Deut an newe amzer, var douar hon bro,
Nag a vleun a ziwan, dre-oll, war eun dro !
Bleun koant o tispaskan o fen ’kreiz an de,
Hag o steredenni betek noz goude.
Bleun dister da welet, kuzet an draouien,
A ro, d’an tremener, c’houez-vat o helen.
Bleun gwen a guntuilher, pa ve deut miz mae,
’Wit kempen d’ar Werc’hez eun tron en tïe !
Bleun hag a ro ive dorn ar garante
’Wit laret d’eur mignon : Bez sonj diouzin me !
Bleun seder ’hed an dour, ’kreiz ar prajeier,
Diskaret didrue p’aru ar falc’her !
Bleun hadet niverus gant Doue en Breiz,
Skeuden an ineo, gwir fe en o c’hreiz !
Heol ar Relijion ’ra diwan bopret,
En tiegezo Breiz, bleun dispar meurbet !
Tado, mammo kristen, aketus bemde,
Da viret pen-da-ben lezenno Doue !
Ineo a blij d’ê chom dalc’hmad kuzet,
A vew evel Ele, pell diouz trouz ar bed !
Tud yaouank ’n o c’halon ar vertu dispar,
Kaeroc’h kalz ’wit ar bleun ’dispak an douar !
Ineo dibabet ’wit ’n em rei, eun de,
En-kreiz o yaouankiz, a grenn da Zoue !
En o c’hichen re-all a heuilh ar roujo
’Lec’h o deve kerzet, ’n o rôk, o zado !
En-kreiz o yaouankiz, ineo daro,
Diskaret didrue gant falc’h ar maro !
O Breiz, o bro garet, chom c’hoaz an douar
’Lech e tiwano kalz, kalz a vleun dispar.
’Lec’h e c’hallo an den dibab, ’n eur dremen,
Bleun koant, c’houez-vat gante ha gant o helen,
Elec’h ’c’hallo Doue, ewit e Iliz,
Dibab kalono aour chomet stank en Breiz.
|