Bibl/Lizer S. Jakez

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 650-654)



LIZER KATOLIK


SANT JAKEZ ABOSTOL


————


I. PENNAD.


1. Jakez, servicher Doué hag hon Aotrou Jézuz-Krist, d’ann daouzék vreûriez a zô skiñet, salud.

2. Va breûdeûr, likid hoc’h holl lévénez enn holl c’hlac’hariou a c’hoarvez gan-é-hoc’h ;

3. O c’houzout pénaoz arnod hô feiz a zigas ann habaskded.

4. Hôgen ann habaskded a dlé béza klôk enn hé ôberiou, évit ma viot hoc’h-unan klôk ha dinam, ha na ziouérot nétrâ.

5. Ma éz eûz hini ac’hanoc’h hag a ziouerfé furnez, goulennet digan̄d Doué, péhini a rô d’ann holl gan̄t largen̄tez, hag hép rébech : hag é vézô rôed d’ézhan̄.

6. Goulennet gant feiz, héb arvar é-béd : râk néb a zô arvaruz, a zô hén̄vel out koumm ar môr, péhini a zô kéflusket ha feltret gan̄d ann avel.

7. Na vennet kéd éta en défé ann dén-zé eunn dra digan̄d ann Aotrou.

8. Néb a zô daou-blég a spéred, a zô kildrô enn hé holl hen̄chou.

9. Ar breûr a zô enn eur stad izel, ra en em veûlô enn hé uc’helded ;

10. Hôgen ann hini pinvidik enn hé izelded ; râg ével bleûen ar géot é tréménô.

11. Râk mar sâv ann héol gan̄t grouez, ar géot a zec’h, hé vleûen a gouéz, hag hé gaerded a zô kollet : ével-sé ann dén pinvidik a vézô gwévet enn hé hen̄chou.

12. Euruz ann hini a c’houzan̄v ann heskinou ; râk pa vézô bét arnodet, é vézô rôed d’ézhan̄ ar gurunen a vuez, en deûz diouganet Doué d’ar ré a gâr anézhan̄.

13. Na lavaret dén, pa vézô temptet, pénaoz eo temptet gan̄d Doué : râk Doué na hell két tempti évid ann drouk, ha na dempt dén.

14. Hôgen pép-hini a zô temptet gan̄d hé wall-ioul hé-unan a zeû d’hé gâs ha d’hé zidenna.

15. Ha neûzé ar gwall-ioul, pa é deûz en̄géhen̄tet, a c’hân ar péc’hed : hag ar péc’hed pa eo kaset-da-benn, a c’hân ar marô.

16. Na faziit kéd éta, va breûdeûr kér.

17. Pép grâs c’houék, pe pép rô klôk a zeû eûz ann néac’h, hag a ziskenn eûz a Dâd ar goulaou, é péhini n’eûz kemm é-béd, na skeûd é distrô é-béd.

18. Hén̄ eo en deûz hor c’hrouet hervez hé ioul dré c’hér ar wirionez, évit ma vijemp ével ar frouez-ken̄ta eûz hé grouadurien.

19. Ével-sé, va breûdeûr kér, ra vézô pép-hini ac’hanoc’h téar da zélaoui, ha diek da gomza, diek da vuanékaat.

20. Râk buanégez ann dén na zéven két gwirionez Doué.

21. Dré-zé goudé béza pelléet péb hudurnez, hag ann holl zrougiez, digemerit gan̄t kun̄vélez ar gér a zô bét emboudet enn-hoc’h, hag a hell savétei hoc’h énéou.

22. Mirid ar gér, ha n’hé zelaouit két hép-kén, oc’h en ém douella hoc’h-unan.

23. Râg néb a zélaou ar gér héb hé virout, a zô hén̄vel oud eunn dén péhini a zell oud hé zremm hé-unan enn eur mellézour :

24. Râg goudé béza sellet out-han̄ hé-unan, éz a-kuît, hag é an̄kounac’ha râk-tâl pétrâ é oa.

25. Hôgen ann hini a zellô-pîz out lézen klôk ar fran̄kiz, hag a gen̄dalc’hô enn-hi, hen-nez péhini na zélaou két hép-kén évid an̄kounac’haat râk-tâl, hôgen a ra ar péz a glev, hen-nez a vézô euruz enn hé ôber.

