Bibl/Aviel S. Iann

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 475-507)



AVIEL SANTEL JÉZUZ-KRIST,


HERVEZ


SANT IANN.


————


I. PENNAD.


1. Er penn-ken̄ta édo ar Gér, hag ar Gér a ioa gan̄d Doué, hag ar Gér a ioa Doué.

2. Hé-man̄ a ioa er penn-ken̄ta gan̄d Doué.

3. Kémen̄t trâ a zô bét gréat gan̄t-han̄ : ha nétrâ eûz a gémen̄d a zô bét great, n’eo bet gréat hép-z-han̄.

4. Enn-han̄ edo ar vuez, hag ar vuez a oa goulou ann dûd :

5. Hag ar goulou a luc’h enn devalien, hag ann devalien né deûz kéd hé boellet.

6. Bez’ é oé eunn dén kaset gan̄d Doué, péhini a ioa hanvet Iann.

7. Hé-man̄ a zeuaz da dést, da rei testeni d’ar goulou, évit ma krédehé ann holl dré-z-han̄.

8. Né kéd hén̄ a oa ar goulou ; hôgen deued e oa évit rei testeni d’ar goulou.

9. Hen-hon̄t a oa ar gwîr c’houlou, péhini a sklera kémen̄d dén a zeû er béd-man̄.

10. Er béd édo, hag ar béd a zô bét gréat gan̄t-han̄, hag ar béd n’en deûz kéd hé anavézet.

11. Enn hé drâ eo deûet, hag hé dûd n’hô deûz két hé zigéméret.

12. Hôgen da gémen̄d hini en deûz hé zigéméret, en deûz rôed ar galloud da véza gréat bugalé Doué, d’ar ré a gréd enn hé hanô :

13. Péré n’in̄t két ganet eûz ar goâd, nag eûz a ioul ar c’hîk, nag eûz a ioul ann dén, hôgen eûz a Zoué.

14. Hag ar Gér a zô bét gréat kîk, hag eo bet ô choum enn hon touez : ha gwélet hon eûz hé c’hloar, gloar é-c’hîz eûz a Vâp penn-her ann Tâd, leûn a drugarez hag a wirionez.

15. Iann a zô testéni anézhan̄ hé-unan, hag é krî, ô lavarout : Hé-man̄ eo ann hini diwar-benn péhini em eûz lavared d’é-hoc’h : Ann hini a dlé don̄t war va lerc’h a zô bét lékéat em raok, râg em raog é oa.

16. Hag holl hon eûz digéméret eûz hé leûnder, ha trugarez évit trugarez.

17. Râg al lézen a zô bét rôet gan̄t Moisez, hôgen ann trugarez hag ar wiriouez a zô bét gréat gan̄t Jézuz-Krist.

18. Dén n’en deûz biskoaz gwélet Doué : ar Mâp penn-her, péhini a zô é askré ann Tâd en deûz hép-kén komzed anézhan̄.

19. Chétu ann desténi a rôaz Iann, pa oé kased d’ézhan̄ béleien ha lévited gan̄t Iuzevien Jéruzalem évid ôber ar goulenn-man̄ digan̄t-han̄ : Piou oud ?

20. Hag éc’h an̄savaz, ha na nac’haz két : hag ec’h an̄savaz : Né két mé eo ar C’hrist.

21. Hag hî a c’houlennaz digan̄t-han̄ : Piou ’ta ? Hag Éliaz oud-dé ? Hag hén̄ a lavaraz : N’ounn két. Ha Profed oud-dé ? Hag hén̄ a respoun̄taz : Nann :

22. Lavaroud a réjon̄d éta d’ézhan̄ : Piou oud, évit ma respoun̄timp d’ar ré hô deûz hor c’haset ? Pétrâ a lévérez ac’hanod da-unan ?

23. Hag hén̄ a lavaraz : Mé eo mouéz ann hini a lén̄v el léac’h distrô : Grît ma vézô éeun hen̄d ann Aotrou, ével ma en deûz lavaret ar Profed Izaiaz.

24. Hôgen ar ré a ioa bét kased d’ézhan̄ a oa Farizianed.

25. Eur goulenn all a réjon̄d out-han̄, ô lavarout : Pérâg éta e vadézez-té, ma n’oud nag ar C’hrist, nag Éliaz, nag eur Profed ?

26. Iann a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Mé a vadez enn dour : hôgen bez’ éz eûz unan enn hô touez, ha na anavézit két :

27. Hen-nez eo a dlé don̄t war va lerc’h, hag a zô bét lékéad em raok : ha na zellézann két diéréa liamm hé voutou.

28. Kémen̄t-man̄ a c’hoarvézaz é Bétania enn tû all d’ar Jourdan, é péléac’h é badézé Iann.

29. An̄trônôz Iann a wélaz Jézuz péhini a zeûé d’hé gavout, hag é lavaraz : Chétu Oan Doué, chétu ann hini a lam péc’héjou ar béd.

30. Hen-nez eo, diwar-benn péhini em eûz bét lavaret : Don̄d a ra war va lerc’h eunn dén, péhini a zô bét lékéad em raok ; râg em raog é oa.

31. Ha mé na anavézenn kéd anézhan̄ ; hôgen deûed ounn da vadezi enn dour, évid hé rei da anaout enn Israel.

32. Ha Iann a rôaz ann desténi-man̄, ô lavarout : Gwéled em eûz ar Spéred ô tiskenni eûz ann én̄v é doaré eur goulm, hag eo choumet war-n-ézhan̄.

33. Ha mé na anavézenn kéd anézhan̄ ; hôgen ann hini en deûz va c’hased da vadézi enn dour, en deûz lavared d’in : Ann hini war béhini é wéli ar Spéred ô tiskenni, hag ô choum war-n-ézhan̄, hen-nez eo a vadez er Spéred-San̄tel.

34. Ha mé em eûz gwélet ; hag em eûz rôet testéni pénaoz eo hé-man̄ Mab Doué.

35. An̄trônôz Iann a ioa c’hoaz énô, gan̄d daou eûz hé ziskibled.

36. Hag ô sellout ouc’h Jézuz péhini a valéé, é lavaraz : Chétu Oan Doué.

37. Ann daou ziskibl-zé ô véza hé glevet ô komza ével-sé, a iéaz war lerc’h Jézuz.

38. Jézuz ô véza troed hé benn, hag ô wélout pénaoz é teûen̄d war hé lerc’h, a lavaraz d’ézhô : Pétrâ a glaskit-hu ? Ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Rabbi (da lavaroud eo, Mestr), péléac’h é choumez ?

39. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Deûit ha gwélit. Don̄t a réjon̄t hag é choumjon̄t gan̄t-han̄ ann deiz-zé ; râk war-drô ann dékved heur é oa.

40. An̄dré breûr Simon-Per a ioa unan eûz ann daou hô doa klevet Iann, hag a ioa éat war lerc’h Jézuz.

41. Hé-man̄ a gavaz da gen̄ta hé vreûr Simon, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kaved hon euz ar Mési (da lavaroud eo ar C’hrist).

42. Hag é kasaz anézhan̄ da Jézuz. Hôgen Jézuz ô véza selled out-han̄, a lavaraz d’ézhan̄ : Té eo Simon mâb Jona : Kéfaz é vézi hanvet, da lavaroud eo Méan.

43. An̄trônôz Jézuz a fellaz d’ézhan̄ mon̄d da C’haliléa, hag a gavaz Filip. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Deûz war va lerc’h.

44. Hôgen Filip a ioa eûz a Vetsaida, kéar An̄dré ha Per.

45. Ha Filip ô véza kavet Natanael, a lavaraz d’ézhan̄ : Kaved hon eûz ann hini diwar-benn péhini hô deûz skrivet Moizez hag ar Brôféded ; kaved hon eûz Jézuz a Nazaret mâb Jozef.

46. Ha Natanael a lavaraz d’ézhan̄ : Hag eûz a Nazaret é hell don̄d eunn dra-bennâg a vâd ? Filip a lavaraz d’ézhan̄ : Deûz ha gwél.

47. Jézuz ô wélout Natanael ô ton̄d d’hé gavout, a lavaraz anézhan̄ : Chétu eur gwir Israélit, é péhini n’eûz kéd a drôidel.

48. Natanael a lavaraz d’ézhan̄ : A béléac’h éc’h anavézez-té ac’hanoun ? Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Abars ma en deûz Filip da c’halvet, em eûz da wélet, pa édot dindân ar wézen-fiez.

49. Natanael a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, Mâb Doué out, Roué Israel out.

50. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Dré ma em eûz lavared d’îd em boa gwélet ac’hanoud din̄dân ar wézen fiez, é krédez : brasoc’h traou a wéli éged ar ré-man̄.

51. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄ : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz é wélot ann én̄v digor, hag Élez Doué ô piña hag ô tiskenni war Mâb ann dén.


————


II. PENNAD.


1. Tri deiz goudé é oé gréad eunn eûreûd é Kana é Galiléa : ha mamm Jézuz a ioa énô.

2. Jézuz a oé ivé pédet da von̄d d’ann eûreûd gan̄d hé ziskibled.

3. Hag ô véza n’hô doa kéd a wîn, mamm Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : N’hô deûz kéd a wîn.

4. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhi : Maouez : pétrâ a zô étré té ha mé ? Né két c’hoaz deûet va heur ?

5. Hé vamm a lavaraz d’ar zervicherien : Grît kémen̄d a lavarô d’é-hôc’h.

6. Hôgen béz’ é oa énô c’houéac’h pôd-dour mein évit ar skarzérez a réa ar Iuzevien, ha pép-hini anézhô a zalc’hé daou pé dri gon̄vor.

7. Jézuz a lavaraz d’ézhô : Kargid ar pôdou a zour. Hag hî hô c’hargaz bété ar barr.

8. Neûzé Jézuz a lavaraz d’ézhô : Tennit bréma, ha kasid d’ar c’hen̄ta mével. Hag é kaschon̄t.

9. Hôgen kerken̄t ha ma en doé ar c’hen̄ta mével tan̄véet ann dour a ioa deûed da wîn, ô véza na wié kéd a béléac’h é teué, hôgen ar mévellou peré hô doa tenned ann dour a wié, a c’halvaz ar pried,

10. Hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pép dén a rô da-gen̄ta ar gwîn mâd : ha pa hô deûz ann dûd évet kalz, é rô d’ézhô neûzé ann distéra : hôgen té éc’h eûz miret ar gwîn mâd bété vréma.

11. Hen-nez a oé ar c’hen̄ta eûz a vurzudou Jézuz, a réaz é Kana eûz a C’haliléa : hag ével-sé é rôaz da anaout hé c’hloar, hag hé ziskibled a grédaz enn-han̄.

12. Goudé-zé é tiskennaz da Gafarnaom, gan̄d hé vamm, hé vreûdeûr hag hé ziskibled ; ha na joumchon̄t kéd énô némeûr a zeisiou.

13. Ha Pask ar Iuzevien a ioa tôst, ha Jézuz a biñaz da Jéruzalem.

14. Hag é kavaz enn templ tûd péré a werzé éjenned, dén̄ved ha koulmed, ha marc’hadourien arc’han̄t azézet énô.

15. Goudé béza gréad eur skourjez gan̄d kerdin voan, é kasaz anézhô holl eûz ann templ, gan̄d ann dén̄ved, hag ann éjenned : hag é taolaz d’ann douar arc’han̄t ar varc’hadourien arc’han̄t, hag é tiskaraz hô zaoliou,

16. Hag é lavaraz d’ar ré a werzé koulmed : Tennid ann dra-zé ac’hann, ha na rît két eûz a dî va Zâd eunn tî a werzidigez.

17. Hôgen hé ziskibled hô doé koun pénaoz eo bét skrivet : Ann oaz eûz da dî a wast ac’hanoun.

18. Neûzé ar Iuzevien a lavaraz d’ézhan̄ : Dré bé arouéz é tiskouézi d’é-omp é helfez ôber kémen̄t-sé ?

19. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Disman̄trid ann templ-man̄ ; hag é savinn anézhan̄ a-nevez a-benn tri deiz.

20. Hag ar Iuzevien a lavaraz d’ézhan̄ : C’houéac’h vloaz ha daou-ugen̄t euz bét ô sével ann templ-zé, ha té a zavô anézhan̄ a-benn tri deiz ?

21. Hôgen hén̄ a gomzé eûz a dempl hé gorf.

22. Ha pa oé saved a varô da véô, hé ziskibled hô doé koun pénaoz en doa lavared ann dra-zé, hag é krédchon̄t er Skritur, hag er gér en doa lavaret Jézuz.

23. Hag é-pâd ma édo é Jéruzalem da c’houél Bask, kalz a dûd a grédaz enn hé hanô, ô wélout ar vurzudou a réa.

24. Hôgen Jézuz na fisié kéd enn-hô, râg ho anaout a réa holl,

25. Ha n’en doa kéd a ézomm é teûjé dén da rei testéni d’ézhan̄ diwar-benn eunn dén, râg hén̄ a wié pétrâ a ioa enn dén.


————


III. PENNAD.


1. Hogen bez’ éz oa eunn dén é-touez ar Farizianed, han̄vet Nikodémuz, péhini a ioa Prin̄s ar Iuzevien.

2. Hé-man̄ a zeûaz enn nôz da gavout Jézuz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, gouzoud a réomp pénaoz oud deûed a berz Doué da gélenner d’é-omp : râk dén na hell ôber ar vurzudou a réz, néméd Doué a vé gan̄t-han̄.

3. Jézuz é respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : É-gwirionez hel lavarann d’îd, pénaoz dén na hell gwélout rouan̄télez Doué, ma n’eo két ganet a-nevez.

4. Nikodémuz a lavaraz d’ézhan̄ : Pénaoz éc’h hell béza ganet eunn dén, hag hén̄ kôz ? Hag hen̄ a hell mon̄d eur wéach é kôv hé vamm, ha béza ganet eunn eil gwéach ?

5. Jézuz a respoun̄taz d’ézhan̄ : É-gwirionez hel lavarann d’îd, pénaoz ma na véz ganet eunn dén a-nevez énn dour hag er Spéred-San̄tel, na hell két mon̄d é rouan̄télez Doué.

6. Ar pez a zô ganet euz ar c’hîk, a zô kîk : hag ar péz a zô ganet euz ar spéred, a zô spéred.

7. Na vézez két souézet em bé lavared d’îd, pénaoz eo réd d’îd béza ganet eunn eil gwéach.

8. Ar Spéred a c’houéz el léac’h ma kâr : hag é klevez hé vouéz ; hôgen na ouzoud kéd a béleac’h é teû, na péléac’h éz â : ével-sé é c’hoarvez gan̄t kémen̄d hini a zô ganet eûz ar spéred.

9. Nikodémuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pénaoz éc’h hell c’hoarvézout kémen̄t-sé ?

10. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ, té a zô mestr enn Israel, ha na ouzoud két kémen̄t-sé ?

11. É-gwirionez hel lavarann d’îd, pénaoz é lévéromp ar péz a ouzomp, ha pénaoz é rôomp testéni eûz ar péz hon eûz gwélet, ha koulskoudé na zigémérit két hon testéni.

12. Ma na grédit kéd d’in pa gomzann d’é-hoc’h eûz a draou ann douar, pénaoz é krédot-hu d’in ma komzann d’é-hoc’h eûz a draou ann én̄v ?

13. Dén n’eo piñed enn én̄v, néméd ann hini a zô diskenned eûz ann én̄v, Mâb ann dén péhini a zô enn én̄v.

14. Hag ével m’en deûz Moizez saved eunn aer enn distrô, ével-sé eo réd é vé savet Mâb ann dén :

15. Évit na varvô két kemen̄d hini a gréd enn-han̄, hôgen m’en dévézô ar vuez peûr-baduz.

16. Râk Doué en deûz karet kémen̄t ar béd, ma en deûz rôed hé Vâb penn-her : évit na varvô két kémen̄d hini a gréd enn-han̄, hôgen m’en dévézô ar vuez peûr-baduz.

17. Râk Doue n’en deûz két kased hé Vâb er béd, évit barna ar béd, hôgen évit ma vézô salvet ar béd gan̄t-han̄.

18. Néb a gréd enn-han̄, né két barnet : hôgen néb na gréd két, a zô barnet a-vréma : ô véza na gréd kéd é hanô Mâb pénn-her Doué.

19. Hôgen chétu a béléac’h é teû ar varnédigez-zé : dré ma eo deûed ar goulou er béd, hag eo bét gwell gan̄d ann dûd ann dévalien égéd ar goulou : râg hô ôberiou a zô fall.

20. Râk piou-bennâg a ra drouk, a gasa ar goulou, ha ne zeû kéd ouc’h ar goulou, évit na vézô két diskleriet hé ôberiou.

21. Hôgen piou-bennâg a ra diouc’h ar wirionez, a zeû ouc’h ar goulou, évit ma vézo gwélet hé ôberiou ; râg hé Doué in̄t bét gréat.

22. Goudé-zé é teûaz Jézuz, gan̄d hé ziskibled, é douar Judéa ; choum a réa énô gan̄t-hô, hag e vadézé.

23. Iann a vadézé ive é Aennou tôst da Zalim ; râg énô éz oa kalz a zoureier, ha kalz a zeûé hag a oa badézet.

24. Neûzé Iann né oa két bét c’hoaz lékéad er vâc’h.

25. Hôgen eur striv a zavaz étré diskibled Iann hag ar Iuzevien diwar-benn ar Skarzidigez.

26. Hag é teûjon̄t da gavout Iann, hag é léverjon̄t d’ézhan̄ : Mestr, ann hini a ioa gan-éz enn tu all d’ar Jourdan, ha da behini éc’h eûz rôet testéni, a vadez bréma, hag ann holl a iâ d’hé gavout.

27. Iann a respoun̄taz hag a lavaraz : Dén na hell digémérout nétrâ, némét rôed é vé bét d’ézhan̄ eûz ann én̄v.

28. C’houi hoc’h-unan a zô testéni d’in pénaoz em eûz lavared d’é-hoc’h : Né két mé eo ar C’hrist ; hôgen kased ounn bét enn hé raok.

29. Néb en deûz eur c’hrég, a zô ozac’h : hôgen miñoun ann ozach, péhini a zô enn hé zâ, hag a zélaou anézhan̄, a zô laouen-brâz pa glev mouéz ann ozac’h. Leûn eo éta a lévénez.

30. Réd eo éta d’ézhan̄ kreski, ha d’in bihanaat.

31. Néb a zô deûed eûz ann néac’h, a zô dreist ann holl. Néb a zô eûz ann douar, a zô eûz ann douar, hag hé lavar a zalc’h eûz ann douar. Néb a zeû eûz ann én̄v, a zô dreist ann holl.

32. Testénia a ra ar péz en deûz gwélet ha klevet : ha dén na zigémer hé desténi.

33. Néb en deûz digéméret hé desténi, en deûz diskouézet pénaoz é oa Doué gwirion.

34. Râg ann hini en deûz kaset Doué, a lavar komsiou Doué : ha Doué na rô kéd d’ézhan̄ hé spéred dré gemm.

35. Ann Tâd a gâr ar Mâb : hag en deûz lékéat pép-trâ étré hé zaouarn.

36. Néb a gréd er Mâb, en deûz ar vuez peûr-baduz : hôgen néb na gréd kéd er Mâb, na wélô kéd ar vuez peûr-baduz : hogen buanégez Doué a joumô war-n-ézhan̄.


————


IV. PENNAD.


1. Jézuz éta ô véza klevet penaoz ar Farizianed a wié é réa muioc’h a ziskibled égét Iann, hag é vadézé muioc’h a dûd égét-han̄,

2. Pétrâ-bennâg na vadézé két Jézuz, hôgen hé ziskibled hép-kén,

3. A iéaz-kuîd eûs ar Judéa, hag a zistrôaz é Galiléa.

4. Rak réd é oa d’ézhan̄ tréménoud dré ar Samari.

5. Don̄d a réaz ’ta enn eur géar eûz a Samari, hanvet Sikar, tôst d’ann digwéz a rôaz Jakob d’hé vab Jozef.

6. Hôgen énô éz oa feunteun Jakob. Ha, Jézuz ô véza skuîz eûz ann hen̄t, a azézaz war ar feunteun-zé. War-drô ar c’houec’hved heur édo.

