Bibl/Lizer d’ar Romaned.

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 550-567)



LIZER


SANT PAOL ABOSTOL


D’AR ROMANED.


————


I. PENNAD.


1. Paol, servicher Jézuz-Krist, galvet Abostol, dilennet évit prézégi Aviel Doué,

2. En doa diouganet araok gan̄d hé Broféded er Skrituriou sakr,

3. Diwar-benn hé Vâb, a zô bét ganet d’ézhan̄ eûz a wenn David hervez ar c’hîk ;

4. A zô bét ken̄d-dileûret da Vâb da Zoué er galloud, hervez ar Spéred a zan̄télez, dré ann dazorc’hidigez a douez ar ré varô eûz a hon Aotrou Jézuz-Krist :

5. Dré béhini eo deûed d’é-omp ar c’hrâs hag ann Abostoliez évit lakaad ann holl vrôadou da zen̄ti oud ar feiz enn hé hanô ;

6. É-mesk péré émoc’h ivé c’houi, ô véza bét galvet gan̄t Jézuz-Krist :

7. D’é-hoc’h holl, c’houi péré a zô é Rom, a zô karet stard gan̄d Doué, ha galvet da véza sen̄t : Ra zeûi d’é-hoc’h ar c’hrâs hag ar péoc’h digan̄d Doué hon Tâd, ha digan̄t Jézuz-Krist hon Aotrou.

8. Da gen̄ta é trugarékaann va Doué dré Jézuz Krist évid-hoc’h holl, ô véza ma eo brudet hô feiz dré ar béd holl.

9. Râg ann Doué a zervichann em spéred é Aviel hé Vâb, a zô tést d’in pénaoz em eûz koun ac’hanoc’h héb éhan ;

10. O c’houlenni bépréd digan̄t-han̄ em pédennou ma tigôrô d’in enn-divez, mar-d-eo hé ioul, eunn hen̄t mâd évit mon̄d étrézeg enn-hoc’h.

11. Râk c’hoan̄t braz em eûz d’hô kwélout, évit rei lôd d’é-hoc’h eûz ar c’hrâs spéréduz d’hô krévaat ;

12. Da lavaroud eo, évit béza fréalzet kévret gan-é-hoc’h, dré eur feiz a zô hoc’h hini ha va hini.

13. Râk na fell kéd d’in na oufac’h két pénaoz em eûz kenniget meûr a wéach don̄d d’hô kwélout évit kaoud eur frouez-bennâg enn hô touez, ével é-touez ar brôadou all, hôgen miret eo bét ouz-in bété vréma.

14. Dléour ounn d’ar C’hrésianed ha d’ann dûd gouéz, d’ar ré wiziek ha d’ar ré ziwiziek.

15. Ével-sé, é kémen̄t a zell ouz-in, ounn daré da brézégi ann Aviel d’é-hoc’h, c’houi péré a zô é Rom.

16. Râk n’em eûz kéd a véz euz ann Aviel ; râk ners Doué eo évit savétei ar ré holl a gréd, da gen̄ta ar Iuzevien, ha goudé ar Jen̄tiled.

17. Ha gwirionez Doué a zô diskleriet d’é-omp enn-han̄ eûz ar feiz er feiz, hervez ma eo skrivet : Ann dén-gwirion a vév eûz ar feiz.

18. Râk diskleriet eo ivé enn-han̄ buanégez Doué, a gouézô eûz ann Én̄v war zrougiez ha war zisgwir ann dûd, péré a zalc’h gwirionez Doué enn disgwir :

19. Râg anavézet hô deûz ar péz a helleur da anaout eûz a Zoué, ô véza ma en deûz Doué hé ziskleriet d’ézhô.

20. Râg ann traou eûz a Zoué né wéler két anézhô ; hé c’halloud peûr-baduz, hag hé Zouélez, a hell béza gwelet abaoé ma eo kroued ar béd, dré ann anaoudégez anézhan̄ a rô d’é-omp hé grouadurien : ével-sé ann dûd-zé n’int két didamall ;

21. O véza ma hô deûz anavézet Doué, ha n’hô deûz kéd hé énoret ével Doué, ha n’hô deûz kéd hé drugarékéet : hôgen fazied hô deûz enn hô ménosiou, hag hô c’haloun diskian̄t a zô tévaléet.

22. Râg ô lavaroud in̄t fûr, in̄t deûet foll ;

23. Hag hô deûz dizouget ann énor a zô dléet da eunn Doué divréinuz, war skeûden eunn dén breinuz, pé laboused, pé loéned pevar-zroadek, pé aéred.

24. Dré-zé eo en deûz Doué hô laosket é ioulou hô c’haloun, el louzdoni : enn hévélep doaré m’hô deûz hô-unan mézékéet hô c’horf hô-unan ;

25. Hî peré hô deûz lékéad ar gaou é léac’h gwirionez Doué, hag hô deûz azeûlet ha servichet ar c’hrouadur ken̄toc’h égéd ar C’hrouer, péhini a zô benniget é péb amzer. Amen.

26. Dré-zé eo en deûz Doué hô laosket é ioulou mézuz. Râk hô gragez hô deûz kemmet ar boaz hervez ann natur, enn eur boaz all a-énep ann natur.

27. Hag ar goazed ivé, ô véza lézet ann ôber gan̄d ar c’hrég a zô hervez ann natur, a loskaz enn hô ioulou ann eil évid égilé, hag ar goâz a réaz louzdôni gan̄d ar goâz ; hag ével-sé é tigémerchon̄t enn-hô ho-unan ar gôbr a oa dléet d’hô fazi.

28. Hag ô véza né két fellet d’ézhô anaout Doué, Doué en deûz hô laosket enn eunn ioul direiz ; enn hévélep doaré ma hô deûz gréat traou amzéré ;

29. Ma in̄t bét leûn a bép drouk, a falloni, a c’hadélez, a bizoni, a zrougiez ; béd in̄t érézuz, lazerien, tabuterien, touellerien, gwallerien, krôzerien,

30. Labennerien, kaserien Doué, kunuc’hennerien, balc’h, rok, klaskerien drouk, dizen̄t é-kén̄ver hô zûd,

31. Hép furnez, hép reiz, hép karan̄tez, hép feiz, hép trugarez

32. Ha goudé béza anavézet gwirionez Doué, n’hô deûz két poellet pénaoz ar ré a ra ann traou-zé a zellez ar marô : ha nann hépkén ar ré hô grâ, hôgen ivé piou-bennâg a c’hrata ar ré hô grâ.


————
II. PENNAD.


1. Dré-zé n’oud kéd didamall, ô dén, piou-bennâg oud, mar barnez. Râk ô varna eunn all, en em damallez da-unan ; pa eo gwîr pénaoz é réz ann hévélep traou a damallez.

2. Râg gouzoud a réomp pénaoz Doué a varn hervez ar wirionez ar ré a ra ann traou-zé.

3. Té éta, ô dén, péhini a damall ar ré a ra ann traou-zé, hag hô grâ da-unan, ha menna a réz-té é hellfez tec’houd diouc’h barn Doué ?

4. Ha disprizoud a réz-té madou hé vadélez, hé sioulded, hag hé hîr-c’hortozidigez ? Ha na ouzoud-dé két pénaoz madélez Doué a zoug ac’hanod d’ar binijen ?

5. Koulskoudé dré da galéder, hag ô véza ma pella da galoun dioud ar binijen, é tastumez évid-oud eunn tenzor a vuanégez évid deiz ar vuanégez, hag ann diskleriadur eûz ar varn gwirion a Zoué,

6. Péhini a zistaol da bép-unan hervez hé ôbériou ;

7. D’ar ré péré dré ar c’hen̄dalc’h er mad-ôberiou, a glask ar c’hloar, ann énor hag ann divreinadurez, é rôi ar vuez peûr-baduz ;

8. D’ar ré a gâr ann dael, ha na c’hrata két ar wirionez, hôgen en em rô d’ann direiz, é rôi hé vuanegez hag hé vrôez.

9. Ar c’hlac’har hag ann an̄ken a wiskô kémen̄d hini a rai drouk, ar Iuzevien da gen̄ta, ar Jen̄tiled goudé ;

10. Hôgen ar c’hloar, ann énor, hag ar péoc’h a zeûi da gémen̄d hini a rai mâd, d’ar Iuzevien da gen̄ta, ha d’ar Jen̄tiled goudé.

11. Râk Doué n’en deûz kemm é-béd évid dén.

12. Ha dré-zé piou-bennâg en dévézô péc’het héb al lézen, a vézo kollet héb al lézen : ha piou-bennâg en dévézô péc’het hag hén̄ el lézen, a vézô barnet hervez al lézen.

13. Rak né kéd ar ré a zélaou al lézen a zô gwirion dirâk Doué ; hôgen ar ré a vîr al lézen eo a vézô didamallet.

14. Pa zeû éta ar Jen̄tiled, péré n’hô deûz kéd al lézen, da ôber hervez ar reiz ar péz a zô el lézen, ô véza n’hô deûz kéd al lézen, hî a zô al lézen évit-hô hô-unan ;

15. Hî a ziskouéz pénaoz ar péz a zô gourc’hémennet gan̄d al lézen a zô skrivet enn hô c’haloun, ével ma rô testéni hô c’houstian̄s, dre ann dishévélédigez eûz ar vénosiou a damall, pé a zifenn anézhô,

16. Enn deiz é péhini é varnô Doué dré Jézuz-Krist, hervez ann Aviel a brézégann, war gémen̄t a zô kuzet enn dûd.

17. Hôgen té péhini a zô galvet Iuzéô, en em arzaô war al lézen, hag en em veûl é Doué ;

18. Té péhini a anavez hé ioul, hag ô véza desket dré al lézen, a oar anaout pétrâ eo ann talvoudusa ;

19. A gréd d’îd béza réner ar ré zall, goulou ar ré a zô enn dévalien ;

20. Doktor ar ré ziwiziek, mestr ar vugalé vihan, pa éc’h eûz el lézen ar reiz eûz ar wiziégez hag eûz ar wirionez :

21. Té éta péhini a zesk ar ré all, n’en em zeskez kéd da-unan : té péhini a brézeg na dléeur két laéra, é laérez :

22. Té péhini a lavar na dléeur kéd ôber avoultriez, é réz avoultriez ; té péhini a argarz ann idolou, é saotrez ann traou sakr :

23. Té péhini en em veûl el lézen, é tizénorez Doué ô terri al lézen.

24. Râg hanô Doué, enn abek d’é-hoc’h, a zô mézékéet é-touez ar brôadou, ével ma eo skrivet.

25. Ann enwad a zô talvoudus évit-gwîr, mar mirez al lézen ; hôgen mar torrez al lézen, pétrâ-bennâg ma oud enwadet, é teûez ével eunn dén dienwadet.

