Bibl/Lizer 1. S. Per

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 655-659)



KENTA LIZER


SANT PER ABOSTOL


————


I. PENNAD.


1. Per, Abostol Jézuz-Krist, d’ann diavésidi a zô skiñet war-héd Pon̄tuz, Galatia, Kappadosia, Azia, ha Bitinia,

2. Péré a zô dilennet hervez râg-gwiziegez Doué ann Tâd, dré zan̄télez ar Spéred, dré zen̄tidigez, ha dré sparférez goâd Jézuz-Krist, Grâs d’é-hoc’h, ha kalz a béoc’h.

3. Ra vézô benniget Doué ha Tâd hon Aotrou Jézuz-Krist, péhini dré hé drugarez vrâz en deûz hon eil-c’hanet enn eunn espéran̄s béô, dré zazorc’hidigez Jézuz-Krist eûz a douez ar ré varô,

4. Enn eunn digouéz divreinuz, dizaotr, diwév, a zô mired évid-hoc’h enn én̄vou ;

5. C’houi péré dré c’halloud Doué a zô miret dré ar feiz er zilvidigez, a dlé béza diskouézet splann enn amzer zivéza.

6. En em laouénait é kémen̄t-sé, ha pa vé réd d’é-hoc’h béza glac’haret eunn nébeûd amzer gan̄t meûr a zrouk :

7. Évit ma vézô kavet hô feiz arnodet ével-sé, ha talvoudosoc’h égéd ann aour, a véz arnodet gan̄d ann tân, dîn a veûleûdi, a c’hloar, hag a énor, pa en em ziskouézô Jézuz-Krist ;

8. Péhini a garit, pétrâ-bennâg n’hoc’h eûz két hé wélet, é péhini é krédit, pétrâ-bennâg n’her gwélit két bréma : hag ô kridi, é tridit gan̄d eul lévénez dilavaruz ha leûn a c’hloar,

9. O véza ma teû d’é-hoc’h silvidigez hoc’h énéou, ével divez hô feiz.

10. Ar zilvidigez-zé eo hô deûz klasket, hô deûz en̄klasket ar Broféded, péré hô deûz diouganet diwar-benn ar c’hrâs a dlié don̄d enn-hoc’h :

11. Oc’h en̄klaskout é pé trâ hag é pé amzer spéred ar C’hrist a ioa enn-hô, a verké é tlié c’hoarvézout gouzan̄vou ar C’hrist, hag ar c’hloar é-c’houdé hô doa diouganet.

12. Diskleriet é oe d’ézhô pénaoz né oa kéd évit-hô hô-unan, hôgen évid-hoc’h éc’h aozen̄t kémen̄t-sé, a zô diskleriet d’é-hoc’h gan̄d ar re a brézeg ann Aviel d’é-hoc’h, dré ar Spéred-San̄tel kaset eûz ann én̄v, hag hô deûz c’hoantéet ann élez da wélout.

13. Dré-sé gourizit kroazel hô ménoz, hag ô véza deûet poellek, gédit gan̄d eunn espéran̄s klok ar c’hrâs a zô kinniget d’é-hoc’h da wélédigez Jézuz-Krist,

14. Ével bugalé sen̄tuz, ha nann ével ma oac’h gwéchall, diwiziek ha leûn a wall-ioulou :

15. Hôgen ével ma eo San̄t ann hini en deûz hô kalvet, bézit sen̄t ivé é pép darvoud ;

16. Râk skrived eo : Bézit sen̄t, ô véza ma ounn San̄t.

17. Ha mar galvit hô Tâd ann hini péhini n’en deûz kemm é-béd évid dén, hag a varm pép-hini hervez hé ôberiou, bévit gan̄d doujan̄s é-pâd ma viot diavézidi :

18. O c’houzout pénaoz né két dré draou breinuz, ével aour pé arc’han̄t, oc’h bét dasprénet euz hô puézégez gwân, hervez ma oa deûed d’é-hoc’h digan̄d hô tadou ;

19. Hôgen dré c’hoad talvouduz ar C’hrist, ével eûz ann oan dinam ha difazi,

20. Péhini a zô bét râg-anavézet abarz krouidigez ar béd, hag a zô en em ziskouézet enn amzeriou divéza enn abek d’é-hoc’h,

21. C’houi péré dré-z-han̄ a gréd é Doué, péhini en deûz hé zazorc’het euz a douez ar ré varô, ha rôed d’ézhan̄ ar c’hloar, évit ma lékéot hô feiz, hag hoc’h esperan̄s é Doue.

