Mont d’an endalc’had

Buez Jeann d’Arc/Kentel 07

Eus Wikimammenn



SEIZVED KENTEL
Beach Jeann euz a Vaucouleurs betek Chinon. Nec’hamant ar roue iaouank.

Kaer ha krenv, o ren neuze he zrivac’hved bloaz, Jeann d’Arc a reaz var varc’h he beach euz a Vaucouleurs da Chinon, eb beza re skuizet. He bleo du e doa trouc’het berr aoualc’h, var he fenn e touge eun tok houarn, he dillad a ioa dillad ar goazed en amzer-ze : porpant kalet, lostenn verr-verr, kleze dir oc’h he c’hostez. Ar c’houec’h den a ioa ganthi ne oant ket dinec’h er penn kenta euz ar veach.

Treuzi a dlient broiou ha douarou hag a ioa dindan galloud ar Zaozon, soudardet ar re-ma a zioualle ar ponchou taolet var ar steriou m’e doa ar verc’h iaouank da dreuzi, setu ma ne oa ket dizoursi tud Jeann. Kement a aon o doa ma ne gredent bale nemeur nemet en noz. Ar verc’hez iaouank, er c’hountrol, a ioa leun a fizians. « Arabat eo d’eoc’h kaout aon, emezhi d’he zud, va hent a zo great, va Aotrou am zikouro. — Ia, eme unan euz an daou zijentil, ha ma kouezomp e lasou ar Zaozon ? — Nan, eme Jeann, rak sent ar baradoz o deuz diskleriet e tlean savetei bro Frans. — Ha kendelc’her a c’helloc’h ? — Bale ran var urz va Aotrou. Guelet a reoc’h pebez digemer madelezuz a rai d’eomp ar roue iaouank e Chinon. »

Goasa ioa evit Jeann, ne c’helle ket ober he devosionou.



Ar veach a badaz unnek devez ; epad an oll amzer-ze, ne c’hellaz kaout oferen nemet diou vech var douar ar Zaozon. He zud a vire ne vefe eat re en ilizou gant aon ne vefent bet anavezet ha diskuliet d’an enebourien.

Eur vech m’o devoue treuzet ster vraz al Loire e Gien, Jeann hag he zud a veachaz eb aon. Edont neuze etouez guir Fransizien, hag eno an dud o doa respet evit ar verc’h iaouank. Eur greden a ioa en em zilet d’ar mare-ze e kalon eur c’halz tud dre ar Frans a bez ; lavaret a reat : « Hor bro, kollet gant eur vaouez, a vezo saveteat gant eur verc’hez. » Ha nebeut goude ma oa tremenet Jeann dre Gien, e oue kaset kelou betek en Orleans, kelc’het goulskoude gant ar Zaozon, e oa eur verc’h, kennerzet gant Doue, en hent varzu Chinon : digaset oa da zavetei Orleans hag ar Frans.

Epad ma nije ar c’helou-ze, Jeann a zaoure dousder Kalon Jesus o choum da zelaou teir oferen er memez devez ; en em zigoll a rea euz an deveziou hir-hir e doa tremenet eb lakât he zreid en eun iliz. P’e devoue klevet an teir oferen-ze, en iliz santez Katell e Fierbois tost da gastell Chinon, Jeann a skrivaz eul lizer d’ar roue iaouank da c’houlenn beza digemeret ganthan : « Great em euz, emezhi, kant hanter kant leo evit dont d’ho sikour, ha digas d’eoc’h keleier mad. Dont a ran a berz Doue, hag evel testeni euz a gement-se, ec’h anavezin ac’hanoc’h, ha pa vefac’h kuzet etouez tud ho lez. »

Eiz leo hent o doa c’hoaz ar veachourien da ober abenn digouezout e Chinon, mes disoursi-meur oant, pa ’z eo guir e valeent var douar Frans. Ha goulskoude, en amzer trubuilluz-se ne c’helle ket eun den beza dinec’h aoualc’h, var douar he vro zoken. Eun toullad kos sourdardet, o veza klevet hano euz a veach ar plac’h iaouank, difennet gant c’houec’h den ebken, a oue fallakr aoualc’h evit ober ho zonj da zailla varnho, evit paka Jeann ha laerez he zud : mont a rejont var he hent ha choum a rejont d’he gortoz. P’en em gavaz ar verc’hez iaouank, ar zoudardet digalon a glaskaz ober lam euz ho zoull-kuz evit kelc’ha ar veachourien, mes ne c’heljont loc’h e doare ebet, hini anezho ; ho izili a ioa evel sounnet. Mantret, ar zoudardet ne lavarjont grik, Jeann hag he c’houec’h a dremenaz dre ho c’hichen eb ho guelet, eb gouzout netra divarbenn an torfet o doa c’hoant da ober, hag o deuz diskleriet divezatoc’h.

En em gavet e Chinon d’ar 6 a viz meurz 1429 vardro kreisdeiz, Jeann ne oue ket digemeret dioc’htu gant ar roue. Mont a reaz da joum en eun hostaliri, tud a zoujans Doue ennhi. He zud a embannaz e kear peger madelezuz, peger kalonek, peger santel e oa bet Jeann hed he beach. « Ne bec’he morse, emezho, he c’homzou a c’houeze en hor c’halonou tan karantez Doue. Brokuz e oue atao e kenver an oll beorien a gavaz var he hent, pa n’ e deveze mui liard ebet, e c’houlenne digant he c’hompagnunez rei d’ezhi eur guenneg benag en han Doue. Ker mad oa Jeann, emezho, ma na vije ket bet guelloc’h ha pa vefe bet eur zantez. »

Ma n’en doa ket ar roue iaouank Charles digemeret dioc’htu Jeann en he lez, en doa evelato roet guir d’ezhi da joum e kear ; an daou zijentil a ioa ganthi a ieaz buan betek ar re huela euz an noblans da c’houlenn ma c’helfe hi mont betek ar roue. Kuzulerien Charles a oue nec’het. Bez’e oant pevar d’ar mare-ze : de la Tremouill, Regnault de Chartr, Robert Masson ha Raoul de Gaucourt, gouarner Orleans. Pa c’houlennaz ar roue ali ar pevar-ze divar benn Jeann d’Arc, hi a aliaz Charles da zifiziout anezhi betek guelet. Lavaret a reant : « Ne dle ket ar roue kredi dioc’htu lavarou eur vaouez hag a vez diskleriet kement a draou souezuz divar he fenn. Ma roit digemer d’ezhi, emezho, eb ma teufe a berz Doue, e vezo taolet disprijans varnomp-ni ha var ar roue ive. »