26. Mar teû éta eunn dén dienwadet da virout gourc’hémennou al lézen, ha na vézô két sellet pétrâ-bennâg ma eo dienwadet, ével pa vé enwadet ?

27. Hag ével-sé ann hini a zô dré natur dienwadet, hag a vîr al lézen, a varnô ac’hanod, té péhini éc’h eûz bét lizéren al lézen hag a zô bét enwadet, ma éc’h eûz torret al lézen.

28. Râg ar gwîr Iuzéô né két ann hini en em ziskouéz dirâg ar goulou ; hag ar gwîr enwad né kéd ann hini en em ziskouéz dirâg ar goulou, war ar c’hîk :

29. Hôgen ar gwîr Iuzéô eo ann hini a choum enn amc’houlou ; hag ar gwîr enwad eo hini ar galoun, a réeur dré ar spéred, ha nann hervez al lizéren : hen-nez a denn hé veûleûdi, nann digan̄d ann dûd, hôgen digan̄d Doué.


————
III. PENNAD.


1. Pétra eo éta talvoudégez eur Iuzéô, na pétrâ eo mad ann enwad ?

2. Brâz in̄t é pép doaré ; ha da gen̄ta ô véza ma eo bét fisiet enn-hô komsiou Doué.

3. Râk ma éz eûz eur ré anézhô ha n’hô deûz két krédet, hag hô digrédôni a gâs-da-gét feiz Doué ? Né ra két.

4. Doué a zô gwirion, hôgen pép dén a zô gaouiad, hervez ma eo skrivet : Évit ma vézi kavet gwirion enn da c’heriou, ha tréac’h pa vézi barnet.

5. Mar teû hon disléalded da ziskouéza gwelloc’h léalded Doué, pétrâ a livirimp-ni ? Ha disléal eo Doué (évit komza hervez ann dén), mar taol hé vuanégez war-n-omp ?

6. N’eo két : anéz pénaoz Doué a varnfé-hén̄ ar béd ?

7. Hôgen dré va disléalded mar teû léalded Doué da greski évid hé c’hloar, pérag é varneur c’hoaz ac’han̄oun ével péc’her ?

8. Ha pérak na raimp-ni kéd ann drouk, évit ma c’hoarvézô mâd diout-han̄ ? (é-c’hîz hiniennou, évid hon dua, hon tamall da lavarout.) Barnédigez ann dûd-zé a vézô hervez ar gwîr.

9. Pétra éta a livirimp-ni ? Ha gwelloc’h omp-ni égét-hô ? É-nép doaré. Râk diskouézet hon eûz ével gwîr, d’ar Iuzevien ha d’ar Jen̄tiled, pénaoz é oan̄d holl dindân ar péc’hed,

19. Ével ma eo skrivet : N’eûz dén gwirion é-béd :

11. N’eûz dén poellek ; n’eûz dén hag a glaskfé Doué.

12. En em zihin̄chet in̄t holl ; didalvez in̄d deûed holl ; n’eûz két enn hô zouez hag a rajé ar mâd, n’eûz hini é-béd.

13. Eur béz digor eo hô gargaden ; hô zéodou hô deûz gréat touellérézou ; eur c’hon̄tam aspik a zô war hô muzellou.

14. Hô génou a zô leûn a zrouk-péden a c’houervder.

15. Buan eo hô zreid évit skuḻa ar goâd.

16. Mac’hérez ha reûz a zô enn hô hen̄chou.

17. Na anavézon̄t két hen̄t ar péoc’h.

18. N’éma kéd doujan̄s Doué dirâg hô daou-lagad.

19. Hôgen nî a oar pénaoz holl c’heriou al lézen a véz lavaret d’ar ré a zô dindân al lézen ; évit ma vézô serret pép génou, ha ma vézô ar béd holl dindân barn Doué ;

20. Râk dén é-béd na vézô didamallet dira-z-han̄ diouc’h ôbériou al lézen. Râk dré al lézen eo hon eûz anavézet ar péc’hed.

21. Ha bréma héb al lézen gwirionez Doué a zô bét diskleriet d’é-omp, ha testéniet dré al lézen ha dré ar Broféded.

22. Ar wirionez-zé eûz a Zoué en em gav dré ar feiz é Jézuz-Krist é pép hini, ha war bép-hini eûz ar ré a gréd enn-han̄ ; râk n’eûz kemm é-bed :

23. O véza ma hô deûz péc’het holl, ha ma hô deûz ézomm eûz a c’hloar Doué,

24. Pa in̄d didamallet évit-nétrâ dré hé c’hrâs, dré ann dasprénadurez hô deûz é Jézuz-Krist,

25. En deûz kenniget Doué évit gôbr, dré ar feiz enn hé c’hoad, évid diskouéza hé wirionez, ô tisteûrel ar péc’héjou tréménet, goudé sioulded Doué ;

26. Évid diskouéza hé wirionez enn amzer-man̄ ; évit ma vézô gwirion, ha ma didamallô ann hini en deûz feiz é Jézuz-Krist.

27. Péléac’h éma éta ann abek eûz hô fougé ? Kased eo kuît. Dré hé lézen ? Dré lézen ann ôbériou ? Nann, hôgen dré lézen ar feiz.

28. Râk menna a réomp pénaoz ann dén a zô didamallet dré ar feiz héb ôbériou al lézen.

29. Doué hag hén̄ n’ef-hén̄ néméd Doué ar Iuzevien : Ha n’ef-hén̄ kéd ivé Doué ar Jen̄tiled ? Ia, évit-gwîr, Doué ar Jen̄tiled eo ivé.

30. Râk n’eûz néméd eunn Doué hép-kén, péhini a zidamall, ar ré enwadet enn abek d’ar feiz, hag ar ré zienwadet dré ar feiz.

31. Terri a réomp éta al lézen dré ar feiz ? Na réomp két ; hôgen hé starda a réomp.


————
IV. PENNAD.


1. Pétra a livirimp-nî éta en défé kavet Abrabam hon tâd hervez ar c’hîk ?

2. Râk mar d-eo didamallet Abraham diouc’h hé ôberiou, é hell en em veûli, hôgen na hell kéd dirâk Doué.

3. Koulskoudé pétrâ a lavar ar Skritur ? Abrabam a grédaz é Doué ; hag hé feiz a oé nivéret d’ézhan̄ ével gwirionez ;

4. Hôgen d’ann hini en deûz gréad eunn dra, na véz két nivéret ar gôbr ével eur c’hras, hôgen ével eunn dlé.

5. Hôgen d’ann hini n’en deûz gréat trâ é-béd, hag en deûz krédet enn hini a zidamall ar péc’her, é véz nivéret hé feiz ével gwirionez, hervez ménoz gras Doué.

6. Ével-sé eo é lavar David pénaoz eo euruz eunn dén da biou Doué a niver ar wirionez héb ann ôbériou.

7. Euruz ar ré da béré eo distaolet ar wallou, hag eûz a béré eo gôlôet ar péc’héjou.

8. Euruz ann dén da béhini n’en deûz kéd Doué nivéret a béc’hed.

9. Ann eurusted-zé hag hén̄ n’ef-hén̄ rôet néméd d’ar ré enwadet, ha n’ef-hén̄ két rôed ivé d’ar ré zienwadet ? Râk lavaroud a réomp pénaoz feiz Abrabam a zô bét nivéret d’ézhan̄ ével gwirionez.

10. Peûr éta eo bét nivéret d’ézhan̄ ? Pa eo bét enwadet, pé Reizh|ha|pa}} oa c’hoaz dienwadet ? Né két goudé ma eo bét enwadet, hôgen pa oa c’hoaz dienwadet.

11. Hag hén̄ a zigéméraz arouéz ann enwad, ével siel ar wirionez en doa bét dré ar feiz, pa édo c’hoaz dienwadet ; évit béza ann tâd eûz ar ré holl a gréd, hag hî n’in̄t kéd enwadet, évit ma vézô nivéret hô feiz ével gwirionez :

12. Évit béza ivé ann tad eûz ar ré enwadet, péré hô deûz, nann hép-kén digéméret ann enwad, hôgen ivé a heûḻ roudou feiz Abraham hon tâd, pa édo c’hoaz dienwadet.

13. Ével-sé né két dré al lézen eo bét rôed ar gér da Abraham ha d’hé wenn en divijé da zigwéz ar béd holl, hôgen dré wirionez ar feiz.

14. Râk mar d-eo ar ré hô deûz bét al lézen a zo ann héred, ar feiz a zô didalvez, ha gér Doué a zô torret.

15. Râg al lézen a zigas ar vuanégez. Hag el léac’h n’eûz kéd a lézen, n’eûz kéd a derridigez al lézen.

16. Dré-ze eo dré ar feiz omp héréd, évit ma vézô stard dré ar c’hrâs ar gér a zô bét rôet da Abrabam ha d’hé holl wenn nann hép-kén évid ar ré hô deûz digéméret al lézen, hôgen ivé ar ré a heûḻ feiz Abraham, péhini eo tâd d’é-omb holl,

17. (Hervez ma eo skrivet : Da lékéad em eûz da dâd da galz a vrôadou) dirâk Doué, é péhini en deûz krédet ével ann hini a énaou a nevez ar ré varô, hag a c’halv ar péz n’eo két, ével ar pêz a zô.

18. Hé-man̄, a-énep péb espéran̄s, en deûz krédet enn espéran̄s ; krédet en deûz é teûjé da dâd da galz a vrôadou, hervez ma oa bet lavared d’ézhan̄ : Ével-sé é vézô da wenn.

19. Hé feiz na gollaz kéd eûz hé ners, ha na vennaz két penaoz hé gorf a oa peûz-varô, ô véza ma en doa war-drô kan̄t vloaz, ha ma oa peûz-varô ivé kôv Sara.