26. Ma vénn eur ré é vé eunn dén a zoujan̄s Doué, hép derc’hel hé déôd, hôgen ô touella he galoun hé-unan ; hé gréden a zô didalvez.

27. Ar gréden c’hlân ha dinam dirâk Doué hon Tâd eo hou-man̄ : Emwélout ann emzivaded hag ann in̄tan̄vézed enn hô glac’har, hag en em viroud dinam eûz a 'zrougiez ar bed-man̄.


————
II. PENNAD.


1. Ya breûdeûr, n’hô pézet kéd a feiz é gloar hon Aotrou Jézuz-Krist gan̄t kemm évid ann dûd.

2. Râk mar teû enn hô strollad eunn dén gand eur walen aour ha diḻad kaer, ha mar teû ivé eur paour gan̄d diḻad fall ;

3. Hag ô selloud oud ann hini a zô gwisket gan̄d diḻad kaer, ma livirid d’ézhan̄ : Azez aman̄, té, el léac’h mâd ; ha ma livirid d’ar paour : Choum aman̄ enn da zâ, té, pé azez war skabel va zreid :

4. Ha na gemmit-ho két enn-hôc’h hoc’h-unan, ha na varnit-hu két gan̄t gwall vénosiou ?

5. Sélaouit, va breûdeûr kér, ha n’en deûz két Doué dilennet ar ré a zô paour er béd-man̄, évit béza pinvidik er feiz, hag héred ar rouan̄télez, en deûz diouganet Doué d’ar ré a gâr anézhan̄ ?

6. Hôgen c’houi a vézéka ar paour. Ha né kéd ar ré binvidik a vâc’h ac’hanoc’h gan̄d hô galloud, hag a gâs ac’hanoc’h dirâg ar varnerien ?

7. Ha né kéd hî a zrouk-prézeg gan̄d ann hanô mâd eûz a béhini eo tennet hoc’h hini ?

8. Mar peûr-zalc’hit al lézen a roué-man̄, hervez ar Skritur : Karoud a rî da nésa ével d-od da unan, é réot mâd ;

9. Hôgen ma rît kemm ouc’h ann dûd, é rîd eur péc’hed, hag oc’h tamallet gan̄d al lézen, ével torrerien.

10. Râk piou-bennâg en dévézô miret al lézen holl, hag en dévézô hé zorret enn eul lôden, a zô tamalluz enn-hô holl.

11. Râg ann hini en deûz lavaret : Na gouézi kéd enn avoultriez, én deûz lavaret ivé : Na lazi két. Ma na gouézez kéd enn avoultriez, hôgen ma lazez, é torrez al lézen.

12. Komzit ével-sé, ha grît ével-sé, pa dléit béza barnet hervez lézen ar fran̄kiz.

13. Râk nep n’en dévézô két bét a drugarez, a vézô barnet hép trugarez : râg ann drugarez a zavô dreist ar varn.

14. Va breûdeûr, pétrâ a dalvézô da eur ré lavarout en deûz ar feiz, ma n’en deûz kéd ann ôberiou ? Hag ar feiz a hellô hé zavétei ?

15. Mar d-éma unan eûz hô preûdeûr pé eûz hô c’hoarézed enn-noaz, ha ma tiouéron̄t hô boéd pemdéziek,

16. Ha ma lavar unan ac’hanoc’h d’ézhô : Id é péoc’h, tommit ha debrit, hép rei d’ézho ar péz a zô réd évid hô c’horf, pétrâ a dalvézô d’ézhô ?

17. Ével-sé ivé ar feiz, ma n’en deûz kéd a ôberiou, a zô marô enn-han̄ hé-unan.

18. Hôgen eur ré a lavarô : Té éc’h eûz ar feiz, ha mé em eûz ann ôberiou : diskouéz d’in da feiz héb ôberiou, ha mé a ziskouézô d’id va feiz gan̄t va ôberiou.

