Bibl/Levr 1. S. Iann.

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 663-667)



KENTA LIZER


SANT IANN ABOSTOL.


————


I. PENNAD.


1. Ni a brézeg d’é-hoc’h ar gér a vuez, péhini a ioa er penn-ken̄ta, péhini hon eûz klevet, péhini hon eûz gwélet gan̄d hon daou-lagad, péhini hon eûz arvestet ha war béhini hon eûz lékéat hon daouarn ;

2. Râg ar vuez a zô en em ziskouézet, ha ni hon eûz hé gwélet, ha ni hon eûz hé zesténiet, ha ni hon eûz diskleriet d’é-hoc’h ar vuez peûr-baduz, a ioa enn Tâd, hag a zô en em ziskouézet d’é-omp ;

3. Hon eûz gwélet ha klevet, hag hon eûz prézéget d’é-hoc’h, évit ma hô pézô kévrédigez gan-é-omp, ha ma vézô hor c’hévrédigez gan̄d ann Tâd, ha gan̄d hé Vâb Jézuz-Krist.

4. Ha kémen̄t-man̄ a skrivomp d’é-hoc’h, évit ma en em laouénaot, ha ma vézô leûn hô lévénez ;

5. Chétu ann diskleriadur hon eûz klevet gan̄t-han̄, hag a rôomp da anaoud d’é-hoc’h : Pénaoz Doué a zô ar goulou, ha pénaoz n’eûz tévalien é-béd enn-han̄.

6. Ma lévéromp pénaoz hon eûz kévrédigez gan̄t-han̄, hag é kerzomp enn dévalien, e lévéromp gaou, ha na heûliomp kéd ar wirionez,

7. Hôgen mar kerzomp er goulou, ével ma éma er goulou, hon eûz kévrédigez ann eil gan̄d égilé, ha goâd Jézuz-Krist hé Vâb a c’hlân ac’hanomp a péb pec’hed.

8. Ma lévéromp n’eûz kéd a béc’hed enn-omp, en em douellomp hon-unan, hag ar wirionez n’éma kéd enn-omp.

9. Mar kovésaomp hor péc’héjou, hén̄ a zô féal ha gwirion, évid disteûrel d’é-omp hor péc’héjou, hag hor glana eûz a bép fallagriez.

10. Ma lévéromp n’hon eûz két péc’het, hel lékéomp da c’haouiad, hag hé c’hér n’éma kéd enn-omp.


————
II. PENNAD.


1. Va bugaligou, mé a skrîv ann dra-man̄ d’e-hoc’h, évit na béc’hot két. Hôgen mar péc’h unan-bennâg, hon eûz eunn erbéder dirâg ann Tâd, Jézuz-Krist ar gwirion :

2. Hag hén̄ eo ann hostiv évid hor péc’héjou ; ha nann hép-kén évid hor ré, hôgen ivé évit ré ar béd holl.

3. Hag é kémen̄t-man̄ é c’houzomp ma anavézomp anézhan̄, ma viromp hé c’hourc’hémennou.

4. Néb a lavar pénaoz éc’h anavez anézhan̄, ha na vir ked hé c’hourc’hémennou, a zô eur gaouiad, hag ar wirionez n’éma kéd enn-han̄.

5. Hôgen mar mîr eur ré hé c’hér, évit-gwîr karan̄tez Doué a zô klôk enn-han̄. Dré-zé eo éc’h ouzomp penaoz émomp enn-han̄.

6. Néb a lavar é choum enn-han̄, a dlé kerzout ével ma en deûz kerzet.

7. Va breûdeûr kér, na skrivann két d’é-hoc’h eur gourc’hémenn nevez, hôgen ar gourc’hémenn kôz hoc’h eûz bét er penn-ken̄ta. Ar gourc’hémenn kôz-zé eo ar gér hoc’h eûz klevet.

8. Koulskoudé é skrivann d’é-hoc’h eur gourc’hémenn nevez, ar péz a zô gwîr hag enn-han̄, hag enn-hoc’h ; pénaoz eo tréménet ann dévalien, ha ma teu a-vréma ar gwîr c’houlou da luc’ha.

9. Néb a lavar pénaoz éma er goulou, hag a gasa hé vreûr, a zô c’hoaz enn dévalien.

10. Néb a gar hé vreûr, a choum er goulou, ha n’eûz két a wall-skouér enn-han̄.

11. Hôgen néb a gasa hé vreûr, a zô enn dévalien : enn dévalien é kerz, ha né oar péléac’h éz â : rag ann dévalien é deûz dallet hé zaou-lagad.

