Bibl/Levr ken̄ta ar Vakabéed

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 295-332)



LEVR KENTA


AR VAKABÉED.


————


I. PENNAD.


Aleksan̄dr a rann hé rouan̄télez étré duged hé armé, hag a varv.


1. Goudé ma oé Aleksan̄dr, mâb Filip roué Masédonia, péhini a rénaz da gen̄ta ar C’hrésia, goudé ma oé deûet er-méaz eûz a vrô Sétim, ha m’en doé trec’het Darius roué ar Bersied hag ar Védied :

2. É rôaz kalz emgannou, é kéméraz keriou-kré ann holl vrôadou, hag é lazaz rouéed ar vrô :

3. Treûzi a réaz bété penn ar béd ; kéméroud a réaz diwiskou eul lôd brâz a vrôadou : hag ann douar a davaz dira-z-han̄.

4. Hag hén̄ a strollaz kalz brézélidi, hag eunn armé gré meûrbéd : hé galoun a c’houézaz hag a stambouc’haz.

5. Hag hén̄ a géméraz ar brôadou hag ar rouéed ; hag hô rédiaz da baéa gwiriou.

6. Ha goudé-zé é kouézaz klan̄v enn hé wélé, hag éc’h anavézaz pénaoz é oa daré da vervel.

7. Hag hén̄ a c’halvaz hé zuged, péré a oa bét maget gan̄t-han̄ adaleg hé iaouan̄ktiz : hag é rannaz gan̄t-hô hé rouan̄télez pa oa béô c’hoaz.

8. Hag Aleksan̄dr a rénaz a-zoug daouzék vloaz, hag a varvaz.

9. Hag hé zuged a zeûaz da rouéed, pép-hini enn hé léac’h hé-unan.

10. Pép-hini anézhô a géméraz ar gurunen goudé hé varô, hag hô mipien hô-goudé a-zoug meûr a vloaz : hag ann drougou a baottaz war ann douar.

11. Eûz ar ré-zé é teûaz ar c’hrisien a béc’hed, Antiokus ar brudet-brâz, mâb ar roué Antiokos, péhini a oa bét kaset é gwéstl da Rom : hag hén̄ a rénaz, er seitékved bloaz ha c’houec’h ugen̄t eûz a rén ar C’hrésied.

12. Enn deisiou-zé ez éaz er-méaz eûz a Israel mipien fallagr, péré a aliaz eul lôd brâz, ô lavarout : Déomp, ha gréomp kévrédigez gan̄d ar brôadou a zô enn-drô d’é-omp ; râg abaoé ma omp pelléet diout-hô, eo bét kouézet war-n-omp kalz drougou.

13. Al lavar-zé a oé kavet mâd dira-z-hô.

14. Hag hiniennou eûz ar bobl a oé dileûret évit mon̄d da gavout ar roué : hag hén̄ a rôaz dézhô ar galloud da véva hervez reiz ar brôadou.

15. Hag hi a zavaz eunn ti-skôl é Jéruzalem hervez lézennou ar brôadou :

16. Hag hî a aozaz hô fôd-mézen, hag a bellaaz diouc’h ar gévrédigez zan̄tel, hag en em-unanaz gan̄d ar brôadou, hag en em werzaz évid ôber ann drouk.

17. Ar rouan̄télez a zeûaz da Antiokus, hag hén̄ a zéraouaz ivé réna é brô ann Éjipt, évit ma rénché war ziou rouan̄télez.

18. Hag hén̄ a iéaz enn Éjipt gan̄d eunn armé vrâz, gan̄t kirri, gan̄d olifan̄ted, gan̄t marc’heien, hag eul lôd brâz a listri.

19. Hag hén̄ a vrézélékaaz out Ptoléméus roué ann Éjipt, ha Ptoléméus en doé aoun ra-z-han̄ hag a dec’haz, hag é oé lazet d’ézhan̄ kalz a dûd.

20. Hag hen̄ a géméraz ar c’heriou kré eûz a vrô ann Éjipt : hag é skrapaz dibourc’hou brô ann Éjipt.

21. Hag Antiokus goudé m’en doé skôet gan̄d ann Éjipt enn trédé bloaz ha seiz-ugen̄t, é tistrôaz ; hag é piñaz oud Israel.

22. Hag hén̄ a biñaz étrézé Jéruzalem gan̄d eunn armé vrâz.

23. Hag hén̄ a iéaz gan̄t balc’hder er san̄tuar ; hag é kéméraz ann aoter aour, ha kan̄toler ar goulou, hag ann holl listri, ha taol ar barn-kennig, hag ar pilligou, hag ar c’hôpou, hag ann ézan̄souérou aour, hag ar wél, hag ar c’hurunennou, hag ar vraven̄tez aour, a oa dirâg ann templ : hag hén̄ hô brévaz holl.

24. Hag hén̄ a géméraz ann arc’han̄t, hag ann aour, hag al listri kaer, hag ann tenzoriou kuzet a gavaz : ha goudé m’en doé hô skrapet holl, é tistrôaz d’hé vrô.

25. Hag hén̄ a réaz eul lazérez brâz a dûd, hag a gomzaz gan̄d eur balc’hder brâz.

26. Neûzé é oé eur c’han̄v brâz é-touez pobl Israel, hag enn hô holl vrô.

27. Ar brin̄sed hag ann hénaoured a geinvanaz : ar plac’hed-iaouan̄k hag ar baotred-iaouan̄k a oé gwén̄vet : ha géned ar merc’hed a oé trôet.

28. Ann holl ézec’h en em lékéaz da wéla, hag ar c’hragez a zélaoué war hô gwéle-eûreûd.

29. Ann douar a oé strafiḻet gan̄d doan ann dûd a oa war-n-ézhan̄, hag holl di Jakob a oé gôlôet a véz.

30. Ha da benn daou vloaz, ar roué a gasaz prin̄s ar gwiriou é keriou Juda ; hag hen̄ a zeûaz da Jéruzalem gan̄d eul lôd brâz a dûd.

31. Hag hen̄ a lavaraz d’ézhô geriou a béoc’h évid hô zouella : hag hî ar grédaz d’ézhan̄.

32. Hôgen hén̄ en em daolaz enn-eunn-taol war géar, hag a wastaz meûrbéd anézhi ; hag é lazaz eul lôd brâz eûz a bobl Israel.

33. Dibourc’hoû kéar a géméraz : lakaad a réaz ann tan enn-hi, hag é tiskaraz hé ziez, hag hé muriou trô-war-drô.

34. Ar c’hragez a gaschon̄t é sklavérez ; hag é skrapchon̄t hô bugalé hag hô loéned.

35. Hag hi a zavaz enn-drô da géar David eur vur brâz ha kré, ha touriou stard, hag é réjon̄t anézhi eur c’hré évit-hô :

36. Hag é lékéjon̄t énô eur wenn a béc’hed, tûd fallagr, hag en em startjon̄t enn-hi : hag é lékéjon̄t énô ho armou hag hô boéd, hag é tastumchon̄t ivé enô dibourc’hou Jéruzalem.

37. Hag hî a choumaz énô, hag a zeûaz da eul lindag brâz.

38. Spiou a aozen̄t d’ar ré a zeûé d’en em zan̄téla, ha da wall ziaoul Israel é teûjon̄t.

39. Skuḻa a réjon̄t ar goad dinam enn-drô d’ar san̄tuar, hag é saotrchon̄t ar san̄tuar.

40. Tûd Jéruzalem a dec’haz enn abek d’ézhô, hag hî a zeûaz da choumadur d’ann diavésidi, ha diavésiadez évid hé gwenn ; hag hé bugalé hé dilézaz.

41. Hé san̄tuar a oé disman̄tret ével eunn distrô, hé goéliou a oé trôet é kañv, hé deisiou sabbat é mézégez, hag hé énoriou é nétrâ.

42. Hé mézégez a oé kévatal d’hé gloar ; hag hé uc’helder a oé trôet é kan̄v.

43. Neûzé ar roué Antiokus a skrivaz d’hé rouan̄télez holl, évit ma vijé unvan ann holl bobl, ha ma tilézché pép-hini hé lézen hé-unan.

44. Hag ann holl vrôadou a rôaz hô grâd da c’hourc’hémenn ar roué Antiokus.

45. Kalz eûz ann Israélited a blégaz d’hé sklavérez : sakrifisou a réjon̄t d’ann idolou, hag é saotrchon̄t ar sabbat.

46. Hag ar roué a gasaz lizéri dré zourn kannaded da Jéruzalem, ha da holl geriou Juda, évit ma heûlchen̄t lézennou brôadou ann douar.

47. Évit na gennigchen̄t mui na sakrifisou losk ; nag hostivou, na boéd-kennig é templ Doué.

48. Ha na lidchen̄t mui ar sabbat, nag ann deisiou goel.

49. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz ma vijé saotret ar san̄tuar, hag ar bobl san̄tel a Israel.

50. Gourc’hémenni a réaz ma vijé savet aoteriou, ha templou, hag idolou, ha ma vijé kenniget é sakrifiz kik môc’h, ha loéned dic’hlan all.

51. Ma vijé lézet ar baotred dienwad, ha ma vijé saotret hô énéou gan̄t kémen̄t boéd dic’hlan, hag ann holl argarzidigézou, enn hévélep doaré ma an̄kounac’hajen̄t lézen Doué, ha ma torrchen̄t hé holl gémennou.

52. Ha pénaoz piou-bennâg na zen̄tché két out gourc’hémenn ar roué Antiokus, a varvché.

53. Enn doaré-zé é skrivaz d’hé rouan̄télez holl : hag é lékéaz prin̄sed, évit rédia ar bobl da zen̄ti out kémen̄t-sé.

54. Hag ar ré-man̄ a c’hourc’hémennaz da geriou Juda ôber sakrifison d’ann idolou.

55. Ha kalz eûz ar bobl en em strollaz étrézég ar ré hô doa dilézet lézen ann Aotrou : hag hî a réaz kalz a zrougou er vrô :

56. Hag hî a lékéaz pobl Israel da dec’hout war-zû lec’hiou distrô, ha da guza el lec’hiou ar ré guzéta.

57. Er pemzékved deiz eûz a viz kaslen, er pempved bloaz ha seiz-ugen̄t, ar roué Antiokus a zavaz idol argarzuz ann disman̄tr war aoter Doué, hag é holl geriou Juda trô-war-drô é oé savet aoteriou.

58. Hag é-tâl dôriou ann tiez, hag é-kreiz ar ruou é teven̄t ézan̄s, hag é réan̄t sakrifisou.

59. Teurel a réjon̄t enn tân levriou lézen Doué, goudé m’hô doé hô roget.

60. Ha piou-bennâg é tî péhini é oa kavet levriou kévrédigez ann Aotrou, ha piou-bennâg a viré lézen ann Aotrou, a oa lazet gan̄t-hô hervez kémenn ar roué.

61. Enn doaré-zé éc’h aozen̄t ar ré eûz a bobl Israel, péré a oa kavet strollet pép mîz er c’heriou.

62. Hag ar pempved war-n-ugen̄t eûz ar mîz é réan̄t sakrifisou war ann aoter a ioa râg-énep da aoter Doué.

63. Ar gragez hô doa enwadet hô mipien, a oa lazet hervez kémenn ar roué Antiokus.

64. Hag hi a grougé ar vugalé out gouzoug hô mammou, enn hô holl diez, hag a lazé ar ré hô doa hô enwadet.

65. Ha kalz eûz a bobl Israel a lékéaz enn hô fenn na zebrchen̄t két traou dic’hlan ; hag é oé gwell gan̄t-hô mervel, égéd en em zaotra gan̄t boéd dic’hlan.

66. Ha na fellaz két d’ézho terri lézen san̄tel Doué, hag é oen̄t lazet.

67. Hag eur vuanégez vrâz a gouézaz neûzé war ar bobl.


————


II. PENNAD.


Matatias a zinac’h ôber sakrifisou d’ann idolou.


1. Enn deisiou-zé Matatias mâb Iann, mâb Siméon, bélek eûz a vugalé Joarib, a iéaz er-méaz eûz a Jéruzalem, hag en em dennaz war vénez Modin.

2. Pemp mab en doa, Iann, les-hanvet Gaddis :

3. Ha Siméon, les-hanvet Thasi :

4. Ha Judas, hanvet Makabéad :

5. Hag Éléazar, les-hanvet Abaron : ha Jonatas, les-hanvet Apfus.

6. Ar ré-man̄ a wélaz ann drougou a oa gréat é-touez pobl Juda, hag é Jéruzalem.

7. Ha Matatias a lavaraz : Gwâ mé ; ha ganet ounn-mé évit gwélout man̄tr va fobl, ha disman̄tr ar géar zan̄tel, hag évit choum aman̄ é péoc’h, pa eo rôet étré daouarn hé énébourien ?

8. Hé san̄tuar a zô étré daouarn ann diavésidi : hé dempl a zô ével eunn dén disléber.

9. Listri hé gloar a zô bét kaset ével er sklavérez : hé zûd-kôz a zô bét lazet el leoriou-kéar, hag hé zûd-iaouan̄k a zô kouézet dindan klézé hô énébourien.

10. Pé vrôad n’é deûz két bét hé rouan̄télez é digwéz, ha n’é deûz két bét lôd eûz hé dibourc’hou ?

11. Hé holl gaerded a zô lamet digan̄t-hi. Ann hini a oa fran̄k, a zô deuet da sklâv.

12. Ha chétu kémen̄d hor boa a zan̄tel, hag a gaer, hag a skéduz a zô bét man̄tret ; saotret eo bét gan̄d ar brôadou.

13. Pérâg éta é vévomp-ni c’hoaz ?

14. Neuzé Matatias hag hé vipien a rogaz hô diḻad : saéou-reûn a wiskchon̄t, hag é réjon̄t eur c’han̄v brâz.

15. Ar ré a oa kaset gan̄d ar roué Antiokus a zeûaz dî, évit rédia ar ré a oa tec’het é kéar Modin, da ôber sakrifisou, da zevi ézan̄s, ha da zilézel lézen Doué.

16. Kalz eûz a bobl Israel a aotréaz da gémen̄t-sé, hag a iéaz d’hô c’havout : hôgen Matatias hag hé vipien a choumaz stard.

17. Ar ré a oa bét kaset gan̄d Antiokus a lavaraz da Vatatias : Té eo ar c’hen̄ta, hag ar brasa, hag ar brudéta eûz ar géar-man̄, kerkoulz ha da vipien ha da vreûdeûr.

18. Béz éta ar c’hen̄ta ô sen̄ti out gourc’hémenn ar roué, ével ma hô deûz gréat ann holl vrôadou, tûd Juda, hag ar ré a zô choumet é Jéruzalem : hag é vézi, té ha da vipien é-touez miñouned ar roué, ha karget a aour hag a arc’han̄t, hag a rôou brâz.

19. Matatias a respoun̄taz, hag a lavaraz gan̄d eur vouéz gré : Ha pa zen̄tché ann holl vroadou oud ar roué Antiokus, hag é teûjé holl dud Israel da zilézel lézen hô zadou évit pléga d’hé gémennou :

20. Mé, ha va mipien, ha va breûdeûr, a zen̄tô out lézen hon tadou.

21. Ra vézô trugarézuz Doué enn hor c’hen̄ver : né vé két talvouduz d’é-omp dilézel lézen Doué hag hé varnédigézou.

22. Na zen̄timp két out geriou ar roué Antiokus ; n’az aimp két dré eunn hen̄t all, évid ôber sakrifisou, ô terri kémennou hol lézen.

23. Ével ma éhané da gomza enn doaré-zé, é tôstaaz eur Iuzéô évid ôber eur sakrifiz d’ann idolou dirâg ann holl, war ann aoter a oa bét savet é kéar Modin, hervez gourc’hémenn ar roué.

24. Matatias her gwélaz, hag a oé glac’haret-brâz : hé zigroazel a oé strafiḻet ; sével a réaz eur frouden vrâz enn-han̄ hervez barnédigez al lézen, hag ô saḻa war-n-ézhan̄, hel lazaz war ann aoter.

25. Laza a réaz ivé râk-tâl ann dén en doa kaset ar roué Antiokus, évit rédia da ôber sakrifisou ; hag é tiskaraz ann aoter,

26. Gan̄d ann oaz en doa évid al lézen, ével ma réaz Finées é-kén̄ver Zamri mâb Salomi.

27. Ha Matatias a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré dré géar, ô lavarout : Piou-bennâg en deûz oaz évit al lézen, hag a zô stard er gévrédigez, ra zeûi war va lerc’h.

28. Hag hen̄ a dec’haz gan̄d hé vipien war ar ménésiou ; hag é tilézchon̄t kémen̄d hô doa é kéar.

29. Neûzé meûr a hini péré a glaské ar varnédigez hag ar reizded, a ziskennaz d’ann distrô.

30. Hag é choumchon̄t énô, hî, hag hô mipien, hag hô gragez, hag ho loéned ; ô véza ma oa dic’hlannet ann drougou war-n-ézhô.

31. Rôet é oé da anaout da dûd ar roué, ha d’hé armé péhini a oa é Jéruzalem é kéar David, pénaoz é oa en em dennet eur ré-bennâg el lec’hiou ar ré guzéta eûz ann distrô, goudé béza disprizet kémennou ar roué, ha pénaoz é oa éat eul lôd brâz a dûd war hô lerc’h.

32. Râk-tal é kerzchon̄t étrézég enn-hô, hag é stourmchon̄t out-hô é deiz ar sabbat.

33. Hag é léverchon̄t d’ézhô : Ha c’hoaz é énébot ? Deûit er-méaz, ha sen̄tit out gourc’hémenn ar roué Antiokus, hag é vévot.

34. Hag hî a lavaraz : N’az aimp két er-méaz, ha na zen̄timp két out gourc’hémenn ar roué, évid don̄t da zaotra deiz ar sabbat.

35. Ar ré-zé éta a stourmaz out-hô.

36. Hag hî na respoun̄taz két out-hô ; na daolchon̄t két eur méan out-hô, ha na stan̄kchon̄t két al lec’hiou é péré é oan̄t en em guzet,

37. O lavarout : Marvomp holl enn hon reizded : hag ann én̄v hag ann douar a vézô da déstou pénaoz é tispennit ac’hanomp enn eunn doaré direiz.

38. Hag ar ré-zé a stourmaz out-hô é deiz ar sabbat : hag é oen̄t lazet hi, hag hô gragez, hag hô mipien, hag hô loéned : bété mil dén a varvaz énô.

39. Matatias hag hé viñouned a glevaz méneg eûz a gémen̄t-sé, hag hî a réaz eur c’hanv brâz diwar hô fenn.

40. Hag é léverchon̄t ann eil d’égilé : Mar gréomp holl ével ma hô deûz gréat hor breûdeûr, ha ma na stourmomp két oud ar brôadou évid hor buez hag hol lézen, abarz némeûr é tispennin̄t ac’hanomp diwar ann douar.

41. Hag hî a gémeraz ar ratoz-man̄ enn deiz-zé, ô lavarout : Piou-bennâg a zeûi da stourmi ouz-omp é deiz ar sabbat, stourmomp out-han̄ : ha na varvimp két holl, ével ma eo marô hor breûdeûr el lec’hiou kuzet.

42. Neûzé ann Assidéed, tûd eûz ar ré galounéka eûz a Israel, hag ar ré a oa stâg a galoun oud al lézen, en em strollaz enn-drô d’ézhô :

43. Hag ar ré holl péré a dec’hé diouc’h ann drougou, en em unanaz gan̄t-hô, hag a rôaz ken-nerz d’ézhô.

44. Hag hî ô véza savet eunn armé, en em daolaz war ar wallerien enn hô buanégez, ha war ar ré fallagr enn hô frouden : hag ar ré all a dec’haz étrézég ar brôadou, évit en em zieûbi.

45. Ha Matatias a iéaz trô-war-drô gan̄d hé viñouned, hag é tiskarchon̄t ann aoteriou.

46. Hag hî a lazaz ann holl baotred dienwad a gavchon̄t é brô Israel : hag hî en em grévaaz.

47. War-lerc’h mipien ar balc’hder éz éjon̄t ; hag é teûjon̄t a-benn eûz a bép trâ.

48. Dieûbi a réjon̄t al lézen eûz a zaouarn ar brôadou, hag eûz a zaouarn ar rouéed : ha na rojon̄t két a c’halloud d’ar péc’her.

49. Deiz marô Matatias a dôstaaz, hag hén̄ a lavaraz d’hé vipien : Startéet eo bréma ar balc’hder ; chétu eunn amzer a gélen, a zisman̄tr, a vuanégez, hag a frouden.

50. Bréman̄ éta, va mipien, hô pézet oaz évid al lézen, ha rôit hô puez évit kévrédigez hô tadou.

51. Hô pézet koun eûz a ôberiou hô tadou, pép-hini enn hé amzer : hag é teui d’é-hoc’h eur c’hloar vrâz, hag eunn hanô peûr-baduz.

52. Abraham hag hén̄ né két bét kavet féal enn arnod ; ha né két bét nivéret kémen̄t-sé d’ézhan̄ évit reizded ?

53. Jozef é amzer hé an̄ken en deûz miret ar gourc’hémennou, hag hén̄ a zô bét lékéat da aotrou war ann Éjipt.

54. Finées hon tâd, évid ann oaz brâz en doa évit lezen Doué, en deûz bét ar gévrédigez eûz a eur vélégiez peûr-baduz.

55. Jozué ô véza sévénet ar gér gan̄t-han̄, a zô deûet da zûg war Israel.

56. Kaleb, ô rei testéni dirâk strollad ar bobl, en deûz bét eunn digwéz.

57. David gan̄d hé gun̄vélez, en deûz diazézet hé rouan̄télez da-vikenn.

58. Élias, évid ann oaz brâz en doa évid al lézen, a zô bét digéméret enn én̄v.

59. Ananias, hag Azarias, ha Misael ô krédi stard, a zô bét dieûbet eûz ar flammou.

60. Daniel évid hé eeunder, a zô bét dieûbet eûz a c’héôl al léoned.

61. Ével-sé mennit er péz a zô c’hoarvézet a wenn é gwenn, pénaoz kémen̄d hini a laka hé c’héd enn-han̄, na choumô két diners.

62. N’hô pézet két a aoun râg geriou ar péc’her ; râg hé c’hloar n’eo némét teil ha prén̄ved.

63. Sével a rai hiriô, ha war-c’hoaz na vézô két kavet : râk distrôet é vézô enn hé zouar ; hag hé vénosiou a vézô éat-da-gét.

64. Hôgen c’houi, va mipien, en em grévait, ha difennit al lézen enn eunn doaré kalounek ; râg enn-hi eo é kéfot ar c’hloar.

65. Chétu aman̄ hô preûr Simon : mé a oar pénaoz eo eunn dén a guzul : sélaouit-hén̄ bépréd, hag hén̄ a vézô d’é-hoc’h da dâd.

66. Juda Makabéad a zô bét kré ha galounek adaleg hé iaouan̄ktiz : ra vézô d’é-hoc’h da brin̄s ann armé, hag hén̄ a gasô hô pobl d’ar brézel.

