Mont d’an endalc’had

Buez Jeann d’Arc/Kentel 08

Eus Wikimammenn





EISVED KENTEL


Jeann a ziskouez e Chinon e teu a berz Doue. Kaset eo ac’hano da Boitiers dirak an doktored.


Araok rei digemer d’ar verc’hez iaouank, ar roue a gasaz betek ennhi daou pe dri zijentil euz he lez, ha da c’houde, daou pe dri euz an dud iliz a ioa var he dro. Distrei a rejont en eur ziskleria da Charles : « Ar verc’h-se a zo eur plac’h vad, he c’homzou a zo fur, he buez kristen : direbech eo e pep doare. Goulenn a ra dont betek ennoc’h, rak traou kuzet e deuz, emezhi, da ziskuill d’eoc’h. »

Ar roue a argile c’hoaz pa deuaz betek ennhan daou zijentil a berz gouarner Orleans. P’o doa klevet Orleaniz e oa savet er penn pella euz ar rouantelez eur verc’h hag a zisklerie e teue a berz Doue evit savetei ar Frans, p’o devoue klevet e oa eat betek Chinon, e kasjont buan daou varc’hek a galon da c’houlenn digant ar roue Charles petra ioa a vir en oll lavarou-ze. Hag e c’houlennent digant ar roue hag he guzulerien : « Petra eo ar plac’h iaouank-se deut euz a Vaucouleurs, hag a vez great Jeann d’Arc anezhi ? — Ar roue a respountaz : Her gouzout a raimp dizale, digemer a roimp d’ezhi en hon lez dirak hon oll offiserien ha dijentilet ».

Dorojou lez ar roue a oue eta digoret evithi d’an 9 a viz meurz 1429, dioc’h ar pardaez-noz. Epad m’edo o vont etrezek al lez, eur zoudard, deut da zellet ouz Jeann o tremen, a lavare : « Ah ! hounnez eo Jeann d’Arc, an hini a zo leshanvet ar verc’hez iaouank ! N’eo ket eur seurt tra anezhi ! » Hag e vlaspheme Doue — « Paour keaz den, a respountaz d’ezhan Jeann, blasphemi a rez, te ken tost d’ar maro goulskoude ! » Eun heur divezatoc’h, ar zoudard-se a gouezaz el Loire, hag a oue beuzet dioc’htu.

Kampr vraz lez ar roue e Chinon a velaz, er pardaez-se, an oll marc’heien a renk huel a ioa e kear ha tro var dro, rak ar roue en doa kemennet d’an oll dud euz an noblans dont en ho brava, ha senti o doa great. Tri c’hant oant eno, tri c’hant dijentil guisket gantho ho dillad pinvidika ; an arc’hant, ar perlez, ar vein presiuz a lintre, a lugerne, a steredenne var ar guiskamanchou seiz alaouret, sklerijennet en eun doare dudiuz. Hag er gampr kaer-ze, kant troatad benag a hirder dezhi var hanter-kant a ledander, daoulagad an dud a joume souezet : tud ker paour guisket ker kaer ! E guirionez, ar roue n’en doa mui pevar skoed en he denzor, meur a hini euz an noblans a ioa tost da vad ker rivinet hag hen ; mes ho dillad brao, ho guiskamanchou eured a joume gantho, ho dougen a reant ; doare o doa oll da veza eüruz.

Mignouned Charles a lavare etrezho : « Ar baotrez-se, savet var ar meaz, a vezo dallet pa lakai he zreid er gampr vraz, ni a rai eun abaden c’hoarzin divar he c’houst. » Hag ar roue, deut da zonj d’ezhan e doa lavaret Jeann : « Hoc’h anaout a rin, ha pa vefac’h kuzet etouez oll dud ho lez, » ar roue, guisket gant ar re zisterra, a ioa en em guzet etouez he vignouned.