12. Skriva a rann d’é-hoc’h, bugaligou, ô véza ma eo distaolet d’é-hoc’h hô péc’héjou enn abek d’hé hanô.

13. Skriva a rann d’é-hoc’h, tadou, ô véza ma hoc’h eûz anavézet ann hini a zô adaleg ar penn ken̄ta. Skriva a rann d’é-hoc’h, tûd-iaouan̄k, ô véza ma hoc’h eûz trec’hed ar spéred droug.

14. Skriva a rann d’é-hoc’h, bugalé, ô veza ma hoc’h eûz anavézet ann Tâd. Skriva a rann d’é-hoc’h, tûd-iaouan̄k, ô véza ma oc’h kré, ma choum gér Doué enn-hoc’h, ha ma hoc’h eûz trec’het ar spéred droug.

15. Na girit kéd ar béd, nag ar péz a zô er béd. Mar kar eur ré ar béd, n’éma két karan̄tez ann Tâd enn-han̄.

16. Râg kémen̄d a zô er béd a zô droug-ioul ar c’hîk, ha droug-ioul ann daou-lagad, ha balc’hder ar vuez ; ar péz na zeû kéd eûz ann Tâd, hôgen eûz ar béd.

17. Ar béd a drémen, hag hé zroug-ioul ivé. Hôgen néb a ra ioul Doué, a choum da-vikenn.

18. Bugaligou, ann heur zivéza eo, hag ével ma hoc’h eûz klevet pénaoz é tlé don̄d ann An̄tikrist, bréma éz eûz meûr a An̄tikrist : hag achanô éc’h ouzomp pénaoz eo deûed ann heur zivéza.

19. Ac’hanomp in̄t savet, hôgen né oan̄t kéd ac’hanomp : râk ma oan̄t béd ac’hanomp, é vijen̄d ivé choumet gan-é-omp ; hôgen évit ma vijé gouézet pénaoz n’in̄t kéd holl ac’hanomp.

20. Hôgen c’houi hoc’h eûz bét nerz ar Spéred-San̄tel, hag éc’h anavézit pép-trâ.

21. N’em eûz két skrivet d’é-hoc’h ével da dûd péré na anavézon̄t kéd ar wirionez, hôgen ével d’ar ré hé anavez ; hag ar gaou na zeû kéd eûz ar wirionez.

22. Piou a zô gaouiad, néméd ann hini a nac’h pénaoz Jézuz eo ar C’hrist ? Hen-nez eo eunn An̄tikrist, péhini a nac’h ann Tâd hag ar Mâb.

23. Piou-bennâg a nac’h ar Mâb, na anavez kéd ann Tâd ; ha piou-bennâg a an̄saô ar Mâb, a anavez ivé ann Tâd.

24. Ra choumô enn-hoc’h ar péz hoc’h eûz klevet adaleg ar penn-ken̄ta. Ma choum enn-hoc’h ar péz hoc’h eûz klevet adaleg ar penn-ken̄ta, é choumod ivé c’houi er Mâb hag enn Tâd.

25. Ha kémen̄t-sé eo en deûz gwéstlet d’é-omp, ô wéstla ar vuez peûr-baduz.

26. Chétu pétrâ a skrivann d’é-hoc’h diwar-benn ar ré a zeû d’hô touella.

27. Ha c’houi, ra choumô enn-hoc’h ann nerz a zô bét rôed d’é-hoc’h gan̄t Mab Doué. Ha n’hoc’h eûz kéd a ézomm é teûfé dén d’hô teski : hôgen ével ma teû ann nerz-zé da ziski d’é-hoc’h pép-trâ, ha ma’z eo ar wirionez, ha nann ar gaou, ével-sé choumid er péz en deûz desket d’é-hoc’h.

28. Bréma éta, va bugaligou, choumid enn-han̄ ; évit, pa en em ziskouézô, ma hor bézô fisian̄s, ha na vézimp két mézékéet gan̄t-han̄ pa zeûi.

29. Mar gouzoc’h pénaoz eo gwirion Doué, gwézit pénaoz kémen̄d dén a vév hervez ar wirionez, a zô ganed diout-han̄.


————
III. PENNAD.


1. Gwélit pébez karan̄tez en deûz rôed ann Tâd d’é-omp ; oc’h hol lakaad da véza galvet ha da véza évit-gwîr bugalé da Zoué. Dré-zé eo na anavez kéd ar béd ac’hanomp, ô véza na anavez kéd anézhan̄.