20. Fisiout a réaz héb-arvar é béd é gér Doué, hag en em nerza a réaz er feiz, enn eur rei gloar da Zoué,

21. O kridi stard pénaoz é hell ôber eunn dra, pa en deûz rôed hé c’hér d’hé ôber.

22. Dré-zé eo eo bét nivéret d’ézhan̄ hé feiz ével gwirionez.

23. Hôgen né kéd évit-han̄ hép-kén eo skrivet, pénaoz eo bét nivéret d’ézhan̄ ével gwirionez :

24. Hôgen évid-omp-ni ivé da béré é vézô nivéret, mar krédomp enn hini en deûz savet Jézuz-Krist hon Aotrou eûz a douez ar ré varô ;

25. Péhini a zô bét lékéat d’ar marô évid hor péc’héjou, hag a zô bét dazorc’het évid hon didamallout-ni.


————
V. PENNAD.


l. O véza ével-sé didamallet dré ar feiz, hor bézet ar péoc’h, gan̄d Doué dré Jézuz-Krist hon Aotrou,

2. Dré béhini hon eûz ivé digémer dré ar feiz er c’hrâz-zé é péhini é choumomp stard, ha dré béhini en em veûlomp enn espéran̄s eûz a c’hloar bugalé Doué.

3. Ha nann hép-kén enn esperanz-zé, hôgen ivé en em veûlomp enn an̄keniou : ô c’houzout pénaoz ann an̄ken a ra ar sioulded.

4. Ar sioulded a ra ann arnod, hag ann arnod ann espéran̄s.

5. Hôgen ann espéran̄s-zé né két touelluz : dré ma eo skuḻet karan̄tez Doué enn hor c’halounou gan̄d ar Spéred-San̄tel a zô bét rôed d’é-omp.

6. Râk pérâk, pa édomp c’hoaz gwân, eo marô ar C’hrist évid ar béc’herien hervez ann amzer ?

7. Hag évit-gwîr a véac’h unan-bennâg a felfé d’ézhan̄ mervel évid eunn dén gwirion : martézé koulskoudé unan-bennâg a grétfé mervel évid eunn dén éeun.

8. Hôgen ar péz a ziskouéz ar muia karan̄tez Doué enn hor c’hénver, eo penaoz, enn amzer ma édomp c’hoaz péc’herien,

9. Ar C’hrist a zo marô évid-omp ; ével-sé pa’z omp bréma didamallet dré hé c’hoad, ken̄t-sé é vézimp dieûbet dré-z-han̄ eûz a vuanégez Doué.

10. Râk mar d-omp en em unanet gan̄d Doué dré varô hé vâb, ha nî c’hoaz hé énébourien, ken̄t-sé é vézimp salvet dré hé vuez-hén̄, bréma pa’z omp didamallet.

11. Ha nann hép-kén omp en em unanet, hôgen ivé en em veûlomp é Doué dré hon Aotrou Jézuz-Krist, digan̄t péhini eo deûed d’é-omp ann unvaniez-zé.

12. Dré-zé ével mar d-eo deûed ar péc’hed er béd dré eunn dén hép-kén, hag ar marô dré ar péc’hed, ével-sé ar marô a zô tréménet enn holl dûd dré ann hini é pehini hô deûz péc’het holl.

13. Râk bétég al lézen eo bét ar péc’hed er béd : hôgen pa né oa két c’hoaz al lézen, né oa két nivéret ar péc’hed.

14. Koulskoudé ar marô en deûz rénet adaleg Adam bété Moizez, é-kén̄ver zô-kén ar ré ha n’hô doa két péc’het dré derri lézen Doué, ével ma réaz Adam, péhini eo ar skeûden eûz ann hini da zon̄t.

15. Hôgen né d-eo két ar c’hrâs ével ar péc’hed ; râk évit péc’hed unan hép-kén mar d-eo marô kalz a dûd, ken̄t-sé trugarez ha grâs Doué a zô en em skiñet gan̄t founder war veûr a hini dré c’hrâs eunn dén hép-kén péhini eo Jézuz-Krist.

16. Ha né d-eo két ar c’hrâz-zé ével ar péc’hed ; râk tamallet omb bét dré ar varn évid eur péc’hed hép-kén ; ha didamallet omp dré ar c’hrâs goudé meûr a béc’hed.

17. Râk ma en deûz rénet ar marô dré eunn dén hép-kén, enn abek da béc’hed eunn den hép-kén, kén̄t-sé ar ré da béré eo rôet eur founder a c’hrâs, a drugarez hag a wirionez, a rénô er vuez dré eunn dén hép-kén péhini eo Jézuz-Krist.

18. Ével éta ma eo dré béc’hed unan hép-kén eo kouézet ann dûd holl er varnédigez, ével-sé ivé eo dré wirionez unan hép-kén eo bét rôed d’ann holl dûd didamall ar vuez.

19. Râk ével meûr a hini a zô deûed da béc’herien dré zizen̄ti oud eunn dén hép-kén ; ével-sé ivé meûr a hini a zeûi da dûd-gwirion dré zen̄ti oud unan hép-kén.

20. Al lézen a zô deûet évid digas eul lôd brâz a béc’héjou. Hôgen el léac’h ma’z eûz eul lôd brâz a béc’héjou, éz eûz eul lôd brasoc’h a c’hrasou.

21. Évit ével ma en deûz rénet ar péc’hed ô rei ar marô, é rénô ivé ar c’hrâs dré ar wirionez ô rei ar vuez peûr-baduz dré Jézuz-Krist hon Aotrou.


————
VI. PENNAD.


1. Pétra éta a livirimp-ni ? Ha choum a raimp-ni er péc’hed évit ma founnô ar c’hrâs ?

2. Doué ra virô. Râk mar d-omp marô er péc’hed, pénaoz é vévimp-ni c’hoaz enn-han̄ ?

3. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz kémen̄d hini ac’hanomp a zô bét badézet é Jézuz-Krist, a zô bét badézet enn hé varô ?

4. Liénet omb bét gan̄t-han̄ dré ar vadisian̄t er marô, évit, ével ma eo savet Jézuz-Krist eûz a douez ar ré varô dré c’hloar hé Dâd, ma valéimp ivé nî enn eur vuez nevez.

5. Râk mar bézomp emboudet dioud hévéledigez hé varô, é vézimb ivé emboudet dioud hévélédigez hé zazorc’hidigez :

6. O c’houzout pénaoz hon dén kôz a zô bét staget oud ar groaz gan̄t-han̄, évit ma vézô dispennet korf ar péc’hed, ha na vézimp mui dindan̄ dalc’h ar péc’hed.

7. Râk néb a zô marô, a zô dieûbet eûz ar péc’hed.

8. Ha mar d-omp marô gan̄d ar C’hrist, é krédomp pénaoz é vévimb ivé gan̄d ar C’hrist ;

9. Dré ma ouzomp pénaoz ar C’hrist ô véza saved a douez ar ré varô na varvô mui, ha pénaoz ar marô n’en dévézô mui a c’halloud war-n-ézhan̄.

10. Râg ével ma eo marô, eo marô eur wéach évid ar péc’hed : hag ével ma eo béô, eo béô évid Doué.

11. Ével-sé c’houi ivé en em zellit ével pa vec’h marô d’ar péc’hed, ha ma vec’h béô évid Doué é Jézuz-Krist hon Aotrou.

12. Na rénet kéd éta ar péc’hed enn hô korf marvel, évit ma sen̄tot oud hé wall-ioulou.

13. Ha na rôit kéd hoc’h izili d’ar péc’hed évid armou d’ann drouk : hôgen en em rôid da Zoué ével tûd deûed eûz a varô da véô, ha rôid d’ézhan̄ hoc’h izili évid armou d’ar wirionez.

14. Râg ar péc’hed na drec’hô kéd ac’hanoc’h, ô véza n’oc’h két dindân al lézen, hôgen dindân ar c’hrâs.

15. Pétrâ ’ta ? Ha péc’hi a raimp-ni ô véza n’émomp mui dindân al lézen, hôgen dindân ar c’hrâs ? Doué ra virô.

16. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz da biou-bennâg oc’h en em rôed da sklaved évit sen̄ti out-han̄, é choumit sklaved d’ann hini out péhini é sen̄tit, pé d’ar péc’hed évit kaout ar marô, pé d’ar zen̄tidigez, évit kaout ar wirionez ?

17. Hôgen Doué ra vézô meûlet ô véza pénaoz goudé béza bét sklaved d’ar péc’hed, hoc’h eûz koulskoudé sen̄tet a wéled hô kaloun oud ar gélénnadurez-zé war skouér péhini oc’h bét ken̄téliet.

18. Ével-sé, goudé béza bét dieûbet eûz ar péc’hed, oc’h deûet sklaved d’ar wirionez.

19. É doaré ann dûd é komzann ouz-oc’h, énn abek da wander hô kîk : ével ma hoc’h eûz lékéat hoc’h izili da zervicha d’al louzdoni ha d’ar gaou évid ôber ann drouk, likit bréma hoc’h izili da zervicha d’ar wirionez évid hô san̄télédigez.

20. Râk pa édoc’h sklaved d’ar péc’hed, édoc’h dieûb é-kén̄ver ar wirionez.

21. Pé frouez hoc’h eûz-hu tennet neûzé eûz ann traou-zé, eûz a béré é teûid da rusia bréma ? Râk hô divez eo ar marô.

22. Hôgen bréma ô véza dieûbet eûz ar péc’hed, hag ô véza deûet sklaved da Zoué, éma hô frouez er san̄telez, hag hô tivez er vuez peûr-baduz.

23. Râg ar marô a zô gôbr ar péc’hed. Hôgen ar vuez peûr-baduz eo grâs Doué é Jézuz-Krist hon Aotrou.


————
VII. PENNAD.


1. Ha na ouzoc’h-hu két, va breûdeûr (râk komza a rann oud ar ré a anavez al lézen), pénaoz al lézen na aotrouni ann dén néméd é-pâd ann amzer ma vév-hi ?

2. Râg eur c’hrég péhini a zô dindân galloud eur goaz, a zô éréet oud hé goâz dré al lézen é-pâd ma eo béô-hén̄ : hôgen mar d-eo marô hé goâz, hî a zo diéréet eûz a lézen hé goâz.