67. Digasit étrézég enn-hoc’h holl virerien al lézen : ha ven̄jit hô pobl eûz hé énébourien.

68. Grid d’ar brôadou ével ma hô deûz gréat d’é-hoc’h, ha likid évez out kémennou al lézen.

69. Hag hén̄ a vennigaz anézhô ; hag é oé lékéat gan̄d hé dadou.

70. Hag hén̄ a varvaz er c’houec’h-ved bloaz ha seiz-ugen̄t : hag é oé bésiet gan̄d hé vipien é béz hé dadou é Modin ; hag Israel holl a réaz d’ézhan̄ eur c’han̄v brâz.


————


III. PENNAD


Judas Makabéad a zeû da brin̄s war bobl Israel é léac’h hé dâd.


1. Neûzé Judas hé vâb, péhini a oa hanvet Makabéad, a zavaz enn hé léac’h.

2. Skoazellet é oa gan̄d hé vreûdeûr holl, ha gan̄d ar ré holl a oa en em unanet gan̄d hé dud ; hag hî en em ganné gan̄t lévénez évid Israel.

3. Kreski a réaz gloar hé bobl : ann harnez a wiskaz ével eul lan̄gouinek : en em c’hôlei a réa gan̄d hé armou enn emgann ; ha gan̄d hé glézé é warézé ar c’hamp.

4. Hén̄vel é oa oud eul léon enn hé ôberiou, hag oud eul léonik a iûd war hé breiz.

5. Mon̄d a réaz war-lerc’h ar ré fallagr, oc’h hô enklask é pép léac’h : ha gan̄d ann tân é loskaz ar ré a heskiné é bobl.

6. Hé énébourien a dec’haz gan̄d aoun ra-z-han̄, hag ar ré fallagr a oé holl strafiḻet : hag eûz hé vréac’h é savaz ar zilvidigez.

7. Hé ôberiou a heskinaz kalz rouéed, hag a laouénaaz Jakob : hag ann én̄vor anézhan̄ a vézô benniget da-vikenn.

8. Kerzoud a réaz dré holl geriou Juda, hag é kasaz ar ré fallagr er-méaz anézhô ; hag é tistrôaz ar vuanégez diwar Israel.

9. Brudet é oé hé hanô bété penn ar béd, hag é strollaz ar ré a oa daré da véza kollet.

10. Neûzé Apollonius a strollaz ar brôadou, hag a zavaz eûz a Zamaria eunn armé vrâz ha kré, évit brézélékaat out Israel.

11. Judas ô véza klevet kémen̄t-sé, a iéaz d’hé ziarbenna : dispennet ha lazet é oé gan̄t-han̄ : kalz anézhô a oé glazet, hag ar ré all a dec’haz.

12. Judas a gasaz gan̄t-han̄ hô dibourc’hou : klézé Apollonius a géméraz, hag a-zoug hé holl vuez en em gannaz gan̄t-han̄.

13. Séron, prin̄s armé ar Siria, ô véza klevet pénaoz en doa strollet Juda eul lôd brâz a dud, eûz ar ré a oa féal d’hé lézen,

14. A lavaraz : Eunn hanô mâd a c’hounézinn, ha brâz é vézô va gloar er rouan̄télez, mar tispennann er brézel, Judas hag ar ré a zô gan̄t-han̄, péré a zispriz gourc’hémennou ar roué.

15. En em aoza a réaz éta : hag armé ar ré fallagr a iéaz war hé lerc’h, gan̄d eur skoazel vrâz, évid en em ven̄ji eûz a vipien Israel.

16. Hag hî a dôstaaz bété Bétoron : ha Judas a iéaz d’hé ziarbenna gan̄t nébeûd a dûd.

17. Hôgen ar ré-man̄ pa wélchon̄t ann armé-zé ô ton̄t d’hô diarbenna, a lavaraz da Juda : Pénaoz é hellimp-ni en em ganna oud eunn armé ker braz ha ker kré, nî péré a zô kenn nébeûd a dûd, hag a zô skuiz gan̄d ar iûn hon eûz gréat hiriô ?

18. Ha Judas a lavaraz : Éaz eo da nébeût dispenna kalz : ha n’eûz két a zishévélédigez dirâk Doué ann én̄v étré dieûbi gan̄t kalz ha gan̄t nébeût :

19. Râg ar gounid er brézel na zeû két eûz a vrazder ann arméou, hôgen eûz ann én̄v é teû ann ners.

20. Hî a zeû ouz-omp gan̄d eul lôd brâz a dûd rôg ha balc’h, évid hor c’holla, ni, hag hor gragez, hag hor bugalé, hag évit hon dibourc’ha :

21. Hôgen nî en em gannô évid hor buez, hag évid hol lézénnou :

22. Hag ann Aotrou hé-unan hô brévô dira-z-omp : hôgen c’houi n’hô pézô két a aoun ra-z-hô.

23. Pa éhanaz da gomza, en em daolaz râk-tâl war-n-ézhô : ha Séron, hag hé armé a oé dispennet dira-z-han̄.

21. Ha Judas a iéaz war hé lerc’h é dinaou Bétoron bétég ar gompézenn : hag eiz kan̄t anézhô a oé lazet, hag ann dilerc’h anézhô a dec’haz é brô ar Filistined.

25. Hag ar spoun̄t râk Judas ha râg hé vreûdeur en em skiñaz trô-war-drô é-touez ar brôadou.

26. Ar vrûd anézhan̄ a iéaz bétég ar roué hé-unan, hag ann holl vrôadou a gomzé eûz a stourmou Judas.

27. Kerken̄t ha ma klevaz ar roué Antiokus kémen̄t-sé, é savaz eunn drouk brâz enn-han̄ : hag hén̄ a lékéaz da zastumi eul lôd brâz a vrézélidi, hag a zavaz eunn armé gré.

28. Hag hen̄ a zigoraz hé denzor, hag a baéaz hé armé évid eur bloaz, hag a c’hourc’hémennaz d’ézhô ma vijen̄t daré da bép trâ.

20. Hôgen̄ é wélaz pénaoz né oa két kalz a arc’han̄t enn hé denzor, ha pénaoz tellou ar vrô a oa dister enn abek d’ar reûstlou ha d’ann drougou en doa gréat énô, ô lémel digan̄t-hô al lézen hô doa a béb amzer :

30. En doé aoun n’en dévijé két péadrâ ével ken̄t évit basta d’ar mizou ha d’ar rôou a skuḻé gan̄d eunn dourn lark : râg hén̄ a oa bét larkoc’h égéd ar rouéed enn hé raok.

31. Saouzanet brâz é oa, hag é vennaz mon̄t d’ar Bersia, évit sével tellou ar boblou, ha dastumi kalz a arc’han̄t.

32. Lézel a réaz Lisias prin̄s eûz a wenn ar roué, da benn war géfridiou ar rouan̄télez, adaleg ar ster a Eufrates bété ster ann Éjipt :

33. Hag évit maga hé vâb Antiokus, kén na zistrôjé.

34. Rei a réaz d’ézhan̄ ann han̄ter eûz ann armé, hag eûz ann olifan̄ted : hag é rôaz hé ursiou d’ézhan̄ é-kén̄ver ar péz a fellé d’ézhan̄ da ôber, ha diwar-benn tûd Juda ha Jéruzalem :

35. Hag évit ma kasché out-hô eunn armé, évit dispenna ha kâs-da-gét armé Israel, ha dilerc’hiou Jéruzalem, ha tenna eûz al léac’h-zé ann én̄vor anézhô :

36. Hag évit ma lakajé tûd a-ziavéaz évit choum enn hô holl vrô, ha ma ranché hô douarou dré ar sort.

37. Ar roué a géméraz ann han̄ter eûz ann armé a choumé d’ézhan̄, hag a iéaz er-méaz eûz a Antiokia penn-kéar hé rouan̄télez, er seizved bloaz ha seiz-ugen̄t : ha goudé m’en doé treûzet ann Eufrates, é peûr-rédaz ar brôiou uc’héla.

38. Ha Lisias a zilennaz Ptoléméus mâb Dorimini, ha Nikanor, ha Gorgias tud c’halloudek é-touez miñouned ar roué :

39. Hag é kasaz gan̄t-hô daou-ugen̄t mil dén war droad, ha seiz mil dén war varc’h, évit m’az ajen̄t da vro Juda, ha ma disman̄trchen̄t anézhan̄ hervez gourc’hémenn ar roué.

40. Kerzout a réjon̄t éta gan̄d hô holl vrézélidi, hag é tiazézchon̄t hô c’hamp war-harz Emmaus er gompézen.

41. Marc’hadourien ar brôiou trô-war-drô a glevaz méneg anézhô : hag a hî géméraz kalz a arc’han̄t hag a aour, ha servicherien : hag é teûjon̄t d’ar c’hamp, évit préna da sklaved mipien Israel : hag armé ar Siria, hag hini brô ann diavésidi en em unanaz gan̄t-hô.

42. Judas hag hé vreûdeûr a anavézaz neûzé pénaoz é oa paottet ann drougou, hag é tôstéé armé ann énébourien oud harzou hô brô : anaoud a réjon̄t ivé ar gourc’hémenn en doa rôet ar roué évit ma vijé dispennet ha kaset-da-gét hô fobl :

43. Hag é léverchon̄t ann eil d’égilé : assavomp disman̄trou hor pobl, ha stourmomp évit-han̄, hag évid hon traou san̄tel.

44. En em strolla a réjon̄t éta, évid en em aoza évid ann emgann ; hag évit pédi, ha goulenni truez ha trugarez ann Aotrou.

45. Jéruzalem a oa didud neûzé, hag é doaré eunn distrô : na wélet hini eûz hé bugalé ô von̄d ébarz hag ô ton̄d er-méaz anézhi : ar san̄tuar a oa mac’het gan̄d ann treid : mipien ann diavésidi a oa er c’hré ; râg énô é choumô ar brôadou : lévénez Jakob a oé kaset-kuît ; na glevet mui ar zutel nag ann télen.

46. En em strolla a réjon̄t hag é teûjon̄t da Vasfa râg-énep da Jéruzalem : ô véza ma oa bét ken̄t é Masfa eul léac’h a béden évid Israel.

47. Hag hî a iunaz enn deiz zé, hag a wiskaz saéou-reûn, hag a lékéaz ludu war hô fenn, hag a rogaz hô diḻad.

48. Hag hî a zigoraz levriou al lézen, é péré é c’houilié ar brôadou évit klaskout ann hévélédigez eûz hô idolou.

49. Hag hî a zigasaz ar gwiskou a vélek, hag ar préveûdiou, hag ann déogou : hag é c’halvchon̄t ann Nazaréed péré hô doa sévénet hô deisou.

50. Hag hî a c’harmaz étrézég ann énv gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout : Pétrâ a raimp-ni d’ar ré-man̄, ha péléac’h hô c’hasimp-ni ?

51. Da zan̄tuar a zô bét mac’het ha saotret, ha da véleien a zô bét kaset d’ar c’han̄v ha d’ar vuelded :

52. Ha chétu ar brôadou a zô en em strollet enn hon énep évit hon dispenna : té a oar pétrâ a vennon̄t enn hon énep.

53. Pénaoz é hellimp-ni harza dira-z-hô, ma na gen-nerzez ac’hanomp, ô Doué ?

54. Hag hî a lékéaz da zéni kré gan̄d ar c’horniou-boud.

55. Goudé-zé Judas a lékéaz vérérien war ar bobl, duged évit mil dén, ha duged évit kan̄t dén, ha duged évid han̄ter-kan̄ dén, ha duged évid dék dén.

56. Hag hén̄ a lavaraz d’ar ré a zavé tiez, d’ar ré a zimézé, d’ar ré a blan̄té gwiniennou, ha d’ar ré a oa aounik, ma tistrôjé pép-hini d’hé dî hé-unan hervez al lézen.

57. Hag ann armé en em lékéaz enn hen̄t, hag hî a ziazézaz hô c’hamp war-zû ar c’hrésteiz eûz a Emmaus.

58. Ha Judas a lavaraz : En em c’hourizit, ha bézit tûd a galoun : bézit daré diouc’h ar mintin, évit ma en em gannot oud ar broadou-zé, a zô en em strollet enn hon énep, évid hon dispenna, nî hag hon traou san̄tel.

59. Râg gwell eo d’é-omp mervel er brézel, égét gwélout drougou hor pobl, hag hon traou san̄tel.

60. Hôgen hervez ioul Aotrou ann én̄v ra vézô gréat.


————


IV. PENNAD


Judas a gémer Jéruzalem, hag a gréva ménez Sion.


1. Neûzé Gorgias a géméraz gan̄t-han̄ pemp mil dén war droad, ha mil den war varc’h eûz ar ré zilennet ; hag hî a zavaz ar c’hamp a-zoug ann nôz,

2. Évit stourmi out kamp ar Iuzevien, ha kouéza war-n-ézhô enn-unan-taol : hag ar ré a oa er c’hré, a oa da vlénerien d’ézhô.

3. Pa glevaz Judas kémen̄t-sé, é savaz, hen̄ hag hé vrézélidi ar ré galouneka, évit stourmi oud al lôd brasa eûz a armé ar roué, a oa é Emmaus :

4. Râk lôd eûz ann armé a oa c’hoaz skiñet er-méaz eûz ar c’hamp.

5. Gorgias ô véza deûet a-zoug ann nôz da gamp Judas, na gavaz dén, hag hén̄ a glaské anézhô war ar ménésiou ; râg, émé-z-han̄, ar ré-zé a zô tec’het dira-z-omp.

6. Pa oé deûet ann deiz, en em gavaz Judas er gompézen, gan̄t tri mil dén hép-kén : ha n’hô doa-hî na tirennou, na klézeier.

7. Hag hî a wélaz pénaoz kamp ar brôadou a oa kré, ha pénaoz éz oa war hé drô hobrégonerien ha marc’heien, hag hî gwiziek-brâz é-kén̄ver ar brézel.

8. Ha Judas a lavaraz d’ar ré a oa gan̄t-han̄ : Na spoun̄tit két râg al lôd brâz eûz ar ré-zé ; n’hô pézet két a aoun râg ar stok anézhô.

9. Hô pézet koun pénaoz hon tadou a zô bét dieûbet er môr rûz, p’az éa Faraon war hô lerc’h gan̄d eunn armé vrâz.

10. Garmomp éta bréma oud ann én̄v ; hag ann Aotrou en dévézô truez ouz-omp, hag é teûi da goun d’ézhan̄ eûz ar gévrédigez en deûz gréat gan̄d hon tadou ; hag hén̄ a zispennô hiriô ann armé-zé dira-z-omp.

11. Hag ann holl vrôadou a wézô pénaoz éz eûz eunn daspréner hag eunn dieûber évid Israel.

12. Ann diavésidi a zavaz hô daoulagad, hag hô gwélaz ô ton̄t a-énep d’ézhô.

13. Hag hî a iéaz er-méaz eûz hô c’hamp évit stourmi out-hô ; hag ar ré a oa gan̄t Judas a zonaz gan̄d ar c’horn-boud,

14. Hag a gerzaz out-hô : ha tûd ar brôadou a oé dispennet, hag a dec’haz er gompézen.

15. Ar ré-zivéza anézhô a gouézaz holl dindân ar c’hlézé : ha tûd Judas a iéaz war hô lerc’h bété Gézéron, ha bété kompézennou ann Iduméa, ha bétég Azot ha Jamnia : hag é oé lazet bété tri mil dén anézhô.

16. Ha Judas a zistrôaz, hag hé armé ivé war hé lerc’h.

17. Hag hén̄ a lavaraz d’hé dûd : Na vennit két dastumi ann dibourc’hou : râk da stourmi hon eûz c’hoaz,

18. Ha Gorgias hag hé armé a zô tôst d’é-omp war ar ménez : en em startait bréma oud hon énébourien, ha dispennit-hô : ha goudé-zé é tastumot ann dibourc’hou héb aoun.

19. Pa gomzé c’hoaz Judas, chétu é oé gwélet eul lôd-bennâg eûz ann énébourien a zellé diwar ar ménez.

20. Ha Gorgias a wélaz pénaoz hé dûd a oa bét tec’het, hag é oa devet hé gamp : râg ar môged a wéled a ziskouézé ar péz a oa c’hoarvézet.

21. Pa wélchon̄t kémen̄t-sé é oen̄t spoun̄tet-brâz, ô wéloud ivé pénaoz é oa Judas hag hé armé daré d’en em ganna er gompézen.

22. Hag hi holl a dec’haz da vrô ann diavésidi.

23. Neûzé Judas a zistrôaz évid dastumi dibourc’hou ar c’hamp ; hag hî a gasaz gan̄t-hô kalz aour, hag arc’han̄t, ha limestra, ha tané môr, ha madou brâz.

24. Hag ô tistrei é kanchon̄t kanaouennou, hag é vennigchon̄t Doué ann én̄v, ô véza ma eo mâd, ha ma eo trugarézuz é péb amzer.

25. Eunn dieûb brâz a c’hoarvézaz enn Israel enn deiz-zé.

26. Ar ré eûz ann diavésidi péré a hellaz tec’hout, a zeûaz, hag a zanévellaz da Lisias ar péz a oa bét c’hoarvézet.

27. Pa glevaz kémen̄t-sé, é oé daré d’ézhan̄ mervel gan̄d hé en̄krez, ô véza n’en doa két gellet sévéni hé vénosiou a-éneb Israel, na gourc’hémennou ar roué.

28. Hag a-benn eur bloaz é strollaz Lisias tri-ugen̄t mil dén war droad hag hî tûd dilennet, ha pemp mil dén war-varc’h, évit brézélékaad out-hô.

29. Hag hî a zeûaz er Judéa, hag a ziazézaz hô c’hamp tôst da Vétoron. Ha Judas a iéaz d’hé ziarbenna gan̄d dék mil dén.

30. Hî a anavézaz pénaoz é oa kré ann armé ; ha Judas a bédaz, hag a lavaraz : Benniget ra vézi, Salver Israel, té péhini éc’h eûz brévet ners ann dén kré gan̄d dourn David da zervicher, hag éc’h eûz rôet kamp ann diavésidi étré daouarn Jonatas mab Saul, hag hé floc’h.

31. Laka ivé ann armé-man̄ étré daouarn da bobl a Israel : ra vézin̄t mézékéet gan̄d hô brézélidi hag hô marc’hien.

32. Laka-hi da spoun̄ta, ha da véza gwén̄vet daoust d’hô ners ; ra vézin̄t diskaret ha brévet.

33. Ra vézin̄t dispennet gan̄t klézé ar ré az kar : ha ra vézi meulet é kanaouennou, gan̄d ar ré a anavez da hanô.

34. Hag hî a rôaz ann emgann, hag é oé lazet pemp mil dén eûz a armé Lisias.

35. Hôgen Lisias ô wélout tec’h hé dûd, hag herder ar Iuzevien, ha pénaoz é oan̄t daré da véva, pé da vervel enn eunn doaré kalounek, a iéaz da Antiokia, hag a zilennaz brézélidi, évid don̄t adarré er Judéa gan̄t muioc’h a dûd.

36. Neûzé Judas hag hé vreûdeur a lavaraz : Chétu eo dispennet hon énébourien ; piñomp bréma da c’hlana ha da névézi ann templ.

37. Hag é oé strollet ann armé holl, hag é piñchon̄t da vénez Sion.

38. Hag hî a wélaz ar zan̄tuar didud, hag ann aoter saotret, hag ann ôriou dévet, hag ann drein savet er porched ével enn eur c’hoad pé war ar ménésiou, hag ar c’hamprou diskarét.

39. Hag hî a rogaz hô diḻad, hag a réaz eur c’han̄v brâz, hag a lékéaz ludu war hô fenn.

40. Hag en em daolchon̄t war hô génou d’ann douar, hag é sonchon̄t gan̄d ar c’hornou-boud évid arouéz, hag é c’harmchon̄t étrézeg ann én̄v.

41. Neûzé Judas a gémennaz tûd, évit ma stourmchen̄t oud ar ré a oa er c’hré ; kén na vijé glanet ar zan̄tuar.

42. Hag hén̄ a zilennaz béleien dinam, péré a viré lézen Doué.

43. Hag hî a c’hlanaz ar zan̄tuar, hag a daolaz ar vein saotret enn eul léac’h dic’hlan.

44. Ha Judas a en̄voraz pétrâ a rajé eûz a aoter ar sakrifisou-losk, a oa bét saotret.

45. Hag hî a géméraz eur c’huzul mâd, hé zispenna ; gan̄d aoun na zeûjé d’ézhô eunn abeg a damall, ô véza ma oa bét saotret gan̄d ar brôadou : hag hî hé zispennaz.

46. Hag ar vein anézhan̄ a lékéjon̄t war vénez ann templ enn eul léac’h déréad, kén na zeûjé eur profed hag a lavarjé pétrâ da ôber anézhô.

47. Mein digompez a gémerchon̄t hervez al lézen : hag é savchon̄t eunn aoter nevez, hen̄vel oud ann hini ken̄ta.

48. Hag é savchon̄t a-névez ar san̄tuar, hag ar péz a oa enn diabarz eûz ann templ : hag é san̄telchon̄t ann templ hag ar porched.

49. Listri sakr nevez a réjon̄t, hag é lékéjon̄t enn templ ar c’han̄toler, aoter al louzou-c’houéz-vâd, hag ann daol.

50. Ann ézañs a lékejon̄t war ann aoter, hag é énaouchon̄t ar c’hleûzeûriou a oa war ar c’han̄toler, hag a skleréé ann templ.

51. Hag é lékéjon̄t ar baraou war ann daol, hag é lékéjon̄t ar gwéliou a-ispiḻ, hag é peûr-c’hréjon̄t ar péz hô doa déraouet.

52. Hag é savchon̄t abarz goulou-deiz er pempved deiz war-n-ugen̄t eûz ann naved mîz, péhini a zô hanvet kasleu, enn eizved bloaz ha seiz-ugen̄t.

53. Hag é kennigchon̄t ar sakrifiz hervez al lézen, war aoter nevez ar sakrifisou-losk hô doa savet.

54. Névézet é oé out son ar c’hanaouennou, hag ann télennou, hag al lirennou, hag ar simbalou, enn hévéleb amzer, hag enn hévélep deiz ma oa bét saotret gan̄d ar broadou.

55. Ann holl bobl en em daolaz war hé zremm d’ann douar : hag hî a azeûlaz, hag a vennigaz Doué ann én̄v péhini en doa rôet ar gounid d’ézhô.

56. Lida a réjon̄t gwéstlérez ann aoter a-héd eiz dervez, hag é kennigchon̄t gan̄t lévénez sakrifisou-losk, ha sakrifisou a drugarez hag a veûleûdi.

57. Kin̄kla a réjon̄t talbenn ann templ gan̄t kurunennou aour ha gan̄t skoédouigou : névézi a réjon̄t digoriou ann templ hag ar c’hamprou, hag é lékéjon̄t dôriou out-hô.

58. Ar bobl holl a oé leûn a lévénez, ha dismégan̄s ar brôadou a oé lamet eûz hô c’hreiz.

59. Ha Judas gan̄d hé vreûdeûr hag holl strollad Israel, a reizaz pénaoz, é heûl ann amzeriou, é vijé lidet péb bloaz deiz gwéstlérez ann aoter a-héd eiz dervez, adaleg ar pempved deiz war-n-ugen̄t eûz a viz kasleu, gan̄d dudi ha lévénez ;

60. Enn hévéleb amzer é krévéchon̄t ménez Sion, hag é savchon̄t war hé drô muriou uc’hel, ha touriou kré, gan̄d aoun na zeûjé ar brôadou d’hé vac’ha adarré, ével m’hô doa gréat ken̄t.

