Buhez ar Sent/1837/Neree, Achille ha Domitilla

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Mayeu Neree, Achille ha Domitilla Yan Silancier   ►


An daouzecvet devez a viz Maë.


SANT NEREE, SANT ACHILLEE
HA SANTES DOMITILA, MERZERIEN.


————



Neree ha Achillee a oa breudeur. Lequeet e voent goall yaouanc e servich ar Brinces Domitilla, ha beza o devoe o daou evel-dy an eur da veza convertisset d’ar Feiz gant an Abostol Sant Pêr.

Domitilla, ravisset e velet an devotion hac ar vertuz eus he daou Servicher fidel, e devoe un istim hac ur fizianç vras enno, hac o greas officerien vras en he Falæs. Ar Brinces-se o veza var ar poent da zimisi da Aurelien, an daou Officer santel-mâ pere a zezire d’o Mæstres ur fortun caëroc’h hac avantajussoc’h, en em antretenas gant-i var ar fragilite eus a vadou ha granderiou ar bed : coms a resont eus ar silvidiguez, eus an assujetissamant hac ar poaniou a guever er stad a briedelez : prezec a resont quen excellant var ar pris, ar milid hac an avantaichou bras eus ar stad a virginite, ma quemeras Domitilla ar resolution da chom bepret guerc’hes.

Ar Brinces o veza discleriet he dessin d’ar Pap Clemant, Successor da Sant Per, e respontas dezi : a songet mad hoc’h eus-hu, va merc’h er gombat rust ho pezo da souten ? Mar reüsit dimizi da Aurelien, ne vanco quet d’hoc’h accusi evel cristenes dirag an Ampalaer Payen, hac e viot exposet da veza Merzeriet. Hermes eo, emezi, ar c’haëra chanç a ouffe erruout guenê : neubeut e countàn var ma nerz propr, mæs esperout a ran pep-tra eus ar c’hraç oll-galloudec a Zoue. Ar Pap, o velet he gouraich hac he disposition santel, a roas dezi Voal ar Guerc’heset.

Ar pez en devoa lavaret dezi Sant Clemant, a erruas souden. Aurelien, o veza deut da aznaout e devoa Domitilla cenchet santimant en e andret, ne vancas quet d’e accusi evel Christenes. Accus a reas ive Neree hac Achillee, dre ma santet erfat e oa int-ii o deyoa alyet ar Brinces da guemense. Græt a voe da guenta o froces d’an daou vreur. Ar barner o veza ordrenet dezo adori an Doueou, e respontsont a grenn na goumezent birviquen evit tra ebet un hevelep impiete. An Tirant o c’hondaonas var an heur da veza lequeet var ar chevalet, ha goudese da veza dibennet. O Merzerinti a erruas trivec’h vloaz ha pevar-uguent goude Donediguez hor Salver.

An tourmant o devoa anduret an daou Verser santel, elec’h diminui couraich ar Brinces Domitilla, ne reas nemet e grisqui. Aurelien a reas e oll effort evit e gounit ; mæs oc’h e guelet bepret constant ha fermoc’h eguet biscoas er Feiz hac en he resolution da viret he virginite, e reas lacaat an tân en ty e pehini emedo.

Eus a greiz ar flam e pignas he Ene pur en Eê, evit receo an diou Gurunen pere a vilidas dre he Virginite ha dre he Merzerinti.

REFLEXION.

Domitilla, en ur ober reflexion var ar pez a lavaras dezi Neree hac Achillee var ar fragilite eus a bligeadurezou ha granderiou ar bed, a renoncas da guemense-oll, hac a guemeras ar resolution d’en em gonsacri da Zoue. Ma consideremp evel-di gant ul lagat fur ha cristen madou ar bed-mâ, pebes disprigeanç n’hor be-ni quet evit-o ! Aznaout a raemp penaus enoriou ar bed ne dint nemet ambaras ; guelet a raemp ar boan a so gant ar madou, pebes labour a so evit o dastum, pebes sourci, pebes nec’h evit o c’honservi ; guelet a raemp peguer væn eo plijaduresou ar bed, ha penaus e teu ordinal var o lerc’h ar c’heuz ac an displijadur ; anaout a raemp penaus ar re a ra chànçou mad, dimiziou caër, ervez a songer, ne dint quet eürussoc’h evit a re-all Allas ! pet so eus ar remâ pere a seblant beva en o flijadur hac e prosperite, ac a zeu cousgoude bemdez da hirvoudi e secret, da scuilla daëlou c’huero ha da zeplori o maler. Ne deus a vir eürusdet, er bed-mâ memes, nemet evit ar re a laca dreist pep-tra o speret hac o c’halon er madou eternel, nemet evit ar re a brefer servich Doue da servich ar bed. Ne deus nemet evit-o ur joa bur, douç ha padus.