3. Ével-sé, mar d-eo béô hé goâz, ha ma’z a gan̄d eur goâz all, é vézô galvet avoultrez : hôgen mar d-eo marô hé goâz, hî a zô diéréet eûz a lézen hé goâz, ha né kéd avoultrez ma’z a gan̄d eur goâz all.

4. Dre-zé, va breûdeûr, c’houi a zô ivé marô d’al lézen dré gorf ar C’hrist, évit béza da eunn all, péhini a zô dazorc’het eûz a douez ar ré varô, évit ma tougimp frouez da Zoué.

5. Râk pa édomp er c’hîk, ar gwall-ioulou, péré a zeûé eûz al lézen, a loské hon izili, hag hô lékéa da zougen frouez ar marô.

6. Hôgen bréma omp dieûbet eûz a lézen ar marô, é péhini édomp dalc’het, enn hévélep doaré ma servichomp Doué enn eur spéred nevez (M), ha nann é hénan̄ded al lizéren.

7. Pétrâ éta a livirimp ? Ha péc’hed eo al lézen ? Doué ra virô ; hôgen n’am eûz anavézet ar péc’hed néméd dré al lézen : râk n’em bijé két anavézet ann droug-ioul, ma n’en défé két lavaret al lézen : N’az pézô kéd a wall-ioulou.

8. Hôgen ar péc’hed dré ann abek eûz ar gourc’héménn, en deûz lékéad da zével enn-oun a bép seurt gwall-ioul. Râk héb al lézen ar péc’hed a ioa marô.

9. Hôgen mé a vévé gwéachall héb al lézen ; hôgen pa eo deûet ar gourc’hémenn, ar péc’hed a zô asbévet ;

10. Ha mé a zô marô : hag en em gaved eo pénaoz ar gourc’hémenn péhini a dlié rei ar vuez, en deûz rôed ar marô.

11. Râg ar péc’hed, dré ann abek d’ar gourc’hémenn, en deûz va zouellet, ha va lazet dré ar gourc’hémenn hé unan.

12. Ével-sé évit-gwîr al lézen a zô san̄tel, hag ar gourc’hémenn a zô san̄tel, gwirion ha mâd.

13. Ar pez a zô mâd, hag hén̄ en deûz éta rôed ar marô d’in ? N’en deûz két ; hôgen ar péc’hed, évid diskouéza eo ar péc’hed, en deûz rôed ar marô d’in dré eunn dra hag a ioa mâd : enn hévélep doaré ma eo deûet ar péc’hed dré ar gourc’hémenn brasoc’h kirieg a bec’hed.

14. Râg gouzoud a réomp penaoz al lézen a zô spéred : hôgen mé a zô kik, ô véza bét gwerzet dindân ar péc’hed.

15. Râk na ouzonn pétrâ a rann. Na rann kéd ar mâd a fell d’in ; hôgen ôber a rann ann droug a gasaann.

16. Hôgen mar grann ar péz na fell kéd d’in, é roann va grâd d’al lézen, hag éc’h anavézann pénaoz eo mâd.

17. Ével-sé bréma n’eo mui mé a ra ann dra-zé, hôgen ar péc’hed péhini a choum enn-oun.

18. Râg gouzoud a rann pénaoz n’eûz nétrâ a vâd enn-oun, da lavaroud eo em c’hîk. Râk kavoud a rann ann ioul da ôber ar mâd, hôgen na gavann kéd ar galloud d’hé ôber.

19. Rak né rann kéd ar mâd a fell d’in da ôber, hôgen ôber a rann ann drouk na fell kéd d’in da ôber.

20. Mar grann ar pez na fell kéd d’in, n’eo mui mé her grâ, hôgen ar péc’hed eo péhini a choum enn-oun.

21. Pa fell éta d’in ôber ar mâd, é kavann eul lézen hag a énéb out kémen̄t-sé, ô véza ma choum ann droug enn-oun.

22. Râg en em blijoud a rann é lézen Doué hervez ann dén a-ziabarz :

23. Hôgen kavoud a rann em izili eul lézen all, hag a stourm a-énep lézen va spéred, hag am laka da sklâv da lézen ar péc’hed, péhini a zô em izili.

24. Dén reûzeûdik ma’z ounn ! Piou a zieûbô ac’hanoun eûz ar c’horf a varô-man̄ ?

25. Grâs Doué é vézô dré Jézuz-Krist hon Aotrou. Ével-sé va-unan émounn dindân galloud lézen Doué, hervez ar spéred, ha dindân galloud lézen ar péc’hed, hervez ar c’hîk.


————
VIII. PENNAD.


1. N’eûz kéd éta bréma a varnédigez évid ar ré a zô é Jézuz-Krist, ha péré na gerzon̄t kéd hervez ar c’hîk ;

2. Râk lézen ar spéred a vuez péhini a zô é Jézus-Krist é deûz va dieûbet eûz a lézen ar péc’hed hag ar marô.

3. Râg ar péz na hellé kéd da ôber al lézen, ô véza ma’z oa gwanet gan̄d ar c’hîk, Doué en deûz hé c’hréat, ô kâs hé Vâb hé-unan gan̄d eur c’hîk hén̄vel out kîg ar péc’hed ; hag enn abek d’ar péc’hed en deûz barnet ar pec’hed er c’hîk ;

4. Évit ma vézô sévénet didamall al lézen enn-omp, nî péré a valé nann hervez ar c’hîk, hôgen hervez ar spéred.

5. Râg ar ré a zô hervez ar c’hîk, a gâv mâd traou ar c’hîk ; hag ar ré a zô hervez ar spered, a gâv mâd traou ar spéred.

6. Râk skian̄t ar c’hîk eo ar marô ; hôgen skian̄t ar spéred eo ar vuez hag ar péoc’h.

7. Râk skian̄t ar c’hîk a zô énébour da Zoué : na zen̄t kéd out lézen Doué, ha na hell kéd hé ôber.

8. Ar ré éta a vév hervez ar c’hîk, na hellon̄t két plijoud da Zoué.

9. Hôgen c’houi na vévit két hervez ar c’hîk, hôgen hervez ar spéred, mar d-éma koulskoudé Spéred Doué enn-hoc’h. Mar d-eo unan-bennâg hép Spéred ar C’hrist gan̄t-han̄, hen-nez, n’eo kéd d’ézhan̄.

10. Hôgen mar d-éma ar C’hrist enn-hoc’h, pétrâ-bennâg ma eo marô ar c’horf enn abek d’ar péc’hed, ar Spéred a zô béô enn abek d’ar wirionez.

11. Mar d-éma ô choum enn-hoc’h Spéred ann hini en deûz savet Jézuz eûz a douez ar ré varô, ann hini en deûz savet Jézuz-Krist eûz a douez ar ré varô, a rôi ivé ar vuez d’hô korfou marvel dré hé Spéred péhini a choum enn-hoc’h.

12. Ével-sé, va breûdeûr, n’omp két dléourien d’ar c’hîk, évit béva hervez ar c’hîk.

13. Râk mar bévit hervez ar c’hîk, é varvot, hôgen ma likiid da vervel dré ar Spéred ôberiou ar c’hîk, é vévot.

14. Râk ar ré a zô aliet gan̄d Spéred Doué, ar ré-zé a zô bugalé Doué.

15. Râk n’hoc’h eûz kéd digéméret ar Spéred a sklavérez évit béza c’hoaz é spoun̄t : hôgen digéméret hoc’h eûz ar Spéred hô laka bugalé (M), dré béhini é kriomp : (Abba) va Zâd.

16. Ar Spéred-zé eo a rô testéni d’hor spéred-ni, pénaoz omp bugalé da Zoué.

17. Mar d-omp bugalé, omb ivé héred, héred Doué, ha ken-héred ar C’hrist : ha mar gouzan̄vomp gan̄t-han̄, é vézimp ivé meûlet gan̄t-han̄.

18. Râk menna a rann pénaoz gloasiou ann amzer-man̄ n’in̄t két kévatal oud ar c’hloar da zon̄t, a vézô diskleriet enn-omp.

19. Râk ar grouadurien a c’héd gan̄d eur c’hoan̄t brâz diskleriadur bugalé Doué.

20. Râg ar c’hrouadur a zô dalc’het er fougé a-éneb hé ioul ; hôgen enn abek d’ann hini en deûz hé zalc’het enn espéran̄s ;

21. Er géd da véza dieûbet eûz a zalc’h ar saotr, évid kaoud hé lôd é fran̄kiz gloar bugalé Doué.

22. Râg gouzoud a réomp pénaoz bété vréma ann holl grouadurien a hirvoud, hag a zô ével pa wilioudfen̄t.

23. Ha nann hép-kén hî ; hôgen c’hoaz nî péré a biaouomp ar c’hen̄ta frouez euz ar Spéred, éc’h hirvoudomp enn-omp, ô c’héda ma vézimp gréat bugalé Doué, ha ma vézô dasprénet hor c’horf. (M).

24. Râk dré ann espéran̄s eo omp salvet. Hôgen ann esperan̄s a wéleur, n’eo mui eunn espéran̄s : Râk piou a esper ar péz a wél ?

25. Hôgen ma espéromp ar péz na wélomp két, hé c’heda a réomp gan̄t sioulded.

26. Ével-sé ivé ar Spéred a skoazell hor fillidigez : râk na ouzomp két pétrâ a dléomp da c’houlenni, évit pidi ével ma eo dléet ; hôgen ar Spéred hé-unan hé c’houlenn évid-omp gan̄t keinvanou dilavaruz.

27. Hag ann hini a hell forc’ha é gwéled ar c’halounou, a oar pétrâ a c’hoan̄ta ar Spéred ; râk na c’houlenn netrâ évid ar zen̄t néméd hervez Doué.

28. Hôgen gouzoud a réomp pénaoz pép-trâ a drô é mâd évid ar ré a gâr Doué, évid ar ré a zô galvet hervez hé ratoz évit béza sen̄t.

29. Râg ar ré en deûz anavézet dré hé râg-gwiziégez, en deûz ivé hô ken̄d-dileûret da véza hén̄vel out skeûden hé Vâb, évit ma vijé ar c’hen̄ta mâb é-touez kals a vreûdeûr.

30. Hag ar ré en deûz ken̄d-dileûret, en deûz hô galvet, hag ar ré en deûz galvet, en deûz hô didamallet ; hag ar ré en deûz didamallet, en deûz hô meûlet.

