Bibl/Lizer d’ar Gollossied.

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 614-617)



LIZER


SANT PAOL ABOSTOL


D’AR GOLOSSIED.


————
I. PENNAD.


1. Paol Abostol Jézuz-Krist dré ioul Doué, ha Timotéuz hé vreûr,

2. D’ar zen̄t ha d’ar vreûdeûr léal é Jézuz-Krist a zô é Kolossa.

3. Ra zeûi d’é-hoc’h ar c’hrâs, hag ar péoc’h digan̄d Doué hon Tâd, ha digan̄ hon Aotrou Jézuz-Krist. Trugarékaad a réomp Doué, Tâd hon Aotrou Jézuz-Krist, hag é pédomp anézhan̄ bépréd évid hoc’h ;

4. O véza klevet komza eûz hô feiz é Jézuz-Krist, hag eûz ar garan̄tez hoc’h eûz évid ann holl zen̄t,

5. Enn espéran̄s eûz ar madou a zô mired d’é-hoc’h enn en̄vou, hag eûz a béré hoc’h eûz klevet mének er gér a wirionez eûz ann Aviel ;

6. Péhini a zô deûet bétég enn-hoc’h, ével ma éma er béd holl, é péléac’h é toug frouez hag é kresk, é-c’hîz ma en deûz gréat enn hô touez, abaoé ann deiz é péhini hoc’h eûz klevet hag anavézet grâs Doué er wirionez,

7. Ével ma hoc’h eûz desket gan̄d Épafraz hon eil kér, péhini a zô évid-hoc’h eunn obérer féal da Jézuz-Krist,

8. Ha péhini en deûz rôed da anaoud d’é-omp hô karan̄tez spéréduz.

9. Dré-zé abaoé ann deiz é péhini hon eûz klevet kémen̄t-sé, na éhanomp két da bidi évid-hoc’h, ha da c’houlenni digan̄d Doué, ma leûniô ac’hanoc’h eûz a anaoudégez hé ioul é pép furnez hag é pép skian̄t spéréduz :

10. Évit ma kerzot enn eunn doaré din a Zoué, ô plijoud d’ézhan̄ é pép-trâ, ô tougen frouez a bép seurt mâd-ôberiou, hag ô kreski é gwiziégez Doué ;

11. Ma viot krévéet a bép ners hervez ar galloud eûz hé c’hloar, évit kaoud é pép-trâ ann habasked, ann hîr-c’hortozidigez gan̄d al lévénez ;

12. O trugarékaad Doué ann Tâd, péhini en deûz hol lékéad da véza din da gaout lôd é digwéz ar zen̄t er goulou ;

13. Péhini en deûz hon tennet eûz a c’halloud ann dévalien, hag en deûz hon dizouget é rouan̄télez hé Vâb kér ;

14. Dré c’hoad péhini omb bét dasprénet, hag hôn eûz bét ann distaol eûz hor péc’héjou :

15. Péhini eo ar skeûden ann Doué diwéluz, ar c’henta ganet euz ann traou krouet :

16. Râk pép-trâ a zô bét krouet gan̄t-han̄ enn en̄vou ha war ann douar, ann traou a wéler, hag ann traou na wéler két, ann trônou, ann aotrouniézou, ar prin̄sélezou, ar galloudou : pép-trâ a zô bét krouet gan̄t-han̄ hag évit-han̄.

17. Hag hén̄ a zô ken̄t pép-trâ, ha pép-trâ a zô enn-han̄.

18. Hén̄ eo ar penn eûz a gorf ann Iliz ; hén̄ eo ann derou, ar c’hen̄ta-ganet eûz ar ré varô, évit ma vézô ar c’hen̄ta é pép-trâ.

19. O véza ma eo plijet gan̄d ann Tâd é choumfé enn-han̄ pép leûnder ;

20. É vijé unvanet pép-trâ dré-z-han̄ hag enn-han̄, ô véza péoc’héed dré ar goâd en deûz skuḻet war ar groaz, hag ar péz a zô war ann douar, hag ar péz a zô enn en̄vou.