2. Va breûdeûr kér, bugalé Doué omb bréma ; hôgen n’en em ziskouéz két c’hoaz ar péz a vézimp. Gouzoud a réomp pénaoz pa en em ziskouézô Jézuz-Krist, é vézimp hén̄vel out-han̄, râg hé wéloud a raimp ével ma éma.

3. Ha piou-bennâg en deûz ann espéran̄z-zé enn-han̄, en em zan̄télô ével ma eo san̄t hé-unan.

4. Piou-bennâg a ra eur péc’hed, a ra ivé eunn direiz ; râg eunn direiz eo ar péc’hed.

5. Ha c’houi a oar pénaoz eo en em ziskouézet évit lémel hor péc’héjou ; ha n’eûz kéd a béc’hed enn-han̄.

6. Piou-bennâg a choum enn-han̄, na béc’h két : ha piou-bennâg a béc’h, na wél kéd anézhan̄, ha na anavez kéd anézhan̄.

7. Va bugaligou, na douellet dén ac’hanoc’h. Néb a ra ar wirionez, a zô gwirion, ével ma eo gwirion Jézuz- Krist.

8. Néb a ra ar péc’hed, a zeû eûz ann diaoul ; râg ann diaoul a béc’h abaoé ann derou. Ha dré-zé eo deûet Mab Doué, évid diskara ôberiou ann diaoul.

9. Piou bennâg a zo ganet eûz a Zoué, na ra kéd a béc’hed ; râg hé dâd a choum enn-han̄, ha na hell két péc’hi, ô véza ma eo ganet eûz a Zoué.

10. É kémen̄t-sé eo anat bugalé Doué, ha bugalé ann diaoul. Piou-bennâg n’eo két gwirion, na zeû kéd a Zoué, ken-nébeûd hag ann hini ha na gâr kéd hé vreûr.

11. Râg ar péz a zô bét rôed da anaoud d’é-hoc’h, hag hoc’h eûz klevet adaleg ar penn-ken̄ta, eo ma en em gerrot ann eil égilé.

12. Nann ével Kain, péhini a oa deûed eûz ann drouk, hag a lazaz hé vreûr. Ha pérâg é lazaz-hén̄ anézhan̄ ? O véza ma oa droug hé ôberiou, ha ma oa mâd ré hé vreûr.

13. Na vézit két souézet, va breûdeûr, mar teû ar béd d’hô kasaat.

14. Ni a oar pénaoz omp tréménet eûz ar marô d’ar vuez, ô véza ma karomp hor breûdeûr. Nép na gâr két, a choum er marô.

15. Piou-bennâg a gasa hé vreûr, a zô lazer-dén : ha c’houi a oar pénaoz lazer-dén é-béd n’en deûz ar vuez peûr-baduz ô choum enn-han̄.

16. Anaoud a réomp karan̄tez Doué enn hor c’hén̄ver, ô véza ma en deûz rôed hé vuez évid-omp. Ha ni a dlé ivé rei hor buez évid hor breûdeûr.

17. Mar en deûz unan-bennâg madou ar béd-man̄, hag é wélô hé vreûr enn ézomm, hag é serrô hé galoun d’ézhan̄, pénaoz é choumô enn-han̄ karan̄tez Doué ?

18. Va bugaligou, na garomp két dré c’hér, pé dré zéôd, hôgen gan̄d ôber ha gan̄t gwirionez.

19. Ha dré-zé eo ec’h anavézomp pénaoz é teûomp eûz ar wirionez, ha pénaoz é krétaimp hor c’halounou dira-z-han̄.

20. Mar teû hor c’haloun da damallout ac’hanomp, Doué a zô brasoc’h égéd hor c’haloun, hag éc’h anavez pép-trâ.

21. Va breûdeûr kér, ma na zeû két hor c’haloun d’hon tamallout, hon eûz fisian̄s dirâk Doué,

22. Ha pétrâ-bennâg ma c’houlennimp digan̄t-han̄, hé rôiô d’é-omp ; ô véza ma viromp hé c’hourc’hémennou, ha ma réomb ar péz a blij d’ézhan̄.

23. Hag hé-man̄ eo hé c’hourc’hémenn : Ma krédimp é hanô Jézuz-Krist hé Vâb, ha ma en em girimp ann eil égilé, ével ma en deûz hé c’hourc’hémenned d’é-omp.