61. Tûd a-vrézel a lékéaz Judas énô, évid hé ziwallout : hé grévaad a réaz évid difenni Betsura, évit m’en dévijé ar bobl eur c’hré a-éneb ann Iduméa.


————

V. PENNAD.


Brézélidi Judas a zô doujet gan̄d ann holl vrôadou.


1. Kerken̄t ha ma klevaz ar brôadou trô-war-drô pénaoz é oa bét savet ann aoter hag ar san̄tuar ével ken̄t, é savaz eunn drouk brâz enn-hô :

2. Hag é venchon̄t kâs-da-gét ar ré eûz a wenn Jakob a oa enn hô zouez : hag hî a zeraouaz lâza lôd eûz ar bobl, hag hô heskina holl.

3. Ha Judas a vrézélékéé out mipien Ésau enn Iduméa, hag oud ar ré a oa é Akrabatan, ô véza ma c’hrounnen̄t ann Israélited ; hag hén̄ a lazaz eul lôd brâz anézhô.

4. Koun a zeûaz ivé d’ézhan̄ eûz a zrougiez mipien Béan, péré a oa da lindâg ha da roued évid ar pobl, oc’h aoza spiou d’ézhan̄ war ann hen̄t.

5. Hô rédia a réaz d’en em denna é touriou, é péléac’h é c’hrounnaz anézhô : hô heskina a réaz, hag é tevaz hô zouriou, gan̄d ar ré holl a oa enn-hô.

6. Hag hén̄ a dréménaz ac’hanô étrézé mipien Ammon ; hag é kavaz brézélidi kré, hag eur bobl paot, ha Timotéus da zûg d’ézhô.

7. Meur a emgann a rôaz out-hô : hag hî a oé dispennet, ha gaset-da-gét gan̄t-han̄.

8. Kéméroud a réaz kéar Gazer, hag ar c’heriou hag hé merc’hed ; hag é tistrôaz d’ar Judéa.

9. Hôgen ar brôadou a oa é Galaad en em strollaz évit kâs-da-gét ann Israélited a oa enn hô brô : hag hî a dec’haz é kre Datéman,

10. Hag hî a gasaz lizéri da Judas ha d’hé vreûdeûr, évit lavarout d’ézhô : Ar brôadou trô-war-drô a zô en em strollet enn hon énep évid hor c’hâs-da-get.

11. Hag hî en em aoz da zon̄t da gémérout ar c’hré é péhini omb en em dennet ; ha Timotéus a zô da zûg war hô armé.

12. Deûz éta bréma, ha dieûb ac’hanomp eûz hô daouarn, râk kalz eûz hon tûd hon eûz kollet.

13. Hon holl vreûdeûr péré a oa enn drô da Dubin a zô bét lazet gan̄t-hô : kaset hô deûz é sklavérez hô gragez hag hô bugalé ; skrapet hô deûz hô dibourc’hou, hag hô deûz lazet énô war-drô mil dén.

14. C’hoaz é lenned al lizéri-zé, ha chétu é teûaz kannaded all eûz a C’haliléa, hag hî roget hô diḻad, hag a zigasé ann hévélep kelou ;

15. Ô lavarout pénaoz tûd Ptolémaid, ha Tir, ha Sidon a oa en em strollet enn hô énep ; ha pénaoz ar C’haliléa holl a oa leûn a ziavésidi, péré a fellé d’ézhô hô c’hâs-da-gét.

16. Pa glevaz Judas hag ar bobl ar c’helou-zé, é c’halvchon̄t eur strollad brâz, évit menna pétrâ a rajen̄t é-kén̄ver hô breûdeûr, péré a oa enn en̄krez, ha daré da véza dispennet gan̄d hô énébourien.

17. Ha Judas a lavaraz da Zimon hé vreûr : Dilenn tûd évid-od, ha kéa, ha dieûb da vreûdeûr a zo er C’haliléa : hôgen mé ha va breûr Jonatas a iélô é Galaad.

18. Hag hén̄ a lézaz Jozef mâb Zacharias, hag Azarias, da zuged war ar bobl, hag évit diwallout ar Judéa gan̄d ann dilerc’h eûz ann armé.

19. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout : Rénit ar bobl-man̄, ha na vrézélékait két oud ar brôadou, kén na zistrôimp.

20. Rôet é oé da Zimon tri mil dén évit mon̄t da C’haliléa, hag eiz mil dén da Judas évit mon̄t da C’halaad.

21. Simon ô véza éat da C’haliléa, a rôaz meûr a emgann d’ar brôadou ; hag hén̄ hô dispennaz, hag a iéaz war hô lerc’h bété porz Ptolémaid :

22. War-drô dri mil dén eûz ar brôadou a oé lazet ; ha Simon a gasaz hô dibourc’hou gan̄t-han̄.

23. Hag hén̄ a géméraz gan̄t-han̄ ar ré eûz hé vreûdeûr a oa é Galiléa hag é Arbates, gan̄d hô gragez, hag hô bugalé, ha kémen̄t a oa d’ézhô ; hag hô c’hasaz er Judéa gan̄d eul lévénez vrâz.

24. Hôgen Judas Makabéad ha Jonatas hé vreûr a dreûzaz ar Jordan, hag a gerzaz enn distrô a-héd trî dervez.

25. Ann Nabutéed a zeûaz d’hô diambrouga, hag hô digéméraz é péoc’h : hag hî a zanévellaz d’ézhô kémen̄d a oa c’hoarvézet gan̄d hô breûdeûr é Galaad ;

26. Ha pénaoz eul lôd brâz anézhô a oa bét serret é Barasa, hag é Bosor, hag é Alimis, hag é Kasfor, hag é Magel, hag é Karnaim, péré a oa keriou brâz ha kré.

27. Ha pénaoz é talc’hen̄t ivé anézhô serret é keriou all Galaad ; hag é tlien̄t an̄trônôz lakkad hô armé da gerzout oud ar c’heriou-zé, évid hô c’hémérout, hag hô c’hâs da-gét enn eunn hévélep dervez.

28. Judas hag hé armé a drôaz râk-tâl étrézé distrô Bosor, hag a géméraz kéar : hag hén̄ a lékéaz da vervel dindân ar c’hlézé ann holl baotred, a géméraz hô dibourc’hou, hag a lékéaz ann tân enn-hi.

29. Mon̄d a réjon̄t kuît ac’hanô a-zoug ann nôz, hag é kerzchon̄t bétég ar c’hré.

30. Ha da c’houlou-deiz, pa zavchon̄t hô daoulagad, é wélchon̄t eul lôd diniver a dûd, péré a zougé skeûliou ha gwindaskou, évit kémérout ar c’hré, ha dispenna ar ré a oa enn-han̄.

31. Ha Judas a wélaz pénaoz é oa déraouet ar stourm, ha penaoz é piñé bétég ann én̄v garm ar vrézélidi, ével trouz aer c’horn-boud, ha pénaoz é savé ivé eur garm brâz eûz a géar.

32. Hag hén̄ a lavaraz d’hé armé : Stourmit hiriô évid hô preûdeûr.

33. Hag hén̄ a zeûaz war deir ren̄k adrén̄ d’ézhô  ; hag hén̄ hag hé dûd a zonaz gan̄d ar c’horn-boud, hag a c’harmaz étrézé Doué, enn ho fédennou.

34. Brézélidi Timotéus a anavézaz pénaoz é oa ar Makabéad, hag é tec’hchon̄t a zira-z-han̄ ha Judas a skôaz stard war-n ézhô : hag enn deiz-zé é oé lazet eiz mil dén anézhô.

35. Ha Judas a iéaz ac’hanô da Vasfa ; hag é stourmaz out-hi, hag é kéméraz anézhi, hag hén̄ a lékéaz da vervel ann holl baotred, a géméraz hô dibourc’hou, hag a lékéaz ann tân enn-hi.

36. Ac’hanô éz éaz, hag é kéméraz Kasbon, ha Maget, ha Bosor, hag ar c’heriou all eûz a C’halaad.

37. Goudé-zé Timotéus a strollaz eunn armé all, hag a ziazézaz hé gamp râg énep da Rafon, enn tu all d’ar froud.

38. Judas a gasaz da spia ann armé-zé : hag hé spierien a lavaraz d’ézhan̄ : Ann holl vrôadou a zô war hon trô a zô en em strollet enn-drô da Dimotéus, dré-zé eo paot meûrbed hé armé :

39. Galvet hô deûz ann Arabed évid hô c’hen-nerza, hag hô deûz diazézet hô c’hamp enn tu all d’ar Jordan, hag hî daré da stourmi ouz-id. Ha Judas a iéaz d’hô diarbenna.

40. Neûzé Timotéus a lavaraz da brin̄sed hé armé : Pa vézô deûet Judas hag hé armé tôst d’ar froud ; mar trémen ar c’hen̄ta enn hon tû-ni, na hellimp két herzel out-han̄ ; râg ar gounid en dévézô war-n-omp.

41. Hôgen ma na gréd két treûzi, ha mar diazez hé gamp enn tu all d’ar ster, tréménomp enn hô zû-hi, hag é vézimp tréac’h d’ézhô.

42. Hôgen kerken̄t ha ma tostaaz Judas oud ar froud, é lékéaz skrivañerien ann armé a-héd ar froud, hag é c’hourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout : Na list hini é-béd aman̄ ; hôgen ra zeûin̄t holl d’ar stourm.

43. Hag hén̄ a dreûzaz ann dour ar c’hen̄ta ; hag ann holl armé war hé lerc’h : hag ann holl vrôadou a oé dispennet gan̄t-hô ; hag hî a daolaz hô armou, hag a dec’haz étrézég ann templ a oa é Karnaim.

44. Ha Judas a géméraz kéar, hag a zevaz ann templ, gan̄d ar ré a oa enn-han̄ : ha Karnaim a oé grounnet, ha na hellaz két herzel dirâk Judas.

45. Neûzé Judas a strollaz ann Israélited holl a oa é Galaad, adaleg ar brasa bétég ar bihana, hag hô gragez ; hag hô bugalé ; hag a réaz anézhô eunn armé vrâz, hag hô digasaz é brô Juda.

46. Mon̄d a réjon̄t bété Éfron : ar géar-zé ar gen̄ta eûz ar vrô a oa brâz ha kré, ha na helled distrei nag a zéou nag a gleiz ; hôgen ann hen̄t a iéa dré greiz.

47. Ar ré a oa ébarz en em glôzaz, hag a stan̄kaz ann ôriou gan̄t mein : ha Judas a gasaz étrézég enn-hô geriou a béoc’h,

48. O lavarout : Aôtréit ma dréménimp dré hô prô, évit mon̄d enn hon brô : dén na rai gaou ouz-hoc’h : héb arzaôi é tréménimp. Hôgen na fellaz két d’ézhô digéri.

49. Ha Judas a lékéaz da embanna dré ar c’hamp, pénaoz pép-hini a stourmché out kéar eûz al léac’h é pehini édo.

50. Ann dûd kalounéka en em stagaz oud ar muriou : stourmi a réaz out kéar a-zoug ann deiz hag a-zoug ann nôz, hag é kouézaz ar géar étré hé zaouarn.

51. Lakaad a réjon̄t da vervel dindân ar c’hlézé ann holl baotred ; hag hén̄ a zisman̄traz kéar bétég ann diazez, hag a gasaz ann dibourc’hou gan̄t-han̄, hag a dreûzaz ar géar holl war ar ré varô.

52. Goudé-zé é treûzchon̄t ar Jourdan enn eur gompézen vrâz a oa râg-énep da Vetsan.

53. Ha Judas a strollé ar ré a choumé war-lerc’h, hag a galounékéé ar bobl a-héd ann hen̄t, kén na oen̄t deûet é brô Juda.

54. Hag hî a biñaz war vénez Sion gan̄d dudi ha lévénez, hag a gennigas sakrifisou, ô véza ma oan̄t distrôet é péoc’h, hép na oa bét lazet hini anézhô.

55. En̄dra ma édo Judas ha Jonatas é brô Galaad, ha Simon hé vreûr é Galiléa dirâk Ptolémaid,

56. Jozef mâb Zac’harias, hag Azarias prin̄s ann armé a glevaz mének eûz ann ôberiou kaer, hag eûz ar stourmou-zé.

57. Hag hî a lavaraz : Gréomb ivé eunn hanô d’é-omp, ha déomp da stourmi oud ar brôadou a zô enn-drô d’é-omp.

58. Hag hî a c’hourc’hémennaz d’ann armé, hag é kerzchon̄t a-énep Jamnia.

59. Gorgias a iéaz er-méaz eûz a géar gan̄d hé dûd, hag a iéaz d’hô diarbenna évit stourmi out-hô.

60. Hôgen Jozef hag Azarias a oé lékéat da dec’hi bétég harzou ar Judéa : war-drô daou vil dén eûz a armé Israel a oé lazet enn deiz-zé, ha brâz é oé disman̄tr ar bobl :

61. O véza n’hô doa két sélaouet Judas hag hé vreûdeûr, ô venna ma tiskouézchen̄t hô c’haloun.

62. Hôgen ar ré-zé né oan̄t két eûz a wenn ann dûd dré béré eo bét savétéet Israel.

63. Tûd Judas a oé énoret braz é Israel holl, hag ivé é-touez ann holl vrôadou péré a glevaz méneg anézhô.

64. Hag ann holl a zeûé d’hô diambrouga gan̄t garmou a lévénez.

65. Ha Judas a iéaz goudé gan̄d hé vreûdeûr, hag a stourmaz out mipien Ésau, er vrô a zô war-zû ar c’hrésteiz ; hag é kéméraz Chébron hag ar c’heriou hé merc’hed : hag hen̄ a zevaz ar muriou hag ann touriou a oa war hé zrô.

66. Neûzé é savaz hé gamp évit mon̄d da vrô ann diavésidi ; hag é kerzaz dré Zamaria.

67. Enn amzer-zé é oé lazet béleien er brézel, ô fellout d’ézhô diskouéza hô c’haloun, hag ô von̄d hép kuzul d’ann emgann.

68. Ha Judas a zistrôaz, évit mon̄d étrézég Azot é brô ann diavésidi : hag hén̄ a ziskaraz hô aoteriou, hag a zevaz skeûdennou hô douéed : kéméroud a réaz dibourc’hou hô c’heriou, hag é tistrôaz da vrô Juda.


————


VI. PENNAD.


Marô Antiokus. Éléasar a rô hé vuez évit savétei hé bobl.


1. Antiokus a gerzé a-dreûz d’ar brovin̄sou huel, hag a glevaz pénaoz Élimaid a oa unan eûz ar c’heriou ar ré vrudéta eûz ar Bersia, ha pénaoz é oa enn-hi kalz a arc’han̄t hag a aour,

2. Hag eunn templ pinvidik-brâz, é péhini édo ar gwéliou aour, hag ann harnézou, hag ann tirennou, en doa lézet énô Aleksandr roué Masédo mâb Filip, péhini a rénaz ar c’hen̄ta er C’hrésia.

3. Don̄d a réaz, hag é klaskaz ann doaré da gémérout kéar, ha d’hé dibourc’ha : hôgen na hellaz két hé ôber, râg ar ré eûz a géar hô doa klevet méneg eûz a gémen̄t-sé :

4. Hag hî a zavaz évit stourmi out-han̄. Hag hén̄ a dec’haz, hag a iéaz-kuît ac’hanô leûn a zoan, hag a zistrôaz da Vabilon.

5. Pa édo c’hoaz er Bersia é teuaz kelou d’ézhan̄, pénaoz é oa bét dispennet ann armé en doa é brô Juda :

6. Ha pénaos Lisias ô véza kerzet a-éneb ar Iuzevien gan̄d eunn armé gré, a oa bét lékéat da dec’hout : pénaoz ar ré-man̄ gan̄d ann armou, hag ann dibourc’hou hô doa kéméret enn hô c’hamp, goudé béza hô dispennet, a oa en em grévéet ;

7. Ha pénaoz hô doa diskaret ann idol argarzuz en doa savet war aoter Jéruzalem ; ha pénaoz hô doa savet muriou huel, ével ken̄t, enn-drô d’ho zempl, ha enn-drô d’hô c’héar a Vetsura.

8. Pa glevaz ar roué ar c’helou-zé, é oé saouzanet ha strafiḻet-brâz : enn hé wélé é oé dalc’het, hag é kouézaz er fillidigez gan̄d hé zoan vrâz, ô véza né oa két bét c’hoarvézet gan̄t-han̄ ével ma venné.

9. Choum a réaz énô a-héd meûr a zervez, râk névézi a réaz ann doan enn-han̄ ; hag hén̄ a vennaz é oa daré da vervel.

10. Gervel a réaz hé holl viñouned, hag é lavaraz d’ézhô : Pelléet eo ar c’housk diouc’h va daoulagad, hag é fatann ; gwén̄vet eo va c’haloun gan̄d ar rec’h ;

11. Hag em eûz lavaret é gwéled va c’haloun : É pé glac’har ounn-mé kouézet, é pé vôr a zoan ounn-mé beûzet bréma, mé péhini a oa el lévénez hag enn dudi e-kreiz va galloud !

12. Bréma é teû da goun d’in ann holl zroug em eûz gréat é Jéruzalem, pa’m eûz skrapet ac’hanô ann holl zibourc’hou a aour hag a arc’han̄t a oa enn-hi, ha p’am eûz kaset évit dispenna héb abek ar ré é choumé er Judéa.

13. Anaout a rann éta pénaoz eo enn abek da gémén̄t-sé eo bét c’hoarvézet ann drouk-man̄ d’in : ha chétu ann doan vrâz am laka da vervel enn eunn douar a-ziavéaz.

14. Hag hen̄ a c’halvaz Filip, unan eûz hé viñouned, hag a lékéaz anézhan̄ da réner war hé holl rouan̄télez.

15. Rei a réaz d’ézhan̄ hé gurunen ; hag hé zaé-roué, hag hé walen, évit ma tigazché hé vâb Antiokus, ma vagché anézhan̄, ha m’hé lakaaché da réna.

16. Hag ar roué Antiokus a varvaz énô, enn naved bloaz ha seiz-ngen̄t.

17. Lisias ô véza klevet pénaoz é oa marô ar roué, a lékéaz da réna Antiokus, hé vâb, en doa maget a vihanik : hag é c’halvaz anézhan̄ Eupator.

18. Hag ar ré a oa er c’hré a c’hrounné Israel enn-drô d’ann templ : hag hi a glaské bépréd ôber drouk d’ézhô, ha ken-nerza ar brôadou.

19. Ha Judas a vennaz hô dispenna : hag é strollaz ann holl bobl évit stourmi out-hô.

20. Hag hî en em strollaz kévret, hag a stourmaz out-hô, enn dékvet bloaz ha seiz-ugen̄t, gan̄t man̄gounellou ha gwindaskou.

21. Neûzé lôd eûz ar ré a oa grounnet a iéaz er-méaz, ha tûd-fallagr eûz a vipien Israel ô véza en em unanet gan̄t-hô,

22. Éz éjon̄t da gaout ar roué, hag é léverchon̄t d’ézhan̄ : Bété pégéit ne rî két a varn d’é-omp, ha na venji két hor breûdeûr ?

23. En em wéstlet omp da zervicha da dâd, ha da valéa hervez hé gémennou, ha da zen̄ti oud hé c’hourc’hémennou :

24. Râk-sé mipien hor pobl hô deûz hor c’haséet, hag hô deûz laset kémen̄d hini a gaven̄t ac’hanomp, hag hô deûz preizet hon digwésiou.

25. Ha né két war-n-omp hép-kén hô deûz astennet hô dourn, hôgen ivé war hon holl vrô.

26. Ha chétu hiriô é stourmon̄t out kré Jéruzalem évid hé gémérout, hag hô deûz krévéet Betsura.

27. Ha ma na hastez d’hô diaraogi, é rain̄t c’hoaz gwasoc’h, ha na helli két hô zrec’hi.

28. Pa glevaz ar roué kémen̄t-sé, é savaz droug enn-han̄ : hag hén̄ a c’halvaz hé holl viñouned, ha prin̄sed hé armé, hag ar ré a oa da zuged war ar varc’heien.

29. Brézélidi eûz a rouan̄télésiou a-ziavéaz, hag eûz ann énézi, a zeûaz ivé d’hé gavout.

30. Ével-sé hé armé a oa eûz a gan̄t mil dén war droad, eûz a ugen̄t mil dén war varc’h, hag eûz a zaou olifan̄t ha trégon̄t desket d’ann emgann.

31. Hag hî a zeûaz dré ann Iduméa, hag a c’hrounnaz Betsura. Stourmi a réjon̄t a-zoug meûr a zervez, hag é réjon̄t gwindaskou : hogen ar ré eûz a géar a iéaz er-méaz, hô devaz, hag en em gannaz gan̄t kaloun.

32. Neûzé Judas a bellaaz diouc’h ar c’hré, hag a iéaz gan̄d hé armé war-zû Betzac’hara, râg-énep da gamp ar roué.

33. Ar roué a zavaz abarz ann deiz, hag a lékéaz hé armé da gerzout gan̄d err war hen̄t Betzac’hara : hag ann arméou en em aozaz évid ann emgann, hag a zonaz gan̄d ar c’hornou-boud.

34. Diskouéza a réjon̄t d’ann olifan̄ted sûn rezin ha mouar, évid hô c’hen̄traoui d’ann emgann.

35. Ranna a réjon̄t al loéned dré béb ban̄den : war-drô da béb olifan̄t éz oa mil dén gan̄t saéou-houarn, ha tokou-arem war hô fenn : ha pemp kan̄t marc’hek a oa dilennet évit mon̄t kévret gan̄t pép loen.

36. Hî a ziaraogé bépréd al loen, é pé léac’h-bennâg m’az éa : el léac’h m’az éa, éz éan̄t, ha na belléen̄t két diout-han̄.

37. War bép loen éz oa ivé eunn tour koat hag hén̄ kré évid hé zifenni ; ha war-n-ézhô gwindaskou : ha war bép-hini daou zén ha trégon̄t eûz ar ré galounéka, péré a stourmé diwar-c’horré, hag eunn Iudéad a vléñé al loen.

38. Lakaad a réaz ann dilerc’h eûz ar varc’heien tû-man̄ ha tû-hon̄t é daou rann, évit ken̄traoui ann armé gan̄t son ar c’hornou-boud, hag évid brouda ann dud war droad a oa strizet enn hô ren̄kou.

39. Pa luc’haz ann héol war ann tirennou aour hag arem, é lugernas ar ménésiou gan̄t-hô ; lugerni a réjon̄t ével kleûzeûriou béô.

40. Lôd eûz a armé ar roué a iéa a-héd ar ménésiou uc’hel, ha lôd all dré al lec’hiou doun : mon̄d a réan̄t gan̄d évez ha gan̄t reiz.

41. Ann holl dud trô-war-drô a oa spoun̄tet gan̄t garm al lôd brâz a dûd-zé, ha gan̄d ann trouz ô kerzout, ha gan̄d ar stok eûz hô armou : râk brâz ha kré é oa ann armé.

