Mont d’an endalc’had

Bibl/Obériou ann Ébestel

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 508-549)



OBÉRIOU


ANN ÉBESTEL.


————


I. PENNAD.


1. Em frézégen gen̄ta, ô Téofil, em eûz komzet eûz a gémen̄t en deûz gréat ha desket Jézuz adalek ar penn ken̄ta,

2. Bétég ann deiz é péhini, goudé béza desket hé Ébestel gan̄d ar Spéred-San̄tel, é piñaz enn Én̄v :

3. Ha goude hé varô é tiskouézaz d’ézhô gan̄t kalz a arouésiou, pénaoz é oa béô, oc’h en em ziskouéza d’ézhô é-pad daou-ugen̄t dervez, hag ô komza out-hô diwar-benn rouan̄télez Doué.

4. Hag ô tibri gan̄t-hô, é c’hourc’hémennaz d’ézhô na’z ajen̄t két kuît eûz a Jéruzalem, hôgen ma c’hortozchen̄t gér ann Tâd, hoc’h euz klevet, émé-z-han̄, dré va génou :

5. Râk Iann en deûz badézet enn dour ; hôgen c’houi abarz némeûr a zeisiou a vézô badézet er Spéred-San̄tel.

6. Neûzé ar ré a ioa strollet énô a c’houlennaz out-han̄ : Aotrou, hag enn amzer-zé eo é savi adarré rouan̄telez Israel ?

7. Hôgen hén̄ a lavaraz d’ézhô : Né két c’houi a dlé anaout ann amzeriou hag ar prédigou en deûz lékéat ann Tâd dré hé c’halloud :

8. Hôgen c’houi a zigémérô ners ar Spéred-San̄tel a ziskennô war-n-hoc’h, hag é viot téstou d’in é Jéruzalem, hag enn holl Judéa, hag é Samaria, ha bété penn ar béd.

9. Ha goudé m’en doé lavaret kémen̄t-sé, é savaz dira-z-hô, hag eur goabren a guzaz anézhan̄ ouc’h hô daou-lagad.

10. Ha pa zellen̄t pîz out-han̄ ô von̄d enn Én̄v, chétu daou zén gwisket é gwenn en em gavaz enn hô c’hichen,

11. Hag a lavaraz d’ézhô : Tûd a C’haliléa, pérâg émoc’h-hu enn hô sâ ô selloud ouc’h ann Én̄v ? Ar Jézuz-zé péhini oc’h hô kuitaat a zô piñet énn Én̄v, a zeûi enn hévélep doaré ma hoc’h euz hé wélet ô von̄d enn Én̄v.

12. Neûzé é tistrôjon̄t da Jéruzalem, eûz ar ménez a c’halveur Olived, pell diouc’h Jéruzalem, war-drô eunn dervez hen̄t.

13. Ha pa oen̄d éad enn tî, é piñchon̄d er gampr é péhini édo Per ha Iann, Jakez hag André, Filip ha Tomaz, Bertélé ha Mazé, Jakez mâb Alfé, ha Simon Zélotez, ha Judaz breûr Jakez.

14. Ar ré-man̄ a gen̄dalc’hé da bidi a-unvan gan̄d ar gragez, ha Mari mamm Jézuz, hag hé vreûdeûr.

15. Enn deisiou-zé Per a zavaz é-kreiz ann diskibled (hôgen hî a ioa kévret war-drô c’houéac’h ugen̄t dén), hag a lavaraz :

16. Tûd, va breûdeûr, réd eo é vé sévénet ar péz en deûz diouganet ar Spéred-San̄tel er Skritur dré c’hénou David diwar-benn Iuzaz, péhini a ioa é penn ar ré hô deûz kéméret Jézuz.

17. Enn hon touez é oa nivéret, ha galvet é oa d’ann hévélep karg ha nî.

18. Hag hé-man̄ goude béza prénet eur park gan̄t gôbr hé béc’hed, a zô en em grouget hag a zô tarzet dré greiz ; hag hé holl vouzellou a zô en em skiñet.

19. Ha kémen̄t-man̄ a zô bét anavézet gan̄d holl dûd Jéruzalem ; enn hévélep doaré ma eo bét hanvet ar park-zé, enn hô iéz, Haseldama, da lavaroud eo, park ar Goâd.

20. Râk skrived eo é levr ar Salmou : Ra vézô hô c’héar dihen̄tet, ha na vézô dén a choumô enn-hi : na ra gémérô eunn all hé eskobded.

21. Réd eo éta pénaoz, étré ar ré a zô bét enn hon touez, é-pâd ann amzer ma eo bét gan-é-omp ha ma eo éat-kuît ann Aotrou Jézuz,

22. O téraoui adalek badisian̄t Iann bétég ann deiz é péhini eo savet digan-é-omp, eo réd é tilennchemp unan da dést eûz hé zazorc’hidigez.

23. Hag é kémerchon̄t daou, Josef hanvet Barsabaz, ha lés-hanvet ar Gwirion, ha Matiaz.

24. Hag ô pidi é léverchon̄t : Aotrou, té péhini a anavez kaloun ann dud holl, diskouéz d’é-omp péhini eûz ann daou-man̄ éc’h eûz dilennet,

25. Évit ma’z ai er garg, hag enn Abostolach é péré eo faziet Iuzaz, évit mon̄d enn hé léac’h.

26. Hag é taolchon̄t anézhô d’ar sort, hag ar sort a gouézaz war Vatiaz, hag é oé nivéret gan̄d ann unnék Abostol.


————
II. PENNAD.


1. Pa oa peûr-zeûet deisiou ar Pen̄tékost, édon̄t holl enn eunn hévélep léac’h.

2. Enn-eunn-taol é teûaz eûz ann Én̄v eunn trouz brâz, é-c’hîz da eunn avel gré, hag a leûniaz ann ti holl é péhini é oan̄t azézet.

3. Hag é wéljon̄t ével téodou tân, péré en em rannaz, hag en em lékéaz war bép hini anézhô.

4. Neûzé é oen̄t holl leûn eûz ar Spéred-San̄tel, hag é téraouchon̄t komza meûr a iéz, hervez m’hô lékéa ar Spéred-San̄tel da lavarout.

5. Hôgen béz’ éz oa é Jéruzalem Iuzevien, tûd a zoujan̄s Doué eûz a béb brôad a zô dindan ann Én̄v.

6. Pa zeûaz ar vrûd eûz a gémen̄t-sé, en em strollaz eul lôd brâz anézhô, hag é oen̄t saouzanet, ô véza ma klevchon̄t anézhô ô komza enn hô iéz hô-unan.

7. Sébézet é oan̄t holl, hag enn hô souez vrâz é lavaren̄t : Ar ré-man̄ a gomz, ha n’in̄t-hi kéd holl eûz a C’haliléa ?

8. Pénaoz éta é klevomp-ni anézhô ô komza é iez ar vrô eûz a bép-hini ac’hanomp ?

9. Ar Parted, ar Méded, ann Élamited, ar ré a choum er Mézopotamia, er Judéa, er C’hapadosia, er Pon̄t, hag enn Azia,

10. Er Frijia, hag er Pamfilia, enn Éjipt, hag é kévrennou al Libia, a zô tôst da Ziren, hag ar re a zeû eûz a Rom,

11. Iuzevien ivé, ha Prozélited, Kréted hag Arabed, hô c’hlevoud a réomb ô komza enn hon iézou diwar-benn ôbériou brâz Doué.

12. Sébézet é oan̄t éta holl, hag enn hô souez vrâz é lavaren̄t : Pétrâ eo kémen̄t-man̄ da lavarout ?

13. Hôgen ré all oc’h ôber goap a lavaré : Leûn in̄t a win nevez.

14. Neûzé Per ô sével gan̄d ann unnég Abostol, a savaz hé vouéz, hag a lavaraz d’ézhô : Iuzevien, ha c’houi holl péré a choum é Jéruzalem, likid évez out kémen̄t-man̄, ha sélaouit mad va c’homzou.

15. Râg ar ré-man̄ n’in̄t két mézô, ével ma krédit, ô véza n’eo c’hoaz néméd ann trédé heur eûz ann deiz :

16. Hôgen kémen̄t-sé eo a zô bét lavaret gan̄d ar Profed Joel :

17. Hag enn deisiou divéza (émé ann Aotrou), é skuḻinn va Spéred war ann holl gîk, hag hô mipien hag hô merc’hed a ziouganô : hô tûd-iaouan̄k a wélô gwélédigésiou, hag hô tûd-koz a huvréô huvréou.

18. Hag enn deisiou-zé é skuḻinn va Spéred war va mévellou, ha war va mitizien, hag é tiouganin̄t :

19. Hag é rôinn burzudou ouc’h-kréac’h ann Én̄v, hag ouc’h-traoun̄ arwésiou war ann douar, goâd, tân, ha moren vôged.

20. Ann héol a vézô trôet é tévalijen, hag al loar é goâd, abarz ma teûi ann deiz brâz ha skéduz eûz ann Aotrou.

21. Hag é vézô : piou-bennâg a c’halvô hanô ann Aotrou, a vézô salvet.

22. Tûd a Israel, klevid ar geriou-man̄ : Jézuz a Nazaret, a zô bet eunn dén gratéet gan̄d Doué enn hô touez, dré ar c’halloudou, ar vurzudou hag ann arwésiou en deûz gréat Doué dré-z-han̄ enn hô kreiz, ével ma ouzoc’h :

33. Hen-nez eo a zô bét rôed d’é-hoc’h dré eur c’huzul mennet mâd ha dré râg-gwiziégez Doué, hag hec’h eûz hé lékéat étré daouarn ann dud fall évid hé lakaad da vervel oud ar groaz.

24. Hen-nez eo en deûz Doué savet euz a varô da véô, ô véza lékeat da baouéza poaniou ann ifern, râk na hellet kéd hé zerc’hel énô.

25. Râk David en deûz lavared diwar hé benn : Gwélout a réann bépred ann Aotrou dira-z-oun ; râg enn tu déou d’in éma, gan̄d aoun na venn kéflusket :

26. Dré-zé eo laouenéet va c’haloun, ha va zéôd en deûz tridet : hag ouc’h-penn va c’hîk a éhanô er gortoz :

27. O véza na zilézi ket va éné enn ifern, ha na c’houzanvi két é welfé da Zan̄t ar vreinadurez.

28. Rôed éc’h eûz da anaoud d’in hen̄d ar vuez ; ha va leûnia a rî a lévénez gan̄d ar gwel ac’hanod.

29. Tûd, va breûdeûr, kavit-mâd é komzfenn ouz-hoc’h gan̄d herder diwar-benn ann tâd-brâz David, pénaoz eo marô, eo bét liénet, ha ma ema hé véz enn hor c’hreiz bété vréma.

30. O véza éta ma oa Profed, ha ma wie pénaoz Doué en doa rôed hé c’hér gan̄t lé é teûjé ar frouez eûz hé groazel da azéza war hé gador :

31. O wéloud ann traou a dlié c’hoarvezout en deûz komzet eûz a zasorc’hidigez ar C’hrist, péhini né két bét dilézet enn ifern, hag eûz a béhini ar c’hîk n’en deûz két gwélet ar vreinadurez.

32. Doué en deûz lakéet ar Jézuz-zé da zével a varô da véô, ha ni holl a zô tést eûz a gémen̄t-sé.

33. Goudé éta ma eo bét savet gan̄d dourn déou Doué, ha goude ma eo bét rôet d’ézhan̄ ar Spéred-San̄tel gwestlet d’ézhan̄ gan̄d hé Dâd, en deûz skuḻet ar Spéred-zé, pehini a wélit hag a glévit.

34. Râk David né két piñet enn én̄v : hôgen lavaroud a ra hé-unan : Ann Aotrou en deûz lavaret d’am Aotrou, azez em dourn déou.

35. Bété ma likiin va énebourien da skabel d’az treid.

36. Ra wézô éta a-dra-wîr holl dî Israel, pénaoz Doué en deûz lékéat da Aotrou ha da Grist, ar Jézuz-zé, péhini hoc’h eûz staget oud ar groaz.

37. Pa glevchon̄t kémen̄t-sé, é oen̄t man̄tret enn hô c’haloun, hag é léverchon̄t da Ber, ha d’ann Ébestel all : Tûd, va breûdeûr, petrâ a raimp-ni ?

38. Ha Per a lavaraz d’ézhô : Grît pinijen, ha ra vézô badézet pép-hini ac’hanoc’h é hanô Jézuz-Christ, enn distol eûz hô péc’héjou ; hag é tigémérot rô ar Spéred-San̄tel.

39. Râg ar c’hen-wéstl a zô d’é-hoc’h, ha d’hô pugale, ha d’ar ré hol a zô pell, kémen̄t ha ma c’halvé ann Aotrou hon Doué.

40. É meûr a c’heriou all é rôaz testéni d’ézhô, hag é erbédé anézhô, ô lavarout : En em zavétéit diouc’h ar wenn fall-zé.

41. Ar ré éta a zigéméraz hé c’hér, a oé badézet : hag enn deiz-zé enn em unanaz oud ann diskibled war-drô tri mil éné.

42. Hôgen ken̄derc’hel a réan̄t é kélénnadurez ann Ébestel, é lôd ar bara torret, hag er pedennou.

43. Hôgen ar spoun̄t a grogaz é péb éné : ha kalz a vurzudou hag a arwesiou a réa ann Ébestel é Jéruzalem, hag ann heûz a ioa brâz dré-holl.

44. Ar ré a grédé, a vézé kévret, ha pép trâ a ioa boutin gan̄t-hô.

45. Gwerza a réan̄t hô douarou hag hô madou, hag é rannen̄t anézhô étré-z-hô holl hervez ann ézomm en doa pép-hini.

46. Ken̄derc’hel a réan̄t ivé bemdez enn templ gan̄d eunn unvaniez vrâz, hag é torren̄t ar bara a-dî-é-tî, hag e kéméren̄t hô boéd gan̄t lévénez, ha gan̄t eeunder a galoun,

47. O veûli Doué, ha karet é oan̄t gan̄t ann holl bobl. Hôgen ann Aotrou a greské bemdéz ann niver eûz ar ré a dlié béza salvet enn hévéleb Iliz.


————
III. PENNAD.


1. Hôgen Per ha Iann a biñé d’ann templ da heur ar béden péhini é oa ann naved heur.

2. Dougen a réad eunn dén, péhini a ioa kamm a gôv hé vamm, ha bemdez é lékéad anézhan̄ é tâl dor ann templ, a c’halvet ann Or Gaer, évit ma c’houlenjé ann aluzen digan̄d ar ré a iéa enn templ.

3. Pa wélaz hé-man̄ Per ha Iann, péré a ioa daré da von̄d enn templ, e pédé anézhô da rei ann aluzen d’ézhan̄.

4. Ha Per, kerkoulz ha Iann, oc’h arvesti ann dén-sé, a lavaraz d’ézhan̄ : Sell ouz-omp.

5. Hag hén̄ a zellé pîz out-hô, é géd ma rôjen̄t eunn dra-bennâg d’ézhan̄.

6. Neûzé Per a lavaraz d’ézhan̄ : N’em eûz nag aour nag arc’han̄t ; hôgen ar péz em euz a roann d’îd. É hanô Jézuz-Krist a Nazaret, saô ha balé.

7. Hag ô véza kroget enn hé zourn déou, é savaz anézhan̄, ha kaloun hé dreid a startaaz.

8. Hag oc’h ôber eul lamm é savaz, hag é valéaz : hag éz éaz enn templ gan̄t-hô, ô valéa, ô lammout, hag ô veûli Doué.

9. Hag ann holl bobl a wélaz anezhan̄ ô valéa, hag ô veûli Doué.

10. Hôgen anaoud a réan̄t pénaoz é oa ann hini péhini a ioa azézet oud ann ôr Gaer eûz ann templ évit goulenni ann aluzen : hag é oen̄t leûn a zouez hag a estlamm gan̄d ar péz a oa c’hoarvézet gan̄t-han̄.

11. Hag ô véza ma talc’hé Per ha Iann, ann holl bobl souézet a rédaz étrézég enn-hô béteg ar pon̄dalez a c’halveur Salomon.

12. Hogen Per ô wélout kémen̄t-sé, a lavaraz d’ar bobl : Tûd a Israel, pérâg oc’h-hu souézet eûz a gémen̄t-man̄, pé pérâg é sellit-hu ouz-omp, é-c’hîz ma hor bé lékéat hé-man̄ da valéa gan̄d hon ners hag hor galloud ?

13. Doué Abraham, Doué Izaak ha Doué Jakob, Doué hon Tadou en deûz meûlet hé Vâp Jézuz, péhini hoc’h eûz gwerzet, ha dinac’het dirâk Pilat, péhini en doa barnet leûskel anézhan̄ da von̄t.

14. Hôgen c’houi hoc’h eûz dinac’het ann dén san̄tel ha gwirion, hag hoc’h eûz goulennet é vé rôet d’é-hoc’h eunn dén lazer :

15. Ha penn-abek ar vuez hoc’h eûz lékéad d’ar marô ; hôgen Doué en deûz hé zazorc’het eûz a-douez ar ré varô ; ha nî a zô tést eûz a gémen̄t-sé.

16. É feiz hé hanô eo, en deûz hé hanô startéet ann dén-zé, péhini hoc’h eûz gwélet, hag a anavézit : hag ar feiz a zeu anézhan̄ en deûz rôet ar iéc’hed klôk-sé dira-z-hoc’h holl.

17. Hôgen, va breûdeûr, gouzoud a rann penaoz hoc’h eûz gréat kémen̄t-sé dré ziwiziégez, kerkoulz ha pennou hô prô.

18. Hôgen Doué péhini en doa diouganet dré c’hénou hé holl Broféded pénaoz é c’houzan̄vché hé Grist, en deûz hé zévénet ével-sé.

19. Grîd éta pinijen, ha distrôid ouc’h Doué, évit ma vézô lamet hô péc’héjou ;

20. Pa vézô deûet amzer ar freskadurez dré wél ann Aotrou, hag en dévézô Doué kaset Jézuz Krist, pehini a zô bét diouganet d’é-hoc’h,

21. Péhini a dlé béza digéméret gan̄d ann Én̄v, bétég ann amzer é péhini é vézô lekéat pép trâ er stad ken̄ta, amzer hag a zô bét diouganet gan̄d Doué adaleg ar penn-ken̄ta dré c’hénou hé Broféded san̄tel.

22. Hôgen Moizez en deûz lavaret : Ann Aotrou hô Toué en deûz savet eûz a greiz hô preûdeûr eur Profed ével-d-oun : sélaouit-hén̄ é kémen̄t ma lavarô d’é-hoc’h.

23. Râk chetu pétrâ a c’hoarvézô : Kémen̄d hini ha na zélaouô kéd ar Profed-zé, a vézô lamet eûz a-douez ar bobl.

24. Hag ann holl Broféded, péré hô deuz komzet, adalek Samuel, hag hé-c’houdé, hô deûz diouganet ann deisiou-zé.

25. C’houi a zô bugalé ar Broféded, hag euz ar gévrédigez en deûz gréat Doué gan̄d hon Tâdou, ô lavarout da Abraham : Hag enn da wenn é vézô benniget ann holl vroadou eûz ann douar.

26. Évid-hoc’h eo da-gen̄ta en deûz Doué saved hé Vâb, hag en deûz hé zigaset évid hô penniga, évit ma tistrôi pép-hini eûz hé zrougiez.


————
IV. PENNAD.


1. Hôgen pa gomzen̄t oud ar bobl, ar véléien ha rénérien ann templ, hag ar Saduséed a zeûaz énô ;

2. Ha droug enn-hô, ô véza ma kélenné ar ré-man̄ ar bobl, ha ma tiouganen̄t é Jézuz dazorc’hidigez ar ré varô :

3. Hag é krôgchon̄t enn-hô, hag é lékéjon̄t anézhô er vâc’h bétég an̄trônôz ; râk divézad oa dijâ.

4. Hôgen kalz eûz ar ré a glevaz ar brézégen-zé, a grédaz ; ha niver ann dûd-zé a oa eûz a bemp mil.

5. An̄trônôz Pennou ar bobl, hag ann Hénaoured, hag ar Skribed en em strollaz é Jéruzalem ;

6. Hag Annaz, Prin̄s ar véleien, ha Kaifaz, ha Iann, hag Aleksan̄dr, ha kémen̄d hini a ioa eûz a wenn ar véleien.

7. Hag ô véza hô lékéat enn hô c’hreiz, é réjon̄d ar goulenn-man̄ out-hô : Gan̄t pé ners, pé gan̄t pé hanô hoc’h eûz-hu gréat kémen̄t-sé ?

8. Neûzé Per leûn eûz ar Spéred-San̄tel, a lavaraz d’ézhô : Pennou ar bobl, ha c’houi Hénaoured, sélaouit :

9. Pa c’houlenneur hiriô digan-é-omp pérâg hon eûz gréat vâd da eunn dén klân̄v, hag é pé zoaré eo bét iac’héet,

10. Diskleria a réomp d’é-hoc’h holl, ha da holl bobl Israel, pénaoz eo dré hanô hon Aotrou Jézuz-Krist a Nazareth, péhini hoc’h euz staget oud ar groaz, ha péhini en deûz savet Doué a varô da véô, eo bét iac’héet ann dén-zé, ha ma eo enn hé zâ dira-z-hoc’h.

11. Hen-nez eo ar méan hoc’h eûz distaolet, c’houi saverien-tiez, hag a zô deûet da benn da gorn ann tî :

12. Ha n’eûz kéd a zilvidigez dré hini all é-béd ; râg hanô all é-béd dindan ann én̄v n’eo bét rôed d’ann dûd, dré béhini é tléfemp béza salvet.

13. Hôgen pa wéljon̄t stardder Per ha Iann, ô véza ma wien̄t pénaoz é oa ar ré-man̄ tûd diwiziek ha louad, é oen̄t souézet-brâz ; gouzoud a réan̄d ivé pénaoz é oan̄t bét oc’h heûlia Jézuz.

14. Koulskoudé pa wélen̄t enn hé zâ dira-z-hô ann hini a oa bét iac’héet, n’hô doa nétrâ da lavarout a-énep.

15. Gourc’hémenni a réjon̄d éta d’ézhô ma’z ajen̄t er-méaz eûz hô stroll, hag é kuzulien̄t étré-z-hô,

16. O lavarout : Pétrâ a raimp-ni d’ann dûd-man̄ ? Râk eur burzud hô deûz gréat, hag a zô anavézet gan̄d holl dud Jéruzalem : anat eo, ha na hellomp kéd hé nac’ha.

17. Hôgen, évit na vézô két brudet mui é-touez ar bobl, difennomp out-hô gan̄t gourdrouz na gomzchen̄t mui enn hanô-zé da zén é-béd.

18. Hag ô véza galved anézhô, é tifenchon̄t out-hô na gomzchen̄t mui, na na gélenchen̄t é hanô Jézuz.

19. Hôgen Per ha Iann a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Barnit hoc’h-unan mard-eo déréad dirâg Doué sélaoui ac’hanoc’h ken̄toc’h égét sélaoui Doué ;

20. Râk nî na hellomp két tévél war ar péz hon eûz gwélet ha klevet.

21. Hôgen hî a gasaz anézhô enn eur c’hourdrouza : ha na gaven̄t abek é-béd évit hô c’hastiza enn abek d’ar bobl, ô véza ma veûlen̄t holl Doué eûz a gémen̄t a ioa c’hoarvézet ;

22. Râg ann dén péhini a ioa bét iac’héet gan̄d ar burzud-zé, en doa ouc’h-penn daou-ugen̄t vloaz.

23. Goudé ma oen̄t laosket, é teûjon̄t étrézég hô zûd ; hag é tanéveljon̄d d’ézhô kémen̄t a ioa bét lavared d’ézhô gan̄t prin̄sed ar véleien ha gan̄d ann hénaoured.

24. Pa glevaz ar ré-man̄ kémen̄t-sé, é savchon̄t kévret hô mouéz étrézé Doué, hag é léverchon̄t : Aotrou, té eo éc’h eûz gréat ann én̄v hag ann douar, ar môr, ha kémen̄d a zô enn-hô :

25. Té eo éc’h eûz lavaret dré ar Spéred-San̄tel, dré c’hénou hon tâd David da zervicher : Pérâg é tispac’h ar broadou, ha pérâg ar boblou hô deûz-hi mennet traou gwân ?

26. Saved eo rouanez ann douar, hag ar brin̄sed a zô en em strolled a-unan a-énep ann Aotrou, hag a-éneb hé C’hrist.

27. Râg Hérodez ha Pon̄s-Pilat, gan̄d ar Jen̄tiled ha gan̄d ar bobl a Israel, a zô évit-gwîr en em strollet er géar-man̄ a-énep da Vâp san̄tel Jézuz, péhini éc’h eûz éôliet,

28. Évid ôber ar péz a oa bét reizet gan̄d da c’halloud, ha gan̄d da vénoz.

29. Ha bréma, Aotrou, sell ouc’h hô gourdrouzou, ha rô d’az goazed ann ners da ziskleria da c’hér gan̄t pép herder,

30. Évit ma astenni da zourn da iac’haad ar ré glan̄v, ha da ôber arouésiou ha burzudou é hanô da Vâp san̄tel Jézuz.

31. Goudé m’hô doé gréad hô féden, al léac’h é péhini édon̄t strollet a grénaz ; leûniet é oen̄d holl gan̄d ar Spéred-San̄tel, hag é tisklerchon̄t gér Doué gan̄d herder.

32. Hôgen al lôd brâz eûz ar ré a grédé n’hô doa néméd eur galoun hag eunn éné : hag hini anézhô na lavaré é oa d’ézhan̄ hé-unan ar péz en doa ; hôgen kémen̄t trâ a ioa boutin étré- z-hô.

