Bilzig a ya d’ar C’hatekiz

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


X


Bilzig a ya d’ar c’hatekiz


An devejou a-hed an devejou en em astenne ; Bilzig a rene e unnek vlâ, ha n’an nevoa ket c’hoaz grêt e bask kenta. Ken brudet fall e oa ken n’oa ket bet falveet gant an ôtrou person hen digemer er c’hatekiz, daoust d’ar c’hure da vea bet lavaret d’ean penôs Bilzig a oa eur pôtr dihun, hag a deuje buan war vad. Siouaz ! an holl a oa enep d’ar pôtr.

Gir na rannas an ôtrou person. Evelkent eun devez — Bilzig n’oa ket er gêr — eun tammig keun marvad d’an ôtrou person, beteg ti Izabel e teuas :

— Demat d’eoc’h, Izabel ! Deut oun d’ho kavet ha da gaozeal ganeoc’h diwar-benn ho mab hena Bilzig. Gouzout a rit pegen drouk ez eo ar pôtr : goap a ra evelato ouz ar valtouterien, ouz Gargam ; en oferenn-bred n’ez eo ket evit paouez. Unnek vloaz en devezo a-barz eun nebeud, ha n’en deus ket great e Bask kenta. Red eo delc’her reut var ar pôtr, pe e teuio da veza eur gwall den evelato.

— Reut ! ôtrou person, netra a vad ne dennfet dioutan. Bilzig a zo eur pôtrig karantezus, mat evidon, mat evit va bugale : eun êl nan eo ket, gwir eo…

— Nann, Izabel, na pell ac’hane, ha, ma kredan brud ar bourk…

— Brud ar bourk, ôtrou person ?… Ar gaou hag ar pec’hed gantan atao ! Nann ! nann !… Bastard ac’han ! bastard alese ! skouarnad ac’han, tôl-troad alesont. Kalz a boan an neus ar pôtr-ze grêt d’ar valtouterien, evit bea diôchet eun tamm koad pe daou, e-pad ar goanv, skorn hag erc’h war an douar, evit ober tan da domma pe da boazat hon frejou, pe evit bea dastumet bozadennigou holen evit salla hon boued ? Difennet eo me ’oar. Kalz a zroug en neus-hen grêt evit bea distrujet pemp pe c’houec’h gad (goulennet digant pôtred ar c’homananchou), evit rei, pa vijent klanv, eun tamm kig fresk d’am bugale ? Evidon-me, ôtrou person, n’oun ket evit hen tamall, hen graio nep a garo. Skandalet em eus bet anean… Oh ! nebeut, nebeut, ôtrou person… « Mamm Izabel, mamm Izabel, evit Yannig ha Katellig, a lavare ar pôtr !… » Hag ar vamm, ôtrou person, n’he deus ket bet nerz-kalon a-walc’h… ar vugale klanv… da…

— Nebon ! nebon ! Izabel. Gouzout a ran ervad penôs ho stad a zo hag a zo bet truezus meurbed. Evelato, gedon an ôtrou !… Me a gaozeo gant an ôtrou… Ha digasit ar pôtr d’ar c’hatekiz hag e vezo gwelet… Na disket ho peus-c’houi d’ezan e bedennou ?…

— Oh ! ya, ôtrou person, hag ive e c’hourc’hemennou ; goût a ra anê dindan evor, ha tammouigou all a gatekiz. Diski a ra ar pôtr ar pez a gar, pôtr a skiant e vo hennez, met red e vo goût penôs dont a-benn anean, her bleina.

— Ma ! digasit anezan d’ar presbital, ar c’hatekiz a zigoro dimerc’her, da zek eur… Hag ahendall evelato penôs ez a ar bed ganeoc’h ?

— Mat a-walc’h, ôtrou person, p’eo gwir hon deus eun tammig bara da zibri, a-wechou eun tamm pesked, hag e c’hellet va c’hredi, ral e ve war an dôl kig gedon an ôtrou… N’omp ket figus, hag ar vugale, pa vent yac’h…

— Alo ! kenavezo ar c’henta, Izabel. Yec’hed mat d’eoc’h ha d’ho pugale !

