Bibl/Lizer 1. d’ar Gorin̄tied.

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 568-584)



KENTA LIZER


SANT PAOL ABOSTOL


D’AR GORINTIED.


————


I. PENNAD.


1. Paol galvet Abostol Jézuz-Krist dré ioul Doué, ha Sosténez hé vreûr,

2. Da Iliz Doué a zô é Korin̄t, d’ar ré en deûz san̄télet Jézuz-Krist, hag en deûz galvet da véza sen̄t ; ha d’ar ré holl, e pé léac’h-bennâg ma’z in̄t, hag a c’halv hanô hon Aotrou Jézuz-Krist, péhini a zô hô Aotrou ével hon hini.

3. Ra zeûi d’é-hoc’h ar c’hrâs hag ar péoc’h digan̄d Doué hon Tâd, ha digan̄t Jézuz-Krist hon Aotrou.

4. Trugarékaad a rann va Doué bépréd évid-hoc’h, enn abek da c’hrâs Doué, en deûz rôed d’é-hoc’h é Jézuz-Krist ;

5. Eûz ann holl vadou a béré en deûz hô karget enn-han̄, eûz a bép gér, hag eûz a bép gwiziégez :

6. Ével ma eo krétéet testéni ar C’hrist enn-hoc’h.

7. Enn hévélep doaré na ziouérit grâs é-béd, ô véza war-c’héd eûz a ziskleriadur hon Aotrou Jézuz-Krist ;

8. Péhini a gen̄dalc’hô ac’hanoc’h hép gwall bétég ann divez, é deiz donédigez hon Aotrou Jézuz-Krist.

9. Doué, dré béhini oc’h bét galvet é kévrédigez hé vâb Jézuz-Krist hon Aotrou, a zô gwirion.

10. Hôgen hô pidi a rann, va breûdeûr, dré hanô hon Aotrou Jézuz-Krist, da gaoud holl eunn hévélep lavar, ha na vézet két a zizunvaniez étré-z-hoc’h : hôgen bézid unvan kévret enn eunn hévélep skian̄t, hag enn eunn hévélep ménoz.

11. Râk rôed eo bét da anaoud d’in, va breûdeûr, gan̄d ar ré eûz a di Kloé, pénaoz éz eûz strivou enn hô touez.

12. Ar péz a fell d’in da lavaroud eo, pénaoz pép-hini ac’hanoc’h a lavar : Évid-oun-mé a zô da Baol, ha mé da Apollo ; ha mé da Géfaz ; ha mé d’ar C’hrist.

13. Ha rannet eo ar C’hrist ? Ha Paol eo a zô bét lékéad oud ar groaz évid-hoc’h ? Pé badézet oc’h-hu bét é hanô Paol ?

14. Mé a drugaréka Doué ô véza n’em eûz badézet hini ac’hanoc’h, némét Krispuz ha Kaiuz :

15. Évit na lavarô dén pénaoz oc’h bét badézet em hanô.

16. Badézet em eûz c’hoaz ar ré eûz a di Stéfanaz : na ouzonn két em bé badézet hini all é-béd.

17. Râg ar C’hrist n’en deûz két va c’haset évit badézi, hôgen évit prézégi ann Aviel : nann é furnez ar gér, évit na vé két lékéad didalvez kroaz ar C’hrist.

18. Râg ar gér eûz ar groaz a zô follén̄tez évîd ar ré a ia da goll : hôgen évid ar ré a zô savétéet, da lavaroud eo évid-omp eo ners Doué.

19. Râk skrived eo : Kolla a rinn furnez ar ré fûr, ha disteûrel a rinn poell ar ré boellek.

20. Péléac’h éma ann dén-fur ? Péléac’h éma ar skrib ? Péléac’h éma en̄klasker ar béd-man̄ ? Ha n’en deûz kéd Doué lékéad da follen̄tez furnez ar béd-man̄ ?

21. Râk Doué ô wélout pénaoz ar béd gan̄d hé furnez n’en deûz kéd anavézet Doué enn hé furnez, a zô felled d’ézhan̄ savétei dré follen̄tez ar brézégen ar ré a grédfé enn-han̄.

22. Ar Iuzevien a c’houlenn arouésiou, hag ar Jen̄tiled a glask ar furnez :

23. Hôgen nî a brézeg ar C’hrist lékéad oud ar groaz : ar péz a zô eur gwall-skouér évid ar Iuzevien, hag eur follen̄tez évid ar Jen̄tiled ;

24. Ar C’hrist péhini eo ners Doué ha furnez Doué, d’ar ré a zô galvet Iuzevien ha Jen̄tiled ;

25. Râg ar péz a zô follen̄tez é Doué war hô ménoz, a zô furoc’h éget furnez ann dûd ; hag ar pez a zô gwander é Doué war hô ménoz, a zô kréoc’h éget ners ann dûd.

26. Sellit, va breûdeûr, oud hô kalvédigez ; nébeûd ac’hanoc’h a zô fûr hervez ar c’hîk, nébeud a zô galloudek, nébeûd a zô nobl.

27. Hôgen Doué en deûz dilennet a ré a zô foll hervez ar béd, évit mézékaad ar ré fûr ; Doué en deûz dilennet ar ré wân hervez ar béd, évit mézékaat ar ré gré.

28. Doué en deûz dilennet ar péz a ioa ann distéra hag ann displéta hervez ar béd, hag ar péz né oa nétrâ, évit kâs-da-nétra ar péz a ioa :

29. Évit na zeûjé nép dén da fougéa dira-z-han̄.

30. Dré énô eo oc’h lékéat é Jézuz-Krist, péhini a zô bét rôet gan̄d Doué d’é-omp évit béza hor furnez, hor gwirionez, hor san̄télédigez hag hon dasprénadurez ;

31. Évit, ével ma eo skrivet : Mar teû eur ré da fougéa, ra fougéô enn Aotrou.


————
II. PENNAD.


1. Évid-oun-mé, va breûdeûr, pa ounn deûet étrézég enn-hoc’h, évid diskleria d’é-hoc’h Aviel ar C’hrist, n’ounn kéd deûet gan̄t komsiou hélavar, gan̄t komsiou ar furnez.

2. Râk n’ouon kéd en em varnet gwiziek enn hô touez é nétrâ, néméd é-kén̄ver Jézuz-Krist, ha Jézuz-Krist staget oud ar groaz.

3. Hag é-pâd ounn bét enn hô touez, ounn bét bépréd er gwander, er spoun̄t hag er c’hrén.

4. Hag em c’homsiou, hag em prézégennou, n’ém eûz két lékéat geriou ken̄drec’huz furnez ann̄ dén, hôgen diskleriadur ar spéred hag ann ners ;

5. Évit n’en em gavô kéd hô feiz é furnez ann dûd, hôgen é ners Doué.

6. Hôgen nî a brezeg ar furnez d’ar ré zinam, nann furnez ar béd-man̄, na furnez prin̄sed ar béd-man, péré a ia é disman̄t :

7. Hôgen prézégi a réomp furnez Doué er mister, péhini a zô kuzet, hag en deûz ken̄d-dileûret Doué a-raog ann amzeriou évid hor gloar ;

8. Péhini n’eo bét anavézet gan̄d hini eûz a brin̄sed ar béd-man̄ : rak ma hô défé hé anavézet, n’hô défé biskoaz staged oud ar groaz Aotrou ar c’hloar.

9. Hôgen ével ma eo skrivet : Al lagad n’en deûz két gwélet, ar skouarn n’é deûz két klevet, kaloun ann dén n’é deûz két poellet ar péz en deûz aozed Doué évid ar ré a gâr anézhan̄.

10. Hôgen Doué en deûz hé ziskleriet d’é-omp dré hé Spéred. Râg ar Spéred a furch pép-trâ bétég ann traou douna eûz a Zoué.

11. Râk piou eûz ann dûd a oar ar péz a zô enn dén, néméd spéred ann dén, a zô enn-han̄ ? Ével-sé dén na anavez ar péz a zô é Doué, néméd Spéred Doué.

12. Hôgen nî, n’hon eûz két digéméret spéred ar béd, hôgen Spéred Doué, évit ma wézimp ar péz a zô rôed d’é-omp gan̄d Doué.

13. Ha nî a brézeg ann dra-zé, nann gan̄d ar geriou a zesk furnez ann dén, hôgen gan̄d ar ré a zesk ar Spéred, oc’h hévélébékaad gan̄t spéred ann traou spéréduz.

14. Hôgen ann dén anéval na hell kéd digéméroud ann traou a zeû eûz a Spéred Doué : râk follen̄tez in̄t évit-han̄, ha na hell két hô foella : râk enn eunn doaré spéréduz eo é tléeur hô ardamézi.

15. Hôgen ann dén spéréduz a varn pép-trâ : hag hén̄ n’eo barnet gan̄d dén.

16. Râk piou a anavez mennoz ann Aotrou, ha piou a hell hé gélenna ? Hôgen nî hon eûz mennoz ar C’hrist.


————
III. PENNAD.


1. Évid-oun-mé, va breûdeûr, n’em eûz két gellet komza ouz-hoc’h ével out tûd spéréduz, hôgen ével out bugaligou er C’hrist.

2. Rôed em euz d’é-hoc’h léaz da éva, ha n’em eûz két rôed a voéd ; râk na hellec’h kéd dibri : na na hellit két bréma ; rak tûd kiguz oc’h c’hoaz.

3. Râk pa éz euz étre-z-hoc’h hérez ha strivou, ha n’oc’h-hu két tûd kiguz, ha na gerzit-hu két hervez ann dén ?

4. Ha pa lavar unan : Mé a zô da Baol ; hag eunn all : Mé a zô da Apollo, ha n’oc’h-hu két tûd kiguz ? Piou éta eo Paol, ha piou eo Apollo ?

5. Servicherien in̄t d’ann hini é péhini hoc’h eûz krédet, ha pép-hini hervez ar péz a zô bét rôed d’ézhan̄ gan̄d Doué.

6. Mé em eûz plan̄tet, Apollo en deûz douret : hôgen Doué eo en deûz rôed ar c’hrésk.

7. Ével-sé ann hini a blan̄t n’eo nétrâ, kennébeût hag ann hini a zoura ; hôgen Doué péhini a rô ar c’hrésk.