31. Goudé-zé pétrâ a livirimp-ni ? Mar d-éma Doué évid-omp, piou a vézô a-énep d’é-omp ?

32. Ma n’en deûz két bét a azaouez évid hé Vâb hé-unan, hôgen ma en deûz hé rôed évid-omp holl ; pénaoz, goudé béza hé rôet, na rôi-hén̄ két pép-trâ d’é-omp ?

33. Piou a damallô ar ré zilennet gan̄d Doué ? Doué hé-unan eo a zidamall anézhô.

34. Piou hô barnô ? Jézuz-Krist a zô marô, hag ouc’h-penn eo dazorc’het : hag azézet enn tu déou da Zoué, é péléac’h é péd évid-omp.

35. Piou éta a bellai ac’hanomp eûz a garan̄tez Jézuz-Krist ? Hag ar c’hlac’har é vézô ? Pé ann an̄ken, pé ann naoun, pé ann noazder, pé ar riskl, pé ann heskinou, pé ar c’hlézé ?

36. (Ével ma eo skrivet : Kased omp d’ar marô bemdez enn abek d’îd : hor selloud a réeur é-c’hîz dén̄ved mâd da véza lazet.)

37. Hôgen trec’hi a réomp ann traou-zé holl dré ann hini en deûz karet ac’hanomp.

38. Râg gouzoud a rann évit-gwîr pénaoz nag ar marô, nag ar vuez, nag ann Éled, nag ar brin̄sélézou, nag ar galloudou, nag ann traou a vréma, nag ann traou da zon̄t, nag ann ners,

39. Nag ann uc’helder, nag ann dounder, na krouadur all é-béd na hellô pellaad ac’hanomp eûz a garan̄tez Doué, a zô é Jézuz-Krist hon Aotrou.


————
IX. PENNAD.


1. Ar wirionez a lavarann é Jézuz-Krist ; na lavarann kéd a c’hevier ; va c’houstian̄s a rô ann désténi-zé d’in dré ar Spéred-San̄tel ;

2. Pénaoz em eûz eunn dristidigez vrâz, ha ma’z eo gwasket bépréd va c’haloun gan̄d ar c’hlac’har :

3. Râg c’hoan̄téet em bijé béza azaouéet, ha rannet diouc’h Jézuz-Krist évit va breûdeûr, péré a zô kéren̄t d’in hervez ar c’hîk,

4. Péré a zô ann Israélited, da béré eo béza gréat (M) bugalé Doué, hé c’hloar, hé gévrédigez, hé lézen, hé wazoniez, hag hé wéstlou :

5. A béré é oa ann tadou, hag eûz a béré eo deûet hervez ar c’hîk Jézuz-Krist, péhini a zô Doué dreist pép-trâ ha benniget enn holl amzeriou. Amen.

6. Né két koulskoudé é vé torret gér Doué. Râg ar ré holl a zô eûz a Israel n’in̄t két Israélited :

7. Nag ar ré holl a zô eûz a wenn Abraham, n’in̄t kéd hé vugalé : hôgen, é Izaak, émé Doué, é vézô galvet da wenn.

8. Da lavaroud eo pénaoz ar ré a zô bugalé hervez ar c’hîk n’in̄t két évit-sé bugalé Doué ; hôgen pénaoz ar ré a zô bugalé ar gwéstl, a zô krédet béza eûz ar wenn.

9. Râk chétu geriou ar gwéstl : A-benn ann amzer-zé é teûinn, ha Sara é dévézô eur mâb.

10. Ha né kéd enn-hi hép-kén é wéleur ann dra-zé ; hôgen ivé é Rébekka, péhini é doé enn eur gwilioud hép-kén daou vab eûz a Izaak, hon tâd.

11. Râg a-raok ma oen̄t ganet, ha ma hô doé gréat mâd pé zrouk, évit ma choumfé ratoz Doué hervez hé zilenn,

12. Nann enn abek d’hô ôberiou, hôgen enn abek da c’halv Doué, é oé lavared dézhi :

13. Ann héna a blégô dindân ar iaouan̄ka, ével ma eo skrivet : Karet em eûz Jakob ha kaséet em eûz Ézau.

14. Pétrâ éta a livirimp-ni ? Ha gaou a zô é Doué ? Doué ra virô.

15. Râk lavaroud a ra da Voizez : Trugarez em bézô oud ann hini a fellô d’in ; truez em bézô oud ann hini a fellô d’in kaout truez out-han̄.

16. Dré-zé kémen̄t-sé na zeû nag eûz ann hini a c’hoan̄ta, nag eûz ann hini a réd, hôgen eûz ann drugarez a Zoué.

17. Râk lavaroud a ra da Faraon er Skritur : Évit-sé eo em eûz da gen̄traouet, évit ma tiskouézinn enn-od va galloud ; ha ma vézô brudet va hanô dré ann douar holl.

18. Dré-zé éta en deûz trugarez oud néb a gâr, hag é teû da galédi néb a gâr.

19. Martézé é liviri d’in : Pérâg éta en em glemm Doué ? Râk piou a éneb oud hé ioul ?

20. Hôgen, ô dén, piou oud-dé évid daéla oud Doué ? Hag eur pôd-prî a lavar d’ann hini en deûz hé c’hréat : Pérâg éc’h eûz-té va gréat ével-sé ?

21. Ha na hell kéd ar pôder ôber euz a eunn hévélep tolzen brî, eul léstr évid ann énor, hag eunn all évid ar véz ?

22. Mar fell da Zoué, évid diskouéza hé vuanégez, hag évit rei da anaoud hé c’halloud, gouzan̄vi gan̄d eur sioulded brâz al listri a vuanégez aozet évid ar gollidigez,

23. Évid diskouéza pinvidigez hé c’hloar war al listri a drugarez en deûz aozet évid hé c’hloar.

24. Hor galvet en deûz nann hép-kén eûz a douez ar Iuzevien, hôgen ivé eûz a douez ar Jen̄tiled,

25. Ével ma lavar hé-unan enn Ozéé : Gervel a rinn va fobl, ar ré né oant két va fobl ; va c’haran̄tez, ann hini né oa két va c’haran̄tez ; ha dellézek a drugarez, ar ré da béré n’em boa két gréad a drugarez.

26. Hag é c’hoarvézô pénaoz enn hevélep léac’h ma eo bét lavaret d’ézhô gwéchall : N’oc’h két va fobl : énô é vézin̄t galvet bugalé ann Doué béô.

27. Hôgen diwar-benn Israel, Izaiaz a c’harm : Ha pa vé ann niver eûz a vugalé Israel kévatal da hini tréaz ar môr, na vézô néméd eunn dilerc’h bihan a zalvet.

28. Râk Doué a zisman̄trô hag a verrai hé bobl gan̄t gwirionez. Ann Aotrou a rai eur c’hrennadur brâz war ann douar.

29. Hag ével ma lavaraz Izaiaz a-raok : Ma n’en défé Aotrou ann arméou miret gwenn d’é-omp, é vijemp deûed hén̄vel out Sodoma ha Gomorra.

30. Pétrâ éta a livirimp ni ? Pénaoz ar Jen̄tiled péré na glaské két ar wirionez, hô deûz digeméret ar wirionez, hôgen ar wirionez a zeû eûz ar feiz.

31. Ha pénaoz enn-énep ann Israélited péré a glaské lézen ar wirionez, n’hô deûz két tizet lézen ar wirionez.

32. Pérâg ? O véza n’hô deûz kéd hé c’hlasket dré ar feiz, hôgen dré ôberiou al lézen : râk stoket hô deûz oud ar méan-fazi,

33. Ével ma eo skrivet : Chétu é lakaann é Sion eur méan-fazi, eur garrek a harz : ha néb a grédô enn-han̄ na vézô két mézékéet.


————
X. PENNAD.


1. Évit-gwîr, va breûdeûr, ioul va c’haloun, ha va fédennou da Zoué, a zô holl évit silvidigez Israel.

2. Râk rei a rann ann testéni d’ézhô pénaoz hô deûz oaz évid Doué, hôgen ann oaz-zé né kéd hervez ar wiziégez.

3. Râg ô véza na anavézon̄t két gwirionez Doué, ha ma klaskon̄t hô gwirionez hô-unan, na blégon̄t két da wirionez Doué.

4. Râg ar C’hrist eo ann divez eûz al lézen, évid didamallout néb a gréd enn-han̄.

5. Hôgen Moizez en deûz skrivet pénaoz ann dén a heûliô ar wirionez a zeû eûz al lézen, a vévô enn-hi.

6. Hôgen diwar-benn ar wirionez a zeû eûz ar feiz, chétu pétrâ a lavar : Na lavar két enn da galoun : Piou a biñô enn Én̄v ? Da lavaroud eo, évit lakaad ar C’hrist da ziskenni ac’hanô :

7. Pé piou a ziskennô é gwéled ann douar ? Da lavaroud eo, évit gervel ar C’hrist eûz a douez ar ré varô.

8. Hôgen pétrâ a lavar ar Skritur ? Ar gér a zo tôst d’îd, enn da c’hénou, hag enn da galoun, da lavaroud eo, gér ar feiz a brézégomp.

9. Ma an̄savez a c’hénou pénaoz Jézuz eo ann Aotrou, ha mar krédez a galoun pénaoz Doué en deûz hé zavet a douez ar ré varô, é vézi salvet.

10. Râk réd eo kridi a galoun évit béza didamallet, hag an̄savout a c’hénou évit béza salvet.

11. Dré-zé ar Skritur a lavar : Piou-bennâg a gréd enn-han̄ na vézô két mézékeet.

12. Râk n’eûz kemm é-béd étré ar Iuzevien hag ar Jen̄tiled ; ha n’hô deûz holl néméd eunn Aotrou, péhini a rô hé vadou d’ar ré holl a c’halv anézhan̄.

13. Râk piou-bennâg a c’halvô hanô ann Aotrou, a vézô salvet.

14. Pénaoz éta é c’halvin̄t-hi ann hini é péhini na grédon̄t két ? Pé pénaoz é krédin̄t-hi enn hini eûs a béhini n’hô deûz két klevet hanô ? Pé pénaoz é klévin̄t hanô anézhan̄, ma na véz két prézéget d’ézhô ?