— D’ec’h ive, ôtrou person.

Ar merc’her war-lerc’h, Bilzig, gant tri pe bevar bôtr all eveltan, ac’h ês d’ar presbital.

Tok ! tok ! war an nor. Ar garabasenn o tont da zigeri :

— Hastit affo, paotred. Pelec’h ez oc’h-hu choumet ? Ar re all a zo aze ; an ôtrou person evelato a zo oc’h ho kortoz, Evelato ! evelato ! A-raok antreal er zal, tennit ho poutou, marvad n’ez an-me ket da skuba war-lerc’h kanfarted eveldoc’h-hu.

Tennet o boutou gant ar bôtred, hag int er zal. Jarlig ar Pinter, Fanch Mourzig, Jojo ar Spagnol hag e genderv Olier ar Pôtr-ru, Lellig an Touz, Pierrig-Mari Gola, Fanch ar Skouarnek, Lellig ar Monkuz ha kalz a re all a oa eno en o zav, an ôtrou person en e gador azeet eus an dôl, eul levr hag eun delienn baper dirakan, eur bluenn en e zorn.

Bilzig n’an nevoa ket ankouaet devez ar barner, hag en em lakaas war ar regenn diwea, a-drenv Lellig ar Monkuz.

— Da genta, paotred, eme an ôtrou person, me a ya da skriva hoc’h hanoiou.

Ha pep-hini a zigechas e hano, hini e dad, hini e vamm, Hag ar person a skrive, a skrive…

Tro Bilzig a erruas.

— Da hano, paotr ?

— Yvonig Tanguy.

— Hini da dad ?

Gir.

— Da dad ?

Ar vugale all da vousc’hoarzin…

— Bas… bas… bas… as tard eo, ôtrou person, a visteodas Lellig ar Monkuz.

E gomz n’oa ket gantan peurechuet, ma oa dorn Bilzig war e chod ; eur grabanad an neus tapet, ha dispeget mat, m’en assur d’ec’h. Ha setu savet eur gabailh : tôliou treid ac’han, tôliou treid alesont, ha gir. An ôtrou person, gant kalz a boan, a deuas a-benn da lakaat ar peoc’h. Ar pedennou lavaret :

— Breman, eme an ôtrou person, ez an da c’houlenn diganeoc’h eun tammig katekiz… Bilzig ! Ped Doue ’zo ?

— Unan hepken.

— Ped person a zo en Drinded ?

— An Tad, ar Mab, hag ar Spered-Glan.

Lellig ar Monkuz a oa eur pôtrig divaoue [1], leusk a gorf, bac’h a spered, bisteod, ha gantan atao e veg a-rôk. Mesket, kemmesket an nevoa en e benn an Drinded, an tri Ferson, eun Doue hepken, ha ken luiet e oant ken n’oa ket evit o dibuni. Deut e dro da respont :

— Ped Doue a zo, Lellig ?

— Tri i i i, ôtrou person,

— Unan Lellig, unan hepken.

Ha Lellig, mezek ha trefuet, aon d’ean da vea rasklet.

— Ped Doue ’zo ?

— Leiz ar beel c’horo, eme Bilzig d’ean en eur c’houezadenn.

— N’an ê ê ê ket gwir, eme Lellig, ha krenv.

— Penôs n’eo ket gwir ? eme an ôtrou person, souezet.

Ar person a grede gantan penôs Lellig a responte d’e c’houlenn. Ha droug en ôtrou person.

— Penaos, ginaouek a zo ac’hanout, penaos n’eo ket gwir e zo eun Doue hepken ?…

— He… he… he… man ê… ê… ê… an hini a lavar ô… ô… ôtrou…

— Serr da c’hinou, selaou mat ha taol evez… Ped Person a zo en Drinded ?

— Tri… i… i… i… Ket, ket, ôtrou person.

— Ped ? Digech ha buan.