8. Hôgen ann hini a blan̄t, hag ann hini a zoura n’in̄t néméd unan ; ha pép-hini en dévézô hé c’hôbr hé-unan, hervez hé labour.

9. Râk nî a zô ken-ôberourien Doué ; ha c’houi a zô ar park a c’hounid Doué, ann tî a zav Doué.

10. Hervez ar c’hrâs en deûz rôed Doué d’in, ével eur penn-masouner fûr em eûz taoled ann diazez : eunn all a vasoun war-c’horré. Hôgen gwélet pép-hini pénaoz é vasounô war-c’horre.

11. Râk dén na hell lakaad diazez all é-béd, néméd ann hini a zô lékéat, péhini eo Jézuz-Krist.

12. Mar masoun eur ré war ann diazez-zé aour, arc’han̄t, mein skéduz, koat, foenn, kôlô ;

13. Labour pép-hini a vézô anat : râk deiz ann Aotrou hel lakai da véza skléar, ô véza ma vézô dizôlôet gan̄d ann tân : hag ann tân a ziskouezô pétrâ é vézô labour pép-hini.

14. Mar choum héb béza devet al labour en dévézô savet unan-bennâg, hé-man̄ en dévézô gôbr.

15. Mar d-eo devet labour eur ré, é c’houzan̄vô ar c’holl : hôgen hén̄ a vézô salvet, ével ô tréménout dré ann tân.

16. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz oc’h templ Doué, ha Spéred Doué a choum enn-hoc’h ?

17. Hôgen mar teû eur ré da zaotra templ Doué, Doué her c’hollô. Râk templ Doué a zô san̄tel, ha c’houi eo a zô ann templ-zé.

18. N’en em douellet dén hé-unan : mar d-eûz hini enn hô touez hag ha grédfé béza fûr hervez ar béd-man̄, ra zeûi foll évit ma teûi fûr.

19. Râk furnez ar béd-man̄ a zô follen̄tez dirak Doué ; ével ma eo skrivet : Mé a zalc’hô ar ré fûr enn hô follen̄tez.

20. Ha c’hoaz : Ann Aotrou a anavez ménosiou ar ré fûr, hag a oar pénaoz in̄t gwân.

21. Na fougéet éta dén enn dûd.

22. Râk pép-trâ a zô d’é-hoc’h, pé Paol, pé Apollo, pé Réfaz, pé ar béd, pé ar vuez, pé ar marô, pé ann traou a-vréma, pé ann traou da-zon̄t : pép-trâ a zô d’é-hoc’h ;

23. Ha c’houi a zô d’ar C’hrist, hag ar C’hrist a zô da Zoué.


————
IV. PENNAD.


1. Ra zellô ann dûd ac’hanomp ével ministred ar C’hrist, ha darnaouerien misteriou Doué.

2. Ar péz a glaskeur enn darnaouerien, eo ma vézin̄t kavet féal.

3. Évid-oun-mé na gémérann kéd a bréder da véza barnet gan-é-hoc’h, na gan̄d dén é-béd : na grédann két zô-kén en em varna va-unan.

4. Râk pétrâ-bennâg na rébech va c’houstian̄s nétrâ d’in, n’ounn két didamallet évit kémen̄t-sé ; hôgen ann Aotrou eo eo va barner.

5. Râk-sé na varnit két abarz ann amzer, kén na zeûi ann Aotrou, péhini a sklerai ar péz a zô kuzet enn dévalien, hag a zizôlôi ménosiou ar c’halounou : ha neûzé pép-hini en dévézô hé veûleûdi digan̄d Doué.

6. Hôgen kémen̄t-sé em eûz diskleriet em hanô, hag é hanô Apollo, enn abek d’é-hoc’h ; évit ma teskot dré-z-omp na dléit két menna enn tû all d’ar péz a zô skrivet ; ha na zeûi dén, évid en em staga oud eur ré, d’en em c’houéza a-éneb eunn all.

7. Râk piou a zishével ac’hanod ? Pétrâ éc’h eûz-té ha na vé két rôed d’îd ? Hôgen mar d-eo bét rôed d’îd, pérâg é fougéez-té, ével pa né vé két bét rôed d’îd ?

8. A-walc’h hoc’h eûz dijâ, pinvidik oc’h dijâ ; réna a rit hép-z-omp-ni : ha plijét gan̄d Doué é rénfac’h, évit ma rénfemb ivé gan-é-hoc’h.

9. Râk mé a gréd pénaoz Doué a ziskouéz ac’hanomp-ni Ébestel ével ar ré zivéza, ével ar ré a zô barned d’ar marô, oc’h hol lakaad da arvest d’ar béd, d’ann Éled ha d’ann dûd.

10. Nî a zô foll enn abek d’ar C’hrist ; hôgen c’houi a zô fûr er C’hrist : nî a zô gwân, c’houi a zô kré : c’houi a zô prizet, ha nî a zô disprizet.

11. Bété vréma hon eûz naoun ha sec’hed, omb enn noaz ha gôlôed a daoliou : dibosteg omp ;

12. Laboura a réomp gan̄d hon daouarn : milliged omp, ha nî a vennig ; heskined omp, ha nî a c’houzan̄v ;

13. Kunuc’het omp, hag é pédomp : deûed omp ével karz ar béd-man̄, ével ar skubien a zô taoled er-méaz gan̄d ann holl.

14. Né kéd évit mézékaad ac’hanoc’h é skrivann ann dra-man̄, hôgen évid hô kélenna ével va mipien karet meûrbéd.

15. Râk ha pa hô pé dék mil mestr er C’hrist, n’hoc’h eûz két koulskoudé meûr a dâd. Râk mé eo em eûz hô kanet é Jézuz-Krist dré ann Aviel.

16. Hô pidi a rann éta da gémérout skouér diouz-in, ével ma kémérann skouér diouc’h ar C’hrist.

17. Dré-zé eo em euz kazed d’é-hoc’h Timotéuz, péhini a zô va mâb kér, ha féal enn Aotrou ; évit ma tigasô da goun d’é-hoc’h ann doaré é péhini é vévann é Jézuz-Krist, hervez ar péz a gélennann dré-holl enn holl ilizou.

18. Béz’ éz eûz enn hô touez lôd péré a zô c’houézet, ével pa na dléfenn mui mon̄d d’hô kwélout.

19. Mon̄d a rinn koulskoudé d’hô kwélout abarz némeûr, mar béz ioul ann Aotrou : hag éc’h anavézinn nann al lavar eûz ar ré a zô c’houézet, hôgen hô galloud.

20. Râk rouan̄télez Doué n’éma kéd el lavar, hôgen er galloud.

21. Pétrâ a fell d’é-hoc’h ? Ha mon̄d a rinn-mé d’hô kavout gan̄d eur wialen, pé gan̄t karan̄tez, ha gan̄d eur spéred a gun̄vélez ?


————
V. PENNAD.


1. Klevoud a réeur éz eûz enn hô touez gadélez, hag eunn hévélep gadélez n’euz két biskoaz gwélet hén̄vel é-touez ar Baganed, béte ma teû unan ac’hanoch da walla grég hé dâd.

2. Ha c’hoaz oc’h c’houézet : hag enn-énep n’hoc’h eûz két skuḻet daérou, évit ma vézô tennet euz hô touez ann hini en deûz gréad ann dra-zé.

3. Évid-oun-me ô véza ezvézan̄d a gorf, hôgen bézan̄d a spéred, em eûz barnet dijâ, ével bézan̄d,

4. Pénaoz, c’houi ha va spéred ô véza strollet kévret, é hanô hon Aotrou Jézuz-Krist, ann hini en deûz gréad ann dra-zé, a vézô, dré c’halloud hon Aotrou Jézuz,

5. Lékéad ével-sé étré daouarn Satan, évid dispenna hé gîk, ha ma vézô salved hé éné é deiz hon Aotrou Jézuz-Krist.

6. Né két mad hô fougé. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz eunn nébeût goell a laka da c’hôi ann toaz holl ?

7. Karzid ar goell kôz, évid ma viot eunn toaz nevez, ével ma’z oc’h bara dic’hoell. Râg ar C’hrist hor Pask-ni a zô bét lazet.

8. Râk-sé gréomp lîd, nann er goell kôz hag é goell ann drougiez hag ar fallagriez, hôgen er bara dic’hoell ann éeunder hag ar wirionez.

9. Skrived em eûz d’é-hoc’h enn eul lizer : N’en em veskit két gan̄d ar c’hadaled.

10. Na fell kéd din komza eûz a c’hadaled ar béd-man̄, nag eûz ar ré bîz, nag eûz ar skraperien, nag eûz ar ré a azeûl ann idolou : anéz é vijé réd d’é-hoc’h mon̄d er-méaz eûz ar béd-man̄.

11. Hôgen bréma em eûz skrived d’é-hoc’h n’en em veskit két, mar béz unan eûz ar ré a hanvit hô preûdeûr hag a vé gadal, pé bîz, pe azeûler ann idolou, pé drouk-komzer, pe vezvier, pé skraper ; na zebrit két gan̄d eunn hévélep dén.

12. Râk pérâg é varnfenn-mé ar ré a zô er-méaz eûz ann Iliz ? Ha né kéd ar ré a zô ébarz a hellid da varnout ?

13. Doué a varnô ar ré a zô er-méaz. Hôgen c’houi, distaolit ar fallagr-zé euz hô touez.


————
VI. PENNAD.


l. Ma en défé unan ac’hanoc’h eur striv oud eunn all, hag hén̄ a gretté hé c’hervel é barn dirâg ar ré fallagr ha nann dirâg ar ré zen̄t ?

2. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz ar Zen̄t a varnô ar béd-man̄ ? Ha mar d-eo dré-z-hoc’h é vézô barnet ar béd, ha didalvoudeg oc’h-hu é-kén̄ver barnout traou distéroc’h ?

3. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz é varnimp ann Éled hô-unan ; ken̄t-sé traou ar béd-man̄ ?

4. Ma hoc’h eûz éta eunn dra bennâg da varnout é-kén̄ver traou ar béd-man̄, kémérid évid hé varnout ar ré zistéra eûz ann Iliz.