33. Ann Ébestel a rôé testéni gan̄d eunn ners vrâz eûz a zazorc’hidigez hon Aotrou Jézuz-Krist : hag ar c’hrâs a ioa brâz enn-hô holl.

34. Râk na oa dén paour é-béd enn hô zouez ; ha kémen̄d hini en doa douarou pé tiez, a werzé anézhô, hag a zigasé ann dalvoudégez eûz ar péz en doa gwerzet,

35. Hag a lékéa anézhi da dreid ann Ébestel. Neûzé é rannen̄d ann arc’han̄t étré pép-hini dioud hô ézomm.

36. Hôgen Jozef, les-hanvet Barnabaz gan̄d ann Ébestel, (da lavaroud eo Mâb ar fréalzidigez), péhini a oa Lévit, ha ginidik eûz a Sipra,

37. A werzaz parkou en doa, hag a gasaz arc’han̄t ar werz da dreid ann Ébestel.


————
V. PENNAD.


1. Neûzé eunn dén hanvet Ananiaz gan̄d hé c’hrég Safira, a werzaz douarou.

2. Hag a viraz enn tu diout-han̄ lôd eûz a arc’han̄t gwerz ann douarou, a-unan gan̄d hé c’hrég : hag é kéméraz al lôd all, hag hen kasaz da dreid ann Ébestel.

3. Hôgen Per a lavaraz : Ananiaz, pérâk Satan en deûz-hén̄ temptet da galoun, évit da lakaad da lavaroud eur gaou d’ar Spéred-San̄tel, ha da viroud enn tu diouz-id lôd eûz a arc’han̄t da zouarou ?

4. Ha na ven̄t két choumet gan-éz, mar ez pé karet ; ha goudé béza hô gwerzet, ha né oa két c’hoaz ann arc’han̄t d’îd ? Pérâg éc’h eûz-té lékéat ar ménoz-sé enn da galoun ? Né kéd d’ann dûd éc’h eûz lavaret gaou, da Zoué eo.

5. Hôgen pa glevaz Ananiaz ar geriou-zé, é kouézaz hag é varvaz. Hag ar ré holl a glevaz kémen̄t-sé a oé spoun̄tet brâz.

6. Neûzé tûd-iaouan̄k a zavaz, a géméraz anézhan̄, hé zougaz hag hé zouaraz.

7. War-drô teir heur goudé, hé c’hrég, péhini na wié kéd ar péz a ioa c’hoarvézet, a zeûaz.

8. Ha Per a lavaraz d’ézhi : Lavar din, grég, hag azé éma kémen̄d hoc’h eûz gwerzet hô touarou ? Hag hî a lavaraz : Ia, kémen̄t-sé eo.

9. Neûzé Per a lavaraz d’ézhi : Pénaoz oc’h-hu en em unanet ével-sé évit tempti Spéred ann Aotrou ? Chétu oud ann ôr treid ar ré hô deûz douaret da ozac’h, mon̄d a réon̄d ivé d’az tougen.

10. Râk-tâl é kouézaz d’hé dreid, hag é varvaz. Ann dûd-iaouan̄g éla ô véza deûed ébarz, hé c’havaz marô, hag ô véza hé c’héméret, hé douaraz é-kichen hé fried.

11. Hag eur spoun̄t brâz a zavaz enn Iliz holl hag é-touez ar ré holl a glevaz méneg eûz a gémen̄t-man̄.

12 Hôgen ann Ébestel a réa kalz a arwésiou hag a vurzudou dirâg ar bobl. Hag en em strolla a réan̄d holl a-unan é pon̄dalez Salomon.

13. Hini eûz ar ré all na grédé en em unani gan̄t-hô : hôgen ar bobl a veûlé kalz anézhô.

14. Hôgen ann niver eûz ar ré a grédé, ken goazed, ken merc’hed, a greské mui-oc’h-vui.

15. Enn hévélep doaré ma touget ar ré glan̄v war al leûriou ker, ha m’hô lékéad war wéléou ha war flédou, évit pa drémenfé Per, ma teûfé da-vihana hé skeûd da c’hôlei unan-bennâg anézhô, ha ma vijen̄t iac’héet eûz hô c’hlén̄véjou.

16. Eunn niver brâz a dûd a zirédé ivé eûz ar c’heriou nés da Jéruzalem, hag é tigasen̄t hô zûd klan̄v, hag ar ré a ioa heskinet gan̄d ar spéréjou louz : hag hô faréen̄t holl.

17. Hôgen Prin̄s ar véleien a zavaz, hag ar ré a ioa gan̄t-han̄ (péré a zô eûz a hérézi ar Zaduséed) ô véza leûn a warizi.

18. Hag é taolchon̄t hô daouarn war ann Ébestel, hag hô lékéjon̄t er gen-brizoun.

19. Hôgen Éal ann Aotrou a zigoraz é-pâd ann nôz dôriou ar prizoun, hag ô véza hô c’haset er-méaz, é lavaraz :

20. Id, ha savid enn templ, ha livirid d’ar bobl ann holl c’heriou eûz ar vuez-zé.

21. Pa glevaz ar ré-man̄ kémen̄t-sé, éz éjon̄t enn templ min̄tin mâd, hag en em lékéjon̄t da brézégi. Koulskoudé Prin̄s ar véleien, hag ar ré a ioa gan̄t-han̄ a zeûaz, hag a strollaz ann alierien hag ann holl Hénaoured eûz a bobl Israel ; hag é kaschon̄t tûd d’ar prizoun évid hô digas.

22. Ann oviserien ô véza deûet, a zigoraz ar prizoun, ha n’hô c’hafchon̄t két, hag é tistrôjon̄t, hag hé rôjon̄t da anaout,

23. O lavarout : Kavet hon eûz ar prizoun serret gan̄t kalz a bréder, hag ar gwarded enn hô zâ é-tâl ann ôriou : hôgen pa hon eûz digoret, n’hon eûz kavet dén ébarz.

24. Hôgen mérer ann templ ha prin̄sed ar véleien pa glefchon̄t kémen̄t-sé, a oé nec’het diwar-benn ar péz a dlié da c’hoarvézout.

25. Hôgen unan-bénnâg a zeûaz hag a lavaraz d’ézhô : Chétu ann dûd-zé hô poa lékéad er prizoun a zô enn templ, hag a gélenn ar bobl.

26. Neûzé mérer ann templ a iéaz gan̄d hé oviserien, hag a zigasaz anézhô hép rédi : râg aoun hô doa na zeûfé ar bobl d’hô labéza.

27. Pa hô doé hô digaset, é lakéjon̄d anézhô dirâg ann alierien : hag ar Bélek-brâz a réaz eur goulenn out-hô,

28. O lavarout : dré hor gourc’hémennou hor boa gourc’hémennet d’é-hoc’h na gélenjac’h kéd enn hanô-zé : ha chétu hoc’h eûz leûniet Jéruzalem gan̄d hô kélennadurez, hag é fell d’é-hoc’h dougen war-n-omp goâd ann dén-zé.

29. Hôgen Per hag ann Ébestel a respoun̄taz : Réd eo ken̄toc’h sen̄ti ouc’h Doué égéd ouc’h ann dûd.

30. Doué hon tadou en deûz dazorc’het Jézuz péhini hoc’h eûz lékéad da vervel, oc’h hé staga oud ar prenn.

31. Hen-nez eo a zô bét savet gan̄d dourn déou Doué da Brin̄s ha da Zalver, évit rei da Israel ar binijen, hag ann distol eûz ar péc’héjou.

32. Ha nî a zô téstou eûz ar péz a lévéromp, hag ar Spéred-San̄tel ivé, péhini a zô bét rôet gan̄d Doué d’ar ré a zen̄t out-han̄.

33. Pa glevchon̄t kémen̄t-sé é savaz droug enn-hô, hag é vennen̄t hô lakaad da vervel.

34. Hôgen eur Farizian hanvet Gamaliel, péhini a ioa doktor eûz al lézen, hag énoret brâz gan̄d ar bobl holl, a zavaz é-touez ann alierien, hag a c’hourc’hémennaz lakaad ann Ébestel er-méaz évit berr amzerr.

35. Hag é lavaraz d’ar ré-man̄ : Tûd a Israel, likid évez oud ar péz a réod d’ann dûd-zé.

36. Râg abarz ann deisiou-man̄ é savaz Téodaz, péhini a lavaré éz oa hén̄ eunn dra-bennâg a vrâz. War-drô pévar c’han̄t dén a heûliaz anézhan̄ ; hôgen lazed é oé, hag ar ré holl hô doa krédet enn-han̄ en em skiñaz, hag a zeûaz da nétra.

37. Goudé hen-nez é savaz Judaz ha Timon, ha Parménaz, ha Nikolaz, ar C’haliléad é amzer ann nivéréz, hag é tidennaz ar bobl war hé lerc’h : hôgen lazed é oé, hag ar ré holl hô doa hé heûliet a oé skiñet.

38. Dré-zé bréma é lavarann d’é-hoc’h, tec’hid diouc’h ann dûd-zé, ha list-hô da ôber ; râk mar teû ar c’huzul-zé, pé ann ôber-zé a berz ann dûd, é vézô kaset-da-nétra :

39. Hôgen mar teû a berz Doué, na hellot kéd hé gas-da-nétra, néméd en em lakafac’h da stourmi oud Doué hé-unan. Hag é rôjon̄d hô grâd da gémen̄t-sé.

40. Hag ô véza galvet ann Ébestel, goudé béza lékéad hô skourjéza, é tifennchon̄t out-hô na gomzchen̄t mui é hanô Jézuz, hag ho c’haschon̄t-kuît.

41. Hag hi a iéaz laouen eûz a zirâg ar c’huzulierien, ô véza ma oan̄t bét kavet dellézek da c’houzan̄vi ann dismégan̄s-sé é hanô Jézuz,

42. Ha na éhanen̄t két bemdéz da gélenna ha da brézégi diwar-benn Jézuz-Rrist, enn templ ha a-dî-da-dî.


————
VI. PENNAD.


1. Hôgen enn deisiou-zé, ô véza ma kreské niver ann diskibled, é savaz gourdrouz é-touez ar Grésianed a-éneb ar Iuzevien, ô véza ma réan̄t faé eûz hô in̄tan̄vézed-hî er servich pemdéziek.

2. Neûzé ann douzég Abostol ô véza strollet ann holl ziskibled, a lavaraz : Né kéd a zoaré é kuitafemp gér Doué, évid évésaad ouc’h ann taoliou.

3. Dilennid éta, va breûdeûr, seiz dén enn hô touez eûz a léalded anat, leûn eûz ar Spéred-San̄tel hag a furnez, hag é lakaimb anézhô d’al labour-zé.

4. Ha nî en em rôiô enn-holl-d’ann holl d’ar béden, ha d’ar brézégen.

5. Ar c’homsiou-zé a blijaz d’ézhô holl ; hag é tilennchon̄t Stefan, dén leûn a feiz hag euz ar Spéred-San̄tel, ha Filip, ha Prokoruz, ha Nikanor, ha Timon, ha Parménaz, ha Nikolaz, diavésiad eûz a An̄tiokia.

6. Hag é kaschon̄t anézho dirâg ann Ébestel : hag enn eur bidi é lédchon̄t hô daouarn war-n-ézho.

7. Ha gér Doué a greské, ha niver ann diskibled a greské kalz é Jéruzalem : kalz ivé eûz ar véleien a zen̄té ouc’h ar feiz.

8. Hôgen Stéfan leûn a c’hrâs hag a ners, a réa burzudou hag arouésiou brâz é-touez ar bobl.

9. Neûzé hiniennou eûz ar Sinagog, péré a ioa hanvet Libertined, hag ar Sirénéed, hag ann Aleksan̄drined, hag ar ré a ioa eûz a Silisia hag eûz a Azia a zavaz hag a strivé gan̄t Stéfan.

10. Ha na hellen̄t két énébi oud ar furnez, hag oud ar Spéred a gomzé enn-han̄.

ll. Neûzé é c’hounézchon̄t tûd da lavarout pénaoz hô doa hé glevet ô lavarout touadellou a-énep Moizez hag a-énep Doué.

12. Dispac’ha a réjon̄d éta ar bobl, hag ann Hénaoured, hag ar Skribed : hag oc’h en em deûrel war-n-ézhan̄, é krôgchon̄t enn-han̄, hag her c’haschon̄t dirag ann alierien ;

13. Hag é lékéjon̄t testou faoz, péré a lavaraz : Ann dén-zé na baouez da gomza a-éneb al léac’h san̄tel, hag a-éneb al lézen.

14. Râg hé glevet hon eûz ô lavarout : Pénaoz ar Jézuz-zé a Nazaret a zisman̄trô al léac’h-man̄, hag a gemmô ar gélénnadurésiou a-c’hénou en deuz rôet Moizez d’é-omp.

15. Hag ar ré holl a ioa azézet el léz ô selloud out-han̄, a wélaz hé zremm ével dremm eunn Éal.


————

VII. PENNAD.


1. Neûzé ar Bélek-brâz a lavaraz d’ézhan̄ : Ha gwîr eo ar péz a lévéreur ?

2. Hag hén̄ a lavaraz : Tûd, va breûdeûr, ha va zadou, klevit : Ann Doué a c’hloar en em ziskouézaz da Abraham hon tad pa édo er Mézopotamia, abarz ma choumaz é Karan,

3. Hag é lavaraz d’ézhan̄ : Kéa er-méaz eûz da vrô, hag eûz da géren̄tiez, ha deûz enn douar a ziskouézinn d’îd.

4. Neûzé éz éaz er-méaz eûz a zouar ar C’haldéed, hag éz éaz da choum é Karan. Hag ac’hanô, goudé ma oé marô hé dâd, Doué a zigasaz anézhan̄ enn douar-man̄, é péhini é choumit bréma.

5. Ha na rôaz d’ézhan̄ madou é-béd enn-han̄ : na rôaz két zô-kén héd eunn troad : hôgen rei a réaz hé c’hér pénaoz her rôjé d’ézhan̄ enn hé gers, ha d’hé wenn hé-c’houdé, pa n’en doa c’hoaz mâb é-béd.

6. Ha Doué a lavaraz d’ézhan̄ pénaoz hé wenn a choumché enn eunn douar a-ziavéaz, a vijé lékéad é sklavérez, ha gwall gaset é-pâd pévar c’han̄t vloaz.

7. Hôgen, émé ann Aotrou, barna a rinn ar vrôad gan̄t péhini é vézin̄t bét lékéad é sklavérez. Ha goudé-zé é teûin̄t er-méaz, hag é servichin̄t ac’hanoun el léac’h-man̄,

8. Hag é rôaz d’ézhan̄ kévrédigez ann trô-drouc’h : hag ével-sé Abraham a en̄gehen̄taz Izaak, hag a drô-drouc’haz anézhan̄ ann eizved dervez, hag Izaak a en̄géhen̄taz Jakob ; ha Jakob a en̄géhen̄taz ann douzék Tâd-brâz.

9. Hag ann Tâdou-brâz dré warizi, a werzaz Jozef enn Éjipt ; hôgen Doué a ioa gan̄t-han̄ :

10. Hag é tieûbaz anézhan̄ eûz hé holl en̄krézou : hag é rôaz d’ézhan̄ ar gaerded hag ar furnez dirâk Faraon roué ann Éjipt, péhini hel lékéaz da réner war ann Éjipt, ha war hé holl dî.

11. Hôgen don̄d a réaz eunn naounégez vrâz enn holl Éjipt hag é Kanaan, ha brâz é oé ann en̄krez : hag hon tadou na gaven̄t kéd a vouéd.

12. Pa glevaz Jakob pénaoz é oa éd enn Éjipt, é kasaz dî hon tadou eur wéach gen̄ta.

13. Ha d’ann eil gwéach é oé anavézet Jozef gan̄d hé vreûdeûr, ha Faraon a anavézaz hé wenn.

14. Neûzé Jozef a gasaz da gerc’hout Jakob hé dâd, hag hé holl géren̄t ; pemzék dén ha tri-ugen̄t.

15. Ha Jakob a ziskennaz enn Éjipt, hag a varvaz énô, hag hon tadou ivé.

16. Ha dizouget é oen̄t é Sichem, ha lékéad er béz a oa bét prénet gan̄d arc’han̄t Abraham digan̄t mipien Hémor mâb Sichem.

17. Hôgen ô véza ma tôstéé amzer ar gwéstl en doa gréad Doué da Abraham, ar bobl a greskaz, hag a baottaz enn Éjipt,

18. Bété ma savaz enn Éjipt eur roué all, péhini n’en doa két anavézet Jozef.

19. Hen-nez leûn a drôidellérez a-énep hon tûd a en̄krézaz hon tadou, béteg hô lakaad da deûrel er-méaz hô bugalé, évit na zeûjen̄t kén da baotta.

20. Enn amzer-zé éo é oé ganet Moizez, péhini a oé mâd dirâk Doué. E-pâd tri miz é oé maget é tî hé dâd.

21. Hôgen ô véza bét lékéad er-méaz, é oé kéméret gan̄t merc’h Faraon, péhini a vagaz anézhan̄ ével eur mab d’ézhi.

22. Ha Moizez a oé desket é holl furnez ann Éjipsianed, hag é teûaz da véza gallouduz é geriou hag é ôbériou.

23. Hôgen pa oé deûed d’ann oad a zaou-ugen̄t vloaz, é teûaz c’hoan̄t enn hé galoun da von̄d da wéloud hé vreûdeûr bugalé Israel.

24. Hag ô wéloud eur ré oc’h ôber drouk da unan anézhô, é tifennaz anézhan̄ ; hag ô véza skôet gan̄d ann Éjipsian, é ven̄jaz ann hini da béhini é oa bét gréad drouk.

25. Hôgen hén̄ a grédé é teûjé hé vreûdeûr da boella pénaoz oa dré hé zourn é tlié Doué hô dieûbi : hag hî na boeljon̄t két kémen̄t-sé.

26. An̄trônôz en em gavaz pa édo lôd anézhô oc’h en em zaéla, hag hén̄ a glaské lakaad ar péoc’h étré-z-hô, hag a lavaré : Tudou, breûdeûr oc’h, pérâg en em grôzit-hu ann eil égilé ?

27. Hôgen ann hini a grôzé hé nésa a bellaaz anézhan̄, ô lavarout : Piou en deûz da lékéad da brin̄s ha da varner war-n-omp.

28. Ha na fell kéd d’îd va laza, é-c’hîz ma éc’h eûz lazet déac’h eunn Éjipsian ?

29. Hôgen Moizez pa glevaz ar gér-zé a dec’haz kuît : hag é oé diavésiad é douar Madian, é péléac’h en dôé daou vab.

30. Ha goudé ma oé tréménet daou-ugen̄t vloaz, en em ziskouézaz d’ézhan̄ eunn Éal é distrô ménez Sina, é-kreiz tân eur voden leskidik.

31. Pa wélaz Moizez kémen̄t-sé, é oé souézet-brâz eûz ar péz a wélé, hag ô véza tostéet évid arvesti, é klevaz mouéz ann Aotrou, a lavaré :

32. Mé eo Doué da dadou, Doué Abraham, Doué Izaak, ha Doué Jakob. Hôgen Moizez a gréné, ha na grédé kéd sellet.

33. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Tenn da voutou eûz da dreid ; râg al léac’h é péhini émoud a zô eunn douar san̄tel.

34. O wélout em eûz gwélet en̄krez va fobl, péhini a zô enn Éjipt ; kleved em eûz hô c’heinvanou, hag ounn diskennet évid hô dieûbi. Deûz ’ta bréman, hag é kasinn ac’hanod enn Éjipt.

35. Ar Moizez, péhini hô doa dinac’het, pa léverjon̄t : Piou en deûz da lékéad da brin̄s ha da varner ? Hen-nez a zô bét kaset gan̄d Doué da brin̄s ha da zieûber dré zourn ann Éal, a oa en em ziskouézed d’ézhan̄ er vôden.

36. Hen-nez eo hô lékéaz da zon̄d er-méaz, oc’h ôber burzudou hag arouésiou é douar ann Éjipt, er môr Rûz, hag enn distrô é-pâd daou-ugen̄t vloaz.

37. Hen-nez eo ar Moizez-zé, péhini en deûz lavaret da vugalé Israel : Doué a lakai da zével é-touez hô preûdeûr eur Profed ével-d-oun ; sélaouit-hén̄.

38. Hen-nez eo a oé enn Iliz enn distrô gan̄d ann Éal, pehini a gomzé out-han̄ é ménez Sina, ha gan̄d hon tadou : hén̄ eo en deûz bét ar geriou a vuez évid hô rei d’é-omp.

39. Hon tadou na fellaz két d’ézhô sen̄ti out-han̄ : hôgen hé bellaad a réjon̄t, hag é tistrôjon̄t a galoun enn Éjipt.

40. Hag é léverjon̄d da Aaron : Gra d’é-omp douéou hag a gerzô enn hor raok ; râg ar Moizez-zé péhini en deûz hon tennet euz a zouar ann Éjipt, na ouzomp két pétrâ eo deûed da véza.

41. Hag é réjon̄d eul leûé enn deisiou-zé, hag é kennigchon̄t eunn anéval d’ann idol, hag en em laouénéchon̄t é labour hô daouarn.

42. Hôgen Doué a zistroaz diout-hô, hag hô lézaz da zervicha armé ann Én̄v, é-c’hîz ma éo skrivet é levr ar Broféded : Tî Israel, ha kenniged éc’h eûz-té d’in sakrifisou hag anévaled enn distrô é-pâd daou-ugen̄t vloaz ?

43. Ha c’houi hoc’h euz kéméret telt Molok, ha stéren hô Toué Remfam, skeûdennou péré hoc’h euz gréat évid hô azeûli. Dré-zé é kasinn ac’hanoc’h enn tû all da Vabilon.

44. Hon tadou hô doé enn distrô telt ann desténi, ével m’en doa Doué, ô komza out Moizez, gourc’hémennet d’ézhan̄ hé ôber hervez ann doaré ma en doa gwélet.

45. Hag hon tadou ô véza hé géméret, a gasaz anézhan̄ gan̄t-hô, dindân rénadur Jézuz é perc’henniez ar vrôadou, péré a gasaz Doué a-ziaraog hon tadou, bété deisiou David,

46. Péhini a gavaz trugarez dirâk Doué, hag a c’houlennaz out-han̄ ma helljé sével eunn telt da Zoué Jakob.

47. Hôgen Salomon eo a zavaz eunn ti d’ézhan̄.

48. Koulskoudé ann Uc’héla na choum kéd enn templou gréat gan̄d daouarn ann dûd, e-c’hîz ma lavar ar Profed :

49. Ann Én̄v eo va c’hador, hag ann douar skabel va zreid. Pé dî a zafod d’in, émé ann Aotrou ? Ha pé léac’h a hellfé béza da arzaô d’in ?

50. Ha n’eo két va dourn en deûz gréat kémen̄t-se ?

51. Pennou kalet, tûd dienwadet a galoun hag a skouarn, c’houi a éneb bépréd oud ar Spéred-San̄tel, hag a zô hén̄vel oud hô tadou.

52. Péhini eûz ar Broféded n’hô deûz két heskinet hô tadou ? Lazed hô deûz ar ré a ziougané d’ézhô donédigez ann Dén Gwirion, péhini hoc’h eûz c’houi gwerzet ha lazet :

53. O véza ma eo bét rôed d’é-hoc’h al lézen gan̄d ann Élez, ha n’hoc’h eûz két hé miret.

54. Hôgen pa glefchon̄t kémen̄t-sé é oé rannet hô c’halounou, hag é skriñchon̄t hô den̄t out-han̄.

55. Koulskoudé ô véza ma oa hén̄ leûn eûz ar Spéred-San̄tel, é savaz hé zaou-lagad étrézég ann Én̄v, é wélaz gloar Doué, ha Jézuz péhini a ioa enn hé zâ enn tu déou da Zoué. Hag é lavaraz : Chétu é wélann ann Én̄vou digor, ha Mâb ann dén enn hé zâ enn tu déou da Zoué.

56. Hôgen hî en em lékéaz da gria a-boéz-penn ô stan̄ka hô diskouarn, hag en em dôljon̄t war-n-ézhan̄ war-eunn-drô.

57. Hag ô véza hé zachet er-méaz eûz a géar, é labézchon̄t anézhan̄ : hag ann testou a lékéaz hé ziḻad out treid eunn dén-iaouan̄k hanvet Saul.

58. Hî a labézé Stéfan, hag hén̄ a bédé, hag a lavaré : Aotrou Jézuz, digémer va spéred.

59. Hag ô véza en em daolet war hé zaoulin, é c’harmaz gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout : Aotrou, na damall két d’ézhô ar péc’hed-man̄. Ha goudé béza lavaret kémen̄t-sé é kouskaz enn Aotrou. Hôgen Saul en doa rôed hé c’hrâd d’ar marô-zé.


————
VIII. PENNAD.


1. Hôgen enn deisiou-zé é savaz eunn heskin brâz enn Iliz a ioa é Jéruzalem, hag ann holl, néméd ann Ébestel, a oé skiñet dré vrô Judéa ha Samaria.

2. Koulskoudé tûd a zoujan̄s Doué hô doé pridiri eûz a Stéfan, hag a réaz eur c’haon̄ brâz d’ézhan̄.

3. Hôgen Saul a zismantré ann Iliz, hag ô von̄d enn tiez, é tenné anézhô ar goazed hag ar merc’hed, hag hô lékéé er prizoun.

