Mont d’an endalc’had

Bibl/Lizer d’ar Filippied

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 609-613)



LIZER


SANT PAOL ABOSTOL


D’AR FILIPPIED.


————
I. PENNAD.


1. Paol ha Timotéuz, servicherien Jézuz-Krist, d’ann holl zen̄t é Jézuz-Krist péré a zô é Filippoz, ha d’ann diagoned.

2. Ra vézô gan-é-hoc’h, ar c’hrâs hag ar péoc’h digan̄d Doué ann Tâd, ha digan̄d hon Aotrou Jézuz-Krist.

3. Trugarékaad a rann va Doué, kenn aliez gwéach ma teû koun d’in ac’hanoc’h ;

4. Ha bépréd em fédennou é pédann évid-hoc’h holl gan̄t lévénez,

5. O véza ma hoc’h eûz bét hô lôd é Aviel ar C’hrist adaleg ann deiz ken̄ta bété vréma.

6. Râk kridi a rann gan̄t fisian̄s pénaoz ann hini en deûz déraouet ar mâd enn hô touez, hé beûr-c’hrai bété deiz Jézuz-Krist,

7. Déréad eo em bé ar gréden-zé ac’hanoc’h holl, ô véza ma hô tougann em c’haloun, dré ma oc’h holl ken-vreûdeûr va lévénez, hag em éréou, hag em difenn, hag é krévadurez ann Aviel.

8. Râk Doué a zô tést d’in pégémen̄t hô karann holl é kaloun Jézuz-Krist.

9. Hag ar péz é pédann anézhan̄ da aotréa, eo ma kreskô hô karan̄tez mui-oc’h-vui é gwiziégez hag é pép skian̄t :

10. Évit ma hellot anaoud ar péz a zô gwelloc’h, évit ma viot gwîrion hag hép gwall é deiz ar C’hrist :

11. Ha ma viot leûn a frouez ar wirionez dré Jézuz-Krist : évit gloar ha meûleûdi Doué.

12. Hôgen mé a fell d’in, va breûdeûr, é oufac’h pénaoz ar péz a zô c’hoarvézet gan-én̄, a zô deûet évit kreskadurez ann Aviel :

13. Enn hévélep doaré ma éz euz brûd eûz va éréou er C’hrist enn holl léz, hag é meûr a léac’h all ;

14. Ha kalz euz hor breûdeûr enn Aotrou ô kémérout fisian̄s dré va éréou, hô deûz krédet mui-oc’h-vui prézégi gér Doué héb aoun.

15. Hiniennou zô évit-gwîr hag a brézeg ar C’hrist dré hérez ha dré strîv, lôd all a ioul vâd ;

16. Lôd dré garan̄tez, ô c’houzout pénaoz ounn bet lékéat évit difenn ann Aviel ;

17. Lôd all a brézeg ar C’hrist dré strîv, ha nann gan̄d eeunder, ô kridi pénaoz é en̄krézon̄t ac’hanoun em éréou.

18. Hôgen pé vern ? Gan̄t ma vézô prézéget ar C’hrist enn eunn doaré-bennâg, daoust dré zarvoud, daoust dré wirionez : en em laouénaad a rann, hag en em laouénainn.

19. Râg gouzoud a rann pénaoz kémen̄t-sé a zeûi da zilvidigez d’in, dré hô pédennou, ha dré skoazel Spéred Jézuz-Krist,

20. Gan̄d ar géd hag ann espéran̄s em eûz, pénaoz na faziinn két é nétrâ ; hôgen pénaoz ma komzann gan̄t péb herder, é vézô c’hoaz bréma meûlet er C’hrist em c’horf, daoust dré va buez, daoust dré va marô.

21. Râk Jézuz-Krist eo va buez, hag ar marô a zô eur gounid évidoun.

22. Ma choumann béô em c’hîk, é tenninn frouez euz va labour ; hag ével-sé na ouzonn pétrâ da zilenna.

23. En̄krézet ounn enn daou du : c’hoan̄t em eûz da véza dieûbet eûz va c’horf, ha da von̄t gan̄d ar C’hrist ; ar péz a zô ar gwella kalz :

24. Hôgen talvoudusoc’h eo évid-hoc’h é choumfenn em c’horf.

25. Dré-zé em eûz fisian̄s é chouminn gan-é-hoc’h, hag é chouminn pell a-walc’h évid hô kwellaen, hag évit lévénez ar feiz ;

26. Évit ma vézô brasoc’h hô trugarez é-kén̄ver Jézuz-Krist, pa’z inn adarré d’hô kwélout.

