Respount da Hirvoudou ar Barz

Eus Wikimammenn
Mont da : merdeiñ, klask
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 225)



RESPOUNT DA HIRVOUDOU ’R BARZ


————


. . . . . . . . . . . . . . . .
Sioul an avel, plean ar mor,
Eul lestrik e c’houeliou digor,
A red dizamm var gein an dour.
Salo bagik ar Pesketour !
. . . . . . . . . . . . . . . .
Rak-se eta, na welomp ket :
An dizurz a vo chadennet ; oh ! ia
Ma rank ar Pap lenva hirio,
Pa deui varc’hoaz, hen a c'hoarzo !…
Per, a zo mean ha mean kalet ;
He skei ’rear, mez ne fraillo ket.
Nag a bet, araog rei daou dol
A dorro, var-n-han, ho morzol.


————