4. Ar ré a ioa skiñet a brézégé gér Doué dré ma tréménen̄t.

5. Filip a ziskennaz da géar Samaria, hag a brézégaz énô ar C’hrist.

6. Ar boblou a zélaoué ar péz a lavaré Filip, oc’h hé glevout gan̄d eunn hévéleb evez, hag ô wélout ann arouésiou a réa.

7. Râg ar spéréjou louz a iéa er-méaz eûz a gorf meûr a hini, enn eur gria a-boéz-penn.

8. Ha kalz a baralitiked hag a grammeien a oé iac’héet.

9. Eul laouénidigez vrâz a c’hoarvézaz éta er géar-zé. Hôgen béz’ éz oa enn hévélep kéar eunn dén hanvet Simon, péhini abars neûzé a ioa bét eur strôbineller, hag en doa touellet pobl Samaria, ô lavarout pénaoz é oa hén̄ eunn dra-bennâg a vrâz :

10. Ann holl, braz ha bihan̄, a grédé d’ézhan̄, hag a lavaré : Hé-man̄ eo ar galloud brâz euz a Zoué.

11. Hôgen hé zélaoui a réan̄t, ô véza m’en doa hô zouellet pell a ioa gan̄d hé strôbinellou.

12. Koulskoudé ô véza krédet ar péz a brézégé Filip diwar-bénn rouantélez Doué, é oen̄t badézet, goazed ha merc’hed, é hanô Jézuz-Krist.

13. Neûzé Simon a grédaz ivé hé-unan : goudé ma oé bét badézet, éc’h heûliaz Filip. Hag ô wélout ann arouésiou hag ar vurzudou brâz a réa, é oé souézet-meûrbéd.

14. Hôgen pa glevaz ann Ébestel, péré a ioa é Jéruzalem, pénaoz tûd Samaria hô doa digéméret gér Doué, é kaschon̄t étrézég enn-hô Per ha Iann.

15. Pa oé deûed ar ré-man̄, é pedchon̄t évit-hô, évit ma tigémerchen̄t ar Spéred-San̄tel :

16. Râk né oa két c’hoaz diskennet war hini anézhô ; hôgen badézet é oan̄t bét hép-kén, é hanô ann Aotrou Jézuz.

17. Neûzé é lékéjon̄d hô daouarn war-n-ézhô, hag é tigémerchon̄t ar Spéred-San̄tel.

18. Hôgen pa wélaz Simon pénaoz ann Ébestel a roé ar Spéred-San̄tel oc’h astenna hô daouarn, é kennigaz arc’han̄t d’ézhô,

19. O lavarout : Rôid ivé d’in ar galloud-zé, ma tigémérô ar Spéred-San̄tel kémen̄d hini em bézô lékéat va daouarn war-n-ézhan̄. Hôgen Per a lavaraz d’ézhan̄ :

20. Ra vézô kollet da arc’han̄t gan-éz, ô véza ma éc’h eûz mennet é helfez kaout rô Doué gan̄d arc’han̄t.

21. N’éc’h euz na lôd, na kévren er brezégen-man̄ ; rak da galoun né kéd éeun dirâk Doué.

22. Gra éta pinijen eûz ann drougiez-zé ac’hanod ; ha péd Doué, évit ma tistolô d’îd, mar d-eo galluz, ar ménoz-zé eûz da galoun.

23. Râg gwéloud a rann pénaoz émoud é béstl ar c’houervder, hag é éréou ann direisted.

24. Hôgen Simon a respoun̄taz, hag a lavaraz : Pédit c’houi ann Aotrou évid-oun, évit na zigouézô nétra din eûz ar péz hoc’h eûz lavaret.

25. Hag hî goudé béza rôet testéni d’ann Aotrou, ha goudé béza diskleriet hé c’hér, a zistrôaz da Jéruzalem, enn eur brézégi ann Aviel é meûr a bann eûz a vrô ar Zamaritaned.

26. Hôgen Éal ann Aotrou a gomzaz ouc’h Filip, ô lavarout : Saô, ha kéa étrézég ar c’hresteiz, war-zû ann hen̄t a ziskenn eûz a Jéruzalem da C’haza, péhini a zô enn eul léac’h distrô.

27. Hag hén̄ a zavaz hag a iéaz. Ha chétu eunn dén eûz ann Étiopia, eur spaz, eunn dén galloudek eûz a lez Kan̄dasez rouanez ann Étiopianed, péhini a ioa da benn war hé holl denzoriou, a ioa deûed da Jéruzalem évid azeûli ;

28. Hag ô tistrei é oa azézet war hé garr, hag é lenné ar Profed Izaiaz.

29. Neûze ar Spéred a lavaraz da Filip : Difré, ha dinesa oud ar c’harr-zé.

30. Ha Filip a rédaz, hag a glevaz anézhan̄ ô lenna ar Profed Izaiaz, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Ha menna a réz-té é poelfez ar péz a lennez ?

31. Hag hé-man̄ a lavaraz : Ha pénaoz é hellfenn, ma na ziskouéz dén d’in ? Hag é pédaz Filip da biña, ha da azéza gan̄t-han̄.

32. Hôgen al léac’h eûz ar Skritur a lenné a oa hé-man̄ : É c’hîz eunn dan̄vad eo bét kaset da laza ; hag é-c’hîz eunn oan péhini a choum mûd dirâg ar c’hrévier, ével-sé n’en deûz kéd digoret hé c’hénou.

33. Enn hé vuelded hé varn a zô bét lamet. Piou a zanévellô hé c’hanédigez, ô véza ma vézô lamet hé vuez diwar ann douar ?

34. Hag ar spâz a respoun̄taz hag a lavaraz da Filip : Lavar d’in, mé az péd, diwar-benn piou é lavar ar Profed kémen̄t-sé, pé diwar-benn hé-unan, pé diwar-benn eunn all bennâg ?

35. Neûzé Filip ô tigeri hé c’hénou, a zéraouaz dré ar Skritur-zé, hag a brézégaz d’ézhan̄ Jézuz.

36. Ha pa’z éan̄t enn hen̄t, é kafchon̄t dour, hag ar spâz a lavaraz : Chétu dour, pétrâ a vîr na venn badézet :

37. Ha Filip a lavaraz : Mar krédez a wîr galoun, é hell béza gréat. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz : Mé a gréd pénaoz Jézuz-Krist a zô Mâb da Zoué.

38. Hag é c’hourc’hémennaz harza ar c’harr : hag é tiskenchon̄t hô daou enn dour, ha Filip a vadézaz ar spâz.

39. Hôgen pa oen̄t savet eûz ann dour, ar Spéred a skrapaz é Filip, hag ar spâz n’her gwélaz mui ; hôgen mon̄d a réaz laouen enn hé hen̄t.

40. Koulskoudé Filip en em gavaz é Azot, hag ô tréménout é prezégé ann Aviel dré ar c’heriou, bété ma teûaz da Zézaréa.


————
IX. PENNAD.


1. Hôgen Saul péhini a ioa c’hoaz leûn a c’hourdrouzou, ha péhini a glaské marô diskibled ann Aotrou, a iéaz da gavout ar Bélek-brâz,

2. Hag a c’houlennaz digan̄t-han̄ lizéri évit sinagogou Damez : évit mar kafché war ann hén̄t-zé, goazed pé merc’hed, hô c’hasché stâg da Jéruzalem.

3. Ha pa édo enn hen̄t, ha ma tôstéé oud Damaz, eur c’houlaouen eûz ann Én̄v a gelc’hiaz anézhan̄ enn-eunn-taol ;

4. Hag ô kouéza d’ann douar é klevaz eur vouéz a lavaré d’ézhan̄ : Saul, Saul, pérâg éc’h heskinez-té ac’hanoun ?

5. Hag hén̄ a lavaraz : Piou oud-dé, Aotrou ? Hag ann Aotrou a lavaraz : Mé eo Jézuz péhini a héskinez ; fall a rez herzel oud ar broud (M).

6. Hag hén̄ ô kréna, ha spoun̄tet brâz a lavaraz : Aotrou, pétrâ a fell d’îd é rafenn ?

7. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Saô, ha kéa da géar, hag énô ô vézô lavared d’îd pétrâ éc’h eûz da ôber. Hôgen ann dûd a ioa gan̄t-han̄ a choumaz souézet-brâz, ô véza ma kleven̄t eur vouéz, ha na wélen̄d dén.

8. Saul éta a zavaz diwar ann douar, ha pétrâ-bennâg ma oa digor hé zaoulagad, na wéle bérad. Hôgen hî ô kregi enn hé zaouarn, a gasaz anézhan̄ da Zamaz.

9. Choum a réaz énô trî dervez hép gwélout, ha na zebraz na na évaz.

10. Hogen béz’ éz oa eunn diskibl é Damaz, hanvet Ananiaz : hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ enn eur wélédigez : Ananiaz. Hag hén̄ a lavaraz : Chétu mé, Aotrou.

11. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Saô, ha kéa er rû a hanveur ar Rû Vrâz : ha klask é tî Judaz eunn dén hanvet Saul eûz a Dars ; râg ô pidi éma.

12. (Ha Saul a wélaz eunn dén hanvet Ananiaz, péhini a zeûé enn tî, hag é lékéé hé zaouarn war-n-ézhan évit ma askafché ar gweled.)

13. Hôgen Ananiaz a respoun̄taz : Aotrou, kleved em eûz gant meûr a hini pénaoz ann dén-zé en deûz gréat kalz a zrouk d’ar sen̄t é Jéruzalem ;

14. Ha pénaoz eo bét rôed ar galloud d’ézhan̄ gan̄t Prin̄sed ar véleien da éréa kémen̄d hini a c’halvô da hanô.

15. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, râg hen-nez a zô eul léstr em eûz dilennet évid dougen va hanô dirâg ar vrôadou, ar rouanez, ha bugalé Israel.

16. Râk mé a ziskouézô d’ézhan̄ pétrâ a vézô réd d’ézhan̄ da c’houzan̄vi évit va hanô.

17. Hag Ananiaz a iéaz, hag ô véza éad enn tî, éc’h astennaz hé zaouarn war-n-ézhan̄, hag é lavaraz : Saul va breûr, ann Aotrou Jézuz, péhini a zô en em ziskouézed d’îd enn hen̄d dré béhini é teûez, en deûz va digaset, évit ma wéli, ha ma vézi leûniet gan̄d ar Spéred-San̄tel.

18. Ha râk-tâl é kouézaz eûz hé zaoulagad é-c’hîz skan̄t, hag é teûaz adarré ar gwéled d’ézhan̄ : hag ô véza savet é oé badézet.

19. Hag ô véza kéméret boéd, é teûaz ners d’ézhan̄. Hag é choumaz eunn dervez-bennâg gan̄d ann diskibled a ioa é Damaz.

20. Ha rak-tâl é prézégaz er sinagogou, pénaoz Jézuz a ioa Mâb Doué.

21. Hôgen ar ré holl a glevé anézhan̄ a oa souézet, hag a lavaré : Ha né két hen-nez eo a heskiné é Jéruzalem ar ré a c’halvé ann hanô-zé, ha péhini a zô deûed ac’hanô aman̄ évid ô éréa hag hô châs da Brin̄sed ar véleien ?

22. Koulskoudé Saul a zistroé é iéc’hed mui-och-vui, hag é faézé Juzevien a ioa é Damaz, ô testénia d’ézhô pénaoz Jézuz a ioa ar C’hrist.

23. Hôgen pell-amzer goudé ar Iuzevien en em guzuliaz kévret évit hé lakaad da vervel.

24. Hô spiou a oé rôed da anaoud da Zaul ; râk nôz-deiz é tiwallen̄d ann ôriou, évid hé laza.

25. Hôgen ann diskibled a géméraz anézhan̄ é-pâd ann nôz, hag ô véza hé lékéad enn eûr gést, é tiskenchon̄d anêzhan̄ a-héd ar vôger.

26. Pa oé deûed da Jéruzalem, é klaskaz en em unani gan̄d ann diskibled ; hôgen holl hô doa aoun ra-z-han̄, ô veza na gréden̄t két é oa diskibl.

27. Hôgen Barnabaz a géméraz anézhan̄, hag hé c’hasaz d’ann Ébestel : hag é tanévellaz d’ézhô en doa gwelet enn hen̄t ann Aotrou, péhini en doa komzet out-han̄, ha pénaoz en doa prézéget, gan̄t fisian̄s é Damaz, hanô Jézuz.

28. Choum a réaz éta gant-hô, ô von̄d hag ô ton̄d é Jéruzalem, hag ô prézégi gan̄t fisian̄s é hanô ann Aotrou.

29. Komza a réa ivé oud ar Jen̄tiled, hag é strivé oud ar C’hrésianed : hag ar ré-man̄ a glaské ann tû d’hé laza.

30. Pa glevaz ar vreûdeûr kémen̄t-sé, hé rénchon̄t bété Sézaréa, hag hen c’haschon̄t da Darsa.

31. Koulskoudé ann Iliz é doa ar péoc’h dré ann holl Judéa, dré ar C’haliléa ha dré Samaria, hag é savé ô kerzout é doujan̄s ann Aotrou, ha leûn é oa gan̄t fréalzidigez ar Spéred-San̄tel.

32. Hôgen c’hoarvézoud a réaz pénaoz Per ô tréménoud dré ann holl geriou, a zeûaz da wéloud ar zen̄t a choumé é Lidda.

33. Hag é kavaz énô eunn dén, hanvet Énéaz, péhini ô véza paralitik, a ioa gourvézet war hé wélé, eiz bloaz a ioa.

34. Ha Per a lavaraz d’ézhan̄ : Énéaz, ann Aotrou Jézuz-Krist az iac’ha : saô, hag aoz da wélé. Ha râk-tâl é savaz.

35. Ar ré holl a choumé é Lidda hag é Sarona a wélaz anézhan̄ ; hag é tistrôjon̄d oud ann Aotrou.

36. Béz’ éz oa ivé é Joppé eunn diskiblez hanvet Tabita, pe Dorkaz hervez ann drôidigez. Hou-man̄ a oa leûn gan̄d ar mâd-ôbériou hag ann aluzennou a réa.

37. Hôgen c’harvézoud a réaz pénaoz ô véza kouézet klan̄v enn deisiou-zé, é varvaz : ha goudé béza bét gwalc’het, é oé lékéad enn eur gambr huel.

38. Hag ô véza ma oa Lidda tôst da Joppé, ann diskibled ô véza klevet pénaoz Per a ioa énô, a gasaz daou zén d’ézhan̄, évid hé bidi da zon̄t affô d’hô c’héar.

39. Ha Per a zavaz hag a iéaz gan̄t-hô. Ha pa oé deûet, é kaschon̄t anézhan̄ er gambr huel : hag ann holl in̄tan̄vézed a zeûaz war hé drô enn eur wéla, hag ô tiskouéza d’ézhan̄ ar gwiskou hag ar saéou a réa Dorkaz d’ézhô.

40. Neûzé Per, ô véza kased ann holl er-méaz, en em daolaz war hé zaoulin hag a bédaz : hag ô véza trôed oud ar c’horf é lavaraz : Tabita, sâv. Hag hî a zigoraz hé daou-lagad ; hag ô véza gwélet Per, en em lékéaz enn hé c’hoan̄zez.

41. Neûzé é rôaz hé zourn d’ézhi, hag hé savaz ; hag ô véza galved ar zen̄t hag ann in̄tan̄vézed, hé rôaz d’ézhô béô.

42. Hôgen kémen̄t-sé a oé gwézet dré holl géar Joppé ; ha kalz a dûd a grédaz enn Aotrou.

43. Ha Per a choumaz meûr a zervez é Joppé, é tî eur c’hourrézer hanvet Simon.


————
X. PENNAD.


1. Béz’ éz oa eunn dén é Sézaréa, hanvet Kornéliuz, péhini a ioa kan̄téner enn eur gohort galvet ann Italianez,

2. Dén dévot hag a zoujan̄s Doué gan̄d hé holl dî, péhini a réa aluzennou brâz d’ar bobl, hag a bédé Doué bépréd.

3. Hé-man̄ a wélaz splann enn eur wélédigez, war-drô ann naved heur eûz ann deiz, eunn Éal euz ann Aotrou a zeûaz d’hé gavout, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kornéliuz.

4. Hogen hén̄ ô selloud out-han̄, en doé aoun brâz, hag a lavaraz : Pétrâ eo, Aotrou ? Hag ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Da bédennou, ha da aluzennou a zô piñet é koun dirâk Doué.

5. Kâs éta tud da Joppé, ha digémenn Simon, les-hanvet Per :

6. Choum a ra é tî eur c’hourrézer hanvet Simon, hag ann tî-zé a zô tôst d’ar môr : hen-nez a lavarô d’îd petrâ éc’h eûz da ôber.

7. Ha pa oé éat-kuît ann Éal a gomzé out-han̄, é c’halvaz daou eûz hé vévellou, hag eur brézéliad a zoujan̄s Doué eûz ar ré a ioa dindân hé véli.

8. Ha goudé béza danévellet pép trâ d’ézhô, hô chasaz da Joppé.

9. An̄trônôz, pa oan̄t enn hen̄t, ha pa dôstéen̄t ouc’h kéar, Per a biñaz er penn uc’héla eûz ann tî, war-drô ar c’houec’hved heur, évit pidi.

10. Hag ô véza m’en doa naoun, é fellaz d’ézhan̄ dibri. Hôgen é-pâd ma aozen̄t eunn dra-bennâg, é kouézaz war-n-ézhan̄ eunn estlam a spéred :

11. Hag é wélaz ann Én̄v digor, hag eul léstr ô tiskenni, ével eunn dousier vrâz a-ispiḻ dré ar pévar c’horn eûz ann Én̄v d’ann douar ;

12. Ha war béhini éz oa a bép seurt loéned pevar-zroadek, ha loéned-stlech diwar ann douar, hag evned eûz ann én̄v.

13. Hag eur vouéz a lavaraz d’ézhan̄ : Saô, Per, lâz ha debr.

14. Hôgen Per a lavaraz : Doué ra virô, Aotrou : râk biskoaz n’em eûz debret eûz a gémen̄t a vé louz na dic’hlan.

15. Hag ar vouéz ô komza out-han̄ eunn eil gwéach, a lavaraz : Na lavar kéd é vé louz ar péz a zô glanet gan̄d Doué.

16. Kémen̄t-sé a c’hoarvézaz a-héd teir gwéach : ha neûzé al léstr é oé sachet enn én̄v.

17. Hag é-pâd ma oa nec’het Per, évit gouzout pétrâ é oa da lavarout ar welédigez en doa gwélet, chétu ar goazed a ioa bét kaset gan̄t Kornéliuz, ô véza goulennet péléac’h édô ti Simon, en em gavaz oud ann ôr.

18. Ha goudé béza galvet, é c’houlenchon̄t ma né oa kéd énô é choumé Simon, les-hanvet Per.

19. Hôgen ô véza ma kouné Per er wélédigez, ar Spéred a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu tri dén a glask ac’hanod.

20. Saô éta, diskenn, ha kéa gan̄t-hô héb arvar é-béd ; râk mé eo em eûz hô c’haset.

21. Ha Per ô véza diskennet da gavoud ann dûd-zé, a lavaraz : Mé eo ann hini a glaskit. Pétrâ eo ann abek évit péhini oc’h deûet?

22. Hag hî a lavaraz : Kornéliuz ar c’han̄téner, dén gwirion, hag a zoujan̄s Doué, hervez ann desténi a rô d’ézhan̄ ann holl bobl a Judéa, a zô bét kélennet gan̄d eunn Éal san̄tel, da zigémenna ac’hanod d’hé dî, ha da zélaoui da c’heriou.

23. Per éta a réaz d’ézhô don̄t enn tî, hag hô herberc’hiaz. Hôgen an̄trônoz é savaz hag éz éaz gan̄t-hô : ha lôd eûz ar vreûdeûr a Joppé a iéaz kévret gan̄t-han̄.

24. An̄trônôz éc’h errujon̄t e Sézaréa, é péléac’h Kornéliuz ô véza galvet hé géren̄t hag hé viñouned vrâz, a c’héde anézhô.

25. Ha pa oé éat Per enn tî, Kornéliuz a ziambrougaz anézhan̄, hag ô véza en em daolet d’hé dreid, éc’h azeûlaz anézhan̄.

26. Hôgen Per a lékéaz anézhan̄ da zével, o lavârout : Saô ; ha mé ivé n’ounn néméd eunn dén.

27. Hag ô komza out-han̄ éz éaz enn tî, hag é kavaz kalz a dûd a oa strollet énô :

28. Hag é lavaraz d’ézhô : C’houi a oar pénaoz eo eunn dra argarzuz évid eunn dén eûz ar Judéa en em unani gan̄d eunn diavésiad, pé mon̄d d’hé gavout : hôgen Doué en deuz diskouézed d’in pénaoz na dléeur gervel dén louz na dic’hlan.

29. Dré-zé ounn deûed héb arvar d’az kavout, pa éc’h eûz va digémennet. Bréma é c’houlennann dré bé abek éc’h eûz va digémennet.

30. Ha Kornéliuz a lavaraz : Béz’ éz eûz bréma pevar dervez, é oann ô pidi em zî enn naved heur, ha chétu eunn dén gwisket é gwenn en em ziskouézaz d’in, hag a lavaraz :

31. Kornéliuz, da béden a zô bét klevet, ha da aluzennou a zô bét kaset da goun dirâk Doué.

32. Kâs éta da Joppé, ha digémenn Simon, les-hanvet Per : choum a ra é-tî Simon ar c’hourrézer é-tal ar môr.

33. Kased em eûz éta râk-tâl d’az kavout ; ha té éc’h eûz gréad eunn dra dudiuz d’in ô ton̄t. Chétu nî éta bréma dira-z-od, évit klevout kémen̄d en deûz Doué kémennet d’îd da lavarout.

34. Neûzé Per a zigoraz hé c’hénou hag a lavaraz : É gwirionez é wélann pénaoz Doué n’en deûz kemm é-béd évid dén ;

35. Hôgen pénaoz é péb brôad, piou-bennâg a zouj anézhan̄, hag a ra obériou eeun, a zô hétuz d’ézhan̄.

36. Doué en deûz komzet out bugalé Israel, ô tiougani d’ézhô ar péoc’h dré Jézuz-Krist (hen-nez eo Aotrou ann holl) :

37. C’houi a oar pétrâ eo bét ar vrud eûz a gémen̄t a zô bét c’hoarvézet er Judéa holl, ô téraoui dré ar C’haliléa, goudé ar vadizian̄t en deûz prézéget Iann :

38. Pénaoz en deûz Doué sakret Jézuz a Nazaret gan̄d ar Spéred-San̄tel ha gan̄d ann ners ; ha pénaoz eo tréménet Jézuz enn eur ober vâd hag enn eur baréa ar ré holl a ioa mac’het gan̄d ann diaoul, ô véza ma oa Doué gan̄t-han̄.

39. Ha ni a zô téstou eûz a gémen̄t en deûz gréat é brô ar Iuzevien, hag é Jéruzalem ; koulskoudé hé lazet hô deûz oc’h hé staga oud eur groaz prenn.

40. Hôgen Doué en deûz hé lékéad da zével ann trédé deiz a varô da véô, hag en deuz gréat ma eo bét gwélet splann :

41. Nann gan̄d ar bobl holl, hôgen gan̄d ann téstou dilennet a-raok gan̄d Doué ; gan-é-omp, ni péré hon euz debret hag évet gan̄t-han̄, goudé m’eo bét savet a varô da véô.

42. Ha gourc’hémennet en deuz d’éomp prézégi d’ar bobl, ha tésténia pénaoz eo hén̄ a zô bét lékéat gan̄d Doué da varner d’ar ré véô ha d’ar re varô.

43. Ann holl Broféded a rô tésténi d’ézhan̄, pénaoz ar ré holl a grédô enn-han̄, a zigémérô enn hé hanô ann distol eûz hô féc’héjou.

44. Per a lavare c’hoaz ar geriou-zé, pa ziskennaz ar Spéred-San̄tel war ar ré holl a sélaoué ar gér.

45. Hag ann dûd léal a oa bét trô-drouc’het, hag a oa deûed gan̄t Per, a oé souézet brâz, ô véza ma oa ivé skuḻet grâs ar Spered-San̄tel war ar Jen̄tiled.

46. Râg hô c’hlevoud a réan̄t ô lavaroud ann iézou, hag ô veûli Doué.

47. Neûzé Per a lavaraz : Ha dén a hell dinac’ha dour, évit mirout na vé badézet ar ré hô deûz digéméret ar Spéret-San̄tel ével-d-omp-ni ?

48. Hag é c’hourc’hémennaz hô badézi é hanô ann Aotrou Jézuz-Krist. Neûzé é pédchon̄t anézhan̄ da choum gan̄t-hô eunn dervez-bénnâg.


————
XI. PENNAD.


1. Ann Ébestel, hag ar vreûdeûr a ioa é Judéa, a glevaz pénaoz ar Jen̄tiled hô-unan hô doa digéméret gér Doué.

2. Hôgen pa oé piñet Per é Jéruzalem, ar ré a oa bét trô-drouc’het a strivé out-han̄,

3. O lavarout : Pérâg oud-dé éat da gavout tûd ha n’in̄t két trô-drouc’het, ha pérâg éc’h eûz-dé debret gan̄t-hô ?

4. Hôgen Per a zéraouaz danévella ann traou enn ho reiz, ô lavarout :

5. Édounn ô pidi é kéar Joppé, hag enn eunn estlam a spéred em eûz bét eur wélédigez é péhini em eûz gwélet eul léstr ô tiskenni ével eunn dousier vrâs a-ispiḻ dré ar pevar c’horn eûz ann én̄v, hag a zeué bétég enn-oun.

6. Hag ô véza sellet piz out-han̄, em eûz gwélet anévaled pevar-zroadek eûz ann douar, ha loéned gouez, ha loéned stléch, ha laboused eûz ann én̄v.