42. Ha Judas hag hé armé a dôstaaz évit en em ganna ; ha c’houec’h kan̄t dén eûz a armé ar roué a oé lazet.

43. Neûzé Éléazar mâb Saura, ô wélout unan eûz ann olifan̄ted gôlôet a harnez gan̄d arouésiou ar roué, hag hén̄ brasoc’h égéd ar ré all, a vennaz penaoz édo ar roué war-n-ézhan̄ :

44. Hag hén̄ en em rôaz évid dieûbi hé bobl, hag évit gounid eunn hanô peûr-baduz.

45. Rédeg a réaz étrézég enn-han̄ gan̄d herder é-kreiz ar van̄den brézélidi, enn eur laza a zéou hag a gleiz, hag ô lakaad da gouéza ann holl a bép tû.

46. Hag ô véza éat étré treid ann olifan̄t, en em lékéaz dindan-han̄, hag é lazaz anézhan̄. Hag hé-man̄ a gouézaz d’ann douar war-n-ézhan̄, hag hén̄ a varvaz énô.

47. Hôgen ar Iuzevien ô wélout péger paot é oa tûd ar roué, ha pégen téar é oa hé armé, en em dennaz ac’hanô.

48. Armé ar roué a biñaz out-hô war-zû Jéruzalem, hag é tiazézchon̄t hô c’hamp er Judéa war-harz ménez Sion.

49. Hag hén̄ a réaz ar péoc’h gan̄d ar ré a oa é Betsura : hag hî a iéaz er-méaz eûz a géar, ô véza n’hô doa két dastumet a voéd énô, dré ma oa bloaz ar sabbat hag éhan ann douar.

50. Ar roué éta a géméraz Betsura, hag a lékéaz enn-hi eur gward évid hé diwallout.

51. Neûzé é trôaz hé armé étrézég al léac’h san̄tel, hag é choumaz énô meûr a zervez. Ober a réaz énô man̄gounellou ha gwindaskou, ha binviou évit teûrel tân, ha mein, ha dérédou, ha spégou, ha gwarégou évit banna saésiou, ha batalmou.

52. Ar Iuzevien a réaz ivé binviou oud hô binviou : hag hî en em gannaz a-zoug meûr a zervez.

53. Na oa két a voéd é kéar, ô véza ma oa ar seizved bloaz : hag ar ré eûz ar broadou a oa choumet er Judéa, hô doa bévézet kémen̄d a oa bét lékéat a dû.

54. Nébeûd a dûd a choumaz el lec’hiou san̄tel, ô véza ma oan̄t gwanet gan̄d ann naounégez : ha pép-hini anézhô en em dennaz enn hé dî.

55. Koulskoudé Lisias a glevaz pénaoz Filip, péhini a oa bét lékéat gan̄d Antiokus, pa édo c’hoaz béô, évit maga Antiokus hé vâb, hag hé lakaad da réna,

56. Pénaoz é oa distrôet eûz ar Bersia hag eûz ar Védia gan̄d hé armé, hag é klaské da aloubi rénérez ar rouan̄télez.

57. Hasta a réaz éta da von̄t da lavarout d’ar roué, ha da zuged ann armé : En em wana a réomp bemdez, ha n’hon eûz két kalz a voed ; hag al léac’h a c’hrounnomp a zô kré-brâz ; hag eo réd d’é-omp reiza kéfridiou ar rouan̄télez.

58. Rôomp éta ann dourn d’ann dûd-zé, ha gréomp ar péoc’h gan̄t-hô, holl bobl.

59. Ha lézomp-hi da véva diouc’h hô lézen ével ken̄t ; râg enn abék d’ann dispriz hon eûz bét évid hô lézennou, eo bét savet droug enn-hô, hag hô deûz gréat kémen̄t-sé.

60. Al lavar-zé a oé kavet mâd gan̄d ar roué ha gan̄d hé duged : hag hén̄ a gennigaz ar péoc’h d’ézhô, hag hî hé aotréaz.

61. Ar roué hag hé zuged hé douaz : hag ar ré-man̄ a iéaz er-méaz eûz ar c’hré.

62. Ar roué a biñaz war vénez Sion, hag a wélaz ar c’hré : hag hén̄ a dorraz râk-tâl al lé en doa gréat : hag é c’hourc’hémennaz ma vijé diskaret ar vûr a oa trô-war-drô.

63. Goudé-zé éz éaz-kuit buan, hag é tistrôaz da Antiokia, hag é kavaz Filip oc’h aotrounia war géar : stourmi a réaz out-han̄, hag é kéméraz kéar.


————


VII. PENNAD.


Ar roué a gâs Nikanar gan̄d eunn armé a-énep Judas.


1. Enn unnékved-bloaz ha seiz-ugen̄t, Démétrius mâb Séléukus a iéaz-kuît eûz a Roma, hag a zeûaz gan̄t nébeûd a dûd enn eur géar môrek ; hag hén̄ a rénaz énô.

2. Ha pa oé éat é tî rouan̄télez hé dadou, hé armé a grogaz é Antiokus hag é Lisias, hag hô c’hasas d’ézhan̄.

3. Ha pa oé rôet da anaout kémen̄t-sé d’ézhan̄, é lavaraz : Na ziskouézit két hô dremm d’in.

4. Hag ann armé hô lazaz. Ha Démétrius a azézaz war drôn hé rouan̄télez.

5. Neûzé tûd eûz a Israel droug ha fallagr a zeûaz d’hé gavout, ha da benn d’ézhô Alsimus, péhini a fellé d’ézhan̄ béza lékéat da vélek-brâz.

6. Hag ar ré-man̄ a damallaz ar bobl dirâg ar roué, ô lavarout : Judas hag hé vreûdeûr en deûz kollet da holl viñouned, hag en deûz hor c’haset-kuît eûz hor brô.

7. Kâs éta bréma eunn dén é péhini é helli en em fisiout, évit ma anavézô ann holl zroug en deûz gréat d’é-omp, ha da brovin̄sou ar roué ; ha ma kastizô hô holl viñouned, hag ar re a skoazel anézhan̄.

8. Hag ar roué a zilennaz é-touez hé viñouned Bakkides, péhini a c’hourc’hémenné enn hé rouan̄télez enn tû all d’ar ster vrâz, hag a oa féal d’ézhan̄.

9. Hag hén̄ a gasaz anézhan̄, évit gwélout ann droug en doa gréat Judas : hag é lékéaz da vélek-brâz Alsimus ar fallagr ; hag é c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ kastiza mipien Israel.

10. Hag hî a zavaz, hag a zeûaz gan̄d eunn armé vrâz é brô Juda, hag a gasaz kannaded étrézé Judas hag hé vreûdeûr, gan̄t geriou a béoc’h évid hô zouella.

11. Hôgen ar ré-man̄ na réjon̄t stâd é-béd oud hô geriou, pa wélchon̄t pénaoz é oan̄t deûet gan̄d eunn armé vrâz.

12. Koulskoudé skribed al lézen ô véza en em strollet, a iéaz da gavout Alsimus ha Bakkides, évid ôber d’ézhô goulennou reiz.

13. Ann Assidéed péré a oa ar ré gen̄ta eûz a vipien Israel, a fellé d’ézhô goulenn ar péoc’h digan̄t-hô.

14. Râg hi a lavaré : Eur béleg eo eûz a wenn Aaron a zeû d’hor c’havout, na douellô két ac’hanomp.

15. Hag Alsimus a gomzaz out-hô gan̄t geriou a béoc’h : hag hén̄ a lavaraz d’ézhô enn eur doui : na raimp két a zrouk d’é-hoc’h, na d’hô miñouned.

16. Hag hî a grédaz d’ézhan̄ : hôgen hén̄ a géméraz trî-ugen̄t anézhô, hag a lékéaz hô laza enn eunn dervez, hervez ar gér a zô skrivet :

17. Lékéat hô deûz da gouéza korfou da zen̄t, hag hô deûz skuḻet hô gôâd enn-dro da Jéruzalem, ha né oa dén évid hô bésia.

18. Ar spoun̄t hag ar zaouzan a grogaz er bobl holl, hag é léverchon̄t ann eil d’égilé : N’eûz na gwirionez na reiz é-touez ar ré-zé : râk dreist hô lavar in̄t éat, hag hô deûz torret hô lé.

19. Bakkides ô véza savet hé gamp a zirâk Jéruzalem, a c’hrounnaz Betzéc’ha : hag hén̄ a gasaz da gémérout kalz eûz ar ré a oa tec’het diout-han̄ ; hag é lazaz hiniennou eûz ar bobl, a lékéaz da deurel enn eur pun̄s brâz.

20. Neûzé é lékéaz ar vrô dindan béli Alsimus, hag é lézaz brésélidi da gen-ners d’ézhan̄ ; hag é tistrôaz da gavout ar roué.

21. Gwella ma hellé é réa Alsimus évid en em startaat é prin̄sélez hé vélégiez.

22. Ar ré holl a reûstlé ar bobl en em strollaz war hé drô ; hag hî en em daolaz war vrô Juda, hag a réaz eul lazérez brâz enn Israel.

23. Judas a wélaz pénaoz ann holl zroug en doa gréat Alsimus, hag ar ré a oa gan̄t-han̄, da vipien Israel, a oa gwasoc’h égét ar péz hô doa gréat ar brôadou d’ézhô :

24. Hag hén̄ a iéaz dré ann holl harzou trô-war-drô, hag a gastizaz ann holl dec’herien : hag a neûzé éc’h éhanchon̄t da ôber argadennou er vrô.

25. Pa wélaz Alsimus pénaoz Judas hag hé dûd a oa tréac’h d’ézhan ; ha pa anavézaz pénaoz na hellé két kia out-han̄, é tistrôaz étrézég ar roué, hag é tamallaz d’ézhô meûr a wall.

26. Hag ar roué a gasaz Nikanor unan eûz hé vrudéta prin̄sed, péhini a oa eunn énébour brâz da Israel ; hag é c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ kas-da-gét ar bobl-zé.

27. Nikanor a zeûaz war-harz Jéruzalem gan̄d eunn armé vrâz, hag a gasaz kannaded étrézé Judas hag hé vreûdeûr gan̄t geriou a béoc’h evid hô zouella,

28. O lavarout : Na vézet két a vrézel étré c’houi ha mé : don̄d a rinn gan̄t nébeûd a dûd, évid hô kwélout ha komza a béoc’h.

29. Hsg hén̄ a zeûaz da gavout Judas ; hag hî en em zaludaz ann eil égilé ével miñouned : hôgen ann énébourien en em aozé évit skrapa Judas.

30. Hôgen Judas a anavézaz pénaoz né oa deuet d’hé gavout néméd évid hé douella : aoun en doé ra-z-han̄, ha na fellaz mui d’ézhan̄ hé wélout.

31. Nikanor ô welout pénaoz é oa diskuḻiet hé zézô, a gerzaz a-énep Judas, évit stourmi out-han̄ war-harz Kafarsalama.

32. Énô é oé lazet eûz a armé Nikanor war-drô pemp mil dén : hag ar ré all a dec’haz é kéar David.

33. Goudé-zé Nikanor a biñaz war vénez Sion : ha lôd eûz a véleien ar bobl a zeûaz d’hé zaludi gan̄t geriou a béoc’h, hag a ziskouézaz d’ézhan̄ ar sakrifisou a gennigen̄t évid ar roué.

34. Hôgen hén̄ hô disprizaz hag a réaz goab anézhô : hô saotra a réaz, hag é komzaz out-hô gan̄t balc’hder.

35. Toui a réaz enn hé frouden, ô lavarout : Ma na lékéeur étré va daouarn Judas hag hé armé, kerken̄t ha ma vézinn distrôet ha mé gounidek, é tevinn ann templ-man̄. Hag hén̄ a iéaz-kuit leun a vuanégez.

36. Neûzé ar véleien a zeûaz ébarz ; hag ô choum enn hô zâ dirâg ann aoter hag ann templ, é léverchon̄t enn eur wéla :

37. Té, Aotrou, éc’h eûz dilennet ann tî-man̄, évit ma vijé galvet da hanô enn-han̄, évit ma vijé eunn ti a béden hag a azeûlidigez évid da bobl.

38. Kastiz ann dén-zé hag hé armé, ha ra gouézin̄t dindân ar c’hlézé : az péz koun eûz hô gwall-gomsiou, ha na aotré két é padchen̄t pelloc’h.

39. Ha Nikanor a iéaz-kuît a zirâk Jéruzalem, hag a ziazézaz hé gamp war-harz Bétoron : hag armé ar Siria en em unanaz gan̄t-han̄.

40. Ha Judas a ziazézaz hé gamp war-harz Adarsa gan̄t tri mil dén : ha Judas a bédaz hag a lavaraz :

41. Aotrou, ar ré a oa bét kaset gan̄d ar roué Sennacherib ô véza drouk-komzet diwar-benn da hanô, é teûaz eunn éal hag a lazaz anézhô pemp mil ha naô-ugen̄t mil :

42. Dispenn ével-sé ann armé-man̄ dira-z-omp hiriô : ha ra wézô ar ré all pénaoz en deûz hén̄ drouk-komzet diwar-benn da dî san̄tel : ha barn anézhan̄ hervez hé zrougiez.

43. Ann arméou éta a stourmaz enn trizékved deiz eûz a viz Adar : hag armé Nikanor a oé dispennet, hag hén̄ a oé lazet ar c’hen̄ta enn emgann.

44. Pa wélaz hé armé pénaoz é oa marô Nikanor, é taolchon̄t hô armou, hag é tec’hchon̄t.

45. Tûd Judas a iéaz war hô lerc’h a-zoug eunn dervez kerzed, adaleg Adazer bété porz Gazara ; hag hî a zonaz gan̄d ar c’hornou-boud évid embanna hô gounid.

46. Ann holl bobl a iéa er-méaz eûz ar c’histilli trô-war-drô, hô heskiné, hag a zistrôé évit stourmi out-hô : hag hî a gouézaz holl dindân ar c’hlézé, ha na choumaz hini anézhô.

47. Hô dibourc’hou a gémerchon̄t é preiz : trouc’ha a réjon̄t penn Nikanor, hag hé zourn déou en doa astennet gan̄t balc’hder ; hag hî hô digasaz gan̄t-hô, hag hô c’hrougaz dirâk Jéruzalem.

48. Ar bobl a oé laouen brâz, hag a dréménaz ann deiz-zé enn eul lid ar vrasa.

49. Ann deiz-zé a oé lékéat da c’houél bép ploaz enn trizékved a viz Adar.

50. Ha douar Juda a choumaz enn éhan a-héd eunn dervez-bennâg.


————


VIII. PENNAD.


Judas a râ kévrédigez gan̄d ar Romaned.


1. Judas a glevaz méneg eûz ar Romaned ; klevoud a réaz pénaoz é oan̄t tûd c’halloudek, ha daré da aotréa kémen̄d a c’houlenned digan̄t-hô : pénaoz é teûen̄t da viñouned da gémen̄d hini en em unané gant-hô, ha pénaoz é oa brâz hô galloud.

2. Klevoud a réaz ivé komza eûz hô stourmou, hag eûz ann ôberiou kaer hô doa gréat er Galatia ; pénaos hô doa kéméret ar vrô-zé, ha lékéat ar bobl da baéa tellou.

3. Klévoud a réas komza eûz a gémen̄d hô doa gréat é brô Spañ, pénaoz é oan̄t deûet da vistri war ar men̄gleûsiou arc’han̄t hag aour a oa énô, ha pénaoz hô doa piaouet ann holl lec’hiou-zé gan̄d hô c’huzul hag hô sioulded :

4. Pénaoz hô doa lékéat da bléga dindan-hô brôiou pell-brâz diout-hô, hô doa trec’het rouéed a oa deûet da stourmi out-hô eûz a benn ar béd, hô doa dispennet eul lôd brâz eûz hô arméou, ha lékéat ar ré all da baéa tellou d’ézhô bép ploaz :

5. Pénaoz hô doa trec’het er brézel Filip ha Perséas roué ar Sétéed, hag ar ré all a oa bét savet enn hô énep, hag hô doa kéméret hô brôiou :

6. Pénaoz hô doa dispennet Antiokus ar brâz roué ann Asia, péhini a oa deûet da stourmi out-hô gan̄d eunn armé vrâz, gan̄t c’houec’h-ugen̄t olifan̄t, ha kalz marc’heien ha kirri :

7. Pénaoz hô doa hé géméret béô, hag hô doa hé rédiet hén̄, hag ar rouéed hé-c’houdé, da baéa tellou brâz, ha da rei gwéstlou, ha kémen̄d a oa bét reizet étré-z-hô,

8. Brô ann In̄died, hag ar Védied, hag al Lidied, hag ar ré wella eûz hô brovin̄sou, hô doa rôét goudé-zé d’ar roué Euménes :

9. Ha pénaoz ar ré eûz ar C’hrésia ô véza fellet d’ézhô baléa enn hô énep hag hô c’holla, é oé da anaout d’ézhô kémen̄t-sé,

10. Hag é kaschon̄t out-hô unan eûz hô duged ; é stourmchon̄t out-hô, hag é lazchon̄t eûl lôd braz anézhô : hag é kaschon̄t é sklavérez hô gragez hag hô bugalé : é preizchon̄t anézhô, hag é lékéjon̄t da bléga dindan-hô hô brô, é tiskarchon̄t muriou hô c’heriou, hag é lékéjon̄t anézhô da sklaved ével ma in̄t c’hoaz hiriô :

11. Pénaoz hô doa gwastet ha lékéat da bléga dindân hô galloud ar rouan̄télesiou all, hag ann énézi hô doa énébet out-hô :

12. Hôgen pénaoz é viren̄t ar gévrédigez hô doa gréat gan̄d ar ré a oa en em rôet d’ézhô ; pénaoz ar rouan̄télésiou, pé a dôst pe a bell hô doa dindan-hô, ô véza ma teûé da spoun̄ta kémen̄d hini a glevé méneg eûz hô hanô.

13. Pénaoz ar ré da béré é roen̄t ken-nerz évit réna, a réné ; hôgen é tiskaren̄t diwar hô zrôn, ar ré a fellé d’ézhô da ziskara ; hag ével-sé é oan̄t galloudek-brâz :

14. Pénaoz koulskoudé hini anézhô na zougé ar gurunen, ha na wiské ar zaé-roué, évit béza brasoc’h égéd ar ré all.

15. Hôgen pénaoz hô doa gréat eunn hénaouriez évit-hô, hag é c’houlennent kuzul bemdez digan̄d ar c’houézég-ugen̄d dén a oa enn-hi, hag é talc’hen̄t kuzul bépréd diwar-benn kéfridiou ar bobl, évit ma en em rénchen̄t enn eunn doaré dîn anézhô :

16. Ha pénaoz é lékéen̄t bép ploaz hô mestrouniez étré daouarn eunn dén hép-kén, évit mestrounia d’ar vrô holl ; hag ével-sé é sen̄té ann holl da unan hép-kén, héb érez na gwarizi étré-z-hô.

17. Ha Judas a zilennaz Eupolémus mab Iann, mâb Jakob, ha Jason mâb Éléazar : hag é kasaz anézhô da Roma, évid ôber miñouniach ha kévrédigez gan̄t-hô.

18. Hag évit ma tenchen̄t diwar-n-ézhô iéô ar C’hrésied ; râg hen̄ a wélé pénaoz é talc’hen̄t é sklavérez rouan̄télez Israel.

19. Mon̄d a réjon̄t éta da Roma goudé béza gréat kalz a hen̄t, hag ô véza éat enn hénaouriez é léverchon̄t :

20. Judas Makabéad hag hé vreûdeûr, ha pobl ar Iuzevien hô deûz hor c’haset étrézég enn hoc’h, évid ôber gan-é-hoc’h kévrédigez ha péoc’h, hag évit ma skrivot ac’hanomp é-touez hoc’h eiled hag hô miñouned.

21. Al lavar-zé a oé kavet mâd gan̄t-hô.

22. Ha chétu ar skrîd a gizelchon̄t war daolennou arem, hag a gaschon̄t da Jéruzalem, évit ma vije énô da én̄vor a béoc’h hag a gévrédigez.

23. Ra vézô mâd ann doaré gan̄d ar Romaned, ha gan̄t pobl ar Iuzevien da-vikenn war ar môr ha war ann douar : ra bellai diout-hô ar c’hlézé hag ann énébour.

24. Ma c’hoarvez brézel d’ar Romaned, pé d’hô eiled enn hô holl vestrouniez,

25. Ar Iuzevien a rôi ken-nerz d’ézhô a galoun vâd, hervez ma aotréô ann amzer.

26. Hép ma vézô rôet d’hô brézélidi gan̄d ar Romaned nag éd, nag armou, nag arc’han̄t, na listri ; rag ével-sé eo bét kavet-mâd gan̄d ar Romaned : hag ar Iuzevien a zen̄tô out-hô, hép kaout netrâ digan̄t-hô.

27. Hag enn hévélep doaré, ma c’hoarvez brézel d’ar Iuzevien, ar Romaned hô c’hen-nerzô a galoun vâd, hervez ma aotréô ann amzer.

28. Hép ma vézô rôet gan̄d ar Iuzevien d’ar ré a zeûi d’hô c’hen-nerza nag éd, nag armou, nag arc’han̄t, na listri ; râg ével-sé eo bét kavet-mâd gan̄d ar Romaned : hag hî a zen̄tô oud ar Iuzevien, gan̄d éeunder.

29. Houn-nez eo ar gévrédigez a râ ar Romaned gan̄d ar Iuzevien.

30. Mar teû pelloc’h ann eil pé égilé da lakaat pé da denna eur gér-bennâg dreist ar ré-man̄, é vézô gellet hé ôber a-unan ha kévret, ha kémen̄d a vézô lékéat pé tennet, a choumô stard.

31. É-kén̄ver ann drougou en deûz gréat ar roué Démétrius d’ar Iuzevien, hon eûz skrivet d’ézhan̄, ô lavarout : Pérag éc’h eûz-dé pounnéréet da iéô war ar Iuzevien, a zô da viñouned ha da eiled d’é-omp ?

32. Mar teûon̄t adarré da ôber klemm d’é-omp, é raimp barn d’ézhô enn da énep, hag é stourmimp ouz-id dré vôr ha dré zouar.


————


IX. PENNAD.


Alsimus ô véza diskaret lôd eûz a vuriou ann templ, a zô skôet gan̄d Doué hag a varv.


1. Pa glevaz Démétrius pénaoz é oa bét dispennet hé armé, ha lazet Nikanar enn emgann, é kasaz adarré Bakkides hag Alsimus er Judéa, ha gan̄t-hô korn zéou hé armé.

2. Hag hî a gerzaz dré ann hen̄t a gâs da C’halgala, hag a ziazézaz hô c’hamp war-harz Marsalot, a zô enn Arbelles : hag hî a géméraz kéar, hag a lazaz énô kalz a dûd.

3. Er miz ken̄ta eûz ar bloaz daouzég ha seiz~ugen̄t, é kaschon̄t hô armé war-harz Jéruzalem.

4. Hag ugen̄t mil dén a zavaz, hag a iéaz da Véréa, gan̄d daou vil marc’hek.

5. Hôgen Judas en doa diazézet hé gamp é Laisa, ha tri mil dén dilennet gan̄t-han̄.

6. Hag hî ô wélout péger braz é oa armé hô énébourien, a oé spoun̄tet-brâz : ha kalz anézhô a dec’haz diouc’h ar c’hamp ; ha na choumaz anézhô néméd eiz kan̄t.