21. Ha c’houi hoc’h-unan a ioa gwéchall diavésidi, hag énébourien Doué dré hô kwall vénosiou ha dré hô kwall ôberiou.

22. Hôgen bréma Jézuz-Krist en deûz hoc’h unvanet dré hé varô enn hé gorf marvel, évid hô lakaad da véza sen̄t, ha dinam, ha didamall dira-z-han̄ :

23. Mar choumit koulskoudé diazézet, ha stard er feiz : ha postek é espéran̄s ann Aviel hoc’h eûz klevet, a zô bét prézéged d’ann holl grouadurien a zô dindân ann en̄v, hag eûz a béhini ounn bét, mé Paol, lékéat da ôbérer,

24. Mé péhini en em laouéna bréma er c’hloasiou a c’houzan̄vann évid-hoc’h, hag a zeû da leûnia em c’hik ar péz a zô c’hoaz da c’houzan̄vi d’ar C’hrist, évid hé gorf, péhini eo ann Iliz ;

25. Eûz a béhini ounn bét lékéad da obérer hervez ar garg en deûz rôed Doué d’in, évid hé frédéria enn hô kén̄ver, ô leûnia gér Doué :

26. O prézégi d’é-hoc’h ar mister a zô bét kuzed d’ann holl amzeriou ha d’ann holl boblou, hag a zô bét diskleriet bréma d’hé zen̄t,

27. Da béré eo felled da Zoué rei da anaout madou gloar ann disgwél-zé er Jen̄tiled, péhini eo ar C’hrist, espéran̄s hô kloar ;

28. Péhini a brézégomp, ô kélenna pép dén, ô ken̄télia pép dén enn holl furnez, ô lakaat pép dén da véza klôk é Jézuz-Krist.

29. Évit-sé eo é labourann, ô stourmi dré hé ners a zô galloud enn-oun.


————
II. PENNAD.


1. Râk mé a fell d’in é oufac’h péger brâz eo ar préder em eûz évid-hoc’h, évid ar ré a zô é Laodiséa, hag évid ar ré n’hô deûz biskoaz gwélet va dremm hervez ar c’hîk.

2. Évit ma vézô fréalzet hô c’halounou, hag ô véza unvanet étré-z-hô dré ar garan̄tez, ma vézin̄t leûn eûz a holl vadou ar skian̄t, évid anaout mister Doué ann Tâd, ha Jézuz-Krist,

3. É péhini eo kuzet holl denzoriou ar furnez hag ar wiziégez.

4. Hôgen kémen̄t-man̄ a lavarann, évit na zeûi dén d’hô touella gan̄t lavariou huel.

5. Râg évid-oun da véza ezvézan̄d a gorf, éz ounn koulskoudé gan-é-hoc’h a spéred : hag é wélann gan̄t lévénez hô reiz, hag ar stardder eûz hô feiz er C’hrist.

6. Ken̄dalc’hid da véva é Jézuz-Krist hon Aotrou, é-c’hîz ar gélénnadurez en deûz rôed d’é-hoc’h ;

7. Grisiennit, ha savid ével eunn ti war-n-ézhan̄, ha krévait er feiz, ével ma hoc’h eûz hé zesket, ha kreskit enn-han̄ enn trugarézou.

8. Likid évez na zeûfé den d’hô touella gan̄d ar filosofi, gan̄t barradou gwân hervez tradision ann dûd, hervez ken̄téliou ar béd, ha nann hervez ar C’hrist.

9. Râg enn-han̄ é choum holl leûnder ann Douélez gan̄d hé gorf.

10. Ha c’houi a zô leûn enn-han̄, hén̄ péhini a zô da benn da bép prin̄sélez, ha da bép galloud :

11. É péhini oc’h bét enwadet, nann dré eunn enwad gréat gan̄d ann dourn évid digroc’henna kig ar c’horf, hôgen dré enwad ar C’hrist :

12. O véza bét liénet gan̄t-han̄ ar vadisian̄t, é péhini oc’h bét ivé dazorc’het dré ar feiz é ôber Doué, péhini en deûz hé zazorc’het eûz a douez ar {{{2}}}ré varô.

13. Râk c’houi pa oac’h marô enn hô kwallou, hag é dienwad ho kîk, éc’h asbévit gan̄t-han̄, goudé m’en deûz distaoled d’é-hoc’h hô kwallou ;

14. O tiverka ar skrid a ioa a-énep d’é-omp, ô terri al lézen a damallé ac’hanomp, hag oc’h hé staga oud hé groaz.

15. Hag ô véza dibourc’het ar brin̄sélézou hag ar c’halloudou, en deûz hô c’hased dirâg ann holl, goudé béza hô zrec’het enn-han̄ hé-unan.

