Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Aignes, eus a urz S. Dominiq

Eus Wikimammenn
◄   Opportuna Aignes, eus a urz S. Dominiq Anselm   ►


An uguentvet devez a viz Ebreul.


SANTES AIGNES,
EUS A URZ SANT DOMINIQ.


————


Ar Santes-mâ, guinidic a Doscaan, a oa a vianic devot ec’his un Æl, hac a bede Doue gant ur fervor pehini a ravisse peb-unan. D’an oad a nao bloas e disclerias d’he zad ha d’he mam an desir bras e devoa d’en em rentas Leanes ; hac o fidi a eureu quer stard ha gant quement a zaelou d’e lacaat er Gouent na elzont quet reüs dezi he goulen.

Cundui a reas eno ur vuez quer santel ha quen exemplus, ma voe, souden goude beza graet Profession ha d’an oad a c’huezec vloaz, lequeet da Superiores en ur gouent nevez-etablisset e Porceno. Aignes na gonsideras ar carg-ze nemet evel un obligation evit-y da rei d’he c’hoareset brassoc’h exemplou a humilite, hac a vortificationou, Pratica a eureu en effet mortificationou quer bras ma collas he yec’het, en hevelep fæçoun ma eller lavaret penaus ar rest eus he vuez ne voe nemet ur c’hlènvet anquennius, pehini ne reas nemet ober remerqui sclaeroc’h he chouraich hac he fervor. Evit guir an Autrou Doue a gargue he ene eus ar c’honsolationou celestiel-ze pere na eller quet isplica, ha ne dint aznavezet nemet gant an eneou o deus o zanveet.

Habitantet Môn-Pulcien o veza bzt informet eus ar mad a ree Aignes e Porceno, e fedas da zont da founta ur Goucnt nevez en o C’hær. Ar Santes, evit proculi gloar Doue dre un euvr quer mad, en em separas dious he Leaneset gant pere e voa caret hac a gare ivez e-unan meurbet. Ar Gouent a voe savet e ber amser, ha quer buan e voe carguet a Verc’heset vertuzus, da bere e roas reglen Sant Dominiq. He exempl a lacaas heb dale er Gommunaute-ze ur regularite edifiant hac ur fervor admirabl.

Doue a roas ive d’ar Santes-mâ an donesoun a viraclou. Unan eus he Leaneset, o veza en danger da goll ar guelet gant un difluxion var he daoulagat, Aignes en em lequeas en Oræsoun evit-y, ha quer buan al Leanes-se en em gavas pare. Mæs lavaret a eller penaus ar Santes a voa e-unan ur miracl brassoc’h-c’hoas, rac petra bennâc ma voa-hi affliget gaut clènvejou anquennius, ne heane da gaout ar memes douçder hac ar memes peoc’h evel pa e devise jouisset eus ur yec’het parfet ; mæs en em gaout a ree en despet d’he infirmiteou ar guenta en oll exerciçou eus ar gommunaute ; ha sourcius a voa da bep-tra, gant un aer countant ha joaüs bras.

Erfin, uset gant he austeriteou hac he c’hlènvejou hir, e rentas gant joa he Ene pur d’he C’hrouer, er bloas 1317, d’an oad a dri bloaz ha daou uguent.

An devotion evit ar Santes-mâ e deus græt sevel cals a Ilisou en he enor. Bete en Indes hac en Ameriq e caver Couènchou hac Ilisou pere a zoug he hano.

REFLEXION.

Ma ve an oll vugale quelennet mad abred, cals anezo a ve fur ha parfet en o yaouanctis. Ar Sanfes-mâ d’an oad a c’huezec vloas a oa quer vertuzus ha quer parfet ma voe lequeet da Superiores en he C’houent. Ne d’ê quet ar bloaveziou eo a ro ar furnes hac ar vertuz ; e pep oad e eller beza fur ha parfet pa en em roer d’ar mad, pa labourer a barfetet, evit en em renta vertuzus.

Eil Reflexion. Ar Superiores santel-mâ, hac hi bepret affliget gant clènvejou anquennius, a ree cousgoude bep-tra gant un ær countant ha joaüs, hac a gomse bepret ous pep-unan en ur fæçoun douç ha gracius. Quemense a oa un effet eus ar garantez vras e renne en he c’halon.

En hor c’hlènvejou ha beza hon eus-ni ar memes patiantet hac ar memes douçder en andret tud hon ty ? Pa c’hoare un drouc bennâc gueneomp, pe un nec’hamant bennâc, pe ma stourm un dra bennâc ouzoump, ne doum-ni quet marteze chagrinus, depitus ha colerus ê quêver ar re a so en dro deomp, heb gallout memes rei respont-vad ebet da zen. Quemense a dleffe ober deomp aznaout peguen neubeut hon eus a garantez.