7. Don̄d a réas eur vaouez eûz a Zamari évit tenna dour, ha Jésuz a lavaraz d’ézhi : Rô da éva d’in.

8. (Râg é ziskibled a ioa éad é kéar évit préna boéd).

9. Hôgen ar vaouez-zé eûs a Zamari a lavaraz d’ézhan̄ : Pénaoz té pa oud eûz a Judéa, é c’houlennez-té da éva digan-én̄, ha me eûz a Zamari ? Rag ar Iuzevien na vourron̄t két gan̄d ar Samaried.

10. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhi : Ma anavézchez rô Doué, ha piou eo ann hini a lavar d’îd : Rô da éva d’in, martézé ez pé da-unan goulenned da éva digan̄t-han̄, hag en defé rôed d’îd dour béô.

11. Ar vaouez a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, n’éc’h eûz két péadrâ da denna dour, hag ar pun̄s a zô doun : a béléac’h éta éz pé dour béô ?

12. Ha brasoc’h oud égéd hon tad Jakob, péhini en deûz rôed d’é-omp ar pun̄s-man̄, ha péhini en deûz évet dour anézhan̄, kerkouls hag hé vugalé, hag hé loéned ?

13. Jézuz a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhi : Piou-bennâg a ev eûz ann dour-man̄, en dévézô c’hoaz sec’hed : hôgen piou-bennâg a évô eûz ann dour a rôinn d’ézhan̄, n’en dévézô bikenn a zec’hed :

14. Hôgen ann dour a roinn d’ézhan̄, a zeûi enn-han̄ ar vammen eûz a eunn dour a zilammô bétég er vuez peûr-baduz.

15. Ar vaouez a lavaraz d’ézhan̄ : Rô d’in eûz ann dour-zé, évit n’am bézô kéd a zec’hed, ha na zeuinn kéd aman̄ da denna dour.

16. Jézuz a lavaraz d’ézhi : Kéa, galv da ozac’h, ha deûz aman̄.

17. Ar vaouez a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : N’em eûz kéd a ozac’h. Jézuz a lavaraz d’ézhi : Lavaret mâd éc’h eûz : N’em eûz ked a ozac’h :

18. Râk pemb ozac’h éc’h eûz bét, hag ann hini éc’h eûz bréma né kéd da ozac’h : lavaret mâd éc’h eûz.

19. Ar vaouez a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, gwéloud a rann pénaos oud eur Profed.

20. Hon tadou hô deûz azeûlet war ar ménez-man̄, ha c’houi a lavar pénaoz é Jéruzalem éma al léac’h é péhini eo réd azeûli.

21. Jézuz a lavaraz d’ézhi : Maouez, kréd d’in, don̄d a ra ann heur, é péhini na azeûlot mui ann Tâd, na war ar ménez-sé, nag é Jéruzalem.

22. C’houi a azeûl ar péz na anavézit két : nî a azeûl ar péz a anavézomp ; râg ar zilvidigez a zeû eûz ar Iuzevien.

23. Hôgen don̄d a ra ann heur, ha deûed eo, é péhini ar gwir azeûlerien a azeûlô ann Tâd é spered hag é gwirionez.

24. Doué a zô spéred, réd eo d’ar ré a azeûl anézhan̄, hé azeûli é spéred hag é gwirionez.

25. Ar vaouez a lavaraz d’ézhan̄ : Gouzoud a rann pénaoz é tlé don̄d ar Mési (da lavaroud eo ar C’hrist) ; pa vézô deûed éta, é tiskleriô d’é-omp pep-trâ.

26. Jézuz a lavaraz d’ézhi : Mé eo péhini a gomz gan-éz.

27. Ha neûze e teûaz hé ziskibled, hag é oan̄t souézet ô véza ma komzé oud eur vaouez. Hôgen dén na lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a glaskez, pé pérâg é komzez oud hou-man̄ ?

28. Hôgen ar vaouez a lézaz hé fôd dour, hag a iéaz é kéar, hag a lavaraz d’ann dûd ac’hanô :

29. Deûit ha gwélid eunn dén, péhini en deûz lavared d’in kémen̄d em eûz gréat : ha né kéd hén̄ ar C’hrist ?

30. Mon̄d a réjon̄d éta er-méaz eûz a géar, hag éz éjon̄d d’hé gavout.

31. Koulskoude hé ziskibled a dôstaaz out-han̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, debr.

32. Hôgen hén̄ a lararaz d’ézhô : Eur boéd em eûz da zibri ha na anavézit két.

33. Neûzé ann diskibled a lavaraz ann eil d’égilé : Hag unan-bennâg en défé kased da zibri d’ézhan̄ ?

34. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Va boéd eo ôber ioul ann hini en deûz va c’haset, évit ma peûrc’hrinn hé ôber.

35. Ha na livirit-hu két c’houi, pénaoz da benn pévar miz é teûi ar médérez ? Chétu mé a lavar d’é-hoc’h : Savid hô taou-lagad, ha sellid oud ar mésiou, gwenn in̄d évid ar médérez.

36. Ha néb a véd a zigémer ar gôbr, hag a zastum frouez évid ar vuez peûr-baduz : évit ma en em laouénai néb a hâd kerkoulz ha néb a véd.

37. Rak é kémen̄t-mañ eo gwîr ar gér a lavar : pénaoz unan a hâd, hag eunn all a véd.

38. Hô kased em eûz da védi ar péz n’hoc’h eûz két labouret : ré all hô deûz labouret, ha c’houi a zô éad enn hô labour-hî.

39. Kalz eûz a Zamaritaned ar géar-zé a grédaz enn-han̄, dré ann abek d'ar gér-man̄ é doa lavared ar vaouez-zé : Lavared en deûz d’in kémend em euz gréat.

40. Ar Zamaritaned éta ô véza deûed d’hé gavout, a bédaz anézhan̄ da choum énô. Hag hén̄ a joumaz énô daou zervez.

41. Ha kalz muioc’h a grédaz enn-han̄ dré ann abek d'hé brézek.

42. Hag é lavaren̄d d’ar vaouez-zé ; N’eo mui évid ar péz éc’h eûz lavaret é krédomb bréma ; râg hé glevet hon eûz hon-unan, hag é ouzomp pénaoz eo évit-gwîr Salver ar béd.

43. Daou zervez goudé éz éaz-kuîd ac’hanô ; hag éz éaz é Galiléa.

44. Râk Jézuz a lavaré hé-unan, pénaoz eur Profed a zô héb hanô-mâd enn hé vrô hé-unan.

45. O véza éta deûed é Galiléa, ar C’haliléaded hen digéméraz ervâd, dré m’hô doa gwélet ar pez en doa gréat é Jéruzalem é deiz ar goél ; râg é deiz ar goél éz éjon̄d dî.

46. Jézuz a zeûaz a-nevez da Gana é Galiléa, é péléac’h en doa gréat gwîn gan̄d dour. Hag énô éz oa eur Prin̄s pehini en doa eur mâb klân̄ é Kafarnaom.

47. Hé-man̄ ô véza klevet pénaoz Jézuz a ioa deûed eûz a Judéa é Galiléa, a iéaz d’hé gavout, hag a bédaz anézhan̄ da ziskenni d’hé dî, évit iac’haad hé vâb ; rak daré é oa da vervel.

48. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Ma na wélit arwésiou ha burzudou, na grédit két.

49. Hag ar Prin̄s a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, disken abarz ma vézô marô va mâb.

50. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, da vâb a zô béô. Ann dén-man̄ a grédaz er gér en doa lavaret Jézuz d’ézhan̄, hag a iéaz-kuît.

51. Hôgen pa édo hé-man̄ enn hen̄t, hé vévellou a ziarbennaz anézhan̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : da vâb a zô béô.

52 Hag hén̄ ô véza goulenned digan̄d-hô da bé heur é oa en em gavet gwelloc’h, é léverjon̄t d’ézhan̄ : Déac’h d’ar seizved heur ann dersien é deûz hé lézet.

53. Ann tâd a anavézaz pénaoz é oa enn heur-zé en doa Jézuz lavared d’ézhan̄ : Da vâb a zô béô ; hag é krédaz hén̄ hag hé holl dûd.

54. Hen-nez a oé ann eil vurzud a réaz Jézuz pa zeûaz a Judéa é Galiléa.


————


V. PENNAD.


1. Goudé-zé goél ar Iuzevien ô véza deûet, Jézuz a biñaz da Jéruzalem.

2. Hôgen béz’ éz oa é Jéruzalem pin̄sin ann dén̄ved, péhini é iéz Hébré a zô hanvet Betsaida, hag en doa pemp pon̄dalez.

3. É péré é oa gourvézet eul lôd brâz a dûd klân̄v, a dûd dall, a dûd kamm, a dûd dizec’het, péré a c’hortôzé ma vé kéfluslet ann dour.

4. Rag Éal ann Aotrou a ziskenné a-amzer-é-amzer er pin̄sin ; hag ann dour a oa kéflusket. Ha piou-bennâg a ziskenné da-gen̄ta er pin̄sin, goude ma oa bét kéflusket ann dour, a iac’héé, daoust pé glén̄ved en doa.

5. Hôgen béz’ é oa énô eunn dén péhini a ioa klan̄v eiz vloaz ha trégon̄t a ioa.

6. Pa wélaz Jézuz hé-man̄ gourvézet, hag ô véza ma anavézé pénaoz é oa klan̄v pell amzer a ioa, e lavaraz d’ézhan̄ : Ha té a fell d’id béza iac’h ?

7. Ann dén klan̄v a respoun̄taz d’ézhan̄ : Aotrou, n’em eûz dén évit va lakaad er pin̄sin, goudé ma eo bét kéflusket ann dour : hag é-pad émounn ô von̄t, eunn all a ziskenn em raok.

8. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Saô, kémer da vélé, ha kerz.

9. Hag ann dén-zé a zeûaz iac’h râk-tâl : hag é kéméraz hé wélé, hag é kerzaz. Hôgen ann dervez-zé a ioa deiz ar sabbat.

10. Ar Iuzevien a lavaraz éta d’ann hini a ioa bét iac’héet : Ar sabbat eo, né kéd aotréed did dougen da wélé.

11. Hag hén̄ a respoun̄taz d’ézhô : Ann hini en deûz va iac’héet, en deûz lavared d’in : Kémer da wélé, ha kerz.

12. Hag hî a c’houlennaz digan̄t-han̄ : Piou eo ann dén-zé péhini en deûz lavared d’id : Kémer da wélé, ha kerz ?

13. Hôgen ann hini a ioa bét iachéet, na wié két piou é oa. Râk Jézuz a ioa en em dennet eûz a en̄groez ar bobl a ioa énô :

14. Goudé, Jézuz a gavaz anézhan̄ enn templ, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu oud deûet iac’h : na bec’hi mui hiviziken, gan̄d aoun na c’hoarvézché gwasoc’h ganéz.

15. Ann dén-zé a iéaz da gavoud ar Iuzevien, hag a lavaraz d’ézho pénaoz é oa Jézuz en doa hé iac’héet.

16. Dré-zé eo é teûé ar Iuzevien da heskina Jézuz ô véza m’en doa gréat kémen̄t-sé é deiz ar sabbat.

17. Hôgen Jézuz a respoun̄taz d’ézhô : Va Zâd en deûz labouret bété vréma, ha mé a labour ivé.

18. Évit-sé éta ar Iuzevien a glaské c’hoaz mui ann doaré d’hel laza ; râk né dorré két hép-mui-kén ar sabbat, hôgen lavaroud a réa pénaoz Doué a ioa hé Dâd, oc’h en em ôber kévatal da Zoué. Jézuz éta a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô :

19. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h : Ar Mâb na hell ôber nétrâ anézhan̄ hé-unan, ha na ra néméd ar péz a wél hé Dâd oc’h ôber ; râk kémen̄d a râ ann Tâd, ar Mâb a ra ivé ével-t-han̄.

20. Râg ann Tâd a gâr ar Mâb, hag é tiskouéz d’ézhan̄ kémen̄d a râ : hag é tiskouézô d’ézhan̄ ôberiou brasoc’h égéd ar ré-man̄, enn hévélep doaré ma viot souézet-brâz hoc’h-unan.

21. Râg ével ma teû ann Tâd da zazorc’hi ar ré varô, ha da rei d’ézhô ar vuez, ével-sé ar Mâb a rô ar vuez da néb a gâr.

22. Hôgen ann Tâd na varn dén é-béd : râk péb barnédigez en deûz rôed d’ar Mab,

23. Évit ma teûi ann holl da énori ar Mâb, ével ma énoron̄t ann Tâd. Nép na énor kéd ar Mâb, na énor kéd ann Tâd péhini en deûz hé gaset.

24. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz piou-bennâg a zélaou va gér, hag a gréd enn hini en deûz va c’haset, en deûz ar vuez peûr-baduz, ha na zeû kéd er varn, hôgen tréménoud a ra eûz ar marô d’ar vuez.

25. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz é teû ann heur, hag eo deûet, é péhini ar ré varô a glev mouéz Mâb Doué : hag ar ré a glevô a vévô.

26. Râg é-c’hîz ma en deûz ann Tâd ar vuez enn-han̄ hé-unan, rôed en deûz ivé d’ar Mâb ar galloud da gaoud ar vuez enn-han̄ hé-unan :

27. Hag en deûz rôed d’ézhan̄ ar galloud da varna, ô véza ma eo Mâb ann dén.

28. Na vézit két souézet eûz a gémen̄t-man̄ ; râk don̄d a ra ann heur é péhini ar ré holl a zô er bésiou a glevô mouéz Mâb Doué :

29. Hag ar ré hô dévézô gréat mâd a zavô évit mon̄d é dazorc’hidigez ar vuez ; hôgen ar ré hô dévézô gréat fall, évit mon̄t é dazorc’hidigez ar varn (G).

30. Na hellann-mé ôber nétrâ ac’hanoun va-unan. Diouc’h ma klevann, é varnann : ha va barn a zô gwirion ; rak na glaskann két va ioul, hôgen ioul ann hini en deûz va c’haset.

31. Ma rôann testéni ac’hanoun va-unan, va zesténi né két gwîr.

32. Béz’ éz eûz eunn all hag a rô testéni ac’hanoun : ha gouzoud a rann pénaoz eo gwîr ann desténi a rô ac’hanoun.

33. Kased hoc’h eûz étrézég Iann ; hag hén̄ en deûz rôet testéni d’ar wirionez.

31. Évid-oun-mé né kéd eûz a eunn dén é kémérann testéni : hôgen ann dra-man̄ a lavarann évit ma viot salvet.

35. Hén̄ a ioa eur c’hleûzeur leskidik ha lugernuz. Hôgen fellet eo béd d’é-hoc’h en em laouénaad évid eunn amzer oud hé c’houlou.

36. Hôgen mé am eûz eunn testéni brasoc’h égéd hini Iann. Râg ann ôberiou en deûz rôet va Zâd ar galloud d’in da beûr-ôber ; ann ôberiou a rann, a rô ann desténi ac’hanoun, pénaoz ounn kaset gan̄t va Zâd :

37. Ha va Zâd péhini en deûz va c’haset, en deûz hé-unan rôet testéni ac’hanoun : ha c’houi n’hoc’h eûz biskoaz kleved hé vouéz, na gwéled hé zremm

38. Hag hé c’hér na joum kéd enn-hoc’h ; râk na grédit kéd enn hini en deûz va c’haset.

39. C’houiḻid er Skrituriou, pa vennit pénaoz é kéfot enn-hô ar vuez peûr-baduz : hag hî eo a rô testéni ac’hanoun.

40. Ha na fell kéd d’é-hoc’h don̄d d’am c’havout évit kaoud ar vuez.

41. Na gémérann két va skéd eûz ann dûd.

42. Hôgen hoc’h anavézet em eûz : ô véza n’hoc’h eûz kéd enn-hoc’h karan̄tez Doué.

43. É hanô va Zâd ounn deûet, ha n’hoc’h eûz két va zigéméret : mar teû eunn all enn hé hanô hé-unan, é tigémérot anézhan̄.

44. Pénaoz éc’h hellit-hu kridi, c’houi péré a zigémer ar skéd a zeû eûz ann eil d’égilé, ha na glask két ar skéd a zeû eûz a Zoué hép-kén.

45. Na vennit két pénaoz eo mé a damallô ac’hanoc’h dirâk va Zâd : Moizez eo é péhini éma hô kortoz a damall ac’hanoc’h.

46. Râk ma krédac’h é Moizez, é krédac’h ivé martézé enn-oun ; râk skrived en deûz diwar va fenn.

47. Hôgen ma na grédit két ar péz en deûz skrivet, pénaoz é krédot-hu ar péz a lavarann d’é-hoc’h ?


————


VI. PENNAD.


1. Goudé-zé Jézuz a iéaz enn tu all da vor Galiléa, é péléac’h éma lagen Tibériad :

2. Hag eul lôd brâz a dûd a heulié anézhan̄, ô véza m’hô doa gwélet ar vurzudou en doa gréat war ar ré glan̄v.

3. Jézuz a biñaz éta war eur ménez ; hag éc’h azézaz énô gan̄d hé ziskibled.

4. Hôgen tôst é oa ar Pask, péhini a zô goél ar Iuzevien.

5. Jézuz éta ô véza savet hé zaou-lagad, hag ô wélout pénaoz eul lôd brâz a dûd a zeué d’hé gavout, a lavaraz da Filip : A beléac’h é prénimp-ni bara évit ma tebrô ann holl dûd-zé ?

6. Hôgen kémen̄t-man̄ a lavaré évid hé dempti ; râg hén̄ a wié pétrâ en doa da ôber.

7. Filip a respoun̄taz d’ézhan̄ : Na vé kéd a-walc’h gan̄d daou c’han̄t diner a vara évit rei eunn tammik da bép-hini.

8. Unan eûz hé ziskibled, André, breûr Simon-Per, a lavaraz d’ézhan̄ :

9. Bez’ éz eûz eur bugel péhini en deûz pemp tors heiz, ha daou bésk ; hôgen pétrâ eo ann dra-zé évit kémen̄d a dûd ?

10. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Grîd d’ann dûd azéza. Hôgen kalz a c’héot a ioa énô. Hag éc’h azézaz war-drô pemp mil dén.

11. Jézuz éta a géméraz ar baraou : ha goudé béza trugarékéet, é rannaz anézhô étré ar ré a ioa azézet. Rei a réaz ivé eûz ar pésked kémen̄t ha ma fellaz d’ézhô.

12. Goudé m’hô doé a-walc’h, é lavaraz d’hé ziskibled : Dastumid ann tammou a zô choumet a zilerc’h, évit na vézin̄t két kollet.

13. Hô dastumi a réjon̄d éta hag é leûnchon̄t daouzék paner gan̄d ann tammou eûz ar pemb bara heiz, a oa choumet a zilerc’h ar ré hô doa debret.

14. Ann dûd-zé éta pa wéljon̄t ar burzud en doa gréat Jézuz, a lavaraz : Hen-nez eo évit-gwîr ar Profed a dlé don̄d er béd.

15. Hôgen Jézuz ô c’houzout pénaoz é tlien̄t don̄d da grapa enn-han̄ évid hé lakaad da Roué, a dec’haz adarré war ar ménez hé-unan.

16. Hôgen pa oé deûed ar pardaez, hé ziskibied a ziskennaz étrézég ar môr.

17. Ha pa oen̄t piñet enn eur vag, éz éjon̄t enn tû all d’ar môr é Kafarnaom. Ha daré é oa ann nôz, ha Jézuz né oa két c’hoaz deûet d’hô c’havout.