27. Likid évez hép-kén d’en em gen̄derc’hel ével ma’z eo dléet é Aviel ar C’hrist ; évit ma wélinn, mar teûann étrézég enn-hoc’h, pé ma klevinn diwar hô penn, mar choumann ezvézan̄d, pénaoz é choumit stard enn eunn hévélep spéred, hag é labourit évit feiz ann Aviel ;

28. Ha pénaoz hoc’h énébourien n’hô laka kéd da spoun̄ta ; ar péz a zô d’ézhô eunn abek a gollidigez, hôgen d’é-hoc’h eunn abek a zilvidigez, ha kémen̄t-sé dré Zoué.

29. Râg eur c’hrâs eo en deûz gréad d’é-hoc’h ar C’hrist, nann hép-kén dré ma krédit enn-han̄, hôgen ivé dré ma c’houzan̄vit évit-han̄ ;

30. O véza ma’z oc’h enn hévélep stourmou, é péré hoc’h eûz va gwélet, hag é péré é klevit émounn bréma.


————
II. PENNAD.


1. Ma éz eûz éta eunn dizoan-bennâg er C’hrist, ma éz eûz eur fréalzidigez-bennâg er garan̄tez, ma éz eûz unvaniez er spéred, ma éz eûz karan̄tez enn trugarez,

2. Leûñit va lévénez, ô kaout ann hévélep ménosiou, ann hévélep karan̄tez, ann hévélep spéred, ann hévélep skian̄chou ;

3. Ével na réot nétrâ dré strîv pé dré fougé ; hôgen ma krédo pép-hini dré vuelded ar ré all dreist-han̄ ;

4. Ma sellô pép-hini, nann oud ar péz en deûz hé-unan, hôgen oud ar péz hô deûz ar ré all.

5. Hô pézet ann hévélep ménoz hag en deûz bét Jézuz-Krist,

6. Péhini, hag hén̄ a oa Doué enn-han̄, n’en deûz két krédet é vé eunn aloubérez évit-han̄ da véza pâr da Zoué :

7. Hôgen en em zistéréed eo hé-unan, ô kémérout aoz eur servicher, oc’h en em lakaad hén̄vel oud eunn dén, hag ô véza kéméred dré hé zoaré évid eunn dén.

8. En em izéléet eo hé-unan, ô ton̄d da véza sen̄tuz bétég ar marô, ha marô ar groaz.

9. Dré-zé eo en deûz Doué hé huéléet, hag en deûz rôed d’ézhan̄ eunn hanô, péhini a zô dreist péb hanô :

10. Évid é hanô Jézuz ma plégô pép glin enn en̄v, war ann douar, hag enn ifernou ;

11. Ha ma an̄savô pép téôd pénaoz hon Aotrou Jézuz-Krist a zô é gloar Doué ann Tâd.

12. Dré-zé, va breûdeûr kér, ével ma hoc’h eûz sen̄tet bépréd, hô pézet préder, nann hép-kén pa émounn bézan̄d enn hô touez, hôgen ivé bréma muioc’h pa ounn ezvézan̄d, da ôber hô silvidigez gan̄d aoun ha gan̄t krén.

13. Râk Doué eo a ra enn-hoc’h ann ioul hag ann ôber, hervez hé c’hrâd-vâd.

14. Hôgen grit pép-trâ hép krôzou, hag hép rendaelou :

15. Évit ma viot didamall, ha gwirion ével mipien Doué, ha dinam é-kreiz eur vrôiad diroll ha saotret : é-touez péhini é luc’hit ével goulaouennou er béd ;

16. O tougen enn-hoc’h ar gér a vuez é meûleûdi d’in é deiz ar C’hrist, ô véza n’em eûz két rédet enn-aner, ha n’em eûz két labourét enn-aner.

17. Hôgen ha pa dléfenn rei va buéz war ar sakrifiz ha war ann hostiv eûz hô feiz, en em laouénaad a rann, hag é ken-laouénainn gan-é-hoc’h holl.

18. En em laouénaid ivé, ha kenlouénait gan-én̄.

19. Mé a esper gan̄t grâs hon Aotrou Jézuz, é kasinn abars némeûr Timotéuz étrézég enn-hoc’h, évit ma vézinn ivé dizoaniet, ô klevout eûz hô kelou.

20. Rak n’em eûz dén a vé ken unvan gan̄-én̄, hag en défé eur garan̄tez ker gwîr évid-hoc’h.

21. Râk pép-hini a glask ar péz a zô d’ézhan̄ hé-unan, ha nann ar péz a zô da Jézuz-Krist.

22. Hôgen c’houi a oar pénaoz em eûz hé arnodet, ha pénaoz en deûz servichet gan-én̄ ô prézégi ann Aviel, ével ma servich eur mab hé dâd.

