Buez Jeann d’Arc/Kentel 05

Eus Wikimammenn





PEMPED KENTEL


Jeann hag he eontr Durand Laxart. Robert de Baudricourt, gouarner Vaucouleurs n’ho selaou ket. Moueziou Jeann a ra dezhi kuitât ar gear eb lavaret kenavezo d’he zud.


O veza ma ne grede diskleria netra d’he zud er gear, hag evit kaout eur goaz da vont ganthi betek Vaucouleurs, Jeann a ’z eaz da dremen eiz dez da di eun eôntr d’ezhi, Durand Laxart ; den fur ha leun a garantez evit he vro, ar Frans. Ar verc’hez iaouank a lavaraz da Zurand perak e oa deut betek ennhan. « Me fell d’in, emezhi, guelet ar roue iaouank hag he hencha betek Reims : eno e vezo kurunet. »

Souezet braz o klevet kement all, an eontr a joumaz eur pennad da zellet ouz he nizez : kalz soujezonou a ruille hag a ziruille en he benn. « Eun dra ziez da ober eo ? » emezhan. — « Oh ! eme Jeann, pell braz so ez euz kaoz etouez ar gristenien e vezo kollet ar Frans gant eur vaouez, hag e vezo saveteat gant eur plac’h iaouank. — Guir eo kement-se, eme Laxart, mes n’eo ket eaz trec’hi ar Zaozon, ha kuruna ar Roue. — Doue am galv, eme Jeann. — Ne vez ket guelet bemdez, eme Zurand, eur verc’h o ren soudardet. » Mes Jeann a boaniaz kement var he eontr, he c’homzou a ioa ken entanet, ma lavaraz erfin : « Ma ! mont a raimp neuze da Vaucouleurs. »

Mont a rejont var dro hanter vae euz ar bloaz 1428. Robert de Baudricourt, kabiten kastell Vaucouleurs, a oue souezet pa velaz dirazhan an tiek paour-ze, deut da gomz d’ezhan euz a lavarou eur plac’h iaouank. « Va nizez, eme Zurand, deut e kear ganen, ne deuz ho kuelet morse, mes gant sikour he Moueziou ec’h anavezo ac’hanoc’h etouez ho soudardet. » Mes pa lavaraz Durand petra c’houlenne Jeann, pa reaz kaoz euz ar zoudardet da ren d’an emgann, euz ar Roue da guruna e Reims, Robert a oue goapaüz : « Eur plac’h hanter-fur, ha netra ken, e tle beza ar verc’h-se. »

Jehann a deuaz, anaout a reaz ar c’habiten etouez he dud, ha lavaret a reaz d’ezhan huel ha freaz : « Dont a ran a berz va Autrou, evit ma kemennoc’h d’ar roue iaouank ne dle ket en em ganna brema gant ar Zaozon, rak Doue her sikouro araok hanter ar c’horaiz a zeu. » Souezet maro, ar c’habiten a zelle ouz ar verc’hez iaouank. Neuze Jeann a gendalc’haz : « Va Aotrou a fell d’ezhan e vije kurunet ar roue iaouank hag a roio d’ezhan ar Frans da ren ; sevel a rai en despet d’he enebourien, ha me, Jeann, eo a dle hencha anezhan. »

Robert a zonje : « Houma a zo kollet aoualc’h he fenn ganthi » hag e c’houlennaz en eur c’hoarzin : « Ha piou eo da Aotrou ? — Roue an env, » emezhi. Neuze ar c’habiten a hejaz he ziouskoaz : « Ho nizez a zo sot, emezhan da Zurand, kasit-hi en dro d’he zud ? goude beza roet eur stavad benag d’ezhi, » hag e reaz d’ezho mont kuit. Eontr ha nizez a zistroaz pep hini d’he di : hen tenval he benn, rak nec’het oa ; hi seder, abalamour he Moueziou o doa lavaret d’ezhi araok : « Ne vezi ket selaouet en dro genta. »

An nep a zo galvet gant Doue d’ober eul labour braz evit he c’hloar, a dle da genta, dalc’hmad, dougen eur groaz benag, rak var ar groaz eo e vez diazezet oberou Doue.

Er gear, Jeann en em roaz d’al labour, mes he spered a nije aliez-aliez pell dioc’h Domremy, sonjal a rea er Frans rivinet. He Moueziou a zisklerie d’ezhi ar freuz braz a rea ar Zaozon : « Treac’h oant da zoudardet Charles er Flandr, en Normandi, er Champagn ha tro var dro da Baris ; evit peurziskar ar roue guirion o doa kelc’het Orleans, krenva kear a ioa chomet a du ganthan. Pa vije ar Zaozon mistri Orleans, eme ar Moueziou, ne vije na kear, na kastel, na kabiten, nag arme goest da herzel outho ; bro Frans a bez a dlie koueza eb dale etre ho daouarn. Hag ar c’helc’h a vouge Orleans a strisea bemdez. » Jeann, glac’haret oll o klevet kement-se, trubuillet o sonjal e oa hi, hag hi ebken a dlie savetei ar Frans, Jeann a joume e Domremy en despet d’ezhi.

Eun devez, kennerzet gant he Moueziou, e reaz da Zurand Laxart goulenn ma ’z afe a nevez davithan evit eun nebeut amzer. Lavaret a rea en he c’halon : « Red eo d’in diblas. Ha p’am befe kant tad ha kant mam, ha pa vefen merc’h eur roue, ha pa vefe red d’in uza va divesker betek pennou va daoulin, eo red mad d’in mont da zikour ar roue iaouank. »

He Moueziou a lavare d’ezhi : « Er veich-ma ne deui ket en dro. » Oh ! gant pebez rann-galon e sellaz ouz Domremy ; na peger santel e kavaz an iliz el leac’h m’e doa pedet ker kalonek, el leac’h m’e doa resevet gras kaer ar vadiziant ha great he fask kenta ; pegen truezuz e sellaz ouz ti he zud, an ti benniget-se m’oa bet ganet ha savet ennhan, an ti-ze ker koant gant eul liorz leun a vokedou tro var dro d’ezhan. Ha pa bare he daoulagad varnhan, e sonje pegen eaz e oa labourat dindan lagad eun tad, eur vam garet, peger c’houek e oa ar vuez, pegen dudiuz ar c’haozeadennou pa vezet bodet en dro d’an daol pe en dro d’an tan. Hag e sonje : « O tad karet, mam dener, breudeur karantezuz, ho kuitât a rankan ; siouaz ! red eo d’in kreski c’hoaz ho poan o vont kuit evel eur verc’h fallakr, eur verc’h digalon, eb lavaret kenavezo da vad, eb goulenn bennoz va zud : va Moueziou her gourc’hemen. Oh ! na peger goasket eo va c’halon hirio ! Mes galvet oun gant Doue, Hen eo ar mestr, deomp ! »

Pokat a reaz d’he zud gant teneredigez, en eur voustra evelato var he c’halon, gant aon ne vije dirollet da vouela forz. Da c’houde, e krogaz en he fakadik dillad, hag ez eaz er meaz euz an ti gant Durand, eb lavaret da beleac’h e zea.

Pa dremenaz dirak ti Venjett, e reaz eul lam ebarz ; an diou verc’h en em vriataz gant karantez, ha Jeann a rankaz ober eur frapp krenn da c’hellout mont kuit : « Kenavezo, emezhi da Venjett, bez da Zoue atao. » Ne gredaz ket mont betek ti Hauviet, he c’halon a venne mont bian. Bale a reaz da heul he eontr Laxart betek he gear dezhan, ac’hano ez ejont ho daou da Vaucouleurs.