24. Hag ann hini a vir hé c’hourc’hémennou, a choum é Doué, ha Doué enn-han̄ : ha dré ar Spéred en deûz rôed d’é-omp eo é c’houzomp pénaoz é choum enn-omp.


————
IV. PENNAD.


1. Va breûdeûr kér, na grédit kéd da bép spéred, hôgen arnodit mar d-eo spéréjou eûz a Zoué : râk meûr a fals-profed a zô saved er béd.

2. Chétu diouc’h pétrâ éc’h anavézot spéred Doué. Kémen̄t spéred a an̄sav pénaoz Jézuz-Krist a zô deûet er c’hîk, a zô eûz a Zoué.

3. Ha kémen̄t spéred a rann Jézuz-Krist, né kéd eûz a Zoué ; hag hennez eo ann An̄tikrist, péhini hoc’h eûz klevet a dlié don̄t, hag a zô a-vréma er béd.

4. C’houi a zô eûz a Zoué, va bugaligou, hag hoc’h eûz hé dréc’het, ô véza ma eo brasoc’h ann hini a zô enn-hoc’h, égéd ann hini a zô er béd.

5. Eûz ar bed in̄t ; râk-sé é komzon̄t hervez ar béd, hag ar béd a zélaou anézhô.

6. Ni a zô eûz a Zoué. Néb a anavez Doué, a zélaou ac’hanomp : nép né kéd eûz a Zoué, na zélaou kéd ac’hanomp. Diouc’h kémen̄t-sé eo éc’h anavézomp ar spéred a wirionez, hag ar spéred a c’haou.

7. Va breûdeûr kér, en em garomp ann eil égilé : râg ar garan̄tez a zô eûz a Zoué. Ha kémen̄d hini a gâr, a zô ganet eûz a Zoué, hag a anavez Doué.

8. Nép na gâr két, na anavez kéd Doué : râk Doué a zô karan̄tez.

9. É kémen̄t-man̄ eo en em ziskouézet karan̄tez Doué enn hor c’hén̄ver, ma en deûz kased hé Vâp penn-her er béd, évit ma vévimp dré-z-han̄.

10. É kémen̄t-man̄ éma ar garan̄tez ; nann ô véza ma hon eûz kared Doué, hôgen ô véza ma en deûz hor c’haret da-gen̄ta, ha ma en deûz kased hé Vâp da hostiv évid hor péc’héjou.

11. Va breûdeûr kér, ma en deûz Doué hor c’haret ével-sé, é tléomb ivé en em garout ann eil égilé.

12. Dén n’en deûz biskoaz gwélet Doué. Ma en em garomp ann eil égilé, Doué a choum enn-omp, hag hé garan̄tez a zô klôk enn-omp.

13. Diouc’h kémen̄t-man̄ éc’h anavézomp pénaoz é choumomp enn-han̄, hag hén̄ enn-omp, ô véza ma en deûz rôed d’é-omp lôd eûz hé spéred.

14. Ha nî hon eûz gwélet, ha nî a hell da desténia, pénaoz ann Tâd en deûz kased hé Vâb da Zalver d’ar béd.

15. Piou-bennâg a an̄savô pénaoz Jézuz a zô Mâb Doué, Doué a choum enn-han̄, hag hén̄ é Doué.

16. Ha nî hon eûz anavézet ha krédet ar garan̄tez en deûz Doué évid-omp. Doué a zô karan̄tez ; ha néb a zô er garan̄tez, a choum é Doué, ha Doué enn-han̄.

17. É kémen̄t-man̄ eo klôk karan̄tez Doué enn-omp, ma hon eûz fisian̄s é deiz ar varn : râk ével ma éma-hén̄, émomb ivé er béd-man̄.

18. Ann aoun n’éma két er garan̄tez : hôgen ar garan̄tez klôk a gâs-kuit ann aoun ; râg ann aoun é deûz poan gan̄t-hi ; ha néb en deûz aoun, né két klôk er garan̄tez.

19. Karomp éta Doué nî, ô véza ma en deûz Doué hor c’haret da-gen̄ta.

20. Piou-bennâg a lavar ; Doué a garann, hag a gasa hé vreûr, a zô eur gaouiad. Râk nép na gâr kéd hé vreûr péhini a wél, pénaoz é hellô-hén̄ karoud Doué péhini na wél két ?

21. Hag ar gourc’hémenn-man̄ hon eûz bét digan̄d Doué : Pénaoz néb a gâr Doué, a dlé ivé karoud hé vreûr.


————
V. PENNAD.