22. Likid hô kalounou da véza glân gan̄d eur zen̄tidigez a garan̄tez, gan̄d eur garan̄tez a vreûr, och en em garout ann eil égilé a wir galoun ;

23.C’houi péré a zô eil-ganet, nann eûz a eunn had breinuz, hôgen eûz a eunn had divreinuz, dré c’hér ann Doué béô, a bâd bépréd.

24. Râk pép kîg a zô ével ar géot ; ha pép gloar ann dén a zô ével bleûn̄ ar géot : ar géot a zec’h, hag hé vleûn̄ a gouéz :

25. Hôgen gér ann Aotrou a choum da-vikenn ; hag ar gér-zé eo a zô bét prézéget d’é-hoc’h enn Aviel.


————
II. PENNAD.


1. Goudé éta béza dilézet pép drougiez, ha pép touellérez, hag ann trôidellérez, hag ann hérez, hag ann drouk-komsiou,

2. Ével bugalé vihan névez-ganet c’hoan̄tait al léaz reiz ha didouelluz ; évit m’hô lakai da griski évid ar zilvidigez ;

3. Ma hoc’h eûz koulskoudé tan̄véet pégémen̄t eo kûn ann Aotrou.

4. Hag ô tôstaad out-han̄, ével oud ar méan béô, a oa bét distaolet gan̄d an dûd, hôgen m’en doa Doué dilennet, hag énoret,

5. Savid hoc’h-unan, ével ma’z oc’h mein béô eunn ti spéréduz, eur vélégiez san̄tel, évit kinniga da Zoué hostivou spéréduz hag hétuz d’ézhan̄ dré Jézuz-Krist.

6. Dré-zé eo lavaret er Skritur : Chétu é lakaann é Sion méan penn ar c’horn, ar méan dilennet ha talvouduz brâz : ha piou-bennâg a grédô enn-han̄ na vézô két mézékéet.

7. Énored eo éta gan-é-hoc’h, c’houi péré a gréd : hôgen évid ar re ziskrédik, ar méan hô deûz distaolét ar saverien-tiez, a zô deûed da benn méan korn,

8. Da véan stok, da véan gwall-skouér ; évid ar ré a stok oud ar gér, ha na gréd kéd enn-han̄.

9. Hôgen, c’houi, a zô ar wenn zilennet, ar vélégiez a roué, ar bobl san̄tel, ar vrôad c’hounézet, évit ma embannot galloud ann hini en deûz hô kalvet eûz ann dévalien d’hé c’houlou estlammuz ;

10. C’houi péré gwéchall né oac’h kéd hé bobl, hôgen bréma a zô pobl Doué ; c’houi péré n’hô poa két gounézet hé drugarez, hag hoc’h eûz hé gounézet bréma.

11. Va breûdeûr kér, mé hô péd ével diavésidi ha pirc’hirined, d’en em viroud diouc’h ar c’hoan̄tou kiguz, a stourm oud ann éné.

12. En em rénit ervâd é-touez ar Jen̄tiled, évit, é léac’h ma lévéron̄t droug ac’hanoc’h ével eûz a wallerien, ma teûin̄t, goudé béza gwélet hô mâd-ôberiou, da veûli Doué é deiz hé wélédigez.

13. Plégid éta, enn abek da Zoué, dindân pép dén, pé dindân ar roué, péhini eo ann uc’héla,

14. Pé dindân ar rénerien, péré a zô kaset gan̄t-han̄ évit gwana ar ré a ra drouk, hag évit meûli ar ré a ra vâd.

15. Râg ioul Doué eo é teûfac’h dré hô mâd-oberiou da lakaad da dével diwiziégez an dûd diboell :

16. Ével tûd fran̄k, ha nann ével pa vé hô fran̄kiz é-c’hîz eur wél évit gôlei hô trougiez, hôgen ével servicherien Doué.

17. Énorid ann holl : karid hô preûdeûr ; doujid Doué : sen̄tid ouc’h ar Roué.