Mes ar verc’h dizesk ne oue tam lenteat dirak kement all a dud a ioa oll ho daoulagad o para varnhi ; renet gant eun eal ha n’en em ziskoueze nemet dezhi, ez eaz var eün betek ar roue, ober a reaz d’ezhan ker brao reverans ha pa vije bet savet en eur maner kaer, hag e lavaraz gant he mouez dous : « Doue da rei d’eoc’h buez hir, va roue iaouank. » Souezet, Charles a glaskaz evelato deseo Jeann : « Setu aze ar roue, » emezhan en eur ziskouez eun duk guisket kaer dreist ar re all. — « En han’ Doue, eme ar plac’h iaouank, c’houi eo ar roue, ha n’eo ket eun all eo. »

Neuze ar roue ne glaskaz mui nac’h, goulenn a reaz diganthi pe hano e doa : « Roue iaouank, emezhi, Jeann eo va hano ; kemenn a ra d’eoc’h roue an env dreizhon e viot sakret ha kurunet e kear Reims, hag e viot letanant roue an envou a zo guir roue Frans. » Lavaret a reaz ouspenn d’ar roue e oa deut d’he zikour, e tlie savetei Orleans, ha goude ma vije bet kurunet ar roue, taoler an oll Zaozon er meaz euz ar Frans. « Roue iaouank, emezhi en eur achui, roit galloud d’in, hag ar vro a vezo diveac’hiet. »

Komzou Jeann a ieaz doun e kalon Charles. O veza ma lavare ar verc’h iaouank e doa traou da ziskleria d’ezhan e kuzul, e ieaz ganthi er penn huela euz ar gampr ; eno, epad eun heur benag, Jeann a gomzaz d’ezhan euz a draou braz hag a ioa choumet atao etre Doue hag ar roue ebken.

Pa oue achu an diviz etrezho, ar verc’h iaouank a ieaz kuit ; tal Charles a ioa laouen, sklerijennet. Lavaret a reaz d’he vignouned : « Dont a dle a berz an env, rak diskleriet e deuz d’in traou ha n’int anavezet nemet gant Doue. » Ha divezatoch, pa oa dija ar roue tost d’ar bez, e tiskuliaz d’eur mignoun unan euz a gomzou Jeann : « E kreiz va ankeniou, emezhan, araok ma oa deut ar verc’hez iaouank d’am c’haout, em boa difizians euz va guiriou. Ken izel e oan diskaret gant an enebourien, ken huel e oa savet roue Bro-Zaoz, ma sonjen ne oan ket marleze guir vab Charles VI. M’am bije bet guir var rouantelez Frans, perak ’ta e kollen atao gant roue Bro-Zaoz ? Ha va anken, va zrubuill a ioa ker braz ma lavarjon da Zoue, deiz gouel an Oll Zent euz ar bloaz 1428 : Doue Oll-C’halloudek, mar doun guir vab roue Frans, grit d’in beza mestr em rouantelez, pe da viana, grit ma c’hellin mont e savete pe er Spagn, pe er Skoss. » Ar beden-ze, klevet gant Doue ebken, ar beden-ze eo a oue diskleriet gant Jeann d’ar roue he-unan.

En despet d’al levenez a ziskouezaz ar roue goude m’en devoue komzet gant ar verc’hez iaouank, en despet d’ar merkou e doa roet e oa e guirionez digaset gant Doue, ar roue ne roaz dioc’htu galloud ebet d’ezhi : aon en doa c’hoaz da veza desevet. Gourc’hemen a reaz da hiniennou euz an dud a lez hag euz an dud a iliz taoler evez mad outhi, hag evit kaout muioc’h a sklerijen, ez eaz ganthi da gaout kuzulerien Poitiers. Er gear-ze eo e oa, d’ar mareze, ar guizieka tud a lezen, ar furra doktored a du gant Charles VI, eno e oa al lez-varn huela.

Epad m’her bleniet varzu ar gear-ze, Jeann a lavaraz : « Gouzout a ran e vezin nec’het eno, mes Doue am zikouro. Deomp ’ta, en han’ Doue ! » Choum a reaz eno eun teir zizun benag, evit respount da c’houlennou an doktored guiziek a oa kuzulerien braz ar roue evit ar Frans a bez.

Goad Jeann a vervaz epad an teir zizun-ze. C’hoant e doa da labourat var an dachen vrezel, lavaret a rea an amzer ma choumaz e Poitiers a ioa amzer gollet, mes ar roue a felle d’ezhan e vefe choumet eno eur pennad. Lakât eur plac’h iaouank e penn eun arme a ioa eun dra euz ar re vrasa, ha gouzout a rea pegement a c’hoarz a vije bet savet divar he goust ma ne oa ar verc’hez iaouank nemet eur gaouiadez. Ha setu perak Jeann a joumaz, en despet d’ezhi, eun nebeudik sizuniou e Poitiers.


————