5. Enn hô méz hel lavarann d’é-hoc’h. Ha n’eûs-hén̄ kéd enn hô touez eunn dén fûr-bennâg, hag a hellfé béza barner étré hé vreûdeûr ?

6. Hôgen ar breûr a vreûta a-éneb hé vreûr ; ha c’hoaz dirâg ann dûd diskrédik.

7. Eur péc’hed eo dijâ enn hô touez, ô véza ma hoc’h eûz breûdou ann eil ouc’h égilé. Pérâk na zigémérit-hu két ken̄toc’h ar gunuc’hen ? Pérâk na c’houzan̄vit-hu két ken̄toc’h ann touellérez ?

8. Hôgen c’houi eo a ra kunuc’hen ha touellérez, ha c’hoaz é-kén̄ver hô preûdeûr.

9. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz ar ré zisgwirion na biaouin̄t két rouan̄télez Doué ? Na faziit két : Nag ar c’hadaled, nag ann idolatred, nag ann avoultrerien,

10. Nag ar ré a ra louzdôni gan̄t-hô hô-unan, nag ar ré a ra louzdôni étré goazed, nag al laéroun, nag ar ré bîz, nag ar vezvierien, nag ann drouk-komzerien, nag ar skraperien, na biaouin̄t két rouan̄télez Doué.

11. Ha lôd ac’hanoc’h a zô bét ével-sé ; hôgen gwalc’het oc’h bét, san̄télet oc’h bét, didamallet oc’h bét, enn hanô hon Aotrou Jésuz-Krist, ha dré Spéred hon Doué.

12. Pép-trâ a zô aotréed d’in, hôgen pép-trâ n’eo két talvouduz. Pép-trâ a zô aotréed d’in, hôgen n’en em likiinn dindân galloud nétrâ.

13. Ar boéd a zô évid ar c’hôv, hag ar c’hôv évid ar boéd ; hôgen Doué a gasô-da-nétra ann eil hag égilé. Ar c’horf n’eo kéd d’ar c’hadélez, hôgen d’ann Aotrou ; hag ann Aotrou a zô d’ar c’horf.

14. Râg ével en deûz Doué dazorc’het ann Aotrou, é tazorc’hô ivé ac’hanomp dré hé ners.

15. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz hô korfou a zô izili ar C’hrist ? Ha diframma a rinn éta hé izili d’ar C’hrist, évid hô lakaad da véza izili eur c’hrek fall ? Doué ra virô.

16. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz néb en em unvan gan̄d eur c’hrek fall, a zeû da véza eunn hévélep korf gan̄t-hi ? Râk, émé ar Skritur, daou é vézin̄t enn eur c’hîk hép-kén.

17. Hôgen néb en em unvan gan̄d ann Aotrou, a zô eur spéred hép-kén gan̄t-han̄.

18. Tec’hid diouc’h ar c’hadélez. Kémen̄t péc’hed all a ra ann dén a zô er-méaz eûz ar chorf : hôgen néb a ra gadélez a bec’h a-éneb hé gorf hé-unan.

19. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz hô korf a zô templ ar Spéred-San̄tel, pehini a zô enn-hoc’h, péhini a zô bét rôed d’é-hoc’h gan̄d Doué, ha pénaoz n’oc’h mui d’é-hoc’h hoc’h-unan ?

20. Râg gan̄d eûr c’houst brâz oc’h bét prénet. Meûlid éta ha dougid Doué enn hô korf.


————
VII. PENNAD.


1. Hôgen diwar-benn ar péz hoc’h eûz skrived d’in : Mâd eo d’ann dén na stokfé kéd oud ar c’hrég.

2. Koulskoudé gan̄d aoun râg ar c’hadélez, ra vévô péb ozac’h gan̄d hé chrég, ha pép grég gan̄d hé ozac’h.

3. Ra rôi ann ozac’h ar péz a dlé d’hé c’hrég ; hag ivé ar c’hrég ar péz a dlé d’hé ozac’h.

4. Korf ar c’hrég n’éma kéd enn hé galloudégez hé-unan, hôgen é hini hé ozac’h. Enn hévélep doaré korf ann ozac’h n’éma kéd enn hé c’halloudégez hé-unan, hôgen é hini hé c’hrég.

5. N’en em douellit kéd ann eil égilé, néméd gan̄t grâd-vâd ann eil égilé évid eunn amzer, évid en em rei d’ar béden : ha goudé distrôid adarré d’ann hévélep trâ, gan̄d aoun na zeûfé Satan d’hô tempti enn abek d’hô kadélez.

6. Hôgen kémen̄t-sé a lavarann d’é-hoc’h ével eunn aotré, ha nann ével eur gourc’hémenn.

7. Râk mé a garré é vec’h holl ével-d-oun va-unan : hôgen pép-hini en deûz hé rô hé-unan digan̄d Doué, unan ével-henn, égilé ével-sé.

8. Lavaroud a rann koulskoudé d’ar ré n’in̄t kéd dimézet, ha d’ann in̄tan̄vien, pénaoz eo mâd d’ézhô choum ével-sé, é-c’hîz ma rann va-unan.

9. Ma na hellon̄t két en em virout, priétaen̄t : râg gwell eo priétaat, égét leski.

10. Hôgen d’ar ré a zô dimézet é c’hourc’hemennann, nann ac’hanoun va-unan, hôgen a berz ann Aotrou, na guitai kéd ar c’hrég hé ozac’h :

11. Mar kuita anézhan̄, choumet dizémez, pé en em unvanet a-nevez gan̄d hé ozac’h. Hag ann ozac’h na zilézet kéd hé c’hrég.

12. É-kén̄ver ar ré all, né kéd ann Aotrou, hôgen mé eo a lavar, pénaoz ma en deûz eur breûr eur c’hrég difeiz, ha mar grata hou-man̄ choum gan̄t-han̄, na zilézet kéd anézhi :

13. Ha ma é deûz eur c’hrég féal eunn ozac’h difeiz, ha mar grata hé-man̄ choum gan̄t-hi, na zilézet kéd anézhan̄.

14. Râg ann ozac’h difeiz a zô san̄télet gan̄d ar c’hrég féal ; hag ar c’hrég difeiz a zô san̄télet gan̄d ann ozac’h féal : anéz hô pugalé a vijé dic’hlan, é léac’h ma in̄t sen̄t bréma.

15. Mar fell da eunn dén difeiz mon̄t-kuît, ra’z ai kuît : râg eur breûr pé eur c’hoar ne két kabestret enn darvoud-zé : hôgen Doué en deûz hor galvet évit béva é péoc’h.

16. Râg gouzoud a réz-té, grég, ha na zavétei kéd da ozac’h ? Ha gouzoud a réz-té, ozac’h, ha na zavétei kéd da c’hrég ?

17. Hôgen ra vévô pép-hini hervez ma eo bét mennet gan̄d ann Aotrou hervez ma eo bét galvet gan̄d Doué da ôber, hag ével ma em eûz kélennet enn holl Ilizou.

18. Ha galved eo d’ar feiz eunn dén trô-drouc’het ? N’en em ziskouézet két ével eunn dén ha na vé két bét trô-drouc’het. Ha galved eo héb béza trô-drouc’het ? Na lakaet kéd hé drô-drouc’ha.

19. Ann trô-drouc’h n’eo nétrâ ; hag ann didro-drouc’h n’eo nétrâ : hôgen miridigez gourc’hémennou Doué.

20. Ra joumô pép-hini er stâd ma édo pa eo bét galvet gan̄d Doué.

21. Ha sklâv oud bét galvet ? N’en em nec’h kéd eûz a gémen̄t-sé : hôgen ha pa hellfez don̄d da véza dieûb, ra dalvézô muioc’h d’îd.

22. Râg ann hini a zô galvet enn Aotrou, hag hén̄ sklâv, a zeû da fran̄k d’ann Aotrou : hag enn hévélep doaré ann hini a zô galvet, hag hén dieûb, a zeû da sklâv d’ar C’hrist.

23. Enn eur c’houst brâz oc’h prénet, na zeûit kéd da sklaved d’ann dûd.

24. Ra joumô éta, va breûdeûr, pép-hini dirâk Doué, er stâd é péhini eo bét galvet.

25. É-kén̄ver ar ré-werc’h n’em eûz két bét a c’hourc’hémenn digan̄d ann Aotrou : hôgen chétu ann ali a rôann, ével eunn dén feal d’ann Aotrou, dré ann trugarez en deûz gréad d’in.

26. Mé a gréd éta pénaoz eo mâd ann dra-zé enn abek d’ann ézommou a vréma, ô véza ma eo mâd d’ann dén béza ével-sé.

27. Hag éréed oud ouc’h eur c’hrég ? Na glask kéd en em ziéréa. Ha n’oud-dé kéd éréed ouc’h eur c’hrég ? Na glask kéd a c’hrég.

28. Hôgen mar kémérez eur c’hrég, na béc’hez két : ha mar timez eur plac’h, na bec’h kéd ivé ; hôgen gouzan̄vi a rain̄t gloasiou enn hô c’hîk. Ha mé a garré hô fellaad diouz-hoc’h.

29. Ann dra-man̄ éta a lavarann d’é-hoc’h, va breûdeûr : Berr eo ann amzer ; hag ével-sé, ar ré zô-kén̄ hô deûz gragez, ra vézin̄t ével pa n’hô défé két :

30. Ar ré a wél, ével pa na wélfen̄t két ; ar ré a laouéna, ével pa na laouénafen̄t két : ar ré a brén, ével pa na biaoufen̄t két :

31. Hag ar ré en em zervich eûz ar béd-man̄, ével pa n’en em zervichfen̄t kéd anézhan̄ ; râk doaré ar béd-man̄ a drémen.

32. Évid-oun-mé a garré é vec’h dizoan. Ann hini a zô hép grég, a zô prédériuz eûz ann traou a zell ouc’h ann Aotrou, hag eûz ar péz a dlé da ôber évit plijoud da Zoué.

33. Hôgen ann hini a zô gan̄d eur c’hrég, a zô prédériuz eûz ann traou a zell ouc’h ar béd, hag eûz ar péz a dlé da ôber évit plijoud d’hé c’hrég ; hag ével-sé eo rannet.