— Pevar : An Tad, ar Mab, ar Spered-Santel, Evel-se beet grêt.

Hag ar bôtred da c’hoarzin, da c’hoarzin ken a reudent (abaoe Lellig a zo bet leshanvet « Evel-se beet grêt »).

An ôtrou person ne c’hoarze ket.

— Daoust ha te a ouezo gwelloc’h da zakramanchou ?… Ped zakramant a zo en Iliz ?

Setu Lellig tapet berr : Ped zakramant a zo en iliz ? Bilzig d’ean entre daou : « Seiz ».

— Seiz, ôtrou person.

— Mat sur, evelato, Lellig ! Niver anezo.

Bilzig en eur c’houezadenn :

— Teir roched ha peder hiviz.

Ha Lellig dievez :

— Te… te… teir roched ha… ha… pe… pe… peder hiviz.

Eur gelienenn, eur fubuenn ho pije bet klevet o nijal dre ar zal. Darbet eo bet d’an ôtrou person kouea en droug-sant.

Hag ar bôtred all adarre da c’hoarzin, pa weljont ne gouee ket kurunou an ôtrou person war o fenn.

Droug en ôtrou person, ken a verve ; sevel a eure er-mêz eus e gador.

— Piou en deus d’it-te disket an traou brao-ze, marmouz fall ?

Ha Lellig a vleuje evel eul loue : ouen ! ouen !

— Piou ?… lavar piou ?…

— Ouen ! ouen !… Bi… Bi… a c’hlaourenne ar pôtr, ha birviken n’eo bet evit mont pelloc’h… Bi… Bi… Bi…

— Rasklet e vezi, marmouz !

Berraet an neus an ôtrou person ar c’hatekiz, gant an droug a oa ennan.

— Er-meaz ha buan, evelato !

Hag ar vugale evurus, hag er-mêz. Jojo a jomas da zellet ouz ki ar presbital (Pipi, anaveout a rit anean), astennet a-hed e gorf evel eut lanjore war dreujou an nor, beg e lost eun tammig gantan en diavêz.

— Jojo, lakaa da droad war e lost, eme Bilzig.

Ha Jojo a-blomm a dôlas e droad klei war beg lost Pipi. E droad ? n’an nevoa ket ankouaet marvad e voutez-koad er gêr, hag an tachou marc’h a oa enni ?

Eun harzadenn, eur yudadenn, eul lamm hag ar c’hi krog en brec’h Bilzig. Ar bôtred all d’ar red, er-mêz ar porz.

Evurus eo bet, ma oa eno ar person, anez da se, Bilzig a vije bet infamet gant ar c’hi, diframmet d’ean e dammouigou dilhad ha tammou mat eus e groc’hen.

— Peoc’h, Pipi !

Hag a dôliou treid, an ôtrou person a stlapas ar c’hi en kreiz ar porz.

Ar gwad a zivere eus brec’h ar pôtr :

— Petra ez peus great d’ezan ?

— Netra, ôtrou person !

Hag hen ive ha d’ar red hag er-mêz. Ne garie ket bea e-kichen an ôtrou person : Gwialenn ar barner, c’houi ’oar !… Ha dindan evor, me ho ped d’am c’hredi, ar pôtr a zalc’ho, ha start, krogadenn Pipi hag a lakaio anei gant gwialenn ar barner…

Ar zadorn war-lerc’h, toutek ar bôtred o tont d’ar presbital, met buan ha buan o daoulagad a sederaas.

— An ôtrou kure a raio hizio ar c’hatekiz, eme ar garabasenn, en eur digeri an nor.

Gwella den a dôle troad war an douar, an ôtrou kure. Pa antreas er zal :

— Demat d’ec’h, ôtrou kure ! eme ar bôtred.

— Demat d’ec’h, bugaligou !… Azeet, azeet, lavaromp da genta : Ni ho salud, Mari…

Hag ar bôtred en eur vouez : Ni ho salud, Mari… Echu ar bedenn.