1. Kémen̄d hini a gréd pénaoz Jézuz eo ar C’hrist, a zô ganet eûz a Zoué : ha kémen̄d hini a gâr ann hini en deûz ganet, a gâr ivé ann hini a zô bét ganet gan̄t-han̄.

2. Diouc’h kémen̄t-man̄ éc’h anavézomp pénaoz é karomp bugalé Doué, pa garomp Doué, ha pa viromp hé c’hourc’hémennou.

3. Râk karan̄tez Doué eo, ma viromp hé c’hourc’hémennou ; hag hé c’hourc’hémennou n’in̄t két bec’hiuz.

4. Râk kémen̄t trâ a zô ganet eûz a Zoué, a drec’h ar béd : hag ar gounid-zé péhini a drec’h ar béd, eo hor feiz.

5. Piou eo ann hini a drec’h ar béd, néméd ann hini a gréd pénaoz Jézuz a zô Mâb Doué.

6. Ann hévélep Jézuz-Krist eo péhini a zô deûed dré ann dour ha dré ar goâd : nann dré ann dour hép-kén, hôgen dré ann dour ha dré ar goâd. Hag ar spéred eo, péhini a zeû da desténia pénaoz ar C’hrist eo ar wirionez.

7. Râk trî in̄t a rô testéni enn én̄v : ann Tâd, ar Gér, hag ar Spéred-San̄tel ; hag ann trî-zé n’in̄t néméd eunn hévélep trâ.

8. Ha trî in̄t a rô testéni war ann douar : ar Spéred, ann Dour, hag ar Goâd : hag ann trî-zé n’in̄t néméd eunn hévélep trâ.

9. Ma hon eûz digéméret testéni ann dûd, testéni Doué a zô brasoc’h : ha chétu ann desténi vrâz-zé en deûz rôed Doué hé-unan diwar-benn hé Vâb.

10. Néb a gréd é Mâb Doué, en deûz testéni Douê enn-han̄. Nép na gréd kéd er Mâb, a laka Doué da c’haouiad, ô véza na gréd két enn desténi en deûz rôed Doué diwar-benn hé Vâb.

11. Hag ann desténi-zé eo, pénaoz Doué en deûz rôed d’é-omp ar vuez peûr-baduz, ha ma’z eo ar vuez-zé enn hé Vâb.

12. Néb en deûz ar Mâb, en deûz ar vuez ; nép n’en deûz kéd ar Mâb, n’en deûz kéd ar vuez.

13. Kémen̄t-man̄ a skrivann d’é-hoc’h, évit ma wiot pénaoz hoc’h eûz ar vuez peûr-baduz, c’houi péré a gréd é hanô Mâb Doué.

14. Hag hé-man̄ eo ar fisian̄s hon eûz enn-han̄, pénaoz petrâ-bennâg ma c’houlennimp digan̄t-han̄ hervez hé ioul, é sélaouô ac’hanomp.

15. Ha gouzoud a réomp pénaoz é sélaou ac’hanomp é kémen̄d a c’houlennomp digan̄t-han̄ : hag hé c’houzoud réomp, ô véza ma hon eûz bét ar péz hon eûz goulennet digan̄t-han̄.

16. Mar gwél eur ré hé vreûr oc’h ôber eur péc’hed ha na’z a kéd d’ar marô, pédet, hag é vézô rôed ar vuez d’ar péc’her, ma na’z a kéd hé béc’hed d’ar marô. Eur péc’hed zô hag a ia d’ar marô, né kéd évid hen-nez é lavarann pidi.

17. Pép drougiez a zô péc’hed ; hôgen eur péc’hed zô hag a ia d’ar marô.

18. Gouzoud a réomp pénaoz kémen̄d hini a zô ganet a Zoué, na béc’h két : hôgen ar ganédigez a Zoué a vir anézhan̄, hag ann drouk na stok kéd out-han̄.

19. Gouzoud a réomp penaoz éz omp a Zoué : hag ar béd holl en em gav dindân ann drouk-spéred.

20. Ha gouzoud a réomp pénaoz eo deûet Mâb Doué, hag en deûz rôed d’é-omp ar poell évid anaoud ar gwîr Zoué, hag évit béza enn hé wîr Vâb. Hén̄ eo ar gwîr Zoué, hag ar vuez peûr-baduz.

21. Va bugaligou, en em ziwallit diouc’h ann idolou. Amen.



————