Buhez ar Sent/1837/Mac’harit a Gortoon
◄ Yan an Alusenner | Mac’harit a Gortoon | Mathias ► |
ac’harit, leshanvet a Gortoon, abalamour ma
reas eno he finigen, a oa guinidic a Doscaan. O veza
collet he mam d’an oad a eiz vloaz, e chomas heb
instruction. O caout re a liberte, e teuas erfin da
goueza en oll disurzou a bere eo capabl ur plac’h
yaouanc pehini ne d’ê quet dalc’het na dre zougeanç
Doue, na dre hini he c’herent.
Nao bloaz a oa ma cundue ur vuez a voal exempl gant un Digentil eus ar c’harter, pa zigouezas gant an den maleürus-ze, goude beza bet oc’h e guelet un nosvez, beza lazet en hent, heb gouzout dare da zen. Daou zevez goude-se, Mac’harit en ur bourmen a remercas en ur fos corf an Digentil hanter-vrein, pehini a daule ur flær insuportabl. Ar guel eus un dra quen horrubl e scoas, ha Doue en em servichas anezàn evit e c’honvertissa. Quement a c’hlac’har hac a horrol a guemeras ous he c’hrimou, na glascas muy nemet ar voyen d’o effaci dre ur guir binigen. Mont a eureu en ur vouela d’en em strinca da dreit he zad, goulen a reas digantâ pardoun eus an dispris e devoa gret eus e autorite, oc’h e suplia d’e derc’hel en e zy, evit e zenna eus ar pec’het, ha rei dezi dre eno ar voyen da rapari dirag e zaoulagat ar fautou eus he buez trement. Peguer fachet hac indinet bennâc ma voa he zad, en em santas touichet dre mercou quen aznad eus ur guir gueuz, hac e receo a eureu en e zy ; mæs he lesvam criz ha dinatur n’allas quet e anduri, hac e chasseas.
Ar plac’h-mâ, c’hoas yaouanc, diffamet, chasseet eus he zy, heb sicour ebet, en em gave en diveza extremite. En he afiliction e aseas e jardin he zad, disposet da vervel quen gant an naoun hac ar baourentez eguet distrei d’he disurzou. Hirvoudi a ree var he stad trist, hac e lavare en ur sellet ous an Eê : Ah, Salver ! c’hui pehini a gonvertis bemdez quement a eneou, na viot-hu insansibl nemed dar c’holl eus va hini-me ? Coustout a ra deoc’h quement hac hini ar Vadalen, ha quement hac hini ar Bec’heres Thaïz. O c’hui pehini hoc’h eus va frenet dre ar pris eus ho Coad, n’am abandounit quet, ha grit misericord em andret. Neuse en em santas inspiret da vont d’ar Guær a Gortoon, evit discleria ha detesti he oll buez e treit ur C’houessor, ha disqui gantàn ar pez a dlie da ober evit savetei he Ene. En em adressi a reas da ur Religius santel, pehini goude beza e instruet gant carantez, e c’houraichas da veza fidel d’ar c’hraç a ree Doue dezi, ha da veva er pratiq eus ar binigen.
Evel ma songe dezi ne alle quet ober guell eguet en em lacaat en Drede Urz Sant Frances, e c’houlennas gant cals a zaëlou beza recevet annâ. An Tadou a emprouas e Vocation epad tri bloaz ; ha goude ma e devoa roet epad an amser-se exemplou bras a binigen hac a vertuz, e voe roet dezi an Habit.
Ar flam eus ar garantez divin a vougas souden en
he c’halon pep carantez evit ar grouadurin. He buez
a voe ur burzud a vortification hat abumilite ; en
em lacaat a reas en ur gampric vian a belec’h he
sortie nemet dre urz he C’houessor, hac e pelec’h ne
barlante ous den. An horrol e devoa eus he c’hened
quer maleürus evit-y hac evit ar re-all, a reas dezi
blonça he bisaich a dauliou bili ; bemdez e yune
divar bara ha dour, ha ne devoa nemet an douar
evit guele, gant ur myn dindan he fenn.
N’en em gonsidere nemet gant horrol ha ne alle quet comprenn penaus e voa anduret er Guær a Gortoon. Goulen a reas meur a veich ar bermission da vont dre Guær gant ur gorden ous he gouzouc, evit ober Amand enorabl eus ar goall exempl e devoa roet ; mæs en em soumetti a reas bepret da avis he Zirector.
Un Ene quer penitant ha quen humbl ne alle quet mancout da c’hounit calon an Autrou Doue pehini e c’hurgas a faveriou bras hac eus an donæsoun eus ur goutemplation huel.
Erfin, goude beza tremenet tri bloaz var-nuguent er pratiq eus ar binigen hac eus ar vertuziou caëra, e rentas e peoc’h he Ene da Zoue, er bloaz 1297, var dro an oad a eiz vloaz ba daou-uguent. Ar Pab Urban eizvet e zisclerias eürus er bloaz 1623, hac a bermetas dan Urziou Sant Frances ober an Ofiç anezi.
Ar Bec’heres vras-mâ en em gonvertissas o velet ar c’horf maro eus an digentil maleürus-ze. An Digentil-ze a varv miserablamant, dre ur goal rancontr, hac a servich da gonversiou ur Plac’h marteze coupaploc’h. Adoromp ar secrejou eus ar Brovidanç divin. Peguen incomprenabl eo jugeamanchou an Autrou Doue.
Pet accidant trist, pet goal fortun a zeu bemdez d’hon excita d’en em gonvertissa ! Mæs peguement a dud a so bouar d’ar vouez-se eus ar C’hraç !
Eil Reflexion. An nombr hac ar grevusdet eus hor pec’hejou a dle hor spounta, mæs non pas hon disesperi. A ne d’ê quet evit excita fizianç ar bec’herien eo e teu Doue da garga eus e faveriou brassa ar guir penitantet ? Ar Benitantes eürus a Gortoon a so un exempl caër hac un testeni bras a guemen-se. Distroomp ous Doue evel-di, dre ur gonversion sincer ha couraichus, hac e recevimp ar memes douçder hac ar memes avantaichou eus ur guir gonversion.