— Ar wech diwea, an ôtrou person an nevoa ganec’h diluiet kentel ar zakramanchou ; hirio me ac’h a da zisplega dirakoc’h galloud an Otrou Doue : « An Otrou Doue, bugaligou, hen eo an hini an neus grêt pep tra : an nenv, an douar, ar mor, an dud, al loened, ar pesked, an traou a welet hag ar re a zo kuzet ouzoc’h. Hen a lakaa da ruilha, a-dreuz an oabl, an heol binniget, al loar hag ar stered ; hen a zo en pep lec’h, en pep amzer, hep divez na derou. »

Hag ar vugale a selaoue piz ha sioul kelennadurez an ôtrou kure.

— Meulit-hen, bugaligou, ra veo meulet a-vreman ha da vis- koaz !

Bilzig a lavaras da Jojo :

— Klev ’ta, daoust hag ema an Otrou Doue ive en grignol da vamm-goz ?…

— En grignol va mamm-goz ? eme Jojo souezet… Va mamm- goz n’he deus grignol ebet.

— Ginaouek a zo ac’hanout, bajanek !

Jojo, sklerijennet :

— Doue a zo dre-holl, ôtrou kure, sur, sur ?…

— Ya, sur, va fôtr !

— Neuze ema en grignol mamm-goz Jojo ? eme Bilzig.

— Ya, sur !

— Tapet ! tapet oc’h, ôtrou kure, mamm-goz Jojo n’he deus grignol ebet.

Eus a belec’h ? eus a betore peurz, ar begek fall an nevoa tennet an dapadenn-ze ?

Ar vugale a c’hoarze, ha Bilzig a zeblantas d’ean bea dizoloet eun dra burzudus : eun diotach hepken… An ôtrou kure a ziskouezas d’ean, sklêr evel an de, penôs ne oa nemet eur bugelig diskiant, daoust d’ean da vea lemm a deod hag a spered. Ha Bilzig, evelkent, keun d’ean da vea grêt poan d’an ôtrou kure — karout a rê an ôtrou kure — a deuas d’e gaout goude ar c’hatekiz.

— Otrou kure ! ôtrou kure !

— Petra, mabig, petra a c’hoarve ganit ?

Hag e zorn war penn ar pôtr.

— Absolvenn ! absolvenn ! ôtrou kure, eme ar pôtr, goustadik, goustadik.

— Gouenn vat a zo ennout, Bilzig !… Bugelig dibreder, kalon vat, Doue d’az zikouro, va bugel !

Abaoe an de-se, Bilzig a selaouas sioul hag aketus kenteliou an ôtrou kure ; frêz hag eeun e tiskas e gatekiz, ha penn-da-benn.

Ar c’hure ive, abaoe, pa gave ar pôtr war an torrod o vesa saoud ha denved e amezegez, pe o c’hoari gant e vreur hag e c’hoarezed, a jome gantan da gôzeal : alia, kelenn, bleina a rê anean. Hag evel-se, entre ar beleg hag ar pôtr, a-nebeudou, e savas eur garante dispar a bep tu, eur garante a trugare eus peurz ar beleg evit ar pôtrig dister, disprijet, kaseet gant kalz, eur garante a anaoudegez eus peurz ar pôtr emzivad evit an den a zouster hag a skiant a brize gantan diskenn beteg eur bugelig dister eveltan.

C’hoantaet eo bet gant ar c’hure diski d’ar pôtr lenn, skriva, ive niveri… Ha Bilzig a-nebeudou a ziskas e lizerennou, a zigechas anê, war an trêz gant e viz-yod, ha goude, gant eun drean spern ec’h aroudennas al lizerennou.

Eun devez ar c’hure a gasas ar pôtr gantan d’e gampr, hag eno e tiskoueas d’ean, war eun delienn baper, gant eur bluenn, liou enni, penôs trei, distrei pep lizerenn.

Ar c’henteliôu a badas keit hag ar c’hatekiz. Goude ar pôtr a rankas gonit e dammig boued ; skol al levriou a oa echu evitan, skol ar vuhe a bado, rust ha kalet.

