Mont d’an endalc’had

Buez Jeann d’Arc/Kentel 06

Eus Wikimammenn





C’HOUEC’HVED KENTEL


Jeann e Vaucouleurs adarre. Hiniennou a gred. He Moueziou a gendalc’h : « Mont a dleez » Ar Zaozon treac’h er Franz. Jeann, guisket e goaz, a ia en hent gant asant Baudricourt.


En dro-ma, ar c’habiten a joumaz ken diskred hag er vech kenta, setu ma ’z eaz Durand d’ar gear ; Jeann evelato a joumaz e Vaucouleurs, e ti greg eur c’halvez, kristenez vad evel he fried. Ar plac’h iaouank a zikouraz eno, hervez he galloud, an dud a galon o doa roet dor zigor d’ezhi : mont a rea, eur vech er mare, da gaout Baudricourt, diskleria rea d’ezhan ha d’he offiserien ar vall e doa da vont er Frans. Komzou Jeann a ioa ker bividik, ma teuaz hiniennou euz a dud ar c’habiten da drei ganthi a nebeudou.

« Perak, eme d’ezhi eun devez eun dijentil kalonek, emaoc’h-hu ama c’hoaz ? Daoust ha red e vezo d’eomp beza oll Saozon ? » Jeann a respountaz, tenval he fenn : « Deut oun d’ar c’hastel-ma evit goulenn tud da vont ganen da gaout ar roue iaouank, mes ar c’habiten, siouaz ! ne ra van ouz va c’hlevet. Ha goulskoude, red eo ma ’z afen en hent araok hanter ar c’horaiz, ha mont a rin. N’euz den var an douar, na roue, na duk, na merc’h roue ebet hag a c’helfe savetei ar vro ; n’euz nemedon. Ha goulskoude, guell e vefe ganen choum da neza e kichen va mam eget mont dre ar vro. N’eo ket en em ganna eo a garan, mes pa ’z eo guir e fell d’an Aotrou, eo red d’in senti. — Ha piou eo hoc’h Aotrou ? eme an dijentil. — Doue, emezhi. — Ha peveur eo guella ganeoc’h diblas ? — Hirio, kentoc’h eget varc’hoaz, eme ar verc’hez iaouank, ha varc’hoaz kentoc’h eget divezatoc’h. — Gant an dillad oc’h euz ? eme hen. — Va Moueziou a lavar d’in e rankin kemeret dillad goaz, hen ober a rin a galon vad. »

An dijentil-ze, o kredi e oa e guirionez kenteliet Jeann gant kannadet Doue, a roaz d’ezhi dillad unan euz he zervicherien ; mes tud Vaucouleurs, pa glevjont kement-se, a roaz d’ezhi eur guiskamant brezel euz ar re vella. Entent a reant ervad e tlie ar verc’hez iaouank, da zonjal beva etouez soudardet, hag en em viret glan, dougen he-unan dillad goaz.

Eun dijentil all, goude beza poezet mad komzou ar verc’hez iaouank, a zavaz ganthi, hag a boaniaz da zifenn he lavarou dirak an dud a vrezel a ioa en dro da Robert de Baudricourt. Fizians en doa ennhi.

Ar vrezellerien, en amzer-ze, a zouge eur guiskamant houarn pe zir hanvet stern pe harnez : seul pinvidikoc’h e veze an den, seul velloc’h e veze he harnez. Var benn an den a vrezel e veze eun tok houarn ; var he beultrin, eur porpant houarn ; var he zivreac’h, he ziouskoaz, he zivesker, houarn c’hoaz, houarn atao. He vreac’h kleiz a zouge peurliesa eur skoued houarn evit difenn guelloc’h c’hoaz ar beultrin, ar vreac’h deo a zouge ar goaf pe lans da skei var an enebourien, an daouarn zoken a veze klozet e manegou houarn.

Ma ne vije bet goask ebet etre oll dammou ar stern, ar brezeller a vije choumet eb an disterra aon ; dastumet en he viskamant evel eur velfeden en he c’hrogen, ne vefe bet morse tizet na gant al lans, na gant ar birou. Mes neuze ive n’en defe ket gellet skei, hag eun den ha ne sko ket, n’eo ket eur brezeller. Goaskou bian a ioa eta ama hag ahont er guiskamant ; hag ar brezeller, he zillad dir pounner en dro d’ezhan, eul lans hir en he zourn, eur c’hleze lemm oc’h he gostez, a glaske sanka beg he lans e goaskou harnez eun enebour, epad ma lakea evez gant aon ne vefe tizet he-unan.