34. Enn hévélep doaré eur c’hrég dizémez hag eur werc’hez a venn enn traou a zell ouc’h ann Aotrou, évit ma vézô san̄tel a gorf hag a spéred. Hôgen ann hini a zô dimézet, a venn enn traou a zell ouc’h ar béd, hag ouc’h ar péz a dlé da ôber évit plijoud d’hé ozac’h.

35. Hôgen ann dra-man̄ a lavarann d’é-hoc’h évit hô mâd : nann évid aoza lindagou d’é-hoc’h, hôgen évid hô tougen d’ar péz a zô déréad, hag a rôi d’é-hoc’h ar galloud da bidi ann Aotrou héb harz é-béd.

36. Mar kréd unan-bennâg é vé eunn dismégan̄s évit-han̄, é trémenfé hé verc’h bâr ann oad dizémez, hag é vé réd hé dimézi : graet ével ma karô ; na béc’hô két, mar timéz-hî.

37. Hôgen ann hini n’en deûz ézomm é-béd, hag a hell ôber ar péz a gâr, hag a gémer eur ménoz stard enn hé galoun, hag a varn enn-han̄ hé-unan é tlé miroud hé verc’h dizémez, a ra ervâd.

38. Ével-sé ann hini a ziméz hé verc’h a ra ervâd : hag ann hini na ziméz kéd anézhi, a ra c’hoaz gwell.

39. Ar c’hrég a zô éréed oud al lézen, é keid amzer ma eo béô hé ozac’h : hôgen mar teû hé ozac’h da vervel, eo diéréet ; dimizi a ra gan̄t néb a gar ; koulskoudé hervez ann Aotrou.

40. Hôgen eurusoc’h é vézô mar choum ével ma lavarann d’ézhi : râk mé a gréd pénaoz em eûz ivé Spéred Doué.


————
VIII. PENNAD.


1. É-kén̄ver ar gigou a zô bét lazet dirâg ann idolou, gouzoud a réomp pénaoz hon eûz holl gwiziégez a-walc’h. Ar wiziégez a c’houéz, hôgen ar garan̄tez a vasoun.

2. Mar menn eur ré é oar eunn dra, na anavez két c’hoaz zô-kén pénaoz eo réd é oufé.

3. Hôgen mar kâr eur ré Doué, hennez a zô anavézet gan̄t-han̄.

4. É-kén̄ver éta ar boédou a lazeûr dirâg ann idolou, éc’h ouzomp pénaoz eunn idol n’eo nétrâ er béd, ha pénaoz n’eûz Doué all é-béd, néméd eunn Doué hép-kén.

5. Râk pétrâ-bennâg ma éz eûz hag a zô hanvet douéou, pé enn én̄v, pé war ann douar (hag éz eûz ével-sé meûr a zoué ha meûr a aotrou),

6. Koulskoudé n’eûz évid-omp néméd eunn Doué hép-kén, ann Tâd, a béhini é teû pép-trâ, ha péhini en deûz hor gréad évit-han̄ ; hag eunn Aotrou hép-kén, Jézuz-Krist, dré béhini eo bet gréat pép-trâ, ha ni ivé dré-z-han̄.

7. Hôgen ann holl n’hô deûz kéd ar wiziégez. Râk béz’ éz eûz tûd hag a zebr kigou kinniged d’ann idolou, ô kridi bété vréma pénaoz ann idol a zô eunn dra : hag hô c’houstian̄s, ô véza gwân̄, a zô saotret.

8. Né kéd ar boéd hol laka da véza hétuz da Zoué : râk mar tebromp, n’hor bézô két muioc’h ; ha ma na zebromp két, n’hor bézô két nébeûtoc’h.

9. Hôgen likid évez na vé hô fran̄kiz eunn abek a lamm évid ar ré wân.

10. Râk mar gwél unan eûz ar ré-man̄ unan-bennâg eûz ar ré wiziek, azézed ouc’h taol é templ ann idolou, ha na vézô kéd douget, hén̄ péhini en deûz eur goustian̄s wân, da zibri ivé eûz ar c’hîk kinniged d’ann idolou ?

11. Ha na vézô ket kollet dré da wiziégez eur breûr gwân, évit péhini eo marô ar C’hrist ?

12. Ével-sé ô péc’hi a-énep hô preûdeûr, hag ô c’hlaza hô c’houstian̄s wân, é péc’hid a-éneb ar C’hrist.

13. Mar teû éta va boéd da rei gwall-skouér d’am breûr, na zebrinn mui bikenn a gîk, gan̄d aoun na rôjenn gwall-skouér d’am breûr.


————
IX. PENNAD.


1. Ha n’ounn-mé két fran̄k ? Ha n’ounn-mé ked Abostol ? Ha n’em eûz két gwélet Jézuz-Krist hon Aotrou ? Ha n’oc’h-hu két c’houi va ôber enn Aotrou ?

2. Ha ma n’ouon kéd Abostol é-kén̄ver ar ré all, éz ounn diana enn hô kén̄ver ; râk c’houi a zô siel va Abostoliez enn Aotrou.

3. Chétu va difenn oud ar ré a damall ac’hanoun.

4. Ha n’hon eûz-ni kéd ar gwîr da zibri ha da éva ?

5. Ha n’hon eûz-ni kéd ar gwîr da gâs gan-é-omp dré-holl eur vaouez hag a vé hor c’hoar é Jézuz-Krist, ével ma râ ann Ébestel all ; breûdeûr ann Aotrou, ha Kéfaz ?

6. Ha n’eûz néméd-oun, ha Barnabaz, a gémen̄t n’hor bé kéd ar gwîr da ôber ével-sé ?

7. Piou a ra népred ar brézel diwar hé goust ? Piou a blan̄t eur winien, ha na zebr kéd euz hé frouez ? Piou a gâs ar saoud da beûri, ha na év kéd eûz hô léaz ?

8. Hag hervez ann dén eo é lavarann kémen̄t-man̄ ? Ha n’hel lavar kéd ivé al lézen ?

9. Râk skrived eo é lézen Moizez : Na éréot kéd hé c’hénou d’ann éjenn a zô ô tourna. Ha prédéria a ra Doué ann éjenned ?

10. Ha né két ken̄toc’h évid-omp en deûz lavared ann dra-zé ? Râg évid-omp-ni eo bét skrivet pénaoz néb a gas ann alar a dlé arat gan̄d eunn espéran̄s-bennâg, ha néb a zourn a dlé dourna gan̄d espéran̄s da gaoud hé lôd.

11. Mar hon eûz hadet madou spéréduz enn-hoc’h, hag eunn dra vrâz eo é védfemp eûz hô madou kiguz ?

12. Mar teû ré all da zével ar gwîr-zé war-n-hoc’h, pérak na rajemp-ni két ken̄toc’h ? Hôgen n’omp kéd en em zervichet euz ar gwîr-zé, hag hon eûz gouzan̄vet pép-trâ, évit na rôjemp gwall skouér é béd da Aviel ar C’hrist.

13. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz ar ré a labour enn templ, a zebr eûz ar péz a zô kinniget enn templ ; hag ar ré a zervich ann aoteriou hô deûz hô lôd enn aoteriou ?

14. Ével-sé ann Aotrou en deûz gourc’hemenned d’ar ré a brézeg ann Aviel, béva diouc’h ann Aviel.

15. Hôgen mé n’ounn kéd en em zerviched eûz ar gwiriou-zé. Ha na skrivann kéd ann dra-man̄ d’é-hoc’h évit ma vézin̄t rôed d’in : râg gwell é vé gan̄-én̄ mervel, égét koll ar gloar enn abek da unan-bennâg.

16. Râk mar prézégann ann Aviel, né kéd d’in ar c’hloar, râk da gémen̄t-sé ounn dalc’het. Ha gwâ mé, ma na brézégann kéd ann Aviel.

17. Ma her grann a-galoun-vâd, em bézô gôbr : hôgen ma her grann gan̄d hérez, né rann néméd darnaoui ar péz a zô bét fisiet enn-oun.

18. Pénaoz é kavinn éta va gôbr ? O prézégi ann Aviel, enn hévélep doaré ma hé brézéginn hép mizou, hag hép gwall-ôber eûz ar galloud em eûz ô prézégi ann Aviel.

19. Râk ô véza dieûb é-kén̄ver ann holl, ounn en em lékéad da sklâv d’ann holl, évit gounid kalz a dûd.

20. Ével eur Iuzéô ounn en em lékéat é-touez ar Iuzevien, évit gounid ar Iuzevien.

21. É-touez ar ré a zô dindân al lézen, ounn en em lékéad ével pa vijenn dindân al lézen (pétrâ-bennâg na oann két dindân al lézen), évit gounid ar ré a ioa dindân al lézen. É-touez ar ré a ioa hép lézen, ounn en em lékéad ével pa vijenn hép lézen (pétrâ-bennâg m’am boa eul lézen dirâk Doué, ô véza m’am boa lézen ar C’hrist), évit gounid ar ré a ioa hép lézen.

22. Gwân ounn en em lékéat gan̄d ar ré wân, évit gounid ar ré wân. Holl ounn en em lékéad d’ann holl, évit savétei ann holl.

23. Hôgen kémen̄t-sé a rann évid ann Aviel, évit m’am bézô va lôd er péz a ziougann.

24. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz pa rédeur enn eunn dachen, ann holl a réd, hôgen unan hép-kén a c’hounid ar gôbr ? Rédid éta évid hé c’hounid.

25. Hôgen ar ré holl a striv enn dachen, a ziouer pép-trâ : ha kémen̄t-sé évit kaoud eur gurunen vreinuz ; ha nî a c’héd unan divreinuz.

26. Évid-oun-mé a réd, nann ével diouc’h ann darvoud : striva a rann, nann ével ma skôfenn enn éar.

27. Hôgen kastiza a rann va c’horf, hag hel lakaann da véza sklâv, gan̄d aoun goudé béza prézégét d’ar ré all, na zeûfenn da véza kollet va-unan.


————
X. PENNAD.


