Buhez ar Sent/1837/Dorotee
r Santes-ma, guinidic eus ar Guær a Cesaree e
Capadoç, a voa consideret evel ur burzud a furnez
hac a zevosion, hac evel exempl an oll Guerc’heset Cristen. Cals a speret e devoa hac un usaich mad
a reas anezàn, oc’h en em renta bepred habiloc’h en
aznaoudeguez eus al Lesen Doue hac eus e Religion.
Ar Gouarner Apriç o veza deut da Cesaree abers an Ampalaer Maximien, evit persecuti ar Gristenien, a reas e arreti hac e goumandas dezi adori Doueou ar Romantelez, en ur ziscleria dezi urz an Ampalaer, pehini en ordrene dindan barn ar varo. Dorotee a respontas gant un aer douç ha modest, pehini inspire bete d’ar Bayanet memes ur respet bras evity : Gouzout a ran urz an Ampalaer ; mæs aznaout a ran guell c’hoas penaus ne dleer adori nemet un Doue, pehini e-unan a so ar Mæstr souveren eus an Eê hac an douar ; n’am eus aoun ebet rac an tourmanchou, ha n’em eus quet brassoc’h desir eguet rei va buez evit an hini en deveus va frenet dre ar pris infinit eus e goad precius.
Apriç o velet he c’houraich, a gomprenas ne voa
quet capabl da zont a-benn anezy dre gomsou ; ober
a reas eta he c’hondui d’ar prison, ha guervel diou
blac’h yaouanc pere o devoa nevez bet ar malheur da
renonç d’ar Feiz ha da adori an Doueou faus. Lavaret
a reas d’an diou-ze mont da gavout Dorotee er prison
evit he alya ac he angagi da ober evel o devoa graet o-unan. O
fossibl a rezont evit ober dezi o imita, mæs ar c’hontrol
a arruas ; car Dorotee a represantas dezo gant
quement a nerz ha quer scler ar malheur e pehini
e voant coueet, ma teuzont da zetesti o lachentez
hac o fec’het ; mæs evel ma tisesperent eus o silvidiguez,
pa songint er c’hrim o devoa græt, ar Santes
a represantas dezo penaus, mar o devoa græt ur
c’hrim bras oc’h abandoni Jesus-Christ ; e raênt
c’hoas unan brassoc’h o vancout a esperanç hac a
fizianç en e vâdelez hac en e visericord ; penaus ne
voa quet a c’houliou heb remed evit ur Midicin oll
galloudec eveldàn ; ha penaus n’en devoa quemeret
an Hano a Salver nemet evit hor savetei. Distroit eta
ountàn heb dale, emezi, grit pinigen, en em gonvertisset
a greiz ho calon, ha me hoc’h assur eus ar pardoun
eus ho faut.
En em strinca a rezant da dreit ar Santes oc’h e suplia da bidi Doue evit-o. E ober a eureu ; hac o c’hreaat a reas quer parfet er Feiz, ma teuzont (o veza bet galvet gant ar Gouarner evit lavaret dezàn hac angaget o devoa Dorotee da adori o Doueou) da respont dezâ o devoa o-unan re a c’hlac’har da veza græt ar c’hrim-se, evit alya den ebet de ober.
Fa glevas ar seurt respont, e entreas e coler, hac e ordrenas, ma na zeuzent da adori a-nevez an Doueou, e strinca o diou en ur goter bero. Souffr a resont an tourmant-se, en ur bidi Jesus-Christ da receo o foan evit o finigen.
An Tirant a roas goudese urz da dourmanti Dorotee. Ar Santes a bignas quer joaüs var ar chafaut a oa preparet eviti, ma c’honlennas an Tirant diganti petra e rente quer countant : Biscoas, emezi, n’am eus santet ur joa quer bras evel an hini a santàn hirio, dre m’en deus priget an Autrou Doue en em servichout ac’hanon evit savetei an diou Blac’h-se pere a voa collet. Erfin goude beza bet e c’hostez devet gant tourchet ellumet, e voe dibennet, er bloaz 308.
Dorotee, pehini ne voa nemet ur plac’h yaouanc, a gonvertissas diou blac’h-all pere a glasque ober dezfe renonç d’ar Feiz. Comprenomp an nerz eus ar c’hraç an Autrou Doue, pehini a voar touich ar c’halonou, pa blich gantâ, ha dre voyen an nep a blich gantàn. Comprenomp eta penaus e allomp, gant ar sicour eus e c’hraç, contribui da gonversion hon nessa. Ne faut alies nemet un avis mad, ur goms vad, evit distrei ur pec’her dious an hent a berdition hac e lacât en hent heus e silvidiguez.