18. Koulskoudé ar môr a zavé, ô véza ma c’houézé kré ann avel.

19. Hôgen goudé m’hô doé roéviet war-héd pemp stad war-n-ugen̄t pé trégon̄t stad, é wéljon̄t Jézuz ô kerzoud war ar môr, hag ô tôstaad ouc’h ar vâg ; hag hô doé spoun̄t.

20. Hôgen hén̄ a lavaraz d’ézhô : Mé eo, na spoun̄tit két.

21. Hag é fellaz d’ézhô hé géméroud er vâg : ha râk-tâl ar vâg en em gavaz oud ann douar é péhini éz éan̄t.

22. An̄trônôz, ar bobl péhini a ioa enn tû-all d’ar môr, a wélaz pénaoz né oa béd énô néméd eur vag, pénaoz né oa kéd éat Jézuz er vâg gan̄d hé ziskibled, hôgen pénaoz ann diskibled a oa éad ho-unan :

23. (Râk deûed é oa bagou all eûz a Dibériad, tôst d’al léac’h é péhini Jézuz, goudé béza trugarékéet ann Aotrou, en doa rôet bara da zibri d’ézhô) :

24. Pa wélaz éta ar bobl pénaoz Jézuz na oa kéd énô, nag hé ziskibled kén-nébeut, é piñchon̄t war ar bagou-zé, hag é teûjon̄d da Gafarnaom évit klaskout Jézuz.

25. Ha pa hô doé hé gavet enn tu all d’ar môr, é léverjon̄d d’ézhan̄ : Mestr, peûr oud-dé deûed aman̄ ?

26. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : É-gwirionez, é gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h : va c’hlaskoud a rît ; ha né kéd évit béza gwélet burzudou, hôgen évit béza debret bara, hag évit béza bét a-walc’h anézhan̄.

27. Labourit, nann évid ar boéd a ia da goll, hôgen évid ann hini a bâd bétég er vuez peûr-baduz, a rôi d’é-hoc’h Mâb ann dén. Râg hé-man̄ eo en deûz arouézed Doué ann Tâd.

28. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a raimp-ni évid ôber ôberiou Doué ?

29. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Hé-man̄ eo ôber Doué, ma krédot enn hini en deûz kaset.

30. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Pé arouéz a réz-té, évit pa hé gwélimp ma krédimp d’îd ? Pétrâ a réz-té ?

31. Hon tadou hô deus debret ar mann enn distrô, hervez ma eo skrivet : Rôed en deûz d’ézhô da zibri bara ann én̄v.

32. Neûzé Jézuz a lavaraz d’ézhô : É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h : Moizez n’en deûz két rôed d’é-hoc’h bara ann én̄v, hôgen va Zâd eo a rô d’é-hoc’h ar gwir vara eûz ann én̄v.

33. Râk bara Doué eo ar bara a zô diskenned eûz ann én̄v, hag a rô ar vuez d’ar béd.

34. Hôgen hî a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, rô d’é-omp bépréd ar bara-zé.

35. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Mé a zô ar bara a vuez : néb a zeû d’am c’havout n’en dévézô kéd a naoun ; ha néb a gréd enn-oun n’en dévézo bikenn a zec’hed.

36. Hôgen hel lavared em eûz d’é-hoc’h, va gwélet hoc’h eûz, ha n’hoc’h eûz két krédet enn-oun.

37. Ar ré holl a rô va Zâd d’in, a zeûi d’am c’havout : ha na daolinn két er-méaz ann hini a zeûi d’am c’havout.

38. Rak diskenned ounn eûz ann én̄v, nann évid ôber va ioul, hôgen évid ôber ioul ann hini en deûz va c’haset.

39. Hôgen hou-man̄ eo ioul va Zâd péhini en deûz va c’haset ; pénaoz na gollinn hini eûz ar ré holl en deûz rôed d’in, hôgen ma tazorc’hinn anézhô enn deiz divéza.

40. Hôgen hou-man̄ eo ioul va Zâd péhini en deûz va c’haset ; pénaoz piou-bennâg a wél ar Mâb, hag a gréd enn-han̄, en dévézô ar vuez peûr-baduz, hag é tazorc’hinn anézhan̄ enn deiz divéza.

41. Ar Iuzevien a voudé out-han̄, ô véza m’en doa lavaret : Mé a zô ar bara buézek a zô diskennet eûz ann én̄v.

42. Hag é lavaren̄t : Ha né kéd hé-man̄ Jézuz mâb Jozef, eûz a béhini éc’h anavézomb ann tâd hag ar vamm ? Pénaoz éta é lavar-hén̄ eo diskenned eûz ann én̄v ?

43. Hôgen Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Na voudit kéd étré-z-hoc’h.

44. Dén é-béd na hell don̄d d’am c’havout, néméd didennet é vé gan̄t va Zâd péhini en deûz va c’haset : ha mé a zazorc’hô anézhan̄ enn deiz divéza.

45. Ha skrived eo er Broféded : Hag é vézin̄d holl desket gan̄d Doué. Piou-bennâg en deûz klevet ann Tâd hag en deûz desket, a zeûi d’am c’havout.

46. Né kéd en défé dén gwélet ann Tâd, neméd ann hini a zeû eûz a Zoué : hen-nez en deûz gwélet ann Tâd.

47. É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h : Néb a gréd enn-oun, en deûz ar vuez peûr-baduz.

48. Mé a zô ar bara a vuez.

49. Hô tadou hô deûz debret ar mann enn distrô, hag in̄t marô.

50. Hôgen hé-man̄ eo ar bara a zô diskenned euz ann én̄v ; évit na varvô két néb en deûz debret eûz anézhan̄.

51. Mé a zô ar bara buézek a zô diskennet eûz ann én̄v.

52. Mar tebr eur ré eûz ar bara-zé, é vévô da vikenn : hag ar bara a rôinn, eo va c’hîk a rôinn évit buez ann dûd.

53. Koulskoudé ar Iuzevien a strivé étré-z-hô, ô lavarout : Pénaoz éc’h hell hen-nez rei d’é-omp hé gîk da zibri ?

54. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô : É-gwirionez, é-gwirionez, hel lavarann d’é-hoc’h : Ma na zebrit két kîk Mâb ann dén, ha ma na évit kéd hé c’hoad n’hô pézô kéd ar vuez enn-hoc’h.

55. Néb a zebr va c’hîk, hag a év va goâd, en deûz ar vuez peûr-baduz, ha mé hen dazorc’hô enn deiz divéza.

56. Râk va c’hik a zô eur gwîr voéd, ha va goad a zô eur gwîr vraoued.

57. Néb a zebr va c’hîk, hag a év va goâd, a choum enn-oun, ha mé enn-han̄.

58. É-c’hîz ma eo béô va Zâd, péhini en deûz va c’haset, hag ounn béô dré va Zâd ; ével-sé neb a zebrô ac’hanoun a vévô dré-z-oun.

59. Hen-nez eo ar bara a zô diskennet eûz ann én̄v. Né kéd ével ar mann hô deûz debret hô tadou, hag hî a zô marô koulskoudé. Néb a zebr ar bara-man̄, a vévô da vikenn.

60. Ann traou-zé a lavaraz pa gélenne er sinagog é Kafarnaom.

61. Hôgen kalz eûz hé ziskibled, ô klevoud ann dra-sé, a lavaraz : Garô eo ar geriou-zé, ha piou a hell hô sélaoui ?

62. Hôgen Jézuz, péhini a wié enn-han̄ hé-unan pénaos hé ziskibled a voudé diwar-benn kémen̄t-sé, a lavaraz d’ézhô : Gwall-skouér a gémérid eus a gémen̄t-sé ?

63. Ha mar gwélit Mâb ann dén ô piña el léac’h ma édo ken̄t ?

64. Ar Spéred eo a rô ar vuez : ar c’hîk na hell nétrâ : ar geriou em eûz lavared d’é-hoc’h a zô spéred ha buez.

65. Hôgen béz’ éz eûz hiniennou enn hô touez ha na grédon̄t két ; râk Jézuz a wié adaleg ar penn-ken̄ta péré a ioa ha na gréden̄t két, ha piou e oa ann hini a dlié hé werza.

66. Hag é lavaraz : Dré-zé eo em eûz lavared d’é-hoc’h pénaoz dén na hell don̄d d’am c’havout, ma n’eo rôed d’ézhan̄ don̄t gan̄t va Zâd.

67. A neûzé kalz eûz hé ziskibled en em dennaz adré ; ha n’az éan̄t mui d’hé heûl.

68. Ha Jézuz a lavaraz d’ann daouzék : Ha c’houi, ha na fell kéd d’é-hoc’h ivé mon̄t-kuît ?

69. Simon Per a respoun̄taz d’ézhan̄ : Aotrou, étrézé piou éz ajemp ? Té éc’h eûz geriou ar vuez peûr-baduz.

70. Ha nî a gréd hag a anavez pénaoz oud ar C’hrist Mâb Doué.

71. Kémen̄t-man̄ a lavaré diwar-benn Iuzaz Iskariot mâb Simon ; râg hen-nez eo a dlié hé werza, évit-han̄ da véza unan eûz ann daouzék.


————


VII. PENNAD.


1. Hôgen abaoé neûzé Jézuz a gerzé é Galiléa ; râk na fellé kéd d’ézhan̄ kerzoud er Judéa, dré ma klaské ar Iuzevien ann doaré d’hé laza.

2. Tôst é oa goél ar Iuzevien, hanvet goél ann Teltou.

3. Hé vreûdeûr a lavaraz éta d’ézhan̄ : Kéa ac’hann, ha kéa er Judéa, évit ma wélô ivé da ziskibled ar péz a réz.

4. Râk dén̄ na labour é-kûz, ma fell d’ézhan̄ beza anavézet gan̄t ann holl : pa réz kémen̄t-sé, en em rô da anaoud d’ar béd holl.

5. Râg hé vreûdeûr na gréden̄t kéd enn-han̄.

6. Jézuz éta a lavaraz d’ézhô : Né két c’hoaz deûet va amzer ; hogen hoc’h amzer-c’houi a zô bépréd daré.

7. Ar béd na hell kéd hô kasaat : hôgen va c’hasaat a ra ; dré ma rôann testéni diwar hé benn, pénaoz eo fall hé ôbériou.

8. Id c’houi d’ar goél-man̄ ; évid-ounn-me né d’ann kéd d’ar goél-man̄ ; râk va amzer né kéd deûet c’hoaz.

9. Goudé béza lavaret kémen̄t-sé, é choumaz é Galiléa.

10. Hogen pa oé éad hé vreûdeûr kuît, éz éaz ivé d’ar goél, nann enn eunn doaré anat, hôgen é-c’hîz é-kûz.

11. Râg ar Iuzevien a glaské anézhan̄ é-pad ar goél, hag a lavaré : Péléac’h éma hen̄-nez ?

12. Hag eur boud brâz a ioa diwar hé benn é-touez ar bobl. Râk lôd a lavaré : Eunn dén mad eo. Hôgen ré all a lavaré ; Nann, hôgen touella a ra ar bobl.

13. Koulskoudé dén na gomzé huel diwar hé benn, gan̄d aoun râg ar Iuzevien.

14. Hôgen war-drô kreiz ar goél, Jézuz a biñaz d’ann templ, hag en am lekéaz da gélenna.

15. Hag ar Iuzevien a ioa souézet brâz, hag a lavaré : Pénaoz é oar hé-man̄ ar Skrituriou, pa n’en deûz kéd hô desket ?

16. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Va c’hélénnadurez né kéd d’in, hôgen d’ann hini en deûz va c’haset.

17. Mar fell da unan-bennâg ôber ioul Doué, éc’h anavézô mar teû va c’hélénnadurez diout-han̄, pé mar komzann ac’hanoun va-unan.

18. Néb a gomz anézhan̄ hé-unan a glask hé c’hloar hé-unan : hôgen néb a glask gloar ann hini en deûz hé gaset, hen-nez a zô gwirion, ha n’eûz kéd a c’haou enn-han̄.

19. Ha n’en deûz két Moizez rôed al lézen d’é-hoc’h ; hag hini ac’hanoc’h na vîr al lézen ?

20. Pérâg é likit-hu hô poell d’am laza ? Ar bobl a respoun̄taz hag a lavaraz : Ann diaoul a zô gan-éz ; piou a laka hé boell d’az laza ?

21. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Eunn ôber em eûz gréat, hag holl oc’h souézet-brâz.

22. Koulskoudé Moizez en deûz rôed d’é-hoc’h ann trô-drouc’h : (né kéd é teûfé eûz a Voizez, hôgen eûz ann tadou) hag é trô-drouc’hid ann dén da zeiz ar sabbat.

23. Mar tigémer eunn dén ann trô-drouc’h da zeiz ar sabbat, hép terri lézen Moizez, pérâg é sav droug enn-hoc’h ô véza ma em eûz iac’héet eunn dén penn-da-benn é deiz ar sabbat ?

24. Na varnit kéd hervez ann doaré, hôgen dougid eur varn gwirion.

25. Neûzé hiniennou eûz a Jéruzalem a lavaraz : Ha né kéd hen-nez a glaskon̄t évid hé laza ?

26. Ha chétu é komz dirâg ann holl, ha na lévéron̄t nétrâ d’ézhan̄. Ha n’hô deûz két anavézet Pennou ar vrô pénaoz évit-gwîr eo ar C’hrist ?

27. Gouzoud a réomp koulskoudé a béléac’h é teû hé-man̄ : hôgen pa zeûi ar C’hrist, dén na wézô a béléac’h eo.

28. Hôgen Jézuz a gomzé kré enn templ, ô kélenna, hag ô lavarout : Va anaoud a rît : ha gouzoud a rît, a béléac’h ounn : ha n’ounn két deûed ac’hanoun va-unan ; hôgen gwîr eo ann hini en deûz va c’haset, ha na anavézit kéd anézhan̄.

29. Évid-oun-mé a anavez anézhan̄, râg anézhan̄ ounn, hag hén̄ eo en deûz va c’haset.

30. Hôgen klaskoud a réan̄d ann tû da gregi enn-han̄ ; ha dén na lékéé hé zourn war-n-ézhan̄, ô véza né oa két c’hoaz deûed hé heur.

31. Koulskoudé kalz eûz ar bobl a grédaz enn-han̄, hag é lavaren̄t : Pa zeûi ar C’hrist, hag hén̄ a rai muioc’h a vurzudou égét na ra hé-man̄ ?

32. Ar Farizianed a glevé ar bobl ô lavarout kémen̄t-sé diwar hé benn : hag ar Farizianed a gasaz soudarded évit kregi enn-han̄.

33. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô : Émoun c’hoaz gan-é-hoc’h eunn nébeûd amzer : hag éz inn da gavoud ann hini en deûz va c’haset.

34. Va c’hlaskoud a réot, ha n’em c’héfot két : ha na hellit kéd don̄t el léac’h ma émounn.

35. Hôgen ar Iuzevien a lavaraz étréz-hô : Péléac’h éz ai, ha na hellimp kéd hé gavout ? ha mon̄d a rai é-touez ar Jen̄tiled a zô skiñet dré holl, ha kélenna a rai ar Jen̄tiled ?

36. Pétrâ eo ar gér-zé en deûz lavaret : Va c’hlaskoud a réot, ha na hellit kéd don̄t el léac’h ma émounn ?

37. D’ann deiz divéza, péhini é oa ar brasa eûz ar goél, Jézuz a zavaz, hag a lavaraz a-boéz-penn : Néb en deûz sec’hed, deûed d’am c’havout, hag évet.

38. Néb a gréd enn-oun, hervez ma lavar ar Skritur, é rédô eûz hé gôv steriou dour béô.

39. Kémen̄t-sé a lavaré eûz ar Spéred a dlié don̄d er ré a grédé ennhan̄ ; râk né oa két c’hoaz rôed ar Spéred, ô véza né oa két c’hoaz éat Jézuz enn hé c’hloar.

40. Koulskoudé lôd eûz ar bobl, ô klevoud ar brézégou-zé, a lavaré : Évit-gwîr eur Profed eo hé-man̄.

41. Lôd all a lavaré : Ar C’hrist eo. Hôgen ré all a lavaré : Hag eûz a C’haliléa é teûi ar C’hrist ?

42. Ha na lavar kéd ar Skritur, pénaoz ar C’hrist a zeûi eûz a wenn David, hag eûz a géar Vétléhem é péléac’h é oa David ?

43. Ével-sé é oa dizunvaniez é-touez ar bobl diwar hé benn.

44. Hôgen lôd anézhô a fellé d’ézhô kregi enn-han̄ : koulskoude dén é-béd na lékéaz hé zourn war-n-ézhan̄.

45. Ar zoudarded a zistrôaz éta étrézég ar Véleien hag ar Farizianed. Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhô : Pérâk n’hoc’h eûs-hu kéd hé zigaset ?

46. Ar zoudarded a respoun̄taz : Biskoaz dén na gomzaz ével ann dén-zé.

47. Ar Farizianed a lavaraz d’ézhô : Ha n’oc’h kéd ivé touellet ?

48. Ha n’eûz kéd unan-bennâg eûz ar Brin̄sed, pé eûz ar Farizianed hag a grédché enn-han̄ :

49. Râg évid ar bobl-man̄, péhini na anavez kéd al lézen, milliged eo.

50. Nikodémuz, ann hini a ioa éad d’hé gavout é-pâd ann nôz, hag a ioa unan eûz he ziskibled, a lavaraz d’ézhô :

51. Hag hol lézen a varn dén, hép ma eo bét sélaouet da gen̄ta, hag bép ma anavézeur pétrâ en deûz gréat ?

52. Ar ré-man̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ha Galiléad oud-dé ivé ? Lenn gan̄t préder ar Skrituriou, ha gwél pénaoz na zâv kéd a Brofed eûz a C’haliléa.

53. Ha pép-hini en em dennaz enn hé dî.


————


VIII. PENNAD.


1. Hôgen Jézuz a iéaz war Ménez Olived :

2. Ha da c’houlou-deiz é teûaz adarré enn templ, hag ann holl bobl a zeûaz d’hé gavout, hag ô véza azézet é kélenné anézhô.

3. Neûzé ar Skribed hag ar Farizianed a gasaz d’ézhan̄ eur vaouez péhini a ioa bét kéméret enn avoultriez : hag ô véza hé lékéad é-kreiz,

4. É léverjon̄d da Jézuz : Mestr, ar vaouez-man̄ a zô bét kéméret enn avoultriez.

5. Hôgen Moizez en deûz gourc’hémennet d’é-omp el lézen labéza ann hévélep tûd-zé. Ha té, pétrâ a lévérez ?

6. Hôgen kémen̄t-man̄ a lavaren̄t évid hé dempti, hag évit gelloud hé damallout. Ha Jézuz ô taou-bléga a skrivé gan̄d hé vîz war ann douar.

7. Ével éta ma ken̄dalc’hen̄t ôber goulennou out-han̄, é savaz, hag é lavaraz d’ézhô : Ann hini ac’hanoc’h a zô dibéc’hed ra daolô ar c’hen̄ta méan out-hi.

8. Hag ô taou-bléga adarré, é skrivaz war ann douar.

9. Hôgen pa glefchon̄t kémen̄t-sé, éz éjon̄t-kuît ann eil goudé égilé, ar ré gôsa ô von̄d da gen̄ta : ha Jézuz a joumaz hé-unan, gan̄d ar c’hrég a ioa é-kreiz.

10. Neûzé Jézuz a zavaz, hag a lavaraz d’ézhi : Grég, péléac’h ema ar ré a damall ac’hanod ? Ha dén n’en deûz-hén̄ da varnet ?

11. Hag hî a lavaraz : Dén, Aotrou. Hôgen Jézuz a lavaraz : Ha mé na varninn kéd ac’hanôd ken-nebeût ; kéa, ha na bec’h mui hivizikenn.

12. Hôgen Jézuz a gomzaz adarré oud ar bobl, ô lavarout : Goulou ar béd oun ; néb a zeû war va lerc’h na valé kéd enn amc’houlou, hôgen goulou ar vuez en dévézô.