1. Hôgen na vennann két, va breûdeûr, é vec’h hep gouzout pénaoz hon tadou a zô bét holl dindân ar goabren, ha pénaoz hô deûz holl treûzet ar mor Rûz ;

2. Pénaoz in̄t bét holl badézet dindân rén Moizez, er goabren hag er môr :

3. Pénaoz hô deûz holl debret eûz a eunn hévélep kîk spéréduz ;

4. Ha pénaoz hô deûz holl évet eûz a eunn hévélep dour spéréduz (râg éva a réan̄d dour eûz ar méan spéréduz a iéa war hô lerc’h ; hag ar méan-zé a oa ar C’hrist) :

5. Hôgen nébeûd eûz al lôd brâz anézhô a zô bét hétuz da Zoué ; râk hogos holl é oen̄t diskaret enn distrô.

6. Hôgen kémen̄t-sé a zô bét eur skeûden ac’hanomp, évit n’en em rôimp kéd d’ar gwall-ioulou, ével ma in̄t en em rôet.

7. Évit na zeûimp kéd da idolatred ével lôd anézhô, diwar-benn péré eo skrivet : Ar bobl a azézaz évid dibri hag éva, hag é savchon̄t évit c’hoari.

8. Évit na raimp kéd a c’hadéléz, ével ma réaz lôd anézhô, eûz a béré é kouézaz marô enn eunn dervez tri mil war-n-ugen̄t.

9. Évit na demptimp kéd ar C’hrist, ével ma temptaz lôd anézhô, péré a oé lazet gan̄d ann aéred.

10. Évit na zôroc’hot két, ével ma soroc’haz lôd anézhô, péré a oé lazet gan̄d ann éal gwaster.

11. Hôgen kémen̄t-sé holl a c’hoarvézaz gan̄t-hô dré skeûden ; ha skrivet in̄t bét évid hor c’hélenna, nî péré a zô deûet é divez ann amzeriou.

12. Râk-sé néb a venn béza enn hé zâ, lakaed évez da gouézché.

13. N’hoc’h eûz bét c’hoaz némét temptasionou ével m’hô deûz ann dûd : hôgen Doué a zô féal, ha na c’houzan̄vô két é vec’h temptet enn tû all d’hô ners ; hôgen lakaad a rai da zon̄d eûz ann demptasion eur gounid évid-hoc’h, hag évid hô ken̄derc’hel.

14. Râk-sé, va breûdeûr kér-meûrbéd, tec’hid diouc’h azeûlidigez ann idolou.

15. Komza a rann ouz-hoc’h ével ouc’h tûd fûr : barnit hoc’h-unan ar péz a lavarann.

16. Ar c’halir a vennoz hon eûz benniget, ha né két ken-unvaniez gan̄d ar C’hrist ? Hag ar bara a dorromp, ha né két ken-unvaniez korf ann Aotrou ?

17. Râg évid-omp da véza kalz, n’omp néméd eur bara hag eur c’horf, ô véza ma hon eûz holl hol lôd enn hévéleb bara.

18. Gwélit Israel hervez ar c’hîk : ar ré a zebr eûz a voéd ar sakrifiz, ha n’hô deûz-hi kéd hô lôd enn aoter ?

19. Pétrâ éta ? Ha lavaroud a rann-mé é vé eunn dra ar péz a zô lazet d’ann idolou, pé é vé eunn dra ann idol ?

20. Hôgen lavaroud a rann pénaoz ar péz a lâz ar Jen̄tiled, a zô lazet gan̄t-hô d’ann diaoulou, ha nann da Zoué. Hôgen na fell kéd d’in é teûfac’h da gen-vreûdeûr d’ann diaoulou : na hellit két éva kalir ann Aotrou, ha kalir ann diaoulou.

21. Na hellit két kaoud hô lôd é taol ann Aotrou, hag é taol ann diaoulou.

22. Ha nî a fell d’é-omp rei gwarizi d’ann Aotrou ? Ha nî a zô kréoc’h égét-han̄ ? Pép-tra a zô aotréed d’in, hôgen pép-trâ n’eo két talvouduz.

23. Pép-trâ a zô aotréed d’in, hôgen pép-trâ na rô kéd a skouér-vâd.

24. Na glasked dén ar péz a zô d’ézhan̄ hé-unan, hôgen ar péz a zô da eunn all.

25. Debrit eûz a gémen̄t trâ a werzeûr er gigérez, héb ôber goulenn é-béd enn abek d’ar goustian̄s.

26. Ann douar a zô d’ann Aotrou, ha kémen̄d a zô enn-han̄.

27. Mar teû eunn dén difeiz-bennâg d’hô pidi, ha mar fell d’é-hoc’h mon̄t, dibrit euz a gémen̄t trâ a vézo lékéad dira-z-hoc’h, héb ôber goulenn é-béd enn abek d’ar goustian̄s.

28. Ma lavar eur ré d’é-hoc’h : Ann dra-man̄ a zô bét lazet évid ann idolou, na zebrit két, enn abek d’ann hini en deûz he ziskuḻet d’é-hoc’h, hag enn abek d’ar goustian̄s :

29. Na lavarann két d’hô koustian̄s, hôgen da goustian̄s eunn all. Râk perâk va fran̄kiz a vije-hi barnet gan̄t koustian̄s eunn all ?

30. Mar kémérann va lôd enn eur drugarékaat, pérâk é lévéreur droug ac’hanoun évid eunn dra évit péhini em eûz trugarékéet ?

31. Pé é tebrot éta, pé éc’h évot, pé é réot eunn dra-bennâg all, grit pép-tra é gloar Doué.

32. Na rôit gwall-skouér, na d’ar Iuzevien, na d’ar Jen̄tiled, na da Iliz Doué :

33. Ével ma fell d’in va-unan plijoud d’ann holl é pép-trâ, hép klaskoud ar péz a zéré d’in, hôgen ar péz a zéré da galz, évit ma vézin̄t salvet.


————
XI. PENNAD.


1. Bézit heûlierien din, ével ma’z ounn heûlier d’ar C’hrist.

2. Hô meûli a rann, va breûdeûr, ô véza ma hoc’h eûz koun ac’hanoun é pép-trâ, ha ma virit va c’hélénnadurésiou ével ma em eûz hô rôed d’é-hoc’h.

3. Hôgen mé a fell d’in é oufac’h pénaoz ar C’hrist eo ar penn eûz ar goâz, ar goâz ar penn eûz ar vaouez, ha Doué ar penn eûz ar C’hrist.

4. Pép goâz a béd pé a ziougan, hé benn gôlôet, a vézéka hé benn.

5. Hôgen pép maouez a béd pé a ziougan, hé fenn dizôlô, a vézéka hé fenn : râg ével pa vijé lékéad da véza moal eo.

6. Râk ma na c’hôlô kéd eur vaouez hé fenn, ra vézô touzet. Râk mar d-eo mézuz da eur vaouez béza touzet, pé béza moal, ra wéliô hé fenn.

7. Hôgen ar goâz na dlé két gôlei hé benn ; râk skeûden ha gloar Doué eo : hag ar vaouez a zô gloar ar goâz.

8. Râg ar goâz né két bét tennet eûz ar vaouez, hogen ar vaouez eûz ar goâz.

9. Hag ar goâz n’eo két bét krouet évid ar vaouez, hôgen ar vaouez évid ar goâz.

10. Dré-zé é tlé ar vaouez kaoud ar galloud war hé fenn enn abek d’ann Élez.

11. Koulskoudé n’eo kéd ar goâz héb ar vaouez ; nag ar vaouez héb ar goâz enn Aotrou.

12. Râg ével ma eo deûed ar vaouez eûz ar goâz, ével-sé ar goâz a zeû eûz ar vaouez : ha pép-trâ a zeû eûz a Zoué.

13. Barnid hoc’h-unan, mar d-eo déréad é pédfé eur vaouez héb eur wél war hé fenn.

14. Ann natur hé-unan ha na zesk kéd d’é-hoc’h pénaoz eo mézuz da eur goâz lézel hé vleô da greski :

15. Ha pénaoz eo énoruz da eur vaouez lézel hé bleô da greski, ô véza ma in̄t bét rôed d’ézhi ével eur wél ?

16. Hôgen mar kâr eûr ré béza strivuz, é livirimp pénaoz né kéd azé hor boaz, nag hini Iliz Doué.

17. Hôgen lavaroud a rann d’é-hoc’h, ha na hellann kéd hô meûli, pénaoz en em strollit, nann évid ar gwella, hôgen évid ar gwasa.

18. Râk da gen̄ta é klevann pénaoz pa en em strollit enn Iliz, éz eûz drouk-ran̄s étré-z-hoc’h, ha mé a gréd lôd eûz a gémen̄t-sé ;

19. Râk réd eo é vé ivé héréziou, évit ma vézô anavézet splann ar ré ac’hanoc’h a zô poellek-brâz.

20. Pa en em strollid éta enn eul léac’h, n’eo mui azé dibri koan ann Aotrou.

21. Râk pép-hini a gémer évid dibri hé goan hé-unan. Hag ével-sé unan en deûz naoun, hag eunn all a zô mezô.

22. Ha n’hoc’h eûz-hu kéd hô tiez évid dibri hag éva ? Pérak é faéit-hu Iliz Doué hag é mézékait ar ré n’hô deûz két péadrâ ? Pétrâ a livirinn-mé d’é-hoc’h ? Hag hô meûli a rinn-mé ? N’hô meûlann kéd eûz a gémen̄t-sé.

23. Râk gan̄d ann Aotrou eo em euz desket ar péz em eûz lavaret d’é-hoc’h, pénaoz ann Aotrou Jézuz enn nôz é péhini é oé gwerzet, a géméraz bara,

24. Hag ô véza trugarékéet, é torraz anézhan̄, hag é lavaraz : Kémérit ha débrit : ann dra-man̄ a zô va c’horf, péhini a vézô rôed évid-hoc’h ; grît kémen̄t-man̄ é koun ac’hanoun.

25. Kéméroud a réaz ivé ar c’halir, goudé béza koaniet, ô lavarout : Ar c’halir-man̄ a zô ann testaman̄t nevez ém goâd. Grîd ann dra-man̄ é koun ac’hanoun kenn aliez gwéach ma évot anézhan̄.

26. Râk kenn aliez gwéach ma tebrot ar bara-man̄, ha m’ac’h évot ar c’halir-man̄, é rôot da anaout marô ann Aotrou bété ma teuiô.

27. Ével-sé piou-bennâg a zebrô ar bara-man̄, pé a évô ar c’halir-man̄ é gwall zoaré, a vézô kabluz eûz a gorf hag eûz a c’hoad ann Aotrou.

