Mont d’an endalc’had

Bilzig ha kazeg ar barner

Eus Wikimammenn
Ad. Le Goaziou, leorier, 1925  (p. 76-80)



XIII


Bilzig ha kazeg ar barner


Imoriek [1] ’ta e oa ar pôtr ha dalc’het an nevoa c’hoaz war e bensou blaz gwialenn ar Barner ; biskoaz evelkent en e empenn n’an nevoa bet siket penôs, eun devez, e c’hallje, hen paour kêz reuzeudik, restôli d’ar barner an derou mat, bet digantan, pe war e c’hourc’hemenn, er zal vras ar presbital.

Ar barner a oa eun ôtrou ha n’oa ket brao delc’her penn outan. Gwir eo, pa deue d’ar bourk, peurliesa, pa zave gant ar c’hra, an hent ne vije ket re ledan evitan. Petra fôt d’ec’h ? Pep-hini ac’hanomp an neus e si ! Hini ar barner ?… eur bannac’h a gare, eur bannac’hig gwin-ardant.

— Eun dakadennig, Mari-Janig, a lavare an ôtrou barner d’an ostizez, eun dakadenn !…

Trelatet eun tammig penn an ôtrou barner, neuze pa gave eur martolod koz bennak :

— Na kemer a rafes-te eur bannac’hig, Fanch ?

— Evelkent, ôtrou barner.

— Peb a dakadennig d’emp, Mari-Janig.

Nebeut goude, e vije gwelet en-dro d’ar barner, pemp pe c’houec’h pôtr koz.

— Eun dakenn, Mari-Janig !…

Hag an ôtrou barner evurus, evurus, hanter-veo, ma vije skanv a spered, gwall bounner e vije a dreid, ha teo e deod. Ha peurvuia ive, pôtred ar bourk, Bilzig er penn kenta, a vije oc’h e c’hedal, hag, en eur gana, ec’h ênt da ambroug anean betek Kroaz Pennenez :

Kerjantjili barvek wenn,
Galochou bras, porpant lien.

Eun dervez ’ta, ar barner a deuas d’ar bourk. D’ober petra ? Ze na zell kel ouzoc’h, na kennebeut ouzon-me. Dont a eure d’ar bourk, ha war varc’h, war gazeg e dlejen lavaret. E varc’h (e jao a lavarje eur bloc’hig) a oa eta eur gazeg, Bidoullig he hano, eur gazeg wenn, koz douar. Staga a eure ar barner e gazeg e marchosi Mari-Janig, eva a eure eur bannac’hig, hag hen d’ober e vennad.

Ar vugale a zo klufan, ken klufan hag ar merc’hed ; ar barner, aet en e hent, setu int er marchosi. Gliz a rê. Hag int da zellet ouz ar gazeg ; gwelet koulskoude o devoa bet Bidoullig meur a gant gwech. Bilzig a oa, evel ma oa dleet, en o zouez. Ha penôs… (Piou hen lavaro ?… hen marvad ne ouie ket e-unan) e savas en e vennoz koun gwialenn ar barner, hag ive ar c’hoant, an ezomm d’hen tizout d’e dro.

Keit ha ma oa bet o redek ar pardoniou gant bugale ar bevien, o ruza e voutou war henchou Breiz-Izel, an nevoa disket — c’houi her goar ervad — kalz a droiou burzudus. Evit ober fringal eur marc’h pe eur gazeg — gwelet an nevoa hen ober meur a wech — daoust pegen koz d’ean pe d’ei da vea, n’oa ket red rei d’ean pe d’ei kalz a gerc’h ; eur bodig drez, dindan e lost, a oa gwelloc’h eget kerc’h na gwin-ardant.

Sioulik, gir da zen, Bilzig a glaskas, a gavas, a zidelias eur bodig drez ha ne viras nemet begig ar brank kalet ha leun a zrein. Tostaat a eure, heb ober van a netra, ouz ar gazeg, hag ar begig drein e sikas e-mesk ar reun, dindan lost ar gazeg. Hag hen er-mêz ar marchosi da c’hoari kornigell gant Jojo ha daou pe dri all.

Nebeut goude, ar Barner, evet gantan peder pe bemp takadennig, a deuas d’ar marchosi :

— Erru ar barner ! ar barner !

Eur sutelladenn :

— Nebon ! Kanfarted ec’h et da vont alese !

Eun tôl sutell entre e zent :

— Ar wialenn ! ar wialenn !

Hag ar bôtred, o daouarn gante en o godellou, a gerzas er-mêz. Hag ar barner a c’hrozmole :

— Kanfarted ! ar wialenn… Sonj hoc’h eus ?… ar wialenn !

Distaget gantan Bidoullig ; pounner e oa ar barner, bec’h d’ean, en eur c’houeza evel eul louz, en em zevel war an dipr : e dreid er skleugiou :

— Hu ! hu ! Bidoullig.

Ha Bidoullig da hija e lost, dever enni eun tammig, laouen da vont d’he c’hraou. Siouaz ! an drein a stokas ar c’hig ; Bidoullig a oa kizidik meurbed eus an tu-ze, ha, gant he zroad klei a-drenv, e tistagas eur flipad…

— Ho ! ho ! petra, Bidoullig ? eme ar barner souezet.

Bidoullig o rual ! Ouspenn dek vlâ a oa abaoe ma n’he devoa grêt kemend-all ! Ha ne oad ket en miz ebrel !