7. Hag em eûz klevet eur vouéz a lavaré d’in : Saô, Per, laz, ha debr.

8. Hôgen mé a lavaraz : Doué ra virô, Aotrou ; râk biskoaz nétrâ a louz nag a zic’hlan n’eo éad em génou.

9. Hag ar vouéz a gomzaz eunn eil gwéach eûz ann én̄v, hag a lavaraz : Na lavar két é vé louz ar péz a zô glanet gan̄d Doué.

10. Kémen̄t-sé a c’hoarvézaz a-héd teir gwéach : ha pép trâ a oé tennet adarré enn én̄v.

11. Ha chétu tri dén péré a oa bét kaset eûz a Zésaréa étrézég enn-oun a zeûaz enn tî.

12. Hôgen ar Spéred a lavaraz d’in mon̄t gan̄t-hô héb arvar. Ar c’houéach breûr-man̄ a zeûaz ivé gan-én̄, hag éz éjomb da dî ann dén.

13. Hag hén̄ a zanévellaz pénaoz en doa gwélet eunn Éal enn hé zâ hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kâs da Joppé, ha digémenn Simon, les-hanvet Per,

14. Péhini a lavarô d’îd geriou, dré béré é vézi salvet, té ha da holl di.

15. Ha pa em boé déraouet komza, ar Spéred-San̄tel a gouézaz war-n-ézhô, é-c’hîz war-n-omp enn derou.

16. Neûzé é teûaz koun d’in eûz a c’hér ann Aotrou, pa lavaraz : Iann évit-gwîr en deûz badézet enn dour ; hôgen c’houi a vézô badézet er Spéréd-San̄tel.

17. Pa en deûz éta Doué rôed d’ézhô ann hévélep grâz ha d’é-omp-ni, nî péré hon eûz krédet enn Aotrou Jézuz-Krist, pétrâ oann-mé, évit gellout énébi ouc’h Doué ?

18. Pa hô doé klevet kémen̄t-sé, é tavchon̄t : hag é veûljon̄t Doué, ô lavarout : Doué en deûz éta rôed ar binijen d’ar Jen̄tiled évid ar vuez.

19. Hôgen ar ré a oa bét skiñet gan̄d ann heskin a oa kouézet war Stéfan, a dréménaz bétég é Fénisia, é Kipruz hag é An̄tiokia, ha na léverchon̄t gér ouc’h dén, néméd ouc’h ar Iuzevien hép-kén.

20. Koulskoudé lôd eûz ar ré a ioa eûz a Chipr hag eûz a Ziren, ô véza éat é An̄tiokia, a gomzaz ivé oud ar C’hrésianed, ô prézégi ann Aotrou Jézuz.

21. Ha dourn ann Aotrou a ioa gan̄t-hô : hag eunn niver brâz a grédaz hag a droaz oud ann Aotrou.

22. Ar brûd eûz a gémen̄t-sé ô véza deûet bétég iliz Jéruzalem, é kaschon̄t Barnabaz da An̄tiokia.

23. Pa oé deûed hé-man̄, ha pa wélaz grâs Doué, é oé laouen ; hag é erbédaz pép-hini da gen̄derc’hel é servich ann Aotrou gan̄d eur galoun stard ;

24. Râg eunn dén mâd é oa, ha leûn eûz ar Spéred-San̄tel, hag eûz a feiz. Hag eul lôd brâz a dûd en em unanaz gan̄t ann Aotrou.

25. Neûzé Barnabaz a iéaz da Darsuz, évit klask Saul : ha pa en doé hé gavet, hen kasaz da An̄tiokia.

26. Eur bloaz krenn é choumjon̄t enn Iliz-zé : hag é teskchon̄t eul lôd brâz a bobl ; enn hévêlep doaré ma oe rôet da gen̄ta ann hanô a Gristenien da ziskibled Antiokia.

27. Enn deisiou-zé é teûaz Proféded eûz a Jéruzalem da An̄tiokia :

28. Hag unan anézhô, hanvet Agabus, a zavaz hag a ziouganaz dré ar Spéred, pénaoz é c’hoarvésché eunn naounégez vrâz dré ar béd holl ; hag é c’hoarvézaz dindân ann impalaer Klodiuz.

29. Hôgen ann diskibled a géméraz ann dézô da gâs, pép-hini dioud hé c’halloud, aluzennou d’ar vreûdeûr a choumé er Judéa.

30. Hag é réjon̄t ivé, oc’h hô c’hâs d’ann hénaoured dré zaouarn Barnabaz ha Saul.


————
XII. PENNAD.


1. Hôgen enn hévéleb amzer ar roué Hérodez a astennaz hé zaouarn, évid en̄krézi hiniennou eûz ann Iliz.

2. Hag hén̄ a lazaz Jakez, breûr Iann, gan̄d eur c’hlézé.

3. Hag ô wélout pénaoz é plijé kémen̄t-sé d’ar Iuzevien, é lékéaz ivé kregi é Per. Edo neûzé deisiou ar Bara hep goell.

4. Goude m’en doe lékéat kregi enn-han̄, é kasaz anézhan̄ er vâc’h, hag hen rôaz da viroud da béder bagad a bevar soudard pép-hini, gan̄d ioul d’hé lakaad étré daouarn ar bobl goudé ar Pask.

5. Ével-sé é oa miret Per er vâc’h : hôgen ann Iliz a réa héb éhana pédennou da Zoué évit-han̄.

6. Hôgen enn nôz araok ann deiz é péhini é tlié Hérodez hé gâs d’ar marô, Per a ioa kousket étré daou zoudard, ha staget gan̄d diou chaden : hag ar warded a ioa é-tâl ann ôr a ziwallé ar vâc’h.

7. Ha chétu Éal ann Aotrou a zeûaz enn he gichen : hag ar goulou a lugernaz er vâc’h ; hag ô véza stoket out kostez Per, é tihunaz anézhan̄, ô lavarout : Saô buan. Hag ar chadennou a gouézaz eûz hé zaouarn.

8. Hag ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Laka da c’houriz, ha gwisk da voutou. Hag hén̄ a réaz ével-sé. Neûzé é lavaraz d’ézhan̄ : Taol da zaé war da drô, deûz war va lerc’h.

9. Hag hen̄ a iéaz er-méaz hag a iéa war hé lerc’h ; hôgen na wié két é oa gwîr ar péz a réa ann Éal : râk kridi a réa é wélé eur wélédigez.

10. Hôgen goudé béza tréménet gan̄t-hô ar c’hen̄ta hag ann eil gward, é teûjon̄t d’ann ôr houarn, a gâs da géar : hag hou-man̄ a zigoraz anézhi hé-unan dira-z-hô. Hag ô véza éat er-méaz, éz éjon̄t a-héd eur ru ; ha râk-tâl ann Éal a iéaz-kuit diout-han̄.

11. Neûzé Per, ô véza distrôed enn-han̄ hé-unan, a lavaraz : Bréma éc’h ouzonn ervâd pénaoz en deûz Doué kaset hé Éal, ha pénaoz en deûz va zennet eûz a zaouarn Hérodez, hag eûz ann holl c’héd euz a bobl ar Iuzevien.

12. Ha goudé béza prédériet, é teûaz da di Mari mamm Iann, les-hanvet Mark, é péléac’h é oa kalz a dûd strollet, hag ô pidi.

13. Ha pa en doé Per stoket war ann ôr, é teûaz eur plac’h, hanvet Rodé, évit sélaoui.

14. Hag ô véza anavézet mouéz Per, gan̄t al levénez, na zigoraz kéd ann ôr, hôgen dirédek a réaz hag é tiskleriaz d’ar ré a oa enn tî pénaoz é oa Per é-tâl ann ôr.

15. Hôgen ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhi : Diskian̄ta a réz. Hôgen hî a desténié pénaoz é oa ével ma é doa lavaret. Hag ar ré all a lavaré : Hé Éal eo.

16. Koulskoudé Per a skoé bépréd. Ha pa hô doé digoret, é wéljon̄t anézhan̄, hag é oen̄t souézet-brâz.

17. Hag hén̄ ô véza rôed arouéz d’ézhô gan̄d ann dourn da dével, a zanévellaz d’ézhô pénaoz en doa ann Aotrou hé dennet er-méaz eûz ar vâc’h, hag é lavaraz : Roîd da anaout kémen̄t-man̄ da Jakez ha d’hé vreûdeûr. Hag ô véza éad er-méaz, éz éaz enn eul léac’h all.

18. Hôgen pa oé deûed ann deiz é oé eur reûst brâz é-touez ar zoudarded, évit gouzout pétrâ oa deûet Per.

19. Koulskoudé Hérodez ô véza lékéat hé glask, ha n’en doa két hé gavet, goudé béza gréat meûr a c’houlenn oud ar warded, a c’hourc’hémennaz hô c’hâs : hag ô véza diskennet eûz a Judéa da Gésaréa, é choumaz énô.

20. Hôgen droug eo doa oud ann dûd eûz a Dîr hag eus a Zidon. Hag hî a zeûaz a-ioul pép-hini d’hé gavout, ha goudé béza gounézet gan̄t arc’han̄t Blastuz, péhini a oa é penn da gampr ar Roué, é c’houlen̄chont ar péoc’h, ô véza ma oa gan̄t-han̄ é oa maget hô brô.

21. Ann deiz éta ô véza merket, Hérodez a wiskaz hé zaé a Roué, a azézaz war hé drôn, hag a brézégennaz anézhô.

22. Hag ar bobl a c’harmé, ô lavarout : Mouéz eunn Doué eo, né kéd hini eunn dén.

23. Hôgen râk-tâl eunn Éal eûz ann Aotrou a skôaz gan̄t-han̄, ô véza n’en doa két rôet meûleûdi da Zoué : ha debret gan̄d ar prén̄ved, é varvaz.

24. Koulskoudé gér ann Aotrou a greské hag a baotté.

25. Ha Barnabaz ha Saul, goudé béza leûniet hô c’harg, a zistrôaz eûz a Jéruzalem, ô kémérout gan̄t-hô Iann, les-hanvet Mark.


————
XIII. PENNAD.


1. Béz’ éz oa neûzé enn Iliz a ioa enn An̄tiokia, proféded ha doktored, é-touez péré édo Barnabaz, ha Simon a c’halved ann Dû, ha Lusiuz eus a Ziren, ha Manaben breûr-léaz da Hérodez ann Tétrark, ha Saul.

2. Hôgen ével ma’z édon̄t oc’h ôber hô c’harg dirâg ann Aotrou, hag ô iuni, ar Spéred-San̄tel a lavaraz d’ézhô : Pellait Saul ha Barnabaz ann eil dioc’h égilé (M), évid ann ôber da béhini em eûz hô c’halvet.

3. Neûzé goudé béza iunet ha pédet, éc’h astenchon̄t hô daouarn war-n-ézhô, hag hô c’haschon̄t-kuît.

4. Hag hî kaset gan̄d ar Spéred-San̄tel a iéaz da Zéleûkia, hag énô é piñchon̄t enn eul léstr évit mon̄d da Ghipr.

5. Ha pa oen̄t deûed da Zalamina, é prézégchon̄t gér Doué é sinagogou ar Iuzevien. Iann hô doa ivé gan̄t-hô da skoazel.

6. Ha goudé m’hô doa baléed dré ann énézen bété Pafoz, é kafchon̄t eur Iuzéô, péhini a ioa kelc’hier ha fals-profed, hag a ioa hanvet Barjézu ;

7. Hé-man̄ a ioa gan̄d ar prokonsul Serjiuz-Paoluz dén fûr. Hé-man̄, ô véza lékéat Barnabaz ha Saul da zon̄t, en doa c’hoant da glevout gér Doué.

8. Hôgen Élimaz ar c’helc’hier (râg ével sé eo hé hanô da lavarout) a énébé out-hô, ô klaskout distrei ar prokonsul eûz ar feiz.

9. Neûzé Saul, péhini a zô ivé hanvet Paol, ô véza leûn eûz ar Spéred-San̄tel, a zellaz stard out-han̄,

10. Hag a lavaraz : O dén leûn a bép touellérez, hag a bép trôidel, mab ann diaoul, énébour da bép eeunder, ha na baouézi-dé két da wara hen̄chou eeun ann Aotrou ?

11. Ha bréma chétu éma dourn ann Aotrou war-n-oud, hag é vézi dall, ha na wéli két ann héol bétég eunn amzer. Râk-tâl é kouézaz war-n-ézhan̄ amc’houlou ha tévalien, hag ô trei a bép tû, é klaské eur ré da rei ann dourn d’ézhan̄.

12. Neûzé ar prokonsul, pa wélaz ar péz a ioa c’hoarvézet, a grédaz, souézet-brâz eûz a gélennadurez ann Aotrou.

13. Paol hag ar ré a oa gan̄t-han̄ a iéaz kuît eûz a Bafoz, hag a zeûaz da Bergen é Pan̄filia. Hôgen Iann ô véza kuitéet anézhô, a zistrôaz da Jéruzalem.

14. Hôgen hî ô treûzi Pergen, a zeûaz da An̄tiokia, é Pizidia ; hag ô véza éat er sinagog da zeiz ar sabbat, éc’h azézchon̄t.

15. Hôgen goudé ma oé lennet al lézen hag ar Broféded, ar pennou eûz ar sinagog a gasaz da lavarout d’ézhô : Tûd, hor breûdeûr, mar hoc’h eûz eur gér a erbéd da lavaroud d’ar bobl, komzit.

16. Paol a zavaz éta, hag ô véza rôed arouéz gan̄d ann dourn da dével, é lavaraz : Tûd a Israel, ha c’houi péré a zouj Doué, sélaouit :

17. Doué pobl Israel en deûz dilennet hon tadou, hag en deûz huéléet meûrbéd ar bobl-zé é-pâd ma choumé é douar ann Éjipt, ha gan̄d eur vréac’h huel en deuz hé dennet anézhan̄.

18. Hag é-pâd daou-ugen̄t vloaz amzer en deûz gouzan̄vet ho buézegez enn distrô.

19. Hag ô véza gwastet seiz brôad é douar Kanaan, é lôdennaz ann douar étré-z-hô dioud ar sort,

20. War-drô pevar c’han̄t bloaz hag hanter-kan̄t goudé : ha neûzé é rôaz d’ézhô barnerien, bété Samuel ar Profed.

21. Hag a neûzé é c’houlenchon̄t eur Roué, ha Doué a rôaz d’ézhô Saul, mâb Kîs, dén eûz a vreûriez Ben̄jamin, é-pâd daou-ugen̄t vloaz.

22. Ha goudé béza hé dennet, é savaz David da Roué d’ézhô : hag ô rei testéni d’ézhan̄, é lavaraz : Kavet em eûz David, mâb Jessé, dén hervez va c’haloun, péhini a zévénô va holl ioulou.

23. Eûz hé wenn eo en deûz Doué, hervez hé c’hér, savet Jézuz da Zalver da Israel,

24. Iann ô véza prézéget, abarz hé zonédigez, ar vadisian̄t a binijen da holl bobl Israel.

25. Pa en doé Iann peûr-c’hréat hé rédaden, é lavaraz : Piou a vennit-hu ounn-mé ? Né két mé eo, hôgen chétu é teû eunn all war va lerc’h, ha na zellézann két diéréa hé voutou d’ézhan̄.

26. Tûd, hor breûdeûr, bugalé a wenn Abraham ; ha c’houi enn hô zouez péré a zouj Doué, d’é-hoc’h eo eo bét kaset ar gér a zilvidigez-man̄.

27. Râg ar ré a choumé e Jéruzalem, hag hô frin̄sed, héb anaout anézhan̄ na lavariou ar Broféded, a lenneur da bép sabbat, oc’h hô barnout, hô deûz hô sévénet.

28. Ha pétrâ-bennâg na gavchon̄t abeg é-béd a varô enn-han̄, é c’houlen̄chon̄t out Pilat m’hen lakajé d’ar marô.

29. Ha pa oé sévénet kémen̄t ha ma oa bét skrivet diwar hé benn, é tisken̄chon̄t anézhan̄ eûz ar prenn, hag é lékéjon̄t anézhan̄ er béz.

30. Hôgen Doué a zavaz anézhan̄ ann trédé deiz eûz a-douez ar ré varô : hag hén̄ a oé gwélet é-pâd meûr a zervez gan̄d ar ré,

31. Péré a oa piñet gan̄t-han̄ eûz a Jéruzalem ; hag ar ré-man̄ a zô c’hoaz bréma testou d’ézhan̄ dirâg ar bobl.

32. Ha nî a rô da anaout d’é-hoc’h ar gér a zô bét rôed d’hon tadou :

33. O véza ma en deûz Doué sévénet anézhan̄ enn hor c’hén̄ver-ni hô bugalé, ô tazorc’hi Jézuz, ével ma eo skrivet enn eil Salm : Va Mâb oud, té, hiriô em eûz da en̄géhen̄tet.

34. Hag ô véza ma en deûz hé zavet eûz a-douez ar ré varô, évit na zistrôiô mui é breinadurez, en deûz lavaret ével-henn : Rei a rinn d’é-hoc’h ann diouganou san̄tel em eûz gréad da Zavid.

35. Hag enn eul léac’h all é lavar c’hoaz : Na lézi két da Zan̄t da wélout ar vreinadurez.

36. Râk David, goudé béza servichet enn hé amzer da ioul Doué, a gouskaz : hag é oé lékéat gan̄d hé dadou, hag é wélaz ar vreinadurez.

37. Hôgen ann hini en deûz saved Doué eûz a-douez ar ré varô, n’en deûz két gwélet ar vreinadurez.

38. Ra vézô anat éta d’é-hoc’h, tûd hor breûdeûr, pénaoz eo dré-z-han̄ eo diouganet d’é-hoc’h distaol ar béc’héjou : ha pénaoz eûz ar ré holl ha n’hoc’h eûz két gellet béza diskarget gan̄t lézen Moizez,

39. Kémen̄t dén a gréd enn-han̄ a vézô diskarget.

40. Likid évez éta na c’hoarvézché gan-é-hoc’h ar péz a zô bét lavaret gan̄d ar Broféded,

41. Likid évez, lôd disprizuz, bézit souézet ha glac’haret : râk mé a rai eunn ôber enn hô teisiou, eunn ôber ha na grédot két, ha pa vézô danévellet d’é-hoc’h.

42. Pa’z éjon̄t-kuît, é oen̄t pédet da brézégi ann hévélep geriou d’ar sabbat war-lerc’h.

43. Ha pa oé rannet ar sinagog, meûr a hini eûz ar Iuzevien, hag eûz ann diavésidi péré a zoujé Doué, a iéaz war-lerc’h Paol ha Barnabaz : hag ar ré-man̄ a erbédé anézhô ma ken̄dalc’hen̄t é grâs Doué.

44. Ar sabbat war-lerc’h ann holl géar hôgoz en em strollaz évit sélaoui gér Doué.

45. Hôgen ar Iuzevien ô wélout al lôd tûd-zé, a oé leûn a érez, hag éc’h énebchon̄t gan̄t touadellou oud ar péz a lavaré Paol.

46. Neûzé Paol ha Barnabaz a lavaraz stard : Réd é oa rei da anaout d’e-hoc’h da gen̄ta gér Doué ; hôgen pa bellait anézhan̄, ha pa en em varnit hoc’h-unan ével tûd dizellézek eûz ar vuez peûr-baduz, chétu é trôomp oud ar Jen̄tiled.

47. Râg ével-henn en deûz ann Aotrou hé c’hourc’hemenned d’é-omp : Da lékéad em eûz da c’houlou évid ar Jen̄tiled, évit ma vézi hô silvidigez bété penn ann douar.

48. Ar Jen̄tiled ô klevout kémen̄t-man̄ en em laouénaaz hag a veûlaz gér ann Aotrou : ha kémen̄d hini a ioa ken̄t-ton̄ket d’ar vuez peûr-baduz a grédaz.

49. Ével-sé gér Doué eo em skiñaz dré ann holl vrô-zé.

50. Hôgen ar Iuzevien a gen̄traouaz ar gragez a zoujan̄s Doué hag ar ré gen̄ta eûz a géar, hag é lékéjon̄d da zével eunn heskin a-énep Paol ha Barnabaz, hag é kaschon̄t anézhô er-méaz eûz hô brô.

51. Hag hî, goudé béza éjet ar poultr eûz hô zreid enn hô énep, a zeûaz da Ikoniom.

52. Koulskoudé ann diskibled a ioa leûn a lévénez hag eûz ar Spéred-San̄tel.


————
XIV. PENNAD.


1. Hôgen c’hoarvézoud a réaz é Ikoniom, pénaoz éz éjon̄t kévret é sinagog ar Iuzevien, hag é komzchon̄t énô enn hévélep doaré ma krédaz eul lôd brâz a Iuzevien hag a C’hrésianed.

2. Koulskoudé ar ré eûz ar Iuzevien a choumaz diskrédik a gen̄traouaz ar Jen̄tiled, hag a lékéaz drouk da zével enn hô a-énep ar vreûdeûr.

3. Choum a réjon̄t éta énô pell-amzer, oc’h embréga gan̄d herder é-ken̄ver ann Aotrou, péhini a zougé testéni da c’hér hé chrâs, oc’h hô lakaad da ôber arwésiou ha burzudou gan̄d hô daouarn.

4. Ével-sé holl dud kéar a oé rannet ; lôd a oé gan̄d ar Iuzevien, ha lôd gan̄d ann Ebestel.

5. Hôgen pa’z éa ar Jen̄tilez hag ar Iuzévien gan̄d hô frin̄sed d’en em deûrel war-n-ézhô, évid hô c’hunuc’ha hag ô labéza,

6. Pa wézchon̄t kémen̄t-sé é tec’hchon̄t étrézé Listra ha Derbé, keriou eûz a Likaonia, hag enn holl vrô war-drô, hag é prézégen̄t énô ann Aviel.

7. Béz’ éz oa é Listra eunn dén péluzet enn hé dreid, a iea kamm a gôv hé vamm, ha n’en doa kerzet biskoaz.

8. Hé-man̄ a glevaz Paol ô prézégi : ha Paol ô véza selled out-han̄, hag ô wélout pénaoz en doa ar feiz é vijé paréet,

9. A lavaraz gan̄d eur vouéz gré : Saô eeun war da dreid. Hag hen̄ a réaz eul lamm, hag en em lékéaz da gerzout.

10. Hôgen pa wélaz ar bobl ar péz en doa gréat Paol, é savchon̄t hô mouéz, hag é léverchon̄t é iéz Likaonia : Douéou hén̄vel ouc’h tûd a zô diskennet étrézég enn-omp.

11. Hag é c’halven̄t Barnabaz Jupiter, ha Paol Merkur, ô véza ma oa hén̄ a zougé ar gér.

12. Bélek Jupiter ivé, péhini a oa tôst da géar, a zigasaz tirvi ha garlan̄tésiou e-tâl ann ôr, hag a fellé d’ézhan̄ azeûli gan̄d ar bobl.

13. Ann Ébestel Barnabaz ha Paol pa glevchon̄t kémen̄t-sé, a rogaz hô diḻad, hag a lammaz é-kreiz ar bobl, ô kria,

14. Hag ô lavarout : Tudou, Pérâg é rît-hu ann dra-zé ? Tûd omp hén̄vel ouz-hoc’h, ha dalc’hed d’ar marô ével-d-hoc’h, hag é prézégomp d’é-hoc’h évit ma tistrôot diouc’h ann traou gwân-zé étrézég ann Doué béô, péhini en deûz gréat ann én̄v, hag ann douar, hag ar môr, ha kémen̄t tra a zô enn-hô :

15. Péhini enn amzeriou trémenet en deûz lézet ann holl vrôadou da gerzout enn hô hen̄chou.

16. Ha koulskoudé n’eo két en em lézet hé-unan hép testéni, oc’h ôber vad, ô rei glaôiou eûz ann én̄v, hag amzeriou frouézuz, ha boéd founn, hag ô leûnia hor c’halonou a lévénez.

17. Ha pétrâ-bennâg ma léverchon̄t, hô doé béac’h ô viroud oud ar bobl na azeûlchen̄t anézhô.

18. Hôgen don̄d a réaz dî Iuzevien eûz a An̄tiokia hag eûz a Ikoniom : hag ô véza gounézet ar bobl, é labézchon̄t Paol, hag é kaschon̄t anézhan̄ er-méaz eûz a géar, ô venna penaoz é oa marô.

19. Hôgen ann diskibled ô véza en em zastumet enn-drô d’ézhan̄, é savaz hag éz éaz é kéar ; hag an̄trônôz éz éaz-kuit da Zerbé, gan̄t Barnabaz.

20. Ha goudé béza prézéget ann Aviel er géar-zé, ha béza kélennet kalz a dûd, é tistrôjon̄t da Listra, da Ikoniom, ha da An̄tiokia,

21. O krévaat énéou ann diskibled, hag oc’h hô erbédi da gen̄derchel er feiz : ô véza ma eo réd d’é-omp tréménout dré galz a en̄krézou évit mon̄d é rouan̄télez Doué.

22. Ha goudé béza lékéat dézhô béleien é péb Iliz, gan̄t pédennou ha gan̄t iunou, éc’h erbédchon̄t anézhô d’ann Aotrou, é péhini hô doa krédet.

23. Hag ô treûzi ar Pizidia, é teûjon̄t er Pamfilia.

24. Ha goudé béza prézéget gér ann Aotrou é Perga, é tiskenchon̄t da Attalia :

25. Hag ac’hanô é verdééchon̄t étrézég An̄tiokia, a béléac’h é oan̄t bét kaset gan̄t grâs Doué, évid ôber ar péz hô dôa gréat.

26. Hôgen pa oen̄t deûet, ha pa hô doé strollet ann Iliz, é tanévelchon̄t kémen̄t en doa Doué gréat gan̄t-hô, ha pénaoz en doa digoret d’ar Jen̄tiled dôr ar feiz.

