Buhez ar Sent/1837/Blæs
ant Blæs, guinidic eus an Armenii, a vilitas en e
yaouanctis istim an oll dud honest dre e vuez reglet
mad, hac ispicial dre e zevotion exemplus hac edifiant.
Goude beza graet e studi gant enor ha gant meuleudi, en ur ober reflexion quen var an infirmiteou da bere eo sujet an den, ha var ar ber amser eus ar vuez-mâ, quen var an eürusdet hac an eternite eus ar vuez a behini e jouisser en Eê, e quemeras ar resolution da guitaat ar bed, evit songeal hebquen en e silvidiguez. Mæs an Escop eus ar Guær a Sebast o veza deut da vervel er mare-ze, e voe choaset evit derc’hel e blaç.
Peb-unan a gavas en Escop santel-mâ ur Pastor hac un Tad ; un exempl hac ur c’honductor assur. Beza en devoa, evit e bopl, ur garantez vras, ha caret e oa ive meurbet gant an oll.
Cousgoude an inclination a sante bepret evit ar solitud, a reas dezâ erfin ober an diles eus e garg, evit en em retira var ur menez taust da guær, en ur c’havarn a gavas eno. Ebars er solitud-se e laboure d’en em santifia muy-oc’h-muy bemdez dre an oræsoun ha dre ar vortification. Ne chomas quet eno pell amser, na goumanças an dud da zont a bep-tu d’e gaout evit goulen digantàn ar remed eus o c’hlènvejou corporel ha spirituel ; hac oll e recevent ar pez a c’houlennent.
Ar Gouarner eus a Gapadoç, o veza deut d’ar Guær a Sebast, dre urz an Ampalaer Licinius, evit lacaat ar gristenien d’ar maro, a reas digaç ar sant-mâ dirazân, hac a ordrenas dezàn sacrifia d’an doueou. Ar Sant o veza reuset e ober, gant ur gouraich din eus e garacter, an Tirant a reas e voal-dreti a dauliou bas hac e gundui d’ar prison. Eno e rentas ar yec’het da gals a dud clàn pere a zeue d’e gaout.
E creiz ar foul e voe guelet ur vam disolet bras, pehini, leun a fizianç en e bedennou, a zeuas da lacaat ehars e dreit he mab-unic, pehini a voa prest da vervel gant un drên arretet en e c’houzoug. Sant Blæs, touichet o velet ar stad trist eus ar c’houadur hac an daëlou, eus e vam, en em lequeas var e zaoulin, hac o sevel e zaoulagat hac e zaouarn etrezec an eê, e lavaras : Pliget gueneoc’h ; Tad a visericord ha Doue a bep consolation, chezlaou ar beden humbl eus ho servicher, ha renta d’ar c’hrouadur-mâ ar yec’het, evit ma aznavezo an oll ne deus nemedoc’h a guement a ve Mestr var ar maro ha var ar vuez. Querquent ha ma achuas e beden, e voe pare ar c’hrouadur. Abaoue ar miracl-se e touguer e peb-lec’h nn devotion bras da Sant Blæs, hac er peder ispicial evit an drouc gouzoug.
Ur Miracl quer caër, pehini a dlie touch ha teneraat calon ar Gouarner, ne reas nemet e galedi davantaich. An tirant-se, goude beza graet dispenn corf ar Sant gant ur gribin houarn, a ordrenas erfin e zibenna. E verzerinti a erruas er bloaz eus hor Salver Jesus-Christ 316.
Mad eo enori ar Sænt hac o fidi, pa zeu Doue da accordi deomp alies, dre o intercession ha dre o milidou, ar pez a c’houlennomp digantâ. Doue en deus-èn græt el Lesen ancien, e ober a ra el Lesen nevez, hac e c’hreet en deus e faver Sant-Blæs. En em adressit eta d’ar Sant-mâ, ha pidit-èn en ho poaniou hac en ho clènvejou ; mæs goulennit dreist pep-tra ar c’hraç da veza dilivriet a glènvejou hoc’h ene.