Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Mayeu

Eus Wikimammenn
◄   Antonin Mayeu Neree, Achille ha Domitilla   ►


An unnecvet devez a viz Maë.


SANT MAYEU, ABAD.


————


Sant Mayeu, guinidic a Brovanç goude beza græt e studi er Guær a Lyon, e pelec’h e oue admiret gant peb-unan abalamour d’e squiant bras ha d’e vuez devot hac exemplus, a oue græt Archidiacr eus a Escopti Macon.

An Archidiacr santel-mâ a guemeras Sant Stefan evit patron, hac a lacâs e studi da imita vertuziou ar Sant bras-se. E garantez evit ar beaurien a reas dezàn, goude beza distribuet dezo e oll arc’hant, guerza e veubl ac e fond evit o soulagi.

Habitantet Besançon er goulennas evit o Fastor goude maro o Arc’hescop ; mæs reüs a reas ar Garg enorabl-se gant quement a fermete, ma ouent obliget d’e lesel ; ha gant aoun na zeuzient ur veich-all d’e glasq, en em retiras e Abaty Cluny, ac en em rentas Religius. Vertuzus ha devot d’ar poent ma oa n’en devoe casi netra da zench nemet e habit. E galon a oa distag dious an traou crouet, e speret interior, e fervor, e humilite ac e vuez mortifiet a reas dezàn erruout e ber amser en huela perfection. Da benn c’huec’h vloaz goudese e voe lequeet da Abad er memes Couent, en despet d’e humilite. Ar reglennou ac an exemplou caër pere a roas d’e Religiuset a grescas meurbet o ferveur, ac a gassas pell ar brud eus o Abad santel.

Ar Pap Beneat seizvet, Hug Capet Roue Franç, hac an Ampalaer Othon, o devoa un istim vras evitàn. An Ampalaer en alyas da antrepren ar refurm eus a veur a Gouent en Alemaign. Ar Sant en em gargas eus ar gommission-ze gant seul-vuy a joa ma vele ervad peguement en devize da souffr. Labourat a eureu en amser-ze gant quement a issu-mad ma reas receo e Raveen, e Pavii, e Souab hac e Suiss ar Reglen a viret e Cluny, pehihi a oa ur refurmation eus a Urz Sant Beneat. Lacaat a eureu ar refurm en Abaty Marmoutier, e Abaty Sant Germen Auxer, hac e hini Sant-Benign e Dijon ; ha, dre urz ar Pap, e refurmas Couent Lerin.

Ne’zeuas quet a-benn eus un affer quen diæs, heb beza cals confroliet : ezom en devoe eus un douçder, un humilite hac ur batiantet quer bras evel m’en devoa. E zouçder admirabl a ree dezàn gounit calonou ar re en em oppose gant muy a aheurtamant ; hac ar re-ze oa ordinal a receve da guenta ar refurm, ha dious o exempl, ar re-all en em roe æz ha facil.

O santout n’en devoa muy pell da veva, e lequeas Sant Odillon e Zisquibl da Abad en e blaç ; discarguet dre eno dious ar boez hac an ambarras eus an afferiou, ne songe muy nemet d’en em brepari gant ur fervor nevez da vervel ; mæs ar Roue a Franç o veza èn pedet da zont da Baris, evit lacât ivez ar refurm e Abaty, Sant Denis, ar Sant pehini ne ouye reüs netra pa oa quistion eus a c’hloar Doue, en em lequeas en hent, en despet d’e oad bras ; mæs o veza arru e Souvigni e Bourbone, e varvas eno ec’his ma varv ar re just, er bloaz 994, etro an oad a eiz vloaz ha pevar-uguent.

Conservi a rêr e Souvigni e relegou precius : eno e veler ive ar penn eus e Gross græt a Olifant, hac e Scapulær.

REFLEXION.

Sant Mayeu a gavas cals da souffr abars ma ellas lacaat ar refurm er C’houènchou-ze, e pere cals eus ar Reglennou quenta eus an Urz a oa eet e mæs, a usaich dre negligeanç ar Superioret. Æssoc’h ê institui-a-nevez un Urz santel a Religiuset eguet ne d’ê e refurmi goude-ze. Æssoc’h ê ive lacat er gommançamant urz vad en un tieguez, ha conservi an urz vad-ze, eguet na ve, goude ma voe couezet en disurz, lacât adarre urz vad ennàn. Mistri ha Mæstreset, beillit eta var re a so en ho carg ha dindan hoc’h autorite : na roït quet dezo re a liberte, na souffrit quet en em zireizzeint, n’o lesit quet da guemeret ur pleg fall, en em opposit souden, rac mar daleit, ne allot muy, nemet dre gals a boan, o eona pe o lacât var an hent mad. Ur Superior, ur Mæstr vigilant a espern cals a fautou d’ar re a zepand anezàn : miret a ra na gouezont e meur a bec’het, hac espern a ra dezâ e-unan cals a boan ha cals a chagrin.