27. Hag é choumchon̄t énô pell-amzer gan̄d ann diskibled.


————

XV. PENNAD.


l. Hôgen hiniennou péré a oa diskennet eûz a Judéa, a zeské ann dra-man̄ d’ar vreûdeûr : Ma na vézit trô-drouc’het hervez kîz Moizez, na hellit két béza salvet.

2. Paol ha Barnabaz ô véza éta stourmet kré enn hô énep, é oe reizet pénaoz Paol hi Barnabaz, hag hiniennou eûz ar ré all a biñché é Jéruzalem, da gavout ann Ébestel hag ar véleien, diwar-benn kémen̄t-sé.

3. Ar ré-man̄ goudé béza bét ambrouget gan̄d ann Iliz, a dreûzaz ar Fénisia hag ar Samaria, ô tanévella distrô ar Jen̄tiled : hag hî a réa eul lévénez vrâz d’ann holl vreûdeûr.

4. Pa oen̄t deûed da Jéruzalem, é oen̄t digéméret gan̄d ann Iliz ha gan̄d ann hénaoured ; hag é rôjon̄d da anaout ann holl draou en doa gréat Doué gan̄t-hô.

5. Hôgen hiniennou eûz a hérézi ar Farizianed, hag a oa deûet da gridi, a zavaz, ô lavarout penaoz é oa réd trô-drouc’ha ar Jen̄tiled, ha gourc’hémenni d’ézhô mirout lézen Moizez.

6. Ann Ébestel éta hag ann hénaoured en em strollaz évit sellout-pîz oud kémen̄t-sé.

7. Ha goudé béza bét en em guzuliet kévret, Per a zavaz hag a lavaraz d’ézhô : Tûd va breûdeûr, c’houi a oar pénaoz pell amzer zô en deûz Doué va dilennet enn hon touez, évit ma klevché dré va génou ar Jen̄tiled gér ann Aviel, ha ma teûjen̄t da gridi.

8. Ha Doué péhini a anavez ar c’halounou, en deûz douget testéni d’ézhô, enn eur rei d’ézhô ar Spéred-San̄tel, kerkouls ha d’é-omp-ni ;

9. Ha n’en deûz great kemm é-béd étré nî hag hî, ô glana hô c’halounou dré ar feiz.

10. Pérâg éta bréma é temptit-hu Doué, ô lakaad eur iéô war chouk ann diskibled, ha n’hô deûz két gellet hon tadou hé dougen, na nî ken-nébeût ?

11. Hôgen nî a gréd pénaoz eo dré c’hrâs ann Aotrou Jézuz-Krist é vézimp salvet, kerkouls hag hî.

12. Neûzé ar bobl holl a davaz : hag é sélaouén̄t Barnabaz ha Paol, péré a zanévellé d’ézhô ann arwésiou hag ar vurzudou en doa gréat Doué gan̄t-hô é-touez ar Jen̄tiled,

13. Ha goudé m’hô doé tavet, Jakez a respoun̄taz hag a lavaraz : Tûd va breûdeûr, sélaouit ac’hanoun.

14. Simon en deûz danévellet d’é-hoc’h pénaoz Doué en deûz sellet da gen̄ta oud ar Jen̄tiled, évit kémérout enn hô zouez eur bobl enn hé hanô.

15. Ha geriou ar Broféded a zô hén̄vel out kémen̄t-sé, ével ma eo skrivet :

16. Goudé-zé é tistrôinn, hag é savinn a-nevez telt David, a zô kouézet ; hag é savinn a-nevez hé zoriou, évid hé lakaad enn hé zâ :

17. Évit ma teûi ann dilerc’h eûz ann dûd, hag ann holl Jen̄tiled a vézô galvet eûz va hanô, da glaskout ann Aotrou. Ével-sé é lavar ann Aotrou péhini en deûz gréat ann traou-zé.

18. Doue a anavez hé ôber a béb amzer.

19. Dré-zé é vennann pénaoz na dléeur két en̄krézi ar ré eûz a douez ar Jen̄tiled péré a zistrô ouc’h Doué :

20. Hôgen skriva d’ézhô ma tiouérin̄t saotrou ann idolou, hag ar c’hadélez, hag ar c’hik mouget, hag ar goâd.

21. Rag é-kén̄ver Moizez, béz’ éz eûz a béb amzer tûd é pép kéar hag a brézeg anézhan̄ er sinagogou, é peléac’h é lenneur anézhan̄ pép sabbat.

22. Neûzé é oé kavet mâd gan̄d ann Ébestel, ha gan̄d ann hénaoured hag ann holl Iliz, dilenna tûd enn hô zouez évid hô c’hâs da An̄tiokia gan̄t Paol ha Barnabaz. Dilenna a réjon̄t Judaz a les-hanveur Barsabaz, ha Silaz, tûd eûz ar ré gen̄ta é-touez ar vreûdeûr ;

23. Hag hî a skrivaz gan̄t-hô ével-henn : Ann Ébestel, hag ann hénaoured, hag ar vreûdeûr, d’hor breûdeûr eûz a-douez ar Jen̄tiled péré a zô é Antiokia, é Siria hag é Silisia, dématéoc’h.

24. O véza ma hon eûz klevet pénaoz hiniennou, péré a zeûé digan-é-omp, hô deûz hoc’h en̄krézet gan̄d hô geriou, hag hô deûz gwanet hoc’h enéou, pétrâ-bennâg n’hor boa két gourc’hemennet d’ézhô :

25. Nî hon eûz kavet mâd, goudé béza en em strollet a-unan, dilenna ha kâs d’é-hoc’h tûd gan̄t Barnabaz ha Paol péré a garomp meûrbéd ;

26. Tûd péré hô deûz rôet hô buez évid hanô hon Aotrou Jézuz-Krist.

27. Nî a gâs éta d’é-hoc’h Judaz ha Silaz, péré a lavarô d’é-hoc’h a-c’hénou ann hévélep traou.

28. Râk kavet eo bét mâd gan̄d ar Spéred-San̄tel, ha gan-é-omp-nî, na vijé két rôed a véac’h d’é-hoc’h néméd ann hini a zô réd :

29. Diouéri ar péz a vézô bét lazet évid ann idolou, hag ar goâd, hag ar c’hîk mouget, hag ar c’hadelez ; mar en-em virit diouc’h ann traou-zé, é réot mâd. Bézit iac’h.

30. Hôgen ar ré a oa bét kaset, a ziskennaz da An̄tiokia ; ha goude béza strollet ar bobl, é rôjon̄d al lizer d’ézhô.

31. Pa hô doé lennet, hô doé laouénidigez ha dizoan.

32. Judaz ha Silaz ô véza Proféded hô-unan, a fréalzaz hag a grévaaz ar vreûdeûr gan̄t meûr a brézégen.

33. Goudé ma oen̄t choumet énô eunn nébeûd amzer, é oen̄t kaset gan̄d ar vreûdeûr é péoc’h étrézég ar ré hô doa hô digaset.

34. Hôgen gwélout a réomp pénaoz Silaz a choumaz énô : Judaz a zistrôaz hé-unan da Jéruzalem.

35. Koulskoudé Paol ha Barnabaz a choumaz é An̄tiokia, ô kélenna, hag ô prézégi gér ann Aotrou gan̄t kalz ré all.

36. Hag eunn nébeûd dervesiou goudé, Paol a lavaraz da Varnabaz : Distrôomp ha déomp da wélout hor breûdeûr dré ann holl c’heriou é péré hon eûz prézéget gér ann Aotrou, évit gouzout pénaoz émin̄t.

37. Barnanaz a fellé d’ézhan̄ kémérout gan̄t-han̄ Iann les-hanvet Mark.

38. Hôgen Paol a bédé anézhan̄ da wélout pénaoz né oa két déréad kémérout gan̄t-hô ann hini a oa éat-kuît diout-hô é Pamfilia, ha na oa kéd eat gan̄t-hô enn hô labour.

39. Striv a zavaz éta étré-z-hô, enn hévélep doaré ma en em rannchon̄t ann eil diouc’h égilé ; ha Barnabaz ô véza kéméret Mark gan̄t-han̄ a iéaz dré vôr da Gipruz.

40. Ha Paol ô véza dilennet Silaz a iéaz-kuît, goudé béza bét laosket é grâs Doué gan̄d ar vreûdeûr.

41. Hag hén̄ a dreuzaz ar Siria hag ar Silisia, enn eur grévaat ann Ilizou ; hag enn eur c’hourc’hémenni d’ézhô mirout kélénnadurésiou ann Ébestel, hag ann hénaoured.


————
XVI. PENNAD.


1. Hôgen Paol a zeûaz da Zerbo, ha da Listra. Ha chétu é oa énô eunn diskibl hanvet Timotéuz, mâb da eur c’hrég Iuzévez ha péhini é doa feiz, hag eûz a eunn tad Jen̄til.

2. Ar vreûdeûr a ioa é Listra hag é Ikoniom a zougé eunn testéni mâd diwar-benn hé-man̄.

3. Paol a fellaz d’ézhan̄ é teûjé gan̄t-han̄ : hag ô véza hé géméret é trô-drouc’haz anézhan̄, enn abek d’ar Iuzevien péré a ioa el lec’hiou-zé. Râg gouzoud a réan̄d holl pénaoz hé dâd a oa Jen̄til.

4. Hôgen pa’z éan̄t dré ar c’heriou, é réan̄t d’ann dûd mirout ar c’hourc’hémennou a oa bét rôet gan̄d ann Ébestel hag ann hénaoured a ioa é Jéruzalem.

5. Ével-sé ann Ilizou a grévéé er feiz, hag a greské é niver bemdez.

6. Hôgen goudé m’hô doé treûzet ar Frijia, ha brô ar Galasia, é oé berzet out-hô gan̄d ar Spéred-San̄tél na brézégchen̄t két gér Doué enn Azia.

7. Pa oen̄t deûed é Mizia, é poelladchon̄t da von̄d er Vitinia : hôgen Spéred Jézuz n’hô lézaz kéd da von̄t.

8. Goudé éta m’hô doé treûzet ar Mizia, é tiskenchon̄d enn Troad ;

9. Ha Paol en doé ar wélédigez-man̄ é-pâd ann nôz : Eunn dén eûz a Vasédonia en em ziskouézaz enn hé zâ, hag a bédaz anézhan̄, ô lavarout : Didrémen er Masédonia, ha deûz d’hor skoazia.

10. Kerken̄t ha ma en doé gwélet ar wélédigez-sé, é klaskchomp mon̄d er Masédonia, ô kridi ervâd pénaoz hor galvé Doué évit prézégi ann Aviel d’ézhô.

11. O véza éta en em léstret é Troad, é teûjomp râg-eeun da Zamotrasia, hag an̄trônôz da Néapoliz :

12. Hag ac’hanô da Filippoz, péhini eo ar gen̄ta kéar eûz ar gévren-zé eûz ar Masédonia, hag eur golonia. Choum a réjomb eunn nébéût dervésiou er géar-zé, oc’h en em guzulia.

13. Ha da zeiz ar sabbat éz éjomp er-méaz eûz a géar, tôst d’ar ster, el léac’h ma wéled é oa ar béden : hag ô véza azézet é komschomp oud ar merc’hed a ioa strollet énô.

14. Eur vaouez hanvet Lidia, péhini a werzé mouk er géar ann Tiatiréned, hag a azeûlé Doué, a zélaoué ac’hanomp : hag ann Aotrou a zigoraz hé c’haloun da boella ar péz a lavaré Paol.

15. Ha goudé ma oé badézet, hî hag holl dûd hé zî, é pédaz ac’hanomp ô lavarout : Ma vennit é venn-mé léal d’ann Aotrou, deûid d’am zî, ha choumîd enn-han̄. Hag hî hor rédiaz da von̄t.

16. Hôgen c’hoarvézoud a réaz pénaoz pa’z éamp d’ar béden é kijchomp oud eur plac’h péhini é doa eur spéred a Biton, hag a zigasé eur gounid braz d’hé mistri ô tiougani.

17. Houn-nez ô von̄t war lerc’h Paol, ha war hol lerc’h, a grié ô lavarout : Ann dud-zé a zô servicherien Doué uc’hel-meûrbéd, péré a brézeg d’é-hoc’h hent ar zilvidigez.

18. Ober a réaz kémen̄t-sé é-pâd meûr a zervez. Hôgen Paol ô véza doaniet gan̄t kémen̄t-sé, a zistroaz, hag a lavaraz d’ar spéred : Mé a c’hourc’hémenn d’îd, e hanô Jézuz-Krist da von̄d er méaz anézhi. Hag hén̄ a iéaz-kuît râk-tâl.

19. Hôgen pa wélaz mistri ar plac’h pénaoz géd hô gounid a oa éat kuît, e krogchon̄t é Paol hag é Silaz, hag é kaschon̄t anézhô d’al léz dirâk pennou kéar :

20. Hag ô véza hô lékéat dirag ar pennou-brô, é léverchon̄t : Ann dûd-zé a reûstl hon holl géar, dré ma’z in̄t Iuzevien :

21. Ha deski a réon̄t d’é-omp boasiou, ha na hellomp kéd da gémérout, na da ôber, pa’z omp Romaned.

22. Hag ar bobl a rédaz a-énep d’ézhô, hag ar pennou-brô goudé béza lékéat regi hô saéou, a c’hourc’hémennaz hô c’hanna gan̄t gwial.

23. Ha goudé ma oé rôet meûr a daol d’ézhô, é kaschon̄t anézhô er vâc’h, enn eur c’hourc’hémenni d’ar gward hô mirout gan̄d évez brâz.

24. Hé-man̄ ô véza bét rôed d’ézhan̄ ar gourc’hémenn-zé, a lékéaz anézhô er vâc’h zoun, hag a waskaz hô zreid é kéfiou.

25. Hôgen war-drô han̄tez-nôz, Paol ha Silaz ô véza en em lékéad da bidi, a gané meûleûdiou Doué : hag ar ré a ioa er vâc’h hô c’hlevé.

26. Enn-eunn-taol é c’hoarvézaz eur c’hrén-douar brâz, enn hévélep doaré ma oé stron̄set sôl ar vâc’h. Ha râk-tâl ann holl zôriou a zigoraz, hag éréou ann holl a dorraz.

27. Hôgen gward ar vâc’h ô véza dihunet, pa wélaz dôriou ar vâc’h digor, a dennaz hé glézé, hag a fellaz d’ézhan̄ en em laza hé-unan, ô kridi pénaoz ar brizounerien a ioa tec’het-kuît.

28. Hôgen Paol a griaz gan̄d eur vouéz kré, o lavarout : N’en em c’hra droug é-béd ; râg émomb aman̄ holl.

29. Neûzé ar gward ô véza goulennet goulou, a iéaz ébarz, hag en em strin̄kaz enn eur gréna da dreid Paôl ha Silaz :

30. Hag ô véza hô zennet er-méaz, é lavaraz : Aotrounez, pétrâ eo réd d’in da ôber évit béza salvet ?

31. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Kréd enn Aotrou Jézuz hag é vézi salvet, té ha tûd da dî.

32. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ gér ann Aotrou, ha d’ar ré holl a ioa enn hé dî.

33. Hag hén̄ a géméraz anézhô enn heur-zé eûz ann nôz, hag a walc’haz hô gouliou : ha kerken̄t e oé badézet, hén̄ hag hé holl dûd.

34. Ha goudé m’en doé hô c’haset enn hé dî, é rôaz boéd d’ézhô, hag en em laouénaaz gan̄d holl dud hé dî, ô véza ma krédé é Doué.

35. Ha pa oé deûet ann deiz, pennou ar vrô a gasaz hucherien da lavarout : Laka er-méaz ann dûd-zé.

36. Hôgen gward ar vâc’h a zeûaz da lavaroud ann dra-man̄ da Baol : Pennou ar vrô hô deûz kaset évit lavarout hô lakaad er-méaz : îd éta er-méaz râk-tâl, ha kerzid é péoc’h.

37. Hôgen Paol a lavaraz d’ann hucherien : Goudé béza hor c’hannet dirâg ann holl, héb hor barna, ha nî tûd Romaned, hô deûz hor c’haset er vâc’h, ha bréma é felfé d’ézhô hol lakaad er-méaz enn-disgwél ? Na c’hoarvezô két kémen̄t-sé : hôgen deûen̄t hô-unan évid hor c’hâs-kuît.

38. Ann hucherien a zanévellaz ar geriou-man̄ d’ar pennou-brô péré hô doé aoun, pa glevchon̄t pénaoz é oan̄t Romaned.

39. Hag hî a zeûaz hag en em zidamallaz, ha goudé ma hô doé hô lékéad er-méaz eûz ar vâc’h, é pédchont anézhô da von̄t-kuît eûz hô c’héar.

40. Hag hî goudé béza éat er-méaz eûz ar vâc’h, a iéaz da dî Lidia : hag ô véza gwélet ar vreûdeûr é fréalchon̄t anézhô, hag éz éjon̄t-kuît.


————
XVII. PENNAD.


1. Goudé m’hô doé tréménet dré An̄tipoliz ha dré Apollonia, é teûjon̄t da Dessalonika, é péléac’h é oa eur sinagog a Iuzevien.

2. Ha Paol, hervez hé voaz, a iéaz ébarz, hag é-pâd tri sabbat é komzaz out-hô diwar-benn ar Skrituriou,

3. O tiskleria hag ô tiskouéza d’ézhô pénaoz é oa bét réd ma c’houzan̄vché ar C’hrist, ha ma savché eûz a douez ar ré varô : hag ar C’hrist-zé, émé-z-han̄, eo Jézuz-Krist a brézégann d’é-hoc’h.

4. Hag hiniennou anézhô a grédaz, hag en em unanaz gan̄t Paol ha Silaz ; hag ivé eul lôd brâz a Jen̄tiled péré a zoujé Doué, ha kalz a c’hragez a wenn huel.

5. Hôgen ar Iuzevien leûn a warizi a géméraz gan̄t-hô tûd fall eûz a douez ar ré zispléd, hag ô véza gréat eunn en̄groez é lékéjon̄t reûstl dré géar : hag ô véza en em strollet war-drô tî Jazon é klaskchon̄t ann doaré d’hô c’hâs dirâg ar bobl.

6. Hag ô vêza na gavchon̄t két anézhô, e kaschon̄t Jazon hag hiniennou eûz ar vreûdeûr dirâg ar pennou-kéar, enn eur gria : Ar ré-man̄ eo a zô deûet, hag hô deûz lékéat reûstl dré géar,

7. Ha Jazon en deûz hô digéméret ; ar ré-man̄ a ra holl a-énep gourc’hémennou Sézar, ô lavarout éz eûz eur roué all, a hanvon̄t Jézuz.

8. Hag hî a zispac’haz ar bobl, hag ar pennou-kéar péré a glevé kémen̄t-sé.

9. Hôgen goudé béza digéméret kréd digan̄t Jazon, ha digan̄d ar ré all, hô laoskchon̄t da von̄t.

10. Ar vreûdeûr râk-tâl a-héd ann nôz a ambrougaz Paol ha Silaz bété Béréa : hag ar ré-man̄ ô véza erruet énô, a iéaz é sinagog ar Iuzevien.

11. Hôgen ar Iuzevien-man a ioa sévénoc’h égéd ar ré eûz a Dessalonika, hag é tigémerchon̄t ar gér a-ioul-vrâz ; c’houilia a réan̄t bemdez ar Skrituriou, évit gwélout hag ez oa gwîr kémen̄t-sé.

12. Ével-sé kalz anézhô a grédaz, hag ivé é-leiz a c’hragez a-zoaré é-touez ar Jen̄tiled, hag eunn niver brâz a-walc’h a oazed.

13. Koulskoudé pa wézaz Iuzevien Tessalonika pénaoz en doa ivé Paol prézéget gér Doué é Béréa, é teûjon̄t ivé dî évit dispac’ha ar bobl ha lakaat reûstl enn hé douez.

14. Kerken̄t ar vreûdeûr a ambrougaz Paol bétég ar môr : hôgen Silaz ha Timotéuz a choumaz énô.

15. Hôgen ar ré a ambrougé Paol, a gasaz anézhan̄ bétég Aténaz ; ha goudé m’en doé rôed d’ézhô ann urs da lavarout da Zilaz ha da Dimotéuz don̄d affô d’hé gavout, éz éjon̄t-kuît.

16. É-pâd ma c’hortozé Paol anézhô é Aténaz, hé spéred a oa heskinet enn-han̄, ô wélout ma oa rôed ar géar-zé d’ann idolatri.

17. Striva a réa ’ta er Sinagog oud ar Iuzevien hag oud ar ré a zoujé Doué, ha bemdez er marc’had, oud ar ré en em gavé énô.

18. Béz’ é oé ivé eur filozof bennâg eûz ann Épikuried hag eûz ar Stoisied péré a gomzé outhan̄, ha lôd a lavaré : Pétrâ a fell d’ann téodek-zé da lavarout ? Ha ré all : mé gred é prézeg douéou nevez : ô véza ma prézégé d’ézhô Jézuz, hag ann dazorc’hidigez.

19. Neûzé hi a grogaz enn-han̄ hag a gasaz anézhan̄ d’ann Aréopach, ô lavarout : Ha nî a hellfé gouzout pétrâ eo ar gélénnadurez nevez-zé a zeskez d’é-omp ?

20. Râk traou nevez d’hon diskouarn a lévérez d’é-omp : nî a garfé éta gouzout pétrâ in̄t.

21. (Ann Aténied holl, hag ann diavésidi a ioa énô, na dréménen̄t hô holl amzer, néméd ô lavarout hag ô klevout eunn dra-bennâg a nevez).

22. Paol éta ô véza savet é-kreiz ann Aréopach, a lavaraz : Tûd eûz a Aténaz, mé gred éz oc’h dévot dreist pép-trâ.

23. Râg enn eur von̄d é-biou, hag ô sellout ouc’h skeûdennou hô touéou, em eûz kavet eunn aoter, war béhini eo skrivet : [[sc|D’ann Doue dizanaf}}. Hennez eo éta hag a azeûlit héb hé anaout, hag a brézégann d’é-hoc’h.

24. Doué péhini en deûz gréat ar béd, ha kémen̄d a zô enn-han̄, ô véza ma’z eo ann Aotrou eûz ann en̄v hag eûz ann douar, na choum két enn templou gréat gan̄d daouarn ann dûd.

25. Ha n’eo kéd énoret gan̄d daouarn ann dûd, ével ma en défé ézomm eûz a unan-bennâg, pa eo hén̄ a rô d’ann holl ar vuez, ann alan, ha pép trâ.

26. Gréat en deûz eûz a unan holl wenn ann dûd a choum war c’horré ann douar holl, ô verka reiz ann amzeriou, hag harzou hô c’heriou,

27. Évit ma klaskfen̄t Doué, mar gellon̄t steki out-han̄ hag hé gavout, pétrâ-bennâg n’eo két pell eûz a bép-hini ac’hanomp.

28. Râg enn-han̄ eo é vévomp, é fin̄vomp, éz omp : hag ével ma lavar hiniennou eûz hô Parzed : Béz’ éz omp zô-kén gwenn Doué.

29. Pa omb éta gwenn Doué, na dléomp két kridi é vé ann Douélez hén̄vel oud aour, oud arc’han̄t, pé out méan, doaréet diouc’h in̄jin ha diouc’h ménoz ann dûd.

30. Ha Doué ô tisprizout ann amzeriou a ziwiziégez-zé, a gélenn bréman̄ d’ann dûd ha dré-holl, ma rain̄t pinijen ;

31. O véza ma en deûz merket eunn deiz é péhini é varnô ar béd hervez ar gwîr, dré ann hini en deûz lékéat évit-sé, ô rei feiz da bép-hini, oc’h hé lakaad da zével eûz a douez ar ré varô.

32. Hôgen pa glevchon̄t komza eûz a zazorc’hidigez ar ré varô, lôd a réa goab, lôd all a lavaré : Da glevoud a raimp eur wéach all war gémen̄t-sé.

33. Ével-sé Paol a iéaz-kuîd eûz hô zouez.

34. Koulskoudé hiniennou en em stagaz out-han̄, hag a grédaz : é-touez péré é oé Dénez ann Aréopajiad, hag eur c’hrég hanvet Damariz, ha ré all gan̄t-hô.


————
XVIII. PENNAD.


1. Goudé-zé, Paol ô véza éat-kuîd eûz a Aténaz, a zeûaz da Gorin̄t.

2. Hag ô véza kavet eur Iuzéô hanvet Akouila, ginidik eûz a Bon̄t, péhini a oa deûet, né oa két pell, eûz ann Itali, gan̄t Prisilla hé c’hrég (râg ann Impalaer Klôdiuz en doa gourc’hémennet d’ann holl Iuzevien mon̄d er-méaz eûz a Rom) ez éaz d’hô c’havout.

3. Hag ô véza ma oan̄t eûz ann hévélep micher (râk tellou a réan̄t), é choumé enn hô zî, hag é labouré gan̄t-hô.

4. Ha pép deiz sabbat é strivé er sinagog ; hag ô lakaad enn hé brézégennou hanô ann Aotrou Jézuz, é lékéa ar Iuzevien hag ar C’hresianed da gridi.

5. Hôgen pa zeûaz Silaz ha Timoteûz eûz ar Masédonia, Paol a brézégaz gan̄t mui a ners, hag a desténiaz d’ar Iuzevien pénaoz Jézuz a ioa ar C’hrist.

6. Ar Iuzevien oc’h énébi out-han̄ gan̄t léou-douet, hén̄ a hejaz hé ziḻad, hag a lavaraz d’ézhô : Ra vézô hô koâd war hô penn : évid-oun-mé a zô dinam, hag a-vréman̄ éz ann étrézég ar Jen̄tiled.