19. Té a gréd pénaoz n’eûz néméd eunn Doué : ervâd a réz ; ann diaoulou ivé a gréd hag a grén.

20. Hôgen ha té a fell d’îd gouzout, ô dén gwân, pénaoz ar feiz héb ann ôberiou a zô marô ?

21. Abraham hon Tâd, ha na oé két san̄télet dré hé ôberiou, pa ginnigaz hé vâb Izaak war ann aoter ?

22. Ha na wélez-té két pénaoz ar feiz a oa unanet gan̄d hé ôberiou, ha pénaoz hé feiz a oé klôkéet gan̄d hé ôberiou ;

23. Hag ar Skritur a zô sévénet, pa é deûz lavaret : Abrabam a grédaz é Doué, ha kémen̄t-sé a oé nivéred d’ézhan̄ évit gwirionez, hag é oé galvet miñoun da Zoué.

24. Gwéloud a rîd éta pénaoz ann dén a zô san̄télet dré hé ôberiou, ha nann héb-kén dré ar feiz.

25. Hag ével-sé Rahab ar c’hrek fall, ha na oé-hi két didamallet dré hé ôberiou, ô tigémérout ar spierien, hag ô kâs anézhô dré eunn hen̄t all ?

26. Râg ével ma eo marô eur c’horf héb éné, ével-sé ivé eo marô ar feiz héb ôberiou.


————
III. PENNAD.


1. Na vézet két kalz ac’hanoc’h mistri, va breûdeûr, ô c’houzout pénaoz é tennit war-n-hoc’h eur varnédigez vrasoc’h.

2. Râg é meûr a drâ é faziomb holl. Ma éz eûz unan-bennâg ha na fazi két pa gomz, eunn dén klôk eo, hag a hell réna hé gorf holl gan̄d ar wesken.

3. Chétu é lékéomp gweskennou é génou ar c’hézek évid hô lakaad da zen̄ti ouz-omp, hag ével-sé é lékéomp hô c’horf holl da drei el léac’h ma karomp.

4. Chétu ivé al listri, péger braz-bennâg in̄t, hag hî boun̄tet gan̄d avélou kré, a véz trôet koulskoudé a bép tû gan̄d eur stur bihan, el léac’h ma kâr al lévier.

5. Ével-sé ann téôd a zô eunn ézel bihan, ha koulskoudé é ra traou brâz. Chétu eunn tan bihan a hell en̄tana eur c’hoad brâz !

6. Ann téôd ivé a zô eunn tan, hag eur béd a zrougiez. Ann téôd a zo unan eûz hon izili, hag a zaotr hor c’horf holl ; en̄tana a ra rôd hor buez, ô kémérout tân ann ifern.

7. Râk natur ann dén a hell don̄va, hag en deûz don̄vet al loéned, al laboused, ann aéred hag ar pésked :

8. Hôgen dén na hell don̄va ann téôd : eunn drouk rec’huz eo ; leûn eo eûz a eur c’hon̄tamm marvel.

9. Gan̄t-han̄ é veûlomp Doué hon Tâd : ha gan̄t-han̄ é villigomp ann dûd a zô bét gréat diouc’h skeûden Zoué.

10. Eûz ann hévélep génou é teû ar vennoz hag ar valloz. Né kéd ével-sé, va breûdeûr, é tléeur ôber.

11. Eur feuntenn hag hî a daol eûz ann hévelep toull dour c’houék ha dour c’houerô ?

12. Eur wézen fiez, va breûdeûr, hag hî a hell dougen rezin, pé eur winien dougen fiez ? Ével-sé eur feun̄teun̄ zall na hell két rei dour c’houék.

13. Piou a zô fûr ha gwiziek enn hô touez ? Ra ziskouézô hé ôberiou enn eur brézégen vâd gan̄d eur furnez c’houék.

14. Hôgen ma hoc’h eûz eunn hérez c’houerô, ha strivou enn hô kalounou, n’en em veûlit két, ha na livirit kéd a c’haou a-éneb ar wirionez.

