Mont d’an endalc’had

Bilzig hag ar valtouterien

Eus Wikimammenn
Ad. Le Goaziou, leorier, 1925  (p. 69-72)



XI


Bilzig hag ar Valtouterien


Bilzig ’ta, e-pad ar goanv, a rede an ôchou ha tra pe dra e tioche. Droug er valtouterien o redek war e lerc’h.

Eur wech, entre doub-de ha doub-noz, goude eun tôl-amzer, Bilzig a oa o furchal kerreg an enezenn : rust a oa ar mor. Seblantout a eure d’ean, en mesk inoenn [1] an tarziou-mor, gwelet punseou o tont d’an daze. D’ar red e teuas da gaout Jarlig koz, hen ive o vesa ar mor, kuzet a-drenv eur garreg, war lein an enezenn.

Na padal ma klevas e oa punse war an ôd, ha Jarlig kerkent hag ar pôtr en daze.

— Barrikennou didalet, gwin a oa enne ! eme ar pôtr koz. Daoust ha ne gavfomp-ni ket unan, unanik hepken en he fez ?…

Ha gant beg e deod e lipe e vuzell, tronsal a rê e fri.

— Gwin, pôtr, gwin !… Klaskomp en eur c’hogn bennak… Marteze…

— Jarlig ! Jarlig !… unan… aman !…

— Petra ’vo grêt ?… N’omp ket evit he zenna ac’han !…

— Hag ar valtouterien ?…

— Ar valtouterien ?… eme Jarlig koz. Ah ! ya, ar valtouterien !… Kê, ha d’ar red, dindan beg ar Roc’h-Vran. Eno e ri eun tammig tantad gant lann ha raden sec’h…

— Eun tantad, Jarlig ?

— Ya, pôtr, hag hast affo, ha ken buan all an distro.

Bilzig, sounnet dirag an den koz :

— Eun tantad ! ober tan !…

— Ken divaoue-ze ’out deut da vea, te ?… Hag ar valtouterien !… Buan ha buan ec’h afont da domma… ah ! ah !… du-hont, d’an tantad, ha da lavaret o fedennou, hag, o-pad an amzer-ze, ni… ar gwin…

Hag ar pôtr d’ar red, a-dreuz an ôd, da veg ar Roc’h-Vran.

Jarlig koz, daoust d’e gozni, n’oa ket hualet. Bet eo beteg e di e-unan hag hini, Izabel, hag o zri, Jarlig, Jobig e verc’h hag Izabel gant peb a varaz, ha d’an enezenn.

Ac’hane, pa errujont, e weljont an tantad.

— Eun tantad ? eme Izabel.

— Ar valtouterien a zo du-hont o tomma, a respontas Jarlig, ha Bilzig ne zaleo ket.

Toullet ar varrikenn gant eur wimeled, leuniet ar barazou.

— Arabad eo d’emp ober re a drouz evelkent ! eme Jarlig… Met setu Bilzig…

Ha peb a varazad win war o fenn hag int d’ar gêr, maltoutier ebet n’o deus kavet war o hent : aet e oant, ha d’ar red, da welet an tantad…

Antronoz vintin, n’oa brud dre ar bourk nemet eus tantad beg ar Roc’h-Vran, hag eus ar barrikennou gwin didalet, kavet war an ôd, en-dro d’an enezenn. Tre ar mor, en izelvor, leun a dud o redek an ôchou ; an darnvuia a oa en-dro d’an enezenn ha da veg ar c’hastell, pep-hini o klask tafea ar gwin.

Ar valtouterien gant o fuzuliou, o sabrinier, o fistolennou, a dôle evez mat.

Eun toulladig martoloded a gavas, en gaolienn eur garreg, eur varrikenn en he fez. Hag int a dôliou mein d’he zidala. Galvet o deus ar re a oa en o c’hichen da gemer o feurz er varrikenn. Gwazed ha merc’hed hag all, gant o boutou koad, ha da eva ! da eva !… Grêt o deus, kement ha ker bihan, ken ma en em unanas en-dro d’ar varrikenn eun toullad mat a dud, ha pep-hini an neus bet e voutezad gwin.