23. Espéroud a rann éta hé gâs d’é-hoc’h, kerken̄t ha m’am bézô gwélet ar péz a zô enn-drô d’in.

21. Fisian̄s em eûz enn Aotrou, pénaoz éz inn ivé hép-dalé étrézég enn-hoc’h.

25. Koulskoudé em eûz krédet é oa réd kâs adarré d’é-hoc’h Epafrodituz va breûr, pehini eo va skoazel em c’harg, va eil em stourmou, hoc’h Abostol c’houi, ha va zervicher em ézommou.

26. Râk c’hoan̄t brâz en doa d’hô kwéloud holl, ha trist é oa ô véza ma hô poa klevet é oa klan̄v.

27. Râg évit-gwîr klan̄v eo bét bétég ar maro : hôgen Doué en deûz bét truez out-han̄ ; ha nann hép-kén out-han̄, hôgen ivé ouz-in, gan̄d aoun n’am hé tristidigez war dristidigez.

28. Hé gaset em eûz éta gan̄t mui a wall, évit ma laouénaot pa her gwélot adarré, ha ma vézinn dic’hlac’haret va-unan.

29. Digémérid éta anézhan̄ gan̄t pép lévénez enn Aotrou, hag énorit ar seûrt tûd ;

30. Râg enn abek da ôber ar C’hrist eo bet tôstéed d’ar marô, ô rei hé vuez, évit sévéni ar skoazel na hellac’h két rei d’in hoc’h-unan.


————
III. PENNAD.


1. A-hen̄d-all, va breûdeûr, en em laouénait enn Aotrou. Né kéd doaniuz d’in, ha talvouduz eo d’é-hoc’h é skrifenn d’é-hoc’h ann hévélep traou.

2. Tec’hid diouc’h ar châs, tec’hid diouc’h ann droug-ôbérourien, tec’hid diouc’h ann trouc’h.

3. Râk ni a zô ann trô-drouc’h, nî péré a zervich Doué a spéred, hag en em veûl é Jézuz-Krist, ha nann ô fisiout er c’hîk.

4. Né két na helfenn kaout fisian̄s er c’hîk ; ha ma hell eur ré fisioud er c’hîk, é hellann c’hoaz hé ôber muioc’h ;

5. Pa ounn bét enwadet ann eizved dervez, pa ounn eûz a wenn Israel, eûz a vreûriez Ben̄jamin, Hébré ganet euz a Hébréed, hervez al lézen Farizian,

6. Hervez ar gen̄damouez, heskiner Iliz Doué, hervez ar wirionez, a zô el lézen, ô véza rénet eur vuez didamall.

7. Hôgen ar péz a zellenn neûzé ével eur gounid, em eûz sellet ével eur c’holl enn abek d’ar C’hrist.

8. Ouc’h-penn é vennann pénaoz pép-trâ a zô eur c’holl é-skoaz ann anaoudégez huel euz a Jézuz-Krist hon Aotrou, évit péhini em eûz diouéret pép-trâ, oc’h hé zellout ével teil, évit ma c’hounézfenn ar C’hrist,

9. Hag é vijenn kavet enn-han̄, nann ô kaout va gwirionez va-unan, péhini a zeû eûz al lézen, hôgen ann hini a zeû eûz ar feiz é Jézuz-Krist, ar wirionez a zeû eûz a Zoué dré ar feiz ;

10. Ha ma anavézinn anézhan̄, ha ners hé zazorc’hidigez, hag al lôd enn hé c’hloasiou, ô véza hévélébékéet oud hé varô :

11. Évit ma hellinn enn-divez tizoud dazorc’hidigez ar ré varô.

12. Né kéd em bé a-vréma digéméret ar péz a c’hédann, pé é venn klôk a-vréma : hôgen da heul éz ann, évit ma hellinn tizout ar péz évit péhini ounn bét kéméret gant Jézuz-Krist.

13. Va breûdeûr, na vennann két em bé tizet. Hôgen ar péz a rann bréma eo, goudé béza an̄kounac’héet ar péz a zô war va lerc’h, hag ô tiarbenna ar péz a zô em raok,

14. É rédann étrézék penn ann dachen, évit gounid ar gôbr eûz a c’halvédigez huel Doué é Jézuz-Krist.

15. Mar d-omp éta klôk, ra vennimp ével-sé : ha ma vennit enn eunn doaré all, Doué a ziskleriô d’é-hoc’h ar péz a dléid da gridi.

