Bibl/Lizer 2. S. Per

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 660-663)



EIL LIZER


SANT PER ABOSTOL.


————


I. PENNAD.


1. Simon-Per, servicher hag Abostol Jézuz-Krist, d’ar ré hô deûz bét ann hévélep feiz gan-é-omp, é gwirionez hon Doué ha Salver Jézuz-Krist.

2. Ar c’hrâs hag ar péoc’h ra greskô enn-hoc’h dré ann anaoudégez a Zoué, hag a Jézuz-Krist hon Aotrou.

3. Ével ma en deûz rôed d’é-omp, dré hé c’halloud a Zoué, kémen̄t trâ a zell oud ar vuez hag out karan̄tez Doué : ô rei da anaout d’é-omp ann hini en deûz hor galvet dré hé c’hloar ha dré hé ners hé-unan ;

4. Dré béhini en deûz rôed d’é-omp ar grasou brâz ha talvouduz en doa diouganet ; évit ma teûfac’h gan̄t-hô da véza kévrennek enn natur divin, goudé béza tec’het diouc’h saotr ar gwall-ioulou a zô er béd ;

5. C’houi a dlé ivé lakaad hoc’h holl bréder évit framma oud hô feiz ann ners ; oud ann ners ar wiziégez ;

6. Oud ar wiziégez ann dilon̄tégez ; oud ann dilon̄tégez ann habaskded ; oud ann habaskded karan̄tez Doué ;

7. Out karan̄tez Doué karan̄tez breûr ; hag out karan̄tez breûr karan̄tez ann nésa.

8. Ma en em gav ar grasou-zé enn-hoc’h, ha mar d-éon̄t war-gresk, é rain̄t pénaoz na vézô két didalvouduz ha difrouez enn-hoc’h ann anaoudégez hoc’h eûz eûz hon Aotrou Jézuz-Krist.

9. Hôgen ann hini é péhini n’éma két kémen̄t-se, a zô dall, hag a gerz enn eur dastourni, oc’h an̄kounac’haat pénaoz eo bét glanet eûz hé béc’héjou kôz.

10. Râk-sé, va breûdeûr, likid hô strîv da grévaad hô kalvédigez hag hô tilenn dré hô mâd-ôberiou ; râg oc’h ôber kémen̄t-sé na béc’hot bikenn.

11. Râg ével-sé é vézô rôed d’é-hoc’h eunn donédigez vâd é rouan̄télez peûr-baduz hon Aotrou ha Salver Jézuz-Krist.

12. Dré-zé é tigasinn bépréd ann traou-zé da goun d’é-hoc’h ; pétrâ-bennâg ma’z oc’h gwiziek ha krétéet er wirionez-zé.

13. Hôgen mé a venn pénaoz é vé reiz, é-pad ma émounn enn tabernakl-man̄, é savchenn ac’hanoc’h er c’houn-zé :

14. O c’houzout pénaoz abarz némeûr é tilézinn ann tabernakl-man̄, ével ma en deûz hé rôed da anaoud d’in hon Aotrou Jézuz-Krist.

15. Ha mé a lakai évez ma hellot bépréd, ha mé marô, kaout koun eûz ann traou-man̄.

16. Râk né kéd oc’h heûlia sorc’hennou gwén, hon eûz rôed da anaoud d’é-hoc’h ann ners hag ann donédigez eûz hon Aotrou Jézuz-Krist : hôgen goudé béza gwélet hon-unan hé veûrdez.

17. Râk rôed é oé d’ézhan̄ gan̄d Doué ann Tâd ann énor hag ar c’hloar, pa laoskaz ar gér-man̄ gan̄d eur skéd brâz : Hé-man̄ eo va Mâb ker, é péhini em eûz lékéat va holl garan̄tez ; sélaouit-hén̄.

18. Hag ar vouéz-zé hon eûz klevet ô ton̄d eûz ann én̄v, pa édomp gan̄t-han̄ war ar ménez san̄tel.

19. Ha béz’ hon eûz lavariou startoc’h ar broféded, da béré é talc’hit ervâd, ével da eur c’hleûzeur a luc’h enn eul léac’h téval, bété ma c’houlaou ann deiz, ha ma sâv ar wérélaouen enn hô kalounou :

20. O poella da-gen̄ta pénaoz pép diougan eûz ar Skritur né két displéged dré eunn diskleriadur a-zevri.

21. Râk né kéd dré ioul ann dûd eo bét digaset d’é-omp gwéchall ann diouganou : hôgen dré ali ar Spéred-San̄tel eo hô deûz komzet tûd san̄tel Doué.


