Mont d’an endalc’had

Bugale kollet o mam gante

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 24-26)



Bugale kollet o mam gante.
————


An evn hihanen e nez ’n eus ezom eus e vam,
Ma teu da homan c’houitan, da zibri ’nevo tam !
Ezom an eus anezi ewit diski nijal,
Hag ekeit ma vo yaouank, dalc’hmad ’wit hen diwal.

En kalon ar vam dreist oll, Doue an eus laket
Ar garante teneran hallfe an den kavet ;
Nan eus ket war an douar krenvoc’h ’wit ar chaden
A stag ouz he bugale kalon eur vam gristen.

Ha ma tremen gant e falc’h ar maro didrue,
Ma teu d’ar chaden dir ze bean troc’het eun de,
O, neuze, bezet true ouz ar vugaligo,
Ha tostaet ’n han’ Doue, da zec’han o daero !


Pa weler ’n hent ar vered, bugale ’dro d’ean,
Eun tad war lerc’h eun arched, o kerzet ’n eur ouelan,
Nan eus den na ve mantret, ha na larfe, zoken :
« Bugale gez, pebez koll ! Tad paour, pebez anken ! »

Ya, pebez koll, bugale, breman emzivaded ;
Ha pebez anken, tad paour, hoc’h-unan pener bed,
Hoc’h-unan, ’wit peurzevel ar re a zo chomet
War-lerc’h an hini ho poa aman kement karet !

Eur vam, d’ezi bugale, n’halfe ket he fouez aour
Kât kouls ha hi ’n o c’hichen, pe ’ve pinvik pe baour !
Eur vam na ve ket hadkât ! Eur wech ma ve maro
Bet true, n’eus forz piou oc’h, ouz he bugaligo !

En draouien man a c’hlac’har, e ve dies gervel
Eur boan hag a ve brasoc’h eget gwelet mervel ;
Dies ’ve gervel ive eur c’holl a ve henvel
Ouz an hini a c’hoarve pa varw mam ar bugel !

Ya, ma teu d’ean klewet douar yen ar vered
O kouean war an arched, arched e vam garet,
O neuze, en gwirione, daero a c’hall, sur-mad,
Kouean puilh ’hed e zioujod, dimeus e zaoulagad.

Ha ma ve chomet er ger bugalo yaouankoc’h,
Ewit ar re-ze, dreist-oll, ar c’holl a zo gwasoc’h !
Nan ! neus ket war an douar stad ebet hag a ve
Ken gwaz ha stad bugale kollet o mam gante !

Setu perak en Nenvo Doue a raio gloar
Da nep kristen an nevo, aman war an douar,
Karet ar vugale ze, klasket ober d’ê vad
Netra na dalve sikour ar paour kez emzivad !


An evn bihan en e nez ’n eus ezom eus e vam,
Ma teu da homan c’houitan, da zibri ’nevo tam ;
Ezom an eus anezi ewit diski nijal,
Hag, e-keit ma vo yaouank, dalc’hmad ’wit hen diwal !


————