Kanaouen an Alc’hueder

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 235)



KANAOUEN AN ALC’HUEDER


————


Sant Per, digor d’in,
Biken mui na bec’hin.
Digor ’ta, digor,
Digor d’in da zor ;
Kemer truez ouzin
Pe va gouzoug a dorrin ;
Sell an douar pegen izel
Ha me pe gen huel !
Bouzar oud ?
Pe ne d’oud ?
Mouzad a rez,
Hag e rez ?
Mad, Per, gra da benn,
Me ’zo vont da ziskenn,
Hag adarre e pec’hin.
Hag e rin, rin, rin …


————