15. Râg ar furnez-zé na ziskenn két diouc’h-kréac’h, hôgen douareg eo, anévalek ha diaoulek.

16. Râg el léac’h ma éz eûz hérez ha strîv, énô éz eûz ivé diboell ha péb ôber drouk.

17. Hôgen ar furnez a zeû diouc’h-kréac’h, a zô da-gen̄ta glân, ha goudé péoc’huz, poelluz, reiz, galloudek é pép mâd, leûn a drugarez hag a frouez mâd, divarn ha didrôidel.

18. Hôgen frouez ar wirionez a véz hadet er péoc’h, gan̄d ar ré a ra ar péoc’h.


————
IV. PENNAD.


1. A bé léac’h é teû ar vrézéliou hag ar vreûdou enn hô touez ? Ha na zeûon̄t-hi két ac’hann ? Eûz hô kwall-ioulou a stourm enn hoc’h izili ?

2. C’hoan̄taad a rît, ha n’hoc’h eûz két, laza a rit, hag hérez hoc’h eûz, ha na hellit két kaout ar péz a glaskit : breûtaad ha brézélékaad a rît, ha n’hoc’h eûz két ar péz a c’hoan̄tait, ô véza n’hé c’houlennit kéd digan̄d Doué.

3. Goulenni a rît, ha né két rôet d’é-hoc’h, ô véza ma c’hou1ennit fall, hag évit gwalc’ha hô kwall-ioulou.

4. Avoultrerien, ha na ouzoc’h-hu két pénaoz karan̄tez ar béd-man̄ a zô énébour da Zoué ? Piou-bennâg éta a fellô d’ézhan̄ béza miñoun d’ar béd-man̄, en em lakai da énébour da Zoué.

5. Ha c’houi a venn pénaoz ar Skritur a lavar enn-aner : Ar spéred a choum enn-hoc’h a c’hoan̄ta gan̄d hérez ?

6. Hôgen rei a ra eur c’hras vrasoc’h. Dré-zé eo é lavar : Doué a éneb oud ar ré rôk, hag a rô hé c’hrâs d’ar ré vuel.

7. Plégid éta da Zoué : énébid ouc’h ann diaoul, hag é tec’hô diouz-hoc’h.

8. Tôstaid ouc’h Doué, hag é tôstai ouz-hoc’h. Glanit hô taouarn, péc’herien ; ha skarzit hô kalounou, c’houi péré hoc’h euz spéréjou daou-blég.

9. En em c’hlac’harit, gwélit ha lén̄vit : ra vézô trôet hô c’hoarz é gwélvan, hô lévénez é tristidigez.

10. En em izélait dirâg ann Aotrou, hag é uc’hélai ac’hanoc’h.

11. Na livirit kéd a zroug ann eil eûz égilé, va breûdeûr. Néb a lavar droug eûz hé vreûr, pé a varn hé vreûr, a lavar droug eûz al lézen, hag a varn al lézen. Hôgen mar barnez al lézen, n’oud mui mirer al lézen, hôgen ar barner anézhi.

12. Neûz néméd eul lézenner, hag eur barner, a hell kolla ha savétei.

13. Hôgen té piou oud-dé évit barnoud da nésa ? Chétu bréma é livirit : Hiriô pé war-c’hoaz éz aimp d’ar géar-ma-kéar, hag é choumimb énô eur bloaz, hag é werzimp, hag é c’hounézimp :

14. Pétrâ-bennâg oa ouzoc’h két pétrâ a c’hoarvézô war-c’hoaz.

15. Râk pétrâ eo hô puez ? Eunn aézen eo péhini en em ziskouéz évid eunn nébeûd amzer, hag a zeû da steûzia goudé. É léac’h ma tléfac’h da lavarout : Mar fell d’ann Aotrou, ha mar d-omb béô, é raimb ann dra-man̄ pé ann dra-zé.

16. Hôgen c’houi bréma en em uc’hélait enn hô rôgoni. Eunn hévelep uc’helded a zô drouk.

17. Néb éta a anavez ar mad a dlé da ôber, ha n’her gra két, a béc’h.


————
V. PENNAD.