7. Pa wélaz Judas pénaoz éz éa hé armé da-gét, hag é oa réd d’ézhan̄ en em ganna, é oé gwén̄vet hé galoun ; râk n’en doa két a amzer a-walc’h évid hé strolla ; hag é oé daré d’ézhan̄ dielc’ha.

8. Koulskoudé é lavaraz d’ar ré a oa choumet gan̄t-han̄ : Savomp, ha déomp étrézég hon énébourien, ha stourmomp out-hô, mar gellomp.

9. Hôgen hé dûd a zistrôé anézhan̄, ô lavarout : Na hellimp két hé ôber ; hôgen bréma dieubomp hor buez, ha distrôomp étrézég hor breûdeûr, ha neûzé é stourmimp oud hon énébourien : râk ré nébeûd a dud omp.

10. Ha Judas a lavaraz : Doué ra virô ma raimp kémen̄t-sé, ha ma tec’himp dira-z-hô : mar d-eo deûet hon amzer, marvomp gan̄t kaloun évid hor breûdeûr, ha na zaotromp két hor gloar.

11. Armé ann énébourien ô véza éat er-méaz eûz hé gamp, a zeûaz d’hô diarbenna : ar varc’heien en em lékéaz é daou rann : ar vatalmerien hag ar warégerien a valéé é penn ann armé, ha da gen̄ta en em gavé ar ré galounéka.

12. Bakkides a oa er c’horn déou, hag ar van̄den a dôstéé enn daou du, hag a zoné gan̄d ar c’hornou-boud.

13. Ar ré a oa gan̄t Judas a zonaz ivé gan̄d ar c’hornou boud. Ann douar a grénaz gan̄t trouz ann arméou : hag ann emgann a badaz adaleg ar min̄tin bétég ar pardaez.

14. Judas ô wélout pénaoz korn déou armé Bakkides a oa ar c’hréva, a boelladaz gan̄d ar ré galounéka eûz hé vrézélidi :

15. Hag hî a freûzaz ar c’horn déou-zé, hag a iéaz war hô lerc’h bété ménez Azot.

16. Hôgen ar ré a oa er c’horn kleiz ô wélout pénaoz ar c’horn déou a oa bét dispennet, a iéaz war-lerc’h Judas, hag ar ré a oa gan̄t-han̄.

17. Ann emgann a oé garô, hag é oé glazet ha lazet meûr a hini eûz ann eil tu hag eûz égilé.

18. Judas hé-unan a oé lazet, hag ar ré all a dec’haz.

19. Jonatas ha Simon a géméraz korf Judas hô breûr, hag a vésiaz anézhan̄ é béz hô zadou é kéar Modin.

20. Holl bobl Israel a réaz eur c’han̄v brâz d’ézhan̄, hag a wélaz d’ézhan̄ a-zoug meûr a zervez :

21. Hag é léverchon̄t : Pénaoz eo bét kouézet ann dén galloudek-zé, péhini a zieûbé pobl Israel ?

22. Brézéliou all Judas, hé ôberiou kaer, hag hé galouniez vrâz n’in̄t két bét diskrivet aman̄ ; râk ré a oa anézhô.

23. Hôgen chétu pétrâ a c’hoarvézaz : goudé ma oé marô Judas, ar ré fallagr en em ziskouézaz a bép tû é brô Israel, hag ann holl wall dud a zavaz.

24. Enn deisiou-zé é c’hoarvézaz eunn naounégez vrâz, hag ar vrô holl gan̄d hé holl dud en em rôaz da Vakkides.

25. Ha Bakkides a zilennaz tud fallagr, hag hô lékéaz da rénerien war ar vrô.

26. Hag hî a glaské hag a c’houilié miñouned Judas, hag hô c’hasé da Vakkides, péhini en em ven̄jé war-n-ézhô, hag a réa goab anézhô.

27. Eunn en̄krez brâz a c’hoarvézaz enn Israel, ével na oa két bét gwélet abaoé ann amzer é péhini na wéled mui a brofed enn Israel.

28. Neûzé holl viñouned Judas en em strollaz, hag a lavaraz da Jonatas :

29. Abaoé ma eo marô Judas da vreûr, n’eo bét kavet dén é-béd hén̄vel out-han̄, évit kerzout a-éneb Bakkides, hag énébourien all hor pobl.

30. Râk-sé é tilennomp ac’hanod hiriô, évit béza da brin̄s d’é-omp enn hé léac’h, ha da zug enn hon holl vrézéliou.

31. Neûzé éta é kéméraz Jonatas ar brin̄sélez, hag é savaz é léac’h Judas hé vreûr.

32. Bakkides ô véza klevet méneg eûz a gémen̄t-sé, a glaské ann tû d’hé laza.

33. Jonatas ha Simon hé vreûr, hag ar ré holl a oa gan̄t-hô ô véza klevet kémen̄t-sé a dec’haz é distrô Tékua, hag a arzaôaz war-harz doureier lenn Asfar.

34. Pa wélaz Bakkides kémen̄t-sé é teûaz hé-unan, gan̄d hé holl armé, é deiz ar sabbat, enn tu all d’ar Jourdan.

35. Neûzé Jonatas a gasaz hé vreûr péhini a oa dûg war ar bobl, évit pédi ann Nabutéed, a oa miñouned d’ézhan̄, da bresta d’ézhô hô finviou a vrézel a oa brâz-meurbéd.

36. Hogen mipien Jambri a iéaz er-méaz eûz a Vadaba, hag a géméraz Iann, ha kémen̄d en doa, hag hé c’hasaz gan̄t-hô.

37. Goudé-zé é oé rôet da anaout da Jonatas ha da Zimon hé vreûr, pénaoz mipien Jambri a réa eunn eûreud brâz, hag é kasen̄t gan̄d eur fougé brâz eûz a Vadaba, eur plac’h nevez a oa merc’h da unan eûz ar brin̄sed brasa eûz a Ganaan.

38. Neûzé é teûaz koun d’ézhô eûz a c’hoad Iann hô breûr : hag hî a biñaz, hag a iéaz da guza adré eur ménez.

39. Hag hî a zavaz hô daoulagad, hag a wélaz eur c’héflusk hag eur fougé brâz. Ar goâz-nevez a zeûé gan̄d hé viñouned hag hé géren̄t, da ziambrouga ar plac’h nevez diouc’h son ann taboulinou ha binviou all, ha gan̄t-han̄ kalz a vrézélidi.

40. Tûd Jonatas a zavaz eûz hô spi, hag en em daolaz war-n-ézhô : hag eul lôd brâz a oé lazet ; hag ar ré all a dec’haz war ar ménésiou, ô lézel hô holl zibourc’hou gan̄d tûd Jonatas.

41. Ével-sé ann eûreûd a oé trôet é kan̄v, hag ar c’hân é iouc’hadennou.

42. Hag hî a ven̄jaz goâd hô breûr, hag a zistrôaz war aod ar Jourdan.

43. Bakkides ô véza klevet kémen̄t-sé, a zeûaz gan̄d eunn armé vrâz é deiz ar sabbat bétég aod ar Jourdan.

44. Hôgen Jonatas a lavaraz d’hé dûd : Savomp ha stourmomp oud hon énébourien : râk né két hiriô ével déac’h ha derc’hen̄d-déac’h :

45. Râk chétu ann énébourien rag-énep d’é-omp, dour ar Jourdan hag ar gwerniou adré d’é-omp, hag ar c’hoat a bép tû : na hellomp trei a dû é-béd.

46. Bréma éta garmit étrézég ann én̄v, évit ma viot dieûbet eûz a zaouarn hoc’h énébourien : hag é oé rôet ann emgann.

47. Jonatas a astennaz hé zourn évit skei gan̄t Bakkides ; hôgen hé-man̄ a argilaz.

48. Neûzé Jonatas, hag ar ré a oa gan̄t-han̄ en em daolaz er Jourdan, hag a dreûzaz ar ster dira-z-hô.

49. Mil dén a gouézas enn deiz-zé eûz a dû Bakkides : hag hén̄ a zistroaz da Jéruzalem gan̄d hé dûd.

50. Hag hî a zavaz keriou kré er Judéa, hag a grévaaz gan̄t muriou uc’hel, gan̄d dôriou ha gan̄t potaḻou ; ar c’hréou a oa é Jériko, é Ammaus ; é Bétoron, é Bétel, é Tamnata, é Fara, hag é Topo.

51. Ha Bakkides a lékéaz gwardou enn-hô, évid ôber argadennou enn Israel.

52. Krévaad a réaz ivé Betsura ha Gazara, hag ar c’hré ; hag é lékéaz gwardou enn-hô, ha kalz a voéd.

53. Kéméroud a réaz évit gwéstl mipien ar ré-gen̄ta eûz ar vrô, hag hô lékéaz é kré Jéruzalem évit béza dalc’het énô.

54. Er bloaz trizég ha seiz-ugen̄t, enn eil viz, é c’hourc’hémennaz Alsimus ma vijé diskaret muriou a ziabarz ann templ, ha ma vijé freûzet ôberiou ar brofeded : hag hén̄ a zéraouaz hô disman̄tra.

55. Hôgen enn amzer-zé é oé skôet Alsimus, ha na hellaz két peur-ôber ar péz en doa déraouet : serret é oé hé c’hénou ; dalc’het é oé gan̄d ar péluz, ha na hellaz mui lavarout gér, na lakaat reiz é-béd enn hé dî.

56. Hag Alsimus a varvaz neûzé gan̄t gloasiou brâz.

57. Pa wélaz Bakkides pénaoz é oa marô Alsimus, é tistrôaz étrézég ar roué, hag ar vrô a choumaz enn éhan a-zoug daou vloaz.

58. Ar ré fallagr a vennaz hag a lavaraz : Chétu Jonatas, hag ar ré a zô gan̄t-han̄ a vév bréma é péoc’h ha gan̄t fisian̄s : lékéomb éta da zon̄t Bakkides, hag hen̄ hô c’hémérô holl enn eunn nôzvez.

59. Hag hî a iéaz, hag a rôaz d’éz-han̄ ann ali-zé.

60. Hag hen̄ a zavaz évit mon̄t gan̄d eunn armé vrâz : hag é kasaz é-kuz lizéri d’hé eiled, a oa er Judéa, évit ma krôgchen̄t é Jonatas, hag er ré a oa gan̄t-han̄ : hôgen na helchon̄t két hé ôber, ô véza ma oé klevet méneg eûz hô dézô.

61. Ha Jonatas ô véza kéméret han̄ter-kant dén eûz ar vrô, péré a oa da benn d’ar gwall zézô-zé, a lékéaz hô laza.

62. Jonatas, ha Simon, hag ar ré a oa gan̄t-hô en em dennaz é Betbessen, péhini a zô enn distrô : hag hî a aozaz hé dizeriou, hag a grévaaz anézhi.

63. Pa glevaz Bakkides kémen̄t-sé, é strollaz hé holl dûd, hag é c’halvaz ar ré a oa er Judéa.

64. Hag hén̄ a zeûaz, hag a ziazézaz hé gamp uc’héloc’h égét Betbessen : hag hén̄ a stourmaz out-hi a-zoug meûr a zeiz, hag a réaz gwindaskou.

65. Jonatas ô véza lézet hé vreûr Simon er géar, a iéaz dré ar mésiou, hag a valéaz gan̄d eul lôd brâz a dûd.

66. Skei a réaz Odaren hag hé vreûdeûr, ha mipien Faséron enn hô zeltou : hag hén̄ a zéraouaz dispenna hé énébourien, ha béza brudet gan̄d hé ôberiou kaer.

67. Hôgen Simon, hag ar ré a oa gan̄t-han̄, a iéaz er méaz eûz a géar, hag a zevaz ar gwindaskou.

68. Stourmi a réjon̄t out Bakkides, hag é tispenchon̄t hé armé : gwall c’hlac’haret é oé gan̄t-hô, dré ma wélaz pénaoz é eo éat-da-gét hé aliou hag hé gamméjou.

69. Hag ô véza savet droug enn-han̄ oud ar ré fallagr hô doa he aliet da zon̄d enn hô brô, é lazaz kalz anézhô : hag hen̄ a lékéaz enn hé benn distrei d’hé vrô gan̄d ann dilerc’h eûz hé armé.

70. Jonatas ô véza klevet kémen̄t-sé, a gasaz kannaded étrézég enn-han̄, évid ôber ar péoc’h gan̄t-han̄, hag évid ann distol eûs ar ré a oa bét kéméret er brézel.

71. Bakkides a aotréaz kémen̄t-sé a galoun vâd, hag a réaz ar péz a c’houlenné : hag é touaz pénaoz en̄dra ma vévché na rajé mui a zrouk d’ézhan̄.

72. Disteûrel a réaz d’ézhan̄ ar ré en doa kéméret ken̄t é brô Juda ; distrei a réaz d’hé vrô ha na zeûaz mui er Judéa.

73. Éhana a réaz ar brézel enn Israel : Jonatas a iéaz da choum é Mac’hmas, hag a zéraouaz énô barna ar bobl ; hag hén̄ a zispennaz ar ré fallagr é Israel holl.


————

X. PENNAD.


Jonatas a ia da gavout Aleksan̄dr, péhini hen digémer gan̄t kalz a zéréadégez.


1. Er bloaz eiz-ugen̄t é savaz Aleksan̄dr mâb Antiokos, péhini a oa leshanvet ar brudet-brâz : hag hén̄ a géméraz Ptolémaid. Digéméret-mâd é oé, hag é rénaz énô.

2. Ar roué Démétrius ô véza klevet kémen̄t-sé, a strollaz eunn armé vrâz hag a iéaz d’hé ziarbenna évit stourm, out-han̄.

3. Hag hén̄ a gasaz eul lizer da Jonatas skrivet gan̄t geriou a béoc’h évid hé likaoui.

4. Râg hén̄ a lavaré d’hé dûd : Hastomb ôber ar péoc’h gan̄t-han̄, abarz ma rai ar péoc’h gan̄d Aleksandr enn hon énep :

5. Râk koun a zeûi d’ézhan̄ eûz ann holl zroug hon eûz gréat d’ézhan̄, ha d’hé vreûr, ha d’hé vrôad.

6. Ar galloud a rôaz d’ézhan̄ da strolla eunn armé, da ôber armou, ha da véza da eil d’ézhan̄ : gourc’hémenni a réaz ma vijé distolet d’ézhan̄ ar ré eûz hé dûd a oa é gwéstl é kré Jéruzalem.

7. Jonatas a zeûaz da Jéruzalem, hag a lennaz al lizéri dirâg ann holl bobl, ha dirâg ar ré a oa er c’hré.

8. Hag ar ré-man̄ a oé spoun̄tet-brâz, pa glevchon̄t pénaoz en doa rôet ar roué d’ézhan̄ ar galloud da zével eunn armé.

9. Ar gwéstlou a oé distolet da Jonatas, hag hén̄ hô rôaz d’hô c’héren̄t.

10. É Jéruzalem é choumaz Jonatas, hag é téraouaz sével tiez ha névézi kéar.

11. Lavaroud a réaz d’ar ré a labouré, sével enn-drô da vénez Sion muriou mein-bén évid hé lakaad da véza kré : hag hî a réaz ével-sé.

12. Neûzé ann diavésidi a oa er c’hréou en doa savet Bakkides, a iéaz-kuît.

13. Pép-hini anézhô a guitaaz al léac’h é péhini édo, hag a zistrôaz d’hé vrô.

14. Koulskoudé é Betsura é choumaz hiniennou eûz ar ré hô doa dilézet lézen ha kémennou Doué : râg ar géar-zé a oa da warez d’ézhô.

15. Aleksan̄dr a glevaz méneg eûz ar péz en doa skrivet Démétrius da Jonatas. Danévellet é oé ivé d’ézhan̄ ar stourmou en doa gréat hé-man̄, hag hé vreûdeûr, hag hô gounidou, hag ar gloasiou hô doa gouzan̄vet.

16. Hag hén̄ a lavaraz : Ha nî a gavô eunn dén all hén̄vel oud hé-man̄ ? Gréomb éta anézhan̄ hor miñoun hag hon eil.

17. Hag hén̄ a skrivaz, hag a gasaz eul lizer d’ézhan̄ enn doaré-man̄ :

18. Ar roué Aleksan̄dr d’hé vreûr Jonatas, salud.

19. Klevet hon eûz pénaoz éz oud eunn dén galloudek, ha mâd da véza miñoun d’e-omp.

20. Râk-sé é lékéomb ac’hanod hiriô da vélek-brâz war da bobl, hag é vézi galvet miñoun ar roué ; enn tû gan-é-omp é vézi, hag é viri ar garan̄tez évid-omp. Hag Aleksan̄dr a gasaz d’ézhan̄ eur zaé vouk hag eur gurunen aour.

21. Jonataz a wiskaz ar zaé zan̄tel, er seizved mîz, er bloaz eiz-ugen̄t, é deiz lîd ann teltou. Sével a réaz eunn armé hag é lékéaz ôber kalz a armou.

22. Ha Démétrius ô véza klevet kémen̄t-sé, a oé glac’haret-brâz, hag a lavaraz :

23. Pénaoz hon eûz-ni lézet Aleksan̄dr d’hon diaraogi, ha d’en em grévaat ô c’hounid karan̄tez ar Iuzevien ?

24. Skriva a rinn ivé d’ézhô enn eunn doaré déréad, hag é kinniginn d’ézhô kargou ha rôou brâz, évit ma en em lakain̄t a dû gan-én̄ d’am c’hen-nerza.

25. Hag hén̄ a skrivaz d’ézhô enn doaré man̄ : Ar roue Démétrius da bobl ar Iuzevied, salud.

26. Klevet hon eûz pénaoz hoc’h eûz miret ar gévrédigez hô poa gréat gan-é-omp, oc’h choumet da viñouned d’é-omp, ha n’oc’h két en em unanet gan̄d hon énébourien, hag omb en em laouénéet.

27. Mirit bépréd ann hévélep féalded enn hor c’hen̄ver, hag é tistaolimp madou d’é-hoc’h évit kémen̄d hô pézô gréat enn hor c’hén̄ver.

28. Ha nî a zistolô d’é-hoc’h kalz traou eûz ar ré a oa bét lékéat war-n-hoc’h, hag a rai d’é-hoc’h kalz rôou.

29. Hag a-vréma é tistaolann d’é-hoc’h ha d’ann holl Iuzevien ann tellou, hag ar gwiriou war ar c’hoalen, hag ar c’hurunennou, hag ann drédéren eûz ann hâd :

30. Hag ann han̄ter eûz a frouez ar gwéz a oa va lôd : kémen̄t-sé a zilézann gan-é-hoc’h a-vréma ha da-vikenn ; ha na vézin̄t két savet mui war vrô Juda, na war ann deir c’héar a zô bét tennet eûz a Zamaria hag eûz a C’haliléa évit staga out-hi, eûz ann deiz a hiriô ha da vépréd.

31. Ra vézô Jéruzalem san̄tel ha dieûb gan̄d hé holl zalc’hiou : ra choumô gan̄t-hi hé déogou, hag hé zellou.

32. Lakaad a rann ivé étré hô taouarn ar c’hré a zô é Jéruzalem ; hag hô rei a rann d’ar bélek-brâz, évit ma lakai évid hé ziwallout, ann dûd en dévézô dilennet hé-unan.

33. Ar fran̄kiz o rôann ivé évit-nétrâ da gémen̄t Iuzéô a zô bét kaset é sklavérez eûz a vrô Juda em rouan̄télez ; hag é tistaolann d’ézhô ann holl dellou, ar ré zô-kén a baen̄t war hô loéned.

34. Ra vézô ivé ann holl c’hoéliou lîd, hag ar sabbatou, hag al loariou nevez, hag ar goéliou dalc’het, hag ann tri deiz abarz ar goél lid, hag ann tri deiz goudé ar goél lîd, deisiou a ziskarg hag a zistol évid ann holl Iuzevien a zô em rouan̄télez.

35. N’en dévézô dén ar galloud da vreûtaad out-hô, na da en̄krézi anézhô é nép doaré.

36. Diskrivet é vézô bété trégon̄t mil Iuzéô é armé ar roué : hag é vézô rôet d’ézhô kémen̄d a zô réd ével da vrézélidi ar roué : hag é vézô dilennet lôd anézhô évid hô lakaad é kréou ar roué brâz.

37. Lékéat e vézô lôd anézhô é penn kéfridiou ar rouan̄télez, a c’houlenn eur féalded brâz : da brin̄sed é vézin̄t war-n-ézhô ; hag hi a valéô enn hô lézennou, ével ma en deûz hé c’hourc’hémennet ar roué évit brô Juda.

38. Ann teir géar eûz a vrô Samaria péré a zô bét staget oud ar Judéa, a vézô sellet ével pa ven̄t bét bépréd d’ar Judéa : eûz ann hévélep réner é talc’hin̄t, ha na zen̄tin̄t out galloud all é-béd néméd out béli ar bélek-brâz.

39. Ptolémaid a rôann, hag he harzou ivé, da zan̄tuar Jéruzalem, évit mizou ann traou san̄tel.

40. Rei a rinn c’hoaz bép ploaz pemzék mil sikl arc’han̄t eûz a wiriou ar roué, hag eûz va madou va-unan.

41. Hag ar ré a oa da rénerien war géfridiou ar vrô er bloavésiou ken̄t, a rôi évit labour ann templ, kémen̄d a zô choumet d’ézhô da baéa.

42. É-kén̄ver ar pemp mil sikl arc’han̄t a géméred war ar san̄tuar bép ploaz, ô vézin̄t rôet d’ar véleien évid hô c’harg.

43. Kémen̄d hini eûz a zléourien ar roué évid eunn dra-bennâg en em dennô é templ Jéruzalem pé enn hé harzou, a vézô énô é gwarez : ha kémen̄d a vézo d’ézhô em rouan̄télez a vézô lézet gan̄t-hô.

44. Rôet é vézô ivé eûz a espern ar roué, péadrâ da zével pé da aoza al lec’hiou san̄tel.

45. Rôet é vézô c’hoaz eûz a espern ar roué, péadrâ da zével ha da grevaat muriou Jéruzalem trô-war-drô, ha muriou ar c’heriou all eûz ar Judéa.

46. Pa glevaz Jonatas hag ar bobl ar geriou-zé, na grédchon̄t két d’ézhô, ha n’hô digémerchon̄t két ; râk koun a zeûaz d’ézhô eûz ann drougiez vrâz hô doa gréat é-kén̄ver Israel, hag é pé zoaré hô doa hô mac’het.

47. Gwell é kavchon̄t trei étrézég Aleksan̄dr, péhini en doa da gen̄ta komzet a béoc’h d’ézhô ; hag hî a skoazellaz anézhan̄ bépréd.

48. Neûzé ar roué Aleksan̄dr a strollaz eunn armé vrâz, hag a valéaz a-énep Démétrius.

49. Ann daou roué a roaz ann emgann, hag armé Démétrius a dec’haz ; hag Aleksan̄dr a iéaz war hé lerc’h, hag a gouézaz war-n-ézhô.