————
II. PENNAD.


1. Hôgen ével ma éz euz bét fals-broféded é-touez ar bobl, é vézô ivé fals-vistri enn hô touez, péré a zigasô héréziou kolluz, ha péré ô tinac’ha ann Aotrou en deûz hô frénet, a dennô war-n-ézhô hô-unan eur gollidigez buan.

2. Ha meûr a hini a heûliô hô direisiou, hag a lakai hen̄t ar wirionez da véza drouk-prézéget ;

3. Hag évit hô fizôni é werzin̄t ac’hanoc’h gan̄t komsiou trôidelluz ; hôgen hô barnédigez douget pell-zô na éhan két, hag hô c’hollidigez na gousk két.

4. Râk ma n’en deûz két bét Doué a azaouez évid ann élez hô deûz péc’het, hôgen ma en deûz hô zaolet enn ifern, hag hô chadennet enn dévalien, évit hô mirout bétég ar varn ;

5. Ma n’en deûz két bét a azaouez évid ar béd kôz, ô véza n’en deûz miret da eizved némét Noé prézégour ar wirionez, pa skuḻaz dour al livaden war véd ann dûd fallagr ;

6. Ma en deûz disman̄tret keriou Sodoma ha Gomorra, oc’h hô lakaad é ludu, évid hô rei da skouér d’ar ré a vévô er fallagriez ;

7. Ma en deûz dieûbet Lot ann dén gwirion, péhini a ioa heskinet gan̄t kunuc’hennou ha gan̄t gadélez ann dûd fallagr ;

8. Ann dén gwirion-zé péhini a choumé enn hô zouez, ha péhini a ioa heskinet enn hé éné a-zeiz-é-deiz, gan̄d hô gwall-ôberiou er gwéled hag er c’hleved.

9. Ann Aotrou a oar tenna eûz ann arnod ar ré a gâr Doué, ha miroud ar ré fallagr da zeiz ar varn évid hô gwana :

10. Ha dreist-holl ar ré péré évit gwalc’ha hô ioul hudur a heûḻ froudennou ar c’hîk, a zispriz ann aotrouniez, a zô rôk, en em gar hô-unan : ha n’hô deûz kéd a aoun ô tigas rannou fallagr :

11. É léac’h ann élez, pétrâ bennâg m’az in̄t brasoc’h é ners hag é galloud, na zougon̄t két a wall varn ann eil ouc’h égilé.

12. Hôgen ar ré-man̄, hén̄vel out loéned direiz, péré hervez ann natur a zô kéméret ha lazet, ô taga gan̄d hô drouk-komsiou ar péz na anavézon̄t két, a vézô kollet enn hô breinadurez ;

13. Ha rôed é vézô d’ézhô ar gôbr eûz hô fallagriez, hî péré a gâr tréménout ann deisiou enn dudiou, a zô gôlôed a zaotr hag a nammou, en em zireiz er banvésiou a réon̄t gan-é-hoc’h ;

14. A zô leûn hô daou-lagad a avoultriez, hag eûz a eur péc’hed ha na éhan népréd ; a zidenn étrézég enn-hô ann énéou édrô ; hô deûz hô c’haloun boazet d’ar bizôni ; a zô bugalé ar valloz.

15. Hô deûz dilézet ann hen̄t eeun, hag a zô faziet, oc’h heûlia hen̄t Balaam mâb Bosor, péhini a garaz gôbr hé fallagriez ;

16. Hôgen hén̄ a gavaz ann trec’h eûz hé follen̄tez ; eunn azen mûd, péhini a gomzaz gan̄t mouéz eunn dén a énébaz out follen̄tez ar profed-zé.

17. Ar ré-zé a zô feun̄teûniou di-zour, ha kommoul horellet gan̄d ar gourven̄tennou ; hag eunn dévalien zo a zô évit-hô.

18. Râg ô komza gan̄t geriou-balc’h ha rok, é tidennon̄t dré c’hoan̄tou lik ar c’hîk, ar ré péré nébeûd a-raok a ioa téc’het dioud ar ré a ioa é fazi ;

19. O tiougani d’ézhô ar fran̄kiz, pétrâ-bennâg ma in̄d hô-unan sklaved eûz ar vreinadurez : râk piou-bennâg a zô bét trec’het, a zô sklâv eûz ann hini en deûz hé drec’het.