7. Hag ô véza éat-kuît alesé, éz éaz é-tî eunn dén hanvet Tituz Justuz, péhini a zoujé Doué ; hag hé dî a ioa é-harz ar sinagog.

8. Krispuz penn eur sinagog a grédaz enn Aotrou gan̄d holl dûd hé dî : ha kalz a Gorin̄tied, ô véza klevet, a grédaz hag a oé badézet.

9. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Baol é gwélédigez é-pâd ann nôz : N’az pé kéd a aoun, hôgen komz, ha na dâv két.

10. Râk mé a zô gan-éz, ha dén na hellô ôber droug d’îd ; râg eur bobl brâz em eûz er géar-man̄.

11. Choum a réaz ’ta énô eur bloaz ha c’houéac’h miz, ô kélenna gér Doué enn hô-zouez.

12. Hôgen pa édo Gallion da benn-brô enn Akaia, ar Iuzevien a zavaz out Paol a-ioul pép-hini, hag é kaschon̄t anézhan̄ d’hé léz,

13. O lavarout : Hé-man̄ a ali ann dûd da azeûli Doué a-énep al lézen.

14. Hag ével ma téraoué Paol digéri hé c’hénou, Gallion a lavaraz d’ar Iuzevien : Ma vijé mének eûz a eunn dra disgwir-bennâg, pé eûz a eur gwall-ôber, Iuzevien, mé hô tiwalfé gan̄t reiz.

15. Hôgen ma éz eûz mének eûz a c’hér, eûz a hanvou, hag eûz hô lézen, é wélot ann dra-zé hoc’h-unan : Na fell kéd d’in béza barner é kémen̄t-sé.

16. Hag hén̄ hô c’hasaz kuîd eûz hé léz.

17. Hag hî holl ô véza krôget é Sosténez penn eur sinagog, a skoé gan̄t-han̄ dirag al léz, ha Gallion na réa vân eûz a gémen̄t-sé.

18. Koulskoudé Paol goudé béza c’hoaz choumet énô kalz dervésiou, a gimiadaz diouz ar vreûdeûr, hag a iéaz dré vôr d’ar Siria, gan̄t Prisilla hag Akouila ; Hag é é réaz touza hé benn é Ken̄kréa, enn abek da eur gwéstl en doa gréat.

19. Hag é teûaz da Éfézuz, hag é lézaz anézhô énô. Hôgen hén̄ ô véza éat er sinagog, a strivaz oud ar Iuzevien.

20. Ar ré-man̄ a bédaz anézhan̄ da choum pelloc’h amzer gan̄t-hô, ha na aotréaz két.

21. Hag é kimiadaz diout-hô, ô lavarout : Don̄d a rinn adarré d’hô kwélout, mar d-eo ioul Doué : hag éz éaz-kuît eûz a Éfézuz.

22. Ha goudé béza douaret é Sézaréa, é piñaz hag é lavaraz dématéoc’h d’ann Iliz, hag é tiskennaz da An̄tiokia.

23. Ha goudé béza choumed énô eunn nébeûd amzer, éz éaz-kuît, hag é treûzaz, dré reiz, bro ar Galasia, hag ar Frijia, ô krévaad ann holl ziskibled.

24. Hogen eur Iuzéô hanvet Apollo, ginidig eûz a Aleksan̄dria, dén élavar ha galloudek er Skrituriou, a zeûaz da Éfézuz.

25. Hé-man̄ a ioa gwiziek é hen̄t ann Aotrou. Komza a réa gan̄t tomder a spéred, hag é kélenné gan̄t préder ar péz a zellé ouc’h Jézuz, ha na anavézé koulskoudé némét badisian̄t Iann.

26. Déraoui a réaz éta komza gan̄t herder er sinagog. Pa glevaz kémen̄t-man̄ Prisilla hag Akouila, é tigémerchon̄t anézhan̄, hag é tiskouézchon̄t skleroc’h d’ézhan̄ hen̄t ann Aotrou.

27. Ha pa fellaz d’ézhan̄ mon̄d enn Akaia, ar vreûdeûr goudé béza hé aliet, a skrivaz d’ann diskibled évit ma hen digémerchen̄t. Ha pa oé deûet dî, é ken-nerzaz kalz ar ré a grédé.

28. Râk ken̄drec’hi a réa gan̄t ners ar Iuzevien, ô tiskouéza d’ézhô dré ar Skrituriou pénaoz Jézuz a ioa ar C’hrist.


————
XIX. PENNAD.


1. Hôgen pa édo Apollo é Korin̄t, é c’hoarvézaz pénaoz Paol, ô véza treûzet ar brôiou huel, a zeûaz da Éfézuz, hag a gavaz énô eul lôd diskibled.

2. Hag é lavaraz d’ézhô : Ha digéméret hoc’h eûs-hu ar Spéred-San̄tel abaoé ma hoc’h eûz krédet ? Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : N’hon eûz két klevet zô-kén éz oa eur Spéred-San̄tel.

3. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : É pétra éta oc’h-hu bét badézet ? Hag hî a lavaraz : É badez Iann.

4. Neuzé Paol a lavaraz d’ézhô : Iann en deuz badézet gan̄t badisian̄t ar binijen, hag en deûz lavared d’ar bobl pénaoz é tlien̄t kridi enn hini a zeûé war hé lerc’h, da lavaroud eo é Jézuz.

5. O véza klevet kémen̄t-sé, é oen̄t badézet é hano ann Aotrou Jézuz.

6. Ha pa en doé Paol astennet hé zaouarn war-n-ézhô, ar Spéred-San̄tel a ziskennaz war-n-ézhô, hag é komzen̄t é meûr a iéz, hag é tiouganen̄t.

7. Béz’ é oa anézhô war-drô daouzék dén.

8. Hag hén̄ a iéaz er sinagog, é péléac’h é komzaz gan̄d herder é-pâd trî miz, ô striva hag oc’h alia diwar-benn rouan̄télez Doué.

9. Hôgen ô véza ma oa lôd hag en em galédé, ha na grédé két, hag a lavaré droug eûz a hen̄t ann Aotrou, dirâg ann holl bobl, hén̄ en em dennaz, hag a rannaz hé ziskibled eûz hô zouez ; hag é strivé bemdez é skôl eunn dén hanvet Tiran.

10. Kémen̄t-sé a réaz é-pâd daou vloaz. Hag ével-sé ar ré holl a choumé enn Azia, ken ar Iuzevien, ken ar C’hrésianed, a glevaz gér ann Aotrou.

11. Ha Doué a réa burzudou brâz meûrbéd dré zaouarn Paol.

12. Enn hévélep doaré ma lékéad war ar ré glan̄v al liénennou hag ar gourizou hô doa stoket oud hé gorf, ar ré-man̄ a oa paré eûz hô c’hlén̄véjou, hag ann drouk-spéréjou a iéa er-méaz,

13. Hôgen hiniennou eûz ann Ekzorsisted Iuzevien péré a rédé dré ar vrôiou a arnodaz gervel hanô ann Aotrou Jézuz war ar ré é péré é oa drouk-spéréjou, ô lavarout : Mé hô kâs-kuît dre Jézuz péhini a brézeg Paol.

14. Seiz mab Séva, Iuzéô ha prin̄s ar véleien, eo a réa kémen̄t-sé.

15. Hôgen ann drouk-spéred a lavaraz d’ézhô : Anaoud a rann Jézuz, ha gouzoud a rann piou eo Paol ; hôgen c’houi, piou oc’h-hu ?

16. Hag eunn dén é péhini é oa eunn diaoul drouk brâz a lammaz war zaou anézhô, hag ô véza tréac’h d’ézhô, é gwall-gasaz anézhô, enn hévélep doaré ma tec’hchon̄t enn noaz ha gouliet eûz ann tî-zé.

17. Kément-sé a oé anavézet gan̄t kémen̄t Iuzéô ha kémen̄t Grésian a choumé é Éfézuz : ar spoun̄t a grôgaz enn-hô holl, hag é veûlchon̄t hanô ann Aotrou Jézuz.

18. Ha kalz euz ar ré a grédé a zeûé, a govéséé hag a zisklerié hô ôberiou.

19. Kalz ivé anézhô péré hô doa heûliet ar skian̄chou dibaot, a zigasaz hô levriou, hag hô devaz dirâg ann holl : ha pa oé prizet ann dalvoudégez anézhô, é oé kavet é talien̄t han̄ter-kan̄t mil péz arc’han̄t.

20. Ével-sé gér Doué a greské kalz, hag a zeûé da grévaat.

21. Goudé-zé Paol a lékéaz enn hé spéred, goudé béza treûzet ar Masédonia hag ann Akaia, mon̄d da Jéruzalem, ô lavarout : Goudé ma vézinn bét énô, eo réd ivé d’in gwélout Rom.

22. Hag ô véza kaset er Masédonia daou eûz ar ré a zerviché gan̄t-han̄, Timotéuz hag Érastuz, é choumaz c’hoaz hén̄ eunn nébeûd amzer enn Azia.

23. Hôgen enn amzer-zé é c’hoarvézaz é hen̄d ann Aotrou eunn dispac’h ha né oa két bihan.

24. Râg eunn orféber hanvet Démétriuz, péhini a réa templou bihan arc’han̄t eûz a Ziana, a lékéa da c’hounid kalz ar ré euz ar micher-zé ;

25. O véza hô strollet, ha ré all péré a réa eunn hévélep labour, é lavaraz d’ézhô : Tudou, c’houi a oar pénaoz eo eûz al labour-zé é teû hor gounid :

26. Ha koulskoudé é wélit hag é klévit pénaoz ar Paol-zé gan̄d hé lavariou, en deûz distrôet eul lôd brâz a dûd, nann hép-kén é Éfézuz, hôgen ivé hôgoz dré ann holl Azia, ô lavarout pénaoz n’eo kéd douéou ar ré zô gréat gan̄d daouarn ann dûd.

27. Hag hor micher hép-kén na vézô két gwall-vrudet, hôgen templ Diana-veûr a zeûi da nétrâ, hag hé meurdez péhini a zô azeûlet enn holl Azia hag er béd holl, a zeûi da nétra.

28. Pa glevchon̄t kémen̄t-sé é savaz eunn drouk brâz enn-hô, hag en em lékéjon̄t da gria ha da lavarout : Brâz eo Diana a Éfézuz.

29. Hag ar géar holl a oé leûn a zireiz ; hag en em daolchon̄t enn eur rumm brâz war ann téatr, hag é krôgchon̄t é Gaiuz hag é Aristarkuz eûz a Vasédonia péré a oa deûet gan̄t Paol.

30. Paol a fellé d’ézhan̄ en em ziskouéza d’ar bobl, hôgen ann diskibled a viraz out-han̄.

31. Hiniennou ivé eûz a brin̄sed ann Azia, péré a ioa miñouned d’ézhan̄ a gasaz d’hé bidi na d-ajé kéd d’ann téatr.

32. Hôgen lôd a grié enn eunn doaré, hag lôd all enn eunn doaré all ; râg ann en̄groez a ioa kemmesket enn Iliz : ha kalz anézhô na wien̄t két pérâg é oan̄t strollet.

33. Neûzé Aleksan̄der a oé tennet er-méaz eûz ann en̄groez, ha boun̄tet gan̄d ar Iuzevien. Hag Aleksan̄der ô véza goulennet gan̄d ann dourn ma tavchen̄t, a fellé d’ézhan̄ en em zidamallout dirâg ar bobl.

34. Hôgen pa anavézchon̄t pénaoz é oa-hén̄ eur Iuzéô, ann holl enn eur vouéz, é-pâd diou heur a griaz : Brâz eo Diana a Éfézuz.

35. Neûzé skrivañer kéar ô véza hô féoc’héet, a lavaraz d’ézhô : Tûd a Éfézuz, piou eo ann dén ha na oar két pénaoz ar géar a Éfézuz a azeûl Diana ar vrâz, merc’h da Jupiter ?

36. Pa na helleur kéd éta dislavarout kémen̄t-sé, eo réd é choumfac’h é péoc’h, ha na rafac’h nétrâ hép gwîr abek.

37. Râg ann dûd-zé hoc’h eûz digaset aman̄ n’in̄t na dibourc’herien templou, na touerien a-éneb hô touéez.

38. Ma en deûz Démétriuz, hag ar ré a labour gan̄t-han̄ eunn tamall-bennâg da ôber a-éneb eur ré, al léz a zalc’heur ; barnerien a zô ; r’en em zamallin̄t ann eil égilé.

39. Ma hoc’h eûz eunn dra-bennâg all da c’houlenni, é hellô béza barnet enn eur stroll hervez ar reiz.

40. Râg é-tâḻ émomp da veza tamallet ével dispac’herien évid ar pez a zô c’hoarvezet hiriô, pa na hellomp két rei abek é-béd évid didamallout ann dispac’h-man̄. Hag ô véza lavaret kémen̄t-sé, é kasaz-kuît ar stroll tûd.


————
XX. PENNAD.


1. Hôgen pa oé éhanet ann dispac’h, Paol a c’halvaz ann diskibled ha goudé béza hô aliet, é kimiadaz diout-hô, hag en em lékéaz enn hen̄t évit mon̄d er Masédonia.

2. Ha goudé béza bét é meûr a léac’h eûz ar vrô-zé, ha goudé béza aliet ar bobl é meûr a brézégen, é teûaz é Grés.

3. Pa oé choumet énô tri miz, ô véza m’hô doa ar Iuzevien aozet spiou d’ézhan̄ war ann hen̄t a dlié ôber évit mon̄d dré vôr er Siria, é kéméraz ann dézô da zistrei dré ar Vasédonia.

4. Gan̄t-han̄ éz éaz Sopater mâb Pirruz eûz a Vérea, Aristarkuz ha Sékon̄duz eûz a Dessalonika, ha Gaiuz eûz a Zerbé, ha Timotéuz ; ha Tikikuz ha Trofimuz eûz ann Azia.

5. Ar ré-man̄ ô véza éat a-raok, a c’hortozaz ac’hanomp é Troad.

6. Évid-omp-ni, goudé deisiou ar bara dic’hoell, é piñchomp enn eul léstr é Filippoz, hag é teûjomp d’hô c’havoud é Troad é pemp dervez ; hag é chomchomp énô seiz dervez.

7. D’ann deiz ken̄ta eûz ar zizun pa oa strollet ann diskibled évit terri ar bara, Paol péhini a dlié mon̄t-kuît an̄trônôz a strivé gan̄t-hô, hag a gasaz hé brézégen bétég han̄ter-nôz.

8. Kalz a gleûzeûriou a ioa er gambr huel é péhini é oamp strollet.

9. Hag ô véza ma oa hirr prézégen Paol, eunn den-iaouan̄k hanvet Eûtikuz péhini a oa azézet war eur prénestr, a gouskaz, hag ô véza kousket-mîk é kouézaz eûz ann trédé kembot d’ann traon̄, hag é oé savet marô ac’hanô.

10. Hôgen Paol ô véza diskennet, en em astennaz war-n-ézhan̄ ; hag ô véza hé vriatéet é lavaraz : N’en em c’hlac’harit két, éma hé éné enn-han̄.

11. Goudé, ô véza piñet adarré, ha goudé béza torret ar bara, ha debret, é komzaz c’hoaz out-hô bété goulou-deiz, hag éz éaz-kuît.

12. Hag hî a zigasaz ann dén-iaouan̄k béô, hag é oen̄t dizoaniet brâz.

13. Évit-omp-ni a biñaz enn eul léstr, hag éz éjomp ével-sé bétég Asson, é péléac’h é tliemp kémérout Paol : râg ével-sé en doa reizet ann traou, penaoz é rajé ann hen̄d war droad.

14. Pa en doé tizet ac’hanomp é Asson, éz éjomp kévret hag é teûjomp da Vitiléné.

15. Hag ac’hanô ô von̄d dré vôr, é teûjomp an̄trônôz dirâk Kioz ; hag ann deiz all é touarchomp é Samoz, hag an̄trônôz é teûjomp da Vilet.

16. Râg Paol en doa lékéad enn hé benn trémenout é-biou Éfézuz, gan̄d aoun na zaléfé enn Azia. Hasta a réa, évid en em gavout, mar boa galluz, é Jéruzalem é deiz ar Pen̄tékost.

17. Hogen eûz a Vilet é kasaz da Éfézuz, évit gervel hénaoured ann Iliz.

18. Ha pa oen̄t deûet d’hé gavout, ha ma oen̄t kévret, é lavaraz d’ézhô : C’houi a oar pénaoz, adaleg ann deiz ken̄ta ma ounn deûed enn Azia, ma ounn en em rénet enn hô kén̄ver a béb amzer :

19. Pénaoz em eûz servichet ann Aotrou gan̄t pép vuelded, é-kreiz ann daérou, hag ann en̄krézou a zô c’hoarvézet d’in gan̄t spiou ar Iuzevien ;

20. Pénaoz n’em eûz kuzet nétrâ ouz-hoc’h a gémen̄t a hellé béza talvouduz, hag em eûz zô-kén hé brézéget d’é-hoc’h ô kélenna ac’hanoc’h dirâg ann holl, hag enn hô tiez,

21. O testénia d’ar Iuzevien, kerkouls ha d’ar Jen̄tiled ar binijen é-kén̄ver Doué, hag ar feiz é-kén̄ver hon Aotrou Jézuz-Krist.

22. Ha bréma chétu mé ô veza éréet gan̄t ar spéred, éz ann da Jéruzalem, hép ma ouzonn pétrâ a c’hoarvézô gan-én̄ énô ;

23. Német ma tiougann d’in ar Spéred-San̄tel é pép kéar ma’z ann, pénaoz chadennou hag en̄krézou a c’hortoz ac’hanoun é Jéruzalem.

24. Hôgen n’ounn két spoun̄tet gan̄t kémen̄t-sé ; ha na rann stâd é-béd eûz va buez, gan̄t m’az inn é penn va ergerz, ha ma sévéninn ar garg em eûz digéméret digan̄t ann Aotrou Jézuz, évit prézégi Aviel grâs Doué.

25. Ha bréma chétu é ouzonn pénaoz na wélot mui va dremm, c’houi holl é-touez péré ounn tréménet ô prézégi rouan̄télez Doué.

26. Dré-sé é tiskleriann d’é-hoc’h hiriô, pénaoz ounn glân eûz a c’hoad pép-hini ac’hanoc’h.

27. Râk n’em eûz két gréat vân da rei da anaout d’é-hoc’h holl ali Doué.

28. Likid évez ouz-hoc’h hoc’h-unan, hag oud ann holl dropel war béhini en deûz ar Spéred-San̄tel hô lékéad da eskep, évit réna Iliz Doué, en deûz prénet gan̄d hé c’hoad.

29. Râk mé a oar pénaoz, pa vézinn éat-kuît, é teûi enn hô touez bleizi skrapuz, péré n’hô dévézô azaouez é-béd évid ann tropel.

30. Hag eûz hô kreiz hoc’h-unan é savô tûd péré a brézégô traou fall, évit tenna ann diskibled war hô lerc’h.

31. Râk-sé beḻit, hag hô péset koun pénaoz é-pâd tri bloaz n’em eûz éhanet na nôz na deiz da gélenna gan̄d daérou pép-hini ac’hanoc’h.

32. Ha bréma éc’h erbédann ac’hanoc’h da Zoué, da c’hér hé c’hrâs, d’ann hini a hell peûr-zével, ha rei digwéz é kreiz hé holl zen̄t.

33. N’em eûz c’hoan̄téet digan̄t dén nag aour, nag arc’han̄t, na diḻad :

34. Ha c’houi a oar hoc’h-unan pénaoz ann daouarn-man̄ hô deûz va bastet eûz a gémen̄t em boa ézomm, hag ivé ar ré a ioa gan-én̄.

35. Diskouézet em eûz d’é-hoc’h pép-trâ, ha pénaoz eo réd kén-nerza ar ré wân dré al labour, ha kaout koun eûz ar geriou-man̄ en deûz lavaret ann Aotrou Jézuz hé-unan : Muioc’h a zudi zô ô rei égéd ô tigémérout.

36. Ha goudé m’en doé lavaret kémen̄t-sé, en em daolaz war hé zaoulin hag é pédaz gan̄t-hô holl.

37. Eur gwélvan vrâz a zougchon̄t holl : hag ô lammout da c’houzouk Paol, é poken̄t d’ézhan̄,

38. Glac’haret brâz ô véza m’en doa lavared d’ézhô pénaoz na welchen̄t mui hé zremm. Hag éc’h ambrougchon̄t anézhan̄ bétég al léstr.


————
XXI. PENNAD.


1. Goudé ma oamb en em rannet diout-hô, ha ma oamb éad el léstr, é teujomb râg-eeun da Goos, hag an̄trônôz da Rodez, hag ac’hanô da Batara.

2. Hag ô véza kavet eul léstr hag a iéa da Fénisé, é piñchomp enn-han̄, hag é verdééchomp.

3. Hôgen pa wélchomp Kipruz, hé lézchomp enn dourn kleiz, hag ô véza éat er Siria, é touarchomp é Tiruz : râg énô eo é tlien̄t diskarga al léstr.

4. O véza kavet diskibled énô, é choumchomp gan̄t-hô seiz dervez ; hag ar ré-man̄ a lavaré da Baol dré ar Spéred na d-ajé da Jéruzalem.

5. Goudé ma oé tréménet ar seiz dervez-sé éz éjomp kuît, hag é teûjon̄d holl gan̄d hô gragez hag hô bugalé da ambrouga ac’hanomp bétég er-méaz a géar : hag ô véza daoulinet war ann aot, é pédchomp.

6. Ha goudé béza kimiadet ann eil dioc’h égilé, ni a biñaz el léstr, hag hî a zistroaz d’ar géar.

7. Eûz a Diruz é teûjomp da Ptolémaiz, é péleac’h é oe penn d’hor merdéadurez : ha goudé béza lavaret dématéoc’h d’ar vreûdeûr, é choumchomp eunn dervez gan̄t-hô.

8. An̄trônôz ô véza éat-kuît, é teûjomp da Zézaréa. Hag ô véza éat da dî Filip ann Aviéler, péhini a ioa unan eûz ar seiz, é choumchomp enn hé dî.

9. Hé-man̄ en doa péder merc’h gwerc’hézed hag a ziougané.

10. Hag ével ma choumchomb énô eunn dervez-bennâg, é teûaz eûz a Judéa eur Profed hanvet Agabuz.

11. Hé-man̄ ô véza deûet d’hor gwélout, a géméraz gouriz Paol, hag oc’h éréa hé dreid hag hé zaouarn̄, e lavaraz : Ar Spéred-San̄tel a lavar ann dra-man̄ : Ann dén da biou eo ar gouriz-man̄ a vézô éréet ével-henn é Jéruzalem gan̄d ar Iuzevien, ha lékéat gan̄t-hô étré daouarn ar Jen̄tiled.

12. Pa glevchomp kémen̄t-sé, ni, hag ar ré eûz al léac’h-zé, é pédchomp anézhan̄ na d-ajé kéd da Jéruzalem.

13. Hôgen Paol a respoun̄taz, hag a lavaraz : Pétrâ a rît-hu ô wéla ével-sé ; hag ô c’hlac’hari va c’haloun ? Râk mé a zô daré, nann hép-kén da véza éréet, hôgen ivé da vervel é Jéruzalem, évid hanô ann Aotrou Jézuz.

14. Ha pa wélchomp na hellemp kéd hé gen̄drec’hi, éc’h éhanchomp, ô lavarout : Ra vézô gréad ioul ann Aotrou.

15. Pa oé tréménet ann deisiou-zé, en em gempenchomp, hag éz éjomp da Jéruzalem.

16. Hiniennou eûz a ziskibled Sézaréa a zeûaz ivé gan-é-omp, hag é kaschon̄t gan̄t-hô eunn diskibl kôz hanvet Mnason, ginidik eûz a Gipruz, é tî péhini é tliemp loja.

17. Pa arrujomp e Jéruzalem, ar vreûdeûr a zigéméraz ac’hanomp gan̄t lévénez.

18. Hag an̄trônôz Paol a zeûaz gan-é-omp da wélout Jakez, é tî piou é oa en em strollet ann holl hénaoured.

19. Goudé m’en doé lavaret d’ézhô dématéoc’h, é tanévellaz dré ar munud, kémen̄t trâ en doa gréad Doué, dré hé han̄térourez é-kén̄ver ar Jen̄tiled.

20. Pa glevchon̄t kémen̄t-sé, é veûlchon̄t Doué ; hag é léverchon̄t d’ézhan̄ : Gwélout a réz, va breûr, péd mil zô é-touez ar Iuzevien péré hô deûz krédet ; ha koulskoudé in̄t oazuz holl évid al lézen.

21. Hôgen klevet hô deûz pénaoz é teskez d’ar Iuzevien a zô é-touez ar Jen̄tiled en em ranna diouc’h Moizez, ô lavarout na dléon̄t két trô-drouc’ha hô bugalé, na kerzout hervez al lézen.

22. Pétrâ éta eo réd da ôber ? Réd eo hô strolla holl ; râk klevoud a rain̄t pénaoz oud deûet.

23. Grâ éta ar péz a livirimp d’îd : Béz’ hon eûz aman̄ pevar dén péré hô deûz gréat eur gwéstl.

24. Kémer ar ré-man̄ gan-éz, hag en em c’hlana gan̄t-hô : paé ar mizou évit-hô évit ma touzin̄t hô fennou, ha ma wézô ann holl pénaoz n’eo két gwîr ar péz a zô bét lavared ac’hanod, hôgen pénaoz é mirez bépréd al lézen.

25. É-kén̄ver ar Jen̄tiled péré hô deûz krédet, hon eûz skrivet d’ézhô pénaoz hor boa barnet ma tlien̄t diouéri ann idôlou, ar sakrifisou, ar goâd, ar c’hîk mouget, hag ar c’hadélez.