13. Hôgen ar Farizianed a lavaraz d’ézhan̄ : Té a rô testéni ac’hanod da-unan ; da desténi né két gwîr.

14. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Pétrâ-bennâg ma rôann testéni ac’hanoun va-unan, va desténi a zô gwîr : râg gouzoud a rann a-béléac’h é teûann, ha péléac’h ez ann. Hôgen c’houi na ouzoc’h nag a béléac’h é teûann, na péléac’h éz ann.

15. C’houi a varn hervez ar c’hîk ; évid-oun-mé na varnann dén.

16. Ha ma varnann, va barn a zô gwîr, râk n’ounn két va-unan ; hôgen mé, ha va Zâd péhini en deûz va c’haset.

17. Hag enn hô lézen eo skrivet, pénaoz testéni daou zén a zô gwîr.

18. Mé a rô tésténi ac’hanoun va-unan ; ha va Zâd péhini en deûz va c’haset a rô ivé testéni ac’hanoun.

19. Hôgen hî a lavaraz d’ézhan̄ : Péléac’h éma da Dâd ? Jézuz a respoun̄taz : Na anavézit na mé na va Zâd ; mar anavézchac’h ac’hanoun, éch anazvéchac’h ivé va Zâd.

20. Jézuz a lavaré kémen̄t-sé ô kélenna enn templ, el léac’h ma édo ann tenzor : ha dén na grogaz enn-han̄, râg hé heur né oa kéd deûet c’hoaz.

21. Jézuz a lavaraz c’hoaz d’ézhô : Mon̄d a rann kuît, hag é klaskod ac’hanoun, hag é varvot enn hô péc’hed. Na hellot kéd don̄t el léac’h ma’z ann.

22. Hôgen ar Iuzevien a lavaré : Hag hén̄ en em lazô hé-unan, pa en deûz lavaret : Na hellot kéd don̄t el léac’h ma’z ann ?

23. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : C’houi a zô eûz a-îz ; ha mé a zô eûz a-ûz. C’houi a zô eûz ar béd-man̄ ; ha mé n’ounn kéd eûz ar béd-man̄.

24. Lavared em eûz éta d’é-hoc’h pénaoz é varvot enn hô péc’héjou : râk ma na grédit két pénaoz ounn ar péz éz ounn, é varvot enn hô péc’hed.

25. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Piou oud-dé ? Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Ar penn-ken̄ta, mé péhini a gomz ouz-hoc’h.

26. Kals a draou em eûz da lavaroud ac’hanoc’h, ha da damallout : hôgen ann hini en deûz va c’haset, a zô gwirion ; ha mé a lavar er béd ar péz em eûz klevet gan̄t-han̄.

27. Ha na anavezchon̄t két pénaoz é lavaré ez oa Doué hé Dâd.

28. Jézuz a lavaraz éta d’ézhô : Pa hô pézô gorroet Mâb ann dén, neûzé éc’h anavézchot piou ounn, ha pénaoz na rann nétrâ ac’hanoun va-unan ; hôgen ma komzann ével m’en deûz va Zâd desked d’in.

29. Hag ann hini en deûz va c’haset, a zô gan-én̄ ; ha n’en deûz két va lézet va-unan, ô véza ma rann bépred ar péz a blij d’ézhan̄.

30. Pa lavaraz kémen̄t-sé, kalz a grédaz enn-han̄.

31. Jézuz a lavaraz éta d’ar Iuzevien a grédé enn-han̄ : Mar mirit va gér, é viot va gwîr ziskibled.

32. Hag éc’h anavézchot ar wirionez, hag ar wirionez hô tieûbô.

33. Hag hî a responn̄taz d’ézhan̄ : Eûz a wenn Abrabam omp, ha biskoaz n’omp bét sklaved da zén : pénaoz éta é lévérez é vézimp dieûbet ?

34. Jézuz a respoun̄taz d’ézhô : É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz piou-bennâg a ra ar pec’hed, a zô sklâv d’ar péc’hed.

35. Hôgen ar sklâv na choum ket bépréd enn tî, hag ar mâb a choum bépréd.

36. Mar tieûb éta ar mâb ac’hanoc’h, é viot dieûb évit-gwîr.

37. Gouzoud a rann pénaoz oc’h bugalé da Abraham : hôgen va laza a fell d’é-hoc’h, ô véza na gouéz két va lavar enn-hoc’h.

38. Évid-oun-mé a lavar ar péz em eûz gwélet gan̄t va Zâd : ha c’houi a ra ar péz hoc’h eûz gwélet gan̄d hô tûd.

39. Ar ré-man̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Abraham eo hon tâd. Jézuz a lavaraz d’ézhô : Mar d-oc’h bugalé da Abraham, grîd ar péz en deûz gréad Abraham.

40. Hôgen bréma c’houi a glask ann tû da laza ac’hanoun, mé pehini a zô eunn dén hag em eûz lavared d’é-hoc’h ar wirionez em eûz klevet gan̄d Doué : Abrabam n’en deûz két gréat kémen̄t-sé.

41. C’houi a ra ar péz en deûz gréat hô tâd. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : N’omp két ganet eûz ar c’hadelez : eunn tad n’hon eûz kén péhini eo Doué.

42. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô : Ma vé Doué hô tâd, c’houi a garfé ac’hanoun ; râk mé a zô savet ha deûet eûz a Zoué : ha n’ounn két deûet ac’hanoun va-unan, hôgen hén eo en deûz va c’haset.

43. Pérak na anavézit-hu két va lavar ? O véza na hellit két sélaoui va frézégen.

44. Eûz a eunn tad diaoul oc’h : hag é fell d’é-hoc’h ôber ioulou hô tâd. Lazer-dén eo bét adaleg ar penn-ken̄ta, ha né két choumet er wirionez ; râg ar wirionez n’éma kéd enn-han̄ : pa lavar gaou, é lavar ar péz a zô enn-han̄, râg gaouiad eo, ha tâd ar gevier.

45. Hôgen mé, ma lavarann ar wirionez, na grédit kéd d’in.

46. Piou ac’hanoc’h a damallô ac’hanoun a béc’hed ? Ma lavarann d’é-hoc’h ar wirionez, pérâk na grédit kéd d’in ?

47. Néb a zô a Zoué a zélaou geriou Doué. Dré-zé eo n’hô sélaouit két, ô véza n’oc’h kéd a Zoué.

48. Hôgen ar Iuzevien a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ha na lévéromp két mâd, pénaoz oud eur Samariad, hag éma ann diaoul gan-éz ?

49. Jézuz a lavaraz : N’éma kéd ann diaoul gan-én̄ ; hogen mé a énor va Zâd, ha c’houi a zizénor ac’hanoun.

50. Évid-oun mé na glaskann két va gloar : eunn all a zô hag hé c’hlask, hag am barnô.

51. É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h : Néb a virô va gér, na wélô két ar marô da-vikenn.

53. Hôgen ar Iuzevien a lavaraz d’ézhan̄ : Bréma éc’h anavézomp pénaoz éma ann diaoul gan-éz. Abraham hag ar Broféded a zo marô, ha té a lavar : Néb a virô va gér, na dan̄vai kéd ar marô da-vikenn.

53. Ha brasoc’h oud éged Abrabam hon tâd, péhini a zô marô ? Ar Broféded a zô marô ivé. Pétrâ a lévérez oud-dé ?

54. Jézuz a respoun̄taz : Ma en em veûlann va-unan, va meuleûdi n’eo nétra : va Zâd eo a veûl ac’hanoun ; ha c’houi a lavar eo hô Toué.

55. Ha na anavézit ket anézhan̄ ; hôgen mé hé anavez : ha ma lavarann pénaoz na anavézann két anézhan̄, é vézinn eur gaouiad ével-d-hoc’h. Hôgen hé anaoud a rann, hag é virann hé c’hér.

56. Abraham hô tad en deûz c’hoantéet braz gwélout va deiz : hé wélet en deûz ; hag eo en em laouénéet.

57. Hôgen ar Iuzevien a lavaraz d’ézhan̄ : N’éc’h euz két c’hoaz han̄ter-kan̄t vloaz, hag éc’h eûz gwéled Abraham.

58. Jézuz a lavaraz d’ézhô : É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, abarz ma oa Abrabam, édounn.

59. Neûzé é kémerchon̄t mein évit teûrel out-han̄ : hôgen Jézuz en em guzaz hag a iéaz er-méaz eûz ann templ.


————


IX. PENNAD.


1. Ha pa dréméné Jézuz, é wélaz eunn dén péhini a ioa dall abaoé ma oa ganet.

2. Hag hé ziskibled a c’houlennaz out-han̄ : Mestr, pé béc’hed en deûz grêad hé-man̄, pe hé dûd, pa’z eo ganet dall ?

3. Jézuz a respoun̄taz : N’en deuz két péc’het, nag hé dûd ken-nébeût : hôgen évit ma vézô diskleriet ôberiou Doué enn-han̄ eo.

4. Réd eo d’in ôber ôberiou ann hini en deûz va c’haset, é-pâd ma eo deiz : ann nôz a zeû, ha dén na hell mui ôber nétrâ.

5. É-pâd émounn er béd, ounn goulou ar béd.

6. Goudé m’en doé lavaret kémen̄t-sé, é skôpaz d’ann douar, hag é réas fan̄k gan̄t skôp, hag é frotas daou-lagad ann dén dall gan̄d ar fan̄k-sé,

7. Hag é lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, hag en em walc’h é kibel Siloé (da lavaroud eo, Kaset). Mon̄d a réaz ’ta ; en em walc’hi a réaz, ha pa zeuaz é wélé.

8. Amézeien hé-man̄, hag ar ré hô doa hé wélet ken̄toc’h ô korka, a lavaré : Ha né kéd hen-nez a ioa azézet, hag a gorké ? Ré all a lavaré : Hén̄ eo,

9. Ré all a lavaré : Né két, eunn all eo hag a zô hen̄vel out-han̄ ; hôgen hén̄ a lavaré : Mé eo.

10. Hôgen hî a lavaré d’ézhan̄ : Pénaoz eo bét digoret da zaou-lagad d’îd ?

11. Hag hén̄ a respoun̄tas : Ann dén-zé a c’halveur Jézuz, en deûz gréat fan̄k : hag en deûz frotet va daou-lagad, hag en deûz lavared d’in : Kéa da gibel Siloé, hag en em walc’h. Hag ounn éat, hag ounn en em walc’het, hag é wélann.

12. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Péléac’h éma ? Hag hén̄ a lavaraz : Na ouzonn két.

13. Kâs a réjon̄d d’ar Farizianed ann hini a ioa bed dall.

14. Hôgen deiz ar sabbat oa, pa en doa Jésus gréat ar fan̄k, hag en doa digored hé zaou-lagad d’ézhan̄.

15. Ar Farizianed a c’houlennaz ivé digan̄t-han̄ pénaoz é wélé, hôgen hén̄ a lavaraz d’ezhô : Fan̄k en deûz lékéat war va daou-lagad ; en em walc’hed ounn, hag é wélann.

16. Hôgen lôd eûz ar Farizianed a lavaré : Hen-nez né kéd eunn dén a berz Doué, pa na vîr két ar sabbat. Ha ré all a lavaré : Pénaoz eunn dén pec’her a hellfé ôber ar vurzudou-zé ? Ha dizunvaniez a ioa étré-z-hô.

17. Lavaroud a réjon̄d adarré d’ann dén dall : Na té, pétrâ a lévérez eûz ann hini en deûz digored da zaou-lagad ? Hag hén̄ a lavaraz : Eur Profed eo.

18. Hôgen ar Iuzevien na gréden̄t két é oa bét dall, hag é wélé bréma, ken n’hô doé galvet hé dâd hag hé vamm.

19. Hag é léverjon̄d d’ézhô : Hag hen-nez eo hô mâb, péhini a livirit a zô ganed dall ? Pénaoz éta é wél bréma ?

20. Ann tâd hag ar vamm a respoun̄tas hag a lavaraz : Gouzoud a réomp pénaoz hé-man̄ a zô hor mâb, ha pénaoz eo ganed dall :

21. Hôgen pénaoz é wél bréma, na ouzomp két : ha na ouzomp két ken-nébeût piou en deûz digored hé zaou-lagad d’ézhan̄ : Goulennit out-han̄ ; éma enn oad, ra gomzô anézhan̄ hé-unan.

22. Hé géren̄t a gomzé ével-sé, ô véza m’hô doa aoun rag ar Iuzevien hô doa lékéad enn hô fenn pénaoz piou-bennâg a anavézché Jézuz évid ar C’hrist, a vijé kaset-kuît eûz ar sinagog.

23. Dré-zé hé dûd a lavaraz : Oad en deûz, goulennid digan̄t-han̄ hé-unan.

24. Gervel a réjon̄d éta adarré ann dén a ioa bét dall, hag é léverjon̄d d’ézhan̄ : Meûl Doué : gouzoud a réomp pénaoz ann dén-zé a zô eur péc’her.

25. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Mar d-eo eur pec’her, n’ouzonn doaré : eunn dra a ouzonn, pénaoz é oann dall, ha bréman̄ é wélann.

26. Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ en deûz gréat d’îd ? Pénaoz en deûz digoret da zaou-lagad d’îd ?

27. Hag hén̄ a respoun̄taz d’ézhô : Hel lavared em eûz kén̄toc’h d’é-hoc’h, hag hé gleved hoc’h eûz : pérag é fell d’é-hoc’h hé glevoud adarré ? Ha c’houi a fell d’é-hoc’h ivé don̄d da véza diskibled d’ézhan̄ ?

28. Hôgen hi a gunuc’haz anézhan̄, hag a lavaraz : Béz té diskibl d’ézhan̄ ; évid-omp-ni omp diskibled da Voizez.

29. Gouzoud a réomp pénaoz Doué en deûz komzet out Moizez : hôgen hé-man̄ na ouzomp kéd a béléac’h é teû.

30. Ann dén-zé a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Eunn dra souézuz brâz eo, pénaoz na ouzoc’h két a béléac’h eo, hag hen̄ en deûz digoret va daou-lagad.

31. Gouzoud a réomp pénaoz Doué na zélaou kéd ar béc’herien : hôgen mar teû eur ré d’hé azeûli, ha da ôber hé ioul, é sélaouô hen-nez.

32. Né két bét klevet bété vréman̄ pénaoz en défé dén digored hé zaou-lagad da eunn dén ganed dall.

33. Ma n’eo kéd hen-nez eunn dén a Zoué, na hellfé kéd ôber kémen̄t-sé.

34. Ar ré-man̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Er péc’hed oud ganed holl, hag é kélennez ac’hanomp ? Hag é lékéjon̄d anézhan̄ er-méaz.

35. Jézuz a glevaz pénaoz hô doa hé lékéad er-méaz ; hag ô véza kijet out-han̄, é lavaraz d’ézhan̄ : Ha kridi a réz é Mâb Doué ?

36. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz : Piou eo, Aotrou, évit ma krédinn enn-han̄ ?

37. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Hé wélet éc’h eûz, hag ann hini a gomz ouz-id eo.

38. Hag hén̄ a lavaraz : Aotrou, kridi a rann. Hag ôc’h en em strin̄ka d’ann douar, éc’h azeûlaz anézhan̄.

39. Ha Jézuz a lavaraz : Deûed ounn er béd-man̄ évit barna : évit ma wélô ar ré na wélon̄t két, ha ma teûiô dall ar ré a wél.

40. Ha lôd eûz ar Farizianed, péré a ioa gan̄t-han̄, ô véza klevet kémen̄t-sé, a lavaraz d’ézhan̄ : Ha dall omp ivé nî ?

41. Jézuz a lavaraz d’ézhô : Ma véac’h dall, n’hô pé kéd a béc’hed : hôgen bréma é livirit : Nî a wél. Hag hô péc’hed a choum enn-hoc’h.


————


X. PENNAD.


1. Hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz piou-bennâg na’z â két dré ann ôr é kraou ann dén̄ved, hôgen a biñ dré eul leac’h all, a zô eul laer hag eur skarzer.

2. Hôgen ann hini a zeû dré ann ôr, a zô meser ann dén̄ved.

3. Da hen-nez eo é tigor ar porzier, hag ann dén̄ved a gleô hé vouéz, hag é c’halv hé zén̄ved hé-unan dré hô hanô, hag hô laka da von̄d er-méaz.

4. Ha pa en deûz hô lékéad hé-unan da von̄d er-méaz, éz â enn hô raok : hag ann den̄ved a ia war hé lerc’h, ô véza ma anavézon̄t hé vouéz.

5. Ha na’z éon̄t két war lerc’h eunn diavésiad. Hôgen tec’hi a réon̄t diout-han̄, ô véza na anavézont két mouéz ann diavésidi.

6. Jézuz a lavaraz d’ézhô ar barabolen-zé. Hôgen hî na anavézchon̄t két ar péz a lavaré d’ézhô.

7. Jézuz a lavaraz c’hoaz d’ézhô : É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz eo mé eo dôr ann dén̄ved.

8. Ar ré holl a zô deûet, a zô laéroun ha skarzerien, hag ann dén̄ved n’hô deûz kéd hô c’hlevet.

9. Mé eo ann ôr. Mar teû eur ré ébarz dré-z-oun, é vézô salvet : mon̄d a rai ébarz, mon̄d a rai er-méaz, hag é kavô peûri.

10. Al laer na zeû néméd évit laéra, évit laza, évit kolla. Mé a zô deûet évit ma hô dévézô ar vuez, ha ma hô dévézô anézhi gan̄t mui a founder.

11. Mé a zô ar Meser mâd. Ar meser mâd a rô hé vuez évid hé zén̄ved.

12. Hôgen ar gôpraer, hag ann hini né két meser, ha da béhini né kéd ann dén̄ved, pa wél ar bleiz ô ton̄t, a ziléz ann dén̄ved, hag a dec’h : hag ar bleiz a skarz hag a zisman̄tr ann dén̄ved.

13. Ar gôpraer a dec’h, ô véza ma eo gôpraer, ha na gémer kéd a bréder gan̄d ann dén̄ved.

14. Mé eo ar meser mâd : anaoud a rann va ré, ha va ré am anavez.

15. Ével ma anavez va Zâd ac’hanoun, éc’h anavézann va Zâd : hag é rôann va buez évit va dén̄ved.

16. Béz’ em eûz c’hoaz dén̄ved all, péré n’in̄t kéd eûz ann dropel-man̄ : hag eo réd é tigaschenn anézhô. Va mouéz a glevin̄t, ha na vézô néméd eunn tropel hag eur meser.

17. Dre-zé eo é kâr va Zâd ac’hanoun, ô véza ma lézann va éné, évid hé géméroud adarré.

18. Dén na gémer anézhan̄ digan-én̄ : hogen mé hé rô ac’hanoun va-unan : ar galloud em eûz d’hé leûskel, hag ar galloud em eûz d’hé géméroud adarré. Ar gourc’hémenn-zé em eûz bét digan̄t va Zâd.

19. Dizunvaniez a zavaz adarré é-touez ar Iuzevien diwar-benn ar geriou-zé.

20. Kalz anézhô a lavaré : Éma ann diaoul enn-han̄ ; diskian̄tet eo ; pérâg é sélaouit-hu anézhan̄ ?

21. Ré all a lavaré : Ar geriou-zé n’in̄t kéd eûz a eunn dén é péhini é vé ann diaoul : ann diaoul hag hén̄ a hell digeri daoulagad ar ré zall ?

22. Hôgen ôber a réad é Jéruzalem goél al Lîd-Iliz : hag er goan̄v édot.

23. Ha Jézuz a valéé enn templ, é porched Salomon.

24. Hôgen ar Iuzevien en em lékéaz war hé drô, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Bété pégeit é talc’hi ac’hanomp enn arvar ? Mar d-oud ar C’hrist, lavar-hén̄ d’é-omp splann.