20. Râg, goudé beza en em dennet eûz a vreinadurez ar béd dré anaoudégez hon Aotrou ha Salver Jézuz-Krist, mar d-int trec’het oc’h en em rei a-nevez d’ann traou-zé, hô stâd divéza a zô goâz égéd ar c’hen̄ta :

21. Râg gwell é vé bét d’ézhô na anavézchen̄t két hen̄t ar wirionez, égét goudé béza hé anavézet distrei diouc’h ar gourc’hémenn san̄tel a ioa bét rôed d’ézhô.

22. Hôgen c’hoarvézet eo gan̄t-hô ar péz a lévéreur dré eur gwîr lavar : Ar c’hi a zô distrôet d’hé c’houéden ; hag ann houc’h goudé béza bét gwalc’het, a zô en em ruḻet a-nevez er fan̄k.


————
III. PENNAD.


1. Chétu ann eil lizer a skrivann d’é-hoc’h, va breûdeûr kér ; hag enn-hô hô-diou é ken̄traouann hô spéred gwirion dré va aliou :

2. Évit ma hô pézô koun eûz a c’heriou ar Broféded san̄tel, a béré em eûz komzet d’é-hoc’h, hag eûz a c’hourc’hémennou ann Ébestel en deûz ann Aotrou ha Salver rôed d’é-hoc’h.

3. Gwézit da gen̄ta pénaoz é teûi enn deisiou divéza touellérien péré a heûliô hô gwall-ioulou hô-unan,

4. O lavarout : Péléac’h éma ann diougan eûz hé zonédigez ? Râg abaoé ma eo kousket ann tadou, pép-trâ a choum er stâd ma edo é derou ar béd.

5. Râk dré hô ioul eo na ouzon̄t két pénaoz ann én̄vou a zô bét gréat da gen̄ta dré c’hér Doué, kerkouls hag ann douar, péhini a zô savet eûz ann dour, hag a bâd dré ann dour ;

6. Ha pénaoz koulskoudé ar béd a neûzé a iéaz-da-nétra dré ann traou-zé, ô véza beûzet gan̄d dic’hlann ann dour.

7. Hôgen ann én̄vou hag ann douar a-vréma, a zô miret, dré ann hévelep gér évid ann tân, é deiz ar varn ha kollidigez ann dûd fallagr.

8. Hôgen eunn dra zô war béhini na dléit két béza diwiziek, va breûdeûr kér, pénaoz dirâg ann Aotrou eunn deiz a zô ével mil bloaz, ha mil bloaz ével eunn deiz.

9. Ann Aotrou n’en deûz két gourzézet sévénidigez hé c’hér, é-c’hîz ma gred hiniennou ; hôgen hé hîr-c’hortozidigez a ziskouez d’é-omp, pa na fell kéd d’ézhan̄ é vé kollet dén, hôgen ma tistrôjé pép-hini d’ar binijen.

10. Hôgen deiz ann Aotrou a zeûi ével eul laer-nôz ; ha neûzé gan̄d eunn trouz brâz éz ai ann én̄vou é-biou : ann elfennou a deûzô gan̄d ar c’hrouéz, hag ann douar ha kémen̄t a zô enn-han̄ a vézô losket.

11. Pa dlé éta kémen̄t-sé holl mon̄d-da-nétra, pétrâ é tléit-hu da véza enn hô lavariou hag enn hô karan̄tez évid Doué ?

12. O c’hortozi hag oc’h hasta donédigez deiz ann Aotrou, é péhini ann én̄vou a vézô losket ha diforc’het, hag ann elfennou a vézô teûzet gan̄t grouéz ann tân.

13. Râk nî a c’hortoz, hervez hé c’hér, én̄vou névez, hag eunn douar névez, é péhini é choumo ar wirionez.

14. Rak-sé, va breûdeûr kér, pa c’hortozit kémen̄t-sé, labourid é péoc’h, évit ma viot kavet gan̄t-han̄ dinam ha didamall.