26. Neûzé Paol, ô véza keméret ann dûd-zé, hag ô véza en em c’hlanet gan̄t-hô, a iéaz enn templ ann deiz war-lerc’h, enn eur rei da anaout ann deisiou eûz ar peûr-c’hlanérez, bété ma vijé kenniget ar rô évit pép-hini anézhô.

27. Hôgen pa oé tréménet ar seiz dervez, Iuzevien ann Azia ô véza hé wélet enn templ, a zispac’haz ann holl bobl, hag en em daolaz war-n-ézhan̄, ô kria :

28. Tûd a Israel, ken-nerzid ac’hanomp : chétu ann hini a brezeg dré-holl a-énep ar bobl-man̄, a-énep al lézen, hag a-énep al léac’h-man̄ ; ha péhini zo-kén en deuz saotret al léac’h san̄tel-man̄.

29. Râg hî hô doa gwélet Trofimuz eûz a Éfézuz é kéar gan̄t-han̄, hag é kréden̄t pénaoz Paol en doa hé gaset enn templ.

30. Hag ar géar holl a oé dispac’het, hag eunn en̄groez brâz a bobl en em zastumaz. Hag ô véza krôget é Paol, hé dennchon̄t er-méaz euz ann templ, hag é serrchon̄t ann ôriou râk-tâl.

31. Ével ma klasken̄t hé laza, é teûaz ar vrûd da Gabitan ar gward, pénaoz ar géar holl a Jéruzalem a ioa dispac’het.

32. Hé-man̄ a géméraz râk-tâl gan̄t-han̄ soudarded ha kan̄ténerien, hag a rédaz étrézég enn-hô. Ar ré-man̄ pa wéljon̄t ar C’habitan hag hé zoudarded, a éhanaz da skei gan̄t Paol.

33. Neûzé ar C’habitan ô tôstaat a grôgaz enn-han̄, hag a c’hourc’hémennaz hé éréa gan̄d diou chaden : ha neûzé é c’houlennaz piou é oa, ha pétrâ en doa gréat.

34. Hôgen enn en̄groez lôd a grié enn eunn doaré, ha lôd all enn eunn doaré all. Hag ô véza na hellet két anaoud ar wirionez enn abek d’ar reûstl, é c’hourc’hémennaz hé gâs d’ar c’hastel.

35. Ha pa oé deûed d’ann dérésiou, é oé réd d’ar zoudarded hé zougen, enn abek da frouden ar bobl.

36. Râg eul lôd brâz a bobl a iéa war-lerc’h, enn eur gria : Tenn-hén̄.

37. Ha pa oa daré Paol da von̄d er c’hastel, é lavaraz d’ar C’habitan : Hag aotréet eo d’in lavaroud eunn dra d’îd ? Hag hé-man̄ a lavaraz : Ha té a oar ar grégach ?

38. Ha n’oud-dé két ann Éjipsian-zé péhini abarz ann deisiou-man̄ en deûz lékéat reûstl da zével, ha kaset enn distrô gan̄t-han̄ pevar mil ribler ?

39. Ha Paol a lavaraz d’ézhan̄ : Iuzeô ounn évit-gwîr, ginidik eûz a Darsuz é Silisia, bourc’hiz eûz ar géar-zé péhini n’eo kéd dizanaf. Da bidi a rann éta da aotréa ma komzinn oud ar bobl.

40. Ha pa en doé aotréet kémen̄t-sé ar C’habitan, Paol enn hé zâ war ann dérésiou, a réaz arouéz gan̄d ann dourn d’ar bobl, hag eunn tav brâz ô véza c’hoarvézet, é komzaz out-hô é iéz Hébré, ô lavarout :


————
XXII. PENNAD.


1. Tudou, va breûdeûr, ha va zadou, sélaouit bréma va diskarg.

2. Pa glevchon̄t pénaoz é komzé out-hô é iéz Hébré, é virchon̄t c’hoaz eur sioulded brasoc’h.

3. Hag é lavaraz : Iuzeô ounn, ginidik eûz a Darsuz é Silia. Diorroet ounn bét er géar-zé é treid Gamaliel, ha kélennet diouc’h gwir lézén hon tadou, tadou a oaz évid al lézen, ével ma’z oc’h c’hoaz holl hiriô :

4. Mé eo em eûz heskinet bétég ar marô ar ré eûz ar gréden-zé, oc’h hô éréa hag oc’h hô lakaad er prizoun, goazed ha merc’hed,

5. Ével ma eo da dést d’in prin̄s ar véleien, hag ann holl hénaoured eûz a béré é kémériz lizéri, pa’z éann da gavout ar vreûdeûr eûz a Zamaz, évid hô éréa hag hô c’hâs da Jéruzalem évit béza kastizet.

6. Hôgen c’hoarvézoud a réaz pénaoz, pa oann enn hen̄t, ha pa dôstéenn eûz a Zamaz é-kreiz ann deiz, eur c’houlaouen vrâz a zeûaz enn-eunn-taol eûz ann én̄v hag a gelc’hiaz ac’hanoun ;

7. Hag ô véza kouézed d’ann douar, é kleviz eur vouéz a lavaraz d’in : Saul, Saul, pérâg éc’h heskinez-té ac’hanoun ?

8. Ha mé a respoun̄taz : Piou oud-dé, Aotrou ? Hag hén̄ a lavaraz d’in : Mé eo Jézuz eûz a Nazaret péhini a heskinez.

9. Ar ré a ioa gan-én̄ a wélaz ivé ar goulou, hôgen na glevchon̄t két mouéz ann hini a gomzé ouz-in.

10. Neuzé é liviriz : Aotrou, pétrâ a rinn-mé? Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Saô, ha kéa da Zamaz, hag énô é vézô lavared d’îd pétrâ éc’h eûz da ôber.

11. Hag ével na wélenn mui dré ann abek d’al lugern eûz ar goulou-zé, ar ré a ioa gan-én̄ a grôgaz em daouarn, hag a gasaz ac’hanoun da Zamaz.

12. Béz’ éz oa éno eunn dén hanvet Ananiaz, dén hervez al lézen, da béhini ann holl Iuzevien a choumé énô a rôé eunn desténi vâd.

13. Don̄d a réaz d’am c’havout, hag ô tôstaad ouz-in é lavaraz d’in : Va breûr Saul, gwél. Ha mé enn hévéleb heur a wélaz anézhan̄.

14. Hag hen̄ a lavaraz : Doué hon tadou en deûz da gen̄d-dileûret évid anaoud hé ioul, évit gwélout ar wirionez, hag évit klevout ar vouéz eûz hé c’hénou ;

15. Râk té a vézô tést d’ézhan̄ dirâg ann holl dûd, eûz ar péz ez pézô gwélet ha klevet.

16. Ha bréma pérâg é taléez-té ? Saô, ha kémer ar vadisian̄t, ha gwalc’h da béc’héjou, ô c’hervel hanô ann Aotrou.

17. O véza distrôed da Jéruzalem, pa oann ô pidi enn templ, é c’hoarvézaz d’in eunn estlamm a spéred,

18. Hag é wéliz anézhan̄ ô lavaroud d’in : Hast, ha kéa er-méaz eûz a Jéruzalem ; râk na zigémérin̄t két ann desténi a rôi ac’hanoun.

19. Ha mé a lavaraz : Aotrou, hî a oar pénaoz eo mé a lékéa er vâc’h, hag a lékéa skourjéza er sinagogou ar ré a grédé enn-oud :

20. Ha pénaoz pa skuḻed goâd Stéfan da dést, édounn énô, hag é c’hratéenn hé varô, hag é virenn diḻad ar ré a lazé anézhan̄.

21. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Kéa-kuît ; râk da gâs a rinn pell étrézég ar Jen̄tiled.

22. Ar Iuzevien hô doa hé zélaouet bétég ar gér-zé, hôgen sével a réjon̄t hô mouéz ô lavarout : Tenn hén̄ ével-sé diwar ann douar ; rak né két reiz é vévché.

23. Hag ével ma krien̄t, ha ma taolen̄t hô diḻad, ha ma stlapen̄t poultr enn éar,

24. Ar C’habitan a c’hourc’héménnaz hé gâs d’ar c’hastel, hé skourjéza hag hé en̄krézi, évid hé lakaad da lavarout pérag é krien̄t ével-sé out-han̄.

25. Hôgen pa hô doa hé éréet gan̄t eul leren, Paol a lavaraz da eur C’han̄téner a ioa enn hé gichen : Hag aotréed eo d’é-hoc’h skourjéza eunn dén eûz a Rom, hag héb béza hé varnet ?

26. Ar C’han̄téner ô véza klevet kémen̄t-sé a iéaz da gavout ar C’habitan, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ éz ît-hu da ôber ? Râg ann dén zé a zô bourc’hiz eûz a Rom.

27. Neûzé ar C’habitan a zeûaz da gavout Paol, hag a lavaraz d’ézhan̄ : lavar d’in ha té a zô bourc’hiz eûz a Rom ? Hag hén̄ a lavaraz : Ia.

28. Hag ar C’habitan a responn̄taz : Kalz a arc’han̄t em eûz rôet évid ar vourc’hizégez-zé. Ha Paol a lavaraz : Ha mé a zô ganet Roman.

29. Râk-tâl éta ar ré a dlié hé skourjéza a iéaz-kuît. Hag ar C’habitan en doé aoun, pa wézaz pénaoz Paol a ioa bourc’hiz eûz a Rom, ha pénaoz en dôa lékéad hé éréa.

30. Hôgen an̄trônôz ô vêza m’en doa c’hoan̄t da c’houzout évit-gwîr pérâg ar Iuzevien a damallé anézhan̄, é lékéaz hé ziéréa ; hag ô véza gourc’hémennet d’ar véleien ha d’ann holl alierien en em strolla, é tigémennaz Paol, hag é lékéaz anézhan̄ dira-z hô.


————
XXIII. PENNAD.


1. Paol ô sellout stard oud ann alierien, a lavaraz : Tûd, va breûdeûr, bétég hiriô em eûz servichet Doué gan̄t koustian̄s vâd.

2. Hôgen Ananiaz Prin̄s ar véleien a c’hourc’hémennaz d’ar ré a ioa tôst d’ézhan̄ skei war hé c’hénou.

3. Neûzé Paol a lavaraz d’ézhan̄ : Doué a skôi gan-éz da-unan, môger gwennet. Râg azézet oud aman̄ évit va barnout hervez al lézen, hag a-éneb al lézen é c’hourc’hémennez skei gan-én̄.

4. Hag ar ré a ioa énô a lavaraz d’ézhan̄ : Ha drouk-pidi a réz gan̄t Bélek-brâz Doué ?

5. Ha Paol a lavaraz : Na wienn két, va breûdeûr, pénaoz é oa ar Bélek-brâz ; râk skrived eo : Na zroukpédi két gan̄t Prin̄s da bobl.

6. Hôgen Paol ô c’houzout pénaoz lôd a ioa Sadduséed, ha lôd all Farizianed, en em lékéaz da gria er stroll : Tudou, va breûdeûr, Farizian ounn ha mâb Farizian : enn abek d’ar géd eûz a zazorc’hidigez ar ré varô eo é varneur ac’hanoun.

7. Ha pa en doé lavaret kémen̄t-sé é c’hoarvézaz dizunvaniez étré ar Farizianed hag ar Sudduséed, hag ar stroll en em rannaz.

8. Râg ar Sadduséed a lavar pénaoz n’éz eûz na dazorc’hidigez, nag éal, na spéred : hôgen ar Farisianed a an̄sav ann eil hag égilé.

9. Eunn trouz brâz a zavaz neûzé. Hag hiniennou eûz ar Farizianed en em lékéaz da striva ô lavarout : Na gavomp kéd a zroug enn dén-zé. Ha na hell kéd eur spéred, pe eunn éal béza komzed out-han̄ ?

10. Hag ô véza ma kreské ar reûstl, ar C’habitan, gan̄d aoun na vé Paol dispennet gan̄t-hô, a c’hourc’hémennaz lakaat soudarded da zon̄t, évid hé denna eûz hô c’hreiz, hag hé gâs d’ar c’hastel.

11. Hôgen enn nôz war-lerc’h ann Aotrou oc’h en em ziskouéza d’ézhan̄, a lavaraz d’ézhan̄ : Béz kalounek ; râk ével ma éc’h eûz douget testéni ac’hanoun é Jéruzalem, ével-sé eo red ivé é tougfez testéni ac’hanoun é Rom.

12. Pa oé deûed ann deiz, eur Iuzéô-bennâg en em unvanaz, hag a réaz lé étre-z-hô pénaoz na zebrchen̄t na na évchen̄t, kén n’hô divijé lazet Paol.

13. Ouc’h-penn daou-ugen̄t dén é oan̄t, péré hô doa gréat al lé-zé.

14. Hag éz éjon̄t da gavout Prin̄sed ar véleien hag ann hénaoured, hag é léverchon̄t d’ézhô : Gréad hon eûz lé na dan̄vimp nétrâ, kén n’hor bézô lazet Paol.

15. Pédid éta c’houi ar C’habitan eûz a berz ann alierien, d’hé zigaz d’é-hoc’h, ével évid anaout gwelloc’h hé c’hrâ. Ha nî abarz ma tôstai, a vézô daré d’hé laza.

16. Hôgen mâb c’hoar Paol ô véza klevet mének eûz al lé-zé, a zeûaz d’ar chastel, hag hé rôaz da c’houzout da Baol.

17. Neûzé Paol a c’halvaz unan eûz ar C’han̄ténerien, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kâs ann dén-iaouan̄k-man̄ d’ar C’habitan, râg eunn dra-bennâg en deuz da ziskleria d’ézhan̄.

18. Ar C’han̄téner a géméraz ann dén-iaouan̄k, hag a gasaz anézhan̄ d’ar C’habitan, hag a lavaraz : Paol ar prizounier en deuz va fédet da zigaz d’îd ann dén-iaouan̄k-man̄, péhini en deûz eunn dra-bennâg da lavaroud d’îd.

19. Ar C’habitan ô kregi enn hé zourn, en em dennaz a dû gan̄t-han̄, hag a réaz ar goulenn-man̄ out-han̄ : Pétrâ éc’h eûz-dé da ziskleria d’in ?

20. Hag hén̄ a lavaraz : Ar Iuzevien a zô en em glevet évit pidi ac’hanod da gâs Paol war-c’hoaz da stroll ann alierien, ével pa hô défé c’hoan̄t da anaout gwelloc’h ar péz a zell out-han̄.

21. Hôgen na aotré kéd d’ézhô hô goulenn : râk ouc’h-penn daou ugen̄ dén anézhô hô deûz aozet spiou d’ézhan̄, hag hô deûz gréat lé na zebrchen̄t, na na évchen̄t, kén n’hô dévézô hé lazet : ha bréma in̄t daré, ô c’héda ma aotréi d’ézhô hô goulenn.

22. Ar C’habitan éta a gasaz-kuît ann dén-iaouan̄k, ô c’hourc’hémenni d’ézhan̄ na lavarché da zén pénaoz en doa rôed ann ali-zé d’ézhan̄.

23. Hag ô véza galvet daou gan̄téner, é lavaraz d’ézhô : Dalc’hit kempenn adaleg ann trédé heur eûz ann nôz, daou c’han̄t soudard, dék marc’hek ha tri-ugen̄t, ha daou c’han̄t goafer, évit mon̄t bété Sézaréa.

24. Kempennid ivé kézek, évit lakaat Paol war-n-ézhô, hag hé gâs hép gwall da Féliks ar mérer.

25. Râg aoun en doé na zeûfé ar Iuzevien da gregi enn-han̄, ha d’hé laza, ha goudé-zé na vijé hén̄ tamallet é-c’hîz ma en défé kéméret arc’han̄t évit sé.

26. Skriva a réaz ivé eul lizer enn doaré-man̄ : Klodiuz Lisiaz d’ar mérer mâd meûrbéd Féliks, deiz-mâd.

27. Ar Iuzevien hô doa kéméret ann dén-zé hag a oa daré d’hé laza, pa ounn deûet gan̄t soudarded, hag em eûz hé dennet ac’hanô, ô véza anavézet pénaoz é oa Roman.

28. Ha gan̄d ar c’hoan̄t da c’houzout pé wall a damallent d’ézhan̄, em eûz hé gaset d’hô stroll.

29. Kavet em eûz pénaoz na damallen̄t d’ézhan̄ némét traou a zell oud hô lézen ; hôgen n’em eûz kavet gwall é-béd enn-han̄ a gémen̄t a vé dellézek eûz ar marô pé eûz ar prizoun.

30. Hag ô véza ma eo bét gréat mének d’in eûz ar spiou hô doa aozed d’ezhan̄, em eûz hé gased d’îd ; lavaret em eûz ivé d’hé damallerien don̄t da lavaroud dira-z-od ar péz a ouzon̄t enn hé énep. Kénavézô.

31. Ar zoudarded éta hervez ann urz a oa bét rôéd d’ézhô, a géméraz Paol, hag hé gasaz é-pad ann nôz da An̄tipatriz.

32. Hag an̄trônôz ô véza hé lézet gan̄d ar varc’heien é tristrôjon̄t d’ar c’hastel.

33. Ar ré-man̄ ô véza deûed da Zézaréa, a roaz al lizer d’ar mérer, hag a gasaz Paol dira-z-han̄.

34. Ar mérer ô véza lennet al lizer, a c’houlennaz a bé brovin̄s édo Paol : ha pa wézaz pénaoz é oa eûz a Zilisia :

35. Da zélaoui a rinn, émé-z-han̄, pa vézô deûet da damallerien. Hag é c’hourc’hémennaz hé virout é léz Hérodez.


————
XXIV. PENNAD.


1. Pemp dervez goudé, Ananiaz, Prin̄s ar véleien, gan̄d lôd eûs ann hénaoured, ha gan̄d eur prézéger hanvet Tertulluz, a ziskennaz dî évit tamallout Paol dirâg ar mérer.

2. Ha Paol ô véza bét galvet, Tertulluz a zéraouaz hé damallout, ô lavarout : O véza ma eo dré dé hon eûz eur péoc’h brâz, ha ma eo bét gréat meûr a wellaen gan̄d da gen̄t-preder ;

3. Hé anaout a réomp bépréd hag é pép léac’h, Féliks mâd-meûrbéd, gan̄t pép trugarez.

4. Hôgen na zaléinn kéd ac’hanod pelloc’h, hag ez pédann da zélaoui hor berr gomsiou gan̄d da vadélez a-vépréd.

5. Kaved hon eûz enn dén-zé péhini a zô eur vosen, péhini en deûz lékéat ann dizunvaniez er béd holl é-touez ann holl Iuzevien, ha pehini a zô da benn da zekt dispac’huz ann Nazarééned ;

6. Péhini ivé en deûz klasket saotra ann templ ; ha goudé béza krôged enn-han̄, hor boa c’hoan̄t d’hé varnout hervez hôl lézen.

7. Hogen ar mérer Lisiaz a zô deûet, hag en deûz hé dennet eûz a greiz hon daouarn gan̄t kalz a ners,

8. O rei urs d’hé damallerien da zon̄d dira-z-od : hag é helli da-unan hé varnout, hag anaoud ar wirionez eûz ann traou a damallon̄d d’ézhan̄.

9. Ar Iuzevien a aotréaz kémen̄t-sé, hag a lavaraz é oa gwîr.

10. Hôgen Paol a respoun̄taz (goudé m’en doé ar Mérer arouézed d’ézhan̄ komza) : Pa ouzonn pénaoz éz eûz meûr a vloaz émoud da varner war ar bobl-man̄, en em zidamallinn a galoun-vâd dira-z-od.

11. Râk béz’ é hellez gouzout pénaoz n’eûz kéd ouc’h-penn daouzék dervez ounn piñet da Jéruzalem évid azeûli Doué :

12. Ha n’hô deûz két va c’havet ô striva gan̄d dén, nag ô strolla ar bobl, nag enn templ, nag er sinagogou,

13. Nag é kéar : ha na hellon̄t két rei da wîr d’îd ar péz a damallon̄t d’in.

14. Hôgen hé an̄savoud a rann dira-z-od, pénaoz hervez ar sekt a hanvon̄t hérézi, é servichann Doué hon tadou, hag é krédann é kémen̄t a zô skrivet el Lézen hag er Proféded :

15. O c’héda é Doué, ével ma c’hédon̄t hô-unan, pénaoz é tazorc’hô ar ré vâd hag ar re fall.

16. Râk-sé é poelladann bépréd da virout va c’haloun dinam dirâk Doué, ha dirâg ann dûd.

17. Hôgen goudé meûr a vloaz ounn deûet évid ôber aluzennou d’am brôiz, hag évit kenniga va rôou ha va gwéstlou da Zoué.

18. É-kreiz ann ôbériou-zé hô deûz va c’havet glanet enn templ, héb en̄groez hag hep trouz.

19. Ha Iuzevien ann Azia eo, péré a dlié don̄d d’az kavout, ha d’am tamallout, hô doa eunn dra da lavarout em énep.

20. Hôgen lavaren̄t hô-unan ha hi hô deûz kaved enn-ounn eunn direiz-bennâg, pa ounn en em ziskouézet enn hô stroll ;

21. Némét ma tamalchen̄d d’in ar gér-man̄ em euz lavaret huel dira-z-hô : Enn abek da zazorc’hidigez ar ré varô eo ounn barnet hiriô gan-é-hoc’h.

22. Féliks ô véza klevet kémen̄t-sé, a gasaz anézhô kuît ô lavarout : Pa wézinn gwelloc’h pétrâ eo ar sekt-zé, ha pa vézô deûet ar C’habitan Lisiaz, neûzé é klevinn ac’hanoc’h.

23. Neûzé é c’hourc’hémennaz da eur C’han̄téner diwalloud anézhan̄, hag hé lézel é péoc’h, hép miroud out-han̄ na vijé servichet gan̄d hé dûd.

24. Hôgen eunn nébeûd dervesiou goudé, Féliks, gan̄d Drusilla hé c’hrég, péhini a ioa Iuzévez, a réaz kerc’hout Paol, hag é sélaouaz ar péz a lavaraz d’ézhan̄ diwar-benn ar feiz é Jézuz-Krist.

25. Hag ô véza ma prézégé d’ézhan̄ diwar-benn ar wirionez, ar glanded, hag ar varn da zon̄t, Féliks leûn a spoun̄t a lavaraz d’ézhan̄ : A-walc’h eo évit bréma, kéa-kuît. Pa vézô préd é galvinn ac’hanod.

26. Hag ô véza ma venné é rôjé Paol arc’han̄t d’ézhan̄, é c’halvé aliez anézhan̄, hag é komzé gan̄t-han̄.

27. Hôgen a-benn daou vloaz é teûaz Porsiuz Festuz é léac’h Féliks. Ha Féliks gan̄t c’hoan̄t da ôber dudi d’ar Iuzevien, en doa lézet Paol er prizoun.


————
XXV. PENNAD.


1. Festuz éta ô véza arruet er provin̄s, a zeûaz goudé tri dervez eûz a Zézaréa da Jéruzalem.

2. Neûzé Prin̄sed ar véleien hag ar ré-gen̄ta eûz a douez ar Iuzevien a zeûaz d’hé gavout, évit tamallout Paol dira-z-han̄ ;

3. Hag é c’houlennen̄t digan̄t-han̄ ével eunn trugarez, ma lakajé anézhan̄ da zon̄d da Jéruzalem, ô véza m’hô doa c’hoan̄t da aoza spiou war ann hen̄t évid hé laza.

4. Hôgen Festuz a respoun̄taz pénaoz Paol a oa dalc’het e Sézaréa, é péléac’h éz ajé hén̄ abarz némeûr.

5. Râ zeui éta, émé-z-han̄, gan-én̄ ar ré vrâz ac’hanoc’h : ha mar d-eûz eunn dra-bennâg a zroug enn dén-zé, râ damallin̄t anézhan̄.

6. Goudé béza choumet gan̄t-hô eiz pé dék dervez d’ar-muia, e tiskennaz da Zézaréa ; hag an̄trônôz éc’h azézaz war hé gador-varner, hag é rôaz urs da zigas Paol.

7. Ha pa oé kaset, ar Iuzevien a oa deûed eûz a Jéruzalem en em lékéaz war hé dro, hag a damallaz Paol eûz a galz a wallou brâz, eûz a beré na hellen̄t rei merk anat é-béd.

8. Ha Paol en em zifenné ô lavarout : N’em eûz péc’het é nép doaré nag a-énep lézen ar Iuzevien, nag a-énep ann templ, nag a-énep Sézar.

9. Festuz péhini en doa c’hoan̄t da héta d’ar Iuzevien, a respoun̄taz da Baol, hag a lavaraz : Ha té a fell d’îd piña da Jéruzalem, ha béza barnet énô dira-z-oun war gémen̄t-sé ?

10. Hôgen Paol a lavaraz : Émounn aman̄ dirâk kador Sézar, aman̄ eo eo réd d’in béza barnet : n’em eûz gréat droug é-béd d’ar Iuzevien, ével ma ouzoud ervâd.

11. Mar em eûz gréat eunn drouk-bennâg d’ézhô, pé mar em eûz gréat eur gwall-bennâg hag a zellez ar marô, na zinac’hann két mervel : hôgen ma n’eûz nétra a wîr é kémen̄t a damallon̄t d’in, dén na hell va lakaad étré hô daouarn. Da Zézar é c’halvann.

12. Neûzé Festuz, goudé béza komzet gan̄d hé alierien, a respoun̄taz : Da Zésar éc’h eûz-té galvet ? Da gavout Sézar éz î.

