Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Ubald

Eus Wikimammenn
◄   Isidor Ubald Pascal Belon   ►


Ar c’huezecvet devez a viz Maë.


SANT UBALD, ESCOP.


————


Sant Ubald, guinidic eus ar Guær a Eugubio en Italy, goude beza en em rentet habil bras, ha reüset meur a fortun gaër er bed, a guemeras an Urzou Sacr. E Escop o velet e vuez devot ac exemplus, er greas Priol eus a Ilis Sant Marien.

Ar Servich Divin a oa casi dileset ha græt dre hast en Ilis-se ; ha darn eus ar Chaloniet a neglige en em gaout evit an Ofiç. Un dra quen trist a ree d’ar Sant-ma hirvoudi, dre ma ouye e oa diæz remedia ous un drouc peini a oa tremenet e custum, mæs ne gollas quet couraich : goulen a ree hep-cess digant Doue evit e Vreudeur ar speret eus o Etat, hac e commanças d’o c’helen dre e exempl, oc’h en em acquita e-unan eus e zever. Gounit a reas da guenta tri eus ar Choloniet, pere a zeuas da chom er memes ty gantàn, hac a gundue ur vuez fervant dious e exempl.

O veza clevet coms eus ur gommunaute a Chaloniet Regulier, nevez instituet gant ur servicher bras da Zoue hanvet Pêr Homestis, e carter Raveen, ez eas dy, evit disqui e pe fæçoun e vevent. Goude beza tremenet eno tri miz, e tistroas d’ar guær hac e tigassas gantàn ar Reglamant a oa observer er Gommunaute santel-ze. Heulia a reas a boent-da-boent ar Rleglen-ze gant an tri Chaloni a chome gantâ. Doue a venigas o ferseveranç, nar da benn nebeut amser ar Chaloniet-oll a recevas ar memes Reglen : evelse e teuas ar Chabistr-ze da veza ur Gommunaute a Chaloniet Regulier devot ha fervant meurbet. Goude maro an Escop a Eugubio, e oue choaset Sant Ubald en e blaç, en despet d’e humilite, pehini a reas dezàn ober e oll effort evit miret.

An Escop santel-mâ, o velet e labour cresquet, a grescas ive e austeriteou : beilla a ree hep-cess var an eneou a oa en e garg, en ur rei da bep-unan avisou mad ha carantezus : instrui a ree e bobl, ha prezeg a ree dre e exempl. O veza un devez reprenet ur mansoner eus ur faut a goumete, an den diræsoun-ze er bruntas hac en taulas etouez ar pry. An Escop ne reas quên nemet sevel hac en em retira d’e dy heb lavaret guer ebet : mæs ar re o devoa guelet an taul ne ouent quet quer moderet ; goulen a resont ma vize punisset un outraich quer bras. Non pas, eme ar Sant, me en em venjo mad va-unan ; hac, o veza cacet da guerc’hat an den-ze, er briatas gant carantez, en ur lavaret : pidi a ràn Doue d’ho pardouni. Un exempl quer caër a batiantet hac a zouçder, na gontribuas quet nebeut da rei dezàn ur gallout hac un autorite vras var speret ha calon e bobl.

Erfin, goude beza reglet an Ofiç divin dre e oll Escopti, ha græt e zelebri gant ar respet hac ar vajeste requis ; goude beza lamet ar goal guizou ancien ; goude beza inspiret d’an oll an devotion hac ar fervor, ez eas da jouissa eus a c’hloar ar re eürus ; er bloas 1160, oaget a c’huezec vloas ha tri-uguent.

Pep-unan a vouelas dezâ evel d’e dad, na regretet e oue gant ar Veleyen ha gant an oll bobl.

REFLEXION.

Ne faut nemet un den santel en ur Gommunaute hac en un tieguez evit convertissa dre e exempl ar re indevota ; mæs ret e dezàn evit quemense caout cals a zouçder ha cals a batiantet.


————