50. Kounnaret é oé ar stourm, hag é padaz bété kûs-héol : ha Démétrius a oé lazet enn deiz-zé.

51. Neûzé Aleksan̄dr a gasaz kannaded da Ptoléméus roué ann Éjipt, hag a skrivaz d’ézhan̄ ével-henn :

52. O véza ma ounn distrôet em rouan̄télez, ma ounn azézet war drôn va zadou, ma em eûz dispennet Démétrius, ha ma eo deuet d’in dré-zé va rouan̄télez, ha kémen̄t brô a oa d’in ;

53. Ma em eûz stourmet out-han̄, hag oud hé armé, hag em eûz hô dispennet ; hag ounn dré-zé azézet war ann trôn a zalc’hé :

54. Gréomp bréma kévrédigez étré-z-omp : rô d’in da verc’h da c’hrég, ha mé a vézô da vap-kaer d’id, hag a râi rôou kaer d’id ha d’ézhi.

55. Ar roué Ptoléméus a respoun̄taz d’ézhan̄, ô lavarout : Deiz euruz, é péhini oud distrôet é brô da dadou, hag oud azézet war drôn hô rouan̄télez.

56. Ober a rinn enn da gén̄ver enn doaré ma éc’h eûz hé skrivet : hôgen deûz d’am c’havout é Ptolémaid, évit ma en em wélimp, hag é rôinn va merch d’id da c’hrég, ével ma éc’h eûz hé goulennet.

57. Ptoléméus éta a iéaz er-méaz eûz ann Éjipt, hén̄ ha Kléopatra hé verc’h, hag a zeûaz da Ptolémaid, er bloaz daou hag eiz-ugen̄t.

58. Ar roué Aleksan̄dr a iéaz d’hé ziambrouga ; ha Ptoléméus a rôaz dézhan̄ hé verc’h Kléopatra : ann eûreûd a oé gréat é Ptolémaid gan̄d eur fougé vrâz, hervez kîz ar rouéed.

59. Ar roué Aleksan̄dr a skrivaz ivé da Jonatas, évit ma teûjé d’hé gavout énô.

60. Jonatas a iéaz da Ptolémaid gan̄t kalz a fougé, hag a iéaz da gavoud ann daou roué ; rei a réaz d’ézhô kalz a arc’han̄t hag a aour, ha rôou all : hag hén̄ a oé digéméret mâd gan̄t-hô.

61. Tûd eûz a Israel ker fallagr hag ar vosen en em strollaz kévret évid hé damallout : hôgen ar roué na fellaz két d’ézhan̄ hô sélaoui.

62. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz ma vijé diwisket Jonatas, ha ma vijé lékéat d’ézhan̄ eur zaé a roué ; hag é oé gréat. Hag ar roué hel lékéaz da azéza enn hé gichen.

63. Hag hén̄ a lavaraz d’hé brin̄sed : It gan̄t-han̄ dré greiz kéar, hag embannit na zeûet dén da damallout anézhan̄, na da ôber drouk d’ézhan̄ é nép dôaré.

64 Pa wélaz ar ré a oa deûet evid hé damallout, ar péz a oa embannet diwar hé benn, ha pénaoz é oa gwisket d’ézhan̄ eur zaé a roué, é tec’hchon̄t holl.

65. Ar roué a zavaz anézhan̄ é énor brâz, hag a ziskrivaz hé hanô é-touez hé viñonned ar ré vrasa, hag a rôaz d’ézhan̄ lôd eûz hé c’halloud hag eûz hé brin̄sélez.

66. Ha Jonatas a zistrôaz da Jéruzalem é péoc’h ha gan̄t lévénez.

67. Er bloaz pemp hag eiz ugen̄t, Démétrius, mâb Démétrius, a zeûaz eûz a Greta da vrô hé dadou.

68. Ar roué Aleksan̄dr pa glevaz kémen̄t-sé, a oé glac’haret-brâz ; hag é tistrôaz da Antiokia.

69. Ar roué Démétrius a lékéaz da zûg Apollonius, péhini a oa da réner war ar Sélésiria : hag hé-man̄ a zavaz eunn armé vrâz, hag a iéaz da Jamnia : neûzé é kasaz tûd étrézé Jonatas ar bélek-brâz,

70. Évit lavarout d’ézhan̄ : N’eûz néméd-od a gémen̄t a éneb ouz-omp : ha mé a zô deûet da c’hoapérez ha da vézégez, ô véza ma éc’h eûz ar gounid war-n-omp enn da vénésiou.

71. Hôgen bréma ma fisiez enn da vrézélidi, diskenn d’hor c’havout er gompézen, hag énô éc’h hévélébékaimp hon ners ; râg ann tréac’h a zô bépred gan-én̄ er brézel.

72. Goulenn, ha desk piou ounn-mé, ha piou eo ar ré a zô da eil d’in, péré a lavar pénaoz na hell két hô troad choum stard dira-z-omp, pa eo gwir pénaoz da dadou a zô bet lékéat e tec’h diou wéach enn hô brô.

73. Ha bréma pénaoz é helli-dé ôber-penn d’am marc’heien ha da eunn armé ker braz enn eur gompézen, é péhini n’eûz na mein, na rec’hier, na léac’h é-béd é péhini é helli tec’hout ?

74. Pa glevaz Jonatas lavariou Apollonius, é oé strafiḻet bété gwéled hé galoun : dilenna a réaz dék mil dén, hag éz éaz er-méaz eûz a Jéruzalem ; hag hé vreûr Simon a zeûaz d’hé gen-nerza.

75. Hag hî a ziazézaz hô c’hamp é-tâl Joppé, ha tûd kéar a zerraz hô dôr out-hô (râk tûd Apollonius a oa da ward é Joppé) : ha Jonatas a stourmaz out-hi.

76. Hag ar spoun̄t ô véza kroget er ré a oa ébarz, é tigorchon̄t d’ézhan̄ ; ha Jonatas a biaouaz Joppé.

77. Pa glevaz Apollonius kémen̄t-sé, é kéméraz gan̄t-han̄ tri mil marc’hek, hag eunn armé vrâz.

78. Hag hén̄ a gerzaz ével p’az ajé étrézég Azot, ha râk-tâl en em daolaz er gompézen, ô véza m’en doa kalz a varc’heien, é péré é lékéa hé fisian̄s. Ha Jonatas a iéaz war hé lerc’h étrézég Azot, hag é rôjont ann emgann.

79. Apollonius en doa lézet mil marc’hek é-kûz war hé lerc’h enn hé gamp.

80. Hôgen Jonatas a anavézaz pénaoz é oa aozet spiou war hé lerc’h : ann énébourien éta a c’hrounnaz hé gamp, hag a daolaz kalz darédou oud hé dûd adaleg ar mintin bétég ar pardaez.

81. Hôgen tûd Jonatas a choumaz stard ével m’en doa gourc’hémennet d’ézhô : ha kézég ar ré all a zeûaz da skuiza.

82. Neûzé Simon a dôstaaz gan̄d hé dud, hag en em daolaz war ar vrézélidi war droad : râg ar varc’heien a oa skuiz : hag ar vrézélidi a oé dispennet gan̄t-han̄, hag a dec’haz.

83. Hag ar re a oa bét skiñet dré ar gompézen, a dec’haz da Azot, hag a iéaz é templ Dagon hô idol, évil béza dieûb énô.

84. Hôgen Jonatas a zevaz Azot, hag ar c’heriou diwar-drô : hag hén̄ a géméraz hô dibourc’hou, ha templ Dagon, hag a zevaz ar ré holl a oa bét tec’het enn-han̄.

85. War-drô eiz mil dén é oé lazet, pé gan̄d ar c’hlézé, pé gan̄d ann tân.

86. Jonatas a zavaz hé gamp ac’hanô, hag a ziazézaz anézhan̄ é-tâl Askalon : hôgen tûd kéar a iéaz d’hé ziambrouga gan̄t kalz a énor.

87. Ha Jonatas a zistrôaz da Jéruzalem gan̄d hé dûd, ha kalz a zibourc’hou gan̄t-hô.

88. Ha chétu pétrâ a c’hoarvézaz : pa glevaz ar roué Aleksan̄dr kémen̄t-sé, é savaz Jonatas enn eur c’hloar vrasoc’h c’hoaz.

89. Kâs a réaz d’ézhan̄ eur vac’hig aour, ével ma eur boazet da rei da géren̄t-nés ar rouéed. Rei a réaz ivé d’ézhan̄ Akkaron, hag hé holl harzou, enn hé gers.


————


XI. PENNAD.


Antiokus mâb Aleksandr a râ kévrédigez gan̄t Jonatas.


1. Neûzé roué ann Éjipt a strollaz eunn armé, a oa ével ann tréaz a zô war aod ar môr, ha kalz a listri : hag hen̄ a glaské kémérout dré douellérez rouan̄télez Aleksandr, hag hé staga oud hé rouan̄télez hé-unan.

2. Mon̄d a réaz er Siria gan̄t geriou a béoc’h, hag ann dûd a zigoré hô c’heriou, hag az éa d’hé ziambrouga ; râg ar roué Aleksandr en doa gourc’hémennet mon̄d d’hé ziambrouga, ô véza ma oa tâd-kaer d’ézhan̄.

3. Hôgen kerken̄t ha m’az éa Ptoléméus enn eur géar, é lékéa eur gward brézélidi enn-hi.

4. Ha pa dostéé oud Azot, é oé diskouézet d’ézhan̄ templ Dagon a oa bét devet, ha dizeriou kéar Azot, hag ar c’horfou-marô dilézet war ann douar, hag ar grac’hellou a oa bét savet a-héd ann hen̄t évit gôlei ar ré a oa bét lazet er brézel.

5. Hag hî a lavaraz d’ar roué pénaoz en doa Jonatas gréat kémen̄t-sé, évit lakaad da zével kâs out-han̄ enn hé spéred. Hôgen ar roué a davaz.

6. Jonatas az éaz da ziambrouga ar roué da Joppé gan̄t kalz a fougé. En em zaludi a réjon̄t, hag é kouschon̄t énô.

7. Jonatas a iéaz gan̄d ar roué bétég ar ster a c’halveur Éleuterus ; hag é tistrôaz da Jéruzalem.

8. Hôgen ar roué Ptoléméus a géméraz ar c’heriou bété Séleusias ar géar vôrek ; hag hén̄ a venné gwall ioulou a-éneb Aleksandr.

9. Hag hén̄ a gasaz kannaded étrézé Démétrius, évit lavaroud d’ézhan̄ : Deûz, gréomp kévrédigez étré-z-omp ; hag é rôinn d’id va merc’h, a zô dimézet gan̄d Aleksan̄dr ; hag é réni é rouan̄télez da dâd :

10. Râk keûz em eûz da véza rôet va merc’h d’ézhan̄, ô véza ma en deûz klasket va laza.

11. Hag hén̄ a damallé anézhan̄ enn doaré-zé, ô véza m’en doa c’hoan̄t da gaout hé rouan̄télez.

12. Neûzé é lamaz digan̄t-han̄ hé verc’h, hag é rôaz anézhi da Zémétrius ; pellaad a réaz diouc’h Aleksandr ; hag hé gasoni a oé anat.

13. Ha Ptoléméus a iéaz é Antiokia, hag a lékéaz war hé benn diou gurunen, hini ann Éjipt, hag hini ann Asia.

14. Hôgen ar roué Aleksandr a oa neûzé er Silisia : râk tûd hé rouan̄télez a oa dispac’het out-han̄.

15. Pa glevaz Aleksandr kémen̄t-sé, é teûaz da vrézélékaad out-han̄ : ar roué Ptoléméus a strollaz ivé hé armé, a iéaz d’hé ziarbenna gan̄d eunn nerz vrâz, hag a lékéaz anézhan̄ da dec’hout.

16. Aleksandr a dec’haz enn Arabia, évit klaskout gwarez énô : hôgen ar roué Ptoléméus a oé uc’héléet.

17. Hôgen Zabdiel ann Arab a lékéaz trouc’ha hé benn da Aleksandr, hag a gasaz anézhan̄ da Ptoléméus.

18. Ar roué Ptoléméus a varvaz a benn tri deiz ; hag ar ré eûz hé dûd a oa er c’hréou, a oé lazet gan̄t ar ré a oa er c’hamp.

19. Hag ar roué Démétrius a renaz a nevez er bloaz seiz hag eiz-ugen̄t.

20. Enn deisiou-zé Jonatas a strollaz ar ré a oa er Judéa évit stourmi oud ar c’hré a zô é Jéruzalem : hag hî a zavaz kalz gwindaskou out-han̄.

21. Hôgen gwall dud péré a gaséé hé bobl a iéaz da gavoud ar roué Démétrius, hag a ziskuḻaz d’ézhan̄ pénaoz Jonatas a stourmé oud ar c’hré.

22. Pa glévaz Démétrius kémen̄t-sé, é savaz droug enn-han̄ : don̄d a réaz râk-tâl da Ptolémaid ; hag é skrivaz da Jonatas na stourmché két oud ar c’hré, hôgen ma teûjé diouc’h-tu étrézég enn-han̄ évit komza kévret.

23. Hôgen pa glévaz Jonatas kémen̄t-sé, e c’hourc’hemennaz ma vijé stourmet : dilenna a réaz hiniennou eûz a hénaoured hag eûz a véleien Israel ; hag hén̄ en em lékéaz hé unan é gwall.

24. Neûzé é kéméraz aour, hag arc’han̄t, ha gwiskou kaer, ha kalz rôou all, hag éz éaz da gavoud ar roué é Ptolémaid, hag é kavaz grâs dira-z-ban̄.

25. Eur gwall ré-bennâg eûz hé bobl a iéaz adarré d’hé damallout.

26. Hôgen ar roué a réaz enn hé gén̄ver ével m’hô doa gréat ar ré enn hé raok : hé uc’hélaad a réaz dirâg hé holl viñouned.

27. Hé startaad a réaz é prin̄sélez ar véleien, hag er c’hargou brâz all en doa ken̄t ; hag a réaz anézhan̄ ar c’hen̄ta eûz hé viñouned.

28. Jonatas a c’houlennaz digan̄d ar roué ar fran̄kiz évid ar Judéa, évid ann teir frovin̄s, évit Samaria hag hé harzou ; hag é wéstlaz d’ézhan̄ tri c’han̄t talan̄t.

29. Ar roué a aotréaz kémen̄t-sé : hag é skrivaz lizéri da Jonatas diwar-benn ann holl draou-zé, enn doaré-man̄ :

30. Ar roué Démétrius d’hé vreûr Jonatas, ha da vrôad ar Iuzevien, salud.

31. Kaset hon eûz d’é-hoc’h ann diskriv eûz al lizer hon eûz skrivet da Lasténes hon tâd diwar hô penn, évit ma anavezôt anézhi :

32. Ar roué Démétrius da Lasténes hé dâd, salud.

33. Lékéad hon eûz enn hor penn ôber-vâd da vrôad ar Iuzevien, a zô miñouned d’é-omp, hag a vîr ar féalded a dléon̄t dé-omp, enn abek d’ann azaouez hô deûz évid-omp.

34. Kéméret hon eûz éta ar ratoz, ma vézô rôet d’ézhô holl harzou ar Judéa, gan̄d ann teir c’héar, Lida, Ramata, hag Aféréma, péré a zô bét staget oud ar Judéa diouc’h Samaria, hag hô holl zalc’hiou, évit béleien Jéruzalem, é léac’h ann tellou a denné ar roué anézhô bép ploaz, hag ar péz a zigouézé d’ézhan̄ eûz a frouez ann douar hag ar gwéz.

35. Disteurel a réomb ivé d’ézhô a-vréma ann traou all a ioa d’é-omp, ann déogou, hag ar gwiriou, hag ar poullou-c’hoalen, hag ar c’hurunennou.

30. Ar ré-zé holl a rôomp d’ézhô : ha nétrâ eûz ann dra-man̄ na vézô torret ; ha da-vikenn é vézô.

37. Likiid évez éta bréma da ôber eunn diskriv eûz a gémen̄t-man̄, ha ra vézô rôet da Jonatas, ha lékéat war ar ménez san̄tel, enn eul léac’h anat.

38. Ar roué Démétrius ô wélout pénaoz é tavé ar vrô dira-z-han̄, ha na énébé dén out-han̄, a gasaz-kuît hé armé, pép-hini enn hé léac’h, néméd ar vrézélidi a ziavéaz en doa savet é-touez brôadou ann énézi : hag holl armé hé dadou a zeûaz da énébourien d’ézhan̄.

39. Hôgen Trifou péhini a ioa bét ken̄t a dû gan̄d Aleksandr, ô wélout pénaoz ann armé holl a c’hourdrouzé a-énep Démétrius, a iéaz da gavout Emalc’huel roué ann Arabed, péhini a vagé Antiokus mâb Aleksandr.

40. Hag hén̄ a ioa bépréd war hé lerc’h, évit ma hé rôjé d’ézhan̄, da réna é léac’h hé dâd : hag é tanévellaz d’ézhan̄ kémen̄d en doa gréat Démétrius, hag ar c’hâs hô doa ar vrézélidi out-han̄. Hag hén̄ a choumaz pell énô.

41. Koulskoudé Jonatas a gasaz étrézég ar roué Démétrius, évit ma kasché-kuît ar ré a oa é kré Jéruzalem, hag er c’hréou all, ô véza ma stourmen̄t oud Israel.

42. Ha Démétrius a gasaz étrézé Jonatas, évid lavaroud d’ézhan̄ : Na rinn két hép-kén kémen̄t-sé d’id, ha d’as pobl ; hôgen sével a rinn da c’hloar hag hini da bobl, pa vézo déréad ann drô.

43. Hôgen bréma é ri ervâd, mar kasez eûz da dûd évit va skoazella ; râk dilézet ounn bét gan̄t va holl armé.

44. Ha Jonatas a gasaz d’ézhan̄ tri mil dén kalounek da Antiokia : mon̄d a réjon̄t da gavout ar roué ; hag ar roué a oé laouen-brâz oc’h hô gwélout ô ton̄t.

45. C’houec’h-ugen̄t mil dén eûz a géar en em strollaz, hag a fellé d’ézhô laza ar roué.

46. Ar roué a dec’haz é tî al léz : hag ar ré eûz a géar a géméraz strejou kéar, hag a zéraouaz stourmi.

47. Ar roué a c’halvaz ar Iuzevien évid hé skoazella ; hag hî en em strollaz holl war hé drô, hag en em skiñaz dré géar.

48. Hag hî a lazaz enn deiz-zé kan̄t mil dén. Lakaad a réjon̄t ann tân é kéar ; eur preiz brâz a gémerchon̄t, hag é tieûbchon̄t ar roué.

49. Pa wélaz tud kéar pénaoz ar Iuzevien a oa da vistri é kéar évid ôber ar péz a garen̄t, é oen̄t saouzanet-brâz : hag é c’harmchon̄t étrézég ar roué, hag é pédchon̄t anézhan̄, ô lavarout :

50. Rô ann dourn d’é-omp, ha ra éhanô ar Iuzevien da stourmi ouz-omp hag oud hor c’héar.

51. Hag hî a daolaz hô armou, hag a réaz ar péoc’h : hag ar Iuzevien hô doé kalz a c’hloar dirâg ar roué, ha dirâg holl dud hé rouan̄télez ; hag hi a oé brudet-braz er rouan̄télez, hag a zistrôaz da Jéruzalem gan̄t kalz a zibourc’hou.

52. Hag ar roué Démétrius a oé startéet war hé drôn hag enn hé rouan̄télez : hag ar vrô a davaz dira-z-han̄.

37 Hôgen na zalc’haz két d’ar gér en doa rôet ; pellaad a réaz diouc’h Jonatas, hag é léac’h béza anaoudeg eûz ar péz en doa gréat d’ézhan̄ a vâd, éc’h heskiné kalz anézhan̄.

54. Goudé-zé é tistrôaz Trifon, ha gan̄t-han̄ Antiokus iaouan̄k, péhini a zéraouaz da réni, hag a lékéaz ar gurunen war hé benn.

55. Ann holl armé en doa kaset kuit Démétrius en em strollaz war hé drô, hag hî a stourmaz out-han̄, hag hen̄ a dec’haz, hag a drôaz hé gein.

56. Trifon a géméraz al loéned, hag a berc’hennaz Antiokia.

57. Neûzé Antiokus iaouan̄k a skrivaz da Jonatas, ô lavarout : Ar vélégiez a startaann d’id ; hag é lakaann ac’hanod da benn war ar béder géar, évit ma vézi unan eûz a viñouned ar roué.

58. Kâs a réaz d’ézhan̄ listri aour évid hé zervich, hag é rôaz d’ézhan̄ ar galloud da éva enn eur c’hôp aour, da véza gwisket gan̄t limestra, ha da gaout eur c’hrogig aour :

59. Hag é lékéaz hé vreûr Simon, da zûg adaleg harzou Tir bétég harzou ann Éjipt.

60. Neûzé Jonatas a iéaz er-méaz, hag a beûr-gerzé dré ar c’heriou enn tu all d’ar ster : hag holl armé ar Siria en em strollaz évid hé skoazella. Don̄d a réaz da Askalon, ha tûd kéar a ziambrougaz anézhan̄ gan̄t kalz a énor.

61. Ac’hanô éz éaz da C’haza : ha tud Gaza a zerraz ann ôr out-han̄ : hôgen hén̄ a c’hrounnaz kéar, a breizaz anézhi, hag a zévaz pép-trâ trô-war-drô.

62. Tud Gaza a bédaz Jonatas, hag hen̄ a rôaz hé zourn d’ézhô. Hô mipien a géméraz évit gwéstl, hag é kasaz anézhô da Jéruzalem : hag é peûr-rédaz ar vrô bété Damas.

63. Hôgen Jonatas ô véza klevet pénaoz prin̄sed Démétrius a oa deûet, gan̄d eunn armé vraz évid lakaad da zispac’ha tûd Kades, a zô er Galiléa, évid hé zistrei diouc’h kéfridiou ar rouan̄télez,

64. Éz éaz buan d’hô diarbenna, hag é lézaz hé vreûr Simon er brovin̄s.

65. Ha Simon a c’hrounnaz Betsura, hag a stourmaz out-hi a-héd meûr a zervez, hag é klôzaz strard anézhi.

66. Hôgen ar ré a oa é kéar a c’houlennaz-ma rôjé ann dourn d’ézhô, hag hén̄ hé rôaz. Hag é kasaz anézhô er-méaz, é kéméraz kéar, hag é lékéaz eur gward enn-hi.

67. Jonatas hag hé armé a zeûaz war ribl dour Génésar ; hag ô véza savet abarz ann deiz, éz éjon̄t é kompézen Asor.

68. Ha chétu armé ann diavésidi a zeûé d’hé ziarbenna er gompézen, hag a aozé spiou d’ézhan̄ er ménésiou : hôgen hén̄ a iéaz râg-énep d’ézhô.

69. Neûzé ar spierien a zavaz eûz hô lec’hiou, hag a zéraouaz stourmi.

70. Ar ré holl a oa a dû gan̄t Jonatas a dec’haz ha na choumaz hini anézhô, némét Matatias mâb Absalon, ha Judas mâb Kalfi, prin̄s ann armé.

71. Neûzé Jonatas a rogaz hé ziḻad, a lékéaz douar war hé benn, hag a bédaz.

72. Ha Jonatas a zistrôaz d’ann emgann, a stourmaz out-hô, hô lékéaz da dec’hout, hag hô dispennaz.

73. Ar ré eûz hé dûd péré a oa bét tec’het ô wélout kémen̄t-sé, a zistrôaz étrézég enn-han̄, hag a iéaz gan̄t-han̄ war-lerc’h ann énébourien bété Kades é péléac’h é oa hô c’hamp, ha n’az éjon̄t két pelloc’h.