15. Hôgen pénaoz é vézô prézéget d’ézhô ma na vézeûr két kaset ? Ével ma éo skrivet : Péger kaer eo treid ar ré a brézeg ar péoc’h, ar ré a brézeg ar gwîr vadou.

16. Hôgen na zen̄ton̄t két holl oud ann Aviel. Râg Izaiaz a lavar : Aotrou, piou en deûz krédet d’hor prézégen ?

17. Ével-sé ar feiz a zeû eûz ar c’hleved, hag ar c’hleved eûz a c’hér ar C’hrist.

18. Hôgen, émé-vé, ha n’hô deûs-hi kéd hé glevet ? Hag évit-gwîr hô mouéz a zô bét klevet dré ann douar holl, hag hô geriou a zô éat bété penn ar béd.

19. Hôgen, émé-vé, ha n’en deûs-hén̄ kéd Israel hé anavézet ? Moizez eo en deûz lavared da gen̄ta : Mé hô lakai da véza hérézuz eûz a eur bobl ha né kéd hô pobl ; hô lakaad a rinn da vuanékaad oud eur bobl diskian̄t.

20. Hôgen Izaiaz a lavar gan̄d herder : Kavet ounn bét gan̄d ar ré ha na glaské kéd ac’hanoun : hag en em ziskouézet ounn bét d’ar ré ha na c’houlenné kéd ac’hanoun.

21. Hag é lavar a-énéb Israel : A-héd ann deiz em eûz astennet va daouarn d’ar bobl diskrédik hag araouz-zé.


————
XI. PENNAD.


1. Mé a lavar éta : Ha Doué en deûz hén̄ distaolet hé bobl ? N’en deûz két. Râk mé a zô va-unan Israélit, eûz a wenn Abrabam, hag eûz a vreûriez Ben̄jamin.

2. Doué n’en deûz két distaolet hé bobl, péhini en deûz anavézet dré hé râg-wiziégez. Ha na ouzoc’h-hu két pétrâ a lavar ar Skritur diwar-benn Éliaz ? É pé zoaré é komz oud Doué a-énep Israel :

3. Aotrou, lazed hô deûz da Broféded, diskared hô deûz da aoteriou ; choumed ounn va-unan, hag é klaskon̄t va buez.

4. Hôgen pétrâ a respoun̄t Doué d’ézhan̄ ? Mired em eûz évid-oun seiz mil dén, péré n’hô deûz két pléget hô glin dirâk Baal.

5 Ével-sé éta eunn niver bihan a zô bét salvet enn amzer-zé hervez dilenn ar c’hrâs.

6. Hôgen mar d-eo dré ar c’hrâs, né kéd éta dré ann ôberiou : anéz ar c’hrâs na vijé mui ar c’hrâs.

7. Pétrâ éta a livirimp ? Pénaoz Israel n’en deûz két kavet ar péz a glaské : hôgen ar ré zilennet hô deûz kavet ; hag ar ré all a zô dallet,

8. Ével ma eo skrivet : Doué en deûz rôed d’ézhô eur spéred a vorgousk : ha, bété vréma hô deûz daou-lagad ha na wélon̄t két, hô deûz diskouarn ha na glevon̄t két.

9. Ha David a lavar : Ra zeûi hô zaol ével eur roued, ével eul lindag, ével eul lamm, évit béza da c’hôbr d’ézhô.

10. Ra dévalai hô daou-lagad évit na wélin̄t két : ha laka hô c’hein da véza kroumm bépréd.

11. Mé a lavar éta : Ha kouézet in̄t hép gellout sével adarré ? Doué ra virô. Hôgen hô lamm a zô bét eunn abeg a zilvidigez évid ar Jen̄tiled, hag évit-hô eunn abeg a gen̄damouez.

12. Mar d-eo bét hô lamm da binvidigez d’ar béd, hag hô digresk da binvidigez d’ar Jen̄tiled ; pégémen̄t na zigasô-hén̄ kéd hô leûnder ?

13. Râg hel lavaroud a rann d’é-hoc’h, c’houi péré a zô Jen̄tiled : Keit ha ma vézinn Abostol ar Jen̄tiled éc’h énorinn va c’harg,

14. Évit kentraoui ken̄damouez ar ré eûz a eur c’hîg gan-én̄, hag é savétéinn, mar gellann, lôd anézhô.

15. Râk mar d-eo bét hô c’holl da unvaniez d’ar béd, pétrâ é vézô hô adsaô, néméd ann distrô eûz ar marô d’ar vuez ?

16. Mard-eo san̄tel ar boulc’h, ann dors a zô san̄tel ivé : ha mar d-eo san̄tel ar c’hrisien, ar skourrou a zô san̄tel ivé.

17. Mar d-eo bét torret unan-bennâg eûz ar skourrou, ha mar d-oud deûet, té péhini a zô eur wézen olivez c’houéz, da véza emboudet war-n-ézhô, ha da gaoud da lôd eûz a c’hrisiou hag euz a lard ar wézen-olivez,

18. Na vugad két a-éneb ar skourrou. Mar teûez da vugadi, gwéz pénaoz né két té a zoug ar c’hrisien, hôgen ar c’hrisien eo a zoug ac’hanod.

19. Hôgen té a lavarô : Ar skourrou-zé a zô bét torret évit ma vijenn emboudet.

20. Mâd : torret in̄t bét enn abek d’hô digrédoni ; ha té a choum stard dré da feiz : hôgen n’en em uc’héla két, hag az péz aoun.

21. Râk ma n’en deûz két Doué espernet ar skourrou natural, martézé na espernô két ac’hanod ken-nébeût.

22. Gwél éta madélez ha garven̄tez Doué : hé c’harven̄tez é-kénver ar ré a zô kouézet, hag hé vadélez enn da gén̄ver-té, mar choumez stard enn hé vadélez ; anéz é vézi ivé skejet.

23. Hôgen hî, ma na choumon̄t két enn hô digrédoni, a vézô emboudet a-nevez ; râk Doué a hell hô embouda adarré.

24. Râk mar d-oud bét trouc’het eûz a eur wézen-olivez c’houéz, péhini a oa da géf natural, évit béza emboudet a-énep da natur war eur gwir wézen-olivez, ken̄t-sé ar skourrou natural eûz ar wézen-olivez ha na vézin̄t-hi két emboudet war hô c’héf hô-unan ?

25. Mé a fell d’in, va breûdeûr, é oufac’h ar mister-man̄ (évit na viot két fûr enn hô taou-lagad hoc’h-unan) pénaoz lôd eûz a Israel a zô kouézet enn dallen̄tez, bété ma vézô deûed ébarz ann iliz al leûnder euz ar boblou ;

26. Hag ével-sé Israel holl a vézo salvet, ével ma eo skrivet : Don̄d a rai eûz a Zion eunn daspréner, péhini a ziframmô hag a bellai ar fallagriez eûz a Jakob.

27. Hag houn-nez eo ar gévrédigez a rinn gan̄t-hô, pa’m bézô lamet hô fec’héjou.

28. Ével-sé hervez ann Aviel in̄t énébourien enn abek d’é-hoc’h : hôgen hervez ann dilenn in̄t karet stard enn abek d’hô zadou.

29. Râk rôou ha galvédigez Doué a zô hép keûz.

30. Râg ével gwéchall na grédac’h kéd é Doué, hag eo rôed d’é-hoc’h bréma ann trugarez, enn abek da zigrédoni ar Iuzevien ;

31. Ével-sé ar Iuzevien na grédon̄t két bréma é rajé Doué trugarez enn hô kén̄ver-hu, évit ma kavin̄t trugarez dré hô trugarez-hu.

32. Râk Doué en deûz strobet ann holl enn digrédoni, évid ôber trugarez é-kén̄ver pép-hini.

33. O dounder madou furnez ha gwiziégez Doué ! Pégen diboelluz eo hé varnou, ha pégen didreûzuz eo hé hen̄chou !

34. Râk piou en deûz anavézet ménoz ann Aotrou ? Pé piou a zô bét hé alier ?

35. Pé piou en deûz rôed eunn dra d’ézhan̄ da gen̄ta, évit ma vé dléet gôbr d’ézhan̄ ?

36. Rak pép-trâ a zô anézhan̄, dré-z-han̄ hag enn-han̄ : Ra vézô d’ézhan̄ ar c’hloar enn holl amzeriou. Amen.


————
XII. PENNAD.


1. Hô pidi a rann éta stard, va breûdeûr, dré ann drugarez a Zoué, ma rôod d’ézhan̄ hô korfou ével eunn hostif béô, san̄tel hag hétuz d’ézhan̄, évit ma vézô hoc’h azeûlidigez hervez ar reiz.

2. Na blégit két d’ann amzer-man̄, hôgen gwellait ô tinévézi hô skian̄t, évit ma anavézot pénaoz ioul Doué a zô mâd, hag hétuz, ha klôk.

3. Râk lavaroud a rann da béb-hini ac’hanoc’h, dré ar c’hrâs a zô bét rôed d’in, na rai két muioc’h a stâd anézhan̄ hé-unan égét na dlé ôber, hôgen ma rai stâd anézhan̄ gan̄t poell, hervez ar c’hemm eûz ar feiz en deûz rannet Doué gan̄t pép-hini.

4. Râg ével ma hon eûz enn eur c’horf hép-kén̄ kalz a izili, ha n’ho deûz két ann holl izili-zé ann hévélep ôber :

5. Ével-sé omp meûr a hini ha n’omp néméd eur c’horf hép-kén é Jézuz-Krist, hag éz omp pép-hini izili ann eil égilé.

6. Dré-zé, ével ma hon eûz holl talvoudégésiou dishén̄vel hervez ar c’hrâs a zô bét rôed d’é-omp ; néb a ziougan, ra ziouganô hervez reiz ar feiz ;

7. Néb a zervich ann iliz, ra zervichô gan̄d aket ; néb a gélenn, ra gélennô ervâd ;

8. Néb a ali, ra aliô gan̄t kun̄vélez, néb a ra ann aluzen, r’hé c’hrai gan̄d eeunder ; néb a rén hé vreûdeûr, r’hô rénô gan̄t préder ; néb a ra trugarez, r’hé c’hrai gan̄t lévénez.

