Bloaves mad

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 231)



BLOAVEZ MAD


————


Koz ha yaouank, kuitibunan,
Bloavez mad deoc’h a reketan.
Dillad didoul var ho tiskoaz,
Labour didor, iod silet poaz,
Kerc’h ha guiniz leiz an irc’hier
Kaol ha panez e’r parkeier,
Krampoez lardet a gorfajou,
Kig ha farz a grabanajou ;
Aman melen leiz ar ribot.
Da gousket bep a vele blod ;
Eul loum guin ardant d’ar goazet
Eun tassad kafe d’ar merc’hed,
Hed ar vuez kaloun laouen
Hag e’n Env, bep a gurunen.


————