74. Lazet é oé enn deiz-zé tri mil dén eûz a armé ann diavésidi : ha Jonatas a zistrôaz da Jéruzalem.


————


XII. PENNAD.


Dré drubardérez eo kéméret Jonatas.


1. Jonatas ô wélout pénaoz é oa talvouduz ann amzer d’ézhan̄, a zilennaz tûd, hag a gasaz anézhô da Roma, évit startaat ha névézi kévrédigez gan̄d ar Romaned.

2. Kâs a réaz ivé d’ar Spartiated, hag é lec’hiou all lizeri skrivet enn hévélep doaré.

3. Hé gannaded a iéaz éta da Roma ; hag ô véza éat é tî ann hénaoured, é léverchon̄t : Jonatas ar bélek-brâz, ha pobl ar Iuzevien hô deûz hor c’haset, évit ma névézchemp ann unvaniez hag ar gévrédigez ével ken̄t.

4. Hag ar Romaned a rôaz d’ézhô lizeri évid hô zûd enn holl lec’hiou, évit m’hô kaschen̄t é péoc’h é brô Juda.

5. Ha chétu aman̄ ar skouér eûz al lizéri a skrîvaz Jonatas d’ar Spartiated :

6. Jonatas ar bélek-brâz, hag hénaoured ar bobl, hag ar véleien, hag ann dilerc’h eûz a bobl ar Iuzevien, d’ar Spartiated hô breûdeur, salud.

7. Pell zô é oa bét kaset lizéri da Onias ar bélek-brâz gan̄d Arius a réné enn hô prô, a ziskouézé pénaoz oc’h breûdeûr d’é-omp, ével ma eo anat dré ann diskriv en em gav aman̄.

8. Hag Onias a zigémeraz gan̄d eunn énor brâz ann dén a oa bét kaset d’ézh»n̄, hag al lizéri é péré é oa méneg eûz hon unvaniez hag eûz hor c’hévrédigez.

9. Évid-omp ni, pétrâ-bennâg n’hor bé ézomm é-béd eûz ar ré-zé, pa hon eûz da fréalzidigez al lévriou san̄tel a zô étré hon daouarn,

10. Koulskoudé eo bét gwell gan-é-omp kâs étrézég enn-hoc’h évit névézi ann unvaniez a vreûr hag ar gévrédigez, gan̄d aoun na zeûjemp ével diavésidi enn hô kén̄ver : râk kalz a amzer a zô tréménet abaoé ma hoc’h eûz kaset étrézég enn-omp.

11. Hôgen nî hon eûz bét koun ac’hanoc’h é péb amzer hag héb ébana, er gouéliou lîd, hag enn deisiou all é péré eo dléet kémen̄t-sé, hag er sakrifisou a gennigomp, hag el lidiou all ével ma téré kaout koun eûz hé vreûdeûr.

12. En em laouénaad a réomb éta eûz hô kloar.

13. Hôgen nî hon eûz gouzan̄vet kalz en̄krézou, ha kalz brézeliou, hag ar rouéed a zô enn-drô d’é-omp hô deûz stourmet ouz-omp.

14. Hôgen né két bét fellet d’éomp bec’hia ac’hanoc’h, nag hon eiled, nag hor miñouned all er brézéliou-zé :

15. Râk skoazel a zô bét deûet d’é-omp eûz ann en̄v, hag hon énébourien a zô bét mézékéet.

16. Dilennet hon eûz éta Numénius mâb Antiokus, hag Antipater mâb Jason, hag hon eûz hô c’haset étrézég ar Romaned évit névézi gan̄t-hô ann unvaniez hag ar gévrédigez.

17. Gourc’hémennet hon eûz ivé d’ézhô m’az afent ivé étrézég enn-hoc’h évid hô saludi, hag évit rei d’é-hoc’h hol lizéri diwar-benn névézadurez hon unvaniez a vreûr.

18. Bréma éta é réot ervâd ma respoun̄tit d’é-omp diwar-benn kémen̄t-sé.

19. Chétu ann diskriv eûz al lizéri en doa kaset Arius da Onias :

20. Arius roué ar Spartiated da Onias ar bélek-brâz, salud.

21. Kavet éo bét enn eur skrid diwar-benn ar Spartiated hag ar Iuzevien, pénaoz in̄t breûdeûr, hag in̄t eûz a wenn Abraham.

22. Bréma éta pa hon eûz gwézet kémen̄t-sé, é réot ervâd skriva d’é-omp mar d-émoc’h é péoc’h.

23. Ha chétu pétrâ hon eûz diskrivet d’é-hoc’h : hol loéned, hag hor madou a zô d’é-hoc’h ; hag hô ré a zô d’é-omp : gourc’hémennet hon eûz diskléria kémen̄t-sé d’é-hoc’h.

24. Koulskoudé Jonatas a glevaz pénaoz prin̄sed Démétrius a oa distrôet da stourmi out-han̄ gan̄d eunn armé kalz vrasoc’h égét ken̄t.

25. Neûzé ô veza éat er-méaz eûz a Jéruzalem, é tiaraogaz anézhô é brô Amalit ; râk na felle két d’ézhan̄ rei d’ézhô ann amzer da zon̄d enn hé vrô hé-unan.

26. Spierien a gasaz enn hô c’hamp ; ha pa oen̄t distrôet é léverchon̄t pénaoz ann énébourien hô doa ann dezô d’en em deûrel war-n-ézhô a-zoug ann nôz.

27. Pa oé éta kuzet ann héol, é c’hourc’hémennaz Jonatas d’hé dûd beḻa, da choum héd ann nôz dindân ann armou ha daré d’ann emgann ; hag é lékéaz gwardou war-drô d’ar c’hamp.

28. Ann énébourien ô klevout pénaoz é oa Jonatas hag hé dûd daré d’ann emgann hô doé aoun, hag hô c’halounou a oé spoun̄tet-brâz : hag hi a énaouaz taniou enn hô c’hamp.

29. Hôgen Jonatas hag ar ré a ioa gant-han̄ na anavézchon̄t két ar wirionez kén na oé deûet ar mintin : râg hi a wélé goulaouennou béô.

30. Neûzé Jonatas a iéaz war hô lerc’h, ha na dizaz két anézhô : râk treûzet é oa bét gan̄t-hô ar ster Eleûter.

31. Ac’hanô é trôaz war-zû ann Arabed, a c’halveur Zabadéed ; hô dispenna a réaz, hag é kasaz gan̄t-han̄ hô dibourc’hou.

32. Goudé-zé é strollaz hé armé, hag é teûaz da Zamas ; hag é peûr-rédé ar vrô holl.

33. Hôgen Simon a iéaz er-méaz, hag a zeûaz bétég Askalon, ha bétég ar c’hréou tôsta : ha neûzé éz éaz war-zu Joppé, hag é kéméraz kéar :

34. Râk klevet en doa pénaoz é fellé d’ézhô lakaad ar c’hré étré daouarn tûd Demétrius ; hag hén̄ a lékéaz gwardou évid hé ziwallout.

35. Pa oé distrôet Jonatas, é strollaz hénaoured ar bobl, hag é kéméraz ann dézô gan̄t-hô da zével kréou er Judéa,

36. Da zével muriou enn-drô da Jéruzalem, ha da ôber eur vôger vrâz étré ar c’hré hag ar géar, évid hé ranna diouc’h kéar, ha ma choumché hé-unan ; évit na helché ar ré a ioa enn-han̄ na préna, na gwerza,

37. En em strolla a réjon̄t éta évit sével kéar : hag ar vûr a oa a-héd ar froud war-zû ar sâv-héol, ô véza bet diskaret, Jonataz hé savaz, a-nevez, hag é oé galvet Kafététa.

38. Simon a zavaz ivé Adlada é kompézen Séféla, hag a grévaaz anézhi, hag a lékéaz enn-hi dôriou ha potaḻou.

39. Trifon péhini a venné d’ézhan̄ réna enn Asia, ha kéméroud ar gurunen, hag astenna hé zourn war ar roué Antiokus,

40. En doa aoun n’hen lezché két Jonatas da ôber, hag é tisklerché ar brézel out-han̄ ; hag é klaské ann tû da grégi enn-han̄, ha d’hé laza. Hag hén̄ a zavaz, hag a iéaz da Vetsan.

41. Ha Jonatas a iéaz d’hé ziarbenna gan̄d daou-ugen̄t mil dén-a-vrézel eûz a ré zilennet, hag é teûaz da Vetsan.

42. Pa wélaz Trifon pénaoz Jonatas a zeûé gan̄d eunn armé vrâz évit lakaad hé zourn war-n-ézhan̄, en doé aoun :

43. Hag é tigéméraz anézhan̄ gan̄d énor, éc’h erbédaz anézhan̄ d’hé holl viñouned, hag é réaz rôou d’ézhan̄ : hag é c’hourc’hémennaz d’hé holl armé sen̄ti out-han̄, ével out-han̄ hé unan.

44. Hag hén̄ a lavaraz da Jonatas : Pérâg éc’h eûz-té heskinet ann holl bobl-zé, pa n’eûz kéd a vrézel étré-z-omp ?

45. Bréma éta kâs-hi d’hô ziez : dilenn hép-kén eul lôd bihan a dûd, a choumô gan-éz, ha deûz gan-én̄ da Btolémaid, hag é likiinn anézhi étré da zaouarn, gan̄d ar c’hréou all, hag ann armé, hag ann holl rénerien, hag é tistrôinn goudé-zé ; râg évit sé eo ounn deûet.

46. Jonatas a grédaz d’ézhan, hag a réaz ével m’en doa lavaret : Kâs a réaz kuît hé dûd-a-vrézel, péré a zistrôaz da vrô Juda.

47. Na viraz gan̄t-han̄ némét tri mil dén, a béré é kasaz daou vil er Galiléa, ha n’az éaz némét mil gan̄t-han̄.

48. Hôgen kerken̄t ha ma oé éat Jonatas é Ptolémaid, tûd kéar a zerraz ann ôriou, hag a géméraz anézhan̄ : hag ar ré holl a oa bét éat ébarz gan̄t-han̄, a oé lazet gan̄d ar c’hlézé.

49. Ha Trifon a gasaz brézélidi war droad ha war varc’h er Galiléa, hag er gompézen vraz, évit dispenna ar ré holl a oa gan̄t Jonatas.

50. Hôgen ar ré-man̄ pa wézchon̄t pénaoz é oa bét kéméret Jonataz, hag é oa bét lazet, hén̄ hag ar ré holl a ioa gan̄t-han̄, en em galounékéjon̄t ann eil égilé, hag en em aozchon̄t stard évid ann emgann.

51. Hag ar ré a ioa éat war hô lerc’h ô wélout pénaoz é werzchen̄t kér hô buez, a zistrôaz war hô c’hîz.

52. Distrei a réjon̄d éta holl é péoc’h é brô Juda. Gwela a réjon̄t kaer Jonatas, hag ar ré a oa gan̄t-han̄ : hag Israel holl a réaz eur c’han̄v brâz.

53. Neûzé ann holl vrôadou a ioa enn-drô d’ézhô a glaskaz ann tu d’hô mac’ha ; hag é léverchon̄t :

54. N’hô deûz na prin̄s, na skoazel : stourmomp éta bréma out-hô, ha tennomp ar méneg anézhô eûz a én̄vor ann dûd.


————


XIII. PENNAD.


Simon a zâv eur béz kaer évid hé dâd hag hé vreûdeûr.


1. Koulskoudé Simon a glevaz pénaoz en doa strollet Trifon eunn armé vrâz, évid don̄d é brô Juda, hag hé mac’ha.

2. Hag ô wélout ar bobl leûn a spoun̄t hag a zaouzan, é piñaz da Jéruzalem, hag é strollaz ar bobl :

3. Hag oc’h hé galounékaat, é lavaraz : C’houi a oar pégémen̄t hon eûz stourmet, mé ha va breûdeûr, ha tî va zâd, évid al lézennou, hag al lec’hiou san̄tel, ha pégémen̄t a an̄keniou hon eûz gwélet.

4. Râk-sé eo eo marô va holl vreûdeûr évit dieûbi Israel, ha n’eûz choumet néméd-oun.

5. Ha bréma na c’hoarvézô két d’in espernout va buez, keit ha ma vézimp enn en̄krez : râk n’ounn két gwelloc’h égét va breûdeûr.

6. Ven̄ji a rinn éta va fobl ; hag ar san̄tuar, hag hor bugalé hag hor gragez : ô véza ma eo en em strollet ann holl vroadou évid hor mac’ha dré gasoni.

7. Pa glevaz ar bobl kémen̄t-sé é teûaz da galounékaat :

8. Hag hî a respoun̄taz, hag a lavaraz gan̄d eur vouéz gré : Té eo hon dûg é léac’h Juda ha Jonatas da vreûr.

9. Hor c’hâs d’ann emgann, hag é raimp kémen̄t a liviri d’é-omp.

10. Hag hén̄ ô strolla ann holl dud-a-vrézel, a hastaz peûr-zével holl vuriou Jéruzalem, hag a réaz kréou war hé zrô.

11. Kâs a réaz Jonatas mâb Absalom, ha gan̄t-han̄ eunn armé nevez, da Joppé : ha goudé béza lékéat er-méaz ar ré a oa enn-hi, é choumaz énô.

12. Koulskoudé Trifon a iéaz er-méaz eûz a Btolémaid gan̄d eunn armé vrâz, évid don̄d é bro Juda, ha Jonatas gan̄t-han̄ enn eur vac’h.

13. Hôgen Simon a aozaz hé gamp é Addus râg-énep d’ar gompézen.

14. Pa glevaz Trifon pénaoz é oa bét savet Simon é léac’h Jonatas hé vreûr, ha pénaoz en em aozé da stourmi out-han̄, é kasaz d’ézhan̄ kannaded,

15. Évit lavaroud d’ézhan̄ : Da vreur Jonatas hon eûz dalc’het, enn abek d’ann arc’han̄t a dlié d’ar roue, évid ar géfridiou en deûz bét.

16. Kâs bréma kan̄t talan̄t arc’han̄t, hag hé zaou vab da wéstl, évit na dec’hô két diouz-omp pa hor bézô hé laoskét, hag é kasimp anézhan̄ d’id.

17. Simon a anavézaz ervâd pénaoz na gomzé ével-sé out-han̄ néméd évid hé douella ; koulskoudé é c’hourc’hémennaz ma vijé kaset ann arc’han̄t hag ar vipien, gan̄d aoun na zavché eunn drouk braz er bobl a Israel, ha na lavarché :

18. Marô eo Jonatas, ô véza n’eo két bét kaset ann arc’han̄t hag ar vipien.

19. Kâs a réaz éta ar vipien ha kan̄t talan̄t : hôgen Trifon en doa lavaret gévier, ha na laoskaz két Jonatas.

20 Goudé-zé é teûaz Trifon er vrô, évid hé gwasta : hag é trôaz dré ann hen̄t a gâs da Ador : hôgen Simon hag hé armé a gerzé dré m’az éan̄t ha da bép léac’h.

21. Neûzé ar ré a ioa er c’hré a gasaz kannaded da Drifon, évit ma teûjé trumm dré ann distrô, ha na kasché boéd d’ézhô.

22. Trifon éta a aozaz hé holl varc’heien, évid don̄d enn nôz-zé : hôgen ével m’az oa kalz a erc’h, n’az éaz két da Jéruzalem, hôgen da vrô C’halaad.

23. Ha pa oé tost da Vaskaman, é lazaz énô Jonatas hag hé vipien.

24. Neûzé Trifon a drôaz war hé gîz, hag a zistrôaz d’hé vrô.

25. Hôgen Simon a gasaz da gerc’hout eskern hé vreûr Jonatas, hag a vésiaz anézhô é Modin, kéar hé dadou.

26. Israel holl a réaz eur c’han̄v braz évit-han̄ ; hag hi a wélaz anézhan̄ a-zoug meûr a zervez.

27. Ha Simon a zavaz war véz he dâd hag hé vreûdeur eunn ti huel a wéled a bell, gan̄t mein kompézet araog hag adré.

28. Seiz peûl a réaz, ann eil dirâg égilé, unan évid hé dâd, unan évid hé vamm, ha pevar évid hé vreûdeûr.

29. Sével a réaz trô-war-drô peûliou brâz ; ha war ar peûliou, armou, ével mének da vikenn, hag é-harz ann armou, listri kizellet, évit béza gwélet a bell gan̄d ar ré a éa war vôr.

30. Hen-nez eo ar béz a zavaz é Modin, hag é wéleur c’hoaz hiriô.

31. Hôgen Trifon pa édo enn hen̄t gan̄d ar roué iaouan̄k Antiokus, a lazaz anézhan̄ dré drubardérez.

32. Hag hén̄ a rénaz enn hé léac’h, ô lakaad war hé benn kurunen ann Asia : kalz a zroug a réaz er vrô.

33. Koulskoudé Simon a assavé kréou ar Judéa, hag é nerzé anézhô gan̄t touriou huel, muriou brâz, dôriou ha potaḻou : lakaad a réa ivé boédou er c’hréou.

34. Simon a zilennaz ivé tûd, a gasaz étrézég ar roué Démétrius, évit ma rajé trugarez é-kén̄ver ar vrô : ô véza n’en doa gréat Trifon neméd ôberiou a wastérez.

35. Ar roué Démétrius a respoun̄taz d’ézhan̄ diwar-benn kémen̄t-sé, hag a skrivaz d’ézhan̄ eul lizer ével-henn :

36. Ar roué Démétrius da Zimon ar bélek-brâz ha miñoun ar rouéed, d’ann hénaoured ha da bobl ar Iuzevien, salud.

37. Digéméret hon eûz ar gurunen aour hag ar bar-palmez hoc’h eûz kaset d’é-omp ; hag omp daré da ôber gan-é-hoc’h eur péoch stard, ha da skriva da vérerien ar roué ma rain̄t distaol d’é-hoc’h, hervez ann trugarézou hon eûz gréat enn hô kén̄ver.

38. Kémen̄t hon eûz gréat enn hô kounid, a choumô stard évid-hoc’h : ar c’hréou hoc’h eûz savet, a vézô d’é-hoc’h.

39. Disteûrel a réomb ivé ar faziou hag ar gwallou a zô bét gréat bétég-henn ; hô tiskarga a réomb eur ar gurunen a dliac’h : ha ma paéed eunn tell-bennâg all é Jéruzalem, na vézô mui paéet.

40. Ha mar béz eur ré-bennâg ac’hanoc’h a gémen̄t a vé mâd évit béza skrivet hé hanô enn hon touez, é vézô skrivet hé hanô, hag ével-sé é vézô péoc’h étré-z-omp.

41. Enn dékved bloaz ha seiz-ugen̄t é oé tennet diwar Israel géô ar brôadou.

42. Ha pobl Israel a zéraouaz da skriva war ann taolennou ha war ann diellou hollek : er bloaz ken̄ta, dindân Simon ar bélek-brâz, dûg brâz, ha prin̄s ar Iuzevien.

43. Enn déisiou-zé Simon a c’hrounnaz Gaza, hag a lékéaz hé armé enn-drô d’ézhi : gwindaskou a réaz, hag é troaz anézhô out kéar ; oud eunn tour é stourmaz, hag é kéméraz anézhan̄.

44. Ar ré a ioa enn unan eûz ar gwindaskou a lammaz é kéar ; hag é oé énô eur reûstl brâz.

45. Tûd kéar a biñaz war ar vûr gan̄d hô gragez hag hô bugalé, hag hî roget hô diḻad gan̄t-hô ; hag hî a c’harmé kaer, ô c’houlenni digan̄t Simon ma rôjé hé zourn d’ézhô.

46. Hag é leverchon̄t : Na zistaol két d’é-omp hervez hon drougiez, hôgen hervez da drugarézou.

47. Simon ô véza habaskéet, n’hô dispennaz két : hôgen hô c’hâs a réaz er-méaz eûz a géar, hag é c’hlanaz ann tiez é péré é oa bét idolou ; ha goudé-zé éz éaz ébarz, ô kana hag ô veûli ann Aotrou.

48. Goudé m’en doé tennet anézhi ann holl loudouriézou, é lékéaz enn-hi tûd évit sévéni al lézen : hé c’hrévaad a réaz, hag é réaz enn-hi eunn ti évit-han̄.

49. Hôgen ar ré a ioa é kré Jéruzalem, ô véza na hellen̄t na mon̄d er-méaz, na don̄d er vrô, na préna, na gwerza, a c’houzan̄vaz eunn naounégez vrâz ; ha kalz anézhô a varvaz gan̄d ann naoun.

50. Hag hî a c’harmaz étrézé Simon, évit ma rôjé hé zourn d’ézhô : hag hén hé rôaz d’ézhô : goudé-zé é lékéaz anézhô er-méaz eûz ar c’hré, hag é c’hlanaz anézhan̄ eûz hé zaotrou.

51. Mon̄d a réjon̄t ébarz ann trédé deiz war-n-ugen̄t eûz ann eil viz, enn unnékved bloaz hag eiz-ugen̄t, gan̄t barrou-palmez enn hô daouarn, ô veuli Doué, gan̄t télennou, ha simbalou, ha lirennou, gan̄t gwersiou ha kanaouennou, ô véza ma oa bét dispennet eunn énébour brâz da Israel.

52. Hag hén̄ a reizaz pénaoz é vijé lidet ann deisiou-zé bép ploaz gan̄t lévénez.

53. Krévaad a réaz ivé ménez ann templ, a oa war-harz ar c’hré ; hag hén̄ a choumaz énô gan̄d hé dûd.

54. Neûzé Simon ô wélout pénaoz Iann hé vâb a ioa eur brézéliad kalounek, a lékéaz anézhan̄ da zûg war-ann holl dûd-a-vrézel : ha Iann a choumaz é Gazara.


————


XIV. PENNAD.


Ar Iuzevien a choum é péoc’h dindân rén Simon.


1. Enn daouzékved bloaz hag eiz-ugen̄t, ar roué Démétrius a zastumaz he armé, hag é iéaz er Média, évit tenna ac’hanô eur c’hen-ners, évit stourmi out Trifon.

2. Arsases, roué ar Bersied hag ar Védied, ô véza klevet pénaoz Démétrius a oa deûet war hé zouarou, a gasaz unan eûz a brin̄sed hé armé évid hé gémérout ez-béô, hag hé gâs d’ézhan̄.

3. Mon̄d a réaz hé-man̄, hag é tispennaz armé Démétrius : gémérout a réaz, hag é kasaz anézhan̄ da Arsases, péhini hel lékéaz er vâc’h.

4. Holl vrô Juda a davaz a-héd holl zeisiou Simon ; na glaskaz, némét vâd hé bobl : hé véli hag hé c’hloar a oé kavet mâd gan̄t-hô, keit ha ma vévaz.

5. Ouc’h-penn hé holl c’hloar, é kéméraz Joppé da borz, ha da dreiz évit mon̄d é énézi ar môr.

6. Astenna a réaz harzou hé bobl, hag é kéméraz ann holl vrô.

7. Kalz sklaved a réaz er brézel : kéméroud a réaz Gazara, ha Bethsura, hag ar c’hré : ar saotrou a dennaz anézhô ; ha na oa dén a gémen̄t a hellé harza out-han̄.