E bask a reas gant kalon, daoust d’ar goap a oa bet grêt outan, abalamour d’e zilhad : e vragou, eur bragou berlinj glaz bet d’e dad ha berraet gant Izabell ; e borpant, bet digant ar c’hure, kalz re ledan ha re hirr, enkaet ha berraet ive gant ar vamm. Hag e voutou ? hag e dok ?

Kavet a oa bet war ar prez eur boutou-ler poultrennet, dilezet, bet gwechall da Varc’harid koz, kalz re vraz d’ar pôtr : digaledet int bet gant al lardigenn, duet gant ar galc’hudenn. Hag e dok ? Salver ! e dok ! tok eured eur maltoutier !

Na gwelet a rit-hu ar pôtr, eun tok re uhel gantan war e benn, en e dreid eur boutou re hirr, e zaouarn hanter-guzet gant diouvrec’h e borpant, hag e vragou berlinj glaz tronset war e voutou !

N’eus forz ! Goût a re ar pôtr penôs ne oa ket gwell faro, ne oa ket gwisket herve ar c’hiz ; goût a rê ive penôs e vamm a oa paour, penôs n’he devoa ket a arc’hant evit prena dilhad. Gwaz a ze ! gwaz a ze !

E bask an neus grêt gant kalon ha fe, furchet an neus ha piz, e gonsians. Penn fall a oa, taskanier, kilhenn [2], dont a raio da vea eur pôtr fur.

Bilzig, deut sonj d’ean en e vamm, ar vamm n’an nevoa ket bet anaveet, a zic’hriennas ar yeot a guze he men-be, hag eviti an neus pedet a wir galon, ive evit e dad, evit e vammig-koz Marc’harid, hag evit e vamm Izabel. Oh ! e vamm Izabel, pehini n’oa d’ean, herve al lezenn, na kar na par, ha pehini he devoa savet anean, gant poan he c’horf ha karante he c’halon. Lakaet an neus anê da bara war e ene a vugelig, hag e gorzailhenn en em waskas pa zavas war daolenn e evor skeudenn ar re a garie, skeudenn ar re… Hag an dour en e zaoulagad, ar pôtr a voustre war e galon. Nikun n’eus goueet, rak ouz den n’an neus anzavet ar mennoziou o devoa d’ar c’houlz-ze trubuilhet e spered hag e ene…

Tremenet amzer Fask, ar vuhe pemdeiek a liammas anean en he devejou, en he oberou. Ha nebeut ha nebeut, kenteliou, kelennadurez ar c’hatekiz a zo en em vrumennet en e gonsians.

Evelkent ar c’hreunenn hadet en kalon ar pôtr beo a jomas, en gwirione blank hag orodet [3]. An techou fall a drec’has war ar re vat ; distrei a eure, herve ar Skritur, d’e hudurnez. Douget eo an den d’ar fall, peurvuia diegus en em leusk da vont war mare e youlou fall. Enebi oute ?… Pegen kunv, pegen dous eo diskuiza ar penn war blueg bouk ar c’hreunennig. Marteze eun devez, eun devez hanv iè [4] ha klouar e teuio war wellaat ha da vleunia.

Breman, Bilzig a ziskenn, buan ha buan, ar pazennou an nevoa pignet en amzer e bask etrezeg ar Vadelez ; deut a oa evel diagent, da vea eur c’hanfart drouk hag imoriek [5], atao o klask an tu da c’hoari tro pe dro d’ar re eus pere an nevoa d’en em glemm… Ah ! ah ! mar gallfe… Ar valtouterien, Pipi, Gargam, ar Barner… Ya, met eun tammig koz marmouz fall n’oa ken… Ar re all…



  1. Divaoue, lourd, inintelligent.
  2. Taskanier, querelleur ; kilhenn, querelleur et méchant.
  3. Blank, faible ; orodet, rabougri.
  4. , joyeux, brillant.
  5. Imoriek, vindicatif.