25. Jézuz a responn̄taz d’ézhô : Komza a rann ouz-hoc’h, ha na grédit kéd d’in. Ann ôberiou a rann é hanô va Zâd, a rô testéni ac’hanoun :

26. Hôgen c’houi na grédit két, ô véza n’oc’h kéd eûz va dén̄ved.

27. Va dén̄ved a anavez va mouéz : hô anaoud a rann, hag é teûon̄t war va lerc’h :

28. Ha mé a rô d’ézhô ar vuez peûr-baduz : ha na vézin̄t két kollet da-vikenn, ha dén n’hô skrapô eûz va daouarn.

29. Ar péz en deûz rôet va Zâd d’in, a zô brasoc’h égét pép trâ ; ha dén na hell hé skrapa diouc’h dourn va Zâd.

30. Mé ha va Zâd a zô eunn hévélep trâ.

31. Hôgen ar Iuzevien a géméraz mein évid hé labéza.

32. Jézuz a lavaraz d’ézhô : Meûr a ôber mâd em eûz diskouézet d’é-hoc’h a berz va Zâd : évit péhini eûz ann ôberiou-zé é labezit-hu ac’hanoun ?

33. Ar Iuzevien a respoun̄tas d’ézhan̄ : Né ked évid eunn ôber mâd é labézomp ac’hanod, évid eur gér a-énep Doué eo ; ô véza n’oud néméd eunn dén, hag en em réz Doué.

34. Jézuz a respoun̄tas d’ézhô. Ha n’eo két skrivet enn hô lézen : Lavared em eûz, douéed oc’h.

35. Mar galv douéed ar ré évit piou é oa gréat geriou Doué, ha ma na hell két ar Skritur béza torret :

36. Pérâg é livirit-hu pénaoz é komzann a-énep Doué, mé péhini a zô bét san̄tel ha kased er béd gan̄t va Zad, dré ma em eûz lavaret é oann Mâb Doué ?

37. Ma na rann két ôberiou va Zâd, na grédit kéd enn-oun,

38. Hôgen ma hô grann, ma na fell kéd d’é-hoc’h kridi enn-oun, kredit em ôberiou, évit ma anavézot, ha ma krédot pénaoz éma va Zâd enn-oun, ha mé enn-han̄.

39. Neûzé é klaskchon̄t kregi enn-han̄ ; hôgen hén̄ en em dennaz eûz hô daouarn.

40. Hag éz éaz adarré enn tu all d’ar Jourdan, el léac’h ma édo Iann ô vadézi da-gen̄ta : hag é choumaz énô.

41. Kalz a zeûaz d’hé gavout, hag é lavaren̄t : Iann n’en deûz gréat burzud é-béd.

42. Hôgen kémen̄d en deûz lavaret Iann diwar-benn hé-man̄ a ioa gwîr. Ha kalz a grédaz enn-han̄.


————


XI. PENNAD.


1. Hôgen béz’ éz oa eunn dén klan̄v, hanvet Lazar, eûz a Vétania, bourc’h é péléac’h é choumé Mari ha Marta hé c’hoar.

2. (Mari a ioa houn-nez péhini a skuḻas louzou c’houés-vâd war ann Aotrou, hag a zec’has hé dreid gan̄d hé bleô : Lazar breûr houn-nez eo a ioa klan̄v.)

3. Hé c’hoarézed a gasaz éta eur ré-bennâg da lavaroud da Jézuz : Aotrou, chétu ann hini a garez a zô klan̄v.

4. Pa glevaz kémen̄t-sé é lavaraz d’ézhô : Ar c’hlen̄ved-zé n’az ai két bétég ar marô ; hôgen évit gloar Doué eo, hag évit ma vézô meûlet Mâb Doué dré-z-han̄.

5. Hôgen Jézuz a garé Marta, ha Mari hé c’hoar, ha Lazar.

6. Hôgen pa en doé klevet lavaret pénaoz é oa klan̄v hé-man̄, é choumas daou zervez c’hoaz el léac’h ma édo.

7. Ha goudé-zé é lavaraz d’hé ziskibled : Déomp c’hoaz er Judéa.

8. He ziskibied a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, n’eûz két pell é klaské ar Iuzevien ac’hanod évid da labéza, hag éz éz c’hoaz dî ?

9. Jézuz a respoun̄tas : Ha n’éz euz két daouzég heur enn deiz ? Ma valé eunn dén enn deiz, na stok é nétrâ, râg gwéloud a râ goulou ar béd-man̄ :

10. Hôgen ma valé enn noz, é stok enn eunn dra, ô veza n’eûz kéd a c’houlou enn-hi.

11. Kémen̄t-sé a lavaraz, ha goudé-zé é lavaraz d’ézhô : Lazar hor miñoun a zô kousket : hôgen mon̄d a rann d’hé zihuna.

12. Hé ziskibled a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, mar d-eo kousket, é vézô iac’h.

13. Hôgen Jézuz en doa komzet eûz hé varô, hag hî a grédé pénaoz en doa komzet eûz ann hûn kousk.

14. Neûzé Jézuz a lavaraz d’ézhô fréaz : Lazar a zô marô.

15. Ha da eo gan-én̄, enn abek d’é-hoc’h na venn két bét énô, évit ma krédot. Hôgen déomp d’hé gavout.

16. Neûzé Tomaz, les-hanvet Didimuz a lavaraz d’hé gen-ziskibled : Déomp ivé nî, évit ma varvimp gan̄t-han̄.

17. Jézuz éta a iéaz hag a gavaz pénaos ez oa er béz pévar dervez a ioa.

18. (Râk Bétania a ioa pell diouc’h Jéruzalem é-trô pemzék stad.)

19. Kalz a Iuzevien a oa deûed da wélout Marta ha Mari, évid hô fréazi diwar-benn hô breûr.

20. Marta ô véza klevet pénaos é teûé Jézuz, a iéaz d’hé ziambrouga : hôgen Mari a joumaz azézet enn tî.

21. Neûzé Marta a lavaraz da Jézuz : Aotrou, ma vijez bét aman̄, va breûr na vijé két marô :

22. Hôgen gouzoud a rann bréma pénaoz kémen̄t trâ a c’houlenni digan̄d Doue, hé rôi Doué d’îd.

23. Jézuz a lavaraz d’ézhi : Da vreûr a zazorc’hô.

24. Marta a lavaraz d’ézhan̄ : Gouzoud a rann pénaoz é tazorc’hô enn dazorc’hidigez enn deiz divéza.

25. Jézuz a lavaraz d’ézhi : Mé eo ann dazorc’hidigez hag ar vuez : néb a gréd enn-oun, ha pa vé marô, a vévô.

26. Ha piou-bennâg a vév, hag a gréd enn-oun, na varvô kéd da-vikenn. Ha kridi a réz kémen̄t-sé ?

27. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : ia, Aotrou mé a gréd pénaoz oud ar C’hrist Mâb ann Doué béô, péhini a zô deûet er béd-man̄.

28. Goudé ma é doé lavaret kémen̄t-sé, éz éaz-kuît, hag é c’halvaz goustad Mari hé c’hoar, ô lavarout : Ar Mestr a zô deûet, hag é c’halv ac’hanod.

29. Kerken̄t ha ma klevaz-hî kemen̄t-sé, é savaz hag éz éaz d’hé gavout.

30. Râk Jézuz né oa két c’hoaz deûet er vourc’h ; hôgen béz’ édo el léac’h é pehini é oa bét diambrouget gan̄t Marta.

31. Hôgen ar Iuzevien a ioa gan̄t Mari enn tî, ha péré a fréalzé anézhi, pa wéljon̄t pénaoz é oa savet ker buan hag éad er-méaz, a iéaz war hé lerc’h, ô lavarout : Mon̄d a ra d’ar béz, évit gwéla énô.

32. Pa oé deûet Mari el léac’h é péhini édo Jezuz, ha pa wélaz anézhan̄, en em daolaz d’hé dreid, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, ma vijez bét aman̄, va breûr na vijé két marô.

33. Hôgen Jézuz pa wélaz anézhi ô lén̄va, kerkoulz hag ar Iuzevien a ioa deûet gant-hi, a skrijaz, hag a zaouzanaz.

34. Hag é lavaraz : Péléac’h hoc’h eûz-hu hé lékéat ? Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, deûez ha gwél.

35. Ha Jézuz en em lékéaz da wéla.

36. Hôgen ar Iuzevien a lavaraz : Chétu pénaoz é karé anézhan̄.

37. Koulskoudé lôd eûz ar ré-man̄ a lavaré : Ha na hellé kéd hé-man̄ péhini en deûz digoret hé zaou-lagad da eunn dén ganed dall, miroud out-han̄ na varvché ?

38. Hôgen Jézuz ô skrija a-nevez enn-han̄ hé-unan, a zeûaz d’ar béz. Eur c’heô é oa ; hag eur méan a oa bet lékéat war-n-ézhan̄.

39. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Lamid ar méan. Marta, c’hoar ann hini a oa marô, a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, fleria a ra dijâ, râk pévar dervez zô éma azé.

40. Jézuz a lavaraz d’ézhi : Ha n’em eûz két lavared d’îd, pénaoz mar krédez, é wéli gloar Doue ?

41. Tenna a réjon̄d éta ar méan. Hôgen Jézuz ô sevel hé zaou-lagad étrézég ann én̄v, a lavaraz : Va Zâd, da drugarékaad a rann ô véza ma éc’h eûz va sélaouet.

42. Évid-oun-mé a wié pénaoz ô sélaouez bépréd ac’hanoun ; hôgen kémen̄t-man̄ a lavarann évid ar bobl péhini a zô war va zrô : évit ma krédin̄t pénaoz éc’h eûs va c’haset.

43. Goudé béza lavaret kémen̄t-sé, é kriaz a-bouéz-penn : Lazar, deûz er-méaz.

44. Ha râk-tâl ann hini a oa marô a zeûaz er-méaz, gan̄d hé dreid hag hé zaouarn éréet, hag hé zremm gôlôet gan̄d eul liser. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Diéréit anézhan̄, ha list-hén̄ da von̄t.

45. Neûzé kalz eûz ar Iuzevien a ioa deûed da wélout Mari ha Marta, pa wéljon̄t ar péz en doa gréat Jézuz, a grédaz enn-han̄.

46. Hôgen lôd anézhô a iéaz da gavoud ar Farizianed, hag a lavaraz d’ézhô ar péz en doa gréat Jézuz.

47. Prin̄sed ar véleien hag ar Farizianed en em strollaz éta, hag é lavaren̄t : Pétra a réomp ? Ann dén-zé a ra kalz a vurzudou.

48. Ma hé lézomp ével-sé, ann holl a grédô enn-han̄ : hag ar Romaned a zeûi, hag é tisman̄trin̄t hol léac’h hag hon̄ tûd.

49. Hôgen unan anézhô han̄vet Kaifaz, péhini a ioa Bélek-brâz er bloaz-zé, a lavaraz d’ézhô : C’houi na ouzoc’h nétrâ.

50. Ha na vennit két pénaoz eo gwelloc’h évid-hoc’h é varvché eunn dén hé-unan évid ar bobl, égét na vé kollet ann holl vrôad.

51. Hôgen na lavaré két kémen̄t-sé anézhan̄ hé-unan̄ ; ô véza ma édo Bélék-braz er bloaz-zé, é tiouganaz pénaoz Jézuz a dlié mervel évid ar vrôad,

52. Ha nann hép-kén évid ar vroad-zé, hôgen évit strolla enn eur vrôad hép-kén bugalé Doué, péré a ioa skiñét.

53. Adaleg ann dervez-zé éta é venchon̄t hé lakaad da vervel.

54. Hôgen Jézuz na gerzé mui dirâg ann holl é-touez ar Iuzevien ; hag en em denna a réaz enn eur vrô tôst d’ann distrô, enn eur géar hanvet Éfrem ; hag é choumaz énô gan̄d hé ziskibled.

55. Hôgen Pask ar Iuzevien a ioa tost ; ha kalz a dûd euz ar vrô-zé a ieaz da Jéruzalem évid en em c’hlana.

56. Klaskoud a réan̄t Jézus, hag é lavaren̄t ann eil d’égilé pa édon̄t enn templ : Pétrâ a vennit-hu, ô véza n’eo kéd deûet é deiz ar goél ? Râk Prin̄sed ar véleien hag ar Farizianed hô doa rôed urz pénaoz ma oufé eur ré pélac’h édo, é teûfé d’hé ziskulia, évit ma hellfen̄t kregi enn-han̄.


————


XII. PENNAD.


1. C’houéac’h dervez abarz ar Pask, Jézuz a zeûaz é Bétania, é peléac’h é oa marvet Lazar, ha saved a varô da véô.

2. Hôgen énô é oé aozed da goan d’ézhan̄. Ha Marta a zerviché, ha Lazar a oa unan eûz ar ré a ioa ouc’h taol gan̄t-han̄.

3. Neûzé Mari a géméraz eul livr nard kré, hag a dalié kalz, hag é taolaz anézhan̄ war dreid Jézuz, hag hô zec’haz gan̄d hé bléô : hag ann tî a oé leûn gan̄d al louzou c’houés vâd.

4. Neûzé unan eûz hé ziskibled, Iuzaz Iskariot péhini a dlié hé werza, a lavaraz :

5. Pérâk né deûz két gwerzet al louzou-zé tri c’han̄t diner, évit rei d’ar béorien ?

6. Kémen̄t-sé a lavaré, né kéd é prédérié eûz ar béorien, hôgen ô véza ma’z oa eul laer, hag ô terc’hel ar ialc’h, é tougé ann arc’han̄t a lékéad enn-hi.

7. Hôgen Jézuz a lavaraz : List-hi da ôber, râg ann dra-man̄ a vézô mâd évit va liéna.

8. Râk péorien hoc’h eûz bépréd gan-é-hoc’h ; hôgen n’hô pézô kéd ac’hanoun bépréd gan-é-hoc’h.

9. Hôgen eul lôd brâz a Iuzevien a wézaz pénaoz édo énô ; hag é teûjon̄t, nann hép-kén évit Jézuz, hôgen évit gwélout Lazar, péhini en doa savet a varô da véô.

10. Prin̄sed ar véieien a vennaz ivé laza Lazar :

11. O véza ma pellaé kalz a Iuzevien diout-hô enn abek d’ézhan̄, ha ma kréden̄t é Jézuz.

12. Hôgen an̄trônôz eul lôd brâz a dûd péré a ioa deûed, ô véza klevet évid ar goél pénaoz é teûé Jézuz da Jéruzalem ;

13. A géméraz skourrou palmez, hag a iéaz d’hé ziambrouga, hag é krien̄t : Hosanna, benniget ra vézô Roué Israel, péhini a zeû é hanô ann Aotrou.

14. Ha Jézuz a gavaz eunn azénik, hag a azézaz war-n-ézhan̄, ével ma eo skrivet :

15. N’az pé kéd a aoun, merc’h Sion, chétu da Roué a zeû azézet war ébeûl eunn azen.

16. Hé ziskibled na anavezchon̄t két kémen̄t-sé da-gen̄ta : hôgen pa oé éat Jézuz enn hé c’hloar, neûze é teûaz koun d’ézhô eûz ar péz a oa skrivet diwar hé benn, hag eûz ar péz hô doa gréat d’ézhan̄.

17. Al lôd tûd a ioa gan̄t-han̄ pa c’halvaz Lazar eûz ar béz, ha pa lékéaz anézhan̄ da zével eûz a douez ar ré varô, a rôé testéni d’ézhan̄.

18. Dré-zé eo é teûaz kalz a dûd d’hé ambrouga ; ô véza m’hô doa klevet pénaoz en doa gréat ar burzud-zé.

19. Ar Farizianed a lavaraz neûzé étré-z-hô : Gwéloud a rit pénaoz n’hon eûz gounézet nétrâ ; chétu ar béd holl a ia war hé lerc’h.

20. Hôgen béz éz oa Jen̄tiled, é-touez ar ré a ioa deûet évid azeûli é deiz ar goél :

21. Ar re-man̄ a iéaz da gavout Filip, péhini a ioa eûz a Vetsaida é Galiléa, hag é pédchon̄t anézhan̄, ô lavarout : Aotrou, ni a garré gwélout Jézuz.

22. Filip a zeûaz hag hé lavaraz da An̄dré : hag An̄dré ha Filip hé lavaraz adarre da Jézuz.

23. Hôgen Jézuz a respoun̄taz d’ézhô, ô lavarout : Deûed eo ann heur, ma vézô meûlet Mâb ann dén.

24. É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, ma na varv két ar c’hreûnen winiz a gouéz d’ann douar, é choumô hé-unan ; hôgen mar marv, é tigas kalz a frouez.

25. Néb a gâr hé vuez, hé c’hollô : ha néb a gasa hé vuez er béd-man̄, hé mîr évid ar vuez peûr-baduz.

26. Mar servich eur ré ac’hanoun, ra zeûi war va lerc’h : hag el léac’h ma vézinn, énô ivé é vézô va servicher. Mar en deûz eur ré servichet ac’hanoun, va Zâd a énorô anézhan̄.

27. Bréma va éné a zô en̄krézet. Ha pétrâ a livirinn-mé ? Va Zâd, savété ac’hanoun eûz ann heur-man̄. Hôgen évit-sé eo ounn deûed enn heur-man̄.

28. Va Zâd, meûl da hanô. Neûzé é oé klevet eur vouéz euz ann én̄v : Ha meûlet em eûz, ha c’hoaz é veûlinn.

29. Ar bobl a ioa énô, hag hô doa klevet, a lavaré é oa bét kurun. Ré all a lavaré : Eunn Éal en deûz komzet out-han̄.

30. Jézuz a respoun̄taz, hag a lavaraz : Né kéd enn abek d’in eo deued ar vouéz-zé, hogen enn abék d’é-hoc’h.

31. Bréma é vézô barnet ar béd : bréma prin̄s ar béd-man̄ a vézô taolet er-méaz.

32. Ha mé pa vézinn gorrôet a-ziouc’h ann douar, a dennô pép trâ étrézég enn-oun.

33. (Kémen̄t-sé a lavaré évit merka a bé varô é tlié mervel.)

34. Ar bobl a respoun̄taz d’ézhan̄ : Ni hon eûz klevet eûz al lézen, pénaoz ar C’hrist a dlé choum da-vikenn : ha pénaoz é lévérez-té eo réd é vé gorrôet Mâb ann dén ? Piou eo Mâb ann dén-zé ?

35. Jézuz a lavaraz d’ézhô : Éma c’hoaz ar goulou gan-é-hoc’h évid eunn nébeûd amzer. Kerzit é-pâd hoc’h eûz ar goulou, évit na viot két kéméret gan̄d ann dévalien : râk néb a gerz enn dévalien, na oar két péléac’h éz â.

36. É-pâd hoc’h eûz ar goulou, krédit er goulou, évit ma viot bugalé ar goulou. Jézuz ô véza lavaret ann dra-zé, a iéaz-kuît, hag en em guzaz ra-z-hô.

37. Hôgen évit-han̄ da véza gréat kémen̄d a vurzudou dira-z-hô, na gréden̄t kéd enn-han̄ :

38. Évit ma vijé sévénet gér ar profed Izaiaz, pa lavaré : Aotrou, piou en deûz kredet d’hou lavar ? Ha da biou eo bét diskleriet bréac’h ann Aotrou ?

39. Dré-zé na hellen̄t két kridi pénaos Izaiaz en deûz lavaret c’hoaz :

40. Dallet en deûz hô daou-lagad, ha kalédet en deûz hô c’haloun évit na wélin̄t két gan̄d hô daou-lagad, na boellin̄t két gan̄d hô c’haloun, gan̄d aoun na zistrôjen̄d ouc’h Doué, ha na iac’haenn anézhô.

41. Izaiaz en deûz lavaret kémen̄t-sé, pa en deûz gwélet hé c’hloar, ha pa en deûz komzet diwar hé benn.

42. Koulskoudé kals eûz ar Brin̄sed zô-kén a grédaz enn-han̄ : hôgen enn abek d’ar Farizianed na an̄saven̄t két kémen̄t-sé, gan̄d aoun na ven̄t kaset-kuîd euz ar sinagog.