18. Mévellou, plégit gan̄t pép doujan̄s d’hô mistri, nann hép-kén d’ar ré a zô mâd hag habask, hôgen d’ar ré a zô asrec’huz.

19. Râg ar péz a zô hétuz da Zoué, eo ma teûfemp enn abek d’ézhan̄ da zougen ann dristidigez, ha da c’houzan̄vi pép gaou.

20. Pé c’hloar a zeûi d’é-hoc’h, mar gouzan̄vit karvanatou, ha c’houi péc’herien ? Hôgen ma hô gouzan̄vit gan̄d habaskded, ha c’houi oc’h ôber mâd, ann dra-zé eo a zô hétuz da Zoué.

21. Râk da gémen̄t-sé eo oc’h bét galvet : râg ar C’hrist hé-unan en deûz gouzan̄vet évid omp, ô lézet d’é-hoc’h eur skouér, évit ma kerzot war hé lerc’h :

22. Hén péhini n’en deûz két gréad a béc’hed, hag é génou péhini n’eûz két bét kaved a drôidel ;

23. Hén péhini pa oa milliget, n’en deûz két milliget : pa oa gwall-gaset, n’en deûz két gourdrouzet : hôgen eo en em lékéat étré daouarn ann hini a varné anézhan̄ é-gaou ;

24. Hén péhini en deûz douget hor péc’héjou enn hé gorf war ar prenn, évit, goudé béza marô d’ar péc’héjou, ma vévimp d’ar wirionez. Dré hé vlon̄saduriou eo oc’h bét iac’héet.

25. Râk c’houi a oa ével dén̄ved dian̄ket ; hôgen bréma oc’h distrôet étrézék Mésaer hag Eskob hoc’h énéou.


————
III. PENNAD.


1. Ra blégô ar gragez d’hô ézec’h, évit ma éz eûz eur ré ha na gréd kéd d’ar gér, é vézin̄t gounézet héb ar gér dré vuézégez-vâd hô gragez ;

2. Oc’h arvesti pénaoz eo doujan̄s Doué a ali d’é-hoc’h eur vuézégez c’hlân.

3. N’en em gempennit két a-ziavéaz ô rodella hô pleô, oc’h en em c’hôlei a aour, ô wiska diḻad kaer ;

4. Hôgen bézit ével eunn dén kuzet a galoun : é diwastidigez eur spéréd péoc’huz hag habask, a zô talvouduz brâz dirâk Doué.

5. Râg ével-sé eo gwéchall en em gempenné ar gragez san̄tel a espéré é Doué, ô pléga dindân hô ézec’h ;

6. Ével ma sen̄té Sara oud Abraham, oc’h hé c’hervel hé aotrou : ha c’houi a zô hé merc’hed pa embrégit ervâd, ha pa na grénit gan̄d aoun é-béd.

7. Ha c’houi ivé, ézec’h, bévit gan̄t furnez gan̄d hô kragez, oc’h énori anézhô ével ar gwana léstrik, hag ével ar gen-hérézed eûz ar c’hrâs a vuez ; évit na vézô enn-hoc’h harz é-béd oud ar béden.

8. Hôgen enn-divez bézid holl unvan, truézek, karan̄tézuz ével breûdeûr, trugarézuz, habask ha vuel.

9. Na rôit kéd droug évid droug, na malloz évit malloz ; hôgen enn-énep rôid hô pennoz ; râg évit kémen̄t-sé oc’h galvet, évit ma piaouot bennoz ann digwéz.

10. Râk mar kâr eur ré ar vuez, ha mar fell d’ézhan̄ gwélout deisiou mâd, ra zistrôi hé deôd diouc’h ann drouk, ha ra bellai hé vuzellou diouc’h ann touellérez.

11. Ra zistrôi diouc’h ann drouk, ha ra râi ar mâd : ra glaskô ar péoc’h, ha ra heûliô anézhan̄.

12. Râk daoulagad an Aotrou a zô war ar ré wirion hag hé ziskouarn a zélaou hô féden ; hôgen dremm ann Aotrou a zo a-énép ar ré a ra drouk.

13. Ha piou a rai gaou ouz-hoc’h, ma na rit néméd vâd ?

14. Hôgen ma c’houzan̄vit eunn dra évid ar wirionez, é viot euruz. N’hô pézet kéd a aoun râg hô aoun-hi, ha na zaouzanit két.