16. Na varned éta dén ac’hanoc’h évid ann dibri, pé évid ann éva, pé enn abek d’ann deisiou goél, pé évid al loar nevez, pé évid ann deisiou sabbat :

17. Pa n’eo ann traou-zé néméd ar skeûd eûz ann traou da zon̄t, ha ma’z eo ar C’hrist ar c’horf.

18. Na douelled dén ac’hanoc’h, gan̄d ioul ar vuelded, gan̄d azeûlidigez ann élez, oc’h en em voun̄ta enn traou n’en deûz két gwélet, oc’h en em c’houéza gan̄t ménosiou gwân hé gik,

19. Hag hép derc’hel d’ar penn, a béhini ar c’horf holl a zô doaréet ha frammet gant koulmou ha gan̄d éréou, hag a gresk dré ar greskadurez a rô Doué d’ézhan̄.

20. Mar d-oc’h éta marô gan̄d ar C’hrist da gentéliou ar béd-man̄, pérâg oc’h-hu reizet c’hoaz ével pa vec’h béô er béd ?

21. Na zournatit két, a lévéreur d’é-hoc’h, na dan̄vait két, na dastournit két :

22. Kémen̄t-sé a zô traou hag hô dévézô holl hô divez er boaz, hervez lézennou ha kélénnadurésiou ann dûd :

23. Pétrâ-bennag hô deûz doaré ar furnez er gwall-gréden hag er vuelded, ha nann évid espernoud ar c’horf, nann enn eunn énor-bennâg évit gwalc’ha ar c’hîk.


————
III. PENNAD.


1. Mar-d-oc’h éta dazorc’het gan̄d ar C’hrist, klaskid ar péz a zô a-ziouc’h, é péléac’h éma ar C’hrist azézet enn tu déou da Zoué.

2. Kavit-mâd ar péz a zô a-ziouc’h, ha nann ar péz a zo war ann douar.

3. Râk mârô oc’h, hag hô puez a zô kuzet gand ar C’hrist é Doué.

4. Pa en em ziskouézô ar C’hrist, péhini eo hô puez, neûzé en em ziskouézot ivé gan̄t-han̄ er c’hloar.

5. Gwanid éta hoc’h izili douarek ; gwanid ar c’hadélez, ann dic’hlanded, al lousdôni, ar gwall-ioul, ar bizôni, péré a zô azeûlidigez ann idolou :

6. Enn abek da béré é teû buanégez Doué da gouéza war vugalé ann digrédôni ;

7. É péré hoc’h eûz kerzet gwéchall, pa vévac’h enn hô c’hreiz.

8. Hôgen bréma dilézid ivé c’houi ann holl béc’hejou-zé, ar vuanégez, ar c’harven̄tez, ann drougiez, al lé-douét : ha na zeûi eûz hô kénou gér louz é-béd.

9. Na livirit kéd a c’hevier ann eil oud égile ; diwiskit ann dén kôz gan̄d hô ôberiou,

10. Ha gwiskit ann dén nevez, péhini a zô névézet enn anaoudégez, hervez skeûden ann hini en deûz hé grouet :

11. É péléach n’eûz na Jen̄til, na Iuzéô, nag enwad, na dienwad, na dén gouéz, na Sitiad, na sklâv, na frân̄k ; hôgen ar C’hrist, péhini a zô holl enn holl.

12. Gwiskid éta, ével tûd dilennet gan̄d Doué, sen̄t ha karet-mâd, kalounou trugarézuz, kun̄vélez, vuelded, poell hag habaskded :

13. En em c’houzan̄vit ann eil égilé, ha ra zistaolô pép-hini da néb en deûz gwall c’hréat enn hé gén̄ver ; ével ma en deûz Doué distaoled d’é-hoc’h, distaolid ivé.

14. Hôgen dreist-holl hô pézet ar garan̄tez, péhini eo ann éré eûz ar c’hlôkded.

15. Ra zavô enn hô kalounou péoc’h ar C’hrist, é péhini oc’h bét galvet enn eur c’horf hép-kén ; ha bézid anaoudek.

16. Gér ar C’hrist ra choumô enn-hoc’h gan̄t paodder, hag é pép furnez ; oc’h en em zeski, oc’h en em gélenna ann eil égilé gan̄t salmou, gan̄d himnou, gan̄t kanaouennou spéréduz, ô kana gan̄t grâs enn hô kalounou meûleûdiou ann Aotrou.

17. Kémen̄t trâ éta a réol, pé dré gomz pé dré ôber, grit pép-trâ é hanô hon Aotrou Jézuz-Krist, ô trugarékaad dré-z-han̄ Doué ann Tâd.

18. Gragez, plégid d’hoc’h ézec’h, ével ma eo réd, enn Aotrou.

19. Ézech, karid hô kragez, ha na vézit két c’houerô enn hô c’hén̄ver ?

