Buhez ar Sent/1837/Purification ar Verc’hes Vari
◄ Ignaç, escop ha merzer | Purification ar Verc’hes Vari | Blæs ► |
r Gouel eus a hirio a gompren daou vister bras :
Purification ar Verc’hes sacr, ha presantation Jesus-Christ
en Templ.
El Lesen ancien ez oa ordrenet d’ar groaguez, goude beza lequet bugale er bed, d’en em viret da vont epad ur certen amser d’an Templ, o veza impur, ha na allent da offr ar sacrifiç a oa ordrenet evit o Furification, nemet da benn an amser merquet. Certen ê penaus, an Itron Varia ne devoa quet ezomp a Burification, pa e devoa concevet en ur fæçoun miraculus, pa oa puroc’h eguet an heaul, ha santeloc’h evit an Ælet memes, ha pa oa Mam ha Guerc’hes assambles ; rac-ze ne voa quet glet dezi miret ul Lesen pehini ne oa grêt nemet evit ar Groaguez ordinal. Gouscoude dont a ra d’en em soumeti d’al Lesen evel ar re all dont a ra d’an Templ evit en em burifia ; ne sell quet ous ar privileich e deus ; cuset a ra muya ma ze possubl dezi he c’halite glorius a Verc’hes hac a Vam Doue assambles ; avoalc’h eo evit-y caout e quemense occasion da bratica ar vertuz a humilite. Ne sell enfin nemet ous an exempl en devoa roet dezi he Mab benniguet, oc’h en em soumeti e-unan d’al Lesen ar Circoncision.
Mari a reas da Zoue, er myster-mâ eus he Furification, ur sacrifiç bras hac agreabl meurbet, en ur sacrifia he enor hac he gloar ; mæs ar sacrifiç pehini a reas c’hoas dezâ en ur bresanti he Mab en Templ, ne oa quet neubeutoc’h agreabl d’e Vajeste divin Offri a reas he Mab unic ha quêr meurbet da Zoue e Dad evit disposi anezan e pep tra, hervez ma plicheze dezàn ; hac en offri a reas gant ar resination, gant ur gonformite antier ha parfet d’e volontez santel. Epad ar ceremony eus ar bresantion, an den santel Simeon da behini èn devoa roet Doue un assuranç secret penaus ne varvze quet hep beza guelet ar Messias, a zeuas, dre un inspiration divin, da aznaout penaus ar Vreg-ze, pe evit lavaret guell, ar Verc’hes Santel a oa Mam da Zoue, ha penaus ar c’hrouadur a bresante a oa ar Redamptor eus ar bed, gortoet abaoue queit amser, ha desiret gant quement a ardor. Neuse Simeon, sesiet gant un transport a garantez, a joa hac a aznaoudeguez-vad, en ur guemeret ar c’hrouadur etre e zivrec’h, a lavaras : disposit bremâ, ô va Doue, eus ho servicher ; mervel a rin countant pa em eus guelet an hini hoc’h eus digacet evit savetei ar bed. Goudese, oc’h adressi e goms d’an Itron Varia, e tisclerias dezi penaus he Mab a vize controliet var an douar, hac e dige cals da souffr, ha penaus e dige he c’halon mantret gant glac’har. Ar Verc’hes sacr en em soumetas, gant ur resination hac un abandoun parfet, da volontez Doue, en ur adori an dessin en devoa, quen varnezi e-unan, quen var he Mab benniget.
Ar Verc’hes Vari a zeu da observi al Lesen eus ar Burification, petra bennâc ma oa exant anezi ; ha ni, siouas ! pe seurt digareou na glascomp-ni quet evit en em zispansi eus al Lesen Doue.
Mari, er myster eus ar Burification, a guz muya ma ell he c’halite glorius a Verc’hes hac a Vam Doue ; mont a ra d’an templ evel ur vreg all d’en em burifia. He humilite a ra dezi desirout beza quemeret evit ar pez ne d’ê quet ; ha ni siouaz deomp ! hon orgouill na ell quet souffr e vemp quemeret evit ar pez ma zoump en effet da ouzout ê, evit tud fragil ha pec’herien.
Mari na neglich netra eus a gement a ell pligeout da Zoue ; ha ni siouaz, ne lequeomp van ebet evit displigeout dezâ, pa zeuomp d’e offansi casi bemdez heb remors.
Eil Reflexion. An Itron Varia, en ur bresanti he Mab en Templ, a ro d’an tadou ha mamou cristen un exempl caër hac un instruction pehini a dle beza ar fount eus o devotion ; da ouzout ê, da offri alies o bugale da Zoue, ha d’e bidi da zisposi anezo hervez e volontez ; d’o c’honsideri evel un depos lequet gant Doue etre o daouarn, hac a behini e renquint renta ur gont vras ; en ur guer, da gonsideri bepred o bugale evel o veza muy da Zoue eguet dezo o-unan.