Buhez ar Sent/1837/Antonin
◄ Gregor Nazianz | Antonin | Mayeu ► |
ant Antonin eus ar Guær a Floranç, goude beza
excellet er studi, en em rentas Religius eus a Urz Sant
Dominiq. Evel ma ioa humbl, obeissant ha mortifiet
meurbet, e teuas souden da veza un exempl a berfection
d’e oll vreudeur. James ne vize guelet dilabour ; ha goude beza assistet an Ofiç a hanter nos, e
tremene an nemorant amser bet an deiz an Oræsoun,
pe o lenn, o studia hac o scriva.
Ar Pap Eugeen pevare er choasas, abalamour d’e vilit rar, evit Escop a Florenç. Caër en devoe debat, rêt oue dezàn oboissa. O veza Escop e vevas bepret ec’his ur Religius paour ; goude beza roet d’ar beaurien e oll arc’hant, e roe e veubl, hac en em lequee e-unan evit ar beaurien en ur baourentez vras. Ouspen-ze e fountas ur Gommunaute e pehini e lequeas daouzec Gouarner, pere o devoa ar garg da zistribui d’ar beaurien mezus quement o devoa ezom. Ar charite-ze eus ar Prelat santel e deus prosperet.
Ar Pastor santel-mâ a brezegue ordinal pep Sùl. Pa ouye ez oa un division bennâc ne vanque quet da lacaat ar peoc’h ; quercouls e chezlaoue caus ar re baour, evel hini ar re binvidic.
E buez ar Sant-mâ e rapporter eus a zaou zen paour ha dall, penaus, oc’h en em antreteni assembles o daou, e tigouezas gant unan lavaret e secret d’eguile, penaus en devoa ouspen daou-c’hant scoet en aour, dastumet divar an alusen, pere a oa gruyet en e vonet : ha me, eme eguile, am eus ouspen tri-c’hant, gryet em justin. Ne songent quet e vige den presant, mæs clevet e ouent. An Escop, o veza bet informet a guemense a gassas d’o c’hlasq ; rebeich a reas dezo ar gaou a reent ous ar guir beaurien, dre o avariçdet. Evit o funissa e lamas diganto an aour o devoa, evit e rei d’ar beaurien mezus ; hac e unan en em gargas d’o maga o daou ar rest eus o buez.
Raportet ê c’hoas penaus ar Sant-mâ, o tremen un deiz dre ar ru, a remercas Ælet var gorre un ty. Ar c’hoant en devoa da ouzout piou a chome eno a reas dezâ antren : caout a reas teir verc’h paour pere a veve e dougeanç Doue, hac a laboure nos-deiz evit gounit o boed, hac evit maga o mam. An Escop Santel, touichet oc’h o guelet, en devoe sourci da foumissa dezo quement o devoa ezom ; mæs an teir verc’h-ze, oc’h en em gaout en o æz, na brichezont muy lacât o foan da labourat, hac e quemerzont re o liberte. An Escop en ur dremen goudese dre ar memes ru, en em gavas soueset bras o velet un Drouc-speret elec’h an Ælet. Compren a reas souden petra oa ar cenchamant-se ; avertissa a reas ar vam hac he merc’het, hac e vianaas e alusen, evit o obligea da evita ar feneantiz, dre behini e voant exposet d’en em goll.
Biscoas ne oue guelet ur Pastor vigilantoc’h var an oll necessiteou spirituel ha temporel eus e bobl eguet Sant Antonin ; ha gant quemense-oll en deus cavet en amser da gomposi cals a Levriou, e pere e remerquer e squiant bras, hac e caver un doctrin celestiel. Erfin, oaget a zec vloaz ha tri-uguent, goude beza recevet e Sacramanchou, en em zispozas d’ar maro gant joa, hac e rentas e Ene en ur vriata e Grucify, er bloaz 1459.
Tud paour, ha guir beaurien, na gonsiderit quet ho paourentez evel un drouc, nac evel ur malher : æssoc’h ê deoc’h ober ho silvidiguez gant ho paourentez evit ne d’ê d’ar re binvidic gant o oll madou. Ho paourentez a ell ho sicour cals d’en em savetei, mar gousoc’h ober un usaich mad anezi. Hac, evit quemense, ret eo anduri ho paourentez gant resination da volontez Doue : divoallit ive na zeue ar boan hoc’h eus e pourvei d’oc’h ezomou corporel da ober deoc’h negligea ar sourci a dleit caout eus hoc’h ene. Pa allot c’hoas labourat er bed-mâ. Mar dle eta ar re hoc’h-unan. Liquit evez rac ar feneantiz, pehini a so sourcen an oll viçou.
Ne allàn quet miret ne ajouten amâ penaus ez eus c’hoas peaurien faus, tud pere en em daul da glasq an alusen, non pas dre necessite, mæ dre feneantiz, pe dre avariçdet, abalamour ma quevont didoroc’h dezo, pe abalamour martese ma testumont evelse muy en o devez eguet na ouffent gounit var bouez o divrec’h. Ar seurt peaurien-ze a so condaounabl dirac Doue, ha dirac an dud ; gaou bras a reont ous ar guir beaurien, ac en ur guer, laeres an alusen eo. Cousgoude e vevont evelse hep remors, na scrupul ebet, sioaz dezo !