Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Andre Corsin

Eus Wikimammenn
◄   Blæs Andre Corsin Agata   ►


Ar pevare devez a viz Fevrer.


SANT ANDRE CORSIN, ESCOP.


————


Andre Corsin a oa ginidic eus a Florenç. E vam vertuzus, oveza e recevet digant Doue dre he fedennou, er goestlas d’an Itron Varia, querquent ha ma voe ganet.

Ne vancas quet da inspira dezâ abred dougeanç Doue ; mæs ar goual gompaignunez, tud yaouanc libertin, hac ar c’hoariou a vougas e ber amser an oll santimanchou a zevotion, pere o devoa græt er goumançamant cals a impression var e speret hac e galon. E vam devot, melconiet o velet ne ree muy van ebet eus an avisou mad a roe dezâ, ne heane da gaout recours da Zoue ha da brotection en Itron Varia, evit obteni e gonversion. He ferseveranç na chomas quet heb recompanç.

Un devez ma en em brepare Andre da vont da un divertissamant, e remercas e vam o vouela. E fidi a reas da lavret dezàn ar sujet eus he foan. Va mab, emezi, an disurz a velaàn en ho puez, goude ho peza goestlet da Vam Doue, eo a ra ma brassa displigeadur. Andre, o santout e galon touichet, a lavaras : En em gonsolit, va mam, ho taëlou ne vezint quet collet deoc’h, hac ancounec’haït ma ingrateri : ma goestlet hoc’h eus d’ar Verc’hes Vari, just eo e teuen d’en em gonsacri d’he servich.

O veza lavaret ar c’homsou-mâ, e sortias evit mont rag-eon da Ilis Religiuset Carmes, e pelec’h, oc’h en em brosterni dirag Auter an Itron Varia, hac, en ur scuilla cals a zaëlou, en em offras da Jesus-Christ ha d’e Vam divin. Doue a zenchas antieramant e galon, hac en inspiras d’en em renta Religius.

Goude beza roet mercou aznad eus ur vocation vad, e voe resevet en urz Carmes. Labourat a eureu da drec’hi e voal inclinationou, dre un binigen rust, dre ur silanç rigolius, ha dre un Oræsoun continuel, en hevelep fæçoun ma voe souden an oll estonet o velet e fervor.

Doue a roas a-neuse d’e gomsou an onction hac an nerz admirabl-se pehini en deus bet epad e vuez evit convertissa ar bec’herien. Unan eus e guerent, affliget gant ur c’hlènvet languissant, a zalc’he en e dy c’hoariou ha divertissamanchou. Andre a represantas dezàn an drouc a oa e quemense ; ha dre e gomsou mad e reas dezâ renonç d’an ebatou-ze ; e alia a reas ive da lavaret bemdez seiz Pater ha seiz Ave, hac ur veich ar Salve Regina. O lavaret a eureu, ha souden en em gavas pare eus e infirmite, da behini an oll remejou a oa inutil.

Ar Religius santel-mâ a voe goulennet evit Escop eus ar Guær a Fisoli. Pa glevas ar brud ez eas d’en em guset e Couent ar Chartreuset ; mæs Doue a bermetas ma voe disculiet dre ur c’hrouadur tri bloaz, pehini pa edo prest da choas un Escop-all, a lavaras : Andre, choaset gant Doue evit hor Pastor, a so en Oræsoun e ty ar Chartreuset. Ar Sant oc’h aznaout dre eno ar volontez a Zoue, en em soutenas, ha ne songeas muy nemet d’en em acquita eus an oll deveriou ur Pastor mad.

Cundui a reas ur vuez quer mortifiet ha quer santel ma tennas var e bobl graçou ha benedictionou special eus an Eê. Dont a reas a-ben da douich ar bec’herien caledet en, o fec’het ; inspira a eureu an devotion d’ar re libertin ha dirollet ; lacaat a eureu ar pcoc’h etre an adversourien touet, pere a veve a bell-amser e division, ha ne felle quet dezo en em velet pe en em bardouni.

Erfin, oaget a unnec vloaz ha tri-uguent, e rentas e Ene eürus d’e Grouer, er bloaz 1373.

REFLEXION.

Mam Andre Corsin er c’honvertissas da Zoue dre he daëlou ha dre he fedennou. Ma n’e devize rebechet d’he mab, e vuez direglet nemet dre drous ha dre scandal, dre goler ha dre amportamant ; ma n’e devise losquet var-nezan nemet mallozou ha goall bedennou, hac hi e devise græt ur Sant anezàn ?

Mar hoc’heus bugale direiz pe libertin , ispicial mar dint deut da un oad ræsounabl, quelennit-o gant peoc’h ha gant carantez, ha dreist pep-tra ho pêt recours da Zoue, oc’h e suplia, dre ho pedennou fervant ha dre ho taëlou, da sellet a druez out-o.

Eil Reflexion. Ne doun quet soueset o velet o deus an darn-vuya eus ar Sænt quiteet ar bed evit labourat en o silvidiguez ; aznaout a rent ar gorruption anezàn. Ma na illit quet e quitaat, considerit da viana an dangerou a so ennan, evit tec’het diout-o hac evit na viot quet suprenet.

An darn-vuya eus an dud, ispicial eus an dud yaouanc, a glasq o fligeadur, ha goude beza coumancet dre bligeadurezou innoçant, e finissont alies dre bligeadurezou criminal. Pellaït dious ar plaçou, dious an tyez-se destinet d’an divertissamanchou ; tec’hit dious ar c’hompaignunezou pere ne songeont nemet da ebata. Ma na illit quet renonç antieramant d’ar bed, pellaït da viana dious ar re a so leun eus ar speret ar bed. Ha ret eo, evit ur moument a bligeadur, en em exposi da un eternite a boaniou ?