Buhez ar Sent/1837/Opportuna

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Beuva Opportuna Aignes, eus a urz S. Dominiq   ►


An naontecvet devez a viz Ebreul.


SANTES OPPORTUNA.


————



Opportuna, guinidic eus a Normandi, en devoa en he yaouanctis ur respet hac un devotion vras evit he Æl mad, pehini a apparisse dezi alies. Ar Verc’h santel-mâ o c’houzout e falle d’he c’herent e dimizi, en em strincas d’o zreit, hac o fedas da gounsanti ma en em rent-se Leanes. Goude beza obtenet o c’honge, en em retiras en ur Gouent, hac e voe recevet gant he breur Sant Godgran Escop eus a Seës.

O veza Leanes e voa quen devot, quer fervant ha quen exemplus ma teuas al Leaneset, goude maro an Abades, d’e c’hontraign casi, en despet dezi, da guemeret ar Garg a Superiores. Neuse e crescas he mortificationou, yun a ree bemdez, ha ne devoa quen guele nemet an douar pe ar plench.

Petra bennâc ma voa quer rust en he andret e-unan e voa bepret leun a zouçder hac a vadelez e quenver he C’hoareset. Mar manque unan bennâc eus al Leaneset en he dever, an Abades santel a bede Doue evit-y, evit ma plicheze gantàn rei dezi ar c’hraç da aznaout, he faut ha d’en em amandi : hac he feden e devoa peurvuya e effet. Mar en em gave obliget da avertissa pe da repren unan bennâc, er gree gant ur garantez ous pehini ne alle netra resista.

Ar brassa pligeadur e devoa er bed, oa d’en em arreti da sellet ous an Eê. Ar gloar hac an eürusdet a behini e jouis ar Sænt er Barados a oa ar sujet ordinal eus he meditationou ; ha meur a veich en deiz e lavare ar c’homzou-mâ a Sant Augustin : Jerusalem celestiel, Pales santel a Zoue, peguement ho car-hu va c’halon ! Peguement eo ravisset va speret en ur gontempli ho quenet !

Erfin, goude beza exhortet en he c’hlènvet diveza he Leaneset da veva en ur garantez vras an eil evit hé-bên, ha da labourad gant fervor da acquisita ar berfection eus o stad, ez eas da receo en Eê ar Gurunen e devoa militet dre he vertuziou bras.

REFLEXION.

Ar Superiores santel-mâ, prudant ha carantezus, pa vele ur re bennâc eus ar re a oa dindan he c’harg o vancout en o dever, en em lequee da bidi Doue evit-o ; ha dre he fedennou e corrige muy anezo eguet ne devize græt dre gomsou pe dre gourdrouzou. O caëra fæçoun da gorrigea ar re-all ! Pidi Doue da guenta evit-o, ha goudeze o avertissa gant douçder ha gant carantez : dre ar voyen-ze e c’houneer o c’halonou, hac o lequeer da rantren en o dever. Er c’hontrol ur gorrection rust, ispicial mar be græt dre goler, a zeu alies da irrita ar sperejou ha da voassaat an drouc.

Eil Reflexion. Ar Santes-mâ a selle alies ous an Eê, ha ravisset e vige he speret, pa gontemple ar gloar hac an eürusdet en deus prometet Doue d’ar re e c’har hac e servich. Peguen dister ha peguen disprisabl e caver ar madou ha pligeadurezou an douar, pa gontempler pligeadurezou pur ha madou eternel an Eê !

Savomp alies hor sell varzu an Eê, songeomp alies er Barados. Mar hoc’h eus poan o pratica ar vertuz, considerit ar recompans caër a so preparet evidoc’h ebars an Eê. En ho poaniou, en hoc’h afflictionou, songit er Barados, hac e santot ur gouraich nevez ha cals a gonsolation. Ar recompans a esperot, a raï ne santot casi quet ho poan, hac ober a raï deoc’h memes e c’haout douç hac agreabl.