15. Hôgen san̄télit ann Aotrou enn hô kalounou ; ha bézit daré é péb amzer da ziskleria da bép-hini pétrâ eo ann espéran̄s a zô enn-hoc’h :

16. Hôgen gan̄t poell ha gan̄d douj, hag ô viroud eur goustian̄s vâd ; évit ma teûi da véza mézékéet ar ré a lavar droug ac’hanoc’h, hag eûz hô puézégez-vâd er C’hrist.

17. Rag gwelloc’h eo, mar fell gan̄d Doué, gouzanvi och ôber vâd, égéd oc’h ôber drouk.

18. Pa eo gwîr pénaoz ar C’hrist a zô marô eur wéach évid hor péc’héjou, ann dén-gwirion évid ar ré zis-gwirion ; évit ma kinnigché ac’hanomp da Zoué, goudé béza marô enn hé c’hîk, ha béza asbévet enn hé spéred,

19. Dré béhini é prézégaz d’ar ré a ioa dalc’het er prizoun ;

20. Péré a oa bét diskrédig gwéchall, ô c’hortozi habaskded Doué é deisiou Noé, pa réad ann arc’h, é péhini nébeûd a dûd, da lavaroud eo eiz dén hép-kén, a oé savétéét é-kreiz ann dour :

21. É pé zoaré é teû bréma ar vadisian̄t d’hô savétei ; nann ann hini a zeû da c’hlana ar c’hîk, hôgen ann hini a rô eur goustian̄s vâd é Doué, dre zazorc’hidigez Jézuz-Krist,

22. Péhini a zô é dourn déou Doué, goudé béza bét tan̄véet ar marô évid hol lakaad da héred d’ar vuez peûr-baduz ; a zô piñed enn én̄v, goudé béza lékéad da bléga dindân-han̄ ann élez, ann aotrouniézou, hag ar c’halloudou.


————
IV. PENNAD.


1. Pa en deûz éta ar C’hrist gouzan̄vet enn hé gîk, en em armit ivé c’houi eûz ar ménoz-man̄, pénaoz néb en deûz gouzan̄vet enn he gîk, a zô divec’h a béc’hed :

2. Évit na vévô mui hervez c’hoan̄tou ann dûd, hôgen hervez ioul Doué, é-pâd ann amzer ma choumô c’hoaz er c’hîk.

3. Râg a-walc’h eo d’é-hoc’h enn amzer dréménet béza heûliet ioulou ar baganed, ô kerzoud er gadélésiou, er gwall-ioulou, er mézven̄tiou, enn debrérézou, enn évérézou, hag é azeûlidigez argarzuz ann idolou.

4. Souézet in̄t bréma ô véza na gerzit mui gan̄t-hô enn hévélep direiz a c’hadélez, hag é trouk-pédon̄t gan-é-hoc’h.

5. Hôgen hî a zistaolô koun̄t d’ann hini a zô daré da varna ar ré véô hag ar ré varô.

6. Râk dré-zé eo eo bét prézéged ann Aviel d’ar ré varô ; évit ma vézin̄t barnet hervez ann dûd er c’hîk, ha ma vévin̄t hervez Doué er spéred.

7. Hôgen divez pép-trâ a dôsta : râk-sé bézit fûr, beḻit ha pédit.

8. Hôgen dreist pép-trâ hô pézet eur garan̄tez ken̄dalc’huz ann eil évid égilé ; râg ar garan̄tez a c’hôlô meûr a béc’hed.

9. Rôid digémer ann eil d’égilé hép krôz.

10. Ra rôi pép-hini ac’hanoc’h ével ma en deûz bét, pa’z oc’h rannerien holl c’hrasou Doué.

11. Mar komz eur ré, komzet ével pa rajé Doué : mar mér eur ré, méret ével dré c’halloud Doué ; évit ma vézô meûlet Doué é pép-trâ dré Jézuz-Krist, da béhini eo ar c’hloar hag ar galloud é amzeriou ann amzeriou. Amen.

12. Va Breûdeûr ker, na vézit két souézet pa’z oc’h arnodet dré danijen ar gwall-ioulou, ével ma c’hoarvézché eunn dra-bennag a névez gan-é-hoc’h.

