Bibl/Levr 2. S. Iann

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 668)



EIL LIZER


SANT IANN ABOSTOL.


————


I. PENNAD.


1. Ar bélek d’ann itroun Élekta, ha d’hé bugalé, péré a garann er wirionez, ha nann mé va-unan, hôgen ar ré holl a anavez ar wirionez ;

2. Enn abek d’ar wirionez a choum enn-omp, hag a vézô gan-é-omp da virvikenn.

3. Ra vézô gan-é-hoc’h ar c’hrâs, ann trugarez, hag ar péoc’h digan̄d Doué ann Tâd, ha digan̄t Jézuz-Krist Mâb ann Tâd, er wirionez hag er garan̄tez.

4. En em laouénéet braz ounn ô wélout hiniennou euz da vugalé ô kerzout er wirionez, hervez ar gourc’hémenn a zô rôed d’é-omp gan̄d ann Tâd.

5. Ha bréma é pédann ac’hanod, itroun, nann ével ma skriffenn d’îd eur gourc’hémenn névez, hôgen é-c’hiz ma eo bét rôed d’éomp adalek ar penn-ken̄ta, ma en em girimp ann eil égilé.

6. Hag hou-man̄ eo ar garan̄tez, ma kerzimp hervez gourc’hémennou Doué. Rag hé-man̄ eo ar gourc’hémenn, ma kerzot enn-han̄, ével ma hoc’h eûz hé gleved adaleg ar penn-ken̄ta.

7. Râk kalz touellérien a zô savet er béd, péré na an̄savon̄t két pénaoz eo deûet Jézuz-Krist er c’hîk : hen-nez eo ann toueller hag ann An̄tikrist.

8. Likid évez, c’houi gan̄d aoun na gollfac’h ar péz hoc’h euz gréat, hôgen ma vézô rôed d’é-hoc’h eur gôpr brâz.

9. Piou-bennâg a dec’h, ha na choum két é kélénnadurez ar C’hrist, n’en deûz kéd Doué : ha néb a choum er gélénnadurez, hen-nez en deûz hag ann Tâd hag ar Mâb.

10. Mar teû eur ré d’hô kavout, ha ma na zoug két ar gélénnadurez-zé, zigémérit kéd anézhan̄ enn hô ti, ha na livirit két deiz-mâd d’ézhan̄.

11. Râk néb a lavar deiz-mâd d’ézhan̄, zô kévrennek enn hé wall ôberiou.

12. Pétrâ-bennâg m’am boa kalz a draou da skriva d’e-hoc’h, né két felled d’in hé ôber gan̄t paper ha liou : râk mé a esper mon̄d d’hô kwélout, ha komza ouz-hoc’h bég-ouc’h-vég ; évit ma vézô leûn hô lévenez.

13. Bugalé da c’hoar Élekta a zalud ac’hanod.



————