Ma oa dishenvel guiskamant ar zoudardet en amzer-ze dioc’h ar re a zo hirio, an doare da ober brezel a ioa ken dishenvel all. Evel m’eo bet lavaret en eil kentel, ne oa ket goall bell c’hoaz abaoue ma oa anavezet ar poultr, nebeut a ganoliou a velet var an tachennou emgann, nebeut a dud a veze lazet, evit c’hoaz gant ar bouliji kanol ; ne oa hano ebet euz ar fuzuillou. Tud an arme, d’ar mare-ze, a veze rannet e daou rum : ar voaregerien (archers) hag ar goaferien (armés de lances). Ar voaregerien en em ganne a bell ; stigna reant ho benvek brezel, hag ho birou a iea en eur zutal etouez an enebourien, ne lazent ket, peurliesa, nemeur a dud. P’o deveze taolet eun nebeut birou, ar varc’heien hag ar goaferien all, a iea d’ho zro d’ar stokad. E kichen pep marc’hek e veze eun dornad tud e tro d’he zikour ha d’he zifenn.

Eur guiskamant dir tempset mad a zave eta kalz eun den en amzer-ze, ha setu perak tud Vaucouleurs a reaz ober da Jeann unan euz an dibab. Fizians o doa er plac’h iaouank : ar re vraz a joum peurliesa pell amzer da boueza an traou, an dud dister a gred buan : hi a grede e oa Jeann digaset gant Doue.

Ha penaoz n’o defe ket kredet ? Jeann a ioa ken izel a galoun, ken devot ! Mont a rea aliez da govez ha da gommunia, mes ma pede kalonek en iliz, ne joume ket dibreder en ti ; eno, koulz hag er gear, al labour a iea en dro ganthi. Kenteliet eb ehan gant he Moueziou, ar verc’hez iaouank a ’z ea aliesa ma c’helle da gaout Baudricourt. Eun devez, d’an 12 a viz c’houevreur 1429, e lavaraz d’ezhan : « En han’ Doue, re a zale a lakit d’am hencha varzu ar roue iaouank. Hirio he zoudardet a zo bet kannet e kichen Orleans, ha brasoc’h drouk c’hoaz a c’helfe en em gaout ganthan, ma n’am c’hasit dizale varzu ennhan. »

Ar c’habiten, nec’het eun nebeut amzer a ioa o velet e oa troet hiniennou euz he dud gant Jeann, a oue nec’hetoc’h eget biskoaz o klevet ar c’helou-ze. Goulenn a reaz digant an Aotrou Person lavaret pedennou an Iliz var ar verc’hez iaouank da velet ha ne vije ket dindan galloud an diaoul. Hi a vousc’hoarzaz pa reaz an Aotrou Person, he stol ganthan, ar pedennou-ze varnhi ; da c’houde e lavaraz var he fouezik d’ar beleg : « Ne dliac’h ket, Aotrou Person, ober eur seurt tra d’in evelato, pa ’z eo guir oun bet meur a vech o koves ganeoch. Gouzout a rit aoualc’h eo mad va fenn, a drugare Doue. »

Prest goude, ar roue a skrivaz d’he oll gabitened, da c’houlenn sikour digantho. Ar roue, var a greder, a zisklerie el lizer-ze o doa kollet soudardet Frans gant ar Zaozon e kichen Orleans, en devez m’e doa diskleriet Jeann. Neuze Robert de Baudricourt ne argilaz mui. Rei a reaz he-unan eur c’hleze d’ar verc’hez iaouank, kemenn a reaz da zaou zijentil gant bep a zervicher ha daou zoudard all, mont ganthi evit he difenn. Hi e doa guisket an dillad a ioa bet prenet d’ezhi gant tud vad kear, pignat a reaz var eur marc’h roet dezhi gant he eontr Durand, ha paet ganthan var dro dek lur ha seiz-ugent ; pa zaludaz divar he loen ar c’habiten de Baudricourt, hema a lavaraz : « Kea ’ta, kea ; ha brema ra vezo great bolontez Doue ! »

Tud Vaucouleurs, deut oll da velet ar plac’h iouank o tiblas, a c’houlenne bennoz an Aotrou Doue var he beach ; lavaret a reant : « Ra blijo gant an Aotrou savetei hor bro diskaret ha kaset da netra, debret gant ar Zaozon. »

D’an 23 a viz c’houevreur 1429, dioc’h ar pardaez, eo e lavaraz Jeann kenavezo da Vaucouleurs ; sonjal a rea, dre ma ’zea, e komzou diveza Baudricourt : « Kea, da volontez Doue ! »