Ar valtouterien a goueas war an tôl : digemeret mat int bet, difrêzet, leshanvet : « Didalve ! chaj gourlenn ! » Ha pep-hini evelkent en eur youc’hal, a eve, eve. Ha boutez pe voutez ac’h ê atao er varrikenn.

Gallet o deus evelkent, ar valtouterien, gant kalz a boan, lakaat ar gwin da redek. Neuze ho pije bet klevet kaera jolori ha jabadao a zo bet biskoaz klevet, en Breiz-Izel, entre Montroulez ha Lannuon. Bea ’oa eno marvad, daou pe dri c’hant den, gwazed, merc’hed, kanfarted, trefuet, trelatet o fenn, hanter-veo pe veo darn anê, hag a grie, a youc’he, a sutelle en-dro d’ar valtouterien. An arvest-ze en em zirolle en mesk ar gerreg, a-us d’an tôliou mor a deue da frega dindan o zreid :

— Chaj gourlenn ! loened louz ! amprefaned !…

Ha padal na dreist trouz ar jolori, kroz an tarziou mor er c’haoliennou hir, setu e sav eur vouezig sklêr diwar kern uhela beg ar c’hastell. Pep-hini a anavee an ton hag ive ar zon, zon Brigadier ar maltoutier.

War beg ar garreg, Bilzig hag eun toullad pôtred ha pôtrezed a gane ar c’han, ar wazed hag ar merc’hed, d’an traon adalek beg ar c’hastell beteg an enezenn, a ziskane. Piou an nevoa grêt ar ouidell-ze ? Piou ? tamall a red anei da Jarlig koz.

Ar zonig-ze a oa bet grêt da vrigadier ar valtouterien, eur C’hernevad kajus [2] ha kilhenn.

Evurus eo bet, ma teuas ar person hag ar c’hure war an ôd, da ober an disparti entre ar vartoloded hag ar valtouterien ; panevert da ze, na petra a vije bet c’hoarveet eno !

Eun nebeut goude, ar peoc’h a renas adarre er bourk. Met ar valtouterien, pôtred lemm, daoust ha marteze abalamour d’o didalvoudegez, o devoa dalc’het evor eus arvest ar gwin. A-nebeudou o deus dizoloet an doare, penôs Bilzig an nevoa kavet ar varrikenn win, penôs an nevoa grêt tantad beg ar Roc’h-Vran, ha penôs Jarlig koz hag e verc’h, Izabel ha Bilzig o devoa diochet ar gwin punse. Re diweat ! evet ar gwin.

— N’eus forz ! me ’gavo d’ê o marchou, a lavare ar brigadier, d’in-me e paefont ar gwin hag ar zon. Me a raio d’ê o boutou !…

— Brigadier, eme Jarlig koz, eun devez, pell goude, ma kleve anean o toui Doue penôs Bilzig hag hen, Jarlig koz, ac’h aje o-daou d’ar galeou — Brigadier, ho leou-douejou ne dalveont ket kalz a dra. Evidon-me forz ne roan ac’hanoc’h, ha fê a vefe ganen diskouez penôs eur zonig ken dister he deus tiet ac’hanoc’h. Ha m’an neus Bilzig evet eur werennad gwin Bourdel (ha digech mat a ran va giriou), m’an neus Bilzig evet eur bannac’h gwin, ar gwin-ze an neus grêt vad d’e galon, da galon eur paour kêz kristen, muioc’h a vad eget an hini ho peus skuilhet ha lakaet da redek ha da goll er mor. Da biou hennez an neus skleraet e lagad, tommet e galon ha sederaet e spered ?

Abaoe, Bilzig, hag a dost, a zo bet heuliet gant ar valtouterien. Met heman n’oa ket eun diod, skanv meurbet a oa e dreid, ha piou ac’hanoc’h a nivero an troiou goullo an neus grêt d’ê pilpazat war an torrochou.

Gargam, eus e du, a ziwalle ha piz gedon e otrou : karet an nije bet ive kregi en skouarn ar pôtr.

Ha Bilzig ac’h ê d’e higennou, da bunseal ; sutellat a rê d’ar valtouterien ton kantik ar Baradoz, difrêzal a rê Gargam. Kroc’hen kurunou ! Eur pôtr ral Bilzig pa lavaran d’ec’h !

  1. Inoenn, écume.
  2. Kajus, grignous.