28. En em arnodet éta ann dén hé-unan : ha debret eûz ar bara-zé, hag évet euz ar c’halir-zé.

29. Râk piou-bennâg a zebr pé a év anézhô é gwall zoaré, a zebr pé a év hé varnédigez hé-unan, ô véza na zilenn kéd ervâd korf ann Aotrou.

30. Dré-zé eo éz eûz enn hô touez kalz a dûd klan̄v ha môréduz, ha kalz hag a zô kousket.

31. Ma en em varnomp hon-unan, na vézimp két barnet.

32. Hôgen pa omb barnet enn doaré-zé, omp kastizet gan̄d ann Aotrou, évit na vézimp kéd daonet gan̄d ar béd-man̄.

33. Dré-zé, va breûdeûr, pa en em strollit évid dibri, en em c’hortozit ann eil égilé.

31. Mar en deûz naoun eur ré, debret enn hé dî, évit n’en em strollot két enn hô parnédigez. Ann traou all a reizinn, pa vézinn deûet.


————
XII. PENNAD.


1. É kén̄ver ar rôou spéréduz, va breûdeûr, na fell kéd d’in é vec’h diwiziek.

2. Gouzoud a rit pénaoz pa oac’h paganed, éz éac’h da gaout ann idolou mûd ével ma kased ac’hanoc’h.

3. Diskleria a rann éta d’é-hoc’h pénaoz dén ô komza dré Spéred Doué, na lavar argarzidigez eûz a Jézuz. Ha dén na hell lavarout pénaoz eo Jézuz ann Aotrou, néméd dré ar Spéred-San̄tel.

4. Hôgen béz’ éz eûz meûr a c’hrâs, hôgen n’eûz néméd eur Spéred.

5. Béz’ éz eûz meûr a garg, hôgen n’eûz néméd eunn Aotrou.

6. Béz’ éz eûz meûr a ôbéridigez, hôgen n’eûz néméd eunn Doué, péhini a ra pép-trâ enn holl.

7. Hôgen diskleriadur ar Spéred a zô rôed da bép-hini évid ar gounid.

8. Râk unan en deûz dré ar Spéred lavar ar furnez : eunn all lavar ar wiziégez, dré ann hévélep Spéred :

9. Eunn all ar feiz dré ann hévélep Spéred ; eunn all ar c’hrâs da rei ar iéc’hed dré ann hévélep Spéred :

10. Eunn all ar galloud da ôber burzudou ; eunn all ar galloud da ziougani ; eunn all ar galloud da zilenna ar spéréjou ; eunn all ar galloud da gomza meûr a iéz ; eunn all ar galloud da ziskleria ann iézou.

11. Hôgen eunn hévelep Spéred, hag hén̄ hép-kén, eo a ra ann holl draou-zé, ô ranna étré pép-hini, ével ma kâr.

12. Râg ével ma’z eo unan hor c’horf, ha ma en deûz kalz a izili, hôgen pétrâ-bennâg ma éz eûz kalz a izili, na réon̄t koulskoudé néméd eur c’horf ; ével-sé éma ar C’hrist.

13. Râk badézet omb béd holl enn hévélep Spéred, ével pa vemb holl eur c’horf hép-kén, pé Iuzevien, pé Jen̄tiled, pe tûd sklâv, pé tûd fran̄k : hag holl hon eûz évet enn eunn hévélep Spéred.

14. Râg ar c’horf ivé né kéd eunn ézel hép-kén, hôgen meûr a ézel.

15. Mar lavarfé ann troad : Pa n’ounn kéd ann dourn, n’ounn kéd eûz ar c’horf ; ha na vé kéd évit-sé eûz ar c’horf ?

16. Ha mar lavarfé ar skouarn : Pa n’ounn kéd al lagad, n’ounn kéd eûz ar chorf ; ha na vé kéd évit-sé eûz ar c’horf ?

17. Ma vé ar c’horf holl lagad, péleac’h é vé ar c’hleved ? Ha ma vé holl kleved, péléac’h é vé ar c’houésa ?

18. Hôgen Doué en deûz lékéad ann izili er c’horf, hag hô lékéad en deûz ével ma eo felled d’ézhan̄.

19. Ma ven̄d holl eunn ézel hép-kén, péléac’h é vé ar c’horf ?

20. Hôgen bréma éz eûz meûr a ézel, ha n’eûz néméd eur chorf.

21. Hag al lagad na hell két lavaroud d’ann dourn : N’am eûz kéd a ézomm ac’hanod ; nag ivé ar penn d’ann treid : N’oc’h két réd din.

22. Hôgen enn-énep ann izili eûz ar c’horf hô deûz doaré da véza ar ré wana, a zô ar ré ar muia réd.

23. Hag izili ar c’horf a grédomp a vé ann dislébéra, é lékéomp war hô drô ar muia a énor : hag ar ré a zô hudur war hor ménô, a c’hôlôomp gan̄t mui a zéréadégez.

24. Hôgen ar ré zéréad n’hô deûz ézomm a nétrâ : ha Doué en deûz reizet ar c’horf enn hévélep doaré ma énoreur muia ar péz a zo ann nébeûta déréad,

25. Évit na vézô kéd a rann er c’horf, hôgen ma prédériô ann izili ann eil évid égilé,

26. Ha mar teû unan-bennâg eûz ann izili da gaout poan, ann holl izili hô deûz poan gan̄t-han̄ : pé mar béz énoret unan eûz ann izili, ann holl izili en em laouéna gan̄t-han̄.

27. Hôgen c’houi a zô korf ar C’hrist, hag izili ann eil égilé.

28. Ével-sé chétu ar ré en deûz lékéad Doué enn Iliz ; da gen̄ta Ébestel, d’ann eil Proféded, d’ann trédé Doktored : goudé ar ré a ra burzudou ; goudé-zé ar ré hô deûz ar c’hrâs da baréa ar ré glan̄v ; ar ré a gen-nerz ar vreûdeûr ; ar ré a rén ar ré all ; ar ré a gomz meûr a iéz ; ar ré a hell diskleria ann iézou.

29. Hag ann holl a zô Ébestel ? Hag ann holl a zô Proféded ? Hag ann holl a zô Doktored ?

30. Hag ann holl a ra burzudou ? Hag ann holl a iac’ha ar ré glan̄v ? Hag ann holl a gomz meûr a iéz ? Hag ann holl a hell diskeria ann iézou ?

31. Hôgen hô pézed hirrez évid ar gwella grasou. Ha mon̄d a rann da ziskouéza d’é-hoc’h c’hoaz eunn hen̄t gwelloc’h.


————

XIII. PENNAD.


1. Mar komzann holl iézou ann dûd, hag hini ann Élez, ha ma n’em eûz kéd ar garan̄tez, n’ounn néméd ével arem a zon, pé ével eur simbal skiltruz.

2. Ha pa’m bé ar galloud da ziougani ; hag éc’h anavézfenn ann holl visteriou, hag em bé ar wiziégez eûz a bép-trâ ; ha pa’m bé ann holl feiz réd évit lakaad ar vénésiou da gerzout ; ma n’em eûz kéd ar garan̄tez, n’ounn nétrâ.

3. Ha pa’m bé darnaouet va holl vadou évit boéta ar béorien ; ha pa’m bé rôet va c’horf évit béza losket ; ma n’em eûz kéd ar garan̄tez, na dâl nétrâ d’in.

4. Ar garan̄tez a zô habask ; kûn eo. Ar garan̄tez né kéd érézuz ; né két balc’h ; né két stambouc’het ;

5. Né két fougéuz ; na glask két ar péz a zô d’ézhi hé-unan ; na vuanéka két ; na venn kéd a zrouk ;

6. N’en em laouéna két eûz ann drougiez, hôgen en em laouénaad a ra eûz ar wirionez ;

7. Herzel a ra ouc’h pép-trâ ; kridi a ra pép-trâ ; espéroud a ra pép-trâ ; gouzan̄vi a ra pép-trâ.

8. Ar garan̄tez na baouézô bikenn. Hôgen ann diouganou a fallô, hag ann iézou a éhanô, hag ar wiziégez a ziaézô.

9. Râk na ouzomp némét lôd, ha na ziouganomp némét lôd.

10. Hôgen pa vézô deûet ar péz a zô klôk, ar péz a ioa lôd a fallô.

11. Pa oann eur bugel, é komzenn ével eur bugel, é oann fûr ével eur bugel, é vennenn ével eur bugel. Hôgen pa ounn deûed da zén, em eûz kuitéet ar péz a zalc’hé eûz ar bugel.

12. Bréma é wélomp dré eur mellézour ha gan̄d eul lavar gôlôet ; hôgen neuzé dremm ouc’h dremm. Bréma éc’h anavézann lôd ; hôgen neûzé éc’h anavézinn ével ma ounn anavézet.

13. Bréma ann trî-man̄, ar feiz, ann espéran̄s hag ar garan̄tez a choum ; hôgen ar brasa anézhô eo ar garan̄tez.


————
XIV. PENNAD.


1. En̄klaskid ar garan̄tez ; c’hoan̄tait ar grasou spéréduz ; ha dreist-holl ar c’hrâs ma tiouganot.

2. Râg ann hini a gomz eunn iéz disanaf, na gomz kéd ouc’h ann dûd, hôgen ouc’h Doué ; râk dén na glev anézhan̄, ha komza a ra é spéred eûz ann traou kuzet.

3. Hôgen ann hini a ziougan, a gomz oud ann dûd évid ho c’hen̄télia, hô alia, hô fréalzi.

4. Ann hini a gomz eunn iéz dizanaf, a zeû d’en em gen̄télia hé-unan ; hôgen ann hini a ziougan, a zeû da gen̄télia Iliz Doué.

5. Mé a garfé é komzfac’h holl iézou disanaf ; hôgen ken̄toch é tiouganfac’h. Râk brasoc’h eo ann hini a ziougan, égéd ann hini a gomz iézou dizanaf, nemét trei a rafé ar péz a lavar, évit ma tigémérô ann Iliz ar gen̄tel.

6. Hôgen bréma, va breûdeûr, mar teûann da gomza ouz-hoc’h é iézou dizanaf, da bétrâ é vézô mâd d’é-hoc’h, néméd é komzfenn ouz-hoc’h pé dré wélédigez, pé dré wiziégez, pé dré ziougan, pé dré gélénnadurez ?

