Buhez ar Sent/1837/Agata
◄ Andre Corsin | Agata | Dorotee ► |
r Santes-mâ, guinidic eus a Siciil, a zisprigeas ar
bed hac an oll fortuniou caër a elle da esperout, nac
a reas veu a virginite en he yaouanctis.
Ar Gouarner pehini a bersecute ar Gristenien dre urz an Ampalaer Deç, o veza clevet coms eus he guenet hac eus he milit bras, a c’hoanteas e guelet hac a gassas d’e c’hlasq.
Ar Santes o veza recevet euz ar Gouarner, a gomprenas erfat e rancse souden souffr ar Verzerinti. Antren a reas en hec’hambr, hac o veza en em lequeet var he daoulin, e reas ar beden-mâ : Jesus, va Salver ha va Doue, aznaout a rit va santimanchou, guelet a rit va c’halon, e bossedi a rit hoc’h-unan, hac a reot da viquen, heb partaich ebet ; roit din dre ho craç ar gouraich da ober deoc’h ar Sacrifiç eus va buez. O veza aichuet he feden, e partias evit en em renta dirag ar Gouarner.
An den-se, den lubric ha payen, a songeas dre dromplerez ha dre e autorite ober dezi consanti d’e bassionou brutal ; mæs ar Santes en rebutas gant horrol ha gant ur gouraich dreist-ordinal. Pa velas ne voa moyen ebet da zont a-benn anezi, e reas e lacaat e ty ur vreg fall ha maleürus evit ma colze eno ar burete hac ar Feiz.
An tirant ne alle quet e c’hondaoni da un tourmant a raze dezi muy a horrol. N’oufer quet lavaret an displigeadur hac ar boan a souffras en ty infam-ze epad ur mis. Ar vreg maleürus-ze erfin goude beza græt he oll fossubl evit e c’holl, a zisclerias d’ar Gouarner ne voa moyen ebet d’e zrec’hi. Neuse e ordrenas e fresanti dirazàn, hac e lavaras dezi adori Doueou ar Rouantelez, pe en em resolvi da souffr ar brassa tourmanchou. Ar Santes a respontas ne anaye nemet un Doue ha ne adorze birviquen nemetàn ; ha penaus e voa prest da souffr mil maro, quent eguet sacrifia da Doueou, faus.
An tirant goude beza græt e façata, a ordrenas, dre ur grueldet barbar, troc’ha ur vronn dezi. Ar Santes, en ur souffr an tourmant-ze, a lavaras : tirant cruel, n’hoc’h eus-hu quet a vez da droc’hi ha da lemel digant ur plac’h yaouanc ar pez hoc’heus sunet en ho Mam.
O veza bet casset goudese d’ar prison, e reas ar beden-mâ : Doue oll-galloudec hac eternel, pehini, dre ho misericord infinit, hoc’heus priget quemeret ur sourci particulier ac’hanon, hac hoc’heus va freservet dious ar bed, ha va c’honservet e creiz an tourmanchou ; pliget gueneoc’h receo va Ene. En ur aichui he feden e varvas er bloaz 251 d’an oad a ur bloaz var-nuguent.
Da ben neubeut amser goude, an tirant-ze o tremen ur Ster en ur vag, a gouezas en dour, heb ma voe gallet e savetei na memes caout e gorf.
Santes Agata e deus dispriget gloar ha pligeadurezou ar bed, abalamour ma crede parfet penaus madou an douar ne dint netra e coumparæsoun da re an Êe. O peguen dicriet eo ar bed, pa zeu ar Sænt d’e abandouni ha d’e zisprigeout ! Ar re memes pere a heul ar bed en em glem hac a lavar n’en deus nemet madou tromplus hac aparant. Cridi a rit ar virionez-mâ, e guelet a rit hoc’h-unan dirag ho taoulagad, ha gouscoude e caret ar bed tromplus-ze.
Eil Reflexion. Pebez couraich ha pebez nerz a ro ar Religion Gristen, pa zeu ur Plac’h yaouanc da drec’hi un tirant hac ar c’hruela tourmanchou. Ne doun quet soueset o defe ur gouraich quer bras, pa ze digueneoc’h en recevont ; mæs ar pez am estoun, ep guelet ez oun va-unan quen digalon d’ho servicha, goude beza recevet quement a c’hraçou digueneoc’h.