43. Râk muioc’h hô deûz karet gloar ann dûd égét gloar Doué.

44. Hôgen Jézuz a griaz, hag a lavaraz : Néb a gréd enn-oun, na gréd két enn-oun, hôgen enn hini en deûz va c’haset.

45. Ha néb a wél ac’hanoun, a wél ann hini en deûz va c’haset.

46. Da c’houlou ounn deûed er béd : évit na joumô két enn dévalien kémen̄d hini a gréd enn-oun.

47. Ma éz eûz unan-bennâg hag a zélaou va geriou, ha n’hô mîr két ; na varnann ket anézhan̄ : râk n’ounn kéd deûet évit barna ar béd, hôgen évit savétei ar béd.

48. Néb a zispriz ac’hanoun, ha na zigémer két va geriou, a vézô barnet. Ar gér em eûz lavaret eo a varnô anézhan̄ enn deiz divéza.

49. Râk né kéd ac’hanoun va-unan em eûz komzet, hôgen va Zâd péhini en deûz va c’haset eo en deûz gourc’hemennet d’in pétrâ em eûz da lavarout, ha pénaoz é tléann komza.

60. Ha gouzoud a rann pénaoz hé c’hourc’hémenn a zô ar vuez peûr-baduz. Ar péz éta a lavarann, hel lavaraan hervez m’en deûz va Zâd hé lavared d’in.


————


XIII. PENNAD.


1. Abarz deiz goél Pask, Jézuz ô c’houzout pénaoz é oa deûed ann heur da dreménout eûz ar béd-man̄ étrézég hé Dâd, ével m’en doa karet hé dûd péré a ioa er béd, é karaz anézhô enn-divez.

2. Ha goudé koan, ô véza m’en doa ann diaoul lékéat dijâ é kaloun Iuzaz, mâb Simon Iskariot, ar c’hoan̄t d’hé werza :

3. Jézuz ô c’houzout pénaoz en doa Doué lékéat pep trâ étré hé zaouarn, penaoz é oa deûed eûz a Zoué, hag é tistroé da Zoué ;

4. A zavaz diouc’h koan, hag a ziwiskaz hé ziḻad : ha goudé béza kéméred eul liénen, hel lekéaz war hê drô.

5. Goudé-zé é lékéaz dour enn eur vasin, hag é téraouaz gwalc’hi treid hé ziskibled, hag hô zec’ha gan̄d al liénen a ioa war hé drô.

6. Don̄d a réaz ivé da Zimon Per. Hag hé-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, ha té a walc’h va zreid d’in ?

7. Ha Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Na ouzoud két bréma pétrâ a rann, hôgen gouzoud a ri divézatoc’h.

8. Per a lavaraz d’ézhan̄ : Bikenn na walc’hi va zreid d’in. Jézuz a respoun̄taz d’ézhan̄ : Ma na walc’hann kéd ac’hanod, n’az pézô kéd a lôd gan-én̄.

9. Simon Per a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, nann hép-kén va zreid, hôgen ivé va daouarn, ha va fenn.

10. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Néb a zô bét gwalc’het, n’en deûz mui ézomm néméd da walc’hi hé dreid, hag hén̄ a zô glân̄ holl. Ha c’houi a zô glân̄ ivé ; hôgen n’oc’h kéd holl.

11. Râg gouzoud a réa piou é oa ann hini a dlié hé werza ; hag évit-sé eo en doa lavaret : N’oc’h két glân̄ holl.

12. Pa en doé éta gwalc’het hô zreid d’ézhô, é kéméraz hé ziḻad : hag ô véza en em lékéat c’hoaz ouc’h taol, é lavaraz d’ézhô : Ha gouzoud a rît-hu pétrâ em eûz gréad d’é-hoc’h ?

13. Va gervel a rît Mestr, hag Aotrou : ha mâd é livirit ; râk bez’ éz ounn.

14. Ma em eûz éta gwalc’het hô treid, ha mé Aotrou ha Mestr, c’houi a dlé ivé gwalc’hi hô treid ann eil d’égilé.

15. Râk rôed em eûz ar skouér d’é-hoc’h, évit ma réot ével ma em eûz gréad d’é-hoc’h.

16. É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h : Ar mével né két brasoc’h éged hé Aotrou ; hag ann Abostol né két brasoc’h égéd ann hini en deûz hé gaset.

17. Mar gouzoc’h kémen̄t-sé, ha ma her grît, é viot gwenvidik.

18. Na lavarann két kémen̄t-man̄ ac’hanoc’h holl : gouzoud a rann péré em euz dilennet ; hôgen évit ma vézô sévénet ar Skrituriou : Ann hini a zebr bara gan-én̄ a zavô hé zeûl em énep.

19. A-vréman̄ hel lavarann d’é-hoc’h, hag abars ma c’hoarvézô : évit pa c’hoarvézô, ma krédot pénaoz eo mé eo.

20. É-gwirionez, é gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h ; pénaoz néb a zigémer ann hini em eûz kaset, a zigémer ac’hanoun : ha néb a zigémer ac’hanoun, a zigémer ann hini en deûz va c’haset.

21. Pa en doé Jézuz lavaret kémen̄t-sé, é oé en̄krézet enn hé spéred : hag é lavaraz splann : É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, penaoz unan ac’hanoc’h a werzô ac’hanoun.

22. Hôgen ann diskibled a zellé ann eil ouc’h égilé, ô véza na wien̄t két eûz a biou é komzé.

23. Hôgen unan eûz hé ziskibled, péhini a ioa karet gan̄t Jézuz, a ioa kousket war askré Jézuz.

24. Ha Simon Per a réaz eunn arouéz hag a lavaraz d’ézhan̄ : A biou eo é komz ?

25. Ann diskibl éta péhini a ioa kousket war askré Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, piou eo ?

26. Ha Jézuz a respoun̄taz : Hen-nez eo da béhini é rôinn bara soubet. Ha goudé béza soubet bara, hé rôaz da Iuzaz mâb Simon Iskariot.

27. Ha goudé m’en doé kéméret ar génaouad-zé, Satan a iéaz enn-han̄. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Gra râk-tâl ar péz a réz.

28. Hôgen hini eûz ar ré a ioa ouc’h taol na wié pérâg en doa lavaret kémen̄t-sé d’ézhan̄.

29. Rak hiniennou a venné pénaoz dré ann abek en doa Iuzaz ar ialc’h, en doa lavaret Jézuz d’ézhan̄ : Prén ar péz a zô réd d’é-omp évit ar goél : pé évit rei eunn dra-bennâg d’ar béorien.

30. Goudé m’en doé Iuzaz kéméret hé c’hénaouad, éz éaz-kuît râk-tal ; râk nôz é oa.

31. Hôgen pa oé éat-kuît, Jézuz a lavaraz : Bréma Mâb ann dén a zô meûlet ; ha Doué a zô meûlet enn-han̄.

32. Mar d-eo Doué meûlet enn-han̄, Doué a veûlô ivé anézhan̄ enn-han̄ hé-unan : hag abarz némeûr hen meûlô.

33. Va bugaligou, émounn c’hoaz gan-é-hoc’h évid eunn nébeûd amzer. Va c’hlaskoud a réot : hag ével ma em eûz lavaret d’ar Iuzevien : Na hellot két don̄t el léac’h ma’z ann : hel lavaroud a rann ivé d’é-hoc’h évit brema.

34. Eur gourc’hémenn nevez a rôann d’é-hoc’h : évit ma en em gerrot ann eil égilé, ha ma en em gerrot ann eil égilé ével ma em eûz hô karet.

36. Dré-zé éc’h anavézô ann holl pénaoz oc’h va diskibled, mar hoc’h eûz karan̄tez ann eil évid égilé.

36. Simon Per a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, péléac’h éz éz ? Jézuz a respoun̄taz : Na hellez két évit bréma don̄t war va lerc’h el léac’h ma’z ann ; hôgen don̄d a rî goudé war va lerc’h.

37. Per a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâk na hellann-mé két mon̄d a-vréma war da lerc’h ? Va buez a rôinn évid-oud.

38. Jézuz a respoun̄taz d’ézhan̄ : Da vuez a rôi évid-oun ? É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’îd : Na ganô kéd ar c’hiḻek, n’az pézô va dinac’het teir gwéach.


————


XIV. PENNAD.


1. Na vézet két en̄krézet hô kaloun. Krédi a rîd é Doué, krédit ivé enn-oun.

2. É-tî va Zâd éz eûz meûr a géar. Ma né vé két, em bijé hé lavaret d’é-hoc’h.

3. Ha goudé ma vézinn éat-kuît, ha ma em bézô aozet al léac’h d’é-hoc’h, é teûinn adarré, hag hô kémérinn gan-én, évit ma viot el léac’h ma’z ounn.

4. Gouzoud a rîd ervâd péléac’h éz ann, hag ann hen̄t a ouzoc’h.

5. Tomaz a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, na ouzomp két péléac’h éz éz : ha pénaoz é hellomp-ni gouzoud ann hen̄t ?

6. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Mé eo ann hen̄t, hag ar wirionez, hag ar vuez : dén na zeû étrézég ann Tad néméd dré-z-oun.

7. Ma hô pé va anavézet, hô pé ivé anavézet va Zâd ; hag abarz némeûr hen anavézot, hag hé wélet hoc’h eûz.

8. Filip a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, diskouéz d’é-omp da Dâd, hag eo a-walc’h évid-omp.

9. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Keid amzer zô émounn gan-é-hoc’h, ha n’am anavézit két c’hoaz ? Filip, néb a wél ac’hanoun, a wél ivé va Zâd. Pénaoz é lévérez-té : Diskouéz d’é-omp da Dâd ?

10. Ha na grédit-hu két pénaoz ém’ounn em Zâd, ha va Zâd enn-oun ? Ar geriou a lavarann d’é-hoc’h né kéd ac’hanoun va-unan hô lavarann. Hôgen va Zâd péhini a choum enn-oun a ra hé-unan va ôberiou.

11. Ha na grédit-hu két pénaoz ém’ounn em Zâd, ha va Zâd enn-oun ?

12. Da vihana krédit enn abek d’ann ôberiou hô-unan. É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, néb a gréd enn-oun, a rai hé-unan ann ôberiou a rann, hag a rai c’hoaz ôberiou brasoc’h ; ô véza ma’z ann étrézék va Zâd.

13. Ha pétrâ-bennâg a c’houlennot digan̄t va Zâd em hanô, hel likiinn da véza ; évit ma vézô meûlet ann Tâd er Mâb.

14. Mar goulennid eunn dra digan-én̄ em hanô, her grinn.

15. Mar karit ac’hanoun, mirit va gourc’hémennou.

16. Hag é pédinn va Zâd, hag é rôi d’é-hoc’h eunn Dic’hlac’harer all, évit ma choumô gan-é-hoc’h da-vikenn,

17. Ar Spéred a wirionez, péhihi na hell két béza digéméret gan̄d ar béd, ô véza na wél kéd anézhan̄, ha na anavez kéd anézhan̄ : hôgen c’houi a anavézô anézhan̄, ô véza ma choumô gan-é-hoc’h, ha ma vézô enn-hoc’h.

18. N’hô lézinn két emzivaded : don̄d a rinn étrézég enn-hoc’h.

19. C’hoaz eunn nébeûd amzer, hag ar béd n’em gwélô mui. Hôgen c’houi a wélô ac’hanoun ; ô veza ma vévann, ha ma vévod ivé.

20. Enn deiz-zé éc’h anavésot pénaoz ém’ounn em Zâd, ha c’houi enn-ounn, ha mé enn-hoc’h.

21. Ann hini en deûz va gourc’hémennou, hag a vîr anézhô, hen-nez eo a gâr ac’hanoun. Hôgen néb a gâr ac’hanoun a vézô karet gan̄t va Zâd : ha mé a garô anézhan̄, hag en em ziskouézô d’ézhan̄ va-unan.

22. Iuzaz, péhini né oa két ann Iskiriot, a lavaraz d’ézhan̄ : Pénaos é c’hoarvézô pénaoz en em ziskouézi da-unan d’é-omp, ha n’en em ziskouézi kéd d’ar béd ?

23. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mar kâr eur ré ac’hanoun, é mirô va gér, ha va Zâd a garô anézhan̄ ; hag é teûimp étrézég-hén̄, hag é choumimp enn-han̄.

24. Nép na gâr kéd ac’hanoun, na vîr két va gér. Hag ar gér hoc’h eus klevet né két va gér, hôgen gér va Zad péhini en deûz va c’haset.

25. Kémen̄t-ma em eûz lavared d’é-hoc’h, é-pâd é choumenn gan-é-hoc’h.

26. Hôgen ann Dic’hlac’harer péhini eo ar Spéred-San̄tel, hag a vézô kaset gan̄t va Zâd em hanô, hen-nez a zesko pép trâ d’é-hoc’h, hag a zigasô koun d’é-hoc’h eûz a gémen̄t am eûz lavared d’é-hoc’h.

27. Ar péoc’h a lézann gan-é-hoc’h : va féoc’h a rôann d’é-hoc’h : n’hé rôann ked d’é-hoc’h é-c’hîz ma hé rô ar béd. Na vézet két en̄krézet hô kaloun, ha na spoun̄tit két.

28. Kleved hoc’h eûz pénaoz em euz lavared d’é-hoc’h : Mon̄d a rann kuît, hag é tistrôann étrézég-enn-hoc’h. Mar karfac’h ac’hanoun, é laouénafac’h, ô véza ma’z ann étré-zé va Zâd ; râk va Zad a zô brasoc’h égéd-oun.

29. Ha bréma hel lavarann d’é-hoc’h ken̄t ma teûi ; évit pa vézô deuet, ma krédot.

30. Pelloc’h na gomzinn mui némeûr gan-é-hoc’h ; râk prin̄s ar béd-man̄ a zeû, ha n’en deûz netrâ enn-oun.

31. Hôgen évit mac’h anavézô ar béd pénaoz é karann va Zâd, hag é rann ar péz en deûz va Zâd gourc’hémennet d’in. Savit, ha déomb ac’hann.


————


XV. PENNAD.


1. Mé eo ar wîr winien ; ha va Zâd eo al labourer.

2. Kémen̄t skourr ha na zougô kéd a frouez enn-oun, e trouc’hô anézhan̄ : ha kémen̄d hini a zoug frouez, é skarzô anézhan̄, évit ma tigasô mui a frouez.

3. C’houi a zô glân a vréma, enn abek d’ar geriou em eûz lavared d’é-hoc’h.

4. Choumid enn-oun, ha mé enn-hoc’h. É-c’hîz né hell két ar skourr gwini dougen frouez anézhan̄ hé-unan, hag héb béza stag eûz ar winien : ével-sé é c’hoarvézô enn hô kén̄ver, ma na joumid enn-oun.

5. Mé eo ar winien, ha c’houi ar skourrou : néb a choum enn-oun, ha mé enn-han̄, hen-nez a zoug kalz a frouez : râk hép-z-oun na hellit ôber nétrâ.

6. Ma na joum kéd eur ré enn-oun, é vézô taolet er-méaz é-c’hîz ar skourr gwini, hag é tizec’hô ; hag é tastumin̄t anézhan̄, hag é taolin̄t anézhan̄ enn tân, hag é vézô devet.

7. Mar choumid enn-oun, ha mar choum va geriou enn-hoc’h, goulennit ar péz a gerrot, hag é vézô rôed d’é-hoc’h.

8. Gloar va Zâd eo é tougac’h kalz a frouez, hag é teûac’h da ziskibled d’in.

9. É-c’hîz ma en deûz va Zâd va c’haret, em eûz ivé hô karet. Choumid em c’haran̄tez.

10. Mâr mirit va gourc’hémennou, é choumod em c’haran̄tez, ével ma em eûz miret gourc’hémennou va Zâd, ha ma choumann enn hé garan̄tez.

11. Kémen̄t-sé em eûz lavared d’é-hoc’h, évit ma’z ai va laouenidigez enn-hoc’h, ha ma vézô leûniet hô laouénidigez.

12. Va gourc’hémenn eo é teûfac’h d’en em garout ann eil égilé, ével ma am eûz hô karet.

13. Dén na hell kaout brasoc’h karan̄tez, égét rei hé vuez évid hé viñouned.

14. Va miñouned oc’h, mar grîd ar péz em euz gourc’hémenned d’é-hoc’h.

15. N’hô kalvinn mui mévellou ; rag ar mével na oar két pétrâ a râ hé vestr. Hôgen va miñouned am eûz hô kalvet, ô véza ma em eûz rôed da anaoud d’é-hoc’h kémen̄d em eûz klevet gan̄t va Zâd.

16. Né két c’houi hoc’h eûz va dilennet ; hôgen mé eo em eûz hô tilennet, hag em eûz hô lékéat évit ma’z éot, ha ma tougot frouez, ha ma talc’hô hô frouez ; hag évit ma rôi va Zâd d’é-hoc’h kémen̄d a c’houlennod em hanô digan̄t-han̄.

17. Ar péz a c’hourc’hémennann d’é-hoc’h, eo ma en em gerrot ann eil égile.

18. Mar d-oc’h kaséet gan̄d ar béd, gwézît pénaoz en deûz va c’haséet enn hô raok.

19. Ma vec’h eûz ar béd, ar béd a garfé ar péz a vijé d’ézhan̄ : hôgen ô véza n’oc’h kéd eûz ar béd, hag em eûz hô tilennet eûz ar béd, dré-zé ar béd a gasa ac’hanoc’h.

20. Hô pézet koun eûz ar gér-man̄ em eûz lavared d’é-hoc’h : Ar mével né két brasoc’h égéd hé aotrou. Ma hô deûz va heskinet, éc’h heskinin̄t ivé ac’hanoc’h : Ma hô deûz miret va gér, é mirin̄t ivé hoc’h-hini.

21. Hôgen kémen̄t-sé a rain̄t d’é-hoc’h enn abek d’am hanô ; ô véza na anavézon̄t két ann hini en deûz va c’haset.

22. Ma na venn kéd deûet, ha ma n’am bé két komzet out-hô, n’hô défé kéd a béc’hed ; hôgen bréma n’hô deûz kéd a zidamall eûz hô féc’hed.

23. Néb a gasa ac’hanoun, a gasa ivé va Zâd.

24. Ma n’em bé két gréat enn hô c’hreiz ôberiou ha n’en doa gréat dén all é-béd, n’hô défé kéd a béc’hed. Hôgen bréma hô deûz gwélet, hag é kasaon̄t ac’hanoun ; ha va Zâd ivé,

25. Évit ma vézô sévénet al lavar a zô skrivet enn hô lézen : Va c’haséet hô deûz héb abek.

26. Hôgen pa zeûi ann Dic’hlac’harer a gasinn d’é-hoc’h a berz va Zâd, ar Spéred a wirionez, péhini a zeû eûz ann Tâd ; hen-nez a rôi testéni ac’hanoun.

27. Ha c’houi a rôi ivé testéni, ô véza ma émoc’h gan-én̄ adaleg ar penn ken̄ta.


————


XVI. PENNAD.


1. Kémen̄t-sé em eûz lavaret d’é-hoc’h, évit na gémérot kéd a wall skouér.

2. Hô kâs a rain̄t kuîd eûz hô sinagogou : hôgen don̄d a ra ann heur, é péhini piou-bennâg a lazô ac’hanoc’h, a vennô béza gréad gan̄t-han̄ eunn dra hétuz da Zoué.

3. Kémen̄t-sé a rain̄d d’é-hoc’h, ô véza na anavézon̄t na va Zâd, na mé.

4. Hogen kémen̄t-sé em eûz lavared d’é-hoc’h, évit pa vézô deûet ann heur, ma teûi koun d’é-hoc’h eûz ar péz em eûz lavared d’é-hoc’h.

5. N’am eûz két lavaret kémen̄t-sé d’é-hoc’h adaleg ar penn-ken̄ta, ô véza ma oann gan-e-hoc’h. Hôgen bréma éz ann étrezég ann hini en deûz va c’haset ; ha nikun ac’hanoc’h na c’houlenn digan-én̄ : Péléac’h éz éz ?