7. Ha na wélomp-ni kéd ivé enn traou diéné a rô soniou, ével ar zutel hag ann délen, pénaoz ma na réon̄t toniou dishén̄vel, pénaoz é ouzeûr ar péz a ganeur war ar zutel, pé war ann délen ?

8. Ma rô ar c’horn eur soun arvaruz, piou en em aozô évid ar brézel ?

9. Ével-sé c’houi, ma né két splamm ann iéz a gomzit, pénaoz é vézô gwézet ar péz a livirit ? C’houi a vézô ével pa gomzfac’h enn éar.

10. Évit-gwîr éz eûz kenn aliez a iéz dishén̄vel er béd-man̄ : ha n’eûz pobl é-béd héb hé iéz.

11. Ma na ouzonn kéd éta talvoudégez ar geriou, mé a vézô tréfoed évid ann hini ouc’h péhini é komzinn ; hag ann hini a gomz ouz-in a vézô tréfoed évid-oun.

12. Ével-sé, c’houi, pa en̄klaskit ar grasou spéréduz, ioulit c’hoan̄tait kalz anézhô évit ken̄télia ann Iliz.

13. Dré-sé ann hini a gomz eunn iéz disanaf, pédet évit ma hellô béza trôet.

14. Râk mar pédann enn eunn iéz dizanaf, va spéred a béd, hôgen va skian̄t a zô difrouez.

15. Pétrâ éta a rinn-mé ? Mé a bédô a spéred, mé a bédô ivé a skian̄t. Mé a ganô a spéred, mé a ganô ivé a skian̄t.

16. A-hen̄d-all mar meûlez a spéred, pénaoz ann hini a zô é léac’h ann dûd dister a lavarô-hén̄ Amen war da veûleûdigez, pa na oar kéd ar péz a lévérez ?

17. Da veûleûdigez évit-gwîr a zô mâd ; hôgen né hell két rei ken̄tel d’ar ré all.

18. Meûli a rann va Doué, ô véza ma komzann hoc’h holl iézou.

19. Hôgen gwell é vé gan-én̄ lavarout gan̄t va skiant-vâd pemp gér enn iliz, évid deski ivé ar re all, égét lavarout dék mil enn eunn iéz dizanaf.

20. Va breûdeûr, na vézit két bugalé évid ar skian̄t, hôgen bézit bugaligou évid ann drougiez ; ha bézit dinam évid ar skian̄t.

21. Skrived eo el lézen : Gan̄d iézou dizanaf ha gan̄d diweûz a-ziavéaz é komzinn oud ar bobl-zé, ha na glevin̄t kéd ac’hanoun, émé ann Aotrou.

22. Ével-sé ann iézou dishen̄vel n’in̄t kéd eunn arouéz évid ar ré a gréd, hôgen évid ar ré ziskrédik ; enn-énep ar galloud da ziougani né kéd évid ar re ziskrédik, hôgen évid ar ré a gréd.

23. Mar teûfé éta ann Iliz holl d’en em strolla enn eul léac’h, hag é komzfé ann holl iézou dishenvel, mar teûfé énô tûd diskrédik, ha na lavarfen̄t két pénaoz é tiskian̄tit ?

24. Hôgen mar tiouganon̄d holl, ha mar teû énô eunn dén diskrédik-bennâg, pé eunn dén diskian̄t, holl é ken̄dréc’hon̄t anézhan̄, holl é barnon̄t anézhan̄.

25. Ar péz a ioa kuzet enn hé galoun a zô dizôlôet, hag hén̄ oc’h en em strin̄ka war hé zremm a azeûlô Doué, ô lavarout pénaoz évit-gwîr éma Doué enn hô touez.

26. Pétrâ éta a livirinn-mé, va breûdeûr ? Pa’z oc’h strollet, pép-hini ac’hanoc’h a ra kanaouennou, pé a rô kélennou, pé a ra diouganou, pé a gomz eunn iéz dizanaf, pé a zisplég anézhan̄ : ra vézô gréat kémen̄t-sé é ken̄tel vâd.

27. Ma éz eûz lôd péré hô deûz ar galloud da gomza é iézou dizanaf, na vézet két ouc’h-penn daou, pe drî évid ar muia, ha ma komzin̄t ann eil goudé égilé ; ha ma vézô unan-bennâg hag a ziskleriô ar péz hô dévézô lavaret.

28. Hôgen ma n’eûz kéd a zisklerier, ra davô enn Iliz, ra gomzô out-han̄ hé-unan, hag oud Doué.

29. É-kén̄ver ar Brofeded, ra gomzô daou pé drî anézhô, ha ra varnô ar ré all.

30. Mar bez gréad eunn diskleriadur-bennâg da eunn all hag a vézô azézet, ra davô ar c’hen̄ta.

31. Râk béz’ é hellid holl diougani ann eil goudé égilé, évit ma teskô ann holl, ha ma vézô fréalzet ann holl.

32. Ha spéréjou ar Broféded a zen̄t oud ar Broféded.

33. Râk Doué né kéd eunn Doué a reûstl, hôgen eunn Doué a béoc’h, ével ma kélennann é holl Ilizou ar zen̄t.

34. Ra davô ar merc’hed enn Ilizou, râk né kéd aotréet d’ézhô komza énô ; hôgen doujuz é tléon̄t béza, hervez ma lavar al lézen.

35. Ha ma fell d’ézhô deski eunn dra-bennâg, ra c’houlennin̄t enn tî digan̄d hô ézec’h. Râk mézuz eo d’ar merc’hed komza enn Iliz.

36. Hag ac’hanoc’h eo eo deûet gér Doué ? Pé hag enn-hoc’h hép-kén eo deûet ?

37. Mar kréd eur ré é vé Profed pé spérédek, ra anavézô ar péz a skrivann d’é-hoc’h, pénaoz in̄t gourc’hémennou ann Aotrou.

38. Hôgen mar béz eur ré héb hô c’houzout, na vézô két gwézet hé-unan.

39. Dré-zé, va breûdeûr, bézit c’hoan̄tek-brâz da ziougani, ha na virit kéd oud ar ré a hellô komza é iézou dizanaf.

40. Hôgen bézet gréat pép-trâ gan̄d déréadégez, hervez ar reiz.


————
XV. PENNAD.


1. Digas a rann bréma da koun d’é-hoc’h, va breûdeûr, ann Aviel em eûz prézéget d’é-hoc’h, hoc’h eûz digéméret, é péhini é choumit stard,

2. Ha dré béhini oc’h salvet ; évit ma wélot ma hoc’h eûz hé zalc’het ével ma em eûz hé brézéget d’é-hoc’h ; anéz é vé enn-aner hô pé krédet.

3. Râk da gen̄ta em euz rôed da anaoud d’é-hoc’h ar péz a zô bét ivé rôed d’in, pénaoz eo marô ar C’hrist évid hor péc’héjou hervez ar Skrituriou :

4. Penaoz eo bét liénet, hag eo dazorc’het ann trédé deiz hervez ar Skrituriou ;

5. Pénaoz eo bét en em ziskouézet da Zéfaz, ha goudé-zé d’ann unnék Abostol ;

6. Pénaoz goudé-zé eo bét gwélet enn eur wéach gan̄t mui égét pemp kan̄t breûr, euz a béré éz eûz c’hoaz kalz hag a zô béô bréma, hag hiniennou a zo kousket ;

7. Pénaoz goudé eo bét gwélet gan̄t Jakez, ha pelloc’h gan̄t ann holl Ébestel ;

8. Ha pénaoz enn-divez goudé ar ré all holl eo en em ziskouézet d’in, mé péhini n’ounn néméd eur sioc’han,

9. Râk mé a zô ann distéra eûz ann Ébestel, ha na zellézann két béza hanvet Abostol, ô véza ma em eûz heskinet Iliz Doué.

10. Hôgen dré c’hras Doué eo ounn ar péz éz ounn, hag hé c’hrâs n’eo két bét difrouez enn-oun ; hôgen muioc’h égéd ar ré all holl em eûz labouret ; nann mé koulskoudé, hôgen grâs Doué péhini a zô gan-én̄.

11. Ével-sé pé eo mé, pé eo hî, chétu pétrâ a brézégomp d’é-hoc’h, ha chétu pétrâ hoc’h euz krédet.

12. Pa eo gwîr éta pénaoz eo bét prézéget d’é-hoc’h eo bét dazorc’het ar C’hrist eûz a douez ar ré varô, pérâg é lavar hiniennou ac’hanoc’h, pénaos na zasorc’hô kéd ar ré varô ?

13. Râk ma na zazorc’h kéd ar ré varô, né kéd ivé dazorc’het ar C’hrist.

14. Ha ma né kéd dazorc’het ar C’hrist, hor prézégen a zô didalvez, hag hô feiz a zô ivé didalvez.

15. Testou faoz zô-kén é vézimp kavet é-kén̄ver Doué, ô véza ma hon eûz rôed ann desténi-man̄ a-énep Doué, pénaoz en deûz dazorc’het ar C’hrist ; ha padâl n’en deûz kéd hé zazorc’het, ma na zeû kéd ar ré varô da zazorc’hi.

16. Râk ma na zazorc’h kéd ar ré varô, ar C’hrist né kéd ivé dazorc’het.

17. Ma né kéd dazorc’het ar C’hrist, hô feiz a zô didalvez, râk enn hô péc’héjou émoc’h c’hoaz.

18. Ével-sé ’ta ar ré a zô kousket er C’hrist, a zô ivé kollet.

19. Ma n’hor bé espéran̄s er C’hrist, néméd évid ar béd-man̄, nî a vé ar ré druézusa eûz ann dûd.

20. Hôgen bréma ar C’hrist a zô dazorc’het eûz a douez ar ré varô, ével ar c’hen̄ta-frouez eûz ar ré gousket.

21. Ével-sé, pa eo deûet ar marô dré eunn dén, dazorc’hidigez ar ré varô a dlé ivé don̄d dré eunn dén.