16. Hôgen é-kenver ar péz a ouzomp a-vréma, hor bézet ann hévélep ménosiou, ha choumomp enn hévélep reiz.

17. Grîd ével-d-oun, va breûdeûr, ha sellid oud ar ré a gerz hervez ar skouér hoc’h eûz gwélet enn-omp.

18. Râk kalz a zô, eûz a béré em euz aliez komzed d’é-hoc’h, hag eûz a béré é komzann c’hoaz bréma enn eur wéla, hag a gerz ével énébourien da groaz ar C’hrist ;

19. Péré hô dévézô da zivez ar marô péur-baduz ; péré a râ hô Doué eûz hô c’hôv ; a laka hô gloar enn hô méz, ha na venn némét traou ann douar,

20. Hôgen évid-omp-ni hon tî a zô enn en̄vou ; hag ac’hanô eo ivé é c’hédomp hor Salver, hon Aotrou Jézuz-Krist.

21. Péhini a gemmô hor c’horf disléber, évid hé lakaad da véza hén̄vel oud hé gorf leûn a c’hloar, dré ann obéridigez nerzuz gan̄t péhini é hell lakaat pép-trâ da bléga d’ézhan̄.


————
IV. PENNAD.


1. Dré-zé, va breûdeûr kér ha karet-mâd, va lévénez ha va gurunen, choumit stard ével-sé enn Aotrou, va breûdeûr kér.

2. Mé a béd Évodiaz, mé a béd stard Sin̄tiké da gaout ann hévélep kréden enn Aotrou.

3. Da bidi a rann ivé, té péhini a zô bét da eil d’in, da skoazella ar gragez péré hô deûz labouret gan-én̄ évit rei da anaoud ann Aviel, hag ivé Klémen̄t, hag ar ré all hô deûz va skoaziet em c’harg, hag hanôiou péré a zô skrivet el levr a vuez.

4. En em laouénait bépréd enn Aotrou : hel lavaroud a rann adarré, en em laouénait.

5. Ra vézô anavézet hô poell gan̄d ann dûd holl. Ann Aotrou a zô tôst.

6. Na vézit nec’het gan̄t nétrâ : hôgen é pé stâd m’en em géfot, rôid da anaoud da Zoué hô koulennou, gan̄t pédennou ha gan̄t trugarézou.

7. Ha péoc’h Doué, péhini a zô dreist pép ménoz, ra virô hô kalounou hag hô spéréjou é Jézuz-Krist.

8. Enn divez, va breûdeûr, kémen̄d a zô gwîr, kémen̄d a zô déréad, kémen̄d a zô eeun, kémen̄d a zo san̄tel, kémen̄d a zô karadek, kémen̄d a zô meûluz, kémen̄t a zô hervez ann doaré-vad hag hervez ar reiz, mennit-hô.

9. Grîd ar péz hoc’h eûz desket gan-én̄, hoc’h eûz kéméret digan-én̄, hoc’h eûz klevet gan-én̄, hoc’h euz gwélet enn-oun ; ha Doué ar péoc’h a vézô gan-é-hoc’h.

10. Hôgen en em laouénéet kaer ounn enn Aotrou, ô véza ma hoc’h eûz névézet ar préder hô poa gwéchall évid-oun. Ann hévélep préder hô poa, hôgen harzet é oac’h.

11. Né kéd enn abek d’am diénez é lavarann kémen̄t-sé ; râk desket em eûz, é pé stâd ma vézann, d’en em gavout mâd.

12. Mé a oar béva enn distervez, mé a oar béva er founder ; ha diouc’h pép léac’h, ha diouc’h pép trâ ounn boazet, diouc’h ar gwalc’h ha diouc’h ann naoun, diouc’h ar puder ha diouc’h ann diénez.

13. Pép-trâ a hellann enn hini a gréva ac’hanoun.

14. Koulskoudé gréat mâd hoc’h eûz, ô kémérout lôd eûz va glac’har.

15. Râg gouzoud a rît, Filippied, pénaoz pa zéraouiz prézégi d’é-hoc’h ann Aviel, pa’z îz-kuit eûz ar Vasédonia, Iliz all é-béd n’é deûz rannet hé madou gan-én̄, néméd-hoc’h hépkén ;

16. C’houi péré hoc’h eûz kaset diou wéach din é Tessalonika kémen̄d em boa ézomm.

17. Né kéd é klaskfenn hô rôou hôgen klaskoud a rann ar frouez founnuz eûz hô préder.

18. Râk béz’ em eûz pép-trâ, hag a-walc’h em eûz. Leûn ounn gan̄d ar péz hoc’h eûz kased d’in dré Épafrodituz, ével eunn hostiv c’houés-vâd, digéméret gan̄d Doué, ha kavet-mâd gan̄t-han̄.

19. Ra leûniô va Doué hoc’h holl ézommou, hervez hé vadou, é gloar Jézuz-Krist.

20. Hôgen meûleûdi ra vézô d’hon Tâd enn holl amzeriou. Amen.

21. Saludid ann holl zen̄t é Jézuz-Krist.

22. Ar vreûdeûr a zô gan-én̄ a zalud ac’hanoc’h. Ann holl zen̄t a zalud ac’hanoc’h, ha dreist-holl ar ré a zô é ti Kézar.

23.Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist ra vézô gan̄d hô spéred. Amen.



————