6. Hôgen ô véza ma em eûz lavaret kémen̄t-sé d’é-hoc’h, eo leûn hô kaloun a c’hlac’har.

7. Koulskoudé ar wirionez a lavarann d’é-hoc’h : mâd eo d’é-hoc’h éz ajenn-kuît; rak ma na’z ann két kuît, ann Dic’hlac’harer na zeûi kéd d’ho kavout : hôgen ma’z ann kuît, é kasinn anézhan̄ d’é-hoc’h.

8. Ha pa vezô deûet, é kendrec’hô ar béd war béc’hed, war wîr ha war varn.

9. War béc’hed, ô véza n’hô deûz két krédet enn-oun.

lO. War wîr, ô véza ma’z ann étrézé va Zâd, ha n’am gwélot mui.

11. War varn, ô véza ma eo dijâ barnet prin̄s ar béd-man̄.

12. Kalz em eûz c’hoaz da lavaroud d’é-hoc’h ; hôgen na hellit kéd hô dougen bréma.

13. Pa vézô deûet ar Spéred a wirionez-zé, é teskô d’é-hoc’h ar wirionez holl : râk na gomzô két anézhan̄ hé-unan̄, hôgen kémen̄d en deûz klevet a lavarô, hag é tiouganô d’é-hoc’h ar péz a dlé c’hoarvézout.

14. Va meûli a rai, ô véza ma kémérô eûz ar péz a zô d’in, hag hen diskleriô d’é-hoc’h.

15. Kémen̄d en deûz va Zâd a zô d’in : dré-zé eo em eûz lavaret : O véza ma kémerô euz ar péz a zô d’in, hag hen disklériô d’é-hoc’h.

16. Eunn nébeût, ha n’am gwélot mui : ha c’hoaz eunn nébeût, hag em gwelot : râk mond a rann étrézé va Zâd.

17. Hôgen lôd eûz hé ziskibled a lavaraz ann eil d’égile : Pétrâ eo ann dra-zé a lavar d’é-omp : Eunn nébeût, ha n’am gwélot mui, ha c’hoaz eunn nébeût, hag em gwélot : râk mond a rann étrézé va Zâd ?

18. Lavaroud a réan̄d éta : Pétrâ eo ann dra-zé a lavar : Eunn nébeût ? Na ouzomp két pétrâ a fell d’ézhan̄ da lavarout.

19. Hôgen Jézuz a wézaz pénaoz é fellé d’ézhô ôber eur goulenn out-han̄, hag é lavaraz d’ézhô : C’houi a c’houlenn étré-z-hoc’h pérâg em eûz lavaret : Eunn nébeût, ha n’am gwélot mui, ha c’hoaz eunn nébeût, hag em gwélot.

20. É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d'é-hoc’h, pénaoz é wélot hag é lén̄vot, hag ar béd a laouénai : tristaad a réot, hôgen hô tristidigez a vézô trôed é laouénidigez.

21. Eur vaouez pa c’hân, a zô trist, ô véza ma eo deûed hé heûr ; hôgen goudé ma é deûz graet eur mab, n’é deûz mui a goun eûz hé en̄krez, gan̄d al lévénez da véza lékéad eunn dén er béd.

22. Ével-sé c’houi a zô trist bréma : hôgen hô kwéloud a rinn c’hoaz, ha dén na lamô hô lévénez digan-é-hoc’h.

23. Enn deiz-zé na c’houlennot mui nétrâ digan-én̄. É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, mar goulennit eunn dra-bennâg digan̄t va Zâd em hanô, her rôi d’é-hoc’h.

24. Bété vréma n’hoc’h eûz goulennet nétrâ em hanô. Goulennit, hag é vézô rôed d’é-hoc’h, hag hô lévénez a vézô leûn.

25. É parabolennou em eûz lavaret kémen̄t-sé d’é-hoc’h. Don̄d a ra ann heur é péhini na gomzinn mui d’é-hoc’h é parabolennou : hôgeo komza a rinn d’é-hoc’h skléar diwar-benn va Zâd.

26. Enn deiz-zé é c’houlennot em hanô ; ha na lavarann kéd d’é-hoc’h é pédinn va Zâd évid-hoc’h.

27. Râk va Zâd hé-unan a gâr ac’hanoc’h, ô véza ma hoc’h eûz va c’haret, ha ma hoc’h eûz krédet pénaoz ounn deûed euz a Zoué.

28. Eûz va Zâd ounn deûed, hag ounn deûed er béd ; bréma, é kuitaann ar béd, hag éz ann étrézé va Zâd.

29. Hé ziskibled a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu bréma é komzez skléar, ha na lévérez parabolen é-béd.

30. Bréma é wélomp pénaoz é wézez pép trâ, ha pénaoz n’éc’h eûz kéd a ézomm é vé gréat gan̄d dén goulennou ouz-id ; dré-zé é krédomp pénaoz oud deûed a Zoué.

31. Jézuz a respoun̄taz d’ézhô : Bréma é krédit ?

32. Chétu é teû ann heur, ha dijâ eo deûet, é péhini é viot skiñet pép-hini enn hé dû ; hag am délézot va-unan ; hôgen n’ounn két va-unan, râk va Zâd a zô gan-én̄.

33. Kémen̄t-sé em eûz lavared d’é-hoc’h, évit ma hô pézô ar péoc’h enn-oun. En̄krez hô pézô er béd, hôgen hô pézet fisian̄s, trec’het eo bét ar béd gan-én̄.


————


XVII. PENNAD.


1. Jézuz ô vézâ lavaret kémen̄t-se, a zavaz hé zaou-lagad étrézég ann én̄v, hag a lavaraz : Va Zâd, deûed eo ann heur, meûl da vâb, évit ma vézi meûlet gan̄d da vâb :

2. Ével ma éc’h eûz rôed d-ézhan̄ galloud war bép kîk, évit ma rôi ar vuez peûr-baduz da gémen̄d hini éc’h eûz rôed d’ézhan̄.

3. Hôgen ar vuez peûr-baduz eo, ma anavézin̄d ac’hanod, hép-kén ar gwir Zoué, ha Jézuz-Krist, péhini éc’h eûz kaset.

4. Da veûlet em eûz war ann douar ; peûr-c’hréad éo gan-én̄ al labour éz poa rôed d’in da ôber.

5. Ha bréma, va Zâd, meûl ac’hanoun enn-od da-unan, eûz ar c’hloar-zé em eûz béd enn-od, abarz ma oa ar béd.

6. Rôed em eûz da anaoud da hanô, d’ann dûd éc’h eûz rôed d’in er béd. D’îd é oan̄t, hag éc’h eûz hô rôed d’in, hag hô deûz mired da c’hér.

7. Bréma é c’houzon̄t pénaoz kémen̄d éc’h eûz rôed d’in a zeû ac’hanod.

8. O véza ma em eûz rôed d’ézhô ar geriou éc’h eûz rôed d’in, hag hô digéméred hô deûz ; anavézet hô deuz évit-gwîr pénaoz ounn deûed ac’hanod, hag hô deûz krédet pénaoz éc’h eûz va c’haset.

9. Mé a béd évit-hô. Na bédann két évid ar béd, hôgen évid ar ré éc’h eûz rôed d’in, ô véza ma’z in̄t d’îd.

10. Kémen̄d em eûz a zô d’îd, ha kémen̄d éc’h eûz a zô d’in, hag ounn meûlet enn-hô.

11. Ha dijâ n’ounn mui er béd, hag hî a zô er bed, ha mé a zistrô étrézég enn-od. Tâd san̄tel, mîr enn da hanô ar ré éc’h eûz rôed d’in, évit ma vézin̄d unan, ével-d-omp.

12. Pa édoun gan̄t-hô, é virenn anézhô enn da hanô. Mired em eûz ar ré éc’h eûz rôed d’in, ha n’eûz bét kollet hini anézhô, némét mâb ar gollidigez, évit ma vijé sévénet ar Skritur.

13. Hôgen bréma é teûann étrézég enn-od, hag ann dra-man̄ a lavarann er béd, évit ma hô dévézô va lévénez enn-hô gan̄t leûnder.

14. Da c’hér em eûz rôed d’ézhô, hag ar béd en deûz hô c’haséet, ô véza n’in̄t két eûz ar béd, ével n’ounn két va-unan eûz ar béd.

15. N’az pédann két m’hô zenni eûz ar béd, hôgen m’hô miri a zrouk.

16. N’in̄t kéd eûz ar béd, ével n’ounn kéd eûz ar béd va-unan.

17. San̄téla anézhô er wirionez. Da c’hér eo ar wirionez.

18. Ével ma éc’h eûz va c’haset er béd, em eûz ivé hô c’haset er béd.

19. Hag en em zan̄téla a rann va-unan évit-hô, évit ma vézin̄d ivé san̄télet er wirionez.

20. Hôgen na bédann kéd évit-hô hép-kén, hôgen c’hoaz évid ar ré a dlé kridi enn-oun dré hô gér.

21. Évit na vézin̄d holl néméd unan, é-c’hîz ma émoud enn-oun, va Zâd, ha mé enn-od, ha ma vézin̄d ivé unan enn-omp, évit ma krédô ar béd pén̄aoz éc’h euz va c’haset.

22. Ha rôed em eûz d’ézhô ar c’hloar éc’h eûz rôed d’in, évit ma vézin̄t unan, ével ma’z omp unan.

23. Mé a zô enn-hô, ha té a zô enn-oun, évit ma vézin̄t peûr-c’hréat enn unan, ha ma anavézô ar béd pénaoz éc’h eûz va c’haset, hag éc’h eûz hô c’haret, ével éc’h eûz va c’haret.

24. Va Zâd, mé a venn é teûfé el léac’h ma’z ounn ar ré éc’h euz rôed d’in, évit ma wélint va gloar éc’h eûz rôed d’in, ô véza ma éc’h eûz va c’haret abarz krouidigez ar béd.

25. Tâd gwirion, ar bed n’en deûz kéd da anavézet ; hôgen mé em eûz da anavézet ; hag ar ré-man̄ hô deûz anavézet pénaoz éc’h eûz va c’haset.

26. Rôed em eûz da anaoud d’ézhô da hanô, hag é rôinn da anaout, évit ma vézô enn-hô ar garantez éc’h eûz bét évid-oun, ha ma vézinn ivé enn-hô.


————
XVIII. PENNAD.


1. Pa en doé Jézuz lavaret kémen̄t-sé, éz éaz gan̄d hé ziskibled enn tû all da Froud Sedron, é péléac’h é oa eul liorz, é péhini éz éaz hén̄ hag hé ziskibled.

2. Hôgen Iuzaz péhini a werzé anézhan̄, a anavézé al léac’h-zé, ô véza ma oa éad aliez Jézuz énô gan̄d he ziskibled.

3. Iuzaz éta ô véza kéméret gan̄t-han̄ eur van̄den soudarded, gan̄d ar vévellou a oa bét kaset gan̄d ar Véleien-vraz ha gan̄d ar Farizianed, a zeûaz dî gan̄t léternou, gan̄t goulou ha gan̄d armou.

4. Hôgen Jézuz péhini a wié kémen̄d a dlié c’hoarvézout gan̄t-han̄, a ziambrougaz anézhô, hag a lavaraz d’ézhô : Piou a glaskit-hu ?

5. Hag hî a respoun̄taz d’ézhan̄ : Jézuz a Nazaret. Jézuz a lavaraz d’ézhô : Mé eo. Hôgen Iuzaz péhini en doa hé werzet, en em zalc’hé ivé énô gan̄t-hô.

6. Pa lararaz d’ézhô Jézuz : Mé eo, é argilchon̄t, hag é kouézchon̄t d’ann douar.

7. Eur wéach c’hoaz é c’houlennaz out-hô : Piou a glaskit-hu ? Hag hî a lavaraz : Jésus a Nazaret.

8. Jézuz a respoun̄taz : Lavared em eûz d’é-hoc’h pénaoz eo mé. Mar d-eo mé éta a glaskit, list ar ré-man̄ da von̄t-kuît.

9. Évit ma vijé sévénet ar gér-man̄ en doa lavaret : Eûz ar ré éc’h eûz rôed d’in, n’am eûz kollet hini.

10. Hôgen Simon Per péhini en doa eur c’hlézé, a dennaz anézhan̄, a skôaz gan̄d unan eus a vévellou ar Bélek-braz, hag a drouc’has hé skouarn zéou. Ann dén-zé a ioa hanvet Malkuz.

11. Hôgen Jézuz a lavaraz da Ber : Laka da glézé enn hé feûr. Ha n’eo két réd é évchenn ar c’halir en deûz rôed d’in va Zâd ?

12. Ar zoudarded, hô c’habiten, hag ann dûd kaset gan̄d ar Iuzevien a grogaz éta é Jézuz, hag a éréaz anézhan̄.

13. Hag é kaschon̄d anézhan̄ da-gen̄ta da dî Annaz, ô véza ma oa tâd-kaer Kaifaz, péhini a ioa Bélek-braz er bloaz-sé.

14. Ha Kaifaz a ioa ann hini en doa rôed ann ali d’ar Iuzevien, pénaoz é oa talvouduz é varvché eunn den évid ar bobl.

15. Hôgen Simon Per a iéa war lerc’h Jézuz, gan̄d eunn diskibl all. Râg ann diskibl-zé a ioa anavezet gan̄d ar Bélek-braz, hag éz éaz gan̄t Jézuz é tî ar Bélek-braz.

16. Ha Per a choumas er-méaz oud ann ôr. Neûzé ann diskibl all-zé, péhini a ioa anavézet gan̄d ar Belek-brâz, a iéaz er-méaz, a gomzaz gan̄d ar borsiérez, hag a lékéaz Per da von̄d é-barz.

17. Hôgen ar plac’h borziérez-zé a lavaraz da Ber : Ha n’oud kéd ivé eûz a ziskibled ann dén-zé ? Hag hén̄ a lavaraz : N’ouon ket.

18. Koulskoudé mévellou ha tûd ar Bélek-brâz a ioa enn hô zâ dirâg ar glaou (râk ién oa) hag e tommen̄t. Ha Per a ioa ivé gan̄t-hô, hag a dommé.

19. Neûzé ar Bélek-brâz a réaz goulennou out Jézuz diwar-benn hé ziskibled, ha diwar-benn hé gélénnadurez.

20. Jézuz a respon̄taz d’ézhan̄ : Dirâg ann holl em eûz komzet oud ann dûd ; kélennet em eûz bépred er sinagog hag enn templ, é péléac’h en em stroll ann holl Iuzevien : ha n’em eûz lavaret nétrâ enn amc’houlou.

21. Pérâg é réz goulennou ouz-in ? Gra goulennou oud ar re hô deûz klevet ar péz em eûz lavaret d’ézhô : chétu ar ré a oar pétrâ em eus lavaret.

22. Hôgen pa en doé lavaret kémen̄t-sé, unan eûz a bennou-kéar a ioa énô a rôaz eur javédad da Jézuz, ô lavarout : Hag ével-sé eo é respoun̄tez d’ar Bélek-brâz ?

23. Jézus a respoun̄taz d’ézhan̄ : Mar em eûz komzet fall, rô testéni eûz ann drouk : hôgen ma em eûz komzet mâd, pérâg é skôez gan-én̄ ?

24. Hag Annaz a gasaz anézhan̄ éréet da Gaifaz ar Bélek-brâz.

25. Hôgen Simon Per a ioa enn hé zâ ô tomma. Hag é léverchon̄d d’ézhan̄ : Ha n’oud kéd ivé eûz hé ziskibled ? Ha nac’ha a réaz hén̄, ô lavarout : N’ounn két.

26. Neûzé unan eûz a vévellou ar Bélek-brâz, kâr d’ann hini en doa Per trouc’het hé skouarn d’ézhan̄, a lavaraz d’ézhan̄ : Ha n’em eûz két da welet gan̄t-han̄ el liors ?

27. Per hen nac’has eur wéach all ; ha râk-tâl ar c’hiḻek a ganas.

28. Neûzé é kaschon̄t Jézuz eûz a dî Kaifaz d’al léz. Hôgen édo ar mintin ; ha n’az éjon̄t kéd el léz, évit n’en em saotrchen̄t két, ha ma hellchen̄t dibri ar Pask.

29. Pilat a zeûaz éta d’hô c’havout er-méaz, hag a lavaras d’ézhô : Pé damall a rit-hu oud ann dén-zé ?

30. Ar ré-man̄ a respoun̄tas hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ma na vé két eur gwaller, n’hor bijé kéd hé zigased d’îd.

31. Hôgen Pilat a lavaraz d’ézhô : Kémérit-hen̄ hoc’h-unan, ha barnit-hén̄ hervez hô lézen. Hag ar Iuzevien a lavaraz d’ézhan̄ : Né kéd aotréet d’é-omp laza dén.

32. Évit ma vijé sévénet ar péz en doa lavaret Jézuz, pa en doa merket a bé varô é tlié mervel.

33. Pilat a zeûaz adarré el léz, hag ô véza galvet Jézuz, é lavaraz d’ézhan̄ : Ha Roué ar Iuzevien oud ?

34. Jézuz a respoun̄taz d’ézhan̄ : Hag ac’hanod da-unan é lévérez kémen̄t-sé, pé ma hô deûz ré all hé lavared d’îd ac’hanoun ?

35. Pilat a respoun̄taz : Ha Iuzev ounn-mé ? Da vrôiz ha pennou ar véleien hô deûz da lékéad étré va daouarn : pétrâ éc’h eûz-té gréat ?

36. Jézuz a respoun̄taz : Va Rouan̄télez né kéd eûz ar béd-man̄. Ma vijé va rouan̄télez eûz ar béd-man̄, va zûd hô divijé stourmet évit na gouézchenn két étré daouarn ar Iuzevien : Hôgen évit bréma va rouan̄télez né kéd ac’hann.

37. Neûzé Pilat a lavaraz d’ézhan̄ : Roué oud éta ? Ha Jézuz a respoun̄taz : Hel lavaroud a réz pénaoz ounn Roué. Évit-sé eo ounn ganet, hag ounn deûed er béd évit rei testéni d’ar wirionez : piou-bennég a zalc’h oud ar wirionez, a zélaou va mouéz.

38. Pilat a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ eo ar wirionez ? Ha goudé m’en doé lavaret kémen̄t-sé, éz éaz adarré er-méaz étrézég ar Iuzevien, hag é lavaraz d’ézhô : Na gavann abek e-béd enn dén-zé.

39. Hôgen ô véza ma’z eo ar boaz ma laoskfenn d’é-hoc’h eur ré da c’hoél Bask ; ha c’houi a fell d’é-hoc’h é laoskfenn d’é-hoc’h Roué ar Iuzevien ?

40. Ar ré-man̄ en em lékéaz holl da gria, ha da lavarout : Na laosk kéd hé-man̄, hôgen laosk Barabbaz. Hôgen Barabbaz a ioa eul laer.


————
XIX. PENNAD.


1. Neuzé éta Pilat a géméraz Jézuz, hag a lékéaz hé skourjéza.

2. Hag ar zoudarded goudé béza gwéet eur gurunen gan̄t spern, a lékéaz anézhi war hé benn : hag é lékéjon̄t war hé gein eur van̄tel tané.

3. Hag é teûen̄t étrézég enn-han̄, hag é lavaren̄t : Dématîd, Roué ar Iuzevien : hag é roen̄t karvadou d’ézhan̄.

4. Pilat a iéaz eur wéach c’hoaz ér-méaz, hag é lavaraz d’ar Iuzevien : Chétu é kasann anézhan̄ d’é-hoc’h er-méaz, évit mac’h anavézot pénaoz n’em eûz kavet abeg é-béd enn-han̄.

5. (Jézuz éta a oé kaset er-méaz, ô tougen eur gurunen spern, hag eur zaé tané) ha Pilat a lavaraz d’ézhô : Chétu ann dén.