22. Râg ével ma varv ann holl é Adam, ével-sé ann holl a asbévô er C’hrist.

23. Hôgen pép-hini a zeûi enn hé reiz, hag ar C’hrist ével ar c’hen̄ta-frouez : goudé, ar ré a zô d’ar C’hrist, ha péré hô deûz krédet enn hé zonédigez.

24. Ha neûzé é teûi ann divez, pa en dévézô rôed hé rouan̄télez da Zoué hé Dâd, pa en dévézô kaset-da-gét kémen̄t rouan̄télez, kémen̄t aotrouniez, ha kémen̄t ners.

25. Râk réd eo dézhan̄ réna, bété ma vézô lékéad hé énébourien dindân hé dreid.

26. Hôgen ann divéza énébour a vézô diskaret eo ar marô : râk lakaad a râi pép-trâ dindân hé dreid. Hogen pa lévéreur :

27. Pénaoz pép-trâ a dlé pléga dindân-han̄, héb arvar eo némed ann hini en deûz lékéat pep-trâ da bléga dindân̄-han̄.

28. Ha pa vézo pléget pép-trâ dindân-han̄, ar Mâb hé-unan a blégo dindân ann hini en dévézô lékéat pép-trâ da bléga dindân-han̄, évit ma vézô Doué holl enn holl.

29. Anéz pétrâ a rai ar ré a zô badézet évid ar ré varô, mar d-eo gwîr pénaoz ar ré varô na zazorc’hon̄t két ? Pérâg in̄t-hi badézet évid ar ré varô ?

30. Ha pérâk ni hon-unan en em lékéomp-ni da béb heur é-tâl da golla hor buez ?

31. Bemdéz é varvann, va breûdeûr, dré hô kloar, a zeû din é Jézuz-Krist hon Aotrou.

32. Ma em eûz stourmet é Éfézuz oud al loéned (évit komza hervez ann dûd), da bétrâ eo talvézed d’in, ma na zazorc’h kéd ar ré varô ? Debromp hag évomp, rak war-c’hoaz é varvimp.

33. Na vézit két touellet : ann drouk-komsiou a zaotr ar vuézégez-vâd.

34. Tûd gwirion, bézit war évez ha na béc’hit két. Râk lôd ac’hanoc’h na anavézon̄t két Doué : évid hô mézékaat hel lavarann d’é-hoc’h.

35. Hôgen unan-bennâg a lavarô d’in : Pénaoz é tazorc’hô ar ré varô ? É pé gorf é teûin̄t-hi ?

36. Dén diskian̄t, ar péz a hadez na zeû kéd da véza béô, ma na varv kéd a-raok.

37. Hag ar péz a hadez, né kéd ar c’horf a dlé sével a hadez, hôgen eur c’hreûnen noaz, pé eûz a winiz, pé eûz a eunn dra all.

38. Hôgen Doué a rô d’ézhi ar c’horf a gâr ; ha da béb hâd hé gorf hé-unan.

39. Pép kîk né kéd eunn hévélep kîk : râg eunn all eo kîg ann dûd, eunn all hini al loéned, eunn all hini al laboused, hag eunn all hini ar pésked.

40. Béz’ éz eûz ivé korfou en̄vek, ha korfou douarek : hôgen eunn all eo skéd ar re én̄vek, eunn all hini ar ré zouarek.

41. Eunn all eo skéd ann héol, eunn all skéd ar stéred : dishen̄vel eo ivé skéd eur stéren eûz a skéd eunn all.

42. Ével-sé é c’hoarvézô da zazorc’hidigez ar ré varô. Haded eo ar c’horf er vreinadurez, hag é tasorc’hô enn divreinadurez.

43. Haded eo bét enn diforc’hted, hag é tazorc’hô er c’hloar. Haded eo bét er gwander, hag é tazorc’hô enn ners.

44. Haded eo korf anévalek, hag é tazorc’hô korf spérédek. Ével ma éz eûz eur c’horf anévalek, éz eûz ivé eur c’horf spérédek, ével ma eo skrivet :

45. Adam ar c’hen̄ta dén a zô bét gréat gan̄d eunn éné buézek, hag ann divéza Adam a zô deûed enn eur spéred bividik.

46. Hôgen né kéd ar c’horf spérédek a zô bét gréat da gen̄ta, hôgen ar c’horf anévalek ; ha goudé ann hini spérédek.

47. Ar c’hen̄ta dén péhini a zeû euz ann douar, a zô douarek ; hag ann eil dén péhini a zeû eûz ann en̄v, a zô en̄vek.

48. Ével ma eo bét douarek, é vézin̄t ivé douarek : hag ével ma eo bét spérédek, é vézin̄t ivé spérédek.

49. Ével éta hon eûz douget skeûden ann dén zouarek, dougomb ivé skeûden ann dén en̄vék.

50. Hôgen ann dra-man̄ a lavarann, va breûdeûr, ô véza na hell kéd ar c’hîk hag ar goâd piaoua rouan̄télez Doué ; ha na hell két ar vreinadurez piaoua ann divreinadurez.

51. Chétu aman̄ eunn dra-guzet a lavarann d’é-hoc’h : Dazorc’hi a raimb holl, hôgen na vézimp két névézet holl.

52. Enn eur prédik, enn eur serr-lagad, é soun ann divéza drompiḻ ; râg ann drompiḻ a zounô, hag ar ré varô a zazorc’hô divreinuz, ha nî a vézô névézet.

53. Râk réd eo d’ar c’horf breinuz-man̄ gwiska ann divreinadurez, ha d’ar c’horf marvuz-man̄ gwiska ann diverven̄ti.

54. Ha pa en dévézô ar c’horf marvuz-man̄ gwisket ann diverven̄ti, neûzé é c’hoarvézô al lavar a zô skrivet : Loun̄ket eo bét ar marô gan̄d ar gounid.

55. O marô, péléac’h éma da c’hounid ? O marô, péléac’h éma da vroud ?

56. Hôgen broud ar marô eo ar péc’hed : ha ners ar péc’hed eo al lézen.

57. Trugarékaomp éta Doué, péhini en deûz roed d’é-omp ar gounid dré hon Aotrou Jézuz-Krist.

58. Dré-zé, va breûdeûr kér, bézit stard ha digéflusk : labourit bépréd da ôber ann Aotron, ô c’houzout pénaoz hô labour na vézô kéd hép gôpr dirâg ann Aotrou.


————
XVI. PENNAD.


1. É-kén̄ver ann aluzennou a zastumeur évid ar zen̄t, grît ével ma em euz gourc’hémennet da Iliz Galatia.

2. Ra lakai a dû pép-hini ac’hanoc’h enn hé dî, d’ann deiz ken̄ta eûz ar zizun, ar péz a garô da zastumi ; évit na c’hortozot két bété ma vézinn deûet évid dastumi ann aluzennou.

3. Ha pa vézinn deûet, é kasinn ar ré hô pézô merket d’in dré hô lizéri, da zougen hô rô da Jéruzalem.

4. Ha mar tâl ar boan éz afenn va-unan, é teûin̄t gan̄-én.

5. Hôgen mon̄d a rinn d’hô kwélout, pa’m bézô tréménet dré ar Vasédonia ; râk dré ar Vasédonia é treméninn.

6. Ha martézé é chouminn eunn nébeût gan-é-hoc’h, hag é tréméninn zô-kén ar goan̄v, évit ma ambrougot ac’hanoun é pé léac’h-bennâg ma’z inn.

7. Râk na fell kéd d’in ar wéach-man̄ hô kwélout hép-kén enn eur dréménout, hag éc’h espérann é chouminn gan-e-hoc’h eur pennad amzer, mar deo ioul ann Aotrou.

8. Hôgen choum a rinn é Éfezuz bétég ar Pen̄tékost.

9. Râk digor eo d’in énô eunn ôr vraz ha splann, ha kalz énébourien a zô.

10. Mar d-a Timotéuz d’hô kavout, likid évez é vé héb aoun enn hô touez : râk da ôber ann Aotrou é labour, kerkouls ha mé.

11. Na vézed éta disprizet gan̄d dén ; hôgen ambrougit-hén̄ é péoc’h, évit ma teûi d’am c’havout ; râg hé c’hortozi a rann gand ar vreûdeûr.

12. É-kén̄ver ar breûr Apollo, mé a rô da anaoud d’é-hoc’h pénaoz em eûz hé bédet kaer da von̄d d’hô kwélout gan̄d ré all eûz hor breûdeûr : ha koulskoudé né két bet hé ioul mon̄t bété vréma ; hôgen mon̄d a rai pa gavô ann drô.

13. Bézit akétuz, choumit stard er feiz, grît pép-trâ gan̄t béôder, hag en em grévait.

14. Grît gan̄t karan̄tez kémen̄t ha ma réot.

15. Anaoud a rit, va breûdeûr, tûd Stéfanoz, ha Fortunatuz, hag Akaikuz. Gouzoud a rît pénaoz in̄d ar c’hen̄ta-frouez eûz ann Akaia, ha pénaoz in̄d en em wéstlet da zervich ar zen̄t :

16. Râk-sé mé hô péd da gaoud évit-hô ann azaouez a dleit d’ar seurt tûd-zé, ha da gémen̄t a zeû d’hor skoasia dré hô foan ha dré hô labour.

17. En em laouénaad a rann é vé deûet Stéfanoz, Fortunatuz hag Akaikuz ; râk gréad hô deûz évid-hoc’h ar péz na hellec’h kéd da ôber hoc’h-unan ;

18. Râk fréalzed hô deûz va spéred, kerkoulz hag hoc’h hini. Anavézid éta ar ré a zô ével-sé.

19. Ilizou ann Azia a zalud ac’hanoc’h. Akouila ha Prisilla, é-tî péré é choumann, hag ann Iliz a zô enn ho zî a zalud kalz ac’hanoc’h enn Aotrou.

20. Hon holl vreûdeûr a zalud ac’hanoc’h. En em zaludit ann eil égilé dré eunn aff san̄tel.

21. Mé Paol eo em eûz skrivet gan̄t va dourn va-unan ar salud-man̄.

22. Ma éz euz unan-bennâg ha na garfé kéd hon Aotrou Jézuz-Krist, ra vézô anaouéet ; Maran Atha.

23. Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist ra vézô gan-é-hoc’h.

24. Ra vézô va c’haran̄tez gan-é-hoc’h holl é Jézuz-Krist. Amen.



————