9. Ra vézô ho karan̄tez hép trôidellérez. Kasaid ann drouk, hag en em rôit stard d’ar mâd.

10. En em garit ann eil égilé gan̄d eur garan̄tez a vreûr. En em ziaraogit oc’h en em énori ann eil égilé.

11. Na vézit két diek en hô tléad. Bézit birvidik a spéred. Servichit mâd ann Aotrou.

12. Bézit laouen enn espéran̄s. Bézit habask enn en̄krézou. Bézit kén̄dalc’huz er béden.

13. Bézit karan̄tézuz évit gwalc’ha ézommou ar zen̄t. Rôid digémer enn hô tî.

14. Bennigit ar ré a heskin ac’hanoc’h ; bennigit-hô, ha na zrouk-pédit két gan̄t-hô.

15. En em laouénait gan̄d ar ré a zô laouen, ha gwélit gan̄d ar ré a wél.

16. Bézid unvanet enn hévélep ménosiou. Na glaskit kéd ann traou uc’hel, hôgen kavit mâd ann traou izéla. Na vézit két fûr enn hô ménoz hoc’h-unan.

17. Na zistaolit da zén droug évid drouk. Grîd ar mâd, nann hép-kén dirâg Doué, hôgen ivé dirâg ann dûd holl.

18. Mar d-eo galluz, ha kémen̄t ha ma’z eo enn-hoc’h, bévid é péoc’h gan̄t péb-unan.

19. N’en em zifennit két hoc’h-unan, va breûdeûr keiz, hôgen rôit léac’h d’ar vuanégez ; râk skrived eo : D’in eo ar ven̄jan̄s, mé eo hé rôi, émé ann Aotrou.

20. Hôgen ma en deûz naoun da énébour, rô da zibri d’ézhan̄ ; ma en deûz sec’hed, rô da éva d’ézhan̄ : râg enn eur ôber ével-sé, é tastumi glaou tân war hé benn.

21. Na véz két trec’het gan̄d ann drouk ; hôgen trec’h ann drouk gan̄d ar mâd.


————
XIII. PENNAD.


l. Ra blégô pép dén dindan galloud rénerien ar vrô : rak n’eûz béli é-béd ha na zeûfé a berz Doué, ha kémen̄d hini a zô, a zô bét lékéat gan̄d Doué.

2. Piou-bennâg éta a ra penn d’ar galloud, a ra penn da reiz Doué, hag ar ré a ra penn d’ézhan̄, a denn ar varnédigez war-n-ézhô hô-unan :

3. Râg ar brin̄sed n’in̄t kéd da zouja d’ar ré a ra vâd, hôgen d’ar ré a ra drouk. Ha té éta a fell d’îd béza héb aoun rag ar galloud ? Grâ ar mâd, hag é vézi meûlet gan̄d-hi.

4. Râg ar prin̄s a zô ministr Doué évid da vâd. Hôgen mar grez drouk, az péz aoun ; râk né kéd héb abek é toug ar c’hlézé. Râk ministr Doué eo, évit teûrel hé ven̄jan̄s war ann hini a ra drouk.

5. Réd eo éta d’é-hoc’h pléga, nann hép-kén gan̄d aoun râg ar c’hastiz, hôgen ivé dré zléad ar goustian̄s.

6. Dré-zé eo é paéit ar gwîriou ; rag ar brin̄sed a zô ministred Doué, ha n’hô deûz kén karg.

7. Distaolid éta da bép-hini ar péz a zô dléed d’ézhan̄ ; ar gwîriou da nép ma eo dléet ar gwîriou ; ann tellou da nép ma eo dléet ann tellou ; ann doujan̄s da nép ma tléid ann doujan̄s ; ann énor da nép ma tléid ann énor.

8. Na choumit dléour é-kén̄ver dén, néméd eûz ar garan̄tez a dléeur ann eil d’égilé : râg ann hini a gâr ann nesa, en deûz sévénet al lézen.

9. Râg gourc’hémennou Doué : Na gouézi kéd enn avoultriez : Na lazi ket : Na laéri két : Na zougi kéd a fals testéni : Na c’hoan̄tai két madou da nésa ; ha ma éz eûz unan-bennâg all hén̄vel, holl in̄t dalc’het er gér-man̄ : Karoud a rî da nesa ével d-oud da-unan.

10. Ar garantez évid ann nesa na c’houzan̄v két é vé gréad drouk d’ézhan̄. Ével-sé ar garan̄tez a zô al lézen holl. (M).

11. Gouzoud a réomp é tôsta ann amzer, hag eo deûed dijâ ann heur da zihuna eûz hor c’housk. Râk bréma eo tôstoc’h hor silvidigez égét pa hon eûz déraouet kridi.

12. Ann nôz a ia a-raok, hag ann deiz a dôsta. Dilézomb éta ôberiou ann dévalien, ha gwiskomb armou ar goulou.

13. Baléomp déréad ével ma réeur enn deiz. N’en em rôit kéd d’al lon̄tégez ha d’ar vézven̄ti, d’ar c’hadélez ha d’al lousdoni, d’ar strivou ha d’ann hérez ;

14. Hôgen gwiskit hon Aotrou Jésus-Krist, ha na gémérit kéd a bréder eûz hô kîk, ô walc’ha hé c’hoan̄tou.


————
XIV. PENNAD.


1. Digémérid ann hini a zô gwân er feiz, hép striva gan̄t-han̄ diwar-benn hé vénosiou.

2. Râg unan a gréd é hell dibri a bép trâ ; eunn all péhini a zô gwân er feiz, na zebr némét louzou.

3. Néb a zebr, na zisprijet két nép na zebr két ; ha nép na zebr két, na varnet két néb a zebr : râk Doué en deûz hé zigéméret.

4. Piou oud-dé, té, évit barnout gwâz eunn all ? Mar choum enn hé zâ, pé mar kouéz, kémen̄t-sé a zell oud hé Aotrou : hôgen choum a rai enn hé zâ, râg galloudek eo Doué évid hé zerc’hel stard.

5. Unan a laka kemm étré ann deisiou ; hag eunn all a varn in̄t kévatal. Ra rai pép-hini ével ma venn.

6. Ann hini a gemm ann deisiou, a gemm anézhô é gwél ann Aotrou. Ann hini a zebr a bép trâ, a zebr é gwél ann Aotrou, hag é trugaréka Doué ; ann hini na zebr két a bép trâ, na zebr két é gwél ann Aotrou, hag é trugaréka Doué.

7. Râg hini é-béd ac’hanomp na vév évit-han̄ hé-unan, nag hini é-béd ac’hanomp na varv évit-han̄ hé-unan.

8. Daoust pé é vévomp, évid ann Aotrou eo é vévomp ; daoust pé é varvomp, évid ann Aotrou eo é varvomp. Ével-sé ’ta, daoust pé é vévomp, daoust pé é varvomp, émomp bépréd d’ann Aotrou.

9. Râg évit-sé eo eo marô ar C’hrist hag eo saved a varô da véô ; évit kaout galloud war ar ré varô ha war ré véô.

10. Hôgen té, pérâg é varnez-té da vreûr ? Ha té, pérâg é tisprijez-té da vreûr ? Rag holl éz aimp dirak kador ar C’hrist.

11. Râk skrived eo : Béô ounn, émé ann Aotrou ; pép penn-glin a blégô dira-z-oun, ha pép téôd a ansavô ounn Doué.

12. Dré-zé pép-hini ac’hanomp a zistaolô koun̄t da Zoué évit-han hé-unan.

13. N’en em varnomp kéd éta mui ann eil égilé : hôgen ken̄toc’h barnit pénaoz na dléit két rei d’hô preûr eunn abeg a lamm pé a wall-skouér.

14. Mé a oar, hag é fisiann enn Aotrou Jézuz, pénaoz n’eûz nétrâ a zic’hlan anézhan̄ hé-unan, ha pénaoz n’eo dic’hlan néméd évid ann hini a venn é vé dic’hlan.

15. Hôgen mar doaniez da vreûr enn abek d’ar boéd, na valéez mui hervez ar garan̄tez. Na goll két enn abek d’az boéd ann hini évit péhini eo marô ar C’hrist.

16. Likid évez éta na vé lavaret drouk eûz hor mâd-ni.

17. Râk rouan̄télez Doué n’en em gav két enn dibri hag enn éva, hôgen er wirionez, er péoc’h hag é lévénez ar Spéred-San̄tel.

18. Râk néb a zervich ar C’hrist enn doaré-zé, a blîj da Zoué, hag a zô meûlet gan̄d ann dûd.

19. Dré-zé éta en̄klaskomp ar péz a zell ouc’h ar péoc’h, ha rôomp skouér-vâd ann eil d’égilé.

20. Na zispennit két ôber Doué enn abek d’ar boéd. Râk pép-trâ a zô glân ; hôgen fall eo da eunn dén dibri eûz a eunn dra, mar teû da rei gwall-skouér oc’h hé zibri.

21. Mâd eo na zebrfez kéd a gîk, ha na évfez kéd a wîn, na na rafez nétrâ a gémen̄t a hellfé lakaad da vreûr da gouéza, rei gwall skouér d’ézhan̄, pé hé lakaad da véza gwân.

22. Ha feiz éc’h eûs-té ? Az péz-hi enn-od da-unan dirâk Doué. Euruz ann hini n’en em varn két hé-unan er péz a venn béza mâd.

23. Hôgen ann hini a zô enn arvar, mar tebr, a vézô barnet ; ô véza né ra két hervez ar feiz. Râk kémen̄t trâ na véz két gréad hervez ar feiz, a zô péc’hed.


————

XV. PENNAD.


1. Béz’ é tléomb éta, nî péré a zô kréoc’h, skoazia gwanderiou ar ré ziners, ha na dléomp két klaskout hon dudi hon-unan.

2. Ra blijô pép-hini ac’hanoc’h d’hé nesa é kémen̄d a zô mâd, ha skouériuz évit-han̄.

3. Râg ar C’hrist n’en deûz két klasket hé zudi hé-unan, hôgen ével ma eo skrivet : Ann dismégan̄sou a zô bét gréad d’îd a zô kouézet war-n-oun.

4. Hôgen kémen̄d a zô skrivet, a zô skrivet évid hor c’hélenna, évit ma hor bézô ann espéran̄s, dré ann habaskded, ha dré fréalzidigez ar Skrituriou.