20. Bugalé, sen̄tid oud hô tadou hag oud hô mammou é pép trâ ; râk kémen̄t-sé a zô hétuz d’ann Aotrou.

21. Tadou, na hégit két hô pugalé, gan̄d aoun na zeûfen̄d da zigalounékaat.

22. Mévellou, sen̄tit é pép trâ oud ar ré a zô hoc’h Aotrounez hervez ar c’hîk, nann oc’h hô servicha hép-kén a zirâg, ével pa hô pé c’hoan̄t da blijioud d’ann dûd, hôgen é eeunder hô kaloun, gan̄d doujan̄s Doué.

23. Kémen̄t trâ a réot, grît-hén̄ a galoun, é gwél ann Aotrou, ha nann é gwél ann dûd ;

24. O c’houzout pénaoz eo digan̄d ann Aotrou hoc’h eûz bét ar gôbr eûz ann digwéz, eo ann Aotrou Jézuz-Krist a dléid da zervicha.

25. Hôgen néb a ra drouk, en dévézô ar boan euz hé zrougiez : ha Doué n’en deûz kemm é-béd évid dén.


————
IV. PENNAD.


1. Mistri, grîd é-kén̄ver hô mévellou ar péz a zô hervez ar gwîr hag ar reiz, ô c’houzout pénaoz hoc’h eûz ivé eur mestr enn en̄v.

2. Ken̄dalc’hit er béden, ha beḻit enn-hi, enn eur drugarékaat.

3. Pédit ivé évid-omp, évit ma tigorô Doué hor génou da brézégi hé c’hér ha mister ar C’hrist, évit péhini émounn éréet ;

4. Évit ma hellinn hé ziskleria ével ma eo réd d’in.

5. Kerzit gan̄t furnez étrézég ar ré a zô er-méaz eûz ann Iliz, ô taspréna ann amzer.

6. Ra vézô bépréd hô lavar séven, ha poellet gan̄t c’hoalen, évit ma wiot pénaoz é tléit respoun̄ta da bép-hini.

7. Tikikuz, hor breûr kér, bélek féal, ha va eil é servich ann Aotrou, a rôi da anaout d’é hoc’h kémen̄t trâ a zell ouz-in ;

8. Hag évit-sé eo em eûz hé gaset étrézeg enn-hoc’h, évit ma wézô pétrâ a c’hoarvez enn-drô d’é-hoc’h, ha ma tizoaniô hô kalounou.

9. Kas a rann ivé Onézimuz, hor breûr kér ha féal, péhini a zô eûz hô prô. Hi a rôi da anaout d’é-hoc’h kémen̄d a réeur ama.

10. Aristarkuz va c’hen-brizonnier a zalud ac’hanoc’h, ha Mark ivé ken̄derf Barnabaz, a béhini hoc’h eûz klevet mének : mar teû d’hô kwélout, digémérit-hén̄ mâd ;

11. Ha Jézuz, a c’halveur ar Gwirion. Ar ré-zé a zô bét enwadet. N’eûz némét-hô bréma a gémen̄d a labour gan-én̄ évit rouan̄télez Doué, péré hô deûz va dizoaniet.

12. Épafraz, péhini a zô eûz hô prô a zalud ac’hanoc’h. Eur servicher eo eûz a Jézuz-Krist, péhini a stourm bépréd évid-hôc’h enn hé bédennou, évit ma viot stard ha klôk, ha leûn eûz a béb ioul Doué.

13. Râk béz’ é hellann rei ann testéni-man̄ d’ézhan̄, pénaoz eo prédériet brâz évid-hoc’h, hag évid ar ré euz a Laodiséa, hag eûz a Hiérapoliz.

14. Lukaz al louzaouer, hor breûr kér, ha Démaz a zalud ac’hanoc’h.

15. Saludit hor breûdeûr a zô é Laodiséa, ha Nimfaz hag ann Iliz a zô enn hé di.

16. Ha pa vézô lennet al lizer-man̄ gan̄-é-hoc’h, grît ma vézô lennet ivé é Iliz Laodiséa, ha ma vézô lennet ivé d’é-hoc’h hini al Laodiséed.

17. Ha livirid da Arkippuz : Sell oud ar garg a zô bét rôed d’id gan̄d ann Aotrou, évit ma vézô gréat mâd.

18. Ar salud-man̄ a rann, mé Paol, gan̄t va dourn va-unan. Hô pézet koun eûz va éréou. Ar c’hrâs ra vézô gan-é-hoc’h. Amen.



————