6. Hôgen pa oé gwélet gan̄d ar véleien ha gan̄d hô zûd, ar ré-man̄ a griaz, ô lavarout : Stag-hén̄, stag-hén̄ oud ar groaz. Pilat a lavaraz d’ézhô : Kémérit-hén̄, c’houi, ha stagit-hén̄ oud ar groaz, râg évid-oun-mé na gavann abek é-béd enn-han̄.

7. Ar Iuzevien a respoun̄taz d’ézhan̄ : Eul lézen hon eûz, ha diouc’h al lézen-zé é tlé mervel, ô véza ma eo en em rôet évit Mâb da Zoué.

8. Pilat éta ô véza klevet ar geriou-zé, en doé aoun vrâz.

9. Hag ô véza distrôed el léz, é lavaraz da Jézuz : A béléac’h oud-dé ? Hôgen Jézuz na rôaz respoun̄t é-béd d’ézhan̄.

10. Neûzé Pilat a lavaraz d’ézhan̄: Na gomzez kéd ouz-in ? Ha na wézez-té két pénaoz em euz ar galloud d’az lakaad oud ar groaz, hag em eûz ivé ar galloud d’az leûzkel da von̄t ?

11. Jézuz a respoun̄taz d’ézhan̄: N’az pé galloud é-béd war-n-oun, ma na vé két bét rôed d’îd diwar-laez. Dré-zé ann hini en deûz va gwerzet d’îd, en deûz gréat brasoc’h pec’hed.

12. Hag a neuzé Pilat a glaské ann doaré d’hé leûskel. Hôgen ar Iuzevien a grié, ô lavarout : Mar laoskez ann dén-zé, n’oud két miñoun da Gézar ; râk piou-bennâg en em c’hra Roué, en em laka a-énep Kézar.

13. Hôgen Pilat pa en doé klevet ar geriou-zé, a gasaz Jézuz er-méaz : hag éc’h azézaz war hé gador-barner, el léac’h hanvet é Grégach Litrostrotos, hag é Hébrach Gabbata.

14. An̄trônôz ar Pask oa, ha war-drô ar c’houec’hved heur, hag é lavaraz d’ar Iuzevien : Chétu hô Roué.

15. Hôgeo hî a grié : Tenn-hén̄, tenn-hén̄ a-lez-sé, ha laka-hén̄ oud ar groaz. Pilat a lavaraz d’ézhô : Ha lakaad a rinn hô Roué oud ar groaz ? Prin̄sed ar véleien a respoun̄taz : n’hon eûz Roué é-béd némét Sézar.

16. Neûzé éta é rôaz anézhan̄ d’ézhô évit béza lékéad oud ar groaz. Ével-sé é kémerjon̄t Jézuz hag é kaschon̄d anézhan̄ gan̄t-hô.

17. Hag ô tougen hé groaz, é teûaz enn eul léac’h galvet Ménez ar C’hlopenn (G), hag a zô hanvet é Hébrach Golgota :

18. É péléach é lékéjon̄t anézhan̄ oud ar groaz, ha daou all gan̄t-han̄ ; unan enn eunn tu, eunn all enn tu all, ha Jézuz é-kreiz.

19. Hôgen Pilat a réaz eur skrid, hag a oé lékéat war ar groaz. Kémen̄t-man̄ a ioa skrivet war-n-ézhan̄ : Jézuz a Nazaret, roué ar Iuzevien.

20. Kalz eûz ar Iuzevien a lennaz ar skrîd-zé ; rag al léac’h é péhini é oa bét lékéat Jézuz oud ar groaz a ioa tôst da géar. Hag ar skrîd a ioa é Hébrach, é Grégach hag é Latin.

21. Koulskoudé Béléien vrâz ar Iuzevien a lavaraz da Bilat : Na skrîv két Roué ar Iuzevien, hôgen ma en deûz lavaret hén̄ : Roué ar Iuzevien ounn.

22. Pilat a respoun̄taz : Ar péz em eûz skrivet, em eûz skrivet.

23. Hôgen ar zoudarded goudé ma hô doé hé staget oud ar groaz, a géméraz hé ziḻad (hag é réjon̄t pévar lôd, unan évit pép-hini eûz ar zoudarded), hag hé zaé a gémerchon̄t ivé. Hôgen hé zaé a ioa dic’hri hag eûz a eur wéaden penn-da-benn.

24. Lavaroud a réjon̄d éta étré-z-hô : Na drouc’homp kéd anézhi, hôgen tennomp d’ar sort da biou é vézô. Évit ma vijé sévénet ar Skritur, pa lavar : Rannet hô deûz étré-z-hô va diḻad ; hag hô deûz taolet va zaé d’ar sort. Chétu pétrâ a réaz ar zoudarded.

25. Hôgen mamm Jézuz, hag hé c’hoar, Mari grék Kléofaz, ha Mari Madalen a ioa enn hô zâ é-tal ar groaz.

26. Pa wélaz éta Jézuz hé vamm, hag enn hé zâ enn hé c’hichen ann diskibl a garé, é lavaraz d’hé vamm : Grék, chétu da vâb.

27. Neûzé é lavaraz d’ann diskibl : Chétu da vamm. Hag adalek ann heur-zé ann diskibl a géméraz anezhi da vamm.

28. Goudé-zé Jézuz ô c’houzout pénaoz é oa sévénet pép-trâ, évit ma vijé sévénet ar Skritur, a lavaraz : Sec’hed em eûz.

29. Hôgen béz’ éz oa énô eur pôd leûn a wîn-egr. Hag hî ô véza lékéad eur spoué er gwîn-egr, hag ô véza lékéat sikadez war hé drô, é tougchon̄t anézhi oud hé c’hénou.

30. Pa en doé éta Jézuz kéméret ar gwîn-egr, é lavaraz : Peûr-c’hréad eo. Hag ô véza soublet hé benn é roaz hé spéred.

31. Hôgen ar Iuzevien, ô véza ma oa ar gousper, hag évit na choumjé kéd ar c’horfou oud ar groaz é deiz ar sabbat, (râk deiz brâs ar sabbat é oa hen-nez) a bédaz Pilat ma lakajé terri hô divesker d’ézhô, hag hô zenna a-les-sé.

32. Don̄d a réaz éta soudarded, péré a dorraz hô divesker d’ar c’hen̄ta, ha d’égilé péhini a oa bét staget oud ar groaz gan̄t-han̄.

33. Hôgen pa oen̄t deûet étrézé Jézus, pa wéljon̄t é oa dijâ marô, na dorjon̄t két hé zivesker d’ézhan̄ ;

34. Hôgen unan euz ar soudarded a doullas hé gostez gan̄d eur goaf, ha râk-tâl é tilammaz anézhan̄ goâd ha dour.

35. Ha néb en deûz gwélet a zoug testéni ; hag hé desténi a zô gwîr. Hag hén̄ a oar pénaoz é lavar gwîr, évit ma krédot ivé.

36. Râg ann traou-zé a zô bét gréat, évit ma vijé sévénet ar Skritur : Na dorrot hini eûz hé eskern.

37. Hag eur Skritur all a lavar c’hoaz : Gwélout a rain̄t ann hini hô deûz toullet.

38. Goudé-zé Jozef a Arimatéa (ô véza ma oa diskibl da Jézuz é-kûz gan̄d aoun rag ar Iuzevien) a bédaz Pilat ma hellje kémérout korf Jézuz. Ha Pilat hen aotréaz d’ézhan̄. Don̄d a réaz éta, hag é kéméraz korf Jézuz.

39. Nikodémuz, ann hini a ioa éat ar c’hen̄ta gwéach da gaout Jézuz é-pad ann nôz, a zeûaz ivé gan̄t mirr hag aloez mesket, war-drô kan̄t lur.

40. Kéméroud a réjon̄t éta korf Jézuz, hag é lékéjon̄t war hé drô liseriou gan̄t lousou c’houés vâd, ével ma eo kîz ar Iuzevien évit liéna.

41. Béz’éz oa el léac’h é péhini é oa bét lékéad oud ar groaz eul liors, hag el liors-zé eur béz nevez, é péhini né oa bét c’hoaz lékéad dén.

42. Énô éta, ô véza ma oa gousper goél ar Iuzevien, ha ma oa tôst ar béz, é lékéjon̄t Jézuz.


————
XVI. PENNAD.


l. Enn deiz ken̄ta eûs ar sabbat, Mari Madalen a zeûaz mintin mâd, ha pa oa c’hoaz tén̄val, étrezég ar béz : hag é wélaz ar méan tennet diwar ar béz.

2. En em lakaad a réaz ’ta da rédek, hag é teûaz da gavout Per, hag ann diskibl all-zé a garé Jézuz, hag é lavaraz d’ézhô : Tennet hô deûz ann Aotrou eûz ar béz, ha na ouzomp két péléac’h hô deûz hé lékéat.

3. Per éta a iéaz er-méaz, hag ann diskibl all-zé, hag éz éjon̄d d’ar béz.

4. Rédek a réan̄t kévret, hôgen ann diskibl all-zé a rédaz buanoc’h égét Per, hag a zeûaz da-gen̄ta d’ar béz.

5. Hag ô véza soublet hé benn, é wélaz al liénennou a ioa choumet énô, hôgen na’z éaz két ébarz.

6. Simon Per péhini a ioa war hé lerc’h a zeûaz ivé, hag a iéaz er béz, hag a wélaz al liénennou a ioa choumet énô,

7. Hag al liénen a ioa bét war hé benn, pehini né oa két lékéat gan̄d al liénennou all, hôgen a oa pléget enn eul léac’h a dû.

8. Neûzé ann diskibl all-zé, péhini a oa deûed da-gen̄ta d’ar béz, a iéaz ivé ébarz hag a wélaz, hag a grédaz :

9. Râk na anavézen̄t két c’hoaz ar Skritur a lavaré pénaoz é oa réd é savché a varô da véo.

10. Neûzé ann diskibled-zé a zistrôaz d’ar géar.

11. Hôgen Mari a choumaz er-méaz, ô wéla. Hag enn eur wéla é soublaz hé fenn, hag é sellaz er béz :

12. Hag é wélaz daou Éal gwisket é gwenn, péré a ioa azézet el léac’h ma oa bét Jézuz, unan ouc’h ar penn, hag égilé ouc’h ann treid.

13. Ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhi : Grék, pérâg é wélez-té ? Hag hî a lavaraz d’ézhô : O véza ma hô deûz krapet va Aotrou, ha na ouzonn két péléac’h hô deûz hé lékéat.

14. O véza lavaret kémen̄t-sé é tistrôaz, hag é wélaz Jézuz enn hé zâ : hôgen na wié két pénaoz é oa Jézuz.

15. Jézuz a lavaraz d’ézhi : Grék, pérâg é wélez-té ? Piou a glaskez ? Hî ô kridi pénaoz é oa al liorser, a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, mar d-eo té éc’h euz hé c’hrapet, lavar d’in péléac’h éc’h eûz hé lékéat, hag é kémérinn anézhan̄.

16. Jézuz a lavaraz d’ézhi : Mari. Hag hî ô tristrei a lavaraz d’ézhan̄ : Mabboni (da lavaroud eo, Mestr).

17. Jézuz a lavaraz d’ézhi : Na stok kéd ouz-in, râk n’ounn két c’hoaz piñet étrézé va Zâd : hôgen kéa da gavout va breûdeûr, ha lavar d’ézhô : Piña a rann étrézé va Zâd, hag hô Tâd, étrézé va Doué, hag hô Toué.

18. Mari Madalen a zeûas da ziskleria d’ann diskibled penaoz é doa gwelet ann Aotrou, ha pétrâ en doa lavared d’ézhi.

19. War ar pardaez eûz ann deiz-zé, péhini é oa ar c’hen̄ta eûz ar zizun, ann ôriou eûz al léc’h é péhini é oa strollet ann diskibled ô véza serret gan̄d aoun râg ar Iusevien, Jézuz a zeûaz, hag en em lékéaz enn hô c’hreiz, hag a lavaraz d’ézhô : Ar péoc’h ra vézô gan-e-hoc’h.

20. Goudé m’en doé lavaret kémen̄t-sé, é tiskouézaz d’ézhô hé zaouarn hag hé gostez. Laouen-brâz é oé ann diskibled, pa wéljen̄t ann Aotrou.

21. Neûze é lavaraz d’ézhô eur wéach all : Ar péoc’h ra vézô gan̄-é-hoc’h. Ével ma en deûz va c’haset va Zâd, é kasann ivé ac’hanoc’h.

22. Pa en doé lavaret kémen̄t-sé, é c’houézaz war-n-ézhô, hag é lavaraz d’ézhô : Digémérid ar Spéred-San̄tel :

23. Ar ré da béré hô pézô distaolet hô féc’héjou, é vézô distaolet d’ézhô ; hag ar ré da béré hô pézô hô dalc’het, é vézô dalc’het d’ézhô.

24. Tomaz unan eûz ann daouzék, lés-hanvet Didimuz, né oa két gan̄t-hô pa zeûaz Jézuz.

25. Ann diskibled all a lavaraz ’ta d’ézhan̄ : Nî hon eûz gwélet ann Aotrou. Hôgen hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ma na wélann enn hé zaouarn arouéz toullou ann tachou, ha ma na lakaann va biz é toull ann tachou, ha va dourn enn hé gostez, na grédinn két.

26. Da benn eiz téz goudé, ann diskibled a ioa adarre enn hévélep léac’h, ha Tomaz gan̄t-hô. Jézuz a zeuaz, ann ôriou ô véza serret, hag en em lékéaz enn hô c’hreiz, hag a lavaraz : Ar péoc’h ra vézô gan-é-hoc’h.

27. Goudé ê lavaraz da Domaz : Laka da vîz aman̄, ha gwél va daouarn ; tôsta ivé da zourn, ha laka-hén̄ em c’hostez : ha na véz két diskrédik, hôgen krédik.

28. Tomaz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Va Aotrou, ha va Doué.

29. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : O véza ma éc’h eûz va gwélet, Tomas, éc’h eûz krédet : euruz ar ré n’hô deûz két gwélet, hag hô deûz krédet.

30. Jézuz en deûz gréat meûr a vurzud all dirâg hé ziskibled, ha n’eo két skrivet el levr-man̄.

31. Hôgen kémen̄t man̄ a zô skrivet, évit ma krédot pénaoz Jézuz a zô ar C’hrist Mâb Doué, hag é kridi m’hô pézô ar vuez enn hé hanô.


————
XXI. PENNAD.


1. Goudé-zé Jézuz en em ziskouézaz adarré d’hé ziskibled war aot môr Tiberiaz ; ha chétu pénaoz en em ziskouézaz :

2. Simon Per, ha Tomaz lés-hanvet Didimuz, ha Natanael péhini a ioa eûr a Gana é Galiléa, ha mipien Zébédé, ha daou all eûz hé ziskibled a ioa kévret.

3. Simon Per a lavaraz d’ézhô : Mon̄d a rann da béskéta. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Mon̄d a réomb ivé gan-éz. Hag éz éjon̄t, hag é piñjon̄t enn eur vag : hôgen enn nôz-zé na gémerchon̄t nétrâ.

4. Pa oa deûed ar min̄tin, Jézuz en em ziskouézaz war ann aot : hôgen ann diskibled na anavézchon̄t két pénaoz é oa Jézuz.

5. Jézuz éta a lavaraz d’ézhô : Bugalé, ha n’hoc’h eûz-hu nétrâ da zibri ? Hag hî a respoun̄taz : Nann.

6. Hag hen̄ a lavaraz d’ézhô : Taolid ar rouéjou enn tu déou eûz ar vâg, hag é kéfot. Hé deûrel a réjon̄t éta, ha na hellen̄t mui hé denna gan̄d all lôd pésked a ioa enn-han̄.

7. Neûzé ann diskibl a garé Jézuz a lavaraz da Ber : Ann Aotrou eo. Simon Per pa glevas pénaoz é oa ann Aotrou, a lékéaz hé saé (râg enn noaz édo) hag en em daolaz er môr.

8. Ann diskibled all a zeûaz er vâg (râk né oan̄t két pell diouc’h ann douar, hôgen war-héd daou c’han̄t ilinad hép-kén) ô sacha ar rouéjou leûn a besked.

9. Pa oen̄t éta diskenned d’ann douar, é wéljon̄t glaou béô, ha pésked war-n-ézhan̄, ha bara.

10. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Digasid eûz ar pésked hoc’h eûz kéméret bréma.

11. Simon Per a biñaz, hag a dennaz ar rouéjou d’ann douar, hag hén̄ leûn a gan̄t tri hag han̄ter-kan̄t pésk brâz. Ha pétrâ-bennâg ma ioa kémen̄t, na dorraz ked ar rouéjou.

12. Jézuz a lavaraz d’ézhô : Deûid, ha leinit. Hag hini eûz ar ré a ioa ouc’h taol na grédé goulenni digan̄t-han̄ : Piou oud-dé ? Râg gouzoud a réan̄t pénaoz é oa ann Aotrou.

13. Ha Jézuz a zeûaz, hag a géméraz bara, hag hé rôaz d’ézhô, ha pésked enn hévélep doaré.

14. Ann tredé wéach eo en em ziskouézaz Jézuz d’hé ziskibled, goudé ma oé savet a varô da véô.

15. Goudé éta m’hô doé leinet, Jézuz a lavaraz da Zimon Per : Simon mâb Iann, ha karoud a réz ac’hanoun muioc’h égéd ar ré-man̄ ? Hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄: Ia, Aotrou, gouzoud a réz pénaoz é karann ac’hanod. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Pask va ein.

16. Lavavoud a reaz c’hoaz d’ézhan̄: Simon mâb Iann, ha karoud a réz ac’hanoun ? Ha Per a lavaraz : Ia, Aotrou, gouzoud a réz pénaoz é karann ac’hanod. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Pask va ein.

17. Evid ann trédé gwéach é lavaraz d’ézhan̄ : Simon mâb Iann, ha karoud a réz ac’hanoun ? Glac’hared é oé Per, ô véza ma lavaré d’ézhan̄ évid ann trédé gwéach : Ha karoud a réz ac’hanoun ? Hag é lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, té a oar pép trâ ; gouzoud a réz pénaoz é karann ac’hanod. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ ; Pask va dén̄ved.

18. É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’îd ; pa oaz iaouan̄k, té en em c’hourizé da-unan, hag ez éez el léac’h ma kérez : hôgen pa gôzai, éc’h astenni da zaouarn, hag eunn all a gaso ac’hanod el léac’h na giri két.

19. Hôgen kémen̄t-sé a lavaraz, évit merka gan̄t pé varô é tlié meûli Doué. Ha goudé béza komzet ével-sé é lavavaz d’ézhan̄ : Deûz war va lerc’h.

20. Per ô véza trôet hé benn a wélas ô ton̄t war hé lerc’h ann diskibl a garé Jézuz ha péhini é-pâd ar goan-fask a oa gourvézet war hé askré, hag a lavaraz : Aotrou, piou eo ann hini a werzô ac’hanod ?

21. Hôgan Per pa en doé hé wélet, a lavaraz da Jézuz : Aotrou, pétrâ a zeûi hé-man̄ ?

22. Jézuz a lavavaz d’ézhan̄ : Mar fell d’in é chomfé béte ma teûfen, pé vern d’îd ? Deûz war va lerc’h.

23. Hôgen rédek a réaz ar brud é-touez ar vreûdeûr, pénaoz ann diskibl-sé na varvché két. Koulskoudé Jézuz n’en doa két lavavet ? Na varvô két ; hôgen : Mar fell d’in é choumfé bété ma teûinn, pé vern d’îd ?

24. Ann diskibl-sé eo a rô testéni eûz a gémen̄t-man̄, hag en deûz hé skrivet : ha gouzoud a réomp pénaoz hé desténi a zô gwirion.

25. Kalz traou all en deûz gréat Jézuz : ha ma ven̄t skrivet gan̄d ann holl zarvoudou, na vennann két é hellfé ar béd hé-unan derc’hel al levriou a vé skrivet.


————