5. Doué ann habaskded hag ar fréalzidigez ra rôi d’é-hoc’h ar c’hrâs da véza unvanet ann eil gan̄d égilé hervez Jézuz-Krist :

6. Évit ma hellot gan̄d eunn hévélep kaloun, gan̄d eunn hévélep génou meûli Doué, ha Tâd hon Aotrou Jézuz-Krist.

7. Dré-zé en em zigémérit ann eil égilé, ével ma en deûz ar C’hrist hô tigéméret évit gloar Doué.

8. Râk lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz Jézuz-Krist, a zô bét ministr ann enwad évid ar wirionez eûz a Zoué, évit krétaat ar gér a oa bét rôed d’hon tadou.

9. É-ken̄ver ar Jen̄tiled, n’hô deûz da veûli Doué néméd diwar-benn hé drugarez, ével ma eo skrivet : Dré-zé, Aotrou, éc’h an̄savinn ac’hanod dirâg ar Jen̄tiled, hag é kaninn da hanô.

10. Hag é lavar adarré : En em laouénait, Jen̄tiled, gan̄d hé bobl.

11. Hag adarré : Jen̄tiled, meûlid Doué holl : pobled, énorit-hén̄ holl.

12. Hag Izaiaz a lavar ivé : Jessé a vézô ar c’hrisien, hag ann hini a zavô anézhi a rénô war ar Jen̄tiled, hag ar Jen̄tiled a espérô enn-han̄.

13. Doué ann espéran̄s r’hô kargô a bép lévénez hag a béoc’h ô kridi : évit ma kreskô hoc’h espéran̄s dré ners ar Spéred-San̄tel.

14. Évid-oun-mé, va breûdeûr, é ouzonn ervâd hag évit gwîr pénaoz oc’h leûn a garan̄tez hag a bép gwiziégez, enn hévélep doaré ma hellit en em gélenna ann eil égilé.

15. Koulskoudé, va breûdeûr, em eûz skrivet ann dra-man̄ gan̄d herder d’é-hoc’h, évid hép-kén hé zigas da goun d’é-hoc’h, hervez ar c’hrâs a zô bét gréad d’in gan̄d Doué ;

16. Da véza ministr Jézuz-Krist é-touez ar Jen̄tiled, ô san̄téla Aviel Doué, évit ma vézô digéméret gwéstl ar Jen̄tiled, ha ma vézô san̄télet gan̄d ar Spéred-San̄tel.

17. Béz’ é hellann éta en em veûli é Jézuz-Krist euz ar péz en deûz gréad Doué dré-z-oun.

18. Râk na grédfenn két komza d’é-hoc’h eûz ar péz n’en d’eûz ket gréat ar C’hrist dré-z-oun, évit lakaad ar Jen̄tiled da zen̄ti dré ar gér ha dré ann ôberiou ;

19. Dré ners ann arwésiou hag ar vurzudou, dré ners ar Spéred-San̄tel : enn hévélep doaré ma em eûz douget Aviel ar C’hrist eûz a Jéruzalem, oc’h ôber ann drô bétég ann Illiria.

20. Ével-sé n’em eûz két prézéget ann Aviel el lec’hiou é péré é oa bét anavézet hanô ar C’hrist, évit na zavchenn kéd eunn ti war ziazez eunn all : hôgen ével ma eo skrivet :

21. Ar ré da béré n’eo két bét diouganet, a wélô anézhan̄ ; hag ar ré n’hô doa két klévet méneg anézhan̄, a glévô anézhan̄.

22. Sé eo en déûz mired ouz-in aliez na’z ajenn d’hô kavout, ha mired ounn bét bété vréma.

23. Hôgen bréma, ô véza n’em eûz mui a léac’h da choum er vrô-man̄, ha gan̄d ar c’hoan̄t em eûz meûr a vloaz zô da von̄d d’hô kwélout ;

24. Pa’z inn da Spâñ, éc’h espérann hô kwélout ô von̄d é-biou, ha goudé béza choumet eunn nébeûd amzer gan-é-hoc’h, é teûoc’h d’am ambrouga bétég énô.

25. Bréma éz ann da Jéruzalem évit kâs eunn aluzen-bennâg d’ar zen̄t.

26. Râg ar ré eûz a Vasédonia hag eûz a Akaia hô deûz kavet-mâd rei lôd eûz hô madou d’ar béorien a zô é-touez ar zen̄t eûz a Jéruzalem.

27. Kémen̄t-sé hô deûz kavet-mâd ; ha dléourien in̄d d’ézhô. Râk ma hô deûz ar Jen̄tiled bét hô lôd é traou spéréduz ar Iuzevien, é tléon̄d ivé rei lôd d’ézhô eûz hô zraou kiguz.

28. Goudé éta em bézô gréat ar géfridi-zé, hag em bézô rannet ann aluzen-zé étré-z-hô, é tréméninn dré hô prô ô von̄d da Spâñ.

29. Hôgen mé a oar pénaoz pa’z inn d’hô kwélout, é teûinn gan̄t eur vennoz pûḻ a Aviel ar C’hrist.

30. Hô pidi a rann éta, va breûdeûr, dré hon Aotrou Jézuz-Krist, ha dré garan̄tez ar Spéred-San̄tel, ma skoaziot ac’hanoun dré ar pédennou a réod da Zoué évid-oun ;

31. Évit ma vézinn dieûbet eûz ar ré zifeiz a zô é Judéa, ha ma vézô digéméret mâd gan̄d ar zen̄t euz a Jéruzalem ar géfridi em eûz évit-hô ;

32. Évit ma’z inn d’hô kwélout gan̄t lévénez, mar d-eo ioul Doué, ha ma en em zizoaninn gan-é-hoc’h.

33. Ha Doué ar péoc’h ra choumô gan-é-hoc’h holl. Amen.


————
XVI. PENNAD.


1. Mé a erbéd d’é-hoc’h Foébé hor c’hoar, diagonez é Iliz Kén̄kréa ;

2. Évit ma tigémérot anézhi enn hanô ann Aotrou ével ma tléeur digéméroud ar zen̄t : ha ma kennerzot anézhi é kémen̄t trâ é hellfé kaoud ézomm ac’hanoc’h ; râg hî hé-unan é deûz ken-nerzet meûr a hini, ha mé va-unan.

3. Saludit Priska hag Akouila péré hô deûz labouret gan-en̄ évit servich Jézuz-Krist.

4. (Ar ré-zé hô deûz lékéad é gwall hô fennou évit va buez, ha né két mé hépkén a zô dléour d’ézhô, hôgen ivé Ilizou holl ar Jen̄tiled.)

5. Saludid ivé ann Iliz a zô enn hô zî. Saludit Épénétuz va miñoun ker, péhini a zô bét ar c’hen̄ta frouez eûz a Gristénien ann Azia.

6. Saludit Mari, péhini é deûz labouret kalz évid-hoc’h.

7. Saludit An̄dronikuz ha Junia, va c’héren̄t ha va c’hen-sklaved, péfé a zô brudet-mâd é-touez ann Ébestel ha péré a zô bét en em rôed d’ar C’hrist em raok.

8. Saludit Ampliaz a garann kalz enn Aotrou.

9. Saludit Urbanuz péhini en deûz labouret gan-én̄ évit Jézuz-Krist ; ha Stakiz va miñoun kér.

10. Saludit Apellez péhini a zô eunn dén a zoaré dirâg ar C’hrist.

11. Saludid ar ré eûz a dî Aristobuluz. Saludid Hérodion va c’hâr. Saludid ar ré eûz a di Narsissuz, péré a zô hor breûdeûr enn Aotrou.

12. Saludit Triféna ha Trifoza, péré a labour évit servich ann Aotrou. Saludit Persidez a garomp kalz, péhini é deûz labouret kalz évit servich ann Aotrou.

13. Saludit Rufuz péhini a zô dilennet gan̄d ann Aotrou, hag hé vamm, ha va hini.

14. Saludit Assinkrituz, Flégon, Hermaz, Patrobaz, Hermez, hag hor breûdeûr a zô gan̄t-hô.

15. Saludit Filologuz ha Julia, Néréuz hag hé c’hoar, hag Olimpiad, hag ann holl zen̄t a zô gan̄t-hô.

16. En em zaludit ann eil égilé gan̄d eunn af san̄tel. Holl Ilizou ar C’hrist a zalud ac’hanoc’h.

17. Hôgen hô pidi a rann, va breûdeûr, da ziwalloud oud ar ré péré a laka da zével strivou ha gwall-skouériou diwar benn ar gélénnadurez hoc’h eûz desket ; ha tec’hid diout-hô.

18. Râg ann dûd-zé na zervichon̄t két hon Aotrou Jézuz-Krist, hôgen servicha a réon̄t hô c’hov : ha gan̄t komsiou kaer ha gwén, é touellon̄t kalounou ar ré zizrouk.

19. Râg hô sen̄tidigez a zô anavézet dré holl. En em laouénaad a rann eûz a gémen̄t-sé évid-hoc’h ; hôgen mé a garré é vec’h fûr er mâd, ha didrôidel enn drouk.

20. Doué ar péoc’h ra vrévô Satan abarz-némeûr dindân hô treid. Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist ra vézô gan-é-hoc’h.

21. Timotéuz va eil, ha Lusiuz, ha Jazon, ha Sozipater, péré a zô kéren̄d d’in, a zalud ac’hanoc’h.

22. Mé hô salud é hanô ann Aotrou, mé Tersiuz péhini em eûz skrivet al lizer-man̄.

23. Kaiuz va hostiz, hag ann Iliz holl a zalud ac’hanoc’h. Érastuz tenzorier kéar, hag ar breûr Kwartuz a zalud ac’hanoc’h.

24. Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist ra vézô gan-é-hoc’h holl. Amen.

25. Gloar ra vézô d’ann hini en deûz ar galloud d’hô krévaat enn Aviel, hag é kélénadurez Jézuz-Krist a brézégann hervez diskleriadur ar mister a zô bét kuzet enn amzeriou tréménet,

26. Hag a zô bét dizôlôet bréma dré Skrituriou ar Broféded hervez gourc’hémenn ann Doué peûr-baduz, hag a zô anavézet gan̄d ann holl boblou, évit ma sen̄tin̄t oud ar feiz ;

27. Da Zoué péhini hép-kén a zô fûr, énor ha gloar dré Jézuz-Krist enn holl amzeriou. Amen.



————