oad a uguent vloas en em lequeas da servicha ar beaurien clàn. E spaç pevar miz ma padas ar vocen er guær a Sieen, e chomme nos deiz eharz gueleou a re glàn, oc’h o servicha, o c’honsoli, o sicour da vervel ervad, hac o sebelia. Goudese e antreas en Urz Sant Frances. Ar Religius santel-mâ a gare quement an humiliationou ma oa joaüs da veza dispriget, rebutet hac injuriet. O veza bet cacet undeiz da guestal dre guær gant ur Religius-all, bugale divergont, en em lequeas da deul meïn var o lerc’h; ar Sant-mâ o velet en em fache e gompaignun , a lavaras dezàn : va breur, lesomp ar vugale-ze ; hon disqui a reont da c’hounit an eê are ar vertuz a batiantet.
Præseg a reas er c’hæriou principal eus an Italy gant quement a froues ma oue remerquet ur cenchamant admirabl etouez an oll, ha cals a gonversionou burzudus ha miraculus. Ne oa quet guelet abaoue an ebestel ur predicator puissantoc’h e comsou hac en euvrou. Ar re o devoa madou goall-acquisitet o restitue ; an adversourien vrassa en em unane ; ar re avaricius a zigore o zènsoriou evit o distribui gant larguentez d’ar beaurien.
Ar predicator bras-mâ, ouspen m’en devoa en e galon ur garantez ardant evit Jesus-Christ, en devoa ive bepret en e c’henou an hano santel a Jesus ; ha mar boa quer puissant ha quen effedus e bedennou hac e bredicationou, ez oa dre ne c’houlenne netra digant Doue, en e bedennou na digant e auditoret en e Sarmoniou, nemet en hano a Jesus.
O veza bet graet commisser eus an Douar Santel, ha gardien eus a gouent Bethleem, e labouras eno gant ar memes zêl, ha gant ar memes frouez. Erfin, goude beza reüset meur a veich beza escop, goude beza scrivet meur a Levr devot ha santel, oaget a c’huec’h vloaz ha tri-uguent, ha consumet dre ar flam eus ar garantez divin, e rentas gant ur peoc’h bras e ene da Zoue, en ur prononç an hano douç a Jesus hac a Vari, er bloaz 1444, d’an derc’hent gouel an Asçansion, er memes amser ma cane ar religiuset an Antieen, eus ar Gousperou : Pater, Manifestavi etc., ar pez a sinifi e brezonec : Ma Zad, græt am eus aznaout hoc’h hano d’an dud ; mont a ràn bremâ davedoc’h.
1. An nep a so douç ha patiant a so e guirionez mæstr aneza e-unan, hac a c’hounez meur a victor.
2. Biscoas den n’en deus goulennet digant Doue ur c’hraç bennâc gant ur galon penitant hac humiliet na ve bet chezlaouet hac exaucet.
3. An oræsoun a so ur messager pehini a ya bete trôn an Autrou-Doue ; dre e importunite e teu d’e douich, ha da obteni ar pez a c’houlen.
4. Mar fell deoc’h caout ur garantez parfet evit Doue, rapportit d’e c’hloar quement a rit ; ha carit evit Doue, hac e Doue, quement a garit er bed.
5. Doue a goumand deomp e garet evel un tad leun a vadelez hac a visericord.
6. Ar peoc’h eus an ene a so un trôn, hac en trôn-ze e triomf Jesus-Christ gant ar re pere, goude beza trec’het an temptationou, o deus caet ar peoc’h.
Ar presanç Bernardin, c’hoas crouadur yaouanc, a zalc’he e gamaradet e respet ; ne gredent quet lavaret dirazàn coms ebet dishonest. Ha c’hui libertin, ar bresanç a Zoue na zeui quet d’hoc’h arreti !
Au distera coms re libr a ree d’ar Sant-mâ ruzia. Mar digouez gueneoc’h clevet ar seurt comsou-ze, ruziet, ha tavit : ho silanç a avertisso al libertin-ze eus e faut. Ha mar hoc’h eus aoalc’h a autorite, reprenit èn, ha represantit dezàn ar grevusdet eus e faut.
Penaus e all ur c’hristen caout en assuranç hac an hardieguez da brononç comsou impudiq ? Disquez a ra dre eno peguer brein, ha peguer corrompet eo e galon. Pellaït bepret dious ar seurt tud-ze, gant aoun na zeuent da ampoesouni ha da gorrompi ho calon.