13. Hag eunn nébeûd dervésiou goudé, ar Roué Agrippa ha Bernisé a zeûaz da Zézaréa évit lavarout deiz-mad da Festuz.

14. Hag ô véza ma choumchon̄t énô meûr a zervez, Festuz a gomzaz oud ar Roué diwar-benn Paol, ô lavarout : Béz’ éz eûz aman̄ eunn dén hag a zô bét lézet er prizoun gan̄t Féliks :

15. Prin̄sed ar véleien hag hénaoured ar Iuzevien a zeûaz d’am c’havout pa édonn é Jéruzalem, évit goulenni digan-én̄ ma varnfenn anézhan̄ d’ar marô.

16. Hôgen mé a respoun̄taz d’ézhô, n’eo kéd ar boaz é-touez ar Romaned da varnoud eur ré, kén n’en déveûz dira-z-han̄ ar ré a damall anézhan̄, ha kén n’eo rôed d’ézhan̄ ar fran̄kiz d’en em wenna eûz hé wall.

17. Pa oen̄t éta deûed aman̄, an̄trônôz, hép nép dalé, éc’h azéziz war ar gador, hag e rôiz urs da zigaz ann dén-zé.

18. Hé damallerien ô véza dira-z-han̄ na rébechaz d’ézhan̄ hini eûz ar wallou a vennenn a rébechfen̄t :

19. Hôgen béz’ hô doa gan̄t-han̄ né ounn pé zael diwar-benn ho fals-kréden hô-unan, ha diwar-benn eur Jézuz marô, hag a lavaré Paol a oa beô.

20. Hôgen ô véza na wienn pé ratoz da gémérout war gémen̄t-sé, é c’houlenniz digan̄t-han̄ mar fellé d’ézhan̄ mon̄d da Jéruzalem, évit béza barnet énô diouc’h ann traou-zé.

21. Hôgen Paol ô vézâ gréat galv évit ma vijé miret hé vreût da anaoudégez Aogustuz, em eûz gourc’hémennet hé zerc’hel, bété ma kasinn anézhan̄ da Zézar.

22. Neûzé Agrippa a lavaraz da Festuz : Mé em boa ivé c’hoan̄t da glevoud ann dén-zé. War-c’hoaz, émé-z-han̄, é klevi anézhan̄.

23. An̄trônôz éta Agrippa ha Bernisé a zeûaz gan̄t kalz a fougé ; ha pa oen̄t éat é kambr ar breûdou gan̄d ar gabitaned hag ar ré gen̄ta eûz a géar, e oé digaset Paol, dré urs Festuz.

24. Ha Festuz a lavaraz : Roué Agrippa, ha c’houi holl péré a zô aman̄ gan-é-omp, gwéloud a rîd ann dén-zé a-énep péhini eo deûet holl bobl ar Iuzevien d’am c’havout é Jéruzalem gan̄t pédennou ha gan̄t kriou brâz, ô lavarout pénaoz né oa két déréad é vévehé pelloc’h.

25. Koulskoudé n’em eûz kaved enn-han̄ nétrâ hag a zellézfé ar marô. Hag ô véza ma en deûz gréat galv da Aogustuz, em eûz kémeret ar ratoz d’hé gâs.

26. Hôgen n’em eûz nétrâ a wîr da skriva d’ann Aotrou. Dré-zé eo em eûz hé gased dira-z-hoc’h, ha peûrgédgéd dira-z-od, Roué Agrippa, évit, goudé béza gréat goulennou out-han̄, ma wézinn pétrâ em bézô da skriva.

27. Râg a-énep reiz é kavann kas eur prizounier, hép diskleria hé damallou.


————
XXVI. PENNAD.


1. Neûzé Agrippa a lavaraz da Baol : Aotréed eo d’îd komza évid-od da-unan. Ha Paol ô véza astenned hé zourn a zéraouaz en em zidamallout ;

2. Euruz en em gavann, ô Roué Agrippa, da hellout hiriô en em zifenni dira-z-od diwar-benn ann traou a damall d’in ar Iuzevien ;

3. O véza ma anavézez ervâd holl voasiou hag holl strivou ar Iuzevien : dré-zé az pédann da zélaoui ac’hanoun gan̄d habaskded.

4. É-kén̄ver ar vuez em eûz rénet é Jéruzalem é-kreiz ar ré eûz va bobl aba ma oann iaouan̄k, anavézet eo gan̄d ann holl Iuzevien.

5. Gouzoud a réon̄t (mar fell d’ézhô dougen testéni) pénaoz em eûz bévet ével eur Farizian hervez ar sekt ar gwella priset eûz hor gréden.

6. Ha bréma, ô véza ma c’hédann ar gér en deûz rôed Doué d’hon tadou, ounn digaset aman̄ évit béza barnet :

7. Gér eûz a béhini hon daouzék breûriez, péré a zervich Doué nôz deiz, a c’héd ar zévénidigez. Diwar-benn ar c’héd-zé eo, ô Roué, ounn tamallet gan̄d ar Iuzevien.

8. Ha c’houi a venn é vé diskréduz é tazorc’hfé Doué ar ré varô ?

9. Ha mé ivé em boa krédet pénaoz é oa réd d’in ôber kalz a draou a-énep hanô Jézuz a Nazaret.

10. Kémen̄t-sé ivé em eûz gréat é Jérusalem, ha kalz a zen̄t em eûz serret er bac’hiou, goudé béza bét rôed d’in ar galloud gan̄t Prin̄sed ar veleien : ha pa oan̄t lazet, é rôenn va barn enn hô énep.

11. Aliez ounn bét enn holl zinagogou, hag ô kastiza anézhô hô rédienn da gomza a-énep Doué. Hag ô kounnari mui-oc’h-vui enn hô énep, ec’h heskinenn anezhô bétég er c’heriou a-ziavéaz.

12. Pa’z éann éta er rât-zé da Zamaz, gan̄d galloud ha kannadur a berz Prin̄sed ar véleien,

13. Pa édonn enn hen̄t, ô Roué, é wéliz é-kreiz ann deiz ô lugerni eûz ann én̄v eur c’houlaouen skédusoc’h égéd hini ann héol, a gelc’hiaz ac’hanouon, hag ar ré holl a ioa gan-én̄.

14. Ha goudé ma oemp holl kouézet d’ann douar, é kleviz eur vouéz a lavaré d’in é iéz Hébré : Saul, Saul, pérâg éc’h heskinez-té ac’hanoun ? Fall eo d’îd herzel oud ar broud (M).

15. Ha mé a lavaraz : Piou oud-dé, Aotrou ? Hag ann Aotrou a lavaraz : Mé eo Jézuz péhini a heskinez.

16. Hôgen saô hag en em zalc’h war da dreid ; râg en em ziskouézet ounn d’îd, évid da lakaad da zervicher ha da dést eûz ann traou éc’h eûz gwélet, hag eûz ar ré a ziskouézinn d’îd ;

17. Oc’h da zieûbi eûz ar bobl-man̄, hag eûz ar Jen̄tiled, étrézék péré é kasann ac’hanod bréma,

18. Évid digeri hô daou-lagad, ma teuin̄t da zistrei eûz ann dévalien d’ar goulou, hag eûz a c’halloud Satan da Zoué ; ha ma tigémérin̄t, dré ar feiz hô dévézô enn-oun, ann distaol eûz hô féc’héjou, ha lôd é digwéz ar zen̄t.

19. Goudé-zé, Roué Agrippa, na énébiz kéd oud gwélédigez ann Én̄v :

20. Hôgen diskleriet em eûz da-gen̄ta d’ar ré a zô é Damaz, ha goudé d’ar ré a zô é Jéruzalem, hag enn holl Judéa, hag ivé d’ar Jen̄tiled, pénaoz é oa réd ôber pinijen, ha distrei ouc’h Doué, oc’h ôber ôbériou mâd a binijen.

21. Chétu pérâg ar Iuzevien, o véza krôget enn-oun enn templ, a glaskaz ann tû d’am laza.

22. Hôgen gan̄d ar skoazel en deûz Doué rôed d’in, ounn choumet bétég hiriô, ô testénia dirâg ar ré vihan ha dirâg ar ré vrâz, hag ô lavarout nétrâ néméd ar péz hô deûz diouganet ar Broféded ha Moisez, a dlié da c’hoarvézout ;

23. Da lavaroud eo pénaoz é c’houzan̄vché ar C’hrist, hag é vijé ar c’hen̄ta a zazorc’hfé euz a-douez ar ré varô, hag a rôjé da anaout ar goulou d’ar bobl-man̄ ha d’ar Jen̄tiled.

24. Ha pa lavaré kémen̄t-sé, évid en em zifenni, Festuz a lavaraz gan̄d eur vouéz kré : Diskian̄ta a réz, Paol ; da zeskadurez vrâz az laka da ziskian̄ta.

25. Ha Paol a respountaz : Na ziskian̄tann két, ô Festuz mâd-meûrbéd, hôgen geriou gwîr ha skian̄tuz a lavarann.

26. Râg ar Roué a oar ervâd kémen̄t-man̄, ha mé a gomz dira-z-han̄ gan̄t fisian̄s, ô véza ma ouzoun pénaoz n’eûz nétrâ a guzet eûz a gémen̄t-man̄ out-han̄. Râk nétrâ eûz ann traou-zé n’eo c’hoarvézet é-kûz.

27. O Roué Agrippa, ha té a gréd er Broféded ? Mé a oar é krédez enn hô.

28. Hag Agrippa a lavaraz da Baol : Évit nébeûd a drâ é lakajez ac’hanoun d’en em ôber Kristen.

29. Ha Paol a lavaraz d’ézhan̄ : Plijet gan̄d Doué é teûfez, hag eunn nébeût, ha kalz, nann té hép-kén, hôgen ar ré holl a zélaou ac’hanoun, hén̄vel ouz-in, néméd ann éréou-man̄.

30. Neûzé ar Roué, ar Mérer ha Berenis, hag ar ré a ioa azézet gan̄t-hô a zavaz.

31. Ha goudé béza en em dennet a dû é komzchon̄t étré-z-hô, hag é léverchon̄t : Ann dén-zé n’en deûz gréat nétrâ hag a zellézfé ar marô pé ann éréou.

32. Neûzé Agrippa a lavaraz da Festuz : Ann dén-zé a hellfé béza kaset-kuît, ma n’en divijé galved da Gézar.


————
XXVII. PENNAD.


1. Hôgen pa oé bét kéméred ann dézô da gâs Paol dré vôr d’ann Itali, ha d’hé lakaat gan̄d ar brizounerien all étré daouarn eunn dén hanvet Juliuz, kan̄téner é kohort Aogustuz,

2. É piñchomp war eul léstr eûz a Adrumet, hag é savchomp ann héôr évit ribla douarou ann Azia, ha gan-é-omp Aristarkuz Masédoniad eûz a Dessalonika.

3. An̄trônôz éc’h arrujomb é Sidon. Ha Juliuz ô véza hégarad é-kén̄ver Paol, a aotréaz d’ézhan̄ mon̄d da wéloud hé viñouned, hag en em brédéria hé-unan.

4. Ha goudé béza éad ac’hanô, é verdééjomp dindân Kipruz, ô véza ma oa ann avel énep.

5. Ha goudé béza treûzet môr Silisia ha Pan̄filia, é teûjomp da Listra kéar a Lisia :

6. Hag énô ar c’han̄téner ô véza kavet eul léstr eûz a Aleksan̄dria hag a iéa d’ann Itali, hol lékéaz ébarz.

7. Don̄d a réjomp gan̄t gorrégez é-pâd meûr a zervez, hag é teûjomp gan̄t béac’h é-kén̄ver Guiduz, hag ann avel ô viroud ouz-omp, é riblchomp énez Kréta war-zû Salmoné.

8. Hag enn eur von̄t gan̄t béac’h a-héd ann aot, é touarchomp enn eul léac’h hanvet Porsiou-mâd é-kichen péhini édo ar géar a Dalassa.

9. Hôgen ô véza ma oa tréménet kalz a amzer, ha ma teûé riskluz ar verdéadurez, dré ma oa éad é-biou amzer ar iûn, Paol a fréalzé anézhô,

10. Hag a lavaraz d’ézhô : Tudou, gwéloud a rann pénaoz ar verdéadurez a ia da zon̄d diez ha riskluz brâz, nann hép-kén évid al léstr hag hé fard, hôgen ivé évid hor buésiou.

11. Hôgen ar c’han̄tener a grédé ken̄toc’h d’ar sturier ha da berc’hen al lestr, égéd d’ar péz a lavaré Paol.

12. Hag ô véza né oa két mad ar pors-sé évit goan̄vi, kalz anézhô a aliaz distrei war ar môr, évit mon̄t, ma helljen̄t, da c’hoan̄vi é Fénisé, péhini a zô eur porz eûz a Gréta, hag a zell oud ar merven̄t hag oud ar gwalarn.

13. Hôgen avel ar c’hresteiz ô véza deûed da c’houéza, é venchont pénaoz é teûjen̄d a-benn eûz hô dézô, hag ô véza saved ann héôr eûz a Asson, éz éjon̄t a-héd énez Kréta.

14. Nébeud amzer goudé é c’houézaz ann avel étré ar sâv-héol hag ann han̄ter-nôz, a hanveur bîz.

15. Hag ô véza ma oa kaset al léstr gan̄d ann avel, ha na hellemp két miroud out-han̄, hel lézchomp da von̄d a ioul ann avel.

16. Rédeg a réjomp war-zû eunn énézen hanvet Rôda, hag hor boa béac’h ô terc’hel ar vâg.

17. Goudé béza hé zennet alesé, gan̄t kalz a boan, éc’h éréjon̄d al léstr trô-war-drô, gan̄d aoun na ven̄t taolet war eunn tréazen, ha goudé béza diskaret ar wern é oan̄d douget ével-sé.

18. Hôgen ével ma oamp gwall gaset gan̄d ar stourm, an̄trônôz é taoljon̄t ar varc’hadourez er môr.

19. Trî dervez goudé é taoljon̄d ivé gan̄d hô daouarn hô-unan kerdin ha gwéliou al léstr.

20. Na wéljomp nag ann héol nag ar stéred é-pâd meûr a zervez, hag ar stourm ô véza bépréd ker gwaz, é koljômp ar géd d’en em zavétei.

21. Hag ô veza ma oa pell amzer n’hor boa két debret, Paol a zavaz enn hô chreiz, hag a lavaraz d’ézhô : Gwelloc’h é vije bet, ô tudoû, béza va sélaouet, ha béza choumet é Kréta, hag hor bijé tec’het dioud ar boan hag ar c’holl-man̄.

22. Hôgen bréma éc’h aliann ac’hanoc’h da gémérout kaloun ; râk dén é-béd ac’hanoc’h na vézô kollet : na vézô kollet néméd al léstr.

23. Râg enn nôz-man̄ eunn Éal eûz ann Aotrou da biou ounn, hag a zervichann, a zô en em ziskouézet din,

24. O lavarout : N’az péz kéd a aoun, Paol, réd eo en em zizkouézfez dirâk Sézar : ha chétu en deûz Doué rôed d’îd ar ré holl a zô ô verdéi gan-éz.

25. Râk-sé, tudou, kalounékait : râk mé em eûz ar gréden-zé é Doué, pénaoz é c’hoarvézô ével ma eo bét lavared d’in.

26. Hôgen réd eo d’é-omp béza taolet war eunn énézen.

27. Ar pevarzékved nôzvez, ével ma verdééjemp war vôr Adria, ar vôrdéidi war-drô han̄ter-nôz a vennaz é wélen̄t eunn douar-bénnâg.

28. Hag hî ô véza taoled ar ploum, a gavaz ugen̄t gouréd : hag eunn nébeût pelloc’h, é kavchon̄t pemzék gouréd.

29. Neûzé gan̄d aoun n’az ajemp da skei war eur garrek-bennâg, é taolchon̄t pevar héôr eûz a ziadré al léstr, hag é c’hortojon̄t ann deiz.

30. Hogen ô véza ma klaské ar vôrdréidi mon̄t-kuît eûz al léstr, ha m’hô doa diskennet ar vâg war ar môr, war zigarez mon̄d da deûrel héôriou é penn-araog al léstr,

31. Paol a lavaraz d’ar c’han̄téner ha d’ar zoudarded : Ma na choum kéd ar ré-man̄ el lestr, na heliit kéd en em savétei.

32. Neûzé ar zoudarded a drouc’haz kerdin ar vâg, hag hé lézaz da gouéza.

33. Ha pa zéraouaz ann deiz, Paol a erbédaz anézhô holl da gémérout boéd, ô lavarout : Béz’ éz eûz hiriô pevarzék dervez émoc’h war iûn, ha n’hoc’h eûz kéméret nétrâ.

34. Râk-sé éc’h erbédann ac’hanoc’h da gémérout boéd évit gelloud en em zavétei : râk na gouézô kéd eur vléven eûz a bénn hini ac’hanoc’h.

35. Goudé béza lavaret kément-sé, é kéméraz bara, hag ô véza trugarékéet Doué dirâg ann holl, é torraz anézhan̄, hag é téraouaz hé zibri.

36. Ar ré all holl a galounékéaz, hag a géméraz boéd.

37. Hôgen béz’ é oamb el léstr daou c’han̄t c’houézék dén ha tri-ugen̄t enn-holl.

38. Pa hô doé debret a-walc’h, é skan̄vajon̄t al léstr, ô teûrel ar gwiniz er môr.

39. Pa oé deued ann deiz, na anavézchon̄t két pé zouar é oa : hôgen gwéloud a réjon̄d eur plég-vôr é péhini é oa eunn aot, é lékéjon̄t enn hô fennou, mar geljen̄t, lakaad al léstr da steki énô.

40. Ha goudé béza savet ann héôriou, ha béza laosket stagou ar sturiou en em rojon̄d d’ar môr : ha goudé béza savet gwél ar wern-volosk hervez ann avel, é teûjon̄t étrézég ann aot.

41. Hag ô véza kavet eur bék-douar étré daou vôr, é lékéjon̄d al léstr da steki énô : hôgen ann diaraog ô véza éad-doun enn douar a choumaz diflach ; hag ann diadré en em freûzé gan̄d ann er eûz ar môr.

42. Ménoz ar zoudarded ô oa laza ar brizounerien ; gan̄d aoun na zeûjé eur ré da dec’hout-kuît enn eur neûi.

43. Hôgen ar C’han̄téner a viraz out-hô, dré ma fellé d’ézhan̄ savétei Paol : hag é c’hourc’hémennaz d’ar ré a hellé neûi, en em deûrel da gen̄ta er môr, ha tec’hout étrézég ann douar :

44. Ar ré all en em lékéaz war blen̄ch, pé war dammou diframmet eûz al léstr. Ével-sé é c’hoarvezaz pénaoz é tizchon̄t holl ann douar.


————
XXVIII. PENNAD.


1. Pa oemp savétéet, éc’h anavézchomp pénaoz ann énez-zé a oa hanvet Mélita. Hag ann dûd-c’houéz a zigéméraz ac’hanomp gan̄d eunn hégaradded ha né oa két bihan.

2. Râg hon digéméroud a réjon̄d holl, goudé béza gréat tân, enn abek d’ar glaô a gouézé, ha d’ar iénien.

3. Hogen Paol ô véza dastumet eunn nébeût koat-gwini, hel lékéaz enn tân, ha chétu eunn aerviber kaset-kuît gan̄d ann domder, a zilammaz oud hé zourn.

4. Pa wélaz ann dûd gouéz, ann amprévan-zé a-zispiḻ oud hé zourn, é léverjon̄t étré-z-hô : Eul lazer bennâg eo ann dén-zé, pa eo gwîr pénaoz goudé ma eo savétéet eûz ar môr, ar ven̄jan̄s n’hel lez kéd da véva.

5. Hôgen hén̄ ô véza hejet ann amprévan enn tân̄, na c’houzan̄vaz droug é-béd.

6. Ar ré-man̄ a venné gan̄t-hô pénaoz é teûjé da goenvi, é kouézché râk-tâl hag é varvché. Hôgen goudé béza gortozet pell, pa wéljon̄t pénaoz né oa c’hoarvézet droug e-béd gan̄t- han̄, é kemchon̄t a vénoz, hag é léverchon̄t pénaoz, é oa eunn Doué.

7. El léac’h-zé éz oa douarou d’ann dén kén̄ta eûz ann énézen, hanvet Publiuz, péhini a zigéméraz ac’hanomp gan̄d hégaradded é-pâd trî dervez.

8. Hôgen c’hoarvézoud a réaz pénaoz tâd Publiuz a ioa gourvézet klan̄v gan̄d ann dersien ha gan̄d ar réd-goâd. Paol a iéaz d’he wélout ; ha goudé béza pédet, éc’h astennaz hé zaouarn war-n-ézhan̄, hag é iac’héaz anézhan̄.

9. Goudé m’en doé gréat ann dra-zé, ar ré holl eûz ann énez péré a oa klan̄v a zeûaz d’hé gavout, hag a oé iac’héet.

10. Énoriou brâz a réjon̄d ivé d’é-omp, ha pa’z éjomb adarré war ar môr, é lékéjon̄t el léstr kémen̄d a oa réd d’é-omp.

11. Hôgen goudé tri miz, é piñchomp war eul léstr eûz a Aleksan̄dria, péhini en doa goan̄vet enn énézen, hag a oa hanvet Kastor ha Polluks.

12. Ha goudé é oemp deued da Zirakuza, é chomjomp énô tri dervez.

13. Hag ac’hanô enn eur von̄d a-héd ann aot, éc’h arrujomp é Réjiom ; hag eunn dervez goudé ann avel ô c’houéza diouc’h ar c’hresteiz, ô teûjomp é daou zervez da Buzzol :

14. Kaoud a réjomb énô breûdeûr hag a bédaz ac’hanomp da choum seiz dervez gan̄t-hô : ha goudé-zé éz éjomp da Rom.

15. Pa glevaz ar vreûdeûr pénaoz é teûemp, é tiambrougchon̄t ac’hanomp bété marchad-Appiuz hag ann Teir-Lôg. Pa wélaz Paol anézhô, é trugarékéaz Doué, hag é kéméraz fisian̄s.

16. Hôgen pa oemp arruet é Rom, é oé aotréed da Baol choum el léac’h ma karjé gan̄d eur soudard a viré anézhan̄.

17. Tri deiz goudé Paol a c’halvaz d’hé gavout ar ré gen̄ta eûz a douez ar Iuzevien. Ha pa oen̄d deûet, é lavaraz dézhô : Tûd va breûdeûr, pétrâ-bennâg n’am eûz gréat nétrâ a-éneb ar bobl, nag a-énep boasiou hon tadou, eo bét krôget enn-oun é Jéruzalem, hag ounn bét lékéat étré daouarn ar Romaned ;

18. Ar ré-man̄ goudé béza gréat goulennou ouz-in, a fellé d’ézhô va leûskel da von̄t, ô véza n’em boa gréat nétrâ hag a zellézfé ar marô.

19. Hôgen ô véza ma énébé ar Iuzevien, ounn bét rédiet da ôber galv da Zézar, hép ma fellfé d’in tamallout tûd va brô é nép doaré.

20. Évit-sé eo em eûz hô pédet da zon̄t, évid hô kwélout, ha komza ouz-hoc’h. Râg évit géd Israel eo ounn bét éréet gan̄d ar chaden-man̄.

21. Hag hî a lavaraz d’ézhô : N’hon eûz két bét a lizer eûz a Judéa diwar da benn, ha nikun eûz ar vreûdeûr a zô deûed ac’hanô n’en deûz lavaret d’é-omp droug ac’hanod.

22. Hôgen da bidi a réomp da lavaroud d’é-omp da vénoz : râk nî a oar pénaoz éc’h énébeur dré holl oud ar sekt-zé.

23. Pa hô doé éta merket ann deiz d’ézhan̄, é teûjon̄d enn eunn niver brâz d’hé gavoud el léac’h ma choumé ; hag hén̄ a brézégaz d’ézhô rouan̄télez Doué, hag adaleg ar mintin bétég ann noz é klaské rei da gridi dézhô feiz Jézuz dré lézen Moizez ha dré ar Broféded.

24. Ha lôd a grédé er péz a lavaré, ha lôd all na grédé két.

25. Hag ô véza na hellen̄t két en em glevoud étré-z-hô, éz éan̄t-kuît ; ha Paol na lavaré néméd ar gér-man̄ : Komzet mâd en deûz ar Spéred-San̄tel d’hon tadou dré c’hénou ar Profed Izaiaz,

26. O lavarout : Kéa étrézég ar bobl-zé, ha lavar d’ézhô : Sélaoui a réot gan̄d hô tiskouarn, ha na glevot két ; selloud a réot gan̄d hô taou-lagad, ha na wélot két.

27. Râk kaloun ar bobl-man̄ a zô pounnéréet, hag hô diskouarn a zô deûet pounner-gleô, hag hô daou-lagad hô deûz serret : gan̄d aoun na zeûjé hô daou-lagad da wélout, hô diskouarn da glevout, hô c’haloun da boella, na gemjen̄d a vuez, ha na zeûjenn d’hô iac’haat.

28. Gwézid éta pénaoz ar zilvidigez-sé eûz a Zoué a zô kased d’ar Jen̄tiled, hag hî a sélaouô.

29. Ha goudé m’en doé lavaret kémen̄t-sé, ar Iuzevien a dec’haz diout-han̄ gan̄d eunn dael brâz étré-z-hô.

30. Paol a choumaz daou vloaz krenn enn eunn ti en doa gôpret évit-han̄ hé-unan : hag énô é tigéméré kémen̄d hini a zeûé d’hé wélout,

31. O prézégi rouan̄télez Doué, hag ô teski ar péz a zell ouc’h ann Aotrou Jézuz-Krist, gan̄t péb herder, hag hép na viré dén out-han̄.


————