Mont d’an endalc’had

Bilzig ha Pipi

Eus Wikimammenn
Ad. Le Goaziou, leorier, 1925  (p. 73-75)



XII


Bilzig ha Pipi


Ped gwech ive an nevoa klasket an tu da dapout Pipi, ki ar presbital ? met Pipi a oa glorus an tamm anean. Klevet ’ta : ki an ôtrou person !… Ha ne vije ket gwelet bemde o redek dre ar bourk… Met eur c’hi, n’eus forz pegen c’houizigell [1] d’ean da vea, n’eo evelkent nemet eur c’hi, deut eur zorc’henn bennak d’ean, evel ar re all, heman ne wele ket pelloc’h ha beg e fri.

Kiez ar Brigadier a oa en rud : deut eun heugenn da Bipi da vont da giesa.

Digor dor ar presbital, Pipi a dennas gantan e dreid er-mêz an ti, hag hen e hent.

Ar bôtred, kanfarted drouk, evel m’eman gante ar c’hiz en pep bro, a dôliou mein a rede war-lerc’h ar giez hag ar chaj. Hag ar vein a frone en-dro d’ê hag a-wechou war o c’hroc’hen.

Keun da Bipi dirag eun hevelep arvest da vea kuitaet e brespital. Netra evitan da deskaoua war an dachenn-ma. En-dro d’ar giez e rode, e rede, e lamme, e harze, e kroze hag a skrigne o dent pôtred divergont meurbet, chaj gouez hir ha lemm o dent, hag evit eur c’houezadennig an nevoa tafeet deus ar giez !… Kizidik Pipi, kosaat a rê. Ha m’an nije bet goueet !… eun tamm kiez fall… Nemet eun diot ne oa… Ha petra a lavaro an ôtrou person hag ar garabasenn ?… Mont da giesa !… Mont da giesa !… Distrei a raio war e c’hiz d’ar gêr, absolvenn e bec’hed e c’houlenno digant ar garabasenn…

Keit ha ma wente, en e spered a gi, an holl mennoziou-fur-ze, ar vugale a dostaas goustadik outan. Eun tôl men da Bipi. spontet ha dre e spont Pipi ac’h ês da glask repu en kraou moc’h Per ar C’ham. Tiet ! Tiet, Pipi ! Petra ’vo grêt dioutan ? Eur goz kastolorenn doull a oa war ar bern teil.

— Stagomp anei d’ean ouz e lost ! eme Bilzig.

Bilzig a stagas, ha start, m’hen assur d’ec’h, gant eun tamm neud gouel, ar gastolorenn ouz lost Pipi… Kizidik c’hoaz, ar paour kêz lost, abaoe ma oa bet darbet d’ei bea bet friket gant boutez koad Jojo.

Hast gant Pipi da zilezel e graou ha da bellaat diouz ar ganfarted.

— Er-mêz, koz ki !… er-mêz !…

Eun tôl baz d’ean war e gein, er-mêz ! Eun tôl troad d’ean en e reor ha dindan skrijadennou ar bôtred… Houp ! eul lamm hag hen war an hent. Tennet a boan ! Evurus !… Met petra, petra ? Drign ! drign ! baon ! baon ! ar gastolorenn a lamm war e lerc’h, eus an eil men d’egile. Ha Pipi da redek. Houp ! houp ! met ar gastolorenn daonet, krog en e lost, ne zistage ket. Houp ! houp ! d’an daoulamm-ru hag ar vugale war e lerc’h o youc’hal. Ar vein a fron en-dro d’ean. Buan, buanoc’h c’hoaz !… Pipi diot-nay… Pelec’h ec’h a ?… Drign ! drign !

— Hu ! hu ! Pipi… a grie ar bôtred, Bilzig er penn kenta.

E deod, eun troatad er-mêz e c’hinou, e lost dinerzet a-rez an douar, Pipi ac’h ê, hag atao war e lerc’h ar gastolorenn. Kement ha ker bihan ken abarz an divez, ar paour kêz ki a goueas, kastolorenn hag all, en toull dor ar presbital. Eno ar garabasenn a gavas anean hanter-varo, d’an abardae a-rôk koan.

Pecherou a zo bet grêt da Bipi, ha gant ar garabasenn ha gant an ôtrou person. Paour kêz Pipi !… Goustadik, goustadik, ar gastolorenn a zo bet distaget : kignet ha dirusklet beg lost Pipi. Paour kêz Pipi !… Prederiet mat eo bet gant e vestr, ha, dreist-holl, gant e vestrez. Yac’haet ar pôtr, dionet [2] evit atao ? evit eur pennad da vihana da vont da giesa… Eur gentel vat ha talvoudek da Bipi rak n’eus diskamant gwelloc’h eget an hini a ve roet d’emp hag a zigemeromp, met, klevet ’ta, diwar hon c’houst hon-unan.

Abaoe Pipi a zelle a-dreuz ouz ar bôtred, grognal, harzal a rê oute ; ha pa wele Bilzig ! pa vije gant ar garabasenn, neuze e c’hrogne, neuze e harze, tre ma c’halle ; pa vije e-unan, avad, e lost entre e ziouhar, e rede, aon d’ean, rak an tôl-mein a gleve o fronal en-dro d’e ziouskouarn.

Eun tamm enklask a eure an ôtrou person, hag e teuas da c’hoût penôs ar vugale o devoa, war ar c’hi, roet o absolvenn d’an ôtrou person, evit e rustoni en o c’hever. Hag ive, marvad evit paea d’ean ar per, ar c’hastrilhez, ar spezard o devoa d’ean debret en devez o laeronsi.

Na piou tamall ? Bilzig ? Heman, gwir eo, an nevoa staget ar gastolorenn, met holl ganfarted ar bourk o devoa o feurz en droïdell grêt da Bipi.

— Peoc’h ! peoc’h ! a vousgomze an ôtrou person, pa lavare d’ean e garabasenn penôs e oa red skourjeza a neve ar bôtred.

Seder na laouen ne oa ket evelkent an ôtrou person.

— Koz kanfarted ! kredi ober droug da gi an ôtrou person !… Tregeriz !… Tregeriz !… Ha Bilzig ?… Bilzig !…

  1. C’houizigell, orgueilleux, vaniteux.
  2. Sevré.