Buhez ar Sent/1837/Beuva
r Santes-mâ, Cares-taust d’ar Roue Dagober, a
zeuas er bed var-dro ar bloaz c’huec’h cant. Remerqui
a rezeur enni en he yaouanctis un inclination
gaër evit ar vertuz, hac ispicial ur vodesti admirabl.
Pligeadurezou ar bed a seblante dezi re væn ha re
fragil evit o heulia. He brassa pligeadur oa ober Oræsoun,
ha ne devoa quen dezir na quen ambition
nemet d’en em rei ha d’en em gonsacri-oll da Zoue.
He Breur Sant Baudry, o velet he dispositionou santel, a reas sevel evit-i er Guær a Reims un ty hènvel ous ur Gouent, e pehini en em ranfermas ar Santes gant cals a Verc’het-all, pere a zesire evel-dy renonç da gommerç ar bed, evit servicha Doue heb quen. He exemplou caër a vertuz a excitas souden ar fervor er Gommunaute-ze : dre-ze an oll C’hoareset e choasas evit o Superiores ; mæs evel ma ouie ervad penaus ez eo avantaichussoc’h oboissa eguet coumandi, na gonsantas da guemeret ar Garg-se nemet goude ma lavaras dezi Sant Baudry e c’houlenne an Autrou Doue quemense diganti.
He studi principal oa da rei d’he C’hoareset en he actionou an exempl eus ar vertuziou a recommande dezo, hac he gouarnamant a oa leun a furnez hac eus a un douçder ravissant. Beza ez oa ive quen humbl ma oa poan ganti beza tretet ec’his Superiores : ha quemense memes a ree ma oa respetet ha reveret muy a-se gant pep-unan, hac a roe dezi ur gallout hac un autorite quer bras var speret he oll C’hoareset ma heulient gant un oboissanç prount ha parfet an distera avis a roe dezo. Senti a reent out-y gant joa, hac e clasquent e pep fæçoun disquez dezi ar respet bras o devoa evit-i.
Ar Santes-mâ, uset erfin dre he austeriteou, consumet dre an ardor eus ar garantez divin, ha carguet a vilidou, a ieas da receo en Eê ar recompans qleet d’e innocanç ha d’e vertuziou exemplus, er bloaz 674.
An douçder a sante en e yaouanctis ar Brinces-mâ en Oræsoun a ree dezi un disprigeanç bras evit pligeadurezou ar bed, hac e exite da servicha Doue gant muy a gouraich hac a fervor. Doue a garg a gonsolationou celestiel an eneou pere e servien gant fidelite. Deut d’e emproui, hac e velot penaus ar bligeadur douç ha pur pehini a santer e servich Doue a dremen infinimant ar boan a so o viret e c’hourc’hemennou.
Ar joa er c’hontrol eus ar re a servich ar bed a so væn ha distrempet gant cals a daelou. En effet, ha caet oc’h eus-hu biscoas ur guir joa e creiz pligeadurezou ar bed ? Goude ma hoc’h eus countantet hoc’h inclination direglet, ha c’hui a so en em gavet countant ? O va Doue, e ordrenet hoc’h eus, hac erruout a ra penaus ar pec’her a gaf en e bec’het ar boan memes eus e bec’het. Ar re a servich ar bed a vev en ur gaptivite estranch : esclavet int eus ar bed hac eus o fassionou. Ar re dibauchet ha libertin na zisprigeont-y quet e goelet o c’halon ar c’hompaignunou eus o dizurzou ? Hac en-deon penaus e ouffe ar bligeadur nac ar joa ren en ur galon troublet gant ar remorsiou eus ar goustianç ?
Servich ar bed a so eta c’huero, ha servich Doue a so douç. Ar re a so e servich Doue o deus un assuranç hac evel un arres eus o silvidiguez eternel, pehini eo ar brassa eus an oll gonsolationou a eller da gaout er bed. E creiz o foaniou memes Doue a garg o ene eus a ur joa hac ur gountantamant quer bras ma int obliget da lavaret, evel Sant Frances Xavier ha cals a Sænt-all : Avoalc’h ê a gonsolation, o va Doue, avoalc’h ê. Mæs evit caout ar joa Spirituel-ze eo ret caout ar galon distag dious ar grouadurien ; ret ê pellât dious divertissamanchou ar bed ; ret ê en em briva dious ar gonsolationou sansuel, rac ar joa sansuel a voug an hini spirituel ; ret eo erfin songeal alies er madou pur hac eternel a brepar Doue d’e servicherien ha d’e servichereset fidel.