13. Hôgen laouénait ô véza ma hoc’h eûz hô lôd é gloasiou ar C’hrist ; évit ma en em laouénéot pa en em ziskouézô enn hé c’hloar.

14. Mar d-oc’h kunuc’hennet enn hanô ar C’hrist, c’houi a zô euruz ; râg ann énor, ar c’hloar, ann ners a Zoué, hag hé spéred a arzaô war-n-hoc’h.

15. Hôgen na c’houzan̄vet dén ac’hanoc’h ével eul lazer, pé ével eul laer, pé ével eunn droug-ôbérour, pé ével eur ré a c’hoan̄tafé traou ar ré all.

16. Mar gouzan̄v ével kristen, na rusiet két ; hôgen meûlet hanô Doué.

17. Râk chétu ann amzer é péhini é téraouô ar varn dré dî Doué. Ha ma téraou dré-z-omp-ni, pétrâ é vézô ann divez eûz ar ré ha na grédon̄t két é Aviel Doué ?

18. Ha mar béz a-véac’h savet ann dén-gwirion, péléac’h en em ziskouézô ar fallagr hag ar péc’her ?

19. Dré-zé ar ré a c’houzan̄v hervez ioul Doué, oc’h ôber mâd-oberiou, erbéden̄t ho énéou d’hô C’hrouer féal, oc’h ôber vâd.


————

V. PENNAD.


1. Mé a béd éta ar véleien a zô enn hô touez, ha mé béleg ével-t-hô, tést eûz a c’hloasiou ar C’hrist, hag ivé kévrenneg eûz ar c’hloar a dlé béza gwélet eunn deiz da zon̄t :

2. Paskit dén̄ved Doué a zô enn hô kreiz, oc’h évésaad anézhô nann dré rédi, hôgen a-ioul-vâd hervez Doué : nann dré eur gounid mézuz, hôgen a-c’hrâd-vâd :

3. Nann oc’h aotrounia war zigwéz Doué, hôgen oc’h en em rei da skouér d’ann dén̄ved a-greiz-kaloun.

4. Ha pa en em ziskouézô prin̄s ar vésaerien, é vézô rôed d’é-hoc’h ar gurunen diwévuz a c’hloar.

5. Ha c’houi ivé, tûd-iaouan̄k, sen̄tid oud ar ré gôz. Diskouézid holl ar vuelded ann eil d’égilé : râk Doué a éneb oud ar ré rok, hag a rô hé c’hrâs d’ar ré vuel.

6. En em vuélaid éta dindân ann dourn c’halloudeg a Zoué, évit ma uc’hélai ac’hanoc’h é amzer hé wélédigez :

7. O teûrel enn-han̄ hoc’h holl en̄krez, ô véza ma teû d’hô prédéria.

8. Bézid dilon̄tek ha beḻit ; râg ann diaoul, hoc’h énébour, a drô war hô trô ével eul léon iuduz, ô klaskout néb a hellô da loun̄ka.

9. Énébid out-han̄ ô choum stard er feiz ; ô chouzout pénaoz hô preûdeûr péré a zô skiñet dré ar béd a c’houzan̄v ann hévélep en̄krézou ha c’houi.

10. Ha Doué pép grâs, péhini en deûz hor galvet enn hé c’hloar peûr-baduz dré Jézuz-Krist, goudé m’hô pézô gouzan̄vet eunn nébeûd amzer, r’hô klôkai, r’hô krévai, r’hô stardô.

11. D’ézhan̄ ra vézô ar c’hloar hag ar galloud, é amzeriou ann amzeriou. Amen.

12. Berr a-walc’h em eûz skrivet d’é-hoc’h, war va ménô, dré Zilvanuz hor breûr kér ; ô tiskleria hag ô testénia ac’hanoc’h pénaoz gwîr c’hras Doué eo ann hini é péhini é choumit stard.

13. Ann Iliz a zô é Babilon, hag a zô dilennet ével-d-hoc’h, a zalud ac’hanoc’h, ha Mark, va mâb ivé.

14. En em zaludit ann eil égilé dré eunn aff san̄tel. Ra vézô ar c’hrâs gan-é-hoc’h holl, c’houi péré a zô é Jézuz-Krist. Amen.



————