Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Mathias

Eus Wikimammenn
◄   Mac’harit a Gortoon Mathias Taræz   ►


Ar pevare-var-nuguent devez a viz Fevrer.


SANT MATHIAS, ABOSTOL.


————


Sant Mathias a oa unan eus a fervanta disquibien hor Salver, hac en heulias epad an amser ma prezegas var an douar. Evel ma ze merquet er Scritur Sacr ar fæçoun admirabl dre behini e voe choaset evit Abostol, e raportimp ar circonstançou principala.

An Ebestel hac an Disquibien o veza en em assamblet er Cenacl evit en em zisposi da receo ar Speret-Santel, hervez an urz en devoa roet dezo Jesus-Christ, pa bignas en Eê, Sant Pêr, Viquæl da Jesus-Christ, ar Penn visibl eus an Ilis, ar Prinç an Ebestel, a savas e creiz an oll, en ur lavaret : va breudeur, chetu amâ an amser da choas un Abostol e plaç an trailour Judas, pehini a so bet quer maleürus ma en deus guerzet e Væstr hac hon hini. Gouzout a rit penaus e voa Abostol evel-domp, penaus e voa galvet evel-domp gant Jesus-Christ evit preseg e Aviel, ha penaus cousgoude ez ê maro en ur fæçoun estranch ha maleürus. Ret eo eta bremâ ober ar choas eus a unan bennâc capabl ha din eus a ur garg quer bras, pehini a allo renta gueneomp un testeni assur eus a Resurrection Salver ar bed : hac evit-se ret eo c’hoas unan pehini en deus e accompaignet en amser ma edo var an douar, en deus clevet e Instructionou ha guelet e Viraclou.

Goude beza goulennet ar sclerigen eus an Eê, e quemerzont an daou remercapla dre ho vertuziou excellant, Joseph Barabas hanvet ar Just, ha Mathias, hac, o veza en em lequeet oll assambles en Oræsoun, e leverzont : Salver adorabl, c’hui pehini a aznaf calonou an oll, pligit gueneoc’h rei deomp da aznaout pehini eus an daou-mâ hoc’h eus choaset hac a dleomp ive da choas. Neuse e resont dezo o daou tenna d’ar sort, ha, dre bermission Doue, e couezas var Mathias, pehini a voe recevet evit an daouzecvet Abostol.

Ebars er partaich a reas an Ebestel eus ar bed evit mont da gaç e peb-lec’h sclerigen eus an Aviel, Sant Mathias a voe destinet evit ar Judee. An desir ardant en devoa da proculi silvidiguez ar Yuzevien a reas dezâ quemeret cals a fatig, en em exposi da zangerou bras na souffr cals a bersecutionou ; mæs ive beza en devoe ar gonsolation da gonvertissa cals anezo. Prezeg a ree ar binigen hac ar vortification, couls dre e exempl evel dre e Sarmoniou : prezeg a ree ispicial var an obligation da ziscleria ur bresel continuel d’ar chiq, da resista ous e inclinationou direglet, ha sugea ar chiq d’ar speret, dre ar pratiq eus ar binigen.

Ar Pontif Ananias, o velet e teue un niver bras a Yuzevien d’en em renta Cristenien, dre voyen e instructionou, a reas e arreti, hac er c’hondaonas da veza labeet. Ar Sant, o veza arru er plac eus e supliç, en em lequeas var e zaoulin evit trugarecât hor Salver eus ar c’hraç a ree dezàn da vervel evit difen e religion. En ur bidi erfin evit silvidiguez an oll assistantet, e voe aszoumet a dauliou mein ; hac, evel ne voa quet peur-varo, e voe gret e zibenna. E Verzerinti a erruas var dro tri-uguent vloas goude Donediguez hor Salver.

REFLEXION.

Judas, goude beza bet galvet gant Jesus-Christ evit beza Abostol, goude beza recevet graçou bras ha beza bet instruet e scol Jesus-Christ memes, a zeuas da abusi eus an oll faveriou-ze, da zrahissa e væstr divin, da goueza en disesper ha d’en em zaouni. Piou a ell goude-ze beva heb aoun ? E pe stad bennâc e veac’h, peguer santel bennâc e ouffac’h beza, e tleit bepret labourat evit ho silvidiguez, gant aoun ha gant spount : rac ne vezo den curunet nemet an nep en devezo perseveret betec ar fin.

Sant Mathias a so bet fidel d’ar graçou en deus recevet ; labouret en deus evit en em renta bemdez agreaploc’h da Zoue : proculet en deus e c’hloar bete fin e vuez, ha mililet en deus evelse ar gurunen a Verzerinti.

Bezit ive fidel da brofita eus ar graçou a recevit, hac e vilitot receo graçou-all brassoc’h ha creoc’h. Labourit bemdez d’en em renta agreaploc’h da Zoue.

An nep ne avanç quet en hent eus ar silvidiguez a zeu a-drê. Na songit quet e ve ho silvidiguez en assuranç evit beza quiteet ho pec’hejou bras, pere a ree deoc’h caout aoun rac an Ifern ; rac piou en deus hoc’h assuret ez ouc’h e graç Doue ? Ha pa veac’h brema en e c’hraç, piou en deus prometet deoc’h e perseverot betec ar maro ?