1. Bréma c’houi, tûd pinvidik, gwélid ha iouc’hid diwar-benn ar reûz a c’hoarvézô gan-é-hoc’h.

2. Hô madou a vrein, ho tiḻad a zô debret gan̄d ar prén̄ved.

3. Hoc’h aour hag hoc’h arc’han̄t a zô merklet ; hag ar merkl-zé a zavô da dést enn hoc’h énep, hag a zebrô hô kîk ével eunn tan. Eunn tenzor a vuanégez a zastumit évit ann deisiou divéza.

4. Chétu gôbr al labourerien ho deûz médet hô parkou, hag hoc’h eûz dalc’het, a gri enn hoc’h énep ; hag hô c’hri a zô savet bété diskouarn Aotrou ann arméou.

5. Banvézet hoc’h eûz war ann douar, ha maget hoc’h eûz hô kalounou gan̄t mizou-brâz, ével évid deiz al lazérez.

6. Barnet ha lazet hoc’h eûz ann dén gwirion, hép ma en deûz énébét ouz-hoc’h.

7. Hôgen c’houi, va breûdeûr, bézid habask, bété donédigez ann Aotrou. Chétu ar gounidek oc’h hada ar frouez talvouduz eûz ann douar, a hâd gan̄d habaskded, bété ma vézô rôed d’ézhan̄ ar glaô abréd, hag ar glaô divézad.

8. Bézid éta habask, c’houi ; ha krévait hô kalounou ; râk donédigez ann Aotrou a dôsta.

9. N’en em heskinit kéd ann eil égilé, va breûdeûr, évit na viot két barnet. Chétu éma ar barner oud ann ôr.

10. Kémérit, va breûdeûr, ével skouér a an̄ken ; a labour hag a habaskded, ar Broféded péré hô deûz komzet é hanô ann Aotrou.

11. Chétu é tisklériomp gwenvidik ar ré hô deûz gouzan̄vet. Klevet hoc’h eûz komza eûz a habaskded Job, ha gwélet hoc’h eûz divez ann Aotrou ; râg ann Aotrou a zô leûn a druez hag a drugarez.

12. Hôgen dreist pép-tra, va breûdeûr, na douit két, na dré ann én̄v, na dré ann douar, na dré nétrâ all é-béd. Hôgen ra vézô hô lavar : Ia, ia ; pé nann, nann ; évit na gouézot kéd dindân ar varnédigez.

13. Ha trist eo unan ac’hanoc’h ? Pédet. Ha laouen eo ? Kanet meûleûdiou Doué.

14. Ha klan̄v eo unan ac’hanoc’h ? Galvet béleien ann Iliz, péré a bédô war-n-ézhan̄, hag a lardô anézhan̄ gan̄d éôl é hanô ann Aotrou :

15. Ha péden ar feiz a zavétei ann dén-klan̄v, hag ann Aotrou a fréalzô anézhan̄ : ha ma en deûz gréat péc’hejou, é vézin̄t distaolet d’ézhan̄.

16. Kovésait hô péc’héjou ann eil d’égilé, ha pédit ann eil évid égilé évit ma viot salvet : râk péden stard eunn dén gwirion a hell kalz.

17. Éliaz a ioa eunn dén reuzeûdik ével-d-omp ; hôgen goudé m’en doé pédet évit na gouézché kéd a c’hlaô war ann douar, na gouézaz kéd a c’hlaô é-pâd tri bloaz ha c’houéac’h miz.

18. Hag hén̄ a bédaz adarré ; hag ann én̄v a rôaz glaô, hag ann douar a zougaz hé frouez.

19. Va breûdeûr, mar teû eur ré ac’hanoc’h da fazia diouc’h ar wirionez, ha mar béz distrôet gan̄d unan-bennâg ;

20. Gwézet pénaoz ann hini a zistrôiô eur péc’her eûz a fazi hé hen̄t, a virô hé éné diouc’h ar marô, hag a c’hôlôi kalz a béc’héjou.



————