Hag o-daou, ar barner hag e gazeg, o sevel ar c’hra, met ne oant ket en o jeu, neu ebet ne rê Bidoullig, hag ar barner, pa wele e gazeg o plega, o hija he diouskouarn, droug enni, a hije ive e benn.

Bidoullig, an douster, ar furnez, petra a c’hoarvee ganti ? Mouzet an eil eus egile.

— Petra a c’hoarve ganti ? a adlavare ar mestr d’ean e-unan… Biskoaz he fenn fall n’he devoa bet grêt !… Petra ?…

Bidoullig ive, dre he spered a gazeg a lavare :

— Re a dakadennou, marvad, an neus evet hirio an ôtrou. hag, hep goût, ’m eus aon, an neus mesket gant reun va lost eun drean bennak drez pe spern.

Hag hi a hije he diouskouarn evit diskouez d’he mestr nan ê ket mat an traou ganti.

Erruout a rejont evelkent war ar plên, kent diskenn da Bennenez.

— Eun tammig d’an drot, Bidoullig !

Hag ar marc’heg a skoas gant e wialenn eun tôlig war dalier ar gazeg.

Bidoullig, mar plich, a reas digemer treut da becherou he mestr hag hen diskoueas : eun tôl lost war he morzed dehou. Ya, met pa zistroas al lost d’e lec’h, piou a zo bet tïet ?… Bidoullig ! An drein en em sikas, en em voutas, ha doun, en kig ar gazeg. Hag hi da rual, da hijal he lost, da c’hourignal. Siouaz ! seul-vui ma ’c’h hije he lost, seul-vui an drein a rê o dever, ha dounoc’h-doun e sikent o heg er c’hig. Bidoullig a ziode : ruadenn ac’han, ruadenn alese ; sevel a rê e reor.

Ar barner a garie e Vidoullig. Evelkent petra a c’hoari ganti ?… Penn fall, Bidoullig ?…

Habask n’oa ket an ôtrou barner.

— Allon, Bidoullig !

Hag eun tôl gwialenn war skoa ar gazek. Houman, droug enni, a zistagas eun tôl ru gant he zroad dehou.

— Fe d’am ôtrou d’an doulle ! eme ar barner, evel-se eman kont ?

Hag eun tôl gwialenn zec’h a begas war bensou ar gazeg — eun espled, Bidoullig ! — Houman, touellet gant an droug a oa enni, a ziskennas gra Pennenez d’an daoulamm-ru : lavaret ho pije eun diaoulez. Ya, met ar Barner, droug ennan ive. Dao ! dao ! da Vidoullig gant ar wialenn.

En eur pleg berr war an hent, dirak poull hao ti ar Faven, hep doujans evit he mestr, Bidoullig hen divarc’has. Koueet ar barner er poull hao !… Er poull hao !… Eur pôtr brao, an ôtrou barner Kerjantjili ! E zilhad leun a fank hag a frigas, e dok e-kreiz ar poull, e c’hinou leun a hao, hag e vleo, e vleo, Salver Jezuz !

Pa oa savet en e zav nemet hao ne oa.

Ha Bidoullig ?… Bidoullig ebet ne welas. Houman a oa aet gant ar gounnar pe gant ar foeltr, pe gant mil malloz an ôtrou Doue, d’an daoulamm-ru etrezek he marchosi, e-lec’h ma oa bet kavet maro-mik, an de war-lerc’h.

E-pad pemzek de n’oa bet ken kôz entre Lokirek, Guimaëk ha Lanmeur nemet eus ar barner hag e gazeg ; ar c’hurunou, a vije bet koueet war tour Kernitron, n’an nije ket grêt kemend-all a drouz.

Na gwelet a rit-hu ar paour-kêz barner, fank hag hao hag all o vont d’ar gêr ! Treantet gant an hao gleb-dour-teil. Ha war dreujou o dor klufaned Pennenez o c’hoarzin goap outan. Marvad ma vije bet kanfarted ar bourk eno, aet e vijent bet, marvad, da ambroug anean beteg e di.

Ar givijerien, pere a gignas ar paour kêz Bidoullig, o deus kavet ar bodig drêz a lakaas ar gazeg fur da drei en diotaj. Roet o deus anean d’ar barner, hag heman, sioulik, a reas eun enklask. Den ne oa bet er marchosi nemet an toulladig pôtred an nevoa gwelet e-unan, hag en e spered, koulskoude difius, ne goueas ket ar mennoz e vije bet unan eus ar re-ze an nije bet grêt an tôl… An tôliou gwialenn, ôtrou barner, roet hep abeg na reiz, a ve paeet, er bed-man pe er bed all.

Bilzig, c’houi hen goar ervad, ne oa na birbilher [2], na brabanser, hag a zalc’has evitan e-unan hano an hini an nevoa lakaet Bidoullig da ziodi hag he mestr da gouea er poull-hao : c’hoant n’an nevoa ket da vea tapet diwar-bouez e deod. Hag evelkent, am c’hredo neb a garo, tamm laouenidigez ebet ne dennas Bilzig eus digoue ar barner… Abalamour da betra ? Abalamour da betra ?… Goulennet digantan. Hen e-unan, marvad, ne vije ket bet evit hen displega dirakoc’h, hen gouzanv a rê.

  1. Imoriek, vindicatif.
  2. Birbilher, bavard.