8. Pép-hini a labouré hé zouar é péoc’h : brô Juda a oa gôlôet a éd, ha gwéz ar mésiou a roé kalz a frouez.

9. Ar ré gôz a oa azézet el leuriou-kéar, hag a gomzé diwar-benn madou ann douar, ar ré iaouan̄k en em wiské gan̄t diḻad kaer, gan̄t saéou-brézel.

10. Boédou a zarnaoué er c’heriou, hag éc’h aozé ar ré-man̄ ével keriou a vrézel ; hag ével-sé hé hanô a oé brudet-kaer bété penn ar béd.

11. Ar péoc’h a lékéaz er vrô, hag Israel en em gavaz enn eul lévénez vrâz.

12. Pép-hini a azézé dindân hé winien ha dindân hé wézen-fiez : ha na oa dén a gémen̄t a hellé hô spoun̄ta.

13. Dén na stourmé out-hô er vrô ; hag ar rouéed enn-drô d’ézhô a oa diners enn deisiou-zé.

14. Gwarézi a réaz ar ré vuel é-touez hé bobl, hag é sévénaz al lézen : ar ré fallagr hag ar ré zrouk a zispennaz.

15. Sével a réaz gloar ar san̄tuar ; hag é paottaz al listri san̄tel.

16. Ar vrud eûz a varô Jonatas a iéaz bété Roma, ha bété Sparta, hag ann dûd ac’hanô a oé glac’haret-brâz.

17. Hôgen pa glevchon̄t pénaoz Simon hé vreûr a ioa bét lékéat da vélek-brâz enn hé léac’h, hag é oa da vestr war ann holl vrô, ha war ar c’heriou a ioa enn-hi ;

18. É skrivchon̄t d’ézhan̄ war daolennou arem ; évit névézi ann unvaniez hag ar gévrédigez hô doa gréat gan̄t Juda, ha gan̄t Jonatas hé vreûdeûr.

19. Al lizéri-zé a oé lennet é Jéruzalem dirâg ann holl bobl : ha chétu ar skouér eûz ar ré a skrivaz ar Spartiated :

20. Prin̄sed ha keriou ar Spartiated, da Zimon ar bélek-brâz, ha d’ann hénaoured, ha d’ar véleien, ha d’ann dilerc’h eûz a vobl ar Iuzevien, hô breûdeûr, salud.

21. Ar gannaded hoc’h eûz kaset étrézég hor pobl, hô deûz komzet d’é-omp diwar-benn hô kloar, hag hoc’h énor, hag hô lévénez : ha nî a zô bét laouen-brâz oc’h hô gwélout ô ton̄t :

22. Hag hon eûz skrivet ar péz hô doa lavaret war ziellou ar bobl, ével-henn : Numénius mab Antiokus, hag Antipater mâb Jason, kannaded ar Iuzevien, a zô deûet étrézég enn-omp, évit névézi ann unvaniez.

23. Hag ar bobl a gavaz mad digémérout ann dud-zé gan̄d énor, ha skriva hô geriou é diellou ar bobl, évit béza da én̄vor d’ar Spartiated. Hag hon eûz kaset ar skouér eûz al lizer-zé da Zimon ar bélek-brâz.

24. Goudé-zé Simon a gasaz Numémius da Roma, gan̄d eunn diren vrâz aour, a boézé mil min, évit névézi ar gévrédigez gan̄t-hô. Pa glevaz ar bobl eûz a Roma kémen̄t-sé,

25. É léverchon̄t : Pénaoz é trugarékaimp-ni Simon hag hé vreûdeûr ?

26. Râk er reiz gen̄ta en deûz lékéat hé vreûdeûr, ha dispennet eo bét gan̄t-han̄ hé énébourien eûz a greiz Israel : hag hî a rôaz d’ézhan̄ ar fran̄kiz ; ha kemen̄t-sé a oé skrivet war daolennou arem, ha lékéat é diellou ar bobl war vénez Sion.

27. Ha chétu skouér ar skrîd : ann triouec’hved deiz eûz a viz Elul, enn daouzékved bloaz hag eiz ugen̄t, enn trédé bloaz dindân Simon ar bélek-brâz é Asaramel,

28. É oé diskleriet kémen̄t-sé é strollad brâz ar véleien, hag ar bobl, ha prin̄sed ar vrôad, hag hénaoured ar vrô : ô véza ma eo bét en̄krézet aliez hor brô gan̄t brézéliou.

29. Simon, mâb Matatias, eûz a wenn Jarib, hag hé vreûdeûr, a zô en em rôet d’ar riskl, hag hô deûz kiet oud énébourien hô fobl, évit skoazia hô zempl san̄tel hag hî hô deûz savet hô fobl da eur c’hloar vrâz.

30. Jonatas en deûz dastumet hé vroad, hag a zô deûet da vélek-brâz d’ézhô, hag a zô bét unvanet gan̄d hé bobl.

31. Hô énébourien a zo bét fellet d’ézhô hô mac’ha ha gwasta hô brô, hag astenna hô dourn war hô zempl san̄tel.

32. Hôgen Simon en deûz kiet out-hô, hag en deûz stourmet évid hé bobl : kalz a arc’han̄t en deûz darnaouet ; armou en deûz lékéat étré daouarn ar ré galounéka eûz hé vroad, hag en deûz hô faéet diwar hé goust hé-unan.

33. Krévéet en deûz keriou ar Judéa, ha Betsura, péhini a oa war harzou ar Judéa, é péléac’h é oa ken̄t armou ann énébourien : hag en deûz lékéat énô Iuzevien da ward.

34. Krévéet en deûz Joppé a zô war ar môr, ha Gazara, a zô war harzou Azot, é péléac’h é oa ken̄t ann énébourien, hag en deûz lékéat énô Iuzevien : hag en deûz lékéat enn-hô kémen̄d a oa mad évid hô difenn.

35. Ar bobl en deûz gwélet ar péz en deûz gréat Simon, hag ar c’hloar a venné da zigas war hé vrôad ; hag hî hô deûz hé lékéat da zûg d’ézhô, ha da brin̄s ar véleien, ô véza m’en doa gréat kémen̄t-sé ; m’en doa miret ar reizded hag ar feiz d’hé vrôad, ha m’en doa uc’héléet hé bobl muia ma hellé.

36. Ar géfridiou a iéaz da vâd enn hé zeisiou étré hé zaouarn : ann diavésidi a oé kaset er-méaz eûz ar vrô, hag é kasaz-kuît eûz a géar David, hag eûz a gré Jéruzalem, ar ré a ioa enn-hô, a réa argadennou ac’hanô, ô saotra kémen̄d a ioa enn-drô d’ar san̄tuar, hag a réa eur gouli brâz d’ar glanded.

37. Lékéat en deûz enn-hô Iuzevien évid diwall ar vrô hag ar géar ; hag en deûz assavet muriou Jéruzalem.

38. Ar roué Démétrius en deûz hé startéet er vélégiez-vrâz.

39. Dreist-sé en deûz hé lékéat da viñoun d’ézhan̄, hag en deûz hé zavet da eur c’hloar vrâz.

40. Râk klevet en doa pénaoz ar Romaned hô doa rôet d’ar Iuzevien ann hanô a viñouned, a unvan̄ed, hag a vreûdeûr ; ha pénaoz hô doa digéméret gan̄t kalz a énor kannaded Simon :

41. Pénaoz ar Iuzevien hag hô béleien hô doa aotréet ma vijé d’ézhô da zûg ha da vélek-brâz da-vikenn, kén na zavché eur profed féal :

42. Évit ma vijé da benn d’ézhô, ha ma préderché ann traou san̄tel, ha ma lakajé rénerien war al labouriou, ha war ar vrô, ha war ann armou, ha war ar gwardou :

43. Ma tiwalché al lec’hiou san̄tel : ma sen̄tché ann holl out-han̄ ; ma vijé skrivet ann holl ziellou enn hé hanô er vrô ; ha ma vijé-hén̄ gwisket gan̄t limestra ha gan̄d aour :

44. Ha na vijé aotréet da zén, nag eûz ar bobl, nag eûz ar véleien, terri nétrâ eûz ann traou-zé, nag énébi oud ar péz en dévijé lavaret, na gervel strollad é-béd er vrô héb hé aotré ; nag en em wiska gan̄t limestra, na dougen eur c’hrôgig aour :

45. Pénaoz piou-bennâg a énébché oud ann traou-zé, pé a dorché hini anézhô, a vijé kabluz.

46. Ann holl bobl a aotréaz éta sével Simon, hag ôber pép-trâ hervez ar geriou-zé.

47. Ha Simon a zigéméraz ar garg, hag a aotréaz béza da vélek-brâz, ha da zûg ha da brin̄s war bobl ar Iuzevien, ha war ar veleien, ha da gaout ar galloud war bép-trâ.

48. Gourc’hémennet é oé skriva ann dra-man̄ war daolennou arem, hag hé lakaad é pondalez ann templ, enn eul léac’h anat :

49. Ha lakaad eunn diskriv anézhan̄ enn tenzor, évit ma vijé da en̄vor da Zimon ha d’hé vipien.


————


XV. PENNAD.


Lizéri ar Romaned é-gounid ar Iuzevien.


1. Neûzé ar roué Antiokus, mâb Démétrius, a skrivaz eûz a énézi ar môr, da Zimon ar bélek-brâz, ha prin̄s ar Iuzevien, ha d’ann holl bobl.

2. Ha chétu pétrâ a oa el lizéri-zé : Ar roué Antiokus da Zimon ar bélek-brâz, ha da bobl ar Iuzevien, salud.

3. Gwall dûd ô véza skrapet rouan̄télez hon tadou, é fell din mon̄d enn-hi a-névez, hag hé lakaad da véza ével ma oa ken̄t : saved em eûz éta eunn armé a dûd dilennet, hag em eûz lékéat da ôber listri brézel.

4. Mé a fell d’in éta distrei er vrô, évid en em ven̄ji eûz ar ré hô deûz mac’het hor brô, ha gwastet kalz keriou em rouan̄telez.

5. Bréma éta é tistaolann d’id ann holl draou hô deûz distaolet d’id ann holl rouéed em raok, hag é startaann hô rôou all.

6. Aotréa a rann ma skôi moneiz enn da hanô hag enn da vrô ;

7. Ma vézô Jéruzalem eur géar san̄tel ha fran̄k : ma choumô d’id ann holl armou éc’h eûz gréat, hag ann holl gréou éc’h eûz savet, hag é talc’hez.

8. Holl zléou ar roué évid ann amzer dréménet, hag évid ann amzer da zon̄t, a vréma ha da vikenn, a zô distaolet d’id.

9. Ha pa vézimp deûet da vestr enn hor rouan̄télez, é savimp da c’hloar, hag hini da bobl, hag hini da dempl, enn hévélep doaré ma vézô diskleriet enn douar holl.

10. Er pévarzézved bloaz hag eiz-ugen̄t é teuaz Antiokus é brô hé dadou, hag ann holl armé en em rôaz d’ézhan̄, enn hévélep doaré ma choumaz nébeûd a dûd gan̄t Trifon.

11. Ar roué Antiokus a iéaz war hé lerc’h ; hag hén̄ a zeûaz da Zora, ô tec’hout étrézég ar môr ;

12. Râg hén̄ a anavézaz pénaoz é teûjé reûsiou war-n-ézhan̄, pa oa bét dilezet gan̄d ann armé.

13. Antiokus a ziazézaz hé gamp a-ûz Dora gan̄t c’houec’h-ugen̄t mil dén-a-vrézel, hag eiz mil marc’hek.

14. Hag hén̄ a c’hrounnaz kéar, hag a lékéaz da dôstaat al listri a oa war ar môr : hag hén̄ a strizé kéâr diwar zouar ha diwar vôr, ha na lezé dén da von̄d ébarz, na da von̄d er-méaz.

15. Hôgen Numénius, hag ar ré a ioa éat gan̄t-han̄, a zistrôaz eûz a Roma, gan̄t lizéri skrivet d’ar rouéed ha d’ar boblou enn doaré-man̄ :

16. Lusius konsul ar Romaned, d’ar roué Ptoléméus, salud.

17. Kannaded ar Iuzevien péré a zô miñouned d’é-omp, a zô deûet étrézég enn-omp, évit névézi ann unvaniez hag ar gévrédigez, hag hî kaset gan̄t Simon prin̄s ar véleien, ha gan̄t pobl ar Iuzevien.

18. Hag hî hô deûz ivé digaset eunn diren aour a boéz mil min.

19. Mâd hon eûz kavet éta skriva d’ar rouéed ha d’ar boblou, évit na rain̄t droug é-béd d’ézhô ; na stourmin̄t nag out-hô, nag oud hô c’heriou, nag oud hô brô ; ha na rôin̄t skoazel é-béd d’ar ré a vrézélékai out-hô.

20. Digéméret hon eûz a-ioul ann diren hô deûz digaset.

21. Mar d-eo éta en em dennet eur gwall dud-bennâg eûz hô brô étrézég enn-hoc’h, likit-hi étré daouarn Simon ar bélek-brâz, évit ma kastizô anézhô hervez hé lézen.

22. Ann hévélep lizéri-zé a oé skrivet d’ar roué Démétrius, ha da Attalus, ha da Ariarates, ha da Arsases,

23. Hag enn holl vrôiou : ha da Lampsakus ; ha d’ar Spartiated, ha da Zélos, ha da Vindos, ha da Zisioné, ha da Garias, ha da Zamos, ha da Bambilia, ha da Lisia, ha da Alikarnases, ha da Goo, ha da Ziden, ha da Aradon, ha da Rodes, ha da Fasélides, ha da C’hortina, ha da C’huida, ha da Sipra, ha da Siréné.

24. Ar Romaned a gasaz eunn diskriv eûz al lizéri-zé da Zimon ar bélek-brâz, ha da bobl ar Iuzevien.

25. Hôgen ar roué Antiokus a ziazézaz eunn eil wéach hé gamp dirâk Dora, oc’h hé striza bépréd mui-oc’h-vui, hag oc’h ôber gwindaskou nevez : hag é klôzaz Trifon enn hévélep doaré na hellé mui mon̄d er-méaz.

26. Neûzé Simon a gasaz da skoazel d’ézhan̄ daou vil dén dilennet, hag arc’han̄t, hag aour, ha listri kaer :

27. Hogen na fellaz két d’ézhan̄ hô digémérout : terri a réaz ar gévrédigez en doa gréat ken̄t gan̄t Simon, hag é pelléaz diout-han̄.

28. Kâs a réaz étrézég enn-han̄ Aténobius unan eûz hé viñouned, évit prézégi gan̄t-han̄, ha lavarout d’ézhan̄ : C’houi a zalc’h Joppé, ha Gazara, ha kré Jéruzalem, péré a zô keriou eûz va rouan̄télez :

29. Gwastet eo bét hô harzou gan-é-hoc’h ; kalz a zroug hoc’h eûz gréat er vrô ; kalz a lec’hiou hoc’h eûz aloubet hag a ioa dindân va galloud.

30. Bréma éta distaolit ar c’heriou hoc’h eûz kéméret ; hag ann tellou eûz al lec’hiou hoc’h eûz bét enn tu all da harzou ar Judéa ;

31. Pé paéit évid ar c’heriou pemp kan̄t talan̄t arc’han̄t ; hag évid ar gwastadur hoc’h eûz gréat, hag ann tellou hoc’h eûz savet pemp kan̄t talan̄t all : anéz é teûimp, hag é stourmimp ouz-hoc’h.

32. Aténobius miñoun ar roué a zeûaz éta da Jeruzalem, hag a wélaz gloar Simon, hag hé skéd enn aour hag enn arc’han̄t, ha doaré gaer hé dî : hag hén̄ a oé souézet-brâz. Hag hén̄ a rôaz da anaout d’ézhan̄ geriou ar roué.

33. Ha Simon a respoun̄taz d’ézhan̄, hag a lavaraz : N’hon eûz két aloubet douar eunn all, ha na zalc’homp két madou ann hen̄tez ; hôgen kéméret hon eûz digwéz hon tadou, péhini a ioa bét aloubet gan̄d direizded a-zoug eunn amzer-bennâg gan̄d hon énébourien.

34. Ével-sé pa eo bet mâd ann amzer d’é-omp, hon eûz askéméret digwéz hon tadou.

35. É-kén̄ver ar c’hlemmou a rit diwar-benn Joppé ha Gazara ; hî eo a réa kalz a zrouk é-touez ar bobl, hag enn hor brô : évid ar ré-zé é rôimp kan̄t talan̄t. Hag Alénobius na respoun̄taz gér d’ézhan̄.

36. Hôgen hén̄ a zistrôaz étrézég ar roué ha droug enn-han̄, hag é rôaz da anaout d’ézhan̄ ar geriou-zé, ha gloar Simon, ha kémén̄d en doa gwélet : hag é savaz eunn drouk brâz er roué.

37. Hôgen Trifon a dec’haz enn eul léstr da Ortosiada.

38. Koulskoudé ar roué Antiokus a lékéaz Sendébéus da zûg war aod ar môr, hag é rôaz d’ézhan̄ eunn armé a vrézilidi war droad, ha marc’heien.

39. Hag é c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ trei hé armé oud ar Judéa : sével Gédor, ha stan̄ka persier kéar, ha stourmi oud ar bobl. Koulskoudé ar roué a iéaz war lerc’h Trifon.

40. Sendébéus a zeûaz da Jamnia, hag a zéraouaz heskina ar bobl, ha mac’ha ar Judéa ; ha lakaat lôd eûz ann dûd é sklavérez, ha laza lôd all, ha krévaat Gédor.

41. Lakaad a réaz énô marc’héien ha brézélidi war droad, évit ma rajen̄t argadennou é brô ar Judéa, ével m’en doa hé c’hourc’hémennet ar roué d’ézhan̄.


————


XVI. PENNAD.


Ptoleméus, mâb-kaer Simon, a laka hé laza, hén̄ ha daou eûz hé vipien.


1. Iann a biñaz eûz a C’hazara, hag a rôaz da anaout da Zimon hé dâd ar péz en doa gréat Sendébéus é-kén̄ver hô fobl.

2. Ha Simon a c’halvaz hé zaou vap héna, Judas ha Iann, hag a lavaraz d’ézhô : Mé, ha va breûdeûr, ha tî va zâd, hon eûz stourmet oud énébourien Israel adaleg hor iaouan̄kiz bété vréma : ha dré eûr-vâd hon eûz aliez dieûbet Israel.

3. Hôgen chétu mé a zô deûet da véza kôz ; kémérit éta va léac’h, hag hini va breûdeûr, hag ît da stourmi évid hor pobl : ra zeûi d’é-hoc’h skoazel diouc’h ann én̄v.

4. Hag hén̄ a zilennaz er vrô ugen̄t mil dén war droad, ha marc’heien : hag hî a gerzaz a-énep Sendébéus, hag a arzaôaz é Modin.

5. Hag hî a zavaz diouc’h ar min̄tin, hag a iéaz d’ar mesiou : ha chétu é oé gwélet dira-z-hô eunn armé vrâz a dûd war droad hag a varc’heien, hag eur froud a ioa étré-z-hô.

6. Iann hag hé vrézélidi a valéaz enn hô énep : hôgen ô wélout pénaoz hé dûd hô doa aoun ô treûzi ar froud, é treûzaz anézhan̄ ar c’hen̄ta : pa wélaz hé dud kémen̄t-sé, é treûc’hon̄t ar froud war hé lerc’h.

7. É diou lôden é rannaz hé armé, hag é lékéaz hé varc’heien é kreiz : hôgen é niver brâz é oa marc’heien ann énébourien.

8. Pa zonaz ar c’horniou sakr, Sendébéus hag hé armé a dec’haz : kalz anézhô a oé lazet pé glazet ; hag ann dilerc’h anézhô a dec’haz er c’hré.

9. Énô é oé glazet Judas breûr Iann : hôgen Iann a iéaz war-lerc’h ann énébourien kén na zeûaz da Zédron, en doa savet.

10. Hag hî a dec’haz bétég ann touriou a oa é mésiou Azot ; ha Iann hô devaz. Daou vil anézhô a oé lazet ; hag hén̄ a zistrôaz é péoc’h d’ar Judéa.

11. Ptoléméus, mâb Abobus, a ioa bét lékéat da zûg é kompézen Jériko ; hag hén̄ en doa kalz a arc’han̄t hag a aour :

12. Râg hén̄ a ioa mâb-kaer d’ar Bélek-brâz.

13. Ar rogoni a zavaz enn hé galoun, hag é teûaz c’hoan̄t d’ézhan̄ da aotrounia war ar vrô : hag hén̄ a glaské ann tû da gémérout Simon hag hé vipien dré drubardérez.

14. Simon neûzé a gerzé dré geriou ar Judéa, hag a reizé gan̄t préder pép-trâ enn-hô ; hag é teûaz da Jériko, hén̄ hag hé vipien Matatias ha Judas, er seitékved bloaz hag eiz-ugen̄t, enn unnékved mîz, hanvet mîz sabat.

15. Mâb Abobus a zigéméraz anézhô gan̄t touellérez enn eur c’hréik hanvet Doc’h, en doa savet : hag hén̄ a réaz d’ézhô eur banvez brâz, goudé béza kuzet tûd énô.

16. Ha goudé m’hô doa Simon hag hé vipien debret hag évet hô gwalc’h, Ptoléméus a zavaz gan̄d hé dûd ; hag ô véza kéméret hô armou, é teûjon̄t é kampr ar banvez, hag é lazchon̄t Simon hag hé zaou vâb, hag hiniennou eûz hé zervicherien.

17. Ével-sé é réaz eunn trubardérez brâz enn Israel, hag é tistaolaz ann droug évid ar mâd.

18. Ptoléméus a skrivaz kémen̄t-sé d’ar roué Antiokuz ; hag é c’houlennaz digan̄t-han̄ eunn armé da skoazel, hag é rôjé d’ézhan̄ ar vrô hag hé c’heriou, hag ann tellou.

19. Ré all a gasaz da C’hazara évit laza Iann : hag é kasaz lizéri da zuged ann armé, évit ma teûjen̄t d’hé gavout, hag é rôjé d’ézhô arc’han̄t hag aour, ha traou all.

20. Ré all a gasaz évit krapa Jéruzalem, ha ménez ann templ.

21. Hôgen unan-bennâg ô véza éat enn hô raok, a iéaz da gavout Iann é Gazara, hag a rôaz da anaout d’ézhan̄ pénaoz en doa Ptoléméus lazet hé dâd hag hé vreûdeur, hag en doa ivé kaset tûd évid hé laza hé-unan.

22. Pa glevaz kémen̄t-sé, é oé saouzanet-brâz : krapa a réaz ar ré a ioa deûet évid hé golla, hag é lékéaz hô laza ; râg anavézet en doa pénaoz é klasken̄t hé laza hé-unan.

23. Buez Iann pelloc’h, hag hé vrézéliou, hag ann ôberiou a réaz gan̄t kémen̄d a galoun, hag ar préder gan̄t péhini é assavaz muriou Jéruzalem, hag hé ôberiou all,

24. A zô skrivet é levr-bloasiek hé vélégiez, abaoé ma oé lékéat da Vélek-brâz goudé hé dâd.