15. Ha sellit hîr-c’hortozidigez hon Aotrou ével eunn dra vâd évid hô silvidigez : é-c’hîz ma en deûz skrivet d’é-hoc’h hor breûr kér Paol, hervez ar furnez a zô bét rôed d’ézhan̄ ;

16. Evel ma ra ivé enn hé holl lizériou, é péré é komz eûz ann traou-zé ; é péré ez eûz lec’hiou diez da boella, hag a zistrô ann dûd diwiziek hag édrô, ével ar Skrituriou all, enn hô c’holl.

17. C’houi éta, va breûdeûr, péré a oar kémen̄t-sé, likid évez ouz-hoc’h, gan̄d aoun, oc’h en em rei da fazi ann dûd diskian̄t-zé, ne zeûfac’h da gouéza eûz hô stardder.

18. Hôgen kreskid er c’hrâs hag é anaoudégez hon Aotrou ha Salver Jézuz-Krist. D’ézhan̄ ra vézô ar c’hloar bréma, hag é deiz ann éternité. Amen.



————

KENTA LIZER


SANT IANN ABOSTOL.


————


I. PENNAD.


1. Ni a brézeg d’é-hoc’h ar gér a vuez, péhini a ioa er penn-ken̄ta, péhini hon eûz klevet, péhini hon eûz gwélet gan̄d hon daou-lagad, péhini hon eûz arvestet ha war béhini hon eûz lékéat hon daouarn ;

2. Râg ar vuez a zô en em ziskouézet, ha ni hon eûz hé gwélet, ha ni hon eûz hé zesténiet, ha ni hon eûz diskleriet d’é-hoc’h ar vuez peûr-baduz, a ioa enn Tâd, hag a zô en em ziskouézet d’é-omp ;

3. Hon eûz gwélet ha klevet, hag hon eûz prézéget d’é-hoc’h, évit ma hô pézô kévrédigez gan-é-omp, ha ma vézô hor c’hévrédigez gan̄d ann Tâd, ha gan̄d hé Vâb Jézuz-Krist.

4. Ha kémen̄t-man̄ a skrivomp d’é-hoc’h, évit ma en em laouénaot, ha ma vézô leûn hô lévénez ;

5. Chétu ann diskleriadur hon eûz klevet gan̄t-han̄, hag a rôomp da anaoud d’é-hoc’h : Pénaoz Doué a zô ar goulou, ha pénaoz n’eûz tévalien é-béd enn-han̄.

6. Ma lévéromp pénaoz hon eûz kévrédigez gan̄t-han̄, hag é kerzomp enn dévalien, e lévéromp gaou, ha na heûliomp kéd ar wirionez,

7. Hôgen mar kerzomp er goulou, ével ma éma er goulou, hon eûz kévrédigez ann eil gan̄d égilé, ha goâd Jézuz-Krist hé Vâb a c’hlân ac’hanomp a péb pec’hed.

8. Ma lévéromp n’eûz kéd a béc’hed enn-omp, en em douellomp hon-unan, hag ar wirionez n’éma kéd enn-omp.

9. Mar kovésaomp hor péc’héjou, hén̄ a zô féal ha gwirion, évid disteûrel d’é-omp hor péc’héjou, hag hor glana eûz a bép fallagriez.

10. Ma lévéromp n’hon eûz két péc’het, hel lékéomp da c’haouiad, hag hé c’hér n’éma kéd enn-omp.


————
II. PENNAD.


1. Va bugaligou, mé a skrîv ann dra-man̄ d’e-hoc’h, évit na béc’hot két. Hôgen mar péc’h unan-bennâg, hon eûz eunn erbéder dirâg ann Tâd, Jézuz-Krist ar gwirion :

2. Hag hén̄ eo ann hostiv évid hor péc’héjou ; ha nann hép-kén évid hor ré, hôgen ivé évit ré ar béd holl.

3. Hag é kémen̄t-man̄ é c’houzomp ma anavézomp anézhan̄, ma viromp hé c’hourc’hémennou.

4. Néb a lavar pénaoz éc’h anavez anézhan̄, ha na vir ked hé c’hourc’hémennou, a zô eur gaouiad, hag ar wirionez n’éma kéd enn-han̄.

5. Hôgen mar mîr eur ré hé c’hér, évit-gwîr karan̄tez Doué a zô klôk enn-han̄. Dré-zé eo éc’h ouzomp penaoz émomp enn-han̄.

6. Néb a lavar é choum